Kloarek Lambaul a lavare
E ti Fieka Galve pa errue :
De mad ha joa ’barz enn ti-ma ;
Fieka Galve pe leac’h ema ?
Nag ema du-ze er gampr wenn
0 tiluzia he bleo melen.
Kloarek Lambaul p’en deuz klevet
Gant ann diri e bet pignet.
De mad d’e-hoc’h, Fieka Galve,
Ha c’houi deufe d’al leur neve ?
D’al leur neve me ne d-inn ket,
Gant ar markiz ounn gourdrouzet.
Gourdrouz ’r markiz pez a garo
D’al leur neve ni a ielo.
Ni iel hon daou d’al leur neve
M’ho pe c’houi drouk, m’em bo ive.
Markiz Gwerrand a c’houlenne
Dioc’h ar vesaerien er mene :
Mesaerien d’in-me leveret
Hag ar c’hloarek ho peuz gwelet ?
Ia, Aotrou, eat eo dre aze,
Fieka Galve oc’h he goste.
Fieka Galve oc’h he goste ;
Brava daou zen ’vo ’l leur neve.
’nn Aotrou markiz p’en deuz klevet
Eunn taol kentr d’he varc’h en deuz roet.
Eunn taol kentr d’he varc’h en deuz roet
Ha d’al leur neve ez eo eet.
Markiz Gwerrand a c’houlenne
El leur neve p’en em gave :
Tud al leur neve, d’in leveret,
Hag ar c’hloarek ho peuz gwelet ?
’Ma e traon al leur o tansal
Ha gant-han ann hini a gar.
Ema e traon al leur neve,
Fieka Galve oc’h he goste.
’nn Aotrou markiz p’en deuz klevet
Eunn taol kentr d’he varc’h en deuz roet.
Eunn taol kentr d’he varc’h en deuz roet
Hag e traon ’l leur ez eo eet.
Markiz Gwerrand a lavare
Na da Gloarek Lambaul neuze :
Kaeroc’h da zillad, herve ’r c’hiz
Evit ma re, ha me markiz.
Aotrou mar d-ounn-me kaer gwisket
’r c’horf-man en deuz he gounezet.
Serret voa ho ialc’h p’oa paet
Ha va hini ioa digoret.
Kloarek, d-emp hon daou war ar gajou
Daou vaout ha tri re vanegou.
Mar ho gounezez po ’nezho,
Araok ama c’hoari vezo.
Aotrou, c’houi zo markiz Gwerrand
Ha me zo map eur paizant.
Evidoud te map eur paizant,
Te ’c’hoar dibab ar merc’hed koant.
Ar merc’hed koant ne zibabann
Da heul ar bleiz ne d-a ann oan.
Me skuiz, markiz, gant ho komzou,
Pegomp da c’hourenn ni hon daou,
Da c’hourenn ouz-id ne d-in ket,
Paotr kalet oud am beuz klevet,
Mar d-eo gourenn a fell d’id-te
Me c’hourenno gant ar c’hleze.
Me’m beuz eur c’hleze hirr ha moan
A drouc’ho d’id, Kloarek, da ruban.
Me’m beuz eur vazik a zaou-benn
A zo, Aotrou, d’ho kourc’hemenn.
’nn Aotrou markiz p’en deuz klevet
’nn eur sut arc’hant en deuz c’houezet.
’nn eur sut arc’hant en deuz c’houezet,
Triouac’h digentil n’em gavet.
Triouac’h kleze noaz dic’houinet,
Hini ’r markiz ann naontekved.
Kloarek Lambaul eno ruille
Ann dud-jentil el leur neve.
Ann dud-jentil eo a dec’he,
He zousik koant oc’h he goste.
Markiz Gwerrand a lavare
Na da Gloarek Lambaul neuze :
Taol da benn-baz brema d’ann traon
Ha ni vo mignouned hon daou.
Kloarek Lambaul ioa eunn den klouar
A daolaz he benn-baz d’ann douar.
N’oa he benn-baz d’ann douar kouezet
Triouac’h kleze noaz zo dic’houinet.
Triouac’h kleze noaz dic’houinet,
Hini ’r markiz ann naontekved.
Kri vije ’r galon na ouelche,
El leur neve neb a vije,
0 welet al leur o ruia
Gant goad ar c’hloarek o skuilla.
Fieka Galve p’e deuz gwelet
E bleo ’r markiz eo bet saillet.
E bleo ’r markiz eo bet saillet
Teir zro d’al leur gant-han deuz gret.
’Vid-oud da vea lazet ’r c’hloarek
Ne vi ket well euz va gwerc’hded.
Tud al leur neve a lare
Da varkiz Gwerrand ha neuze :
Markiz Gwerrand, fall ho peuz gret
Dispartia daou zen a eured.
Fieka Galve a lavare
Er ger d’he mamm p’en em gave :
Va mamm baour, grit va gwele buan,
Biken anezhan ne zavann.
Biken anezhan ne zavann
Pa’z eo maro ’nn hini garann.
Doue ra bardouno d’ann anaoun
Em int ho daou war ar vaskaoun.