Instruction profitabl evit an Oferen

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 71-73)



INSTRUCTION EVIT AN OFEREN.

Hor Salver a institlias an Oferen pa instituas ivez ar sacramant adorabl eus he gorf hac he c’hoad precius dindan ar speçou a vara hac a vin, er goan diveza pehini a reas gant he zisquibien nos quent he bassion ; hac e lavaras expressamant dezo ha d’an oll beleien en ho fersonaj celebri alies ar sacrifiç-mâ en memor eus ar sacrific pehini ma’z eo d’he ofr evidomp en he bassion hac he varo. Evelse an Oferen a so galvet ur memor hac ur represantation dîn eus a varo ha passion hor Salver, penini a zeu da ofr ha da nevezi bemdez var an auter dre zaouarn ar belec ar memes sacrifiS a offras ur veich epquen var ar groas evit silvidiguez ar re veo hac ar re varo. Hac en effet, an actionou a ra ar belec en Oferen a represant un action benoac eus a bassion hor Salver, couls ha ma teu he viscamant ha quement a servij dezan ous an auter da represanti un dra bennac ivez eus ar pez a servijas er bassion divin-se, evel ma vellot expliquet amâ var-lerc’h.

Un devotion eta an agreabla d’hor Salver benniguet en Oferen eo sonjal erfat er mysteriou eus he bassion epad ar sacrifiç divin-mâ, pehini eo an action ar santela hac an importanta eus hon reiigion. Mæs evel ma eo sujet speret an den da gals a zistractionou, [h]a ma teu eaz d’en em degouti ha d’en em enoui oc’h en em servijout ato eus ar memes exerciç hac eus a ur memes pratic a zevotion, abalamour da se ouspen ar fæçon devot da glevet an Oferen, pehini a gueffot en levr an Exerciçou eus ar Vuez Christen [1], e iequeer deoc’h en heuriou-mâ teir fæçon all pe dri exerciç, pere so ive profitabl meurbet hac a zisquez penaus e teu peb action ha peb articl eus an Oferen da represanti peb action ha peb articl ivez eus a bassion hor Salver, o fournissa goude-se ur reflexion hac ur bedennic devot conform da beb hini eus an articlou-se.

Ne ouffet quet rei deoc’h re a voyennou evit ober erfat un œuvr pehini so quer profitabl d’ho silvidiguez evel ma’z eo clevet an Oferen gant devotion, hervez an desteni eus ar c’honcil a Drant [2] hac eus a catechismou ar c’honcil-se [3], pehini a lavar penaus ne d’ê quet hepquen ar sacrifiç mâ un tensor a binvidiguez celestiel eus a behini mar greomp un usaij mad, e teuomp d’en em renta dîn eus ar c’hraç hac ar garantez a Zoue ; mæs ouspen ez eus ennâ ur certen vertus particulier dre pehini ec’h ellomp anaout ha recompansi en ur fæçon bennac ar vadelez hac al liberalite infinit en deveus Doue en hon andret. Hac evit guir, eme ar memes autor, mar plije quement da Zoue ar sacrifiçou eus al lesen ancien, peguen dister bennac oant, ma lavar ar Scritur penaus ho receo evel ur c’houez agreabl ha delicius, peguen agreabl e tle beza dezan ar sacrifiç divin-mâ, mar en ofrer eguiz ma ê dleet ? Pebez graçou na dleomp-ni quet da esperout diouz ur sacrifiç eleac’h ma vez immolet hac ofret an hini a ziouc’h pehini e oue clevet aben diveich ur vouez eus an eê o coms er fæçon-mâ : He-mâ eo va Map muia-caret pe en hini em eus lequeet va oll affection. Ret eo’ta, eme ar c’hatekismou-mâ, instruit erfat ar gristenien fidel var ar virionez-mâ ; evit pa vezint assamblet er sacrifiç divin, ma tesquint medita gant attantion ha gant devotion er mystenou sacr-se, pe en re ho deveus an eur da assista.

Ar sacrifiç-mâ, eme an tadou eus ar c’honcil a Drant, a so propitiator en guirionez, o renta Doue favorabl ha trugarezus en hon andret ; hac ec’h obtenomp dreiza he c’hraç hac he assistanç en hon ezom hac en hon necessite, mar en em offromp gant ur galon sincer hac ur feiz vad, gant doujanç ha reveranç, gant ur speret a gontrition hac a binijen. Ha Doue o veza calmet hac apæset ouzomp dre ar sacrifiç-mâ, hac o rei deomp ar c’hraç hac an donæson a binijen, a zeu dreizan da bardoni deomp ar c’hrimou hac ar pec’hejou memes ar re vrassa : pa’z eo ar memes hostif hac an hostif unic, an hini memes en em ofras ur veich var ar groas, eo en em ofr c’hoas dre zaouarn ar veleien var an auter, hepquen diferanç nemet en quenver ar fæçon d’en em ofr ; ha pa se so-quen dre an ofranç-ma pehini a ra hor Salver var auter eus anezâ he-unan hep squilla he c’hoad, eo e recevomp en abondanç ar frouez eus an hini a reas var ar groas o squilla he c’hoad ; ha rac-se, hervez an dradition hac an usaij recevet digant an ebestel, e ve ofret ar sacrifi$-mâ non pas hepquen evit ar pec’hejou hac ar poaniou dleet dezo, nac evit an oli satisfactionou da justiç Doue, hac an necessiteou all eus ar gristenien fidel pere so en buez, mæs ouspen evit ar re so maro en stad a c’hraç, pere ne d’int quet c’hoas purifiet antieramant diouz ho fec’hejou, hac a so en tân ar purcator oc’h en em burifia. Chetu eno santimant hor mam santel an Ilis er c’honcil a Drant, en quêver ar sacrifiç eus an Oferen, hac a zle inspira deoc’h un devotion vras da assista ebars.

  1. [Charlez ar Brizh, An exerciçou eus ar vuez christen eleac’h ma tisquezer an dispositionou hac ar speret interieur... Emb. 1añ : 1714.]
  2. [Canones et decreta sacrosancti œcumenici et generalis Concilii Tridentini... (1564), Sess. XXII.]
  3. [Catechismus ex decreto Concilii Tridentini ad Parochos... (1566), lib. II, cap. 4.]