Kentoc’h mervel ! (Ar Prad)/a-bezh
Skrid a-bezh
- Klaoda ar Prat
- “Pluenzir”
- Klaoda ar Prat
- Kentoc’h Mervel !
Me diskara ar groaz santel !
Biken ! Biken ! Kentoc’h mervel !
Pluenzir.
Me diskara ar groaz santel !
Biken ! Biken ! Kentoc’h mervel !
Pluenzir.
Setu ama an dud o deus perz en darvoud :
Fanch An Taleg, tieg.
Gwenole, e vab.
Yann Binifi, mevel ha trubard...
Saïk, mesaer.
Herve, amezeg d’ar re-ma.
Ao. Kermoger, dijentil, rener ar Chouanted breton.
Spartakuz, kabiten ar zoudarded c’hlas.
Viktor, Nelson, Karakas, Lachèvre, Piedebic, Richard, |
Soudarded c’hlas (Dispac’herien). |
Ao. Person Landivy.
Soudarded breton ha soudarded gall kement ha ma karer.
Arvest kenta : War zao, Bretoned !
Eil arvest : An Drubaderez.
Trede arvest : Maro o tifen ar Groaz.
Asa, paotred, koulz eo d’eorrip ober eun diskuizaden, ha ne gav ket d’eoc’h ? Evidon-me a zo o vont da lakaat eur c’horniad. Teir heur a zo emaomp o troc’ha keuneud, hag e feiz ! ne ray ket droug azeza eur pennadig.
Muioc’h a galon hon devezo da gregiadarre goude-ze.
Varc’hoaz d’abardaez e rankimp echui kentoc’hik, ma
c’hellimp mont da govez abret. Nedeleg a erru, ha kalz
tud a vezo, kredabl eo, evel kustum. Daoust hag e
peleac’h e vezo kanet an oferen hanter-noz er bloaz-ma ?
N’ouzon ket, va zad, n'em eus klevet netra c’hoaz. Varc’hoaz, gwir eo, e vezo abret a-walc’h lavaret an dra-ze. Muioc’h eget biskoaz e ranker beza war evez, ha gouzout dirak piou e komzer.
Daoust ha klevet o defe eun dra bennak diwar va fenn ! Lavaret a rafed o deus difizianz !
Gwir eo, va mab, taolomp evez bepred war hor c’homzou !
An aotrou Person, d’am zonj, ne daol ket evez a-walc’h. Mont a ra kouls, en deiz evel en noz, da welet ar re glanv, da vadezi, da eureuji, da noui, e kement leac’h e vez goulennet… A-walc’h e vije d’ezan beza tapet eur wech !
O ya da ! Mes, pa vez komzet d’ezan a gement-se, ne oa rken lavaret : « Ar pastor mat a roe vuez evite zenved ! » pe c’hoaz : « Evit an dra-ze eo oun bet beleget ! »
N’en deus aon ebet. Gwir eo ez eo gwisket evel an disterra koueriad; hogen, a-walc’h eo hizio kaout daouarn flamm evit beza chadennet ha kaset d’ar maro.
Evelato !
Gwir bater, va zad. Betek eno eo eat kounnar rus an
dispac’herien enep ar veleien.
Mantrus eo, satordallik ! Ha piou en divije kredet ?
Hep ! Saïk !… Petra ec’h eus kavet aze adarre ?
Eur ganaouen nevez am eus prenet bremaik gant eur barz-baleer.
Eur ganaouen nevez en- deün ?
Ya da ! Ha mar kirit, ma ra ze plijadur d’eoc’h, ez an d’he dibuna dirazoc’h en he hed.
Kan anezi ’ta, paotr. An ton, brao bras war va meno, am eus bet klevet n’ouzon mui e peleac’h.
O kristenien, pegen nec’hus |
Gortoz ’ta, Saïk, ma kanin ganez, me oar an ton-ze ive : hini Seziz Gwengamp eo.
Sell, Gwenole, ama oun en em gavet !
Ne glever prezegen ebet,
|
Gwall hir eo da ganaouen, Saïk, ro d’in da baper, ma lennin an nemorant d’am zad !
Lenn a ra :
E pep bro ha dre-oll ’n hon touez, |
Da ganaouen, paotr, a zo eus ar brava. Del, setu aze daou wenneg d’it da brena madigou. Kea brema da welet e peleac’h ema da zaout.
Kenavo, tonton Fanch, ha bennoz Doue d’eoc’h !
Lazet ar roue mat Loiz c’houezekved, ar veleien direbech great an hu warno evel war loened gouez !… Va Doue ! va Doue ! petra deuimp-ni da veza ?
Evidon-me n’em eus keuz ebet d’ar roue, d’ar breser digar ha digalon. Ya, diskaret eo ar pabor diwar e gador alaouret, hag ar bobl, en amzer da zont, a vezo bleinet gant tud eus ar bobl ; an holl a vezo keit-ha-keit dirak al lezen, keit-ha-keit dirak an tailhou, hag, evel m’eo dleet, keit-ha-keit dirak ar c’hargou. Ar bobl a vezo roue ! Frankiz da bep-hini !
Sell ! ar glabouser en doa kollet e deod. Hag eo evit lavaret hevelep sotonïou e tigorez brema da c’henou ?… Alo, Yann, ro peoc’h gant da stranerezou. Diouall ne deufe Doue d’az skei abalamour d’az kwall-gomzou !… Mes, lavar d’in, e peleac’h out-te bet o teski koms en doare-ze ? Biskoaz betek-hen n’ez poa savet da vouez evit lavaret n’oa ket kompez an traou en hor bro, hag hizio, paour keaz den, e kavez abeg e pep giz koz ?…
P’eo gwir e fell d’eoc’h gouzout, me lavaro d’eoc’h. Er bourg e vez brema alies, alies, bodadegou tud yaouank eveldon-me, devezourien, pe micherourien, an darn vrasa anezo. Mont ara, kredit ac’hanon, mar kirit, kalz tud da zelaou sitoianed eus Pariz pe leac’h-all, tud ouiziek, a oar lavaret brao an traou, a zesk o gwiriou d’an dud…
Kenkouls-all pe welloc’h, zoken, a rafent deski d’ezo odeveriou… Va Doue ! va Doue !… Da beleac’h ez eomp e-giz-se ? Ha petra ra d’an hailhoned-se eus Pariz dont da glask trabaz ouz hor beleien-ni ? Peseurt droug a reont ? An nep ne fell ket a relijion evitan e-unan, a dle, da vihana, he lezel gant ar re a gar anezi… Mar ne ra ket a vad, evit droug na ra ket ken nebeut.
Ar veleien a yoa mall bras lakaat anezo da veza evel ar re-all. Ar re-ze a zo tud eveldomp, ha n’ouzon ket perak e reer kement a enor d’ezo ; ne reont netra, ha koulskoude, petra vank d’ezo ?…
Lavar ’ta, Yann, peseurt droug o deus great ar veleien d’it ?
Peseurt droug ? peseurt droug ?… Ya droug a reont,
d’in-me ha d’ar re-all ha me garfe son dizale glaz ar
beleg diveza en hor bro.
Da hini-te a zono kentoc’h, paour keaz dianked. Maro e vezi, ha da eskern en douar a vezo kemmesket pell a vezo gant ar boultren, hag ar saeou du a yelo bepred a di da di, a wele da wele, da frealzi ar glanvourien geiz war o zremenvan. Dibaot eo c’hoaz, a drugare Doue, ar Vreiziz a fell d’ezo mervel evel ar c’hi. Keit ha ma chomo an Iliz en he zav e vezo beleien, hogen, hervez ar C’hrist, an Iliz a bado keit hag ar bed. Breiz-Izel a gar an Aotrou Krist, Breiz-Izel a zo kristen betek he gwrizien douna, ha dalc’hmat e vezo.
