Mont d’an endalc’had

Istor Iliz Sant Kadou

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1907



HISTOR ILIZ SANT-KADOU
————


Iliz Sant-Kadou he deus he histor. War ar poent-se ema unan eus ar re genta, er c’harter tro-war-dro.

Brema ez eus eun hanter-kant vloaz bennak, ne oa den a ziwar-dro Sant-Kadou ha ne anavesje histor e iliz-parrez. Hogen pep tra a dremen hag histor iliz Sant-Kadou a dremenas ive d’he zro. A-veac’h ma kaver brema daou pe dri varvailher koz hag her gouesfe difazi.

Setu ama eun danevell a gontas d’in, brema ez eus eun daou vloaz bennak, Leiz Frikam, anavezet evit beza ar gwella konter marvalhou a Leon-Izel, diwar-ben iliz koant parrez Sant Kadou :

An dra-man a dremene en amzer ar brezel kriz diskleriet etre Charlez Bleiz ha Yann Montfort, pere a c’hoantae beza o daou duked a Vreiz. Eun devez, person Sant-Kadou, an aotrou Gargam, a oa eat d’ober eun dro-vale dre ar measiou. A-veac’h great gantan eur c’hart leo bale, ma erruas gant eun den gouliet, kollet e anaoudegez gantan. An aotrou person a lakeas e holl boan da louzaoui gouli ar c’hlanvour. Hema a deuas neuze ennan e-unan :

— « Piou oc’h-hu, emezan, c’houi hag a zo mad ouzon evelse ? »

— « Me eo aotrou person Sant Kadou. »

— « Kontant e vec’h c’hoaz da renta eur zervich-all d’in ? » eme ar zoudard.

— « A galon vad. »

An aotrou Gargam n’en devoe ket a amzer da echui mad e c’her diweza, pa erruas eur strollad soudarded eus kostezen Charlez Bleiz warnezan. Lemel a rejont kerkent war ar zoudard gouliet, evel chas kounnaret ; rak anaout a raent en den-ze evit beza unan eus kenta ofisourien Yann Montfort. Dre ma stleje ar zoudarded kriz-se anezan war-zu ar c’harr karget a zoudarded gouliet, an « ofiser » a c’hellas lavaret d’an aotrou Gargam e bleg e skouarn : « Gwreg ha daou vab… a-hont… er foenneg d’an… traon. » An aotrou person a hejas e benn evit diskouez en doa komprenet.

Daoust d’e stad grevus, soudarded Charlez Bleiz a wall-gase an ofiser. An aotrou Gargam a lavaras d’ezo mont goustadoc’h d’ezan, gant aon ne vankche ganto en hend : hogen ar re-ma na rejont van : « Mervel en hend, pe mervel ouz ar groug, emezo, a zo ar memes tra evitan. »

Hervez m’en doa goulennet ar zoudard gouliet, an aotrou Gargam a yeas d’ober eur bale betek ar foenneier d’an traon. Kavout a reas enno eur vaouez maro-mik, lazet kredabl gant eur vouled kollet bennak ; en he c’hichen ez oa eur paotrig pewar bloaz, o ouela ken na halle, hag eur bugelig, c’hoaz o tenna, a yoa etre he diwreac’h.

Heb koll amzer, an aotrou person a yeas da gas d’ar presbital, an daou vugel kavet. Ar vatez, ar plac’h, Mari-Goz, a en em lakeas raktal a galon da zoursial outo, evel eur gwir vam.

An aotrou person a zizroas goudeze da gaout ar vaouez varo. Douara (enterri) a reas anezi en douar benniget, goude beza lavaret ganti pedennou ar re varo.

