Mont d’an endalc’had

Katellig Kerheol e Pariz

Eus Wikimammenn
Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913  (p. 19-21)




VIII. — Katellig Kerheol e Pariz


Setu ar goueriadez distaolet er gear vras. Sellet a ra en dro d’ezi. Hogen, kaer he deus klask, ne wel den eus he anaoudegez, paour kez ! N'eo ket tud koulskoude a vanke dre eno ; kalz zoken a zelle outi o tremen hag a rea meur a dro warno o-unan : « Setu, emezo, eur Vretonez-all o tout da glask dienez da Pariz ! ». Ar wirionez a yoa ganto.

Gwenola eo a dlie beza bet eno, p’eo gwir he doa lavaret ! Perak n’edo ket ?

Setu Katellig lakeat nec’het bras, ha peadra a yoa ; gant nebeutoc’h ec’h en em gaver nec’het alies. He-unanik e-touez kement-all a dud !… War var da goueza etre daouarn al lamponidi a zo kement anezo e kement kear vras a zo ! savet sounn o fri ganto o klask eun dro zivalo da c’hoari d’ar re a ya di evit an dro genta ha na c’houzont pe du trei.

War bouez goulen ha goulen meur a wech evelato Katellig a zigouezas betek ar « Bureau de placement », eun ti el leac’h ma poanier da gaout labour d’ar Vretoned.

Pemp dervez e rankas gedal avat, hag e keit-se e teuzas meur a bez ugent real : ar beva a zo ker e Pariz, me lavar d’eoc’h !

Neuze ez eas da blac’h da di eur medisin. Eno e ranke beza savet abret, mont d’ar marc’had, ober ar gegin, entent oc’h eun toullad bugale kintus, servicha ha dizervicha an daol, kempen an ti.

Ar plac’h kez n’he doa ket eur vunuten da zevel he c’hein. Ober a rea eus he gwella, hag evit sur n’oa ket da veza tamallet ma n’ez ea ket kaeroc’h an traou ganti. Ne blijas ket en ti-ze : « Ne c’houie ober netra ! » a lavare an itron.

Da benn he miz e oe lavaret d’ezi mont da glask fred da leac’h-all.

Teir gwech e tilojas en eur ober tri miz.

Katellig kez a deue sonj d’ezi eus Kerheol, hag a zave keuz ganti a-benn neuze.

Er gear ez oa karet ; ama, e Pariz, den na zell outi nemet evit rebech ha gourdrouz. Er gear e tiskuize da zul ha da c’houel ; ama e rank labourat a-laz-korf sul, gouel, pemdez. Er gear ec’h eve bemdez ear yac’hus ar measiou ; ama ez eo sebeliet en eur c’hao, dindan an douar, el leac’h n’ez a morse eur berad heol.

Faziet oa bet gant Gwenola ; gevier a yoa bet dizac’het d’ezi, ne gave ket e Pariz betek-hen ar pez a yoa bet touet d’ezi e kavje. Mes, penaos dizrei d’ar gear ? Petra vije lavaret dre ar c’harter ma vije gwelet o tizrei da Gerheol goude tremen ken nebeut a amzer e Pariz ? An holl a c’hoarsje gwap d’ezi !… Nan, nan, an holl boaniou, ar maro kentoc’h eget an dismegans-se !

Setu eta Katellig e kambr an heol ! — Kaeroc’h e vije bet d’ezi beza e Kerheol Fouenan ! — Mont a ra eus an eil ti d'egile da c’houlen labour… Ped ti e c’haloupas evel-se ? Piou c’hoar ?…

En unan, (an ugenvet, marteze), e oe lavaret d’ezi sevel da c’horre an ti, great kudou d’ezi, ha lakeat da azeza ouz taol. Kinniget e oe bara, aman ha gwin d’ezi. Ne oe ket ezom d’he fedi da « jacha » warno, p’eo gwir e rea yun an nao stereden !

Siouaz ! en eun hostaleri fall oa kouezet hep gouzout d’ezi… Er stad m’en em gave, Katellig he divije asantet da n’eus fors petra… Hag asanti a reas da bep tra.

Paour kez Katellig !… Paour kez Bretonez !… Setu ankounac’heat da Zoue ganez !… N’anavezez mui hent an iliz !… Kovez, sakramanti, traou mat d’ar Vretoned, sklavourien ar veleien !!!…

Ha te, Katellig, sklavourez piou out-te deuet da veza ?… Ar Vretoned a heuilh o relijion dre garantez ha nan dre nerz… Ha goude, plac’h reuzeudik, pehini eus an daou sklavaj eo an enorapla, ma vijemp sklavouriene vel a leverez ?… Daoust ha mouget ec’h eus ker buhan-all mouez da goustians ?

Kenvroiz ker, savomp, mar kirit, d’ar c’halatrez dindan an doen, el leac’h ez a Katellig divezat noz da asten he izili morzet.

Pemp astach da zevel dre eun derez louz ha flearius a-benn en em gaout en toull el leac’h ma ’z eus frankiz a-walc’h d’eur gwele, d’eur gador ha d’eur valizen da lakaat an dilhad. Netra ken avat, rak pep tra-all a vefe a re…

An toull-ze a zo skerijennet gant eun tammig prenestr, eul « lukarn », toullet en doen. N’heller gwelet taken dreizan. An tamm toull kambr-ze a zo bero en hanv ha yen-sklas er goanv.

Me lavar d’eoc’h, Katellig a ra meur a zonj bemnoz a-raok mont en he gwele paour !

Petra eo beza diot ! Petra eo dizenti ouz tad ha mamm !