Jardin an amouroustet
Propriété.
Doue, pa grouas |
’oc’h eus c’hoant da garout eur plac’h ha da veza
caret ganti, evit cundui eur vuez santel assambles,
e tleit, aroc tout, caout vertusiou a furnez, graçou mad,
honestis ha proprete, rac ouz se oll e seller calz.
Tleout a rit eta, qent eguet tostat ouz eur Plac’h, evit ober ho Mestrez anezi, beza propr, güisquet qempen, ha delc’hel ho taouarn, ho pisach hac ho plêo evel ma zeo dleet, evit na vezot qet qemeret evit eul lous hac eur feneant. Gouscoude ne dleit qet tenna vanite eus ho tillat brao ; control da ze : bezit humbl ha mad dirac an oll, hac er fêçon-ze e c’honezot graçou mat eur plac’h a fêçon, hac e vezot caret ganti.
Ne dleer get en em facha eus an imperfectionou naturel.
Ma n’en doc’h qet avantajet eus a eur visach pe demeus a eur c’horf caer, tachit da c’holo an defotchou-ze dre manielou civil ha gracius.
Uliss en devoa eur visach divalo hac eur c’horf diform ; mes e vertusion hac e c’hraçou mad o devoa qement en ornet, ma veritas beza enoret gant an oll rouanet all.
Petra eo ar goantiri, nemet eur fleuren, pehini hirio
a vrill, ha varc’hoas ne vezo netra ! Rac-se, tachit da
gaout talantchou caer, evidoc’h da veza eun den brao,
fur ha modest, hac e vezot caret gant an oll.
Laqit eves mat da dec’hel ouz goal gompagnunezou, dreist-oll, ouz ar mezvierien, leoudouerien, laeron ha tud lubric, hac eus a guement a ve capabl da ober gaou d’oc’h enor ; rac, ha n’o pe nep inclination evit ar viçou-ze, en eur heuill ar seurt tud, e laqafec’h sonjal fall ouzoc’h. Er c’hontrol, frecantit bepret tud honest ha vertuzus, pere o deveus bepret an humpla respect evit Doue, hac e vezoc’h, dre ho cunde mad, estimet gant an oll : qementse ho rento agreapl d’ho Mestrez.
En pelec’h an Amourous a dle clasq e Vestrez.
Mar fell dêc’h clasq eur vestrez evit e c’harout en honestis, e zeo ret dêc’h mont er plaçou ma ouzoc’h e ve calz a dud, rac hi na dle qet dont d’ho clasq ; mes c’houi eo oc’h-unan a dle ober an demarchou qenta, pa zeo güir oc’h eus ezom anezi : evel en eureujou, er festou ar goadiguennou, er marc’hajou, er foarriou, er pardonniou, el leuriou nêvez, elec’h ne vanqont james da vont, evit caout ar blijadur d’en em disqeuz : eno ec’h ellit ober ho choas. Ha p’o pezo cavet unan agreabl d’ho taoulagad ha d’ho calon, en em informit petra eo e c’herent, he c’halite hac e c’hundu, evit na gollot qet ho poan hac hoc’h amzer d’he c’harout ha d’he zervicha ; rac bez e zeus calz hac a ra muioc’h a gaz eus ar goantiri hac eus ar prestanç vrao, eguet eus ar furnez hac eus an enor.
Ret eo eta dêc’h güelet ha c’houi a zo dign eus anezi hac hi diouzoc’h ; anfin, ha c’houi a zo convenapl an eil ouz eguile, rac pa chass ar c’hezeg ingal, ar c’har a ya güelloc’h aroc.
Mes mar tigüe dêc’h bea laqet ho carante en eur plac’h pinvidicoc’h eguedoc’h, bezit soignus mat da veza parfet en tout, evit, pa vezot demeet, ne devezo biqen lec’h da reproch dêc’h ho paourente, ha da ober bombanç eus he madou, ha na deufec’h da vea mevel elec’h bea mestr.
Ma ne dê qet qer pinvidic ha c’houi, laqit eves mat d’e c’homzou ha d’e c’hundu, evit n’ho pezo biqen qeuz da veza demezet dezi ; rac an demeziou grêt a volonte vat hac hep interest, a zo calz agreaploc’h da Zoue eguet ar re all, dreist oll pa ve bet consantamant ar herent, rac neuze, ero e venediction d’ar priejou a ve dign, dre m’o deveus roet ar breferanç d’an honestis var ar madou.