Dek vloaz diwezatoc’h, dre eur vintinvez kaer a viz mae, an aotrou person Gargam a yoa azezet war eur gador dirak e dammig presbital koz, prest da goueza en e boull. Bez’ e c’helle kaout neuze deg vloaz ha tri-ugent bennak. En e gichen, en e zav, edo eur paotrig dek, pe unnek vloaz o lenn buez ar Zent ; eun tammig pelloc’h unan pevarzeg pe bemzeg vloaz a yoa o lakat dour gant ar fleur ; e-toull an nor e oa Mari-Goz, deut da veza dall gant an oad, azezet war eur skabel goad. An holl a zelaoue didrous lenn buez ar zent.

En eun taol setu eur marc’heg, ha tri floc’h yaouank ouz e heul, o tont war-zu ar presbital ; an holl daoulagadou a droas war-zu ennan hag ar paotrig bihan a ehanas gant e lennadeg.

Ar marc’heg a zaludas an aotrou person hag a c’houlennas eur banne dour da derri e zec’hed. Ar paotrig a yeas da gerc’hat eur banne dour d’ar beachour ; eur banne gwin a zigasas ive war lavar an aotrou Person.

— « Ar vugale-ma a zo nizien d’eoc’h ? » eme an diaveziad.

— « N’int ket avad. Me am eus savet anezo, p’eo gwir n’o deus na mam na tad. »

— « Pe seurt micheriou ho peus sonj rei d’ezo ? » eme ar marc’heg adarre.

— « M’am bije bet eas em bije o c’haset da veleien pe d’eur studi uhel beanak ; mes allaz !… »

— « Ma keroc’h, me a raio marc’heien anezo pe gwarded an aotrou Dug a Vreiz-Izel. »

— « Piou oc’h-hu eta neuze ? Me gav d’in beza klevet ho mouez eur wech bennak c’hoaz ? »

— « Me oa ar zoudard gouliet ho peus louzaouet, brema ’z eus tremen dek vloaz, epad brezel Charlez Bleiz ha Montfort. Va hano eo kont Fransez a Wardrichant, sekretour bras an Dug a Vreiz. An daou vugel-ma eo va mibien, Yann ha Loeiz a Wardrichant. »

An daou vugel o veza anavezet o zad, a lamas da bokat d’ezan ; epad eun hanter-heur ne veze klevet nemet gouelvan, daerou a levenez ; an aotrou person hag e vatez a ouele ive gant levenez, evel ar re-all.

— « Petra a dlean d’eoc’h eta brema, eme an aotrou a Wardrichant, evit beza kemeret soursi eus va bugale ? »

— « Netra, netra an holl, eme an aotrou Gargam. »

— « Gwelet a ran, eme an aotrou kont, ez eo fall hoc’h iliz ha ken fall-all ho presbital. Rak-se ’ta me, mar kirit, a zavo d’eoc’h gant va arc’hand, eun iliz nevez ha deread hag eur presbital nevez diouz ho toare. »

An aotrou person n’ouie penaos trugarekaat an aotrou kont a Wardrichant, eus e vadoberou prometet ; en eur drei ous Mari, e blac’h : « Gwelet a rez brema, emezan, penaos e teu Doue d’hon rekompansi, d’hon gopraat, evit ar boan hon deus kemeret hon daou da zevel ervad ar vugale-ma. Doue an deus lavaret : Ne lezin ket hep rekompans, hep he gobr, eur werennad dour roet d’ar paour em hano. »

Prestik goude, e oe staget gant al labouriou d’ober an iliz hag ar presbital nevez hag an aotrou kont Fransez a Wardrichant a deurvezas dont e-unan da ren al labouriou.

An iliz hag ar presbital a weler brema e Sant-Kadou, eme Loeiz Frikam, a zo bet great gant an aotrou a Wardrichant ; nag an iliz, nag ar presbital n’int bet adnevezet abaoue. Meur a vil lur a zo bet dispignet evit o zevel, kredabl, rak dek leo tro-war-dro, ne weler ket eun iliz par da hini Sant-Kadou, nag eur presbital ker krân ha ker brao great eget hini aotrou person Sant-Kadou.

Ma n’am c’hredit ket, it da velet !

J.-P. Ar Bras,

Dirlem.