Instruction evit gouel an Anaon

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 552-555)


Evit gouel an Anaon eus ar Purgator, an eil deiz eus ar mis Du, galvet gant an Ilis deiz ar gommemoration eus an oll Anaon fidel decedet, en fin Gousperou an oll-Sænt, pe mar guerru gouel an oll-Sænt da Sadorn, en fin Gousperou ar sul varlerc’h e vez lavaret Gousperou an Anaon, pere a gueffot ama araoc ar seiz Salm a binijen.

instruction evit goüel an anaon.

AN Ilis e deveus destinet un devez particulier da bidi evit ar re varo, evit procuri dezo ur soulajamant general, hac e deveus choaset evit an effet-se tronos gouel an oll-Sænt, evit disquez an union a so etre an oll memprou eus an Ilis guirion. Ar gristenien fidel pere a so en eê, er purgator ha var an douar, a so tout memprou eus an Ilis guirion. Galvet int oll d’an eürusdet eternel. An teir Ilis-ma ne reont nemet unan dindan ar memes pen Jesus-Christ. An Ilis a so var an douar a zeu d’en em gouraji da veritout ar memes eürusdet, oc’h en em rejouissa deiz gouel an oll-Sænt, abalamour ma jouis ar Sænt dija eus an eürusdet-se, hac e fell dezi he frocuri ive d’an Ilis a so er purgator, dre ar pedennou pere a ra antronos evit an eneou a so arretet eno er poaniou.

Intantion an Ilis eo’ta ma pedemp Doue tronos gouel an oll-Sænt evit an oll eneou eus ar purcator en general, ha ma reservemp da zeiziou all hor pedennou particulier evit hor c’herent hac hor mignonet pere so maro ; rac an deiz-ma so destinet d’ar pedennou general-se evit an Anaon, evel ma’z eo destinet an deiz diaguent da celebri ar gouel eus an oll-Sænt en general, ha non pas eus a ur sant epquen en particulier. Ha rac-se evit en em gonformi a speret an Ilis, e tleit pedi da vouel an Anaon, non pas epquen evit ho quereni hac ho mignonet, mæs evit an oll Anaon en general. Dre ar pedennou-se ec’h ententomp ive ar sacrifiç divin eus an Oferen, pehini eo an excellanta peden ; hac ec’h aller ouzpen soulaji an Anaon eus ar purgator dre ar iun, an alusen hac an œuvrou mad all a rer evito, daoust pe seurt œuvrou mad all e c’hallent beza.


Evit gouel sant Martin Escop ha confessor, en unnecvet devez eus ar mis Du, e quemerrot Gousperou ar Confessoret Pontif, gant an Oræson-ma varlerc’h.

Pedomp Doue.

O Va Doue, c’houi pehini a vel penaus ne ouffemp quet subsista dre hor vertuz hon unan, grit dre ho madelez ma vezimp goarantisset, dre voyen an intercession a sant Martin ho

Oremus.

Deus, qui conspicis quia ex nullâ nostrâ virtute subsistimus, concede propitius, ut intercessione beati

Martini Confessoris tui atque Pontificis contrà omnia adversa muniantur. Per Dominum, etc. confessor hac ho pontif, enep quement seurt adversite a erruo gueneomp. Dre verit hon Autrou Jesus-Christ, ho Map unic, pehini, etc.

Da vouel santes Aseliç, Guerc’hes ha Merzeres, er c’henta deiz varnuguent, ha da vouel santes Catel, Guerches ha Merzeres ive, er pempet deiz varnuguent eus ar mis Du, quemerit Gousperou ar Guerc’heset gant an Oræson a so eno evit gouel ur Verc’hes Merzeres.

Evit gouel an Dedi eus an Ilis catedral a Guemper Caourintin, er c’huec’hvet varnuguent eus ar mis Du, e quemerrot Gousperou an Dedi eus an Ilis, gant an Oræson a so eno. Hoguen en escoptiou-all, mar reer d’an deiziou-ma Ofiç sant Per, Merzer, e vezo lavaret Gousperou ur sant Merzer het-a-het.

Evit Gouel sant Andre, en tregontvet devez eus ar mis Du, e quemerrot Gousperou an Ebestel het-a-het, gant an Oræson-ma.

Oræson gouel sant Andre.

MAjestatem tuam, Domine, suppliciter exoramus ; ut sicut Ecclesiæ tuæ beatus Andreas Apostolus extitit prædicator et rector, ita apud te sit pro nobis perpetuus intercessor. Per Dominum nostrum , etc.

AUtrou Doue, ni a supli humblamant ho majeste, evel ma e deveus bet hoc’h Ilis an abostol sant Andre evit predicator hac evit conductor, ma bor bezo en ive ato evit intercessour dirazoc’h. Dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, pehini a vev hac a ren en un Doue epquen gueneoc’h ha gant ar Speret-Santel, etc.


EN MIS QUERZU.

Evit gouel ar Conception eus ar Verc’hez sacr, en eizvet eus ar mis-ma, e quemerrot Gousperou ar Verc’hes, gant ar Recommandation hac an Oræson eus a vouel he Nativite a so en mis Guengolo, nemet ma lequeot ar guer-ma Conception eleac’h ar guer Nativite a so eno.

Evit gouel sant Caourintin, en daouzecvet a vis Querzu, e leverrot Gousperou ur sant Conf. Pontif.

Oræson gouel S. Caourintin.

AUtrou-Doue, roït deomp ho craç en abondanç, ni ho supli ; evit d’ar fin, evel ma celebromp ar memor eus ho confessor ha pontif eürus sant Caourintin, ma hor bezo ar joa da veza sicouret ganta evit ar vuez presant hac evit an hini da zonet. Ar pez a c’houlennomp dre hon Autrou Jesus-Christ ho Map unic, pehini a vev, etc.

Oremus.

GRatiæ tuæ, quæsumus Domine, tribue largitatem ; ut qui beati Corintini, confessoris tui atque Pontificis, memoriam colimus, vitæ praesentis et futuræ præsidiis gaudeamus. Per Dominum , etc.


Evit gouel sant Thomas, er c’henta deiz varnuguent eus ar mis-ma, livirit Gousperou an Ebestel.
Oræson gouel sant Thomas.

AUtrou Doue, ni hosupli da rei deomp ar c’hraç da solennisa gant joa ar gouel eus hoc’h abostol S. Thomas, evit ma vezimp assistet ato gant he brotection dirazoc’h, ha ma imitimp ar feiz anezan gant an devotion a c’houlennit digueneomp. Dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, pehini, etc. Evelse bezet grêt.

Oremus.

DA nobis, quæsumus, Domine, beati Apostoli tui Thome solemnitatibus gloriari, ut ejus semper et patrociniis sublevemur, et fidem congruâ devotione sectemur. Per.


Evit gouel sant Tuzvoal, pe autramant Tudual, pe Tudal, ar patron eus a escopti Treguer, e quemerrot Gousperou ur sant Confessor Escop pe Pontif evel diaraoc, gant an Antifonen hac an Oræson Exaucit, pehini so en diouz-tu. Ha mar bez great en ho parres an Ofiç eus a vouel-all ebet pe veus a hini ne gaffac’h quet an Oræson ama, ec’h ellot guemeret an Oræson gommun pehini so lequeet diaraoc en fin Gousperou peb seurt Sænt ha peb seurt Goueliou.

Evit ar Goueliou all a so e fin ar mis-ma, e queffot an Oræsonou prop diaraoc en fin Gousperou Nedelec.