Kloarek Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton

Eus Wikimammenn


KLOAREC KOAT AR RANNOU
HA
PENN-HEREZ KERZANTON


————
War don : Kurunen aour ha perlez ann Itron Varia Rumengol
Karantez ha glac’har !!!


I

Tud iaouank a Vreiz-Izel, didostait da glevet
Ar recit eus va daëlou ha va foaniou kalet :
Me so eur c’hloareg iaouank a eskopti Kemper
Am boa choazet eur vestrez enn eskopti Treguer.

E c’harz ar mor oun ganet, e bro Sant Gwenole,
Ha biskoas nemet glac’har n’em euz bet em bue :
Glac’har ha guir garantez, setu va flaneden,
Planeden rust ha kalet da heulia penn-da-benn.

Pa oan em bugaleach, va mamm baour aliez
A lavare din : « Va mab, kar ha ped ar Werc’hez,
» Ped anez-hi, va mabik, ped Gwerc’hez Remengol,
» Mar he fédez a galon, biken ne di da goll. »

Patronez va mamm dener, Gwerc’hez vad Remengol,
Pet gweach oc’h euz-hu miret na dounn me eat da goll !
Ho pedet am euz bepred… breman arok mervel,
E kaninn ho meuleudi d’am breudeur Breiz-Izel.

II

Pa gimiadis dioc’h va zud, pa ziz pell euz ar ger,
Evit mont war ar studi e skolach Landreguer,
N’em boa nemet pemzek vloa, me a wele dourek,
Rag evidon ne voa ken, allaz, a eurusted !!…


O tostaat oc’h Landreguer, e kaviz ur plac’hik,
Koant vel eun elik Doue, he hano oa Metik,
D’ar gouent e zea ive, evel d’on d’ar studi,
He c’halonik oa mantret kement ha va hini.

» Salud deoc’h, plac’hig iaouank, a lavariz dez-hi,
» Evel d’oun oc’h ankeniet o kuitat tud ho ti ;
» Ho tornik flour em dornik lakit gant karantez,
» Hag e vezimp eurussoc’h o wela assamblez. »

Ar plac’hik a lavaraz : « O kloarek Gwenole,
» Pedomp Doue alies ann eil ’vit eguile ;
» Er joa koulz hag en anken, dalc’hit sonj a Vetik,
» Euz a vreman da viken e vo ho mestrezik. »

» O Metik, va c’harante, rozen gaër Breiz-Izel !
» War ho mignon Gwenole tolit breman eur zell,
» Eur zell digant ho lagad a raï va eurustet
» Keit a ma lezo Doue ac’hanon war ar bed. »

Erru e kear Landreguer, erru e penn hon hent,
Me oe kasset d’ar skolach, ha Metik d’ar gouent ;
Ann disparti oe kalet, c’huero hag ankeniuz ;
ann eurustet, er bed man siouas ! n’eo ket paduz !…

’Tre ma chomiz er skolach, skeuden dous Metik kez
Enn deiz, en noz dirazon a deue alies,
Neuze e peden Doue ha Sent koz Breiz-Izel
’Vit ma vije he bue laouen, eurus, santel.

III

Pa oe echu va studi ez iz da Remengol
Da bedi c’hoaz evit-hi Gwerc’hez vad Remed-oll :
Seiz tro a riz d’ann aoter, devez ar padon braz
Ha seiz tro d’ann Iliz sakr war benn va daoulin noaz.

Goude ann oferen bred, ô pebeuz levenez !…
Er vered gant he mamm ger, e velis Metik kez :
Laouen oa evel ann deiz ha koant evel al loar,
Biskoaz pen-herez ker koant n’euz bet war ann douar.

Luguerni a re he zall, he diou chod gwen ha ru,
He ginou, vel eur rosen, he bleo, he lagad du,
Eur groas aour en he c’herc’hen, he c’hoef dantelezet,
Lavaret ’vije eun eal euz ann en diskennet.


