Mont d’an endalc’had

Kentoc'h mervel/Eil Arvest

Eus Wikimammenn
Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1911




EIL ARVEST


An Drubarderez


KENTA DIVIZ


YANN
(a deu goustadik dre gleiz, Tommet mat d’ezan)

A ! a ! a ! an Dispac’h, evit doare, ne blij ket kalz da Fanc’h an Ozac’h, ken nebeut ha na ra d’e benner koant. O ma ! e pedint Doue… hein ! pedi Doue ?… Alo, da beleac’h eo eatva zamming penn ? Difen azo hiviziken, a berz an Nasion, da bedi ken Doue menet Danton, Marat ha Robespier… Ma ! Ma ! e pedint Mirabo da gompeza o spered !… Ne blij ket an Dispac’h d’ezo ?… Ma ! Ma ! O ! evel a garint !… N’eo ket inti koulskoude a viro outi da ober he labour gaër… A ! me ra foutre, me, eus o aliou ken nebeut nag eus o gourdrouzou !… An nep a zo a-du hizio gant ar C’houarnamant a zo sur mat eus e vara hag eus… e benn ; eleac’h c’houi, Fanch Kouer hag ho seurt, hoc’h eus da ziouall rak an dibennerez, ar benveg burzudus-se a gas dillo da netra enebourien al liberte !… A ! Fanch Kouer, lakeat ec’h eus ac’hanon er meaz eus da di, mes petra ra ze din-me ? Me a gavo evelato, pa garin, eun tamm bara gwenn da chaokat, bag ive, douetus bras, eur banne chigoden da lipat eur wech an amzer !… O Fanch Kouer, n’oun tamm ebet nec’het ganez, arabat e ve d’it kredi ! Ar Republik unan ha dirann a zo eur vamm vat, eur vamm dener, bepred war evez ne vankfe netra d’he bugale aketus. M’hen tou ! me a vezo hiviziken unan eus he gwella servicherien… hag e vezin dic’haouet a-zoare evit an taoliou kaer a rin… C’hoant c’hoarzin a deufe marteze d’ar re am c’hlevfe !… Ha koulskoude, me garfe gouzout perak !… Eun dremm dreuflez am eus marteze ?… Mec’hieg, ginaoueg, klapezen, panezen, hanoiou kaer bet roet d’in alies gant va zad ha va mamm, gwir eo !… Mes me avat am eus kredet atao n’oun ket ker baltek-se, hag ez eus ennon danvez eun den, ya, mar kavan tro eur wech bennak d’en em ziskouez dirak an dud… Ha setu marteze deuet evidon ar mare-ze, pe aon am eus me deuio morse !… Neun pe veuzi, n’hellan ober ken, hag evel n’emaon ket e poan da goll va buez, me a neuio e dour rus an Dispac’h !… A ! la ! la ! Gwelet a reot, Fanch Kouer, ha te, Gwenole beg moan !… La ! la… goustadik ! Kemeromp hon amzer ! Arabat eo mont re vuhan, n’eo ket trenka a rafe ar zouben !…

M’am bije bet eun tammig muioc’h a zeskadurez oa, sac’h an dien !… A ! neuze avat e vijen bet eur pabor !… Ha piou oar, gant an amzeriou eürus-ma petra vijen deuet da veza ?… Mes, bah ! n’eus forz, deomp, atao ! gant ar pez am eus, sur oun, me a zavo diwar va zeil ! Ar bobl a zo roue !… Me a zo roue !… Eur c’hoz tamm roue distrandel, lakaomp, mes roue evelato, hag hep dale pell me a ziskouezo va galloud…

