Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Eil Gévren - IV Gentel

Eus Wikimammenn





PÉVARÉ GENTEL.
Eûz a Ziskennidigez Jézuz-Krist d’ann ifernou, eûz hé Zazorc’hidigez hag eûz hé Bignidigez enn Énv.

Pa oé marô Jézuz-Krist, hé gorf a oé lékéad er béz hag hé éné a ziskennaz d’ann ifernou, da lavaroud eo, el léac’h a éhan é péhini édo ar Zent adalek penn-kenta ar béd. Mâb Doué hô zennaz ac’hanô, évid hô lakaad da vond er baradoz. Pétrâ-bennâg ma oa rannet hé éné diouc’h hé gorf, hé zouélez na zilézaz nag hé gorf nag hé éné ; Mâb Doué eo a zô bét liénet hag a zô diskennet d’ann ifernou. Ann trédé deiz é tazorc’haz, hervez ar skrituriou, da lavaroud eo, hervez diouganou David hag ar Broféded all. Pigned eo enn Énv hag éma azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek. Lavaroud a réeur eo azézet, évid diskouéza pénaoz éma enn eur gwir éhan, ha pénaoz en deûz holl c’halloud enn Énv ha war ann douar, ével gwîr Roué hag ar Barner brâz eûz ann holl Éled hag eûz ann holl dud. Ann tu déou a Zoué a ziskouéz ar véli vrâz eûz a Jézuz-Krist, péhini, ével dén zô-kén, a zô dreist ann holl grouadurien.

Goulenn. Goudé marô Jézuz-Krist péléac’h éz éaz hé éné. Lavar. Enn ifernou é tiskennaz. G. Pétrâ ! el léac’h ma eo kastizet ann diaoulou. L. Nann, el léac’h ma édo ar Zent. G. Ha né oa c’hoaz dén é-béd enn Énv. L. Nann, Jézuz-Krist a c’hortozent évid hô lakaad da vond ébarz.. G. Korf marô Jézuz-Krist er béz hag hén a oa rannet eûz hé zouélez. L. Nann, béz’ é oa bépréd korf Mâb Doué. G. Pérâg é lévéreur pénaoz Jézuz-Krist en deûz gouzanvet hag a zô bét dazorc’het hervez ar Skrituriou. L. Dré m’hô doa diouganet ar Broféded kémend a zô c’hoarvézet gant-han. G. É pé stâd éma Jézuz-Krist enn Énv. L. Azézet eo enn tu déou da Zoué holl-c’halloudek. G. Ha Doué en deûs-hén eunn dourn déou hag eunn dourn kleiz. L. Nann, évid diskouéza eo ar véli vrâz eûz a Jézuz-Krist. G. Pérâg é lévéreur eo azézet. L. Évid diskouéza éma war éhan. G. Pérâk c’hoaz. L. Évid diskoueza eo Barner ha Roué.