Instruction evit procession sant Marc
AR ræson p’evit hini e vez grêt ur procession general da vouel sant Marc, eo abalamour ma oe ordrenet ar procession-ma en Rom gant ar pap bras sant Gregor, evit apæsi coler Doue pehini e deuas en amser-se da afflija ar bobl, o tigaç dezo serpantet var nij pe guelien hir evel aëret munut, hac ur vosen estrainj, gant pehini e varve un infinite a dud en punition eus ho fec’hejou ha dreist peb tra eus ho sacrilejou dre ar goall gonfessionou hac ar goall gommunionou a reant da Basq. En amser-se oa e varve cals a dud ostrefia hac o triflevi ien pe o valaia (c’est-à-dire, en éternuant et en bâillant), rac an ear a voa quer corrompet gant ar c’helien aëret-se ha gant ar vosen-se, ma veze ampoêsonet an dud evel ma tigorent ho gueneou franc da denna ho alan. Ac’hano e deut marteze an ditoun etouez ar gommun da goms a hano eus a guelien sant Marc, hac ar c’hustum da ober sin ar groas var ar guenou pa en digorer da ziflevi-ien pe da valaiat, ha da lavaret, Doue r’hoc’h assisto, da nep a glever o strefia.
Sant Gregor eta en un hevelep necessite en devoe recours da intercession ar sænt evit obteni dre ho moven digant Doue ar pez na alle ar bobl da obteni abalamour d’ho fec’hejou bras ; hac ec’h oblijas peb-unan da iun memes ha da vont d’ar procession, en pehini ec’h assiste ar pab bras-ma he-unan gant he oll dud a Ilis, o cana litaniou an oll sænt pere en devoa composet evit ar sujet-se[.] En fin an devotion-ma e oe dilivret ar bobl diouz ar vosen ha diouz ar serpantet var nij pe ar c’helien-aëret-se, oc’h unissa ho finijen gant ho fedennou.
Ar procession-mâ gant an abstinanç a guic epquen da vouel sant Marc, a vez continuet en Ilis cathojic bep bloaz, dre ma int necesseroc’h brema eguet biscoas, abalamour d’an afflictionou ha d’ar pec’hejou bras a so etouez ar gristenien, pere so quer mechant na oe guelet biscoas nebeutoc’h a c’henjamant en ho buez goude ar gonfessionou hac ar gommunionou a reont da Basq, eguet a veler brema ; ha quement-se a ro da entent penaus na reont quet ur pasq mad, pa na veler quet e profitont. Quement a vez eta o cofes hac o communia da Basq, ne recevont quet ar pardon eus ho fec’hejou, nemet epquen ar re pere a ra un examen vad eus ho c’honscianç gant ur guir regret da veza offanset Doue, hac ur propos ferm d’en em amanti, o quitaat evit an effet-se an occasionou pere so caus dezo da bec’hi, hac [o] [1] pratica fidelamant an aliou mad hac ar binijennou roet dezo gant ho c’honfessour.
Evit distrei ar binijennou-se’ta divar ho quein, e tleit da guenta en em lacaat en graç Doue diaguent gouel santMarc dre voyen ur gonfession vad mar hoc’h eus aon na veac’h en stad a bec’het marvel ; d’an eil, sevel mintin d’ar gouel-se ; ha goude beza great ho pedennou ordinal, mont d’an ilis gant ur viscamant modest evit assista er procession hac en oferen gant ur speret a binijen hac a zevotion, hac en em absteni a guic en deiz-se dindan boan a bec’hi marvelamant : d’an drede, nep a oar lenn, a recito neuse ar seiz Salm gant litaniou an oll Sænt, hac ar pedennou a so var-lerc’h ; ha nep ne oar quet lenn, a allo lavaret ar rosera devotamant o pidi Doue evit an necessiteou public, evel ma’z eo evit ma vezo distrujet ha divoaignet an heresiou, evit an exaltation hac ar brosperite eus an Ilis catholic, evit an dad santel ar pap hac ar bastoret eus an Ilis, evit ar roue hac evit ar peoc’h etre ar brincet christen, evit ar frouezou hac ar madou eus an douar, ma plijo gant Doue ho c’honservi diouz peb goall amser ha diouz peb goall accidant.
- ↑ Moullet : ho.