Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Kenta Gévren - XXIII Gentel

Eus Wikimammenn





TRÉDÉ GENTEL WAR N-UGENT.
Eûz a Ziskennidigez ar Spéred-Santel war ann Ébestel.

Ann hanter-kantved dervez goudé Pask, ar Iuzevien a réa eur goél brâz, hanvet Pentékost, é koun eûz al lézen péhini a oa bét rôed d’ézhô enn dervez-zé. Enn hévélep dervez, péhini a oa ann hanter-kantved goudé dazorc’hidigez Jézuz-Krist, ann holl Ziskibled ô véza enn eunn hévélep léac’h, enn-eunn-taol é teûaz eûz ann Énv eunn trouz brâz é-c’hiz da eunn avel gré péhini a leuniaz ann tî holl, hag é wéljont ével téôdou tân, a choumaz war bép-hini anézhô. Neûzé é oent holl leûn eûz ar Spéred-Santel, hag é téraouchont komza meûr a iéz ; ar péz a ziskouézé é tlient prézégi ann Aviel d’ann holl boblou. Ar Iuzevien a oé souézet brâz eûz a gément-sé, ha Sant-Per, é penn ann Ébestel, a skleraaz d’ézhô ar burzud-zé, ô tispléga d’ézhô ann diouganou, hag ô tiskleria d’ézhô pénaoz Jézuz, péhini hô doa lékéad oud ar groaz, a ioa dazorc’het, hag en doa kaset ar Spéred-Santel hervez hé c’hér ; pénaoz é oa hén ann Aotrou hag ar C’hrist, ha na hellé dén béza salvet néméd enn hé hanô hag oc’h ôber pinijen. Tri mil anézhô a zistrôaz ouc’h Doué gand ar brézégen-zé hag a oé badézet. Ann Ébestel hag ar ré all péré hô doa digéméret ar Spéred-Santel en em gavaz kemmet holl. Skleréet é oent évit poella ar skrituriou : menna a réjont pénaoz eo péc’herien ann dûd holl, hag hô deûz ézomm eûz ann drugarez a Zoué, péhini na helleur da gaout némét gand ar feiz é Jézuz-Krist, ha pénaoz hé rén a zô spéreduz holl. Hag enn hévéleb amzer é oent entanet gand ar garantez évid Doué a rôé dudi d’ézhô ô viroud hé c’hourc’hémennou, hag eunn ners didrec’huz évid diskleria ar wirionez.

Goulenn. Pétrâ é oa ar Pentékost é-touez ar Iuzevien. Lavar. Goél ann dervez é péhini é oa bét rôed al lézen. G. Pétrâ a c’hoarvézaz gand ann Ébestel enn deiz-zé. L. Leûn é teûjond eûz ar Spéred-Santel. G. Pé c’halloud en doé war-n-ézhô. L. Skleréed é oent, hag é poeljont ar skrituriou. G. Pétrâ a zeûaz c’hoaz d’ézhô. L. Eur garantez vrâz évit Doué. G. Pétrâ a réjont kerkent ha ma hô doé bét digéméret ar Spéred-Santel. L. Komza a rôjont meûr a iéz. G. Pétrâ é oa da lavarout ar burzud zé. L. Ė tlient prézégi ann Aviel d’ann holl boblou. G. Pétrâ a lavaraz neûzé Sant-Per. L. Diskléria a réaz dirâg ann holl bobl pénaoz Jézuz a oa ar C’hrist, ha pénaoz en doa kaset ar Spéred-Santel. G. Péd anézhô a zistrôaz ouc’h Doué gand ar genta brézégen-zé. L. Tri mil. G. Pérâg ar Spéred-Santel a oé-hén bét kased da zeiz ar Pentékost. L. Évit ma vijé embannet al lézen nevez enn hévélep deiz hag al lézen gôz.