N’eus ket da lavaret ! Me a vezo mear e Landivy, kousto pe gousto ! An holl a stouo dirazon ; bras ha bihan, paour ha pinvidik, beleg ha dijentil a raio Aotrou Mear ac’hanon ; ha mar fell da unan bennak ober re a ardou, me hen lakao da ober anaoudegez gant eur benveg hag a zo e vicher krenna… A foutre ! na me zo diot ’velkent !… A wechou… Setu em eus aze em bruched eur voutailhad dour burzudus, hag ec’h ankounac’haen !… (Staga ra ar voutailh ouz e benn). N’eo ket fall gwin an Nasion !… A ! malloz rus ! mar en divije bet gwin evel-se da eva abaoue ma ’z eo dizonet, Yann Binifi a Gervastoue ne vije ket bet plean e gov evel ma ’z eo !… Saperlotez ! n’eo ket gant yod silet ha leaz ribote sav kig ouz an dud !… An holl vadou a yoa etre daouarn ar venec’h hag an duchentilou… Brema, da vihana, e vezo rannet ar pinvidigeziou-ze gant ar sitoianed vat eveldon-me… Poent oa, fidamdoustig ! lakaat urz e kement-se ! (Eur jachaden-all war ar voutailh). Lezomp brema ar chigoden da domma va c’halon, ha greomp eur pennad kousket ! (Astenn a ra e gorf war an douar hag ec’h harp e benn evit kousket).


EIL DIVIZ


YANN, eur C’HABITEN glas.


AR C’HABITEN
(o tont evel pa ne vije nemetan).

Ursiou Robespier a zo stris : Red eo, emezan, lakaat an dourn war holl veleien ar vro, mar ne fell ket d’ezo toui. Person Landivy a zo kuzet en eun toull bennak, p’eo gwir eo goullou ar presbital, mes e peleac’h ema? Piou hen lavaro d’in ?… Eno eo ema an dalc’h ! Holl dud ar c’harteriou-ma a zo mut evel ar pesked ; pa vez great eus ar goulennou-ze outo n’ouzont nemet lavaret : « Me c’hoar, me ? It d’e glask !… » Ya, gwapaat a reont ac’hanon, evel pa n’em befe ket pep galloud etre va daouarn !… N'ouzont ket, kredabl eo e c'hellan-me lakaat o c’hrouga uhel ha berr oc’h blenchou o dero pe o c’has da Vontroulez da ober anaoudegez gant baskul ar Gonvansion ?… Mes, bezomp habask !… Hag ouspenn-ze, red eo d’in beza war evez, rak ar Re-Wenn a zo dre aze, evel kaouenned, « o furchal ar c’hoajou, » ha ne garfen ket lezel va ler ganto… Mar kavchen unan bennak eus ar vro ! Hennez a ouiche an doareou hag a rofe skor vat d’in da ober va labour enorus, mes pegen risklus ive ! (Eur roc’haden iskis). Peoc’h ! tud a zo dre ama evit doare, hag e rean va zonjou a vouez uhel, evel eur ginaoueg (Uhel). Piou a zo ?… Hep ! paotr!… plac’h !… tosta, ma vezi gwelet ! (Krenvoc’h). Piou a zo ?

YANN
(o sevel e benn, hanter zigor e vrennikennou).

Hein !…

AR CHABITEN

Sav buan, paotr, ha deus ama ma welin petra out-te. Kauen out pe ne dout ?

YANN, o sevel.

Hein ! kaouen ?… An dra-ze a zo eul labouz-noz !!! Mardousien ! n’ouzon ket petra en deus c’hoant an Aotrou da lavaret ?…

AR C’HABITEN

N’eus ket ken a aotrouien !… Petra ! n’ouzout ket c’hoaz an dra-ze ? Anat eo emaoc’h-hu, Bretoned, pell, pell warlec'h ar C’hallaoued ! Hanv ac’hanon sitoian. Pe Wenn pe C’hlas out ?… Lavar dillo.

YANN

O Aot… Ho tigarez, mar plij ! sitoian eo a felle d’in lavaret, Betek-hen noun bet na gwenn na glas, n’oan nemet eun troc’her buzug, disliv kaer, m’hen tou ! En amzer da zont avat e fell d’in beza eun dra bennek war an dour !

AR C’HABITEN

Eun dra bennak war an dour ! Ya, sitoian, rak evit hizio, mesdouet, n’emaout ket diwar an dour ! Blaz ar gwin-ardant a zo gant da alan ! Arabat e vije kemeret nemet ar pez a zo dereat !

YANN

Eur wechig n’eo ket atao, sitoian.