Ho madelez hac ho craçou mad am doug da dostât ouzoc’h. Ne ouzòn qet ha ne zisplijo qet dêc’h an hardieguez a guemeràn da zont d’oc’h abordi ; mes ne allàn qet miret da c’houlen diganêc’h piou oc’h eus choazet evit caout ar boneur da veza ho servicher, ho touç hac ho mignon.
Ar Vestrez. Eleal, den yaouanc, gallout a ràn assuri dêc’h penos presanç eun den qen honest ha c’houi ne alfe biqen displijout ; ar c’hontrol ê : en em estimout à ràn enoret bras demeus ho compagnunez ; mes evit ar pez a zo demeus va zervicher, ec’h allàn assuri dêc’h ne meus nicun.
An Amourous. Ha possubl ve ! Me gred e rit goap ac’hanon, rac ar graçou caer, ar furnez hac an oll galiteou precius a remercàn ennoc’h, a ra dìn credi ferm penos ne allit get bea hep caout eun Amourous.
Ar Vestrez. Va c’hredi mat a ellit, den yaouanc ; ne lavaràn nemet ar virione.
An Amourous. Güelet a ràn dre al liou eus ho pizach penos oc’h eus mez ouz en henvel : mes en em assurit, rac ne allàn qet credi e ve eur plac’h qer coant hep eur zervicher.
Ar Vestrez. Va fardonit, den yaouane, mar plich
ganêch.
An Amourous. Mar deo güir a lavarit, em rentit meurbet contant, rac me garfe caout ar boneur da gavet evit Mestrez eur plac’h qer caer ha c’houi ; mes mil aoun a meus na ve ho speret occupet eus a eun all benac.
Ar Vestrez. Peguen incredul oc’h ! Penos a fell dêc’h e lavarfen ar pez ne ouzòn qet ? Credit mat ac’hanon : n’ouzòn qet en pelec’h e màn, na piou eo.
An Amourous. Plac’h yaouanc, aoun a meus da zisplijout dêc’h, rac ma teufe bremâ hoc’h amourous da gozeal ganêc’h, marteze e ven cos ne gretfe qet tostât : rac-se, mar fell dêc’h, e zàn d’en em denn ; mes qent eguet partia, deurvezit permeti din rêi eur poc dêc’h evit ho mignon : ze am rentfe meurbet contant, rac n’oun qet evit miret da gredi e ve libr ho calon.
Ar Vestrez. Na c’houi zo goapaüs da zont da gomz din er guiz-se ! rac gouzout a ràn ervat ne veritan qet e teufe den yaouanc ebet d’am darempredi.
An Amourous. Oh ! va fardonit, plac’h yaouanc ; qement a c’hraçou hac a furnes a remercàn ennoc’h, m’en em estimfen eürus meurbet da vea ho servicher. Plijet eta ganêc’h, qent ho qüittât, caout ar vadelez da lavarat dìn var biou oc’h eus tolet ho choas ; rac ma noc’h eus qet grêt, evel a lavarit, ha m’am be ar boneur da vea dign ha capabl da veritout ac’hanoc’h, e qemerfen an hardieguez da dostat ouzoc’h evit ho servicha ha disqeuz dêc’h peguement eo leun va c’halon ac’hanoc’h.
Ar Vestrez. Va Doue, na c’houi a goze brao ! Mes biqen va speret na va zêod ne vint capabl da respont d’ho complimantchou ; rac eur plac’hic qèz eveldòn ne verit qet bea ho servicherez, ha n’ê qet dign da gaout eur servicher eveldoc’h ; rac-se, m’ar deo evit goapât e lavarit qement-se, me ho ped d’en-em denn, ha da glasq re all da basseal hoc’h amzer.
