— Deiz mat d’eoc’h, mestrez Bran, penaos ez it ganti ?
— E leal, mestr Louarn, brao ’walc’h oun, ha c’houi ?
Va bugale ive, nemet an diveza
Eo a zo garit an dreo, pemzek dez zo brema.
War an ton…
— O pegen kaer oc’h-hu gant ho sae zu impriz !
C’houi hoc’h eus sur lakeat he ober e Pariz…
— O ya, eme ar Vran, ’vel eur gageterez
A rofe da anaout d’it he c’hemenerez.
War an ton…
— E fei, mar deo ho mouez henvel ouz ho tilhad,
C’houi a zo en tu-all d’an holl ganerien vat.
Grit d’eomp eta kievet ho mouez ker manifik,
Rak ebarz ho familh oc’h krenv war ar muzik.
War an ton…
Rak-tal an intron Bran, hep beza re bedel,
A c’hrosmol dre he fri an Tour dantelezet ;
Dre iu ranke he beg digeri da gana,
Ar grampoezen d’an douar zo lezet da goueza.
War an ton…
Alanig-al-Louarn a gonte mat war ze
Ha war er grampoezen e sailhas prim neuze ;
Evel eun tort e c’hoarz an tamm maslin fripon,
En eur frota e gof ha laouen e galon.
War an ton…
Trei a ra oc’h ar Vran, hag e lavar d'ezi,
O tont d’he c’haketal, d’ober gwap anezi :
— M’em eus ho paket brao, vil ez eo ho tilhad ;
C’houi n’ouzoc’h ket kana, mez ho krampoez zo mat !
War an ton…
Neuze an intron Bran a zo gwaleüruzez
A zo dipitet oll, konfontet gant ar vez :
— O perak e teuer an duel da zifen ?
M’em bije da lazet gant eun tenn pistolen.
War an ton…
An holl lapoused-all o klevet koms diouzin
a deui d’am c'haketal betek dindan va min ;
Mestrez an holl vrini paket gant Alanig
Ne vo muioc’h doujet ’vit eul laouenanig…
War an ton…
Klevit brema’r gentel eus ar c’houblajou-ma ;
Brini bras ha bihan, am selaouit brema :
Pa vo leun ho kenou gant ar c’hrampoez lardet
Serrit ervad ho peg m’bo ped ne ganit ket !
War an ton…
|