Kentoc'h mervel/Taolen da echui
Neuz
Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1911
Taolen da echui
————
Eur groaz e goueled al leuren-c’hoari. — Gwenole en e zav, a zo e wreac'h gleiz oc’h ober an dro d’ar groaz, e wreac’h zeou a zalc’h krog en eur vouc'hal. Diskabel eo. Ar Vretoned-all a zo renket en daou du. Pa lakaer da zevi goulou « Bengale », eur strollad kanerien a c’heller kuzat e riboullou al leuren-c'hoari, pe dirak, a gan an daou boz-ma :
POZ KENTA (war don : Nous voulons Dieu)
Ni, ’vel gwechall soudarded ar groaz,
Ni, Breiziz, laromp war eun dro :
Ni zo da Zoue hizio, warc’hoaz,
Hag er vuez, hag er maro !
DISKAN
Klevit, Mari, Mamm Doue,
Peden ar bobl kristen :
| Doue c’houlomp, Doue da Roue Doue gant e gomz da lezen |
diou wech. |
EIL POZ
Ya, kent ’vit koll Doue, hon ferc’hen,
Ni a rofe hon holl vadou ;
Ni skuilhfe hor gwad war an dachen,
Hag a varvfe ’vel hon zadou !
(Diskan)
KLAODA ’R PRAT,
« Pluenzir ».
————