An Amourous. Ha possubl ve, fleuren ar c’hanton, e sònchfac’h e ven qen insolant da zont da ober goab eus an objet precius da beini va c’halon ne c’houlen nemet bea ar servicher humpia evit ar rest eus e vue ! Qentoc’h e carfen bea maro eguet rêi dêc’h ar sqeud eus a eur seurt soupçon ; mes güelet a ràn ervat oc’h eus aoun da lavarat dìn ho polonte. N’o pezit morc’het ebet, me ho suppli, rac brêmâ eo ret digueri ar galon, ha comz hardiamant da eur servicher.
Ar Vestrez. Côves a ràn e zòn simpl ; mes Doue d’am miro na ven qer zodes da zont d’en em angaji ha da gredi qer buan d’ho comzou ; mes pa lavarit eo poent digueri ar galon, bezit ar vadelez da assuri din da guenta hac ar pez a lavarit a c’hinou, a zo evelse en ho calon.
An Amourous. Pardonit dìn, mar teuàn d’och importuni ; mes ar garante ardant a meus evidoc’h am forç da gomz gant qement hardieguez, evit disqeuz dêc’h penos va oll dezir eo d’ho carout, d’ho servicha, ha da vea caret ganêc’h.
Ar Vestrez. Carout a rân Doue, an enor hac an oll : Petra’ fell dec’h ouspen ?
An Amourous. Qementse zo ervat ; mes güelloc’h ec’h alfec’h c’hoas lavarat em profit, m’o pije hepqen lavaret ia ; rac güelet a ràn bremàn ervat penos an hini en defe ar boneur da gaout ho carante, a ve meurbet eürus. Rac-se ho pedàn, hep dale davantach, da lavarat dìn franchamant ha c’houi am c’har, ha contante vec’h-hu d’am receo evit ho mignon hac ho servicher.
Ar Vestrez. Hola ! eun tamic re oc’h importun ; an dra-ze na bress qet qement hac a lavarit, rac lavarat a rêr eo ret en em anaveout qent eguet en em garout.
An Amourous. Güir eo ze, rac goude ho peza güelet
dija meur a vech, hac ho peza anavezet carguet demeus
an oll berfectionou, en em gafen eürus bras, ma ven
servicher da eur vestrez qer coant, qer vertuzus, qen
douç ha qen parfet ha c’houi. Rac-se, va douç, mar
fell dêc’h va receo evit ho mignon, e ve ze va brassa
boneur: lavarit dìn eta, me ho suppli, hac an hini a
garit a zo tost dêc’h.
Ar Vestrez. Gouzout a rit ervat e meus c’hoas lavaret dêc’h penos e caran an enor dreist pep tra oll.
An Amourous. Ha possubl ve em estimfec’h qer maleürus da nonpas oc’h estimout nemet evit ho tanve ! Nan, nan ; ho carout a ràn a greiz va c’halon, mes en pep honestis ; rac-se eta, ne ziferit qet breman da lavarat din ho polonte ; aon a meus na rafec’h nep caz diouzòn : Daoust da guementse, me zo ho servicher a greiz calon.
Ar Vestrez. Ne douetàn mui demeus ho carante ; n’en em informàn qet eus ho madou ; mes gouzout a rit ervat n’en dòn evit prometi nac ober netra hep avis ha consantamant va zud.
An Amourous. Güelet a ràn ervat, dre ma zoc’h eus a eur famil vad, ne allit qet bea hep servicher, pa ne fell qet dêc’h lavart ia ; mes lavarit da viana nan.
Ar Vestrez. Perac n’am c’hredit qet ? Lavaret a meus dija dêc’h meur a vech, hac e lavaràn c’hoas evit ar vech divea, penos ne anaveàn den da vea servicher din.
An Amourous. Lavarat a rit noc’h eus qet a zervicher ; me ive a assur dêc’h ne meus mestrez ebet. Ho pedi a ràn eta c’hoas, mar am c’havit dign ouzoc’h, da lavart dìn ia, rac terrupl bras e teziràn ze.
Ar Vestrez. Evit laqat fin d’ho tiscoursiou hac ar repos en ho speret, e fell dìn avoalc’h lavarat ia ; mes en condition penos va zad ha va mam a rayo ar pez a blijo dê, rac int ê ar mestrou.
An Amourous. O caera comz ! ô coanta ia ! M’en assur dêc’h, va douç, penos va c’halonic paour a stracl em c’hreiz gant ar joa. Mes n’en deo qet avoalc’h se, rac ret eo c’hoas, evit an esperanç demeus ho carante, permeti din rêi dêc’h eur poqiq.
