Enn eskopti Kerne, el lec’h m’ema breman mor Douarnenez, e
voa gwechall eur ger vraz-meurbed, hanvet Is,
Eur voger ledan hag huel, gand skiuzou houarn, he difenne diouz ar mor. Er ger-ze ne welet, e-touez ann dud pinvidik, nemet dizurz, gwall-skouer ha fallagriez.
Gralon a chome neuze enn Is, a voa roue Breiz-Izel. Bet e oa brezelier enn he iaouankiz, ha rust e-kever he dud. Enn he gozni a-vad, sklerijennet dre ar feiz kristen, e teuaz da veza dinoaz evel eunn oan. Hirvoudi a rae aliez, war dizursou Is, ha war ar vuez dirollet a rene he verc’h, ar brinses Ahes, gant ann noblans iaouank a ger, ha deuz ar vro hanvet hirio Ker-Ahes, pehini a voa d’ezhi a leve.
Enn amzer-ze, e oa ive e Breiz-Izel daou Abostol santel, daou vignon da Zoue, sant Kaourintin, kenta eskop a Gemper, ha sant Gwenole, kenta abad euz a Landevennek. Aliez ho devoa prezeget er ger a Is ha gourdrouzet ar roue Gralon, eun abek d’ann droug-oberou, d’ann torfejou a veze gret bemde, enn palez he verc’h iaouank ; hogen goab a reat anezho, hag ar roue, dinerzet dre ann oad, n’en devoa muia c’halloud evit trec’hi ker braz dizursou.
Doue a skuizaz ive o welet Is kaledet enn he fec’hejou, hag a
roaz da anavezout da eal Breiz-Izel, he vignon Gwenole, e vije
beuzet hep dale-pell ar ger-ze gant ar mor,
Kerkent Gwenole a bignaz war he varc’h, hag a redaz da ger Is, sonjal e c’hallje c’hoaz distrei divar-n-hi brec’h Doue. Siouaz ! tremenet e voa ann amzer a druez. Pa en em gavaz ann abad santel, war dro hanter-noz, sklujou Is a oa digor, hag ar mor a groze spontuz o tirolla war ann dud, war ann tiez hag ar palezou. Gwenole ne c’hallaz savetei nemet Gralon hep-ken. Gwelet a rear c’hoaz roudou treid he varc’h, er garrek, a deue war-n-hi aboue abaded Landevennek, a-rok kemer ho c’harg, da ober ho fedenn ha da anaout ar roue Gralon evid diazezer ho abati.
Ker Is n’ema mui ; evel Sodom, Gomor ha Babilon, hirio ar mor a ruill dreist-hi.
Da zao-heol, Gralon, o veza pignet gant Gwenole war lein Mene-Homm, a daolaz ac’hano eur zell truezuz war he lerc’h, hag el lec’h ma’z edo ar ger a Is, na welaz mui nemet mor Douarnenez. Koueza a reaz d’ann daoulin evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez da veza saveteet he vuez.
Pa zavaz diwar he zaoulin, e welaz dindan ann heol o lugerni, Ru-men goulou pe Men-ru-ar-goulou, a veze lazet war-n-han tud vraz, ha beb miz eur bugel bihan o tena he vamm. — Neuze, beuzet enn he zaelou, hag he zaoulagad savet war-zu ann env, e lavaraz d’he vignon zantel : « War ar men ru-z-hont, gwestlet da eunn Doue didruez, me a rai sevel eunn iliz kaer d’ar Werc’hez, hag el lec’h ma skuiller ar gwad da Deutates, e skuillo mamm ar gwir Doue he grasou war Vreiz-Izel. »
Gralon a zalc’haz mad d’he c’her, ha beleien ar baianed o veza en em zavet, pa weljont dispenn templ ann doue faoz Teutates, ar roue kristen ho zrec’haz, e kever Argol, e penn ar Vretoned gounezet da Jezuz.
Goude beza gret he bedenn war Mene-Homm, ar roue Gralon a heuliaz Gwenole da abati Landevennek , savet gant-han eunn nebeut bloaveziou kentoc’h. Diarok kement-se, enn devoa c’hoaz roet he balez, e Kemper, da zant Kaourintin, enn devoa torret be naoun d’ezhan ha d’he dud, gand eunn tamm deuz be besk biban. El lec’h ma voa neuze ar palez-ze, ema brema iliz kaer katedral Kemper.
Gralon a dremenaz e Landevennek ann dilerc’h euz be vuez, enn eur binijen galet, hag aliez e karie mont, gant he vignon ker, da Remengol da bedi evit he bobl ann Itron Varia Remed-holl. Beza en devoe ann eur-vad d’he gwelet brudet braz e pevar c’horn Breiz-Izel, hag vervel etre divrec’h sant Gwenole, e Landevennek, e kinnige he ene da Zoue, enn eur lavaret, gant fizianz :
« Itron Varia Remengol,
» Mirit ouz-in na z-inn da goll !
» Pedit ive ho map Jezuz,
» Ma vezinn gant-han evuruz ! »
Pemzek-kant vloaz a zo aboe ma’z eo maro Gralon ; hag ar Vretoned, bepred tud a feiz hag a galon, ho deuz c’hoaz sonj euz ho roue koz hag euz he vignon, sant Gwenole. Mac’h anavesfent gwelloc’h histor ho bro gaer, paz’ eont da zul ann Dreinded da bardon Remengol, ha pa welont mor braz Douarnenez, Mene-Homm, Landevennek, ha tour huel iliz burzuduz ann Itron Varia Remed-holl, e lavarfent, ann daelou enn ho daoulagad, enn eur vale gant resped war douar ar zent hag ar rouane :
« Braz ar burzudou a zo bet, |
Braz ive ar burzudou a ra c’hoaz hirio ann Itron Varia Remengol, e kever ar Vretoned, dreist-holl e kever ar belerined a deu
bemde d’he gwelet, aliez euz a bell bro, ha kalz anezho diarc’henn, hag e korf ho roched. Ar vinored dilezet, ann intanvezed
paour, ar beorien noaz, soudarded Breiz-Izel e-kreiz tan ar brezel, ar vartoloded war ar mor braz kounnaret, ann holl dud
glac’haret a gorf, a galon, a spered ; darn enn ho foaniou, darn
enn danjeriou, darn all enn dizesper, hag holl war gwele ar
maro ho deuz sonj euz ho mamm vad ; aliez e lavaront
d’ezhi, gant karantez ha fizianz enn he galloud hag enn he
madelez :
« Gwerc’hez vad Remengol, Patronez Breiz-Izel, |