Start eo hor c’halon en hor c’hreiz |
Ya, paour keaz Yann drubard,kaer ez pezo diskrognal da zent, kaer ez pezo kaout naon a zaeou du, gant gras ha nerz an Ao. Doue, m’hen tou ! hini ebet anezo n’ez pezo da ziskolpa, keit da vihana ma vezo Gwenole va hano, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanou dir !…
Ar c’homzou-ze, Gwenole, a zo din eus eur Breton kalonek eveldout ; me a lavar evel-se ive. Kement Breizad a zo dre ama a zavo dizale evel eur voger eus o c’horfou da ober eun difen beo d’o beleien, ministred Roue an nenv hag an douar.
Diouallit !
Diouall te, kentoc’h !
Kerz, kerz prim eus va goulou ; ne fell mui d’in klevet
hano ac’hanout, pez fall ma ’z out !
Ya, ya, mont a ran ens ho koulou, evel ma livirit ken krak ; hogen bez’ ho pezo eus va c’helou, m’hen tou ! ha dizale zoken marteze… Mont a ran, tonton Fanch, hogen, gwelet a reot c’hoaz ac’hanon, c’houi pe ho penner…, ho taou, marteze… ha neuze ne lavaran ket ne deuio ket a geuz deoc’h abalamour d’ar c’homzou garo a stlapit d’in hizio !
N’hon deus aon ebet gant da c’hourdrouzou. Doue eo ar Mestr, hag, en despet d’ezo zoken, ar re fall o c’hina a rank plega d’ezan. Ne gouezo ket eur vleven eus hor penn hep e aotre…
Ker e kousto d’az ler mar klaskez ober droug da unan ac’hanomp. Diouali, paotr kez, te eo az pefe keuz, sur a-walc’h (Yann a ya diwar wel.)
Pebeuz inkin fall !… Gwelet a rean eur pennad zo n’eo ket henvel an traou gant hor mevel… Mes, lezomp anezan da c’hoari e benn diot, ha komzomp a draou-all grevusoc’h…
Sell ! Herve eo a zo o vont aze… Hep ! Herve !… Penaos ez a ar bed ganez ?
N’ez a ket kaer, siouaz ! Va fenn a zo tenval ha va c’halon a zo gwasket gant an enkrez. Eun arne eus ar gwasa a darz war hor bro, hag hervez ma welan, meur a hini ac’hanomp a vezo kaset da gozeta.
O daonched ! Mignon paour, koms a rez evel profeded an amzer goz, ha piou a c’hello gouzout petra fell d’it lavaret ? Gwenole ama en deus eur c’helou meur espernet gantan evidomp. Edo o vont d’hen rei da anaout pa’z out digouezet. Kendalc’h gant da gaoz, Gwenole ; marteze ez pezo an eurvad da ziroufenna tal Herve, hor mignon mat.
Lavar ’ta, Gwenole, petra’c’h eus pe gwelet pe glevet. Aon am eus n’ez pefe netra da zeski d’in.
Eur beachour eus va mignoned a zo nevez bet e Pariz.
Ac’hanta ?
Penaos ez a an traou dre eno ?
Eur maread beleien, emezan, n’oa ket falvezet ganto ober al le da zenti ouz lezennou difeiz ar gouarnamant, a zo bet kroget enno ; ereet int beL kaset d’ar bac’h hag ac’hano d’an droc’herez gouzougou, hep pell dale. Kaset ’zo soudardet dre bevar c’horn ar vro gant urz da lakaat touerien e pep parrez.
Ne c’houzanvimp biken eun hevelep sakrilaj !
Ne raimp kammed evit mont war o zro !
Ni a guzo mat hon aotrou person ker !
Ha ne vezo kavet Judaz ebet en hon touez !
Doue r’ho klevo, va mignoned !… Mes, petra ’n tanfoueltr a glevan-me du-ze ? Nag a drouz ! Daoust ha petra ve a-nevez adarre en hon bourkig ken sioul peurvuia ? Mont a ran d’ar c’hleuz da welet.
Gwel ’ta, Herve, ha dizro buan. herve, o tizrei. Eur maread tud o tremen… Gwelet a reot anezo, mesdouet int erru trezek ama.
Lavaret a rean eta ez a an dispac’h war he gwasa. Ar Vretoned a deu da heugi gant an heuz ; ar gwad a verv e gwazied ar C’helted. N’eus ken nemet eur mennoz e kalon kement Breizad a zo, ken en Arvor, ken en Argoad, ken er Menez. E kostez Kastel-Paol dreist oll, ar c’houerien a zo en o zav ; kemeret o deus fuzuliou, pennou-baz, filc’hier, evit mont da heul aotrou Kermenguy ha dijentiled-all. (Trouz tostoc’h-tosta). En em denna a reont dreist-oll er c’hoajou, el leac’hiou distro ; eno eo ive e roont o ursiou. War a leverer o deus betek-hen dalc’het penn, meur a wech, d’ar republikaned dispac’herien a stlej an tan, ar maro hag an anken dre gement leac’h ma tremenont. Ar Re-C’hlas, a leverer, o deus spont rak paotred ar bleo-hir, pe paotred ar Galon-Zakr, evel ma hanvont anezo. Lod-all a ra ar Re Wenn anezo, abalamour, kredabl, m’o deus keuz d’ar roue mat Loiz c’houezek ! Mat ! ema erru warnomp an dremenidi… Petra glevan ?… Kanaouen ?… A ! ya fidandoulle ! brao eo kana p’ema ar gwad gwerc’h o ruilha en hor c’heariou evel an dour e gwaziou ar prajeier !
Gwallet ganto hor merc’hed koant ; lazet mamm ha mab ha den ;
Lazet zoken an dud klanv paour, balamour d’o daouarn gwenn.
Tanet ganto ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet an ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.
Troc’het ar gwez el liorzou, ha laket da ober tan ;
Ken na vo avalou na jistr, da nao pe zek vloaz ac’han.
Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz ;
Ha kasefmesk gant o ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heariou bras.
Laeret zoken traou an iliz ; pilet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar c’harneiiou, ha skignet ar relegou.
Gwastet traoniou kaer Breiz-Izel, ken drus ha ker glas gwechall !
Ken na glever mui tro-war-dro mouez den, kennebeut chatal.
(Fanch, Gwenole hag Herve a gendalc’h gant o diviz epad ma kân ar Re-Wenn) :
Petra ganont ?
O feiz avat, me n’ouzon ket ! n’em eus klevet mat ger ebet.
Mar n’eo ket erru warnomp ar chas gall !
Kemeromp hon bouc’hili !
Del, Herve, setu ama bouc’hal Yann ar Pinifi ! Gwella
pez a zo, nen deus ket sonjetkas anezi gantan ! Daousthag an inkin fall-ze a ve eat adarre da zealou prezegerien ar relijion nevez ?…
N’eus fors, red e vezo deomp beza war evez. An trubard daonet-se a c’helfe noazout ouzomp dre guz ! Tostaat a ra ar ganaouen ! Taolomp eur zell dreist ar c’harz ! (Mont a reont da zellet).
Brezoneg a zo ganto. Bretoned int evit doare ; rak-se ’ta n’hon deus ezom ebet da gaout aon !
Petra int ? Da beleac’h ez eont evel-se ?
Bremaik e ouezimp ; toui rafen int erru dre ama !
Emainnt e kichenik avat ! Sell ’ta, anaout a ran meur a hini anezo… Fanch Kabioc’h, eus Kervilzin, a zo er penn a-raok gant aotrounez Kermoger ha Kervadiou… Mes, setu i ama !… (Ar Re-Wenn a erru tre. Ar baotred a yoa war al leur a dosta an eil ouz egile, en tu kleiz, hag a zelaou ar c’hân, gant ar vouc’hal war o skoaz. Ar Re-Wenn, e bragou-bras ha filc’hier ganto, a zoug eur Galon-Zakr war o feultrin).
Deiz mat d’eoc’h, va mignoned !