Ar Vestrez. Clevet e meus alies lavaret n’en dê qet
mat poqat d’ar botret ; rac-se, me ho ped d’am excusi.
Mes evit oc’h assuri deus va c’harante sincer evidoc’h,
ne refusìn qet dêc’h eur poqiq hep mui qen, nemet e
vo roet gant modesti ha var va dal.
An Amourous a lavaro, en eur boqat d’e Vestrez :
Ah ! va c’halonic eun Doue ! pebes vad a rit dìn : Breman e velàn e carit ac’hanon.
Ar Vestrez. Douçic, douçic eta, va mignonic qès ! avoalc’h ê. Gortozit ma vimp demeet. Güelet a rit-hu tud duont ec’h ober goab ac’hanomp ?
An Amourous. Evit accomplissa an affection hac ar volonte vad pere a velàn ennoc’h bremàn, grit dìn eta ar blijadur da rei dìn ar voalen a zouguit var ho piz, evit assuranç demeus ho carante sincer.
Ar Vestrez. Gant plijadur er grìn, sepet ma rentot dìn eur faveur all evit assuranç deus hoc’h amitie.
An Amourous. Qementse a zo sur rêsonabl ; mes ho pedi a ràn da gaout patiantet betec ar goulennou, ha neuze em bo eun dra benac de rêi dêc’h hac a vo dign ouzoc’h.
Ar Vestrez. Ho trugarecât a ràn calz demeus an enor oc’h eus deurvezet ober dìn, hac e promettàn dêc’h e comzin d’am zud eus an dra-mâ, hac en eur lavarat dêc’h qen a vo, e zòn ho servicherez humbl.
An Amourous. Va mestrez qèz, me ell assuri e zàn d’o quittât gant calz a boan ; rac-se, epad an amzer ma vìn privet ouzoc’h, eur moment a vo deveziou evidòn ; an deveziou a vo blavesiou ; gouscoude, ne ancounac’haìn biqen ho charmou hac ho perfectionou. Qen a vo eta, va c’halonic vian, va ferlezennic ; qen a vo ar blijadur d’ho qüelet, pehini a vo qenta ma vo possubl din.
Penos e tle an Amourous saludi ha comz eus e Vestrez.
Ac’hanta, va c’halonic, penos a rit-hu abaoue m’am boe ar blijadur d’ho qüelet divea ? Pell bras òn bet hep dont, rac eur güir amourous a gav hir an amzer, pa ne all get güelet e vuia-caret.
Ar Vestrez. Ah ! va mignonic en Doue ! joa vras a
ra dìn ho qüelet yac’h ; demeus al liou eus ho pizach,
e velàn noc’h qet bet clàn, a drugare Doue.
An Amourous. Lavarit dìn ha c’houi oc’h eus comzet d’ho tud demeus hon dessenniou, ha penos o deus ho selaouet : hastit buan, me ho ped.
Ar Vestrez. Ia, va Mignon, hac o c’honsantamant o deus roet demp d’en em garout, hac e teziront memes e vemp souden demezet, mar de ive contant ho qerent.
An Amourous. Ah, va c’halonic qèz ! n’on qet evit miret da rei eur bouchic dêc’h evit eur c’hêlou qer caer. Bremâ eta e zê ret demp assambli hor c’herent hep dale mui.
Penos e tle an Amourous comz da dud e Vestrez.
M’ho ped, tud enorabl, da excusi al liberte a guemeràn da zont d’ho ty, evit disclêria dêc’h ar garante dener a meus evit Jannedic, ho merc’h, hac ar c’hoant vras a meus da zont da zemei dêi. Grit dìn an enor da lavarat dìn hac approuvi a rit hor zantimantchou,
An Tad. Ho trugarecât a ràn eus an enor a rit demp ; mes an traou-ze a verit eun tamic reflexion ; rac-se, ne gavit qet fall e tepordfen c’hoas eun nebeut, evit assuri dêc’h va respont, hac e comzfen d’am mignonet eus a ze dre na hanaveàn get c’hoas avoalc’h ac’hanoc’h ; abars eiz de me allo rêi dec’h eun assuranç.
