◄ Evit kaout peoc’h ann ene ha mont war gresk er furnez | Kenta levr - XII | Evit derc’hel penn oc’h ann temptasionou ► |
1. — Mad eo d’e-omp gouzanv a-wechou
eur boan hag eunn enebiez-bennag ;
ober a reont d’ann den dont enn-han he-unan,
o rei d’ezhan da anaout ne d-eo
hemet eunn divroad er bed-man, ha ne
dle ket kaout fisians e netra a gemend a
zo war ann douar.
Talvoudek eo d’e-omp e teufe a-wechou eunn dra-bennag da enebi ouz-omp ha ne ve great stad e-bed pe nemeur ac’hanomp, petra-bennag e ve mad hon oberiou hag hor menosiou. Kement-se a ra aliez d’e-omp en em izelaat, hag a vir ouz-omp d’en em brizout re hon-unan. Hag evit gwir, pa vezomp disprizet gant ann dud, ha pa ne zalc’her stad e-bed ac’hanomp, neuze gant mui a hast e klaskomp Doue a well e gweled hor c’haloun.
2. — Dre-ze ’ta ann den a dlefe beza ker stag oc’h Doue n’en defe ezomm e-bed da glask frealzidigez ann dud. Pa vez ankeniet eunn den a zo eeun he galoun, pa vez bourreviet gant he wall-ioulou, neuze e teu da welet skleroc’h en deuz ezomm euz a Zoue, o veza ne d-eo ket evit ober anezhan he-unan nep tra vad e-bed.
Neuze ez eo glac’haret, hag ec’h hirvoud enn eur bedi Doue e-kreiz ar poaniou ema o c’housanv. Neuze, skuiz o veva keit amzer, e karfe gwelet ar maro o tont da zistaga he galoun dioc’h ar bed, evit her lakaat da veza gant Jezuz-Krist. Neuze ivez e teu da welet ne heller kaout war ann douar na gwir fisians na gwir beoc’h e bed.
Na petra dal ann den ? Ann den he-unan ne oar se nemet pa stag ann enkrez hag ar boan out-han. Ann hini en deuz pep tra dioc’h he c’hoant, a lez he ene da voredi, siouaz d’ezhan. Pa zihuno, Doue a lavaro d’ezhan : N’ankounac’hait ket hoc’h euz bet ho madou war ann douar.
Er bed-man ar poaniou a zeu euz a garantez Doue : mad int da greski hor feiz ; ober a reont d’e-omp talvezout muioc’h dirak Doue, o lakaat ac’hanomp hevel oc’h Jezuz-Krist. Red e oa da Jezuz-Krist gouzanv, eme ann Aviel, ha mont d’he c’hloar dre hent ar poaniou.