Jean-Louis Ha Marivon
Beajet em eus Bretagne, ar c'heriou war ar maez
Me 'ha gant ma bisiklet ha gant ma marc'hadourez,
Na dre-se' on deuet da formiñ tiegez
O na, ne' vank netra ennañ nemet ar vriadelez
E Treglamus tri miz' on bet e-barz ti ma mestrez
Ec'h ober dezhi he labouriou, e kavoud berr an amzer...
Anavezet em-eus eur fumelenn a oa deus ma doare
O nag, evid ar c'hentañ gwech em 'oa gwelet anezhi.
O nag, evid ar c'hentañ gwech em 'oa gwelet anezhi
E oa eun nozvezh goude koan e-barzh eun ostaliri.
O na, pa zellen deus outi me 'gaves dezhi an aer vad
O na, pa c'hoarzen deusouti, na, luche din he lagad.
O, serten me 'soñje neuze 'oan gant Doue choazet
Da vezhan bet unuset, ha bet hon daou daou bried.
O na' me' c'houlas ziganti en eur toned deus ar ger
Na 'peus ket c'hoant 'ta, plac'h yaouank, o d'ober din promesi ?
O na, ne ran ket promesiou, nann, d'ar baotred yaouank
O kar eul lodenn vraz anezhe, na, 'gav mad ar gwin ardant.
O, me am-eus bet asuret, o na, touet war ma fe
O na, birviken paotred veo na gousko barzh ma gwele.
O, c'hwi a zo plac'h a feson, a gredan, Marivon
Ma ' ha da espliko dac'h, o na, ma c'hentañ rezon
Kar gwall biskoaz ez on bet meo ha birviken ne vin
Peotramant me 'sino dac'h o po droad d'am distrujiñ.
O, me' fell din beviñ mad pa ve kreñv an arc'hant
Ha 'leuskin ar vezventi, na, gant an dud inosant.
O, med tostad a ra d'an noz, n'amp ket c'hoaz barzh ar ger
Kenavo 'ta, Jean-Louis gaez, o, te 'vo ma zervicher...
Med benn eun nozvezh da c'houde me ne oan ket heñvel
O na, 'vid disken gant an hent, o na, 'vid mond d'ar wantenn.