An Amourous. Moc’h assur ive ne vanqìn qet da zont d’ho caout ; ha mar plich gant Doue rêi dìn ar boneur da vea ho mab-caer, ec’h esperan rêi dêc’h qement a gontatamant evel ma ven eur buguel propr dêc’h. Qen a vo ar c’henta a lavaràn dec’h : En em recommandi a ràn dêc’h ha d’am Mestrez. Hastit a fo, mar plich ganêc’h, evit va boneur.
Evit rêy eur voalen d’ar Vestrez, pa vez tremenet ar c’hontrat.
Va Mestrez, pa ê plijet da Zoue ha d’hor c’herent em
be hirio ar boneur da vea aliet dêc’h, recevit ar voalen-mâ
a roàn dêc’h evit ar merq eternel eus va c’harante
barfet evidoc’h, pebini a bado het va bue.
Ar Vestrez. Va Mignon qèz, ho trugarecât a ràn eus an enor a rit dìn ; güir ê ne meus-àn qet meritet ; mes mar plich gant Doue va c’honservi en bue, e meus güir dezir hac e promettàn dêc’h d’ho carout, d’ho servicha, ha d’en em gonformi bepret d’ho santimantchou.
An Den Yaouanc. Bonjour dêc’h, va eont Fanch.
Fanch. Bonjour, va mignonet ; pez seurt avel vad ho tigas amàn eta ?
An Den Yaouanc. Deut òn abers… evit ho pedi, c’houi, ho creg hac ho pugale, da zont d’ar Güin-ardant varc’hoas, ha dilun d’an eured.
Fanch. Ho trugarecât a ràn eus an enor a rit dìn ; tachout a rimp da vont gant calz a blijadur : qen a vo eta neuze, va mignonet. Grit hor gourc’hemennou da Bipi, da Janned, da Yoen, ha d’hoc’h oll dud.
An Tad. Va mignon Guillou, deut oun d’ho pedi da ober dìn eur blijadur.
Ar Paeron. Lavarit dìn petra ê va mignon.
An Tad. Doue en deus digasset dìn eur buguel, hac ho pedàn da ober dìn an enor da zont d’am zicour da ober eur c’hristen mad eus aneàn.
Ar Paeron. Contant bras òn. Da bed-heur e vo ar vadiant ?
An Tad. Da deir heur goude lein, en ilis Sant…
Pa gasser ar buguel d’an ilis, ar Bêleg a c’houlen :
Petra en deus roet Doue dêc’h ?
Ar Paeron. Eur potr, pe eur botrez.
Ar Bêleg. Petra a c’houlen ?
Ar Paeron. Ar Vadiant.
Va C’homper ha va C’hommer, demeus a eur payan, cetu amâ eur C’hristen a laqomp entre ho taouarn, evit desqi deàn ervat e religion, hac e zevel en carante Doue.
Va C’homper ha va C’hommer, ho trugarecât a reomp eus an enor oc’h eus grêt demp. Hac evit ar pez a zell eus hon dever en andret ar buguelic paour-mâ, ni rêyo deàn evel a dle peb tad ha mam christen.
Mes, azeit ouz taul da zêbri eun tam ha da eva eur banne evit en em rejouissa ganemp eus a eun devez qer caer.
Ne allàn qet refusi netra eus a guement a ouffe ober plijadur dêc’h : D’ho yec’het ta, va c’homper Yan, ha c’houi, va c’hommer Janned, ha d’ho pugale.
- Plac’h Yaouanc,
Ret e din anfin lavarat dêc’h, muioc’h a galon eguet a c’hinou, penos, demeus an oll merc’het yaouanc eus ar c’hontre, c’houi eo an hini a meus choazet evit va Mestrez, ha pehini a garàn hac a garìn epad va bue ; n’en deo get discoursion a civilite eo qement-màn ; va c’halon eo en em disclêry dêc’h en noaz. Mar douetit eus a guementse, goulennit ar breuvennou a guerfot, ha me ho rento contant. Va dezir ha va joa ê lavarat dec’h bepret e zòn hac e vin bete fin va bue,
- Ho servicher humbl a greiz calon,
- Yannic an Dour-Douç
Canomp Amouroustet Janned,
———— Yan a zo pried da Janned ; |