Mont d’an endalc’had

Kastel Tonkédek

Eus Wikimammenn


Kastel Tonkédek


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1869



KASTEL TONKÉDEK

War don : Eur werz anavezet.

I.


Daou varc’hek koz o tont a-bell,
Hir ho baro ha du ho sell,
Goloet a houarn melget,
War ann or vraz ho deuz skoet…


Dao ! dao ! dao ! dao ! dao ! dao ! dao ! dao !
Aman e oa ma c’hastel brao !…
A lavar ann hini kosa
Oc’h hirvoudi hag o wela !…

Eat eo kuit ar pont war winteiz,
Ann toufleiou douar ho leiz ;
Ann touriou a zo didoet…
Ar mogeriou zo mad bepred !…

Sell aze stang hon zadou koz
Glaz eo he dour, enn hi zo roz ;
Rag breman na ra ken ann dro
D’ar c’hoz-kastel-man pell a zo !…

— Piou a zo aze d’ar c’houlz-man ?
Hanter-noz er vourc’h a glevann ?
Hogen me glev trouz ar c’hentrou !…
Ma gwad a sklas em goaziou.
 
— Digor aman, porjerez louz,
Ha ne ra ket kement a drouz ;
Ar varc’heien ne c’houllont ket
Beza re-bell er meaz dalc’het.


— Lamomp ar sparl ha digoromp,
Daoust peger braz spontet ma-z-omp !…
Ha sin ar groaz enn hor c’herc’hen !…
Deuit pa gerot, marc’heien…

— « Salut d’it, kastel ma zadou,
Evel eur paour out enn druillou,
Ha me, Koatmen az kar bepred
Vel ar mesaer he zenved !!…
 
E kreiz da borz zo eur wezen,
Eur wezen aval pe beren ;
Gwechall me a wele aman
Avalou houarn ha mein tan.

Peleac’h e man da ganoliou
Sell, goullo eo ho gweleou !!!
War a welann n’out netra ken
Nemet eunn harp d’ann illaouen.
 
Mar karann mont er porz enor
E kavann digor frank ann or ;
Mein ruil a stokann aliez,
Euz ma dillad e stag ann drez.


Enn da vac’hiou na gleveur ken
O iudal ar vrezelourien ;
Ann douar du a zo ebarz
Kouskoude euz ar spont ne harz !…

Da doullou-douar zo stoufet,
Ha da lojeiz a zo kouezet ;
Euz da chapel n’ez euz netra
Nemet bleunigou ar brava.

N’en deuz aman, vel em amzer,
Nemet al loar ha dour ar ster…
Hogen, mogeriou ha touriou
A harzo c’hoaz kalz bloaveziou.

II.


Deuz aman, Gadik, d’am c’hichen
Ma welinn da c’harlantez wenn :
Lavar d’in hag ann eneou
A losk c’hoaz aman ho c’hriou ?


Bez a zo c’hoaz Hugunoded
Enn toull-du aman chadennet ?
Ne-ked échu ho finijenn,
Lavar d’in, Gadik he gouk gwenn ?
 
Ha trompillou skiltr ar c’hastel
Zon a reont c’hoaz er brezel ?
Kana ra kaer ar c’hanoliou,
Stoka ra stard ar c’hlezeiou ? »

— Aotrou, na gleveur netra mui
Nemed ann dour oc’h iboudi,
Ar gaouen oc’h huanada,
Al logod dall o tarnija.
 
Awechou e kleveur tennou
Ar chaseer er menesiou
Ha mouez ar chas oc’h heskina
Ho kadik koant a zo ama !

N’euz ken emgann na ken brezel,
Enn dro nag ebarz er c’hastel,
Met gant glazard ha kefniden
O klask tapout ar gelienen.


Trec’het eo kastel Tonkedek,
N’euz ebarz na chas na kezek,
N’euz ebarz na tud na loened
Netra nemed amprefaned !… »
 
— Bep kant vloaz aman e teuann
Ha gant rann-galon e welann !…
Gadik keiz, ni a ia d’hor bez…
Doue ! bezit ouz-omp truez !…

III.


Hag ar borjerez a glevaz
E kreiz ann noz eunn dourni vraz
Gand ann daou varc’hek o redek
Da vont da iliz Tonkedek.
 
Eno e maint breman kousket
Ac’han da gant vloaz tremenet ;
Neuze e teuint adarre
War zu ar c’hastei da vale.


Nemed Doue trugarezuz
A rofe, enn hano Jezuz,
Pardon d’ezho euz ho fec’hed
D’ho c’has da balez ann Dreinded ! Amen.

Neuze na vezo gwelet ken
Gadik koant aotrounez Koatmen.
Na trouz chaden na trouz kezek,
Enn noz e kastel Tonkedek !…

Hogen pep-hini a welo
Ar c’hoz mogeriou pa garo ;
N’euz ket bravoc’h e Breiz-Izel,
Hag enn ho za e vezint pell.

I.-M. Ar Iann.


E kastel Tonkedek, 1. Eost 1869.


————