Mont d’an endalc’had

Kantik Zant Ivi

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 83-85)



KANTIK SANT IVI
————


Ton : Hon c’hanaouen a zo dister, Ni ’zo pesketerien baour


Parousianiz Logivi,
Kasomp, a greiz hon c’halon,
Hon feden ’trezek sant Ivi,
Hon zad hag hon zant Patron.

Diskan


O sant Ivi, eus lein an Nevo,
Diwallet ho pugale ;
Miret en o c’hreiz ar Fe grenv
Ha kennerzet o ine,
Ewit ma chomfont bepret
Kristenien, gwir Vretoned !
(Diou wech)

Ho mam Nona oa eur zantez,
En he c’hreiz start ar greden ;
Gret ’devo ar vugale gez
Eveldoc’h mammo kristen !

C’houi ’pad ho yaouankiz ken fur,
Bezet skouer an dud youank,
Bezet o sklerijen, o stur,
’Wit ’gouefont ket ’barz ar fank.


Doue ho tibabas gwechall
Ewit prezeg e hano ;
Ganech ’vije pladet ar fall,
Trec’het ar falz-kredenno.

En hon amzer ar fall ive
’Zo dishualet ’n hon bro ;
Eur brezel euzus, didrue,
A zo gret d’hon c’hredenno.

Stardet ar fe ’n hon c’halono
Ha harzet brec’h an dud fall
Da diframan diouz hon bro
Furnez, gizio-mat gwechall !

Pa ’oac’h arc’heskob Minivy,
En Breiz-Veur, ’lec’h ’oac’h ganet,
Nag a vurzud, o sant Ivi,
Dre ho peden c’hoarveet !

Eun den maro resusitet,
Ineo a vern salvet,
Ar gweled da daou dall roet,
Ha burzudo all c’hoaz gret !

Doue an nevoa gret d’ec’h gôut
An de e vijec’h marwet.
Aboe merk dimeus ho kalloud
Meur a wech ’zo bet gwelet.

Dirak ho relego santel
Gant fianz ni a bedo !
Pa deufomp betek ho chapel,
’Dro d’ei beio hon zado.

Deut breman, o sant galloudus,
Da zikour ho pugale,
Ha goulennet digant Jezuz
Ma ’vo dinam o ine !


Ma vo bepred karet Doue,
Ma vo ar gerent divlam,
Ma vo kristen ar vugale,
Kristen an tad hag ar vam !

Diwallet parouz Logivi,
Ouz a bep droug he miret,
Hag eun de, en Nenv, sant Ivi,
Gret d’imp bean unanet !

————