◄ Diwar-benn ar furnez enn hon oberiou | Kenta levr - V | Diwar-benn ar c’hoantegesiou direiz ► |
1. — Ne d-eo ket komziou kaer, ar wirionez eo a dleer da glask pa lenner ar Skritur sakr. E-c’hiz ma’z eo bet great al levriou santel, evel-se e tleont beza lennet. Gwell eo d’e-omp klask ar mad er Skritur sakr eget ne d-eo klask komziou kaer. Evel-se e tleomp lenn a galoun vad al levriou skrivet gant tud a feiz, ker kouls hag ar re zo bet great gant tud a zo lemm ho spered. Na zellit ket oc’h brud ar skrivagner, n’euz fors d’e-hoc’h pe en deuz kalz a skiant pe n’en deuz ket ; lennit dre garantez evit ar wirionez hep-ken. Na glaskit ket anaout piou a brezek, taolit evez hep-ken oc’h ar pez a lavar.
2. — Ann dud a dremen, gwirionez Doue a bado da viken. Doue n’en deuz kemm evit den, hag a gomz ouz-omp e meur a zoare. Pa vezomp o lenn ar Skritur sakr, hor c’hoant re vraz da c’houzout pep tra a noaz aliez ouz-omp, dre ma fell d’e-omp klevet ha diviz, pa ve red tremen ha tevel.
Mar fell d’e-hoc’h ober ho mad, lennit gant eur galoun eeun, gant eur galoun leun a feiz ; ne glaskit morse beza prizet evel eunn den gwiziek. Goulennit kuzul a galoun vad, ha selaouit sioul komziou ar zent. Arabad eo d’e-hoc’h ober fae euz a lavariou ar re goz, rak ne brezegont ket heb abek.
Na petra eo ar skiant vad dre-z-hi he-unan ? Nemeur a dra. Ar feiz hep-ken, ar feiz a zo dreist kement zo a viskoaz da vikenn. Ann hini en deuz ar feiz a zo enn tu all d’ann hini ne ra nemet sonjal, hag eur galoun eeun ha displeg a dal muioc’h evit ar wiziegez a laka ann den d’en em brizout re he-unan. Hon tad kenta a zo en em gollet dre ma c’hoantaaz gouzout re ; klask a rea ar wiziegez, hag e kavaz ar maro. Pa gomz Doue ouz-omp er Skritur sakr, ne fell ket d’ezhan deski de-omp ar pez hon euz c’hoant da c’houzout, hogen hor sklerijenna e-kever ar pez a dleomp da ober. Rei a ra d’e-omp tro da ziskouez hor feiz ; ha pa zeu hon ene da veza glann, Doue a vag anezhan gant ar garantez euz ar gwir vadou a zo holl enn-han he-unan. N’euz eta netra gwelloc’h evit lenn gant frouez al levriou santel eget beza izel a galoun. Ann hini a oar dre-z-ho peger bihan ha pegen dister eo, hen-nez a gerz araok enn hent he zilvidigez.