Kantik Santez Berc’hed

Eus Wikimammenn
Kervorvan
1947  (p. 1-2)


KANTIG SANTEZ BERC’HED A GILDARE

PATRONEZ LOPERC’HED

————

he gouel d’ar 1er a viz c’houevrer

————

Ton : niv. V . eus Kantigou brezonek Eskopti S. Brieq ha Landreger

————


DISKAN

Santez Berc’hed, hor patronez
D’eoc’h e kanomp hon levenez.
Hon enor, hor meuleudiou,
Hag e kasomp hor pedennou

I.

E bro tud vat, eus hor c’herent,
Bro-lwerzon[1], Enez ar Sent,
Oc’h bet ganet, Patronez ker,
Pemp kant vloaz goude hor Salver

II.

Na renk na madou nag ar bed
Ne gabestront sell ho spered
Derc’hel d’ho renk a Gristenez
A vo labour kaer ho puhez

III.

An Aotrou Krist, en Aviel,
Hag er Gomunion santel
A zispak e sked a Zoue
Vel eur bann-heol war hoc’h ene

IV.

Da vad oll ebet na da zen
Ne zigorit ho kalon ken,
Nemet d’ ho Salver benniget
Hag en deus kement ho karet

V.

Kuitaat a rit tud ha madou,
Buhez didrouz hag enoriou
Evit gouestla korf hag ene
D’an Aotrou Krist, e Kildare

VI.

Endro d’ho lochenn-leanez
Re all a sav unan ivez
Gwerc’hezed galvet gant Doue
Da fiziout ennoc’h o ene.

VII.

Neuze, Abadez Kildare,
E verkit d’ezo, hep dale,
Hent laouen ar sentidigez,
Ar c’hlanded hag ar baourentez.

VIII.

D’ar c’horf labour diouz ma’z eo ret,
Ar Skridou Sakr, vit ar spered
D’an ene meuleudi Doue
Setu reolenn Kildare.

IX.

Divrec’h astennet o pedi,
Pedennou hir, hep damanti,
E dour yen eun nozvez goanv :
Ho pinijennou n’int ket skanv

X.

Pebez levenez koulskoude
Lezel frankiz gant hoc’h ene
Da redek war-lerc’h ar Vuhez,
War-lerc’h Doue ar garantez

XI.

Enez ar Sent a drid a bez
Dirak taolenn ho santelez
Bro-lwerzon ho kemero
’Vit Patronez eun deiz a vo

XII.

Dre an Europ, hanter c’houez,
Dre Vro-Arvor, ar Vreiz[2] nevez,
Menec’h Iwerzon a embann
Kelou mat an Aviel splann.

XIII.

E pep lec’h e kazont ganto
Skouer ho puhez hag hoc’h ano
Hon tadou koz ’vit o farrez
Ho tegemer da Batronez

XIV.

Pebez enor evidomp-ni
Beza diwallet ganéoc’h c’houi,
Santez brudet er bed a-bez,
Patronez eur vro vras ivez

XV.

Evel gwech all, Patronez vat,
Diwallit diouz pep droug dalc’hmat
Hon ti, hor c’hrevrier, hon loened,
Hor sivi hag hor parkou ed

XVI.

Pesketaerien Roztivieg,
Gant bennoz an Hollc’halloudeg
A ro d’eoc’h-c’houi, mamm ar barrez
Karg eus o bag hag o buhez

XVII.

Holl dud ar vourc’h, Labourerien,
Michourerien, Kenwerzourien,
Tud bet o servija war vor,
Diganeoc’h e c’hortozont skor.

XVII.

Beilhit war hon holl ezommou
Ma talvezo hon trubuilhou
’Vit pinvidigez hon ene
Hag hon eürusted gant Doue

XIX.

Ha grit ma vo Loperc’hediz
Gwella Bretoned, zo e Breiz
Ha, dre ho madelez, bepred,
Gwella Kristenien, zo er bed

KERVORVAN
Aotre da Voula
Kemper, 18 a viz Kerzu 1947
J. CADIOU
Vikel-Vraz

IMP. DU LEON 10, RUE LAFAYETTE - LANDERNEAU

  1. Irlande, e galleg
  2. Breiz : Bretagne