N° XCIX. — Karomp Doue da genta.
Diskan.
Karomp Doue da genta,
Ma ene
Karomp Doue da genta.
Er poaniou, er joa hed hon holl vuhez,
’vel ar sent klaskomp beva
- Disprizomp madou ar bed
Milliget
Disprizomp madou ar bed :
N’int netra nemet ludu ha moged ;
Pinvidik an neb a bed.
- Lezomp ar plijaduriou
A dremen,
Lezomp ar plijaduriou :
Luziet e vefemp en o chadennou,
Ha ganto dallet a-grenn.
- Ni breman ’zo war ar mor
Houlennus,
Ni breman ’zo war ar mor :
Etrezek an Nenv, war-eeun ha joaüs,
Deomp a-raok daoust d’e fulor.
- Doue a roy d’imp sikour
E c’hrasou,
Doue a roy d’imp sikour :
Emberr e vo fin d’hon holl drubuilhou,
Ha trec’het hon enebour.
- Eürus e vimp eun deiz
’N e balez,
Eürus e vimp eun-deiz :
Lod hon bo en e holl binvidigez,
’-pad an holl beurbadelez.
|