Doue r’ho pennigo, aotrou Kermoger ! Da beleac’h ez
it gant an dud-se ?
Fanch kez, ha c’houi, va mignoned, va bugale a c’hallfen lavaret, keit-all ’zo ec’h anavezan ac’hanoc’h, daoust ha n’ouzoc’h-hu ket c’hoaz ema an tan hag ar gontel oc’h ober reuz bras en hor bro ? Bro-C’hall, henvel ouz bag sant Per, en em wel a-bell amzer dismantret gant an avelou foll ha darbet d’ezi mont da netra… Eur maread tud trevariet o spered a zo deuet da veza mistri war ar vro hag a fell d’ezo chench penn da bep tra. Nac’het o deus o Doue, diskaret ar roue diwar e gador ha dibennet anezan evel eun torfetour.
Mantrus eo, aotrou Kermoger !
E Pariz an asambleou, ar c’hlubou dre ama, henvel mat ouz korventennou c’houezet gantan droug-sperejou, ne c’houlennont nemet dismantr ha brezel… Ar vugale hon eus gwelet oc’h en em zevel henep o zud, ar priejou dispartiet hag ar venec’h taolet er broiou estren, d’an harlu. Brezel, tan-gwall ha lazerez, n’eus ken mui dre-oll er rouantelez : da ober pep tra ez eus frankiz, nemet da bedi Doue ! Madou ar re vras a werzer, o maneriou a zever ; tec’het a rankont eus o bro pe o c’haser d’an dibennerez. Ar roue, e bried hag e c’hoar, mezus eo hen lavaret ! a zo bet muntret e Pariz. Gwelet hon eus ar bastored kaset eus o farreziou ; serret, saotret pe gwerzet eo hon ilizou. Hag ar veleien n’int ket eat d’an harlu, ar re o deus kavet gwelloc’h chom gant o denved a zo brema enklasket, great an hu warno evel war ar bleizi gouez, ha p’o c’haver e kaser anezo d’ar bac’h [1] hag ac’hano prim d’ar chafod evit beza dibennet. Ac’hanta, Fanch, ha c’houi, va mignoned, dirak kement a reuziou, a zismantrou, a wad skuilhet hep abeg, ni a zo savet ha stourm a fell deomp, ker e werzimp hon ler d’ar chas gall, d’aoust n’omp ket gwall niverus. Ker e kousto d’ezo ha gwaz a-ze evito. Kreski a ray an niver ac’hanomp ; dont a ra Bretoned davetomp eus pep korn a Vreiz ; hor c’henvroiz a zo gwapaet, disprizet, gwasket ha merzeriet zoken e kant doare, hor c’henvroiz a glev ar gwad o virvi en o gwazied, ar vez a zav d’o zal, hag e loc’hont o youc’hal: « Torr e benn ! »
Ha me ive a zo o vont ganeoc’h da zifen hor beleien, hon ilizou, hon c’halvariou. Tan ha kurun ! War va c’horf ez ay ar chas divezet abars kregi en hon beleien !
Ne c’heden ket nebeutoc’h diganez, Herve. Anaout a ran ac’hanout pell ’zo, ha gouzout mat a ran out bet atao eur Breton kalonek leun a zoujanz Doue.
Ha me n’emaon ket o vont da jom war ho lerc’h. Me a vezo eveldoc’h soudard an aotrou Doue ! Hoc’h aotre a root d’in, n’eo ket ’ta, va zad ?
Brao eo mont evel-se da zifen an Iliz hag ar Vro ! Hogen, eun dra c’hrevus eo, va mab ; taol evez ez pezo tro meura wech da veza tizet gant tennou fuzul ar Re-C’hlas N’out eat morse eus ar gear betek-hen, yaouankik out c’hoaz ive, ha marteze, aon am eus, e savo buan keuz ganez !!!
Tamm ebet, va zad ! Arabat eo d’eoc’h beza nec’het
gant an dra-ze.
A hend-all, da vamm ha mea zo o vont war an oad, ha mar marvez er brezel, petra deuimp-ni da veza ?
Doue, va zad ker, eo atao ar Mestr. An amzer dremenet, an amzer a dremen hag an amzer da zont a zo etre e zaouarn. N’en em jalomp ket eta gant ar pez a dle c’hoarvezout.
Koms a rez evel eur beleg, va mab ; anat eo ema Spered Doue ennout. Kerz eta, va faotr, ha gra bepred labour vat. Mar marvez dindan taoliou ar chas gall e vezo ebat ganen lakaat em fenn e vezi eat d’ar baradoz gant kurunen ar Verzerien.
Bennoz Doue d’eoc’h, va zad, great hoc’h eus eur mab eürus !
Kenavo, va mignoned, ne skuizomp ket ganeoc’h, mes n’hellomp ket dale pelloc’h. Da nav heur hanter pe zek heur ember e teuot davedomp da goad Tolvezeg. Mar kavit unan pe unan eus hor zoudarded war hoc’h hent e vezo goulennet diganeoc’h : « Piou a zo dre ama ? » hag e lavarot kerkent ger ar ged : « Doue ha Breiz ! War zav ! »
Doue ha Breiz ! Tan ha kurun ! War zav !
Kenavo bremaïk !…
Ar chas a glevan oc’h harzal ! Setu ar zoudarded c’hall !
Tec’homp kuit ’trezek ar c’hoajou ! Kasomp a-raok hor chatal
Daoust hag-hen, paotred Kerne, e c’houzanvimp da viken
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?
Ya Doue ! Va Doue !… Pebeuz darvoud ! Ha piou en divije kredet e teuje ker prim da wir komzou hor mignon Herve ?… Gouzout a rean ez oa red d’hor beleien beva dindan guz ; ne greden ket evelato ez oa kement a riskl evit o buez. Deomp, va mignoned, deomp buan da bourchas kement ho pezo ezom a-benn mont kuit eus ar gear !
Deomp, Herve, da lavaret kenavo d’hon tud !
Tan ha kurun ! War a-raok bepred, evit Doue ha Breiz!
