Kaozeal:Catechis Treguer, 1815
Rannbennad nevezNeuz
Katekis brezhonek an eskopti a Dreger a zo bet moullet d’ar wech gentañ e 1769, dre urzh an Ao. eskop Yann Varc’h de Royer (gant un droidigezh e Galleg e 1772), hag adembannet e 1774, dre urzh an Ao. Ferrat de Sarra.
En amzer an Impalaerzh, e oa erlec’hiet gant ar C’hatekis peurunvan ordrenet d’an oll ilizoù a Vro-C’hall.
Kerkent hag adsavet ar Rouantelezh e 1814, e tistroas an oll eskoptioù d’o zestennoù eus a-wechall-gozh.
— Gw. Yann Celton, Leoriou ar Baradoz (Kemper, h. bl.), pp. 237-254.
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Catechis Treguer, 1815
E pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an tu gwellañ da aozañ endalc’h war Wikimammenn. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant re all penoas gwellaat Catechis Treguer, 1815.