Kement a ret, Tad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 123-125)


N° 102. — Meulomp Doue ! Meulomp Doue !.
War don : J’adore en tout la Providence, N° 102.


1. Kement a ret, Tad karantezus,
A gavan mad : Meulomp Doue !

En ho prezans e vevan eürus,
E gwir vugel : Meulomp Doue !
M’hen goar erfad, ho torn a Grouer
A ren peb tra : Meulomp Doue !
Hag e larin hed ma ol amzer :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

2. Euz ar mintin, dal ma tihunan,
E kanan gè : Meulomp Doue !
Epad an de, dre ma labouran,
Izel pe grenv : Meulomp Doue !
Pa led an noz tenval he mantel
War an douar : Meulomp Doue !
E laran c’hoaz an diou goms zantel :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

3. Pa ven laouen, chilaouet ma mouez,
Kant ha kant gwej : Meulomp Doue !
Chilaouet-hi en dristidigez
Liesoc’h c’hoaz : Meulomp Doue !
Pe vo glao, pe heol tom, ne ran fors,
Han-gouanv, zul-gouel : Meulomp Doue !
Diahars an ti pe e kreiz ar pors :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

4. E Breiz-Izel, gant ma mignonet,
Ma diskan eo : Meulomp Doue !
Pel euz ma bro, mesk ar C’hallaouet,
N’ankouaan ket : Meulomp Doue !

Vel ma zud koz, er peoc’h, er brezel,
Iac’hus pe glanv : Meulomp Doue !
Bern a ra d’in zevel pe gouezel :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

5. Mar am euz traou, mar d-on enoret,
An ol am c’hlev : Meulomp Doue !
Nag e ven paour, er bed disprizet,
Elec’h damant : Meulomp Doue !
Me vo dic’haouet e bro ar zent,
Ha kals ouspen : Meulomp Doue !
Med e vin gwir gristen war an hent :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

6. Lein ar C’halvar Jezus o tremen
A c’hirvoude : Meulomp Doue !
Daoust d’he glac’har e Vam ’n e gichen
A responte : Meulomp Doue !
Nag e renkfen, evel ma Zalver,
Skuill ma ol goad : Meulomp Doue !
Heman a vo ma divezan ger :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

K. G.