Katekiz historik/Eil Gévren - XXIX Gentel

Eus Wikimammenn





NAVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Briédélez.

Doué ô véza krouet ann dén kenta, a rôaz d’ézhan eur vaouez, évid eil hag évit skoazel, hag hô lakaad a réaz da c’hénel ann holl dûd all : ével-sé é réaz ar Briédélez. Ar péc’hed en doa saotret ann ôber anézhi : hôgen Jézuz-Krist en deûz hé lékéad d’hé stâd kenta, hag en deûz gréat eur Sakramant anézhi, ô staga out-hi grasou dibaot. Ar stroll eo éta eûz a eur gwaz hép-kén gand eur vaouez hép-kén, ha na hell két béza torret néméd dré ar marô. Béz’ é tléont en em garout é-c’hiz ma n’hô défé néméd eunn hévélep korf gand daou éné, en em skoazia ann eil égilé enn holl labouriou eûz ar vuez, ha prédéria ar vugalé a zeû d’ézhô, évit ma kendalc’hint da zervicha Doué war hô lerc’h war ann douar. Ar stroll-zé eûz ann ozac’h hag eûz ar c’hrég a zô ar skeûden eûz a stroll Jézuz-Krist gand hé Iliz. Hôgen, pétrâ-bennâg ma eo santel brâz ar Briédélez, ar stâd eûz ann diouéridigoz klôk a zô c’hoaz c’houékoc’h. Ann dûd dimézet a zô rannet étré Doué hag ar béd, dré ar prédéri eûz hô zûd ; ar gwerc’hézed hag ann intanvézed a zô dieûb évid en em rei holl da Zoué. Koulskoudé ann diouéridigez klôk a zô eur c’hras dibaot péhini né két rôed d’ann holl.

Goulenn. Piou en deûz lékéad ar Briédélez. Lavar. Doué hé-unan er penn-kenta eûz ar béd. G. Piou en deûz hé digaset enn hé glanded. L. Jézuz-Krist, péhini en deûz gréat eur Sakramant anézhi. G. Eûz a bétrâ eo ar skeûden. L. Eûz a stroll Jézuz-Krist gand hé Iliz. G. Péhini eo ar c’hrâs eûz ar Sakramant-zé. L. É teû ann ozac’h hag ar c’hrég d’en em garout é-c'hîz na vent néméd unan. G. Pétrâ a c’hoarvez eûz a gément-sé. L. É teûont d’en em skoazia ann eil égilé enn hô ézommou. G. Pétrâ a dléont-hi da ôber évid hô bugalé. L. Kaoud eur préder brâz anézhô hag hô sével é doujans Doûé. G. Ha béz’ éz eûz eur stad c’houékoc’h égéd ar Briédélez. L. Ia, ar stâd eûz ann diouéridigez klôk. G. É pétrâ éf-hi gwelloc’h. L. O véza ma lez mui a zieûb da zervicha Doué. G. Hag ann holl a hell kaoud ar wellaen-zé. Nann, eur rô dibaod a Zoué eo.