« O ! pebeus joa evidomp, va c’hloarek Gwenolé,
» En em gaout e Remengol, deiz pardon Mamm Doue,
» Mamm ann oll dud ankeniet, Gwenole, ma mignon,
» Evidout e peb amzer, he fediz a galon.

» Metik koant, setu aman, setu ar voalen aour
» A roaz d’in, arog mervel, Annaïk, va mamm baour,
» Doug anez-hi war da viz, kemer-hi digan-en,
» Me dou war goalen va mamm d’az karet da viken.

» Ar groaz aour zo em c’herc’hen a vo did, Gwenole,
» Eur guchen euz va bleo du a roan did ive ;
» War ar groaz se e touan ha dirag ar Werc’hez
» E vi karet gant Metik ’tre ma vo e buez. »

Ha daoulinet en Iliz, hon euz gred hor peden,
Ha roet evit offrans, eur c’houriz koar melen,
Binniget hor medalen, poket d’ar relegou,
Da relegou Sent Breiz, karet gant hon tadou.

Goude hon eus baleet hon daou dre Vreiz-Izel,
Ha guelet kalz ’ilizou, kalz a douriou huel,
Abbati Landevennek ha mor Douarnenez,
Lec’h ma oe beuzet kear Is hag ar brincez Ahez.

Gwelet hon deus Mene-Hom, hag iliz veur Kemper,
Mene-Bre, iliz Bulat hag hini Landreguer,
Kastel Brest, Sant-Ian-ar-Biz, iliz Salaün ar foll,
Ha kaëra tour zo er bed, tour huel Kastel-Pol.

Gwelet hon euz Ker-Ahez, Kemperle Pont-n’Abat,
Fouenan, bro ar merc’hed koant, Gwengamp hag Huelgoad
Montroulez ha Lann-Huon, Krozon ha Lez-n-even,
Kallak, bro ar gourinou, Kastel-lin, Rosporden.

Klevet on euz o krozal ar mor e beg ar Raz,
Biskoaz den n’hen tremenaz eb santout aon pe c’hlaz,
Bet omp en enez Sizun, en Heussa, Molenez,
En enez Vaz, er Iodet, ive er seiz enez.

Eur bloavez omp bet eurus evel daou eal Doue,
E pep lec’h, pa hor guelet, ann holl a lavare :
« Setu kloarek ar Rannou, soun evel eun derven,
« Setu Metik, he vestrez, fresq evel eur rozen. »


IV

Devez pardon sant Herbot, e kleviz eur c’helou,
En euz beuzet va c’halon, en eur mor a zaëlou,
Gant he zad ha gant he mamm d’amm mestrezik Metik,
Ez oa choazet da bried eur pagan pinvidik.

Ar pagan ze oa diot, hep furnez hep skiant,
Ne gare war ann douar nemet ar gwin-ardant,
Metik paour pa er gwele a grene gant enkrez,
Hogen, he zud oa dallet, allas ! gant ann danvez !…

Mont a riz primm d’he gwelet neuze da Gerzanton,
Dre ma tostaen em c’hreiz, e krene va c’halon,
War dachen ar bourg o sôn e oa ar biniou,
Tud ann eured ha Metik beuzet en he daëlou.

Metik, a dreuz he daëlou, a reaz ouz-in eur sel
En eur lavaret : « Kouraj, Kouraj, mignon fidel !
Monet a ra en ilis, lavarat ’ra d’ar belek :
« Gwenole eo a garan, hag hen vo va fried !…

Koueza reaz d’ann douar, raktal ar benn-herez,
Ha douget e oe dioc’h-tu euz ann ilis er mez ;
Dispak he c’hoef, he dillat, ha dispak he bleo ;
Seblantout a re beza eun elik paour maro.

