O ma Doue, kemeret true ouzin,
Me a zo klanv !
Reit d’in yec’hed, me ho ped, ’wit ma challin,
Arôk an hanv,
Hadkavet c’hoaz al levenez an danva,
Goude klenved,
An den yaouank an neve c’hoant da vewa,
Da chom er bed. (Diou wech).
Nan eus ket choaz ’met eun nebeut blawezio
’Boe ’on ganet ;
Dec’h ’oan bugel, pell pell diouzin ankrezio,
Poanio kalet !
E diskeol tour iliz ma farouz em eus
Kresket evrus ;
Herie an de, gant ar c’hlenved em eus reuz,
Reuz ankenius !
Ha koulskoude e oa digor ma c’halon,
Ha digor frank,
D’ar garante ken birvidik, ken gwirion
En dud yaouank !
O ya, em c’hreiz, em c’halonig, o toman
Me a zante
An dra gaeran ’c’haller kât en douar-man :
Ar garante !
N’on ket ganet en eur c’hastel alaouret ;
Ze na harz ket
’Nevoa Doue ma loden d’in-me roet,
Pa oan ganet :
Eun tiig koant, ha kerent eus ar gwellan,
Nerz ha kened !
Peadra ’walc’h da gât war an douar-man
Evurusted !
Renket am oa pellât diouz ti ma c’herent,
Poanian da-vat ;
E-touez an dud, bewan ha gouzout ma hent
Dibab dalc’hmad !
Bete vreman, ma renken ’wecho c’houezan,
Me ’diskwize ;
Ha ne oa ket evurusoc’h er bed-man
Ewidon-me !
Breman, siouaz, ma dioujod a zo koachet,
’Meus ken a nerz !
Ewit louzou, arc’hant gant poan goneet
Ac’h a em c’herz !
Ne gouskan ken, hir e kavan bep nozwez !
Pegoulz eta
E c’hallin c’hoaz ’vel arôk, en tiegez,
Sevel kenta ?
Pa deuy an heol da strinka warnomp tomder,
Eus an oablo,
Ha pa grogo an evned ’touez ar girjer
D’ober nejo,
N’hallan kredi ne deufen ket me ive
C’hoaz da grenvât,
Ha da c’hallout, goude ma c’hlenved, Doue
Trugarekât !
N’ankoein ket pegen dister eo an den,
Ar c’hrenvan den !
E damm yec’hed ’zo diwar bouez eun neuden,
Ha netra ken !
O ma Doue, yac’h pe glanv, evel breman,
Me a laro :
Ho polante bezet gret en douar-man,
’Vel en Nenvo !
|