Katekiz historik/Eil Gévren - XVIII Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 87-89)
Ann Iliz eo hor mamm ; ha dré-zé é tléomp senti out-hi ha miroud ar c’hourc’hémennou é deûz gréad d’é-omp évid hol lakaad da virout gwelloc’h gourc’hémennou Doué. C’houéac’h a gounteur anézhô peûrvuia.
Klev gant prédéri penn-da benn, Kôvez a rî hép nac’h nétrâ, |
Ar c’henta gourc’hémenn eo klevoud ann oféren.
Ma na helleur két mond d’ann holl ovisou,
na d’ann oferen bréd enn deisiou gwéstlet da Zoué,
ann Iliz a fell d’ézhi é vé klevet da vihana eunn
oféren hép kân penn-da-benn, ha gand eunn évez
brâz. Ann eil gourc’hémenn eo kôvésaad hé holl
béc’héjou d’hé vélek hé-unan, da vihana eur wéach
ar bloaz. Dibaot eo ma tréméneur eur geid amzer
hép kaoud ézomm a binijen ; hag ar ré péré goudé
béza gréat péc’héjou braz na glask két distrei ouc’h
Doué, na zellézont két ann hanô a Gristenien.
Ann trédé gourc’hemenn eo digémérout koumunion
zantel korf Jézuz-Krist da vihana eur wéach
ar bloaz, é-trô goel Bask, pép-hini enn hé barréz.
Né kéd jda lavarout né vé két mâd koumunia
aliésoc’h, hag ann Iliz a garfé é teûfé da
goumunia da béd oféren ar ré holl a zélaou anézhi.
N’eur kéd dalc’héd d’ann daou c’hourc’hémenn-zé
abarz ann oad a reiz, pa na helleur két c’hoaz
anaoud ar mâd diouc’h ann drouk.
Goulenn. Pérâg é tléeur mirout gourc’hémennou ann Iliz. Lavar. O véza ma eo ann Iliz hor mamm. G. Livirid hé gourc’hémennou. L. Klev gant prédéri, etc. G. Pétrâ éta eo réd da ôber da zûl da vihana. L. Sélaoui ann oféren. G. Hag a-walc’h eo hé sélaoui. L. Nann, réd eo ivé pidi Doué gand évez. G. Ha réd eo kôvésaad a-wéchou. L. Ia, da vihana eur wéach ar bloaz. G. Pérak-zé. L. Évit na vorzed két ré bell er péc’hed. G. Ha réd eo koumunia aliez. L. Ia, ioul ann Iliz eo. G. Hôgen pétrâ a zô réd. L. Koumunia da vihana eur wéach ar bloaz. G. É pé amzer. L. Da Bask. G. Da bé oad é eur dalc’hed d’ann daou c’hourc'hémenn-zé. L. Pa zéraoueur anaoud ar mâd diouc’h ann drouk.