AR C’HABITEN

Alo, ya, mat ! lezomp an dra-ze eta, ha komzomp a draou grevusoc’h. Evel-se ’ta n’out netra hag e leverez kaout c’hoan da zont da veza eun dra bennak ?

YANN

Evel ma livirit sitoian.

AR C’HABITEN

En em glevet a c’hellimp, marteze. Eus peleac’h out ?

YANN

Eus Landivy sitoian. Ya zud a zo o chom e Kerbasgoret, ha me a yoa mevel e Kervastoue betek an deiziou-ma.

AR C’HABITEN

Brao ! Brao bras ! Anaout a rez eta doareou an dud hag an traou dre ama. Mat, mar karez dont d’am heul me a roio d’it paeamant vrao, hep m’ez pefe nemeur a ziezamant.

YANN

O Aot… sitoian ! mont d’oc’h heul ! Lavaret brao a rit ; mes me n’emaon ket e poan da vont eus va c’harter ; n’emaon ket muioc’h e poan da lakaat va ler da ober siblen d’ar Re-Wenn, va c’henvroiz. Nan nan, ama e fell d’in chom, dindan guz, mar bez red…

AR C’HABITEN

Selaou mat ac’hanon, va faotr. N’edo ket em spered lavaret d’it mont eus ar vro-ma, pell ac’hano en-deün ; ama eo em bezo ezom ac’hanout, ha tamm ebet e leac’h-all. An Dispac’h-ma a raio eur vad dispar e kement leac’h e vezo great d’ezi eun digemer kalonek. Ar paour kez pobl a yoa sammet a bep beac’h, n’en doa tamm frankiz, nag en e gorf nag en e spered : eur sklavour n’oa ken etre douarn an duchentiled hag ar veleien. Hogen, setu m’eo chenchet penn d’ar vaz ; an diranted a zo dic’houzouget pe eat d’an harlu, hag ar re a zo c’hoaz e kuz dre ama ne zaleint ket da goueza etre daouarn an dud a lezen karget gant gouarnamant ar republik da lakaat urz vat er vro.Sell ’ta n’em eus ket c’hoaz sonjet goulen da hano diganez !

YANN

Yann Binifi, sitoian, evit ho servicha.

AR C’HABITEN

Ha me eo ar C’habiten Sevola Spartakuz Tricotel.

YANN

O la ! la !! la !!! Pebeus hano iskis ! Biken n’hellin miret em spered…

AR C’HABITEN

N’ec’h eus ket ezom da derri da benn gant an dra-ze. Gra ac’hanon ar C’habiten, pe ar sitoian Spartakuz. Me a zo anavezet a-walc’h. Ac’hanta, Yann Binifi, petra leverez eus al labour omp karget da ober gant ar republik unan ha dirann ?

YANN

Brao ha mat, sitoian Spartakuz, nemet eo eul labour risklus.

AR C’HABITEN

Ha ma vijemp daou ? Gwelet a ran ez out eur paotr a feson, a spered lemm, evel na gaver ket nemeur en ho pro Breiz-Izel. C’houi dre ama a zo pell, pell warlec’h ar re-all. Ar sklerijen n’eo ket deuet c’hoaz betek ennoc’h, siouaz ! ha ne deuio ket keit ha ma chomo da genvroiz stag evel-se ouz sae zu ar beleg !

YANN

A ! sitoian ! lavaret en eus e karfen son dizaie glaz an diveza anezo.

AR C’HABITEN

Hag e raimp, hon daou, hein ! Yann ?… Ro d’in da zourn. La !… Mar bezez feal d’an Nasion, bez dinec’h, ne vanko netra d'it ! Mes, mar teuez hiviziken da droi kein deomp, da ziouall ez pezo na vefez krennet… Pardon ebet evit an drubarded !…

YANN

N’ho pezet ket an disterra difizianz !

AR C’HABITEN

An hini a yoa diagent person er barez-ma, lavar d’in, Yann, pe hano en doa.

YANN

An Ao. Guilhou, sitoian.

AR C’HABITEN

Ac’hanta, ar Guilhou-ze, petra eo deuet da veza ?