Mantret holl gant ar glac’har e koueziz dann daoulin,
En eur grial : « O Metik, sell a druez ouzin !… »
Pokat a riz d’he dornik, d’he diou chod, d’he c’herc’hen ;
O Metik ! Metik ! Metik ! Te p’hini a garien !…

Ann disesper en dro din, evel eur vantel blom,
A gassaz pell a c’hanon, pell war zu Mene-Hom…
Va skiant a so kollet, va c’halon a so ien…
O Metik ! Metik ! Metik ! Te p’hini a garien !…

Eiz de goude, asezet e kreiz koat ar Rannou,
War va diou chod e rede diou feunteun a zaëlou…
Pa glevis e Remengol o sôn ann anter-noz
E lavaris eskamet : « Va Doue, deoc’h bennoz !…

« O Gwerc’hez vad Remengol, sellit oc’h va glac’har,
» Aman oun deut da vervel brema war ho touar,
» Varc’hoaz pa zavo ann heol arc’hantet en envo
» Dindan an derven goz ma, me vo kavet maro !…


« O Metik, va dousik koant, te p’hini a garien,
» Kenavo ’lavaran did er bed ma da viken !
» Gant ar maro unanet, ni c’hoaz en eum garo,
» Kenavo er baradoz, kenavo, kenavo !!!

V

Ann de varlec’h, da zao heol, eun durzunel hep par
A hirvoude en derven he c’hlemou a c’hlac’har ;
Ar c’hloarek a ioa maro, maro gant ann anken,
En eur lavaret : « Metik te p’hini a garien !

Ar c’hloarek paour a starde, c’hoaz war he vuzellou,
Kroaz aour ha bleo du Metik, glebiet gant he zaëlou ;
War ann derven ’n doa skrivet hano he garante,
Ha diou galon unanet treuzet gant eur c’hleze.

Kasset eo bet ar c’hloarek da vered Remengol,
Ha sebeliet e disheol iliz sakr Remed-oll,
Iliz Patronez he vamm en deuz bet ken karet !…
Tud iaouank a Vreiz-Izel, pedit ’vit-han bepret.

Setu eta Gwenole en he vele douar !!!…
Eur miz goude oe klevet huanadou glac’har…
Eur plac’hik gwisket e dû, e bered Remengol
Deut di da bedi Doue ha Gwerc’hez Remed-oll.

O tremen dre ar vered, velaz war eur men be
Skrivet neve flamm hano he mignon Gwenole,
Epad ann noz daoulinet, Metik wele dourek,
Ha d’ar men be e poke, e poke kalonek.

« O Gwenole, eme-z-i, setu te o repoz
» E douar sakr Remengol ez out deut d’am gortoz,
» Mes kent ma tarzo ann de, o va muia karet,
» Er be man, dre zorn Doue, ni vezo unanet !!!…

Da zao-heol eur belek koz ’vont, da bedi Doue
He c’havaz anter-varo, gourveet war ar men-be,
Rei a raz d’ar plac’hik paour absolven ha pardon,
Metik a varvaz laouen, raktal, gant rann-galon !…

Enn eur vogeden ezanz ene gwen Metik kez,
Vel eur goulmik, a nijaz d’ann ên gant ann elez ;
Euz a varados Doue eur goabren arc’hantet,
War tour Iliz Remengol, neuze, zo diskennet.


War ar goabren ar Werc’hez ha Sent koz Breiz-Izel,
’Deuz kurunet Gwenole hag he vestrez santel,
Barzet ann amzer gwechall, drant, war ho zelennou
Da Zoue, e brezounek, a gane ho gwersiou.

Sebeliet e korf Metik, kichen korf Gwenole,
Ar maro ’n deuz unanet ann eil gant egile.
Eur c’hloarek karantezuz ’n deuz war ho be skrivet
Ar c’homzou truezuz man, gant he zaëlou mesket :

« Aman e repos, e peoc’h, kloarek koat ar Rannou
» Den a feiz hag a galon, den a garie he vro ;
» En e gichen eo kousket penn-herez Kersanton,
» Metik, ann elik Doue, maro gant rann-galon !!! »

O gwerc’hez vad Remengol, setu ho taou vuguel
Kousket e tal hoc’h Iliz ha dindan hoc’h askel,
’Vel eur Vamm garantezus war gavel he mabik,
C’hui dolo evez war be Gwenole ha Metik !!!

Kleier, ograou Remengol, truezuz c’hui zono,
Barzet ha pelerinet, daëlou c’hui a skuillo,
War be Metik, Gwenole, pa rafet ho peden,
Eur beden a garantez ha karget a anken !…

Bevit e doujanz Doue, tud iaouank Breiz-Izel,
Pedit Gwerc’hez Remengol evit ma viot santel ;
Sonjit ive e Metik, sonjit e Gwenole,
Bezit evel d’ho fidel ann eil d’egile.


————


Koat ar Rannou, (Rann, Rannou, chants, séries), bois des chants ou des séries. koat braz e dero a zo e kichen, ha d’ar zao-heol da ilis Remengol. Ann Drouised, beleien ar Vretonnet gwechal c’hoas difeiz, a droc’he bep bloaz, gant eur gontel aour, e Koad ar Rannou, eul louzaouen, hanvet huelvar, p’hini a zao war ann dero.

Barz, barzet, (barde, poëte). Bep bloaz ive enem gave e Koat ar Rannou hag e Rumengoulou, hirio hanvet Remengol, Barzed ann Arvor. Ar re-ma a oa tud a skiant pere a gane gwersiou, great gant-ho, war ann traou kaer erruet er vro, kana a rent ive meuleudi Teutatès, Doue faoz, p’hini a oa enoret el leac’h e ma brema iliz Remengol. D’ann hini vije hanvet barz e roer eur gurunen dero hag eun delen aour, war p’hini ar Barz a gane he soniou.

Gwenklan, Marzin, Taliezin a oa barzed e Breiz-Izel kent m’a teuaz enn-hi ar feiz kristen. — Brema zo c’hoaz e Breiz kalz Barzet pere laka ho studi hag ho foan evit kenderc’hel en hon touez ar feiz ha iez hor bro. Er penn kenta eus ar Barzed e ma ann Aviel ; Troude, barz ar vugaligou ; Kemar, person ha barz Sant-Laurans ; ar Iann, barz Koat- ann-Noz ; Milin, barz Laouenan Breiz ; Rannou, barz Roc’h-Allaz ; Joubiou, vikel vras a eskopti Gwenet, barz Sant-Gwen-Eal ; ann abad Klec’h, barz Rungolven ; Kaourintin Thomas, barz ann Tour-Tan ; Prosper Proux, barz Kerne ; ann Hegarad, barz Plouek ; I.-P.-M. ar Skour, barz Itron-Varia Remengol ; F.-M. ann Huel, barz Ker-ar-Born ; Olier Souvestr, barz Plouian ; ann abad Poullaouek, kure Landevennek, barz Sant-Gwenole ; Karis, person Plougras, barz Mene-Bre , Guernisson, barz Keravel, ha kalz a re all, pere o deuz gret eunn niver braz a werziou hag a zoniou kaer.


« Kanit anez ho, Breiziz, rag beza int gwerziou,
» Gret gant skiant ha kalon ha gant gwel vad komzou.
» Gred int e brezounek mad, nann, e koz vrezounek,
» Evel ar re zo kalz re e brezounek-gallek. »


————

Barzet ha pelerinet, kanit gwerziou santel,
Kanit gloar ha meuleudi da vamm tud Breiz-Izel,
Ho Mamm hag ho Patrones. Rouanes ar bed oll,
Mamm ann dud paour, ankeniet, Gwerc’hez vad Remengol


I.-P.-M. AR SKOUR,
Barz Itron-Varia Remengol.

Propriété : LESCOUR.