Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Jezus, Zalver an ineou.
GOUEL AN ASANSION
————
N° CXXVI. — Ar salutis humanae sator.
- Jezuz Salver an eneou
Holl levenez ar c’halonou,
Krouer ar bed hoc’h eus prenet,
Sklerijenn gaer ho mignoned.
- Penaos hoc’h eus c’houi teurvezet
Samma ar bec’h eus hon pec’hed,
Ha mont d’ar maro didruez
Evit rei d’imp ar wir vuhez ?
- Goude terri dor al limbou
Ha d’ar sent koz o chadennou,
Trec’h war an holl, a c’hloar karget,
’Kichen ho Tad oc’h azezet !
- Jezuz roit d’imp ho pardon ;
A c’hlac’har leugnit hon c’halon,
Grit d’imp beza nerzus ha krenv
Da gerzout war ho lerc’h d’an Nenv.
- Pa ’z oc’h an hent hag ar Pastor,
Bezit d’hon c’halon he zenzor,
Hon douster e-kreiz an daerou,
Ar priz eus hon holl drubuilhou.
|