YANN

An dra-ze avat, sitoian, n’oufen kethen lavaret d’eoc’h dioc’htu. Me ne vezen ket nemeur war e dro, hag ar baotred na gomzent ket euz an traou-ze dirazon-me… Mes me gred e c’hellfed dont a benn da c’houzout.

AR C’HABITEN

Red eo a-grenn. Ya, da genta ha dreist pep tra e rankomp lakaat an dourn war ar person, dre guz, mar bez gellet, evit na dennimp ket re warnomp sellou ar Re-Wenn. Arabat e ve e teufe ar re-ma d’en em deuler etre hon diwesker, pe emaomp rostet, rak n’eus ket kalz ac’hanomp, ha n’emaomp ket o klask ober anaoudegez ganto.

YANN

Me ken nebeut, dreist-oll goude eur seurt labour ! Pa vezo gellet gouzout e peleac’h e kuzer ar person, me ho kaso davetan dre ar strejou kuzeta.

AR C’HABITEN

Pa lavaren out eun den a skiant, ne fazien ket ; her gwelet a ran, n’em eus ket skoet e-kichen ! Gra labour vat, va faotr, ha n’ez pezo ket a geuz, kred ac’hanon.

YANN

Kredi a ran ac’hanoc’h, sitoian kabiten, ha mar kirit, me a zo vont dioc’htu da esa gouzout eun dra bennak diwar-benn person Landivy. Kerkent ha ma c’hellin, me a deuio d’ho kaout. E peleac’h, sitoian ?

AR C’HABITEN

E peleac’h ?… Mardousien ! n’ouzon dare… N’em boa ket sonjet en dra-ze… Perak n’en em gavfemp ket ama adarre ?… Al leac’h-ma a zo gouez a-walc’h, n’eus den o tarempred anezan.

YANN

Kenavo dizale, aotrou sitoian Spartakuz !

AR C’HABITEN

Kenavo, va mignon, hag arabat e vezo d’it ankounac’haat e labourez evit ar Revolusion, evit mad ar bobl ha silvidigez da vreudeur. Chanz vat d’it !

(Mont a reont pep hini eus e du).


TREDE DIVIZ


GWENOLE


(e bragou bras, porpan gwenn gant eur galon-zakr, tok du ledan, eur fuzul ouz e skoaz, a deu dre an tu deou o lavaret ar poziou-ma) :

Kuz da benn, heol benniget, en eur welet torfejou
Na dlefent, siouaz ! beza great nemet gant droug-sperejou.
Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennou,
Ha lakeat d’ober paveou gant ar Re-C’hlas er c’heariou.
Kenavo, fons ar vadiziant, e leac’h e kavchomp gwechall
Nerz evit gouzanv ar maro kent eget yeo an dud fall,
Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennou,
N’ho klevimp mui ouz hor gervel, sul na gouel, d’an ilizou.
N’ho klevimp mui o kana gaë ; siouaz ! divadez ho penn !
Teuzet, siouaz ! gant ar geariz evit ober gwenneien !

Kenavo, va zad, va mamm garet ! Mar teu ar chas gall da zilammet war ho ti, war ho loened, m’ho klevo a-bell o lavaret a-dreuz ho taelou :

« Ma vije bet va mab er gear, en defe va diouallet ! » Mam-goz a lavare d’in bremaik :

Deus ’tre diwreac’h da vamm-goz ’deus da zouget, va bugel,
Deus war ar galon ’deus da vaget, va mabig paour, kent mervel ;
Pa zistroi endro d’ar gear ’vin eat kuit eus ar bed-ma ;
Deus ama, deus, m’az priatin evit ar wech diveza !
Hag em eus lavaret d’ezo holl, a dreuz va daelou :
Tavit va mamm, tavit va zad, nez in ket d’ho tilezel ;
Chom a rin evit o tifen, evit difen Breiz-Izel.
Reuzeudik bras eo bout (beza) gwanet ; bout gwanet n’eo ket mezus ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kablus !
Mar deo red monet d’an emgann, emgann a rin ’vit ar vro ;
Mar deo red mervel, e varvin, kuit ha laouen war eun dro.
’Meus ket aon rak ar bolodou, na lazint ket va ene ;
Pa gouezo va c’horf d’an douar, va ene zavo d’an ee ;

