Katekiz historik/Kenta Gévren - XV Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 29-31)
Enn amzer ma oa Hérodez Roué é Judéa, ha
ma oa Kézar-Aogust Impalaer é Rom, éz oa é
Nazaret, kéar vihan eûz a C’haliléa enn douar santel,
eur verc’h eûz a eûr zanlélez vrâz, hanvet
Mari, péhini é doa lékéad enn hé fenn choum
gwerc’hez, pétrâ-bennâg ma oa bét dimézet gand
eunn dén santel hanvet Jozef, eûz ann hévélep kérentiez hag hî, da lavaroud eo eûz a vreûriez
Juda, hag eûz a wenn David. Ann Éal Gabriel a
oé kased da Vari a berz Doué, évid diskleria d’ézhi
pénaoz é vijé mamm d’ar C’hrist ; hag hî a
aotréaz kément-sé, goudé m’en doé ann Éal touet
d’ézhi pénaoz é choumjé gwerc’hez, hag é vijé
mamm dré ann ôber eûz ar Spéred-Santel. Neûzé
Mâb Doué, ar Gér, péhini a ioa Doué er penn-kenta,
hag a ioa Doué ével hé Dâd, en em c'hréaz
kîk, da lavaroud eo, é teûaz dén ével-d-omp, ô
kéméroud évit-gwîr eur c’horf hag eunn éné é
kôv ar Werc’hez Santel. Jozef ha Mari a oé réd
d’ézhô mond da Vétléem, kéar eûz a Judéa, ha
choum enn eur c’hraou ; hag énô eo é oé ganet
ar bugel santel, a oé trô-drouc’het a benn eiz téz,
hag hanvet Jézuz, da lavaroud eo Salver. Nébeûd
amzer goudé, Majed, da lavaroud eo, tûd gwiziek,
a zeûaz eûz ar saô-héol évid hé azeûli ; hag é
kinnigjond d’ézhan aour, mirr hag ézans. Ével ma
lavarent pénaoz é teûend da azeûli Roué ar
Iuzevien, Hérodez a oé spountet gant kément-sé,
hag a lékéaz laza ann Holl vugalé war drô da
Vétléem. Hôgen Sant Jozef a gasaz Jézuz enn Éjipt
gand hé vamm, hag é choumjond énô bété ma
oé marô Hérodez ; goudé-zé é tistrôjond da
Nazaret, é péléac’h Jézuz a vévaz dianaf, bétég ann
oad a drégont vloaz, pé war-drô, é douj hé vamm
ha Sant Jozef a grédet hé dâd, hag ô laboura gant-han
d’ar gilvizérez.
Goulenn. Piou a oé mamm d’hon Aotrou Jézuz-Krist. Lavar. Ar Werc’hez Santel Mari. G. Eûz a bé vreûriez é oa. L. Eûz a Juda. G. Eûz a bé gérentiez. L. Eûz a Zavid. G. Piou a oé hé fried. L. Sant Jozef eûz ann hévélep kérentiez. G.Pénaoz é oé rôed da anaoud d’ézhi é vijé mamm d’ar C’hrist. L. Gand ann Éal Gabriel a gasaz Doué d’ézhi a-ratoz. G. Pénaoz é aotréaz-hi kément-sé. L. Goudé m’en doé ann Éal touet d’ézhi é choumjé gwerc’hez. G. Pétrâ a c’hoarvézaz enn-hi neûzé. L. En em c’hréaz kîk ar Gér. G. Pétrâ eo ar Gér. L. Mâb Doué. G. Pétrâ eo en em ôber kîk. L. En em ôber dén ével-d-omp. G. Péléac’h é oé ganet hon Aotrou. L. É Bétléem enn eur c’hraou. G. Pétrâ eo da lavarout ann hanô a Jézuz. L. Da lavaroud eo Salver. G. Piou eo ar c’henta Jentiled (pé Paganed) a azeûlaz anézhan. L. Ar Majed a oa deûet eûz ar saô-héol. G. Pétrâ a réaz neûzé Hérodez. L. Lakaad a réaz laza ar vugalé war-drô da Vétléem. G. Pénaoz é oé savétéet Jézuz. L. Sant Jozef hen kasaz enn Éjipt. G. Pénaoz é tréménaz-hén ann darn vuia eûz hé vuez. L. Béva â réaz é douj ar Werc’hez hé vamm ha Sant Jozef. G. Hag hé dâd é oa Sant Jozef. L. Nann, hôgen ann dûd a grédé é oa. G. A bé micher oa-hén L. Kalvez é oa.