A ! a ! a ! an Dispac’h, evit doare, ne blij ket kalz da Fanc’h an Ozac’h, ken nebeut ha na ra d’e benner koant. O ma ! e pedint Doue… hein ! pedi Doue ?… Alo, da beleac’h eo eatva zamming penn ? Difen azo hiviziken, a berz an Nasion, da bedi ken Doue menet Danton, Marat ha Robespier… Ma ! Ma ! e pedint Mirabo da gompeza o spered !… Ne blij ket an Dispac’h d’ezo ?… Ma ! Ma ! O ! evel a garint !… N’eo ket inti koulskoude a viro outi da ober he labour gaër… A ! me ra foutre, me, eus o aliou ken nebeut nag eus o gourdrouzou !… An nep a zo a-du hizio gant ar C’houarnamant a zo sur mat eus e vara hag eus… e benn ; eleac’h c’houi, Fanch Kouer hag ho seurt, hoc’h eus da ziouall rak an dibennerez, ar benveg burzudus-se a gas dillo da netra enebourien al liberte !… A ! Fanch Kouer, lakeat ec’h eus ac’hanon er meaz eus da di, mes petra ra ze din-me ? Me a gavo evelato, pa garin, eun tamm bara gwenn da chaokat, bag ive, douetus bras, eur banne chigoden da lipat eur wech an amzer !… O Fanch Kouer, n’oun tamm ebet nec’het ganez, arabat e ve d’it kredi ! Ar Republik unan ha dirann a zo eur vamm vat, eur vamm dener, bepred war evez ne vankfe netra d’he bugale aketus. M’hen tou ! me a vezo hiviziken unan eus he gwella servicherien… hag e vezin dic’haouet a-zoare evit an taoliou kaer a rin… C’hoant c’hoarzin a deufe marteze d’ar re am c’hlevfe !… Ha koulskoude, me garfe gouzout perak !… Eun dremm dreuflez am eus marteze ?… Mec’hieg, ginaoueg, klapezen, panezen, hanoiou kaer bet roet d’in alies gant va zad ha va mamm, gwir eo !… Mes me avat am eus kredet atao n’oun ket ker baltek-se, hag ez eus ennon danvez eun den, ya, mar kavan tro eur wech bennak d’en em ziskouez dirak an dud… Ha setu marteze deuet evidon ar mare-ze, pe aon am eus me deuio morse !… Neun pe veuzi, n’hellan ober ken, hag evel n’emaon ket e poan da goll va buez, me a neuio e dour rus an Dispac’h !… A ! la ! la ! Gwelet a reot, Fanch Kouer, ha te, Gwenole beg moan !… La ! la… goustadik ! Kemeromp hon amzer ! Arabat eo mont re vuhan, n’eo ket trenka a rafe ar zouben !…
M’am bije bet eun tammig muioc’h a zeskadurez oa, sac’h an dien !… A ! neuze avat e vijen bet eur pabor !… Ha piou oar, gant an amzeriou eürus-ma petra vijen deuet da veza ?… Mes, bah ! n’eus forz, deomp, atao ! gant ar pez am eus, sur oun, me a zavo diwar va zeil ! Ar bobl a zo roue !… Me a zo roue !… Eur c’hoz tamm roue distrandel, lakaomp, mes roue evelato, hag hep dale pell me a ziskouezo va galloud…
N’eus ket da lavaret ! Me a vezo mear e Landivy, kousto pe gousto ! An holl a stouo dirazon ; bras ha bihan, paour ha pinvidik, beleg ha dijentil a raio Aotrou Mear ac’hanon ; ha mar fell da unan bennak ober re a ardou, me hen lakao da ober anaoudegez gant eur benveg hag a zo e vicher krenna… A foutre ! na me zo diot ’velkent !… A wechou… Setu em eus aze em bruched eur voutailhad dour burzudus, hag ec’h ankounac’haen !… (Staga ra ar voutailh ouz e benn). N’eo ket fall gwin an Nasion !… A ! malloz rus ! mar en divije bet gwin evel-se da eva abaoue ma ’z eo dizonet, Yann Binifi a Gervastoue ne vije ket bet plean e gov evel ma ’z eo !… Saperlotez ! n’eo ket gant yod silet ha leaz ribote sav kig ouz an dud !… An holl vadou a yoa etre daouarn ar venec’h hag an duchentilou… Brema, da vihana, e vezo rannet ar pinvidigeziou-ze gant ar sitoianed vat eveldon-me… Poent oa, fidamdoustig ! lakaat urz e kement-se ! (Eur jachaden-all war ar voutailh). Lezomp brema ar chigoden da domma va c’halon, ha greomp eur pennad kousket ! (Astenn a ra e gorf war an douar hag ec’h harp e benn evit kousket).
Ursiou Robespier a zo stris : Red eo, emezan, lakaat an dourn war holl veleien ar vro, mar ne fell ket d’ezo toui. Person Landivy a zo kuzet en eun toull bennak, p’eo gwir eo goullou ar presbital, mes e peleac’h ema? Piou hen lavaro d’in ?… Eno eo ema an dalc’h ! Holl dud ar c’harteriou-ma a zo mut evel ar pesked ; pa vez great eus ar goulennou-ze outo n’ouzont nemet lavaret : « Me c’hoar, me ? It d’e glask !… » Ya, gwapaat a reont ac’hanon, evel pa n’em befe ket pep galloud etre va daouarn !… N'ouzont ket, kredabl eo e c'hellan-me lakaat o c’hrouga uhel ha berr oc’h blenchou o dero pe o c’has da Vontroulez da ober anaoudegez gant baskul ar Gonvansion ?… Mes, bezomp habask !… Hag ouspenn-ze, red eo d’in beza war evez, rak ar Re-Wenn a zo dre aze, evel kaouenned, « o furchal ar c’hoajou, » ha ne garfen ket lezel va ler ganto… Mar kavchen unan bennak eus ar vro ! Hennez a ouiche an doareou hag a rofe skor vat d’in da ober va labour enorus, mes pegen risklus ive ! (Eur roc’haden iskis). Peoc’h ! tud a zo dre ama evit doare, hag e rean va zonjou a vouez uhel, evel eur ginaoueg (Uhel). Piou a zo ?… Hep ! paotr!… plac’h !… tosta, ma vezi gwelet ! (Krenvoc’h). Piou a zo ?
Hein !…
Sav buan, paotr, ha deus ama ma welin petra out-te. Kauen out pe ne dout ?
Hein ! kaouen ?… An dra-ze a zo eul labouz-noz !!! Mardousien ! n’ouzon ket petra en deus c’hoant an Aotrou da lavaret ?…
N’eus ket ken a aotrouien !… Petra ! n’ouzout ket c’hoaz an dra-ze ? Anat eo emaoc’h-hu, Bretoned, pell, pell warlec'h ar C’hallaoued ! Hanv ac’hanon sitoian. Pe Wenn pe C’hlas out ?… Lavar dillo.
O Aot… Ho tigarez, mar plij ! sitoian eo a felle d’in lavaret,
Betek-hen noun bet na gwenn na glas, n’oan
nemet eun troc’her buzug, disliv kaer, m’hen tou ! En
amzer da zont avat e fell d’in beza eun dra bennek war
an dour !
Eun dra bennak war an dour ! Ya, sitoian, rak evit hizio, mesdouet, n’emaout ket diwar an dour ! Blaz ar gwin-ardant a zo gant da alan ! Arabat e vije kemeret nemet ar pez a zo dereat !
Eur wechig n’eo ket atao, sitoian.
Alo, ya, mat ! lezomp an dra-ze eta, ha komzomp a draou grevusoc’h. Evel-se ’ta n’out netra hag e leverez kaout c’hoan da zont da veza eun dra bennak ?
Evel ma livirit sitoian.
En em glevet a c’hellimp, marteze. Eus peleac’h out ?
Eus Landivy sitoian. Ya zud a zo o chom e Kerbasgoret, ha me a yoa mevel e Kervastoue betek an deiziou-ma.
Brao ! Brao bras ! Anaout a rez eta doareou an dud hag an traou dre ama. Mat, mar karez dont d’am heul me a roio d’it paeamant vrao, hep m’ez pefe nemeur a ziezamant.
O Aot… sitoian ! mont d’oc’h heul ! Lavaret brao a rit ; mes me n’emaon ket e poan da vont eus va c’harter ; n’emaon ket muioc’h e poan da lakaat va ler da ober siblen d’ar Re-Wenn, va c’henvroiz. Nan nan, ama e fell d’in chom, dindan guz, mar bez red…
Selaou mat ac’hanon, va faotr. N’edo ket em spered lavaret d’it mont eus ar vro-ma, pell ac’hano en-deün ; ama eo em bezo ezom ac’hanout, ha tamm ebet e leac’h-all. An Dispac’h-ma a raio eur vad dispar e kement leac’h e vezo great d’ezi eun digemer kalonek. Ar paour kez pobl a yoa sammet a bep beac’h, n’en doa tamm frankiz, nag en e gorf nag en e spered : eur sklavour n’oa ken etre douarn an duchentiled hag ar veleien. Hogen, setu m’eo chenchet penn d’ar vaz ; an diranted a zo dic’houzouget pe eat d’an harlu, hag ar re a zo c’hoaz e kuz dre ama ne zaleint ket da goueza etre daouarn an dud a lezen karget gant gouarnamant ar republik da lakaat urz vat er vro.Sell ’ta n’em eus ket c’hoaz sonjet goulen da hano diganez !
Yann Binifi, sitoian, evit ho servicha.
Ha me eo ar C’habiten Sevola Spartakuz Tricotel.
