Mont d’an endalc’had

Klemmou ar c’hlanvour iaouank

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 156-157)



Klemmou ar c’hlanvour iaouank
————


Laboused koant ar c’hoat, ehanit da gana,
Bezit truez ouz anken hag ouz glac’har ho mignoun,
Kuzit ho levenez, hirio da vihana,
Va lezit da vervel, heb kreski va rann-galoun.
Rag ne d-inn ket hivizikenn,
Gant levenez, e-skeud ann deliou,
Da c’hourvez e-c’harz eur wezenn
Evit klevet ho kanaouennou.

Gwez a garenn gwelet glaz, d’ann nevez-amzer,
Dindan avel ann hanv a-boan ma teuec’h da finval ;
Evit diskouez warc’hoaz ho kaon d’ho mignoun ker,
Lezit eunn avel grenv enn ho skourrou da voudal.
Hag hivizikenn ne d-inn ket
E-c’harz ho troad, dindan ho teliou.
D’en em astenn evit klevet,
A-dreuz d’e-hoc’h, pep seurt hirvoudou.

Sterik arc’hant ar prad, sklear vel eur mellezour,
Gwelet a reann va skeud enn-oud oc’h en em dreza ;
Dindan eur goabrenn zu ra vo tenval da zour
Warc’hoaz, pa lavarinn adie da vuez ar bed-ma,
Hivizikenn, er ieot livriz,
N’em gweli ket enn-oud o sellet,
D’ar pardaez-noz pa gouez ar gliz,
Pa’z oud gand al loar sklerijennet.


Mor, enn derveziou kaer ez eann em bagik skanv,
Gand he lien digor-braz, du-hont, pell da besketa ;
Pa vezinn tremenet, gra vel e-kreiz ar goanv,
A-zindan da darsiou, d’ann holl reier braz krena.
Rag heb dale, va bagik keaz
War ann aot a vezo dilezet,
Kazi goloet holl gand ann treaz
Hag he lien gwenn, evel-d-onn, breinet.


————