Mont d’an endalc’had

Jopik ha Lizik

Eus Wikimammenn



JOPIK HA LIZIK
————
Eun nosves Nedelek en Breiz-Izel er bloaz 1880
————


Var dro c’houec’h heur deuz an noz, Iann Kervarkez hag e zaou vevel a zeu d’ar gear euz ar park goude o devez labour. Dre ma tostaont euz ar gear, e velont an deiz o tec’hel evid rei plas d’an noz ; al lapousidegou a ro da glevet o diveza kanaouen, en enor da Zalver ar Bed a zeu var an douar an nosvez-ma.

Goude beza roet o c’hoan d’al loened, ec’h erruont en ti ; ar zouben druz, great gant Mari-Yvon, a zo ouz o gedal. Komans a reont raktal da zrebi heb kaout ezom d’o fedi.

E kreiz drebi koan, Iann Kervarkez a c’houlennaz e peleac’h e oa eat Lizik ha Jopik, e vugale. Den na respontaz grik. D’an eil goulenn, ar vam a lavaraz :

— Abaoue mern-vian, da ziv heur goude kreizdeiz, ne meuz ket o gwelet vardro ar gear ; n’hellan lavaret e peleac’h e vefent.

— Da c’houde koan, eme Herve Kervarkez, an tad koz, e ve red mont d’o c’hlask gant aoun ne ve erruet drouk ganto.

Drebet ar zouben ha koumanset gant an tammou bara, e oa klevet eun trouz pounner, eun dra bennag o koueza var al leur-zi : An holl a zizroaz da zellet. O ! pebez eston ; Jopik ha Lizik eo o deuz losket da goueza, divar treujou an nor, eur pez pilgos braz.

Pe seurt sonj eta oa deuet d’ar vugaligou-ze pa ’z eant da charreat eur pilgos ker braz-all ? Klevet o devoa bet, gant o mam, e teue ar Mabik Jezus da noz Nedelek da domma e dreid ouz an tan a veze great en tiez da genver an nosvez-se hag e laoske sukr ha braoigou en boutou bugale an ti.

An daou ealik a gredaz ker mad an dra-ze, ma oant en em glevet da vont, o daou, da gerc’hat ar pilgos teo, nevez tennet c’hoaz euz ar c’hleuz park al lanneier braz. Kemeret o devoa kalz a boan, a c’hellit kredi, evid digas d’ar gear eur pilgos hag a boueze d’an neubeuta daou pe dri c’hant lur ; eürusamant oa rond hag e ruille eaz da ziskenn euz an dorzen da gaout an ti, anez e vijent en em c’hreved kentoc’h eget mankout d’hen digas. Kredi a reent o dije muioc’h a verit oc’h en digas o-unan hag ar Mabik Jezuz a lakafe muioc’h a vomboniou en o boutou a-benn an deiz.

Red oa bet d’an daou vevel mont d’her c’herc’het euz a gichen an nor, rag an daou gezik bihan n’hellent mui ken bec’h oa warno. Iann Kervarkez a zifennaz gronz lakaat ar pilgos en tan d’an noz Nedelek, rag kavet e vije tammou bihannoc’h evid kement-se. An daou vugel a gomansaz raktal da ouela : Herve, an tad-koz, a gemeraz truez euz e vugale-bihan hag a lavaraz d’e vab Iann losker ar pilgos da ober kef Nedelek. Iann a asantaz abarz ar fin hag ar vugale a dridaz gant al laouenedigez o klevet an dra-ze.

Goude m’o doa Jopik ha Lizik drebet o c’hoan, e oa lakeet an tan er penkef, Jopik a ieaz en eur c’hougn d’an oaled ha Lizik en egile ; ar re-all a gemeraz pep hini e blas ive. Frankiz awalc’h o devoa da dostaat holl ouz an tan, petra bennag m’oant seiz en ti, heb konta Soaz ar Gluchen, eur baourez deuz kear, pehini n’he deuz ket a eaz da ober tan en he zi. Anaout a ree mad famill Kervarkez evid beza trugarezuz e kenver ar beorien, ha lavaret a vize d’ezhi dont bemdeiz da domma d’o zi, rag ne vez ket var hent ; Soaz keaz ne ouie penaoz trugarekaat awalc’h an dud vad-se.

