Implijer:Wuyouyuan/robot-2
Couskit buhan, ma bugelic, |
Toutouic la la, va mabic,
|
Dastumet gant ann abbad Ab-Grall.
Eun daou pe tri dervez a zo |
[The cambrian quaterly magazine
vol. II (1830) p. 40.]
Ann dez-all o vale oann bet,
Eul laouenan em boa tapet.
Pa oa tapet, tapet a oa,
Oa laket er c’hraou da larda.
Pa oa lardet, lardet a oa,
Clasket ar c’higer d’hen lac’ha.
Ar c’higer hac he vevelienn,
Holl crient forz, war bouez ho fenn ;
Na oant ket evit hon derc’hel,
Pa welas tont paotr ar gontel.
Pevar c’har hac hi houarnet
Zo êt d’gass he blun d’ann Naonet ;
Ha c’hoas a zo chomet er gêr,
D’accoutri pevar gwele caër.
O tistreï ac’hane d’ar gêr,
Me am boa gwelet c’hoari gaer ;
Gwelet ar fubu o torna,
Hac ar c’heillen o tiblousa ;
Ar c’haz oc’h ober tro al leur,
Tric’houec’h logodenn ouz he c’heul ;
Tric’houec’h logodenn hac eur raz,
Soudenn ho dô buhez ar c’hâz !
Couskit aze, ma mabic me,
Ken savo ’n heol en bec ar gwez.
Canet gant Mari Clech, en Loguivy-Plougraz.
— ann 11 a viz duf 1863.
Bin baon cloho !
Marv ê Jego,
Gant re govad goadegenno,
Hac interret en toul ar pri,
Hac êt he bennic gant ar c’hi.
Eat ê Mari war he lerc’h,
Gant eur vichenn bara minus kerc’h :
— Deuit d’ar gêr, kiès keaz,
Dalit bara, dalit leas,
List he benn gant Jogo geas.
Seiz torz vara hen doa debret,
Hac eur vanniad bara draillet,
Hac eur podad leaz caoulