Klenved ar gear
Er zal vras, ’leac’h e oa diou renkennad gweleou tud klanv, ar c’hoar Santez Anastaz a yea hag a deue, eun tavancher gwenn en he c’herc’hen. Bep eur mare e c’helled gwelet he dremm dous, disliv, glan evel hini eur werc’hez, ha madelezus evel hini ar vamm wella.
Mont ha dont a rea, hag ar glanvourien a yoa eun dudi evito sellet ouz ar c’hoar yaouank. Va Doue, ya, yaouank e oa zur, p’eo gwir n’he devoa ket ouspen ugent vloaz.
Deuet e oa da Zant-Romen gant diou pe deir c’hoar all da rei dourn da dud ar c’hlanvdi da brederia oc’h ar re vac’hagnet er brezel digernez a oa etre ar Frans hag ar Prus.
O veza ma kemere kalz a boan hep selaou morse mouez ar skuizder, e oa deuet a benn, azalek an deiz kenta, da c’hounit kalonou an holl. Ha neuze, he mouez hag a yoa evel eur muzik d’an diskouarn, he mousc’hoarz par da hini ar c’hoanta krouadur, a roe kalon zoken d’ar re a c’houzanve ar poaniou krisa.
Ar zoudarded keizen em gave eno en o eaz, me lavar. Goude beza bet e-kreiz an tân, tostik d’ar maro, ar baotred yaouank-ma a groge a-nevez er vuez, a zantent awalc’h o c’houeza adarre a-nebeudou en o gwazied.
Ar c’hoar vat a wele gant plijadur an nerz-kalon
hag ar fizianz o tihuna e kalonou he c’hlanvourien.
Aon he doa koulskoude evit unan hag a yoa du-ze, er penn pella, harp e wele oc’h korn an diou voger.
Eur Breizad oa, leun e spered a velkoni, pleget atao warann e-unan, hep ma taolche morse an distera evez oc’h lavarou farsus e amezien.
Ar c’hoar a yoa nec’het bras gant an dristidigez a zalc’he da jom war e dal.
— « Red eo didua e spered dallet gant sonjezonou tenval, a lavaras a louzaouer. »
Hag ar c’hoar baour a rea ar pez a c’helle evit laouennaat ar Breizad.
« Alo, Kergelar, kemerit ’ta eun tammig kalon. Setu m’eo serret ho kouli, hag ar paz a zo eat holl diouzoc’h. Lavaret a reer e vezo sinet ar peoc’h dizale, hag e c’hellot distrei d’ar gear a-benn nebeud. »
O sevel neuze e zaoulagad digor bras, evel pa vije o nevez-ober eun huvre, Kergelar a heje e benn. Eun dra bennak a lavare d’ezan ne dlie mui gwelet lanneier Breiz, ’leac’h ma c’houez avel sall ar mor e-touez ar balan hag ar brug ; ne welje mui Kererault, ar gearik koant-se savet a-zioc’h an Treiz, ’leac’h m’edo e dad, e vamm, e vreudeur, e c’hoarezed…, nag ar groaz vean savet er c’hroaz-hent gant e dud koz… Eno eo e oa deuet e zousig Ivona, e vestrezig, da lavaret kenavo d’ezan ha da lakaat en e gerc’hen ar vedalen venniget e pardon diveza ar Feunteun-Wenn…
C’hoar Santez Anastaz a gemeras an hardiziegez da ober goulennou outan. Eun tammig e rusias he zal pa anzavas Kergelar d’ezi ar garantez dener hag eün en doa evit Ivonaïg. He ene gwerc’h a zaoulammas, hag e teuas d’ezi eur mennoz. Rei a reas he ger da Gergelar e skrivche d’ar plac’h yaouank. Dont a reas ar Breizad da veza laouen o sonjal en divije kelou hep dale eus e dad hag e vamm, hag ive eus Ivonaïg, levenez e galon, a yoa du-ze enkrezet oc’h e c’hortoz. Gant al lizer-ze, hep mar ebet, e viche ive eun tammig c’houez eus lann Kererault, c’houez Breiz-Izel.
O ! nag a vad a reas d’ezan ar zonj-se !
Setu m’en em gavas gwelloc’h epad eur zizun. Sevel a rea bemdez, hag ez ea da gichen an tân gant e vignoned. C’hoarzin a ranke awechou o klevet o, c’honchennou ; evel-se e kolle eur pennad an neuden eus e huvreou tenval.
Bemdez e c’houlenne gant c’hoar Santez Anastaz hag-en n’oa ket a gelou eus ar gear.
— « N’eus lizer ebet c’hoaz, va mignon ; hogen, arabad eo beza souezet a gement se ; n’eo ket eas brema kas ar c’heleier… Dont a raio marteze araok an noz ! »
Ha neuze penn Kergelar a goueze adarre war ar penn-wele. Koll a rea a-nevez ar c’hoant-dibri. Red e oa neuze d’ar c’hoar gez sevel huel he mouez evit ober d’ezan kemeret eun dra bennak. Ma tigoueze ganti rankout mont wardro eur c’hlanvour all, ar Breizad a gase ar pladig pell dioutan. Lakaat a rea adarre e benn etre e zaouarn, hag hen buan da Vreiz-Izel war nij. Netra n’helle ober d’ezan dizrei de vuez gwirion, nemet an hini he devoa touet gant skoazel Doue miret da Ivonaïg he muia-karet divroet.
Evito eo e pede ar C’hoar santez Anastaz, evit an daou grouadur-ze, — eus he oad, — a en em gare kement ha ker mat. Pedi a rea evito epad ar momejou dister a leze ganti ar preder a gemere ouz ar re glanv.
En despet koulskoude d’ar preder a gemere gant Kergelar, n’helle ket kas dioutan an dristidigez, ar velkoni a yoa oc’h her c’hrina. Fallaat a rea. Dont a rea da veza treut, en hevelep doare na jome mui nemet ar relegou anezan. N’en doa mui awalc’h a nerz evit disken e-unan eus e wele. Deuet oa da veza dizeblant, na wele mui netra, nemet marteze du-ze er pellder. Hag ar pez a yoa gwasoc’h, ne lavare mui netra divar-benn al lizer skrivet d’ar gear hag edo kement war c’hed anezan eun dervez bennak diaraok.
Ar medisin a heje e benn gwenn hag e skoaz ledan. O skriva e ursiou er gambr, e-kichen, e lavaras d’ar C’hoar :
— « N’hellan mui netra, va C’hoar. E spered hag e galon a zo klanvoc’h eget e gorf. Red e ve e gas d’ar gear buan ha buan. Ne welan ket e ve eun dra bennak-all da ober. »
Ar C’hoar a zonjas e raje mato skriva a-nevez da Ivona, o kredi e oa bet kollet al lizer kenta. Kement-ma a zeblantas ober vad da Gergelar. Pedet he devoa Ivona da rei respont kenta ma c’hallje, hag e krede, ar C’hoar gez, ez aje gwelloc’h an traou hiviziken. Tremen a reas en e gichen kement begad amzer a c’helle kaout da ziskuiza eus he labouriou tenn. Konta rea d’ezan mil ha mil sorc’hen evit e lakaat da c’hoarzin.
Lavaret a reas d’ezan eur vintinvez o tigouezout e kichen e wele :
— « Ne deuot morse a benn da c’houzout pe Seurt sonj a zo deuet d’in. Ne dalv ket d’eoc’h klask, rak ne gavot ket ; gwelloc’h e kavan lavaret d’eoc’h dioc’htu… Sonjal a ran el levenez ho pezo dizale o welet adarre lanneier Breiz-Izel — rak hep dale e teuio d’eoc’h o « kounje », — hag e viot eürus pa welot o tont warzu ennoc’h ar baotrez vat-se a roas d’eoc’h he ger hag he c’halon, du-ze, e kichen Kroaz-an-hent ! »
Mousc’hoarzin a reas gant kement a boan, ma oe mall gant ar C’hoar lavaret warlerc’h :
— « Eur zoudard kalonek eveldoc’h ne zeu ket da fallgaloni abalamour d’eun dervez pe zaou ma rank gedal… An nep en deus bet an enor da veza lakeat war roll « urz an deiz » hag a zo bet goulennet d’ezan medalen ar zoudard a c’hell beza ha bask awalc’h evit gedal eun nebeut derveziou. »
Eur skrijaden a levenez a dreuzas memprou ar c’hlanvour pa glevas hano a vedalen. Hag ar C’hoar a gendalc’has da lavaret :
— « Ar vedalen ho pezo, rak den n’her gounezas muioc’h egedoc’h… Pegement a fouge a vezo en Ivona pa vezo kazel ha kazel ganeoc’h !… » Eul luc’heden a lorc’h a dreuzas e zaoulagad.
— « Deuet eo ar poent da leina. Me va unan eo a zigaso d’eoc’h da zibri. Red eo d’eoc’h kemeret nerz mar fell d’eoc’h gellout mont d’ar gear dizale. »
Antronoz edo ar C’hoar o tont er-meaz eus he c’hambr hag o tisken ar skalier vean. Sonjal a rea e Kergelar, hag e lavare enni he-unan :
— « Mont a ran dillo da welet hag eat eo war wellaat. »
Dres, pa’z edo o lakaat he zroad war ar bazen izella, beleg ar c’hlanvdi gwisket gantan e zourpiliz a yoa o vont diwar wel. Buan, buan ec’h hastas mont da gambr al louzeier.
— « Va c’hoar, emezi d’al leanez en em gave eno, daoust da biou eo nevez roet e zakramanchou ? »
— « Unan eus ho klanvourien, va C’hoar, eur Breizad, a zo klanv gant klenved ar vro, hervez ma lavar ar medisin. »
Ar C’hoar santez Anastaz a gasas he dorn d’he c’halon ; lammet a rea. Ha hi ac’hano da gaout hor c’henvroad. Eur mevel a yoa en e zav dirak gwele Kergelar.
Dont a reas e-trezek ar C’hoar hag e lavaras d’ezi war eun ton ken dizeblant, a vouez izel koulskoude :
— « Me gred, va C’hoar, ema o vont da dremen ! »
Kergelar a zigoras e zaoulagad. Anaout a reas ar C’hoar santez Anastaz ; hag evel p’en divije c’hoant dhe zrugarekaat da veza eno, en e gichen, e reas eur mousc’hoarz outi. Hag e trailhas ar c’homzou-ma :
— « Medalen… lizer… Ivona !… »
Hag o veza great eur skrijaden, e ene a zistagas goustadig dioc’h e gorf. Maro e oa.
Gant eun dorn o krena, ar C’hoar a glozas d’ezan
e zaoulagad ; goude e krogas er sizailh a yoa a
ispilh oc’h he chapelet greun bras, hag e troc’has
eur guchennad vleo o lavaret :
— « Evit kas da Ivona ! »
Koueza ’reas neuze d’an daoulin, marteze evit kuzat he daelou, hag e pedas eur pennad.
P’edo o lakaat he zreid er-meaz eus ar zal e kavas ar Zuperiorez o tont gant eul lizer ; her c’hinnig a reas d’ezi : lizer Ivonaïg oa, al lizer-ze hag a zigase — siouaz ! re zivezad — c’houez vad lanneier Breiz-Izel !
Klanvourien geiz, soudarded ha martoloded ar c’hlanvdiou, gouelit !… Kemerit ho mouchouar da zec’ha ho taelou !… Lavaret a reer ec’h analec’h talvoudegez ar C’hoarezed karantezus !… Emaint boutet er meaz, dre-oll, kouls lavaret, hag ez eus deuet laïkezed en o leac’h ! Gwaz a ze evidoc’h !