Katekiz historik/Kenta Gévren - V Gentel

Eus Wikimammenn





PEMVED GENTEL.
Eûs a Sklavérez ann Éjipt, hag eûz ar Pask.

Breûdeûr Josef a werzaz anézhan dré warizi : Kased é oé enn Éjipt, é péléac’h é oé sklâf pell-amzer ; hôgen choum a réaz féal da Zoué, péhini hen dieûbaz hag heu lékéaz da vignoun brâz d’ar Roué. Trugarez a réaz d’hé vreûdeûr hag hô lékéaz da zond enn Éjipt gand hô zâd hag hé holl dud. Mervel a réjond énô, hag hô bugalé a greskaz é niver énô enn eunn doaré burzuduz. Eur roué all eûz ann Éjipt gand aoun na zeûjent ré c’halloudek, hô c’hargaz a labouriou poaniuz, hag a fellaz d’ézhan zô-kén lakaad da vervel hô holl baotred. Hôgen Doué en doé truez oud hé bobl, hag é kasaz évid hô dieûbi Moizez, diskenned eûz a Lévi, gand hé vreûr Aaron. Mond a réjond da gaout Faraon, hen-nez é oa ann hanô eûz a rouéed ann Éjipt, hag é c'hourc’hémenjond d’ézhan a berz Doué leûskel hé bobl da vont-kuit ; meûr a véach hen dinac’haz, ha Moizez, évid hé rédia d’hé ôber, a réaz meûr a vurzud spountuz, a c’halveur gouliou ann Éjipt : goudé-holl ann Israélited a z-éaz er-méaz ; hôgen a-raok mont-kuit é lidjond ar Pask dré urs Doué, ô tibri é pép tiégez eunn oan rôstet, goudé béza merket gand hé wâd ann ôr eûz a bép tî. Pask a zô da lavarout treiz, ha Doué a c’hourc’hémennaz d’ézhô ôber bép ploaz eunn hévélep lazérez hag eunn hévélep préd é koun eûz hô dieûb péhini a ioa eunn arouéz pénaoz ann dûd holl a vijé eunn deiz da zont dieûbed eûz ar péc’hed hag eûz a sklavérez ann diaoul.

Goulenn. Danéveilit buez Jozef. Lavar. Hé vreûdeûr heu gwerzaz dré warizi : Sklâv é oé pell-amzer enn Éjipt, goudé-zé é teûaz da vignoun-brâz d’ar Roué. G. Pétrâ a rôaz d’hé vreûdeûr enn hé c’halloudez vrâz. L. Trugarez a réaz d’ézhô, hag hô lakaad a réaz da zond enn Éjipt gand hô holl dud. G. Pétrâ a c’hoarvézaz enn Éjipt da vugalé Israel. L. Pobla a réjond énô meûrbéd. G Pétrâ a réaz d’ézhô roué ann Éjipt. L. Felloud a réaz d’ézhan hô lakaad da vervel. G. Piou a gen-nerzaz anézhô. L. Doué. G. Piou a gasas-hén évid hô dieûbi. L. Moizez. G. Pétra a réaz Moizez. L. Burzudou brâz évit rédia Faraon da zenti ouc’h Doué. G. Pétrâ eo ar Pask. L. Eunn oan a oé lazed ha debred enn nôz eûz hô dieub. G. Pétrâ a oé gréat gand hé wâd. L. Merked é oé gant-han tiez ann Israélited. G. Pé arouéz é oa dieûb ann Israélited. L. É teûjé Doué eunn deiz da zond da ziéréa ann holl dud eûz a sklavérez ann diaoul.