O la ! la !! la !!! Pebeus hano iskis ! Biken n’hellin miret em spered…
N’ec’h eus ket ezom da derri da benn gant an dra-ze. Gra ac’hanon ar C’habiten, pe ar sitoian Spartakuz. Me a zo anavezet a-walc’h. Ac’hanta, Yann Binifi, petra leverez eus al labour omp karget da ober gant ar republik unan ha dirann ?
Brao ha mat, sitoian Spartakuz, nemet eo eul labour risklus.
Ha ma vijemp daou ? Gwelet a ran ez out eur paotr a feson, a spered lemm, evel na gaver ket nemeur en ho pro Breiz-Izel. C’houi dre ama a zo pell, pell warlec’h ar re-all. Ar sklerijen n’eo ket deuet c’hoaz betek ennoc’h, siouaz ! ha ne deuio ket keit ha ma chomo da genvroiz stag evel-se ouz sae zu ar beleg !
A ! sitoian ! lavaret en eus e karfen son dizaie glaz an diveza anezo.
Hag e raimp, hon daou, hein ! Yann ?… Ro d’in da zourn. La !… Mar bezez feal d’an Nasion, bez dinec’h, ne vanko netra d'it ! Mes, mar teuez hiviziken da droi kein deomp, da ziouall ez pezo na vefez krennet… Pardon ebet evit an drubarded !…
N’ho pezet ket an disterra difizianz !
An hini a yoa diagent person er barez-ma, lavar d’in, Yann, pe hano en doa.
An Ao. Guilhou, sitoian.
Ac’hanta, ar Guilhou-ze, petra eo deuet da veza ?
An dra-ze avat, sitoian, n’oufen kethen lavaret d’eoc’h dioc’htu. Me ne vezen ket nemeur war e dro, hag ar baotred na gomzent ket euz an traou-ze dirazon-me… Mes me gred e c’hellfed dont a benn da c’houzout.
Red eo a-grenn. Ya, da genta ha dreist pep tra e rankomp lakaat an dourn war ar person, dre guz, mar bez gellet, evit na dennimp ket re warnomp sellou ar Re-Wenn. Arabat e ve e teufe ar re-ma d’en em deuler etre hon diwesker, pe emaomp rostet, rak n’eus ket kalz ac’hanomp, ha n’emaomp ket o klask ober anaoudegez ganto.
Me ken nebeut, dreist-oll goude eur seurt labour ! Pa vezo gellet gouzout e peleac’h e kuzer ar person, me ho kaso davetan dre ar strejou kuzeta.
Pa lavaren out eun den a skiant, ne fazien ket ; her gwelet a ran, n’em eus ket skoet e-kichen ! Gra labour vat, va faotr, ha n’ez pezo ket a geuz, kred ac’hanon.
Kredi a ran ac’hanoc’h, sitoian kabiten, ha mar kirit, me a zo vont dioc’htu da esa gouzout eun dra bennak diwar-benn person Landivy. Kerkent ha ma c’hellin, me a deuio d’ho kaout. E peleac’h, sitoian ?
E peleac’h ?… Mardousien ! n’ouzon dare… N’em boa ket sonjet en dra-ze… Perak n’en em gavfemp ket ama adarre ?… Al leac’h-ma a zo gouez a-walc’h, n’eus den o tarempred anezan.
Kenavo dizale, aotrou sitoian Spartakuz !
Kenavo, va mignon, hag arabat e vezo d’it ankounac’haat e labourez evit ar Revolusion, evit mad ar bobl ha silvidigez da vreudeur. Chanz vat d’it !
(Mont a reont pep hini eus e du).
(e bragou bras, porpan gwenn gant eur galon-zakr,
tok du ledan, eur fuzul ouz e skoaz, a deu dre an tu
deou o lavaret ar poziou-ma) :
Kuz da benn, heol benniget, en eur welet torfejou
Na dlefent, siouaz ! beza great nemet gant droug-sperejou.
Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennou,
Ha lakeat d’ober paveou gant ar Re-C’hlas er c’heariou.
Kenavo, fons ar vadiziant, e leac’h e kavchomp gwechall
Nerz evit gouzanv ar maro kent eget yeo an dud fall,
Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennou,
N’ho klevimp mui ouz hor gervel, sul na gouel, d’an ilizou.
N’ho klevimp mui o kana gaë ; siouaz ! divadez ho penn !
Teuzet, siouaz ! gant ar geariz evit ober gwenneien !
Kenavo, va zad, va mamm garet ! Mar teu ar chas gall da zilammet war ho ti, war ho loened, m’ho klevo a-bell o lavaret a-dreuz ho taelou :
« Ma vije bet va mab er gear, en defe va diouallet ! » Mam-goz a lavare d’in bremaik :
Deus ’tre diwreac’h da vamm-goz ’deus da zouget, va bugel,
Deus war ar galon ’deus da vaget, va mabig paour, kent mervel ;
Pa zistroi endro d’ar gear ’vin eat kuit eus ar bed-ma ;
Deus ama, deus, m’az priatin evit ar wech diveza !
Hag em eus lavaret d’ezo holl, a dreuz va daelou :
Tavit va mamm, tavit va zad, nez in ket d’ho tilezel ;
Chom a rin evit o tifen, evit difen Breiz-Izel.
Reuzeudik bras eo bout (beza) gwanet ; bout gwanet n’eo ket mezus ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kablus !
Mar deo red monet d’an emgann, emgann a rin ’vit ar vro ;
Mar deo red mervel, e varvin, kuit ha laouen war eun dro.
’Meus ket aon rak ar bolodou, na lazint ket va ene ;
Pa gouezo va c’horf d’an douar, va ene zavo d’an ee ;
A-raok, paotred vat Breiz-Izel ! entana ra va c’halon ;
Kreski a ra nerz va diwreac’h : bevet ar relijion !
Bevet an nep a gar e vro ! Bevet mabig ar Roue !
Ha ra ’z ay ar baotred C’hlaz da c’hout hag bez’ zo Doue !
Buez evit buez ! tud vat ; laza pe beza lazet !
Red ez oa da Zoue mervel evit gounit war ar bed !
Reuet er penn ganeomp, tuchentil, gwad roueal demeus ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gant kement kristen a zo.
Hag en divez (erfin) e teuy endro e Breiz al lezen wirion ;
Kouls ha Doue war e aoter, hag ar Roue war e dron ;
Hag a neuze traoniennou Leon a deuio glas adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleun an ed hag ar gwe.
Neuze kroaz Jezuz hor Zalver a zavo splann war ar bed,
E-hars he zreid liliou kaer drus gant gwad ar Vretoned.
(Herve gwisket evel Gwenole a zigouez war al leuren pa ema Gwenole oc’h echui e gimiad)
A ! erru out ’ta, Herve !
Tan ha kurun !… Ya Gwenole ; enouet out n’eo ket
’ta ? Pell oun bet. Mac’h oufez pegement a boan am eus
bet o tispartia dioc’h va zud ! Va mamm ne felle ket d’ezi
diskregi diouzin, hag eo bet red d’in en em ziframma
diouz he diwreac’h. Paour kez mamm ! brevet eo he
c’halon ! N’em bije ket great kement-all evit n’eus fors
piou ! Nemet evit Doue ha Breiz e vijen chomet tost
d’ezi… Ya, Gwenole, poan a rea d’in gwelet anezi o
ouela… hag hen anzav a rankan d’it, darbet eo bet d’in
kila…
N’oun ket souezet ganez. Tenn e kaver atao dispartia dioc’h ar re a garer ar muia war an douar-ma. Me ive a zo bet eur rann-galon evidon kuitaat ar gear, kuitaat va zad, va mamm, a garan kement ! Mes, Herve baour, evit difen an Iliz hag ar veleien eo ! N’ankounac’haomp ket an dra-ze !
