Instruction evit an Azvent
AR guer-ma Azvent a sinifi donediguez, hac a so un amser instituet gant an Ilis evit hon avertissa d’en em brepari varben an donediguez a c’hraç eus hor Salver en hon eneou da Nedelec, ha quer couls varben he zonedignez a c’hloar unan an deiziou ma pa deuio d’hor barn, hervez an aviel eus ar sul quenta an Azvent. Dre ar peder sizun eus an Azvent eo represantet deomp ar pevar mil vloaz a ioa adalec ma oe crouet ar bed bete ma teuas hor Salver var an douar.
An Ilis eta pehini a implij an amser santel-ma da oher deomp en em dispos d’ar gouel bras a Nedelec, a laca dirac hon daoulagad : da guenta, ar bromessaou en deveus bet grêt Doue epad ar pevar mil bloaz-se da zigaç ar Messias he Vap er bed-ma evit sauvetei an dud ; d’an eil, an huanadou hac an desirou eus ar batriarchet hac eus an dud santel epad an amser-se o c’hortos he zonediguez er bed ; d’an trede, ar bredicationou eus ar brofedet pere ho deveus oll annoncet ar memes donediguez ; ha d’ar pevare, quement-so desquet deomp en aviel eus a gomsou hac a actionou ar Verc’hes bete ma c’hanas hor Salver. Gant quement-se c’hoas ec’h ajout an Ilis an avertissamancnou hac an exortationou a reas sant Ian, precursor Jesus-Christ, d’ar bobl evit ho dispos d’he receo ha d’he anaout evit ar Messias ; hac erfin e teu da unissa assembles an donedignez diveza a Jesus-Christ gant ar guenta, evit, dre an doujanç hac ar spont rac he zonediguez diveza da zeiz ar varn, pehini a vezo un donediguez a rigol hac a justiç, ma teuio ar bec’herien da zihuna eus ho fec’hejou, ha d’en em lacat en stad da brofita eus he zonediguez quenta da Nedelec, pehini so un donediguez a c’hraç hac a drugarez.
Ac’han ec’h aller anaout sclear an intantion hac an desir bras e deveus hon mam santel an Ilis epad an Azvent, e ve Jesus-Christ furmet a-nevez enomp da Nedelec dre ar grescanç eus he c’hraçou ha dre an augmentation eus ar feiz, an esperanç hac ar garantez, hac eus ar vertuziou-all, evit dre ar voyen-se ober he zonediguez spiri[t]uel en hon eneou. Evit quement se’ta e tleomp da guenta anaout an necessite hon eus ma teue Jesus-Christ d’hor sauvetei gant he c’hraç, pa hon eus quement a inclination da bec’hi ha pa’z omp quer bras dleourien da justiç Doue dre guen alies a grim hon eus commetet ; d’an eil, e tleomp, evel ar batriarchet, ar brofedet hac an dud just eus an amser ancien, caout un desir bras ha pidi Doue stard ma teui hor Salver da ober he zonediguez a c’hraç en hon eneou ; d’an trede, he adori a galon alies en corf he vam ar Verc’hes epad an Azvent, hac enori assambles ar vam divin-se pehini en deveus bet an heur d’he gonceo, d’he zouguen en spaç a nao mis, ha d’he chenel er c’hraou a Vethleem hep ofifans ebet d’he guerc’hdet ; d’ar pevare, en em brepari d’he ziguemeret dre ar binijen hac ar regret d’hor pec’hejou, evel a so represantet deomp dre al liou violet pehini eo an habit a binijen a zoug an Ilis en he guiscamanchou epad an Azvent, ha dre ar bredication hac an exempl a binijen eus a sant Ian Vadezour en desert, eleac’h ma cri ouzomp dirac Nedelec prepari an hent d’an Autrou da zont davedomp. Dre ar gommunion vad pehini eo ar pempet tra [a] dleomp da ober, vezo e teuio davedomp en guiriouez en he bersonaij propr. Amser so bet oa oblijet ar gristenien da gommunia da Nedelec couls ha da Basq, hac evelse an Azvent, pehini a iunent ive neuse, a gonsiderent evel ar c’horaïs bian.
Quement-ma oll a zisquez peguer santel eo an amser eus an Azvent, ha peguer sourcius e tleomp beza d’he dremen erfat, pa zepand diouz quement-se ar profit a dleomp da denna eus a c’hinivelez hor Salver. Petra so bet caus n’ho deveus quet profitet ar Iudevien a zonediguez Map Doue var an douar, nemet n’edoant quet preparet mad d’he ziguemeret ? Evelse ive oe guell ganta beza ganet en ur c’hraou emesq al loenet-mud eguet en ho ziez hac en ho mesq, pa na d’oant quet disposet mad d’he receo. Ha rac-se, ma na liquit ho poan d’en em dispos hoc’h-unan epad an Azvent er fæçon-ma hon eus lavaret ama, hoc’h eus leac’h da gaout aon n’ho pezo quet a berz er graçou bras a dle hor Salver da digaç deomp dre voyen he c’hinivelez. Renoncit eta d’ho coall accustumançou, ha pellaït diouz an occasionou a so caus deoc’h da bec’hi. Grit un dro-hennac a binijen hac a vortification var ho corf ; roït liberalamant an alusen, ha liquit mui a amser da bidi Doue, ispicial diouz vintin ha diouz nôz, hep mancout da lavaret an Angelus teir gueich en deiz en enor d’ar myster eus a incarnation hac a c’hinivelez hor Salver, hac o lavaret memes ho chapelet bemdez, evit obteni dre intercession ar Verc’hes Vari ar c’hraç da receo erfad he Map quer. Amen.