Katekiz historik/Kenta Gévren - XXVI Gentel

Eus Wikimammenn





C’HOUEC’HVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Tradision hag eûz ar Skritur.

Jézuz-Krist n’en doa kélennet néméd a-c’hénou, hép skriva nétrâ : ann Ébestel a réaz enn hévélep doaré er penn-kenta, ha kalz anézhô n’hô deûz skrivet nétrâ é-béd. Hôgen bépréd é lékéjond hô holl bréder da zeski diskikled, ha d'hô lakaat gwiziek a-walc’h évid diski ré all. Ével-sé hô c’hélénadurez a zô deûed d’ann Eskep kenta, eûz ar ré-zé d’ar ré a zô deûed hô c’houdé ha d’ar Véleien all bétég ar ré a gélenn bréma. Hag ann heûl a gélennou-ré eo a c’halveur Tradision. Gér Doué a zô éta a ziou zoaré, skrivet ha diskriv. Ar gér diskriv êo ann Tradision péhini hép-kén en deûz miret gwîr Lézen-Doué adaleg ar derou béd bété Moizez, ha péhini en deûz miret c’hoaz abaoé meûr a wirionez péré né oant két skrivet. Ar gér skrivet eo al levriou eûz ann Testamant kôz hag eûz ann Testamant nevez, péré holl kévret a c’halveur ar Vibl. Enn Testamant kôz é kaveur Skridou Moizez hag ar Broféded : enn Testamant nevez é kaveur Skridou ann Ébestel hag ann Aviélerien. Ar feiz a rédi da gridi kémend a zô el levriou-zé, dré ma int skrived dré ali ar Spéred-Santel, hag hon rédia a ra ivé da gridi ann Tradisionou a zeû eûz ann hévélep vammen, da lavaroud eo, ar ré a zô bét digéméret gant grâd-vâd ann holl dûd léal, adaleg ar penn-kenta, ha dreist-holl ar ré a zô anavézet évit gwîr gand ann Iliz.

Goulenn. A béd doarê eo gér Doué. Lavar. A ziou zoaré, skrivét ha diskriv. G. Pétrâ eo ar gér diskriv. L. Ann Tradision. G. Pétrâ a c’halvit-hu Tradision. L. Ann heûl a gélennou a zô deud eûz ann Ébestel d’ann Eskep, hag ével-zé bété ni. G. Pétrâ eo ar Skritur. L. Ar Vibl, é péhini é kaveur levriou ann Testamant nevez. G. Eûz a biou eo levriou ann Testamanl kôz. L. Eûz a Voizez hag eûz ar Broféded. G. Pénaoz eo bét miret Lézen Doué a-raok Moizez. L. Dré Dradision. G. Gant piou eo bét skrivet levriou ann Testamant nevez. L. Gand ann Ėbestel hag ann Aviélerien. G. Pérâg ef-hén réd d'é-omp kridi ar Skritur. L. Dré ma eo béd aliet gand ar Spéred-Santel. G. Ha réd eo ivé d’é-omp kridi ann Tradison. L. Ia, dré ma teû eûz ann hévélep vammen.