Mam vad hon zadou koz, Itron-Varia Gaoudin,
Diragoc’h gant fians omp stouet d’an daoulin ;
Ni ho ped a galon, Gwerc’hez vadelezus,
Da c’houlenn evidomp gwellan grasou Jezus !
En kreiz parouz Bonen, war douar Lokmaria, [1]
War lez ar c’hoajou stank, en eul lec’h ar c’haera,
E kaver eur chapel, gand hon zud koz savet
D’Itron-Varia Gaoudin, o fatronez.
’Vit testeni o fe d’ar Werc’hez vinniget,
E savjont war he zi eun tour dispar meurbed ;
Madelez hon Itron, tourik koant he chapel,
A oa brudet dre-oll en hon bro Breiz-Izel.
Rak a-viskoaz Mari, en chapel Lokmaria,
A ’n em blijas o skuilh he grasou ar gwella ;
A-dreuz an amzeriou piou a hellfe laret
Nag a dud, el lec’h-man, bet ganti frealzet !
Mar kare ar Werc’hez kement on zadou koz,
Ni ive, gand fians, goulennomp he bennoz,
Rak c’hoaz, evel gwechall, hi a gar tud Bonen,
He c’halon zo tener d’o c’hlem, d'o galvaden.
O chapel dudius, mammen a vadelez,
Elec’h ma kav an holl gwir frealzidigez !
Poan gorf ha poan galon aman ’ve pareet,
Aman ar pec’her paour a gav ar peuc’h kollet.
En-dro da di hon Mam, pa vemp en hon farkou
O labourat bemde, gouestlomp d’ei hon foaniou ;
Rak gant sikour Mari, dindan he sell tener,
Kroaz ar vuhe ’ve skanv, an holl boaniou dister.
Pa zon teir gwech bemde he c’hloc’h, an Anjelus,
Pa darnij ’us d’hon penn e vouezig dudius,
Fe grenv en hon c’halon, stouet holl d’an daoulin,
Saludomp hon Mam vad, Itron-Varia Gaoudin.
De sul bras an Dreinded, devez kaer he fardon,
Devez ma ’z eo, dreist-oll, digor dimp he c’halon,
Dirak he ôterig goloet a vleuniou
Diredomp da bedi, da gana kantikou.
An devez santel-ze, pa bar he skeuden gaer
Evel eur stereden en beg hon lanneier,
Pa zav en hec’h enor eun tantad ar c’haeran,
Gant fe ha gant kalon kanomp an diskan-man :
Holl eta, en eur vouez, kanomp he madelez
Ha meulomp hec’h hano gant teneridigez ;
Pa ’z eo en hon c’henver bepred ken dous, ken mad,
Na baouezomp noz-de eus he zrugarekat.
Itron-Varia Gaoudin, Mari, hon Mamm dener,
Setu ni dastumet aman ’tal hoc’h ôter ;
Digemeret, Gwerc’hez, peden ho pugale,
Plijet trei warnomp holl eur zell a drugare !
Teurvezet, o Mam vad, skuilh ho kwellan bennoz
War hon maeziou karet, war douar hon zud koz ;
Renet en pep kalon hag en pep tiegez,
Gret ma chomo ’n hon zouez an urz vad, ar furnez.
En hon amzer, siouaz, Satan hag e vanden
A zo gwall-fuloret eneb ar gristenien,
Dinerz ez omp meurbed, spontus eo ar brezel,
Aon hon deus da zemplan, Mari… skoazel ! skoazel !
Diwallet, ni ho ped, hon bugale vihan,
En kreiz ar bed fallakr, ken dinerz ha ken gwan ;
En plegiou ho mantel kuzet-ê noz ha de,
Ha, daoust d’ar skoueriou fall, miret-ê da Zoue.
Itron-Varia Gaoudin ! O Hano an dousan
’N hon genou ken lies epad ar vuhe-man… !
Teurvezet ma vezo, gant hano kaer Jezuz,
Hon giriou divezan, O Mam garantezus !
Neuze, pa vo red d’imp kuitât an draounien-man,
Gret ma teuy hon c’horf paour aman da ziskuizan,
En disheol ho chapel, en bered hon zud koz,
Ha douget hon ine ganac’h d’ar Baradoz.
Brioci, die 15 Aprilis 1910.
Y.-M. Le Pennec,
Vic. gén.