Mont d’an endalc’had

Karga re a zo fall

Eus Wikimammenn



Karga re a zo fall
————


Abaoue m’eo deut sklerijen ar relijion gristen betek ennomp, e ma ar c’hiz d’ober goueliou ha lidou kaër da genver deiz ginivelez Hor Zalver.

Ar mesvierien, deuz o zu, a rank ive renta enor d’an deiz benniget-se, oc’h eva, muioc’h eged ar rezon, deuz louzou marvel an doue Bakuz. Red eo benniga ar Mabik Jezuz, emezo, gant gwin-ardant da zeiz e c’henivelez. Fanch ar Brun oa unan deuz ar re-ze ; gwelet ’vije aliesoc’h en hostaliri eged en iliz.

Gouel Nedelek a erruaz er bloavez-se, d’he boent ordinal, Fanch a wiskaz en deiz-se, e gaërra gwiskamant : eur vesten dibouloud, eur bragou a c’hiz nevez hag eun tok kastor war e benn ; e voutou koat a gasaz gantan abalamour m’oa louz an hentchou.

E gustum oa beza d’an eil zon er bourk, abalamour da dapout eur banne bennak araok an oferen ; mad, en devez-se, en em gavaz eun tammik war an divezadou. Ober a reaz memez e dro er bourk heb eva eur banne.

Dribi ’reaz dillo e lein. Goudeze ne jomaz ket da neuennad war dro ar gear ; re a brez en doa da zizrei d’ar bourk, rag e c’horlanchen oa sec’h. Eno en em gavaz gant e vignon, Yan ar Gosker. Eur pennadik ’oa n’oant ket en em welet, ha setu perak oa kaoz ganto diwar-benn an dra-ma hag an dra-hont. Meur a vanne a ioa lonket asamblez araok ar gousperou, ha p’ oa deut ar c’houlz da vont d’an iliz, hon daou vignon a vranskelle dija war o divesker.

Ar gousperou ne badaz ket pell ; mez Fanch ar Brun oa inouet evelato en iliz. Ne deuaz ket kalz a bedennou deuz e c’hinou, rak e spered oa atao en fons ar weren. An doue Bakuz n’ehane da lavaret d’ezan dond d’e welet adarre.

Fanch ar Brun a zentaz ouz ar c’huzulier fall ; mez Yan ar Gosker, finnoc’h eged e vignon, a zizroaz d’ar gear, raktal echu ar Gousperou. Fanch ne jomaz ket evit-se heb kamarad : pa vez kistion da eva lagout, e vez kavet ato mignoned deuz an druill.

N’eo ket awalc’h kana, red eo c’hoaz diskana ; n’eo ket awalc’h ken neubeut eva hag eva atao ; red ’vez ive dizrei d’ar gear. Dizrei a zo eaz awalc’h, pa ne vez ket great re vraz karrad ; mez ar paourkeaz Fanch ar Brun en doa ankoueet peur ehana.

Pa eaz da zonjal dont deuz an hostaliri, e vennaz kweza war e benn e fonz an hent braz ; dre eur chanz, an hostiz a c’hellaz hen harza e poent. Setu ma c’hellaz mont eur pennadik c’hoaz heb koueza.

Kenta hini a erruaz gantan var e hent oa eur paotrik daouzek vloaz :

— Hola ! Brun koz, emezan, gwall-garget oc’h-euz evit doare !

— Petra leverez, mec’hiok bihan ? eme Fanch, en eur zevel e droad da zonjal tapout eur paotrik. Mez e-lech mont deuz bizaj an hini bihan, ar votez koat a ieaz deuz fri Fanch e-unan… ker brao ha ker just, ma strinkaz ar gwad outan. E pemp munut, drem Fanch oa holl ruziet gant e c’hwad.

Ar mousik bihan na skuiz o c’hoarzin goap deuz Fanch ar Brun dont da veza ruz e berr amzer.

Eur pennadik goude-ze en em gavaz penn-oc’h-penn gant Loeiz ar Vereuri :

« Sell ’ta, eme Loeiz oc’h ober eun abaden c’hoarzin ; piou an diaouskel ’zo bet o liva da vizaj e ruz ? »

Evit respont, Fanch ar Brun, pehini n’oa ket eat e gounnar kenta kuit c’hoaz a zavaz e droad adarre da skei gant Loeiz ; mez hema bet oc’h ober eur c’honje martolod, n’oa ket nec’het evit kregi e troad Fanch ha lakat anezan da c’hourvez war greiz e gein er pri hag er fank… Goudeze ez eaz kuit o lezel Fanch d’en em zastum e-unan mar gelje ! Kenta ma c’hellaz e savaz ive hag e kuntunuaz gant e hent en eur c’hrosmolat.

Mar d’oc’h bet tremenet eur wech bennag a-biou da Gergoant, ho peuz gwelet me zo zur eur poullad anwez var bord an hent-braz. Mar n’oc’h bet war an tu-ze, ar re a zo bet a c’hellfe hen lavaret d’eoc’h.

Mad ! war ribl ar poullad-dour louz-ze e oa eur c’hi bihan oc’h ehana d’an ampoent ma tremene Fanch. Hervez e gustum ar c’hi a gomansaz da chilpat warlerc’h Fanch, evel ma ree warlerc’h an holl. Mez an dra-ze a zisplijaz da Fanch… hag e teuaz da gaout ar c’hi bihan.

Hema en em zalc’he tostik-tost d’ar poull ; Fanch a dostaz outan. Mez ar gwaleur a ranke beza kouezet varnezan en deiz-se ; rak pa ieaz da blega o sonjal tapout ar c’huitouz bihan, e kouezaz war e benn en anwez hag ar c’hi dindan. Hema ne jomaz ket pell er stad-se hag e sachaz e skasou gantan da vont kuit ; eun neuaden vrao en doa great !

Eur beajour, o tremen dre an hent braz, a erruaz e poent evit tenna Fanch deuz e wele ien ha louz ouspenn.

Ma Doue, ma vijec’h bet eno, c’houi o pije c’hoarzet koulz ha me va-unan, o welet stad farsuz Fanch ; e vizaj n’oa mui na brun na ruz mez du evel eur morian deuz ar broiou gouez. Mar teu c’hoant d’eoc’h c’hoarzin, da Fanch ne deue ket er moment-se ; c’hoant gouela en doa kentoc’h.

Kollet en doa e voeson buan awalc’h er poull-anwez ha krena a rea gwasoc’h eged eur bern delliou. Dizrei a reaz prim d’ar gear heb eun neuden zeac’h en e zillad.

E vesten dibouloud n’en doa mui stum netra ; eur pillaouer en dije revuzet anezi. E vragou a c’hiz nevez n’oa mad nemed da sponta brini er parkeier, asamblez gant e roched wen, deut da veza du ive, bourru gant kolo pe gant foen. An tok kastor oa mad ive brema da veza lakeat er memez kompagnunez gant ar bragou hag ar roched.

Setu aze, ma mignoned, petra en deuz gounezet Fanch ar Brun o vont da re garga ha c’hoaz ne lavaran netra d’eoc’h deuz ar vuez a reaz d’ezan Katarin, e c’hreg, brudet da veza an drouka maouez er c’harter.

Kargit nebeutoc’h hag e charreoc’h rasoc’h !

Lok-Eguiner.

J.-P. Ar Braz.

————