Katekiz historik/Eil Gévren - XXVI Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 100-102)
Goudé ma eo bét kovéséet ar péc’her, ha goudé ma en deûz rôed hé c’hér é tic’haouô ar bélek a dlé hé absolvi, mar gwél enn-han merkou a-walc’h a zistrô ; anéz é tlé dinac'ha d’ézhan ann absolven, dindân boan d’en em zaoni gand ar péc’her : mar d-éma enn arvar é vé distrôet mâd, é tlé gourzéza. Ann absolven digéméret mâd a lâm ar béc’héjou, bézent pé vézent. É-kénver ar béc’héjou dister, a c’halveur vénial, ha diouc’h péré eo diez brâz tec’houd a-grenn é-pâd ar vuez, é hellont béza distoled dré ar béden, dré ann aluzen, dré ann ôberiou-mâd. Hôgen péger bihan-bennâg é kavomp ar béc’héjou-zé, eo réd bépréd kaoud eur préder brâz d’en em walc’hi anézhô, ha da dec’houd diout-hô. Ar Gristenien a zô marô karged eûz a béc’héjou vénial-bennâg, pé eûz a eunn dilerc’h-bennâg a zic’haou a dléont évid ar béc’héjou distoled d’ézhô, ar ré-zé a c’houzanv er béd all eur boan a c’halvomp ar Purgator ; hôgen dieûbet pé fréalzet é vézont gant pédennou ar ré-véô. Ann Iliz a aotré â-wéchou induljansou, a laka oud ôberiou-mâd-bennâg, évit rei d’é-omp tû da zerc'hel léac’h eûz a ziouer hon dic’haouou.
Goulenn. Ar bélek hag hén a zô rédied da rei ann absolven d’ann hini a ia da govésaat. Lavar. Nann, ma na venn en défé eur gwîr geûz. G. Pé zroug a râ, mar teû da absolvi ré skanv. L. En em garga a râ eûz ann hévélep péc’hed. G. Ar Sakramant a Binijen hag hén a zô réd évit lémel ar béc’héjou vénial. L. Nann, béz’ éz eûz c’hoaz doaréou all, G. Péré int-hi, L. Ar béden, ann aluzen hag ann ôberiou-mâd. G. Pétrâ eo ar Purgator. L. Ar boan eo eûz ar ré a zô marô karget é-kénver Doué eûz a eunn dlé-bennag. G. Pétrâ eo ann dléou-zé. L. Péc’héjou vénial pé dilerc’hiou dic’haouou. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni hô fréalzi. L. O pidi évit-hô. G. Pétrâ eo ann induljansou. L. Eur c’hrâs a ra ann Iliz d’é-omp évid derc’hel léac’h eûz a ziouer ann dic’haouou.