Istor Breiz, 1893/Rann 03
Bagad Arzur e goaran eo, Arzur araok lein ar meneo,
Mar ma Arzur an hini eo, prim d’hor goarek ha d’hor goal veo.
(Barzaz-Breiz).
Evel m’euz lavaret deoc’h c’hoaz, neuz ket bet atao Saozon en enez a Vro-Saoz. Pa oa an enez-ze d’ar Vretonet, re ar vro-man ha re an enez a dreuze aliez ar mor evit mont euz an eil vro d’eben : hag aveichou e vije dimizi etrezo. En amzer ta ma oa Audren roue er vro-man, arc’heskop an enez a zeuaz da c’houl sikour digantan evit he genvroiz. Audren a zalc’he he lez e Kastel-Audren. An hini a dremen breman dre ar ger-ze, a lavarfe, oc’h he guelout, e toug kaon d’ar rouaned Breiz, ha na hello ket kridi e ve bet palez rouaned enni. Biskoaz ne oa guelet eun dra truezussoc’h eget na zigouezaz en amzer ma lavaromp. An arc’heskop, deuet e Breiz gant ar re genta euz an enez, en em daolaz e treid ar roue, hag a gomzas evellen : « Aotrou roue, emezan, ha c’hui oll Bretonet hor breudeur, c’hui a ell hirvoudi ha gouela ganeomp ; rag ni ho preudeur a souffr an oll boaniou. Hor parkeier zo dilezet ; n’hon euz da zibri nemet loenet ar c’hoajou. Neuz mui en hon touez denchentil ebet evit hon difen. Heuliet o doa oll ho roue Konan-Meriadek pa zeuaz er vro-man. Ar Saozon a ra beac’h varnomp. Klask a reont kemer hor bro muia karet. Na hellomp beza sikouret nemet ganeoc’h. Kempennit-ta ho listri ha deuit d’hon difen. Lakat a ran etre ho taouarn rouantelez ar Vreiz-Vraz. »
Mantret oa kaloun ar roue Audren o klevet komzou ken truezuz. Araok lavarout he gomz diveza, e kemeraz kuzul digant ar re goz, hag ar re furra euz an duchentilet, da lavaret eo an noblanç. Ar re-man a felle dezo e vije sikouret ho breudeur euz ar Vreiz-Veur. Na oa ket permetet d’ar roue kuitaat ar vro, Konstantin he vreur iaouank oa kaset da sikour Bretonet an enez gant daou vil den, avoalc’h oa evel-ze evit ar brezel-ze, rag tud a galoun avoalc’h oa en enez ; ne vanke nemet eur roue d’ho c’hass d’ar gombat. Ar vro oa partajet etre daouzek mil rum a dud, den na n’em gleve. Konstantin a lakeaz urz vad en ho zouez hag a drec’haz ar Saozon. Epad ma vevaz, an enez a joumaz e peoc’h hag ar bobl en em gave eürus. Doue, koulskoude, a felle dezan kastia ar bobl-ze, hervez ma rapport sant Veltaz, tenn a ree varnezan malloz an env dre eur vuhez dirollet.
Evel-ze, goude maro Konstantin, eun den fall hanvet Vortijern a gemeraz ar rouantelez ; hag evel ma ouie ne oa ket karet gant ar Vretonet a c’hortoze evit he gass kuit ma vije deuet en oad daou vab Konstantin, Aurel-Ambroaz hag Uter-Pendragon, klaskout a reaz sikour an dud estren. Milliget an hini a c’halv hag a zigemer enebour he vam-bro ! O devez a c’hlac’har pa oe ar mor goloet en dro d’an enez gant listri hon enemiet a viskoaz, ar Saozon ! Hanjist hag Horsa oa an daou kenta euz ar Saozon-ze da bere Vortijern a roaz douar evit sevel keriou ha beva er Vreiz-Vraz deuet evel-ze neubeut goude Bro-Saoz pe Bro ar Saozon. Vortijern na gave ket c’hoaz beza gret droug avoalc’h d’he vro. Dimizi a reaz gant Rovina, merc’h d’ar Saoz Hanjist. Kouls-koude Vortimor, mab ar roue fall-ze, oa a du gant ar Vretonet a enep ar Saozon. Rovina a reaz he lakat d’ar maro ; diveza komz Vortimor oa eur gomz a garantez evit he vro ; ha goulen a reaz beza sebeliet e kichen ar mor, evit ma teuje c’hoaz goude he varo da spounta enemiet ar vro.
Vortimor ne oa ket an diveza euz ar Vretoned laket d’ar maro dre dreitourach ; Hanjist a reaz laza en eul lein, goude beza ho fedet, tri c’hant Breton. Al lec’h ma oant sebeliet a veler c’hoaz e Bro-Saoz, hag a zo galvet gant ar Saozon Stone-Henje. O Breiz, ar goad euz da vugale a reaz did beza saveteet eur veich c’hoaz. Vortijern, dileset eo he bobl, a zo en em dennet en eun tour huel var bord ar mor. Ac’hano, evel m’en doa diskleriet dezan ar barz Marzin, pe Merlin, a hell guelout al listri euz a Vreiz-Izel enho ambarket Aurel-Ambroaz, hag Uter-Pendragon, ar rouanet iaouank gortoet keit amzer oa. Ar roue fall zo diskaret hag ar Saozon kasset kuit. Breiz-Veur zo saveteet.
Arzur, pe Arthur, ar roue ker brudet euz an enez a Vreiz, a oa mab da Bendragon. D’an oad a bemzek vloaz en doa gounezet ar viktor var ar Saozon. He gleze, galvet gantan Eskalibar, a luie kement en he zaouarn ma lakee ar spount e kaloun an enemiet. Gounit a reaz an oll enez en dro, hag evit diskuez he c’halloud, e touge stag euz he vrec’h eur skoet merket enhi trizek kurunen aour. Assamblez gant Arthur en em gave aliez Rivoal, pe Hoël, roue euz ar Vreiz-Armorik, hano ar vro-man. Kar tost a oa da Arthur, ho daou oant estimet dibermet evit ar gombat. Ouspenn-ze Rivoal oa brudet ive evit beza gret d’he vro lezennou mad.
En amzer-ze oa c’hoariou hag ebatou e kastel Gouel-ar-C’hoad, pe Gouel-Forest, e kichen Landerne. Eno a zeue eur veich an amzer ar roue Arthur hag an duchentilet euz ar vro, evel Tristan, mab ar c’hondt a Leon, Karadok ar vrec’h vraz, Lancelot, mab Bonigel, ar roue a Dolent. Heman a leverer, o veza kollet he dad, oa maget e gouelet eul loc’h gant Morgan ar c’horrigez. Ar rouanez Guenaran, greg Arthur ha merc’het euz ar re genta, a dremene ive er c’hastel-ze deveziou implijet en ebatou hag er c’hoariou.
Koulskoude Rivoal hag Arthur ne ankounec’heent ket ho rouantelez. Arthur en doa atao da zifen he vro enep al listri Saozon, ha galvout a ree an oll tud kalounek euz a bep lec’h en he ger a Guerleon. Ar barz Marzin a aliaz ar roue da glask an dud kalounek euz a beb bro hag ober anezo marc’herien : eur marc’hek oa eun den a vrezel, eur soudard vaillant a dlee difen beteg ar maro he relijion, he vro, he roue, ar vinoret, an intanvezet ha beza a unan an eil gant egile. Dastum a reaz ta er ger a Keramalo ar guella baotret eur an diou Vreiz gant tuchentilet a bep bro. Ho guiskamant houarn oa lakeet ganto var eun daol-men rond ; sant Koulm ho bennigaz, a bep hini anezo a douaz beza marc’hek mad ha leal ; hag o veza galvet teir gueich ar Verc’hez Vari, mont a rezont d’ar brezel. Eno oa Rivoal, Arthur, Mordred, Goven, Karadok, Tristan, Lancelot, Perseval ha kals a re all brudet e peb bro.
O va bro ! e peb lec’h e vije komzet neuze ouz da vugale gant ar brassa doujans, gant souez, gant admiration ! Ouspen da varc’herien, oa brudet ive da varzeet, ha dreist-oll Marzin ar barz a skiant vraz. Desket oa bet en enez Mona gant ar re ziveza euz an Druzet, hag e oa deuet gouiziek en ho skianchou ; gant Koulm er greaz gouiek e skianchou an Ee. Na helfen ket aichui en noz-man, ma teufen da lavaret deoc’h an oll histor euz Merlin an divinour. Hen a leverer, a ouie an oll draou kuzet, ha skrivet en deuz ar pez a erruaz, hag aveichou ar pez oa da erruout. Be zo muioc’h c’hoaz ; rag klevet em euz lavarout Marzin, pe Merlin, zo atao beo, ema — kridit mar kirit — en eur bez e koat Brocilian, ha ne ouzer ket an amzer ma vo digoret dezan he vez. Ia, kousket eo Marzin ; na glever mui he vouez o tiskleria ho riskl d’he genvroiz ker. Koulskoude ar Vreiziz he c’hortoz c’hoaz, hag o deuz kredet e oa dihunet pa o deuz klevet, eun neubeut bloaveziou zo, moueziou douç o kana meuleudiou ar vro [1]. Arthur ive zo kousket, petra bennag ma eo bet skoet gant he niz Mordred an traitour. Ne oa guelet mui er bed ; ar Vretoned a c’hed anezan ive, ha peb kaloun a lavar : « Pedavare a zeui da zihun Arthur-ar-Braz, ha da gemerout he gleze mad Eskalibar ? — Galv da Vretoned, hag e teuint en dro did ! »
Setu aze, va zud vad, istor kaer Arthur ha Rivoal. Deuomp breman da veuli an Aotrou Doue araok mont da gousket.
- ↑ Gant an Aotrounet La Villemarqué, Henry, Alexandre, Brizeux, Kerbiriou ha Violeau euz a Vrest, etc.