Eur vech en em lakeet pep hini en e eaz, an tad koz a gomansaz da gonta eun histor :

« C’houi holl ama, emezan, a zo eüruz e kichen an tan, epad ma ’z euz tud, skornet o ezili, ha n’o deuz ket eur c’houlaouen evid en em domma. Ebarz e Keryannou, parrez Komman (leshanvet Kommana Toul-al-Laër), e-kichen Kerne ha Menez-Arre, e meuz anavezet gwechall eur famill pehini a veve en dienez ar brasa. An tad a vize o trec’hi lann pe bruk er menez, pe c’hoaz o tenna touarc’h, hag e c’honedigez ne vize ket braz ; mez, ar pez a zo gwelloc’h, tud vad hag a zoujanz Doue e oant.

« Sonj e meuz, er bloaz 1830, da lavaret eo hanter-kant vloaz zo hirio, e oant en o zi da noz Nedelek heb tam keuneud d’ober tan. Da c’houde koan, Laouik, o mab unik, rag n’o doa nemet-han, ar re-all oa maro, Laouik eta oa kaset d’e vele dustu gant e vam, mez ne falvezaz ket gantan tenna e zillad abalamour m’an deveze, emezan, riou heb d’ê en e vele. Ar vam ne reaz ket kalz a van evid an dra-ze.

« An tad hag ar vam o veza eat da domma deoc’h al ludu da c’hortoz mont d’ar Pellgent, Laouik a zeuaz eur zonj d’ ezan : Gwelet en doa bet, el leur-borz maner an Aotrou Leon a Goatydreux, eur pilgos a vije mad d’ezan evid ober kef Nedelek hag e lakeaz en e benn ober ar memez taol o deuz great Jopik ha Lizik, ama hirio. (Jopik hag e c’hoar en em lakeaz raktal da c’hoarzin.)

« Sonjal a reaz ive penoz e c’hellfe mont er meaz euz an ti heb beza gwelet na klevet gand e dud. Tenna a reaz e benn euz ar gwele hag e velaz eun toull er voger dre beleac’h ez afe eun den eaz awalc’h. N’hen doa ket ezom da lakaat e zillad rag n’en doa ket o divisket ; raktal e lamm er meaz euz ar gwele oc’h ober an neubeuta ma c’hell a drouz… E dud a glevaz eun tammik dispac’h en traon an ti, mez sonjal a rejont oa ar c’haz eno oc’h ober trouz, pe Laouik oc’h en em esaat er gwele.

« Deut er meaz euz e vele, Laouik a jommaz da zonjal… Marteze ar pilgos ne vije ket roet evid netra, hag ouspenn n’en doa ket a c’hoant d’en em lakaat paour. Kas a reaz eta eur gador goz gantan, pehini oa e kichen e vele.

« Eur vech er meaz euz an ti, kador hag all, e lakeaz houman var e benn… ha iao… Ar maner a oa tost, hag a-benn daou vunut goude oa erruet. Skei a reaz var an nor hag eur plac’h a zeuaz da zigerri :

« — Me meuz c’hoant da velet an Aotrou Leon, eme Laouik.

« An Aotrou a glevaz hag a anavezaz mouez Laouik. Raktal ec’h erruaz var dreujou an nor :

« — D’ober petra out deut ? emezan gand eur vouez tener.

« — Me zo deut da gerc’hat ar pilgos a zo aze e traon al leur, eme Laouik, mar d’oc’h kontant d’hen gwerza d’in ?

« — D’hen gwerza d’id, a lavaraz an Aotron souezet rag gouzout a rea Laouik n’en doa ket a arc’hant d’hen prena.

« — Ia, evid ar gador-ma, a lavaraz Laouik.

« — Mad, ar memez tra, mar d’out gwest d’her c’has ganez, eme an Aotrou. Petramant marteze da dad a zo erru d’e gerc’hat ?

« Kerkent Laouik a gontaz, heb chipotal, d’an Aotrou an trukou en doa great evid dont kuit euz an ti heb ober trouz. An Aotrou a c’hoarze, en dra ma c’helle, ouz e glevet, hag a lavaraz d’ezan :

« — Samm ar pilgos var da gein, ha kas ive ganez ar gador en dro d’ar gear.

« — Neuze ne gemerin ket ar pilgos, eme Laouik.

« — Mad, laosk ar gador ama neuze, eme an Aotrou.

« Laouik a zammaz e bilgos hag a oa laouen braz o vont varzu ar gear o sonjal er blijadur o divije, hen hag e dud, o tomma deuz ar penkef nedelek, hag ive abalamour d’ar Mabik Jezuz, pa deufe en ti dre ar chiminal, a gafche tan d’en em domma e-pad an noz.

« En eur erruout er gear, Laouik a roaz eun taol d’an nor gant e bilgos evit hen digerri. An trouz-se a spontaz e dad hag e vam hag ouspenn, estonet maro oant o velet Laouik erru en ti gant e bilgos, rag kredi ’reant oa kousket Laouik en e vele kousket :

« — Petra zo ganez, Laouik ? a c’houlennaz e dad.

« — Eur pilgos d’ober penkef Nedelek, eme Laouik.

« — E pe-leac’h out bet, lampon, o laërez hennez, a lavaraz ar vam, ha penaoz out eat euz an ti heb ober trouz ?

« Laouik a renkaz konta tout adarre evel m’en doa great d’an Aotrou, en eul lavaret en doa roet ar gador goz evitan.

« — Oh ! neuze, eme an tad, ne goust ket re d’id, rag ar gador ne dalveze ket daou wennek.

« Ar vam, evid kredi gwelloc’h, a ieaz da draon an ti da velet ha ne oa mui ar gador eno, mez ne gavaz netra.

« Goudeze oa great eun tantad tan en ti gant ar pilgos evit en em domma da c’hedal mont d’ar Pellgent. Laouik en doa bet urz ive da vont d’ar Pellgent, er bloavez-se asamblez gant e dad hag e vam, ha nê ket hen oa an neubeuta lorc’h ennan o vont. Epad an oferen hanter-noz, e sonje en traou brao hag er c’huignou en dije digaset d’ezan marteze ar Mabik Jezus deuet da domma e dreid d’e di. Kement a vall en doa da vont d’ar gear eget m'en doa bet da zont d’an iliz.

« Pa erruaz er gear, na pebez joa en doa bet o velet, renket mad var an dol, e-touez eun torchouer gwenn-kann : kig fresk ha bara fresk, fourmaj, gwin, kuignou sukr, braoigou a bep seurt ha all a draou-all c’hoaz ; ar gwella fiskoan deuz e vuez a zrebaz Laouik en nosvez-se.

« Setu ama penaoz oa deuet an traou-ze en ti Laouik. Epad ar Pellgent, an Itron a Goatydreux hag he merc’h Helena a zeuaz, en plas ar Mabik Jezus, da zigas an holl draou-ze heb ankounac’hat ar gador a zigaschont ive. C’houi a c’houlenno marteze penaoz oant deuet en ti ? O ! mignoned, en amzer-ze ar beorien diwar ar meaz ne alc’houezent ket o doriou, ha setu perag an Itron a Goatydreux hag he merc’h oa bet eaz awalc’h d’ezo dont en ti heb beza klevet na gwelet gant den, nemed gant Doue.

« An Aotrou Markiz, truezus e kenver ar beorien, a gemeraz a c’houdez_ar famill maleüruz-se en e vaner : an tad a laboure er jardrinou hag er parkeier ; ar mam a daole evez euz bugale ar maner ; Laouik a oa kaset d’ar skol, hag eur vech skoliatet e tioualle ar zaout : en eur ger, beva reant eüruz eno, Hag en amzer a vrema Laouik a zo c’hoaz er maner evel kocher pe paotr ar c’hezek ; e dad hag e vam a zo maro er maner ive. Setu aze petra c’hounit ar re a jom stard en o relijion : Doue o rent eurus er bed-ma hag er bed-all. »

Ar vugale a zelaouaz histor Laouik digor braz o ginou ha digorroc’h c’hoaz o diouskouarn. Goudeze o mam ho lakeaz en o gwele, rag ma ne zeufent ket da vont d’o gwele dustu, ar Mabik Jezus ne zigasfe netra d’ezo, a lavaraz Herve goz ; ha Jopik hag e c’hoar o doa aon braz e chomfe goullo o boutou, ma ne zentfent ket. An daou vevel, Soaz ar Gluchen hag Herve goz a ieaz ive pep hini da glask e lojeiz, epad ma ’z ea Iann hag e vreg Mari-Yvon, d’ar Pellgent.

D’an devez varlec’h, ar vugale oa mall ganto gwelet petra hen doa digaset ar Mabik Jezus d’ezo. Kaout a rejont en o boutou : daou vabik Jezus sukr, daou gorn-butun sukr, ha traou-all c’hoaz. Bep a vaout a oa deut d’ezo ive hag a rea : ouek, ouek, pa vize gwasket warno.

Jopik ha Lizik a gendalc’haz goudeze da veva en doujans Doue, o kemeret skouer divar o c’herent kristen, o sikour, hervez o galloud, ar vugale paour deuz o oad, oc’h en em briva aliez deuz braoigou ha traou-all.

Kemerit skouer divar an daou-ze, bugaligou kristen, hag e veoc’h eürus er bed-ma evid mont divezatoc’h gant Doue d’e varadoz.

Lok-Eguiner.

Job-Per AR BRAS,

17 vloaz,

bet er skol gant “Glaoda”.