Mont d’an endalc’had

Kimiad ar martolod

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 244-246)



Kimiad ar Martolod


Goude ma zad, ma mam, pebez kalonad d’in-me
O tont da laret d’it, Anna ma c’harante,
Ar gomz kri ha c’houero :
— Ma dousig koant, kenavo !

Galvet on gant Bro-C’hall, outi eo red mad zenti,
Ha monet hepdale da zifenn anezi
War al listri-brezel,
Pell dimeus ma Breiz-Izel…

Hirie eus da gwitât am eus kalz a boan-spered
Ha glac’har ma c’halon a zo braz, braz meurbed ;
Bet hon deus plijadur
Evel daou zen yaouank fur.

Ne teus ket, o ma dous, sonj eus devez ar pardon,
Elec’h ’z poa roet d’in hep distro da galon,

Da zorn ’barz ma hini
Dirak ar Werc’hez Vari ?

Ne teus ket sonj ive dimeus an holl bennadou,
Hon deus bet tremenet hon daou dre an aochou,
O chilaou gant dudi
Ar mor braz o hirvoudi…

Diwar vreman, siouaz ! d’hon levenez zo achu,
Hag enpad pemb bla hir pep hini eus e du
A ouelo noz ha de,
A ouelo d’e garante.

Pa vin o hunvreal war ma gwern ma-unanik
Pa c’houeo an ezen er c’herden goustadik,
Ma spered a yelo
Da vale war-zu ma Bro !

Neuze goude kuz-heol, pa glevi mouez an avel
O kana dudius dre lannou Breiz-Izel,
Digemer gant kalon
Gourc’hemennou da vignon…

Hen a chomo dalc’hmad d’e zous leun a lealded,
Ha hi en e genver a vo feal bepred…
A-dreuz d’ar mor divent,
’N em garfomp vel diagent !


Kaled eo kimiadi, mes an amzer a dremen,
Oh ! paouez da ouela… Naz ankouaïn biken !
Da c’hortoz an distro…
Ma dousig koant, kenavo ! !


————


KIMIAD AR MARTOLOD



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key g \major
  \override Rest #'style = #'classical
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  a'8 a a b c g | e g fis e fis e | d4. a'8 a a | \break
  b4 c8 b4. | a8 a a b c b\fermata | a a gis\fermata a fis\fermata e\fermata | \break
  b' b b e,4. | b'8 c4( b4.) | a4 r r8 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Gou -- de ma zad, ma mam, pe -- bez ka -- lo -- nad d’in -- me, O tont da
  la -- ret d’it, An -- na ma c’ha -- ran -- te, Ar gomz kri ha c’houe -- ro,
  Ma dou -- sig koant, ke -- na -- vo.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }