Mont d’an endalc’had

Instruction evit amser ar Bassion ha derc’hent Pasc

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 233-236)


INSTRUCTION EVIT AMSER AR BASSION.

Pehini a bad adalec ar sadom da bardaëz dirac dissul ar Bassion betec ar sadorn da bardaëz dirac dissul Phasq.

AN oll amser eus ar c’horaïs a so consacret da bassion hor Salver, hac e teu an Ilis d’hon angaji da enori ar bassion galet-ma dre ar iuniou, ar binijen hac ar retret, oc’h en em retira diouz ar bed. Mæs an di[ou] [1] sizun diveza eus ar c’horaïs a so destinet mui c’hoaz en particulier evit ar sujet-se ; ha peguement-bennac na ve ar guenta eus an diou sizun-ma pehini eo sizun ar bassion, nemet evel ur breparation evit an eil, pehini eo sizun ar binijen, ha ma presant deomp an Ilis er guenta sizun considevationou hac instructionou-all, ne baoues ato couscoude o tistrei da broposi deomp ar bassion eus hor Salver, hac e deus bep tro un dra bennac evit ar sujet-se en peb quevren eus he ofiç divin.

Beza e tleomp er poent-se’ta heul intantion an Ilis, o commannç ar sizun quenta-ma eus a amser ar bassion d’en em applica davantaij var ar mysteriou anezi ; chetu petra ra d’an ilis goloi he imajou en amser santel-ma, evit douguen caoun da varo ha passion Jesus-Christ he fried divin, oc’h hon avertissa dre gue- ment-se da antren ive ganti en ur speret agaoun hac en ur santimant a dristidiguez hac a regret d’hor pec’hejou, pere so ber caus d’ar maro cruel-se. En disposition-ma eo e tleomp antren epad an diou sizun-ma, mæs ispicial en diveza pehini so galvet sizun ar binijen, abalainour d’ar poaniou cruel a souffras hor Salver enni evidomp, hac abalamour d’ar binijen dreist-ordinal a dleomp da ober enni hon-unan evit compatissa ganta en he souffrançou.

An deiz quenta eus a sizun ar binijen a so galvet dissul Bleuniou : da guentâ, abalamour ma commanç Pasq, evel pa lavarren, da vleunvi en deiz-se, pa’z eo enna e commanç ar gristenien fidel da ober ho fasq ; ha d’an eil, abalamour ma oe d’an deiz ma ec’h antreas . solennellamant hor Salver er guear a Jerusalem var guein un asen c’huec’h dez dirac he bassion, eleac’h ma oe recevet gant ar vugale ha gant ar bobl simpl en un triomph bras, o tont d’he ziguemeret hac o teurel var an hent ma tremene, darn bodou guez ha palm, darn-all ho dillad memes pere a strinquent dindan he dreid, evit ober enor dezan.

En memor a guement-se eo e ra deomp an Ilis douguen er procession hac en oferen-bred eus ar memes deiz-ma bodou lore, pe vodou beuz, pe vodou pin ha palm , en enor ive d’hor Salver hac en testeni eus ar victoar pehini a dleomp da veza gounezet var adversourien hor silvidiguez ha var hor goall habitudou dre hon oræson, hor iun hac hon alusen, ha dre hor mortificationou-all ; anes ne veritemp quet douguen ar bodou-se, ha ne vemp nemet hor c’he ment a hipocritet, oc’h ho douguen. Ar bodou pe ar brancou benniguet se a dle peb unan da gonservi gant respet en he di e-hars he vele, mar guell, dre ma ho deus ur vertus vras a enep al leveson eus an drouc-speret, hac evit en em servijout anezo da deurel dour-benniguet pa vezo affer, ha pa vezo den clan var ar guele en hon ti.

Endra vior o venniguen ar beus pe ar bodou all ma, e c’houlennot ouz Doue gant an Ilis ma plijo ganta rei deoc’h ive e venediction hac ar c’hraç d’en em bresanti diraza da solennisa ar Pasq Santel gant devotion ha gant ar frouez eus a œuvrou-mad. Ha pa zougot en ho torn ar bodou beniguet-se durant ar procession, e lequeot ho poan da gaout ar memes santimant a zevotion evel hо devoe ar bobl-se ha disquibien hor Salver, pere o renta dezan un enor sincer, hen recevas en Jerusalem gant ur c’hri a joa peini a sortie a vouelet hо c’halon. Mæs ho pêt aon na veac’h henvel ouz ar re pere a oblijas hor Salver da scuilla daelou ha da rebeich dezo en creiz an triomph~se penaus ne anaient quet an deiz eus ar visit pehini a rea dezo, ha pehini ne servije nemet d’o renta criminaloc’h dirac Doue, pa oant quen inconstant ha quen infidel, ma tlient da ben c’huec’h dez goude crial (Crucifiet-hen) var an hini a recevent en deiz-ma gant quement a enor. Liquit evez pa recevit ivez hor Salver dre ar gommunion Fasq gant un dra bennac a zevotion hac a respet, na zeuac’h d’he grucifia enoc’h hoc’h-unan dre ur sacrilej, pe о tistrei goude-se da goueza en ur pec’het marvel-bennac.

En distro eus ar Procession-ma e sco ar celebrant a ben teir gueich gant ar groas var dor an Ilis, pe hini a ve digoret goude an tri dol-se da antren ebars ; evit rei deomp da entent penaus oa serret clos dor an еê ouz an dud, quen ha d’ê bet deut Jesus-Christ d’e digueri deomp dre ar maro pehini en deveus go[u]zavet [2] er Groas evidomp. Speret an Ilis eta en deiz-ma eo, da guenta, ma considerimp Jesus-Christ o triomphi hac о c’hounit ar victoar var an erouant gant e groas hac e bassion ; d’an eil, ma quemerrimp perz en e driomph oc’h en em assujetti dezan hac o rei antre dezan ive en hor c’halon ; ha d’an drede, ma assistimp gant an hevelep santimanchou mad-se en oll servij divin eus an deiz santel-ma. Ne d’ê quet finisset mad ar ceremoni-se gant an Ilis, na zistro neuse-souden d’hon antreteni var bassion hor Salver en aviel Bleuniou. Quement-se eo a dle occupi hon speret brema, hac en em applicot da gonsideri ur myster deus a pehini ne dlet jamæs coll ar memor. Na list deiz eta da dremen eus ar sizun santel-ma hep sonjal en ur poent bennac a bassion hor Salver, evit en em excita dre ar voyen-ze da zetesti ho pec’hejou ha da ober ur gonfession vad anezo er Pasq-ma. Evit quement-se eo a propos discleria deoc’h en andret-ma passion hor Salver het-a-het hervez ao Aviel hac e c’hellot he recita devotamant endra vezo ar veleien o cana aviel Bleuniou, non pas epquen dissul Bleuniou, mæs en diziou all eus ar sizun-ma, ispicial diguener ar groas : da zesirout ve so-quen ho pe an amser hac an devotion da lavaret ur veich er sizun, pe da viana ur veich er mis, da vener pe da un devez-all ar recit-ma eus a bassion hor Salver ; rac ur, merit bras ve quement-se deoc’h, mar er grac’h gant devotion.



  1. Moullet : diouz.
  2. Moullet : gonz-.