Tostet holl, tostet da glevet,
Tostet da glevet kano,
Eur zon a zo neve-zavet,
Savet warbenn ar Pato.
DISKAN
Kanomp holl a bouez hon fenno, Mil meulodi d’ar Pato.
|
|
bis.
|
Bras ha bihan hag a bep stad,
A bep micher, a bep bro,
Eus ar skul pe diwar ar plad,
Holl omp dibrerien bato.
Plijout mat a reont d’ar bôtred,
Ha dreist-oll, ar merc’hejo,
A lip o beg flour, piz ha net,
W!irlerc’h eur begad pato.
Ar bourc’hiz en despet d’e lorc’h,
Kenkouls ha tud ar mejo,
A blij d’han, diwar veg e forc’h,
Kargo eur c’hovad pato.
Al labourer, o tont d’e di,
Gant al labour skuiz-maro,
A zant e nerz oc’h adkrigi,
Dustu ’klev c’houez ar pato.
An den en e gozni zoken,
Kouet e zent eus e c’heno,
Ezet awalc’h a zeu a-benn
Da chako eun tam pato.
Keginour na keginourez,
Hag a verit o hano,
N’oufe ozo eur fest a-dres,
Mar n’o deus ket a bato.
Parmentier da veza meulet,
Gloar hag enor d’e hano,
Pa ’n eus en hon bro digaset,
Digaset d’imp ar pato.
Pa vo savet eur skeuden gaer
Da gement a verito,
Vo gret unan da Barmentier,
En kreiz pep parkad pato.
Ar wech kentan ma tiouanaz,
Ar pato en e barko,
Eur boked koant a dastumas
Gant ar bleun eus e bato.
Ar boked d’ar roue gasas,
Hag emesk e voutono,
Ar roue raktal a stagas,
Gant stad, e voked pato.
Otrone ar Palez, kenkent,
Hag holl otrone ar vro,
Ouz o chupenno na zougent
Nemet bokidi pato.
’Boue an amzer-ze viniget,
Ve zeder an holl er vro,
Warlerc’h an est pa ve tennet,
Pa ve tennet ar pato.
Kanomp, kanomp gloar da Zoue :
Eus e holl vadelezo,
Gwellan ’roas d’e vugale,
Eo donezon ar pato.
Lod a laro ma zon neve,
’Zo eun tammig rigolo,
Mes sikour a rey marteze,
Sevel enor ar pato.
An Eun.