Katekiz historik/Kenta Gévren - II Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 4-6)
Béz’ é oé Éled péré a zavaz a-énep Doué, ha Doué hô stlapaz enn ifern hag enn tân peûrbaduz. Ann diaoulou eo pé éled ann diaoul a zeû da zougen ann dûd d’ann drouk, ha d’hô lakaad da zével a-énep Doué. Unan eûz ann éled fall-zé a géméraz doaré ann aer, hag a aliaz ar vaouez da zibri eûz ar frouez eûz ar wézen a ioa bét berzed out-hô ; dibri a réaz eûz ar frouez-zé, hag é lékéaz hé ozac’h da zibri anézhan. Neûzé Doué a daolaz hé valloz war ann aer, hag a ziskleriaz pénaoz eûz ar vaouez é vijé ganed ann hini a frikjé hé benn d’ann aer, da lavaroud eo, Salver ar béd, péhini a zeûjé eunn deiz évid diskara galloud ann diaoul. Kâs a réaz Adam hag Éva er méaz eûz ar barados, hag é choumjond enn eunn doaré gwall reûzeûdik. Kolla a réjond trugarez Doué, hag é teûjond da véza sklaved d’ann Diaoul ; dalc’hed é oend d’ar marô ha d’ann holl boaniou eûz ar c’horf, hag ouc’h-penn d’ann diwiziégez, ha d’ann droug-ïoul. Ann droug-ioul eo ar garantez ac’hanomb hon-unan, a zeû d’hon distrei da garoud Doué hon Krouer, hag ac’hanô é teû ann holl béc’héjou a gâs d’ar marô peûr-baduz. Adam hag Éva n’hô doé bugalé némét goudé hô féc’hed, dré zé eo eo bét ganed hô bugalé dalc’hed d’ann hévélep reûsiou hag hî, hag hô rei a réjond d’ar ré hô-goudé, enn hévélep doaré ma eo ganed ann dûd holl er péc’hed, énébourien da Zoué ha tonked d’ann ifern. Ann drouk-zé eo a c’halvomb ar péc’hed orijinel (a zô deût gan-é-omb er béd).
Goulenn Pétrâ eo ann Diaoul ? Lavar. Eunn éal amzent é-kénver Doué. G. Da bétrâ ef-hén bét barnet gand Doué? L. D’ann tân peûr-baduz. G. Da bétrâ en em rô-hén ? L. Da zougen ann dûd d’ann drouk, ha d’hô lakaad da zizenti ouc’h Doué. G. Pénaoz é tougas-hén ar c’henta dén d’ann drouk ? L. Mond a reaz enn aer, hag é aliaz ar vaouez da zibri eûz ar frouez berzet. G. Pétrâ a réas-hi goudé ? L. Lakaad a réaz he ozac’h da zibri anézhan. G. Pétrâ a réaz Doué ? L. Ann aer a villigaz. G. Pénaoz é wanas-hén Adam hag Éva ? L. Hô c’hâs a réaz er-méaz eûz ar baradoz zouarek. G. Pétrâ a douas-hén d’ézhô ? L. É frikjé ar vaouez penn ann aer. G. Pétrâ eo kément-sé da lavarout ? L. É teûjé anézhi Salver ar béd évid diskara galloud ann diaoul. G. É pé zoaré en em gavaz ann dén goudé hé béc’hed ? L. Gwall reûzeûdik enn hé éné hag enn hé gorf. G. Pébez droug a zeûaz d’ézhan enn hé gorf ? L. Ann holl boaniou, ar c’hlénvéjou hag ar marô. G. Hag enn he éné ? L. Ann diwiziegez hag ar gwall-ioul. G. Pétrâ eo ar gwall-ioul ? L. Ar garantez hon eûz évid-omb hon-unan hép-kén. G. Pétrâ a zigas-hi ? L. Ar péc’hed. G. Pétrâ a zigas ar péc’hed ? L. Ar marô peûrbaduz. G. Peûr é teûaz Adam hag Éva da gaout bugalé ? L. Goudé hô féc’hed. G. Hag hô féc’hed a dréménas-hén d’hô bugalé ? L. Ia, ha da vugalé hô bugalé. G. Hag ann drouk-zé a bât-hén bépréd ? L. Ia, ann dûd holl a zô ganet gand ar péc’hed-zé. G. Pénaoz ef-hén galvet ? L. Ar Péc’hed orijinel (a zô deût gan-é-omb er béd).