A-raok, paotred vat Breiz-Izel ! entana ra va c’halon ;
Kreski a ra nerz va diwreac’h : bevet ar relijion !
Bevet an nep a gar e vro ! Bevet mabig ar Roue !
Ha ra ’z ay ar baotred C’hlaz da c’hout hag bez’ zo Doue !
Buez evit buez ! tud vat ; laza pe beza lazet !
Red ez oa da Zoue mervel evit gounit war ar bed !
Reuet er penn ganeomp, tuchentil, gwad roueal demeus ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gant kement kristen a zo.
Hag en divez (erfin) e teuy endro e Breiz al lezen wirion ;
Kouls ha Doue war e aoter, hag ar Roue war e dron ;
Hag a neuze traoniennou Leon a deuio glas adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleun an ed hag ar gwe.
Neuze kroaz Jezuz hor Zalver a zavo splann war ar bed,
E-hars he zreid liliou kaer drus gant gwad ar Vretoned.


PEVARE DIVIZ


GWENOLE, HERVE


(Herve gwisket evel Gwenole a zigouez war al leuren pa ema Gwenole oc’h echui e gimiad)

GWENOLE

A ! erru out ’ta, Herve !

HERVE

Tan ha kurun !… Ya Gwenole ; enouet out n’eo ket ’ta ? Pell oun bet. Mac’h oufez pegement a boan am eus bet o tispartia dioc’h va zud ! Va mamm ne felle ket d’ezi diskregi diouzin, hag eo bet red d’in en em ziframma diouz he diwreac’h. Paour kez mamm ! brevet eo he c’halon ! N’em bije ket great kement-all evit n’eus fors piou ! Nemet evit Doue ha Breiz e vijen chomet tost d’ezi… Ya, Gwenole, poan a rea d’in gwelet anezi o ouela… hag hen anzav a rankan d’it, darbet eo bet d’in kila…

GWENOLE

N’oun ket souezet ganez. Tenn e kaver atao dispartia dioc’h ar re a garer ar muia war an douar-ma. Me ive a zo bet eur rann-galon evidon kuitaat ar gear, kuitaat va zad, va mamm, a garan kement ! Mes, Herve baour, evit difen an Iliz hag ar veleien eo ! N’ankounac’haomp ket an dra-ze !

HERVE

Ha mar hon deus kalz da c’houzanv, arabat d’eomp ankounac’haat e vezo seul vrasoc’h hor gopr en nenvou… Va Doue, roit d’eomp diwreac’h ha kalon dir. Diwreac’h dir evit skei kalet war enebourien hor feiz, ha kalon dir evit gouzanv hep klemm hag evit Hoc’h enor kement reuz a zigouezo ganeomp…

GWENOLE

Evel-se bezet great ! Deomp brema, Herve, herra ma c’hellimp, rak marvat eo n’ec’het Aotrou Kermoger o c’hedal ac’hanomp.

HERVE

Ya, deomp en hano Doue !… Tan ha kurun !… Beac’h d’an dispac’herien gall !…


PEMPED DIVIZ


YANN
(a deu goustadik o sellet piz dre-oll).

Neus ket da lavaret, red eo d’in gwelet ar C’habiten Spartakuz, red eo d’in e welet dioc’htu. Ta ! ta ! ta ! n’eo ket gant konchennou e vev brema an dud ! Brao eo lavaret : Karit an Dispac’h ! Labour gaer a ra ! Roit ho poan hag ho puez zoken eviti, mar bez red, evit he difen oc’h an diranted !… o ya, me a gav brao an dra-ze… er re-all !!!… Hogen, bravoc’h e kavfen kaout eur gwenneg bennak muioc’h em godellou evit gellou kaout eur bragez nevez da c’holo va c’hroc’hen hag eur banne chigoden da eva… (Krenv). Spartakuz ! Spartakuz ! n’emaout ket dre aze ?… Diou gomz am eus da lavaret d’it… diou gomz hepken !… Mes, da beleac’h ez in-me d’an heur-ma da glask ar sitoian-ze ?… Ema, kredabl eo, o chopinata boutailhadou gwin koz, d’am yec’hed ! en eun hostaleri bennak, endra ma lakaan me va c’hroc’hen e riskl da veza toullet gant ar Re-Wenn…


C’HOUEC’HVED DIVIZ


YANN, AR C’HABITEN


YANN

(a wel anezan o tont hag a lavar outan e-unan) Pa gomzer eus ar bleiz e weler e lost !

