Eur c’hoant braz am euz da veuli
Kalon va mamm, kalon Mari ;
Hogen penaoz e kredinn-me
Kana santual va Doue ?
Kanit holl, sent ar Baradoz,
Kanit bemdeiz, kanit bemnoz,
Kanit gan-in, sent hag elez,
Kanit kalon sakr ar Werc’hez.
Doue a grouaz ar bed-ma
Evit palez d’ann den kenta ;
Evit rei d’he vab eur palez
E krouaz kalon ar Werc’hez.
Kanit holl……
Mar d-eo ker kaer palez ann den,
Palez Doue petra ef-hen ?
Ar bed zo leun a vurzudou,
Kalon Mari a vertuziou.
Kanit holl……
Goude kalon dispar Jezuz
Mar ’z-euz eur galon dellezuz
Da veza karet ha meulet
Eo kalon he vamm venniget.
Kanit holl……
Kousket war boul-kalon Mari
Jezuz en deveuz roet d’ezhi
Galloud, truez ha karantez,
Pep mad, nemet he zouelez.
Kanit holl……
Poblou dishenvel euz ar bed,
Ha c’houi hoc’h euz biskoaz klevet
E ve bet eat da goll hini
Erbedet da galon Mari ?
Kanit holl……
Kalon Mari a zo eunn or
D’ar zant ha d’ar pec’her digor,
Digoret gand ar seiz kleze
A dreuzaz gwech-all he ene.
Kanit holl……
Pa oa he map war ar C’halvar
He c’halon baour leun a c’hlac’har
A oa asant d’he holl boaniou
Dre ma prenent hon eneou.
Kanit holl……
Pa oa toullet kalon Jezuz
Gant ann taol goaf, mamm druezuz,
Maro vijac’h gand ar gouli
Paneved choum d’hor c’honforti.
Kanit holl……
Klevet hoc’h euz komzou Jezuz :
Roet oc’h da vamm da dud kabluz.
Enn ho kalon eta, Mari,
Ni gavo bepred minic’hi.
Kanit holl, sent ar Baradoz,
Kanit bemdeiz, kanit bemnoz,
Kanit gan-in, sent bag elez,
Kanit kalon sakr ar Werc’hez.
Iann-Willou Herri, belek.