Ha mar hon deus kalz da c’houzanv, arabat d’eomp ankounac’haat e vezo seul vrasoc’h hor gopr en nenvou… Va Doue, roit d’eomp diwreac’h ha kalon dir. Diwreac’h dir evit skei kalet war enebourien hor feiz, ha kalon dir evit gouzanv hep klemm hag evit Hoc’h enor kement reuz a zigouezo ganeomp…
Evel-se bezet great ! Deomp brema, Herve, herra ma c’hellimp, rak marvat eo n’ec’het Aotrou Kermoger o c’hedal ac’hanomp.
Ya, deomp en hano Doue !… Tan ha kurun !… Beac’h d’an dispac’herien gall !…
Neus ket da lavaret, red eo d’in gwelet ar C’habiten Spartakuz, red eo d’in e welet dioc’htu. Ta ! ta ! ta ! n’eo ket gant konchennou e vev brema an dud ! Brao eo lavaret : Karit an Dispac’h ! Labour gaer a ra ! Roit ho poan hag ho puez zoken eviti, mar bez red, evit he difen oc’h an diranted !… o ya, me a gav brao an dra-ze… er re-all !!!… Hogen, bravoc’h e kavfen kaout eur gwenneg bennak muioc’h em godellou evit gellou kaout eur bragez nevez da c’holo va c’hroc’hen hag eur banne chigoden da eva… (Krenv). Spartakuz ! Spartakuz ! n’emaout ket dre aze ?… Diou gomz am eus da lavaret d’it… diou gomz hepken !… Mes, da beleac’h ez in-me d’an heur-ma da glask ar sitoian-ze ?… Ema, kredabl eo, o chopinata boutailhadou gwin koz, d’am yec’hed ! en eun hostaleri bennak, endra ma lakaan me va c’hroc’hen e riskl da veza toullet gant ar Re-Wenn…
(a wel anezan o tont hag a lavar outan e-unan) Pa gomzer eus ar bleiz e weler e lost !
Sell ! dizro out, Yann ? N’out ket bet pell ; n’edon ket c’hoaz war c’hed ac’hanaout !… Mes, sapre dien ! blejal a rez evel eur vioc’h kollet ganti he leue bihan !… N’ec’h eus tamm aon ebet da veza kordennet gant paotred ar bleo hir ? En hano an Nasion, bez habask ha komz izel !… Mes gwall abret emaout !… N’ec’h eus kavet den da zelaou ac’hanaout ? Lavar buan, kavet ec’h eus ar person ? Deuet out marteze da c’houlen harp diganen ?… Mes, koms ’ta !… Mut out brema ?…
Ya ha nan, sitoian. Kalz goulennou a rez ouzin, ha n’ouzon mui dre be benn en em lakaat da zibuna va c’huden ! Gouzout a ran e peleac’h ema ar person. Mes labour klask am eus bet, ha panefe m’eo hir va fri, biken, nan biken ne vijen deuet a benn eus va zaol.
Pa lavaren d’it out eun den ! Dizale eta e tigasi d’in ar sitoian person goulennet gant kement a diz gant pennou bras ar vro !
Goustadik, sitoian.
Penaos, goustadik ?… Roet ec’h eus da c’her !…
Ha te, sitoian, petra ec’h eus te roet d’in-me ? Promesaou kaer ha netra ken !… Me garfe kaout eun dra bennak e gwirionez, a c’hellfen gwelet, haga zousafe d’in va buez. Talvezout a ra ar boan, mechanz !
Alo, lavar dioc’htu ec’h eus c’hoant da gaout arc’hant.
Ar wirionez eo sitoian.
Del, va faotr, setu aze eur yalc’hadig arc’hant, p’eo gwir n’eo ket birvidikoc’h da garantez evit an Dispac’h, hag e ranker paea ac’hanout…
Te labour evit netra ?
… Ar Republik n’eoket pinvidik, ha ni, he bugale, n’hon deus ket a aour da gloza gant ar bal… Hiviziken, da vihana, n’ez pezo mui digarez ebet evit chom hep ober ar pez a c’houlenner diganez…
Bennoz Doue… Mersi, sitoian ! Hag a benn pegoulz e fell d’it kaout da berson ?
Hanter-noz ! Da hanter-noz, hep mank, e vezi e kroaz ar vengleuz. N’ec’h eus ket bet fizianz ennoun evel em eus ennout… Peurvuia ne vez paeet al labour nemet pa vez echu… Diouall avat, paotr, da zeveni da c’her pe em bezo da groc’hen da ober bouteier ler d’am zoudarded !…
Bez dinec’h, kabiten !… Da hanter-noz e vezin er c’hroaz-hent gant ar beleg, pe e kollin va hano !
Kea eta.
Kenavo dizale (Mont a ra).
N’ouzon ket perak em eus aon… Eun dra bennak a lavar d’in e ray ar c’hoz koueriad-se eun dro fall d’in, pe ez a da dremen eur gwall darvoud dre ama… Neus fors petra zigouezo, bezomp war zav ha digoromp hon daoulagad.
Al lien a gouez.
(An darvoud a dremen en eur c’hroaz-hent, gant eur groaz koad en dourn deou.)
- YANN BINIFI ;
VIKTOR NELSON |
Soudarded c’hlas ; |
- AN AO. PERSON, chadennet.
Chomit a zav, paotred, ama eo ez eus lavaret d’in gedal ar C’habiten Spartakuz. Tost eo da hanter-noz ; rak-se ne gredan ket hon defe da c’hedal pell bras ! Arabat e vefe ken nebeut… Ar gaouenned o welet eo tec’het o ferson diganto a ziskrabfe hag a lakafe buan o boutou en o godellou, evit diredek davedomp. Viktor, ha te, Nelson, dalc’hit mat ho taou d’an hini a oe person e Landivy gwechall…
Petra, Yann, evel-se eo e komzez eus pastor da barrez ?…
Me eo am eus badezet ac’hanout ; me eo am eus
great d’it ober da Bask kenta… Ha pet gwech n’out ketbet
pardonet ganen en bano Doue ! Ankounac’heat ec’h
eus kement am eus great d’az tud pa gouezas warlene ar
c’hlenved war dud ar barrez ? Hag o werza ac’hanon d’am
enebourien ha da enebourien va Doue eo e tiskouezez da
anaoudegez vat ?
Ne dalv ket d’it ober sermoniou d’eomp… Pell a-walc’h omp bet dindan galloud ar saeou du hagan duchentilou. Ne raio ket droug d'eomp brema kaout eun tammig frankiz ha sklerijen. Dalc’hit mat d’ezan, paotred ; arabat e ve d’eoc’h diskregi dioutan.
Judaz a lavare ar memes tra d’ar zoudarded a yoa deuet gantan da gemeret Jezuz… Bennoz d’eoc’h, va Zalver, da ober d’in beza ken henvel ouzoc’h !… Va Zad, va Zad, pardonit d’ezo, rak n’ouzont ket petra reont !…
Goulen ive pardon digantan, kement ha p’emaout, evit an holl dorfejou ec’h eus great e kuz…
!!!
N’ec’h eus netra da respont d’eun hevelep rebech ? Grevus a-walc’h eo koulskoude !…
Morse n’em eus great torfed ebet nag e kuz nag a-wel, nag hor c’henvreudeur ken nebeut. Evel eus Hor Zalver e c’heller lavaret diwar-benn pep beleg : Tremenet eo oc’h ober ar vad ! Lezit ac’hanon d’a c’houlen diganeoc’h evit pehini eus va madoberou e fell deoc’h va lakaat d’ar maro…
Daoust ha mat a rez ive o roi harp da enebourien ar
Vro ?
Ne rean nemet difen gwiriou an Iliz breset dizamant gant ho mistri.
Mat eo !… Mat eo !… Peoc’h, mar plij ! N’omp ket karget da varn ac’hanout. Varc’hoaz, e Montroulez, an dud a lezen a welo petra zo da damall d’it. Ne don ket nec’het gant an dra-ze… Gwelloc’h em bije kavet gwelet ama brema ar C’habiten Spartakuz ! Hanter-noz eo, hag ouspenn, hag hano ebet anezan c’hoaz ! (Youc’haden skiltrus ar gaouen).