SPARTAKUZ

Sell ! dizro out, Yann ? N’out ket bet pell ; n’edon ket c’hoaz war c’hed ac’hanaout !… Mes, sapre dien ! blejal a rez evel eur vioc’h kollet ganti he leue bihan !… N’ec’h eus tamm aon ebet da veza kordennet gant paotred ar bleo hir ? En hano an Nasion, bez habask ha komz izel !… Mes gwall abret emaout !… N’ec’h eus kavet den da zelaou ac’hanaout ? Lavar buan, kavet ec’h eus ar person ? Deuet out marteze da c’houlen harp diganen ?… Mes, koms ’ta !… Mut out brema ?…

YANN

Ya ha nan, sitoian. Kalz goulennou a rez ouzin, ha n’ouzon mui dre be benn en em lakaat da zibuna va c’huden ! Gouzout a ran e peleac’h ema ar person. Mes labour klask am eus bet, ha panefe m’eo hir va fri, biken, nan biken ne vijen deuet a benn eus va zaol.

SPARTAKUZ

Pa lavaren d’it out eun den ! Dizale eta e tigasi d’in ar sitoian person goulennet gant kement a diz gant pennou bras ar vro !

YANN

Goustadik, sitoian.

SPARTAKUZ (souezet bras)

Penaos, goustadik ?… Roet ec’h eus da c’her !…

YANN

Ha te, sitoian, petra ec’h eus te roet d’in-me ? Promesaou kaer ha netra ken !… Me garfe kaout eun dra bennak e gwirionez, a c’hellfen gwelet, haga zousafe d’in va buez. Talvezout a ra ar boan, mechanz !

SPARTAKUZ

Alo, lavar dioc’htu ec’h eus c’hoant da gaout arc’hant.

YANN

Ar wirionez eo sitoian.

SPARTAKUZ
(a glask en e c’hodellou don)

Del, va faotr, setu aze eur yalc’hadig arc’hant, p’eo gwir n’eo ket birvidikoc’h da garantez evit an Dispac’h, hag e ranker paea ac’hanout…

YANN

Te labour evit netra ?

SPARTAKUZ

… Ar Republik n’eoket pinvidik, ha ni, he bugale, n’hon deus ket a aour da gloza gant ar bal… Hiviziken, da vihana, n’ez pezo mui digarez ebet evit chom hep ober ar pez a c’houlenner diganez…

YANN

Bennoz Doue… Mersi, sitoian ! Hag a benn pegoulz e fell d’it kaout da berson ?

AR C’HABITEN (dichek)

Hanter-noz ! Da hanter-noz, hep mank, e vezi e kroaz ar vengleuz. N’ec’h eus ket bet fizianz ennoun evel em eus ennout… Peurvuia ne vez paeet al labour nemet pa vez echu… Diouall avat, paotr, da zeveni da c’her pe em bezo da groc’hen da ober bouteier ler d’am zoudarded !…

YANN

Bez dinec’h, kabiten !… Da hanter-noz e vezin er c’hroaz-hent gant ar beleg, pe e kollin va hano !

AR C’HABITEN

Kea eta.

YANN

Kenavo dizale (Mont a ra).


SEIZVED DIVIZ


AR C’HABITEN
(o kas e zourn d'e dal).

N’ouzon ket perak em eus aon… Eun dra bennak a lavar d’in e ray ar c’hoz koueriad-se eun dro fall d’in, pe ez a da dremen eur gwall darvoud dre ama… Neus fors petra zigouezo, bezomp war zav ha digoromp hon daoulagad.

Al lien a gouez.