Dan heur-ma eo ive e oe lakeat Jezuz etre douarn e vourrevien ! (Hou ! hou ! hou !… tostoc’h brema).
Ro peoc’h, personig, pe bremaik e vezo stoufet da c’hinou d’it !
Erru ar gaouenned ! Klevit ! Daonet omp !… War evez !…
Kavet eo an Ao. Person, paotred ! Beac’h d’ar chas glas !
(An tri glas a dosta ouz an Ao. Person da ober kelc’h
d’ezan. Ar Re-Wenn a deu d’ezo hep marc’hata).
A ! Spartakuz ! Spartakuz ! e peleac’h e chomez ?
Tan ha kurun !… Maro d’an trubard !… Dar maro, pez vil !… (Skei a ra eur mestaol gant Yann). Kea, diaoul m’hen argas ! da gaout Judas, da vreur hena (Yann a gouez d’an douar maro mik).
Maro d’an touseged glas, muntrerien gris hor gwragez hag hor beleien !
Lezit va buez ganen !
Ha ganen-me !
A ! Ao. Person ! nag a aon hon deus-ni bet evidoc’h ! Setu c’houi dieubet adarre, a drugare Doue ! Diouallit hiviziken !
Diouall rak petra ? Ya dlead da genta ha dreist pep tra ! Ar pastor mat a ro e vuez evit e zenved !
Ya, lezel a rin ho puez ganeoc’h, chas gall, breserien daonet hor bro !… Hogen dont a reot d’hon heut, d’eomp oc’h (D’e dud). Alo, paotred, deomp ac’han ; da ober petra e chompfemp ama ?… Da c’hedal Spartakuz hag e gompagnunez ? Furoc’h eo d’eomp tec’het !
(Mont a reont holl, nemet Gwenole).
Va Doue ! Va Doue!… Truez outan ! Pardonit d’ezan !… (Stoui a ra da welet hag hen e lamm c’hoaz ar galon e kreiz Yann). Ma vije c’hoaz eun tammig buez ennan !… Marteze e c’hellfe dont adarre war an hent mat !… Maro eo, siouaz ! en e bec’hed… evel Judaz !… Yann, Yann gez ! Plijadur em bije bet o roi d’it eun tamm skoazel, daoust d’an droug ec’h eus great d’eomp !… Jezuz a c'hourc’hemenn pardonni… N’em eus ket a gasouni ouzit, ouz da dorfejou eo !…
Ne ran ket mat marteze o chom da droidellat dre ama !… Piou c’hoar ? Ar Re-C’hlas a c’hell digouezout pa vezin an nebeuta war-c’hed anezo !… Hag ouspenn-ze, p’eo gwir eo maro, petra rin-me d’ezan ? (Tenna ra e vouchouer eus e c’hodel, hag e led anezan war benn Yann. — Goude ez a kuit).
- AR C’HABITEN SPARTAKUZ ;
KARAKAZ LACHÈVRE PIEDEBIC RICHARD |
Soudarded c’hlas ; |
- Meur a zoudard glas ouspenn.
Ar Republik da viken !
Ar Republik da viken !
Sell, sell ! eul lapouz o nijal ac’halen ! Kea buan ’ta, Karakaz, kea da welet petra eo…
Mont a ra.
Me gave d’in edon o vont da gaout va mevel Yann
ama, ha padal e ran d’eul labouz sevel diwar e neiz !!!…
O ! O ! petra eo an dra-ze ?… C’houez fall a zo !… Ha
yann n’ema ket ! (Sellet a ra a bep tu). A ! setu ama eun
den astennet !… Yann eo, kredabl, great tro wenn gantan,
hag en em roet da ober eur c’housk da c’hedal
ac’hanon !… Yann !… Yann ! Grik ebet ? Maro out ?…
Gwelomp ! (Stoui a ra da zellet, hag e tilamm ar mouchouar).
Maro !… Yen sklas eo !!!… A ! Gwelet a ran
brema petra rea va labouz dre ama ! N’eo ket red evit se
besa bet e Montroulez o teski beza diviner ! Ar Breizad
gwenn-ze eo a zo deuet da zieubi ar person, ha goude
eo en em lakeat da skei war ar reuzeudik-ma, betek
m’hen deus lazet anezan !… Mes koulskoude, daou zoudard
a yoa gantan !… Petra int deuet da veza ?…
Nan, tan foeltr ! n’eo ket ker sklear ha ma kave d’in !…
Bremaik ni welo… Salud d’it, Chouan daonet ! Te eo hep mar an hini en deus lazet an den-na ?
Ouzin-me eo e komzit ?
Hep mar! Ouz piou all e vefe ken ?… Respont prim ha lez an hardou-ze !
N’em eus lazet den, nag hennez, nag hini-all ebet !
Lavar d’in neuze ’ta petra reez dre ama…
Petra rean dre ama ?… E feiz, c’hoanteet em boa gouzout pe ez oa maro an den-ze, pe n’oa ket !
Evit e beurgas mar n’oa ket eat c’hoaz ?
Tamm ebet ! pell ac’hano !… Evit roi dourn d’ezan
da zevel oa !
It da gredi ar seurt-se !… Lavar d’in piou eo en deus lazet anezan, mar n’eo ket te an hini eo.
……
A ! ne fell ket d’it lavaret ?… Edos ganto, ha ne fell ket d’it o gwerza !… Mat a rez !… Mes al lezen a zo stris war gement-ma. Pep den paket o stourm ouz e vro a dle beza lakeat d’ar maro er peder heur warnugent. Evel-se ’ta, kablus pe didamall eus maro an den-ma, te a baeo evit da genvroiz : gwaz a-ze evidout !
(da Wenole e pleg e skouarn). Goulen trugarez digant ar c’habiten !
Me goulen truez digant enebour va Doue, va Feiz ha va Bro-Breiz ?… Nan, teir gwech nan ! Biken ! Biken !
Mat eo !… Mat eo !… N’oun ket douget ken nebeut da gaout truez ouz enebourien an Dispac’h glorius ! Great e vezo d’it da stal dizale, paotr brao ! Da ler a zamanto !…
Sitoian Kabiten, eur mennoz a deu d’in. Gwelet a ran eur groaz aze, evel a zo kement anezo e Breiz-Izel. N’ankounac’hait ket ez eus roet urz d’eomp d’o diskara, abalamour ma ’z int aroueziou ar sklavaj er vro gez-ma chomet a-bez betek-hen dindan holl-c’halloudegez Iliz Rom…
Ac’hanta, Piedebic, lavar buan da vennoz.
Goulen a ran ma vezo lezet e vuez digant an den yaouank-ma…
O !!!
Lezit ac’hanon da echui va lavar !… gant ma teuy da ziskara dioc’htu ar groaz-ma dirak hon daoulagad !
A !!!
Red oa beza eveldout Piedebic evit kaout an dra-ze !
Da vennoz a zo din eus eur zoudard republikan !
Ni paotred an amzeriou nevez, n’emaomp ket o klask tro da denna o buez digant an dud, pell ac’hano ! Gwelloc’h e kavomp gwelet anezo o tilezel a galon vat o follenteziou, o diskianterezou… Roi a reomp hon foan hag hon amzer evit ma teuio hor c’henvroiz da zilezel o c’hredennou sot ha ma tigorint pelloc’h o spered da gredi ar pez a garint… Rak-se, paotr yaouank, en em zavet enep da Vro hag a dlie beza lazet varc’hoaz a dennou fuzul, mar karez e kavi ar frankiz da vale, mar karez e weli adarre da dad, da vamm, da vreudeur, da zous !
Ha petra 'm eus da ober evit an dra-ze ?
Nebeut a-walc’h a dra : diskara ar groaz-se a zo aze.
Roit d'in eur vouc’hal !
Frankiz d’ezan !
Brao ! Brao !
Brao ! Brao !
(E vreac’h gleiz a ra an dro da droad ar groaz, eur vouc’hal en e zourn deou, troet ouz ar Re-C’hlas) :
Mar touchit ouz ar groaz-ma , me zo prest d’he difen ;
Nep a zailho warnezi a vo faoutet e benn !…
Goustat ! Goustat ! Kaouen !… Koueza raio da lorc’h abarz nemeur !
N’eo ket te evelato a deuio a-benn eus tud kalet eveldomp-ni !
Sec’h da fri, prenvig douar ! a-raok dont d’ober gwap ac’hanomp !
Tostait brema, chas gall, tostait ’ta, boued an ifern !
N’am eus aon ebet razout ! (Mont a ra d’ezan… Eur c’hrogadig. Karakaz, trec’het, a gouez d’an douar).
Setu kaset unan da gaout e dad Lusifer ! Da biou eo
an dro ?
Eur vez e ve d’eomp beza trec’het gant eur seurt panezen ! (Mont a ra ive da esa trec’hi war ar Breton kalonek. — A benn eur pennadig e kouez d'an douar en eur huanadi. Mes Gwenole a deu e vreac’h da skouiza gant ar vouc’hal ; red mat eo d’ezan diskouiza.
Diskar, diskar buan ar groaz !
Nan, nan, klevit mat, biken eur seurt torfed ne rin,
Kant gwech ha mil gwech mervel a zo gwelloc’h ganin.
Ama, ô Kroaz venniget, e-harz ho treid santel,
Evit Jezuz, va Zalver, me zo prest da vervel !
(hep lavaret ger, a gerz da Wenole hag zank e gleze e kalon ar Breizad. Disken a ra kerkent en eur lavaret) : Ema great e stal d’ezan !
Brao ! Brao ! Richard !…
Jezuz !… Mari !… (e vreac’h a jom stag ouz ar groaz).
Klevit ! ema erru ar Chouanted ! Arabat e ve dezo
kaout ac’hanomp dre ama ! Dre ar c’hreiz-de e teuont,
kredabl eo, deomp war-zu ar vourc’h. Chachit ho tiwesker
ganeoc’h, paotred ! (Mont a reont holl dre an tu deou.
— Youc’haden ar gaouen ; hekleo adarre).
Petra welan, va zud kez ?… Gwenole o tiwada ! Allaz ! Allaz !… Re zivezat !… Great eo ganto an torfed heuzus ! (Mont a ra betek Gwenole). Paour kez merzer !… A ! gwelet a ran petra zo c’hoarvezet !… Posubl e ve ? Ar chas gall o deus eseet en em gemmeret ouz ar groaz, ha Gwenole e-unan ouz kement-all a dud en deus dalc’het penn d’ezo… Sellit aze an daou zispac’her ledet gantan d’an douar ! A ! ma vijemp digouezet eun tammig abretoc’h ne vije ket c’hoarvezet kement-all !…
(Gwenole a zigor e zaoulagad goustadik, hag a ra eur zell nec'het en dro d’ezan. — E benn a gouez adarre, hag, e keit-se ar Re-Wenn a zigouez hag a ra an dro d’ezan. Gwenole a zav goustadik e benn adarre).
N’eo ket maro !… N’eo ket maro !…
Petra zo c’hoarvezet ?… Va Doue !… va Doue !…
Kerz buan da vit eur banne dour fresk !
O ! ar moueziou-ze !… O anaout a ran !… Va mignouned int… (Soubla ra e benn oc’h huanadi, ha prest goude e ra adarre eur zell war ar Re-Wenn). An Ao. Person !… Bennoz d’eoc’h, o va Doue!… Brema da vihana me a varvo laouen… gant bennoz ar beleg !…
Setu ama dour fresk, Ao. Kermoger !
Ne varvi ket c’hoaz, Gwenole, ni raio ker brao d’it ma c’helli kemeret adarre da vouc’hal a-benn eun nebeut deiziou ama. Satordallik ! ni hon deus ezom sikour vat evit derc’hel penn d’ar chas glas ! Alo ! alo ! Gwenole, va faotr, red eo kemeret kalon !…
O va zad !… Mervel a ran, her gwellet a rit, mes mervel a ran laouen… Great em eus va dever penn da benn. … Difennet em eus va bro ha va Doue, rak mervel a ran evit beza nac’het diskara ar groaz-ma… Deuit, ma roin d’eoc’h ar pok diveza !…
Va mab paour !… E pe stad e kavan ac’hanout !
Fizians hon deus d’her savetei pa’z eus c’hoaz eun elfen buez ennan !…
O va mab !… Va mab !…
Kasit, va zad, va fok diveza d’am mamm vat… Karet em bije gwelet anezi a-raok mervel… Na ouelit ket, va zad… Lavaret ho peus d’in er mintin-ma : « Ma varvez dindan taoliou ar Re-C’hlas e vezin frealzet o sonjal em eus eur mab merzer en nenv o pedi evidon ! » … N’oc’h ankounac’hain ket… na c’houi, na va mamm… hag eun deiz, dizale, ni a vezo unanet da viken !… Mervel a ran !… mes ar groaz a zo en he zav !… Ao. Person, ho pennoz, mar plij !… Eun absolven ziveza, en han’ Doue !… (An Ao. Person a dosta, hag a ra sin ar groaz goustadik war Gwenole).
It e peoc’h, ene kristen, da welet ar Jezuz hoc’h eus difennet gant kement a galon !…
Bennoz Doue !… Brema e c’hellan mervel !… Kenavo. Ao. Person !… Kenavo, va zad ker… Kenavo va mignoned !… Kenavo ar Baradoz !… (An tad a ziroll da ouela dourek Gwenole a zoubl e benn, maro).
Maro eo ar Merzer ! (An holl a lamm o zokeier). Trugarekaomp Doue, Breudeur ker, da veza roet d’eomp eun difenner muioc’h en nenvou !… Maro o tifen ar groaz !… Ha gellout a raffed kaout kareoc’h maro ?… Ao. Kermoger, petra raimp-ni eus ar c’horf santel-ma ?
Petra livirit ober, Ao. Person ?
Me gav d’in e vije mat douara anezan ama zoken, e-harz hag e skeud ar groaz eo maro eviti. N’hellomp ket ober kareoc’h. Petra livirit, va mignoned ?
Mat !… Brao !… Ya da, Ao. Person !… Enor d’ezan !…
Tan ha kurun !… Beac’h d’ar vuntrerien !
Tavit ! Tavit ! va mignoned !… N’eo ket d’eomp-ni eo venji !… Ar venjans a zo da Zoue !… An tammou traou glap-ma eo, petra raimp-ni diouto ?
O lezel da veza preiz ar brini hag ar bleizi, na petra ’ta !
N’hellomp ket ober ze, va bugale ; ar garantez kristen a c’hourc’hemenn deomp bezia anezo ive.
O mat ! lakaat anezo dre aze en eur park bennak !
Evel-se eo e raimp. Ha brema, ken a raimp al lidou santel, reketomp peoc’h d’an Anaon : Requiescant in pace !
Amen.
(Al lien a gouez).
Eur groaz e goueled al leuren-c’hoari. —
Gwenole en e zav, a zo e wreac'h gleiz oc’h ober an dro d’ar groaz, e
wreac’h zeou a zalc’h krog en eur vouc'hal. Diskabel eo.
Ar Vretoned-all a zo renket en daou du. Pa lakaer da zevi
goulou « Bengale », eur strollad kanerien a c’heller kuzat
e riboullou al leuren-c'hoari, pe dirak, a gan an daou
boz-ma :
POZ KENTA (war don : Nous voulons Dieu) Ni, ’vel gwechall soudarded ar groaz, DISKAN Klevit, Mari, Mamm Doue, EIL POZ Ya, kent ’vit koll Doue, hon ferc’hen, (Diskan)
————
|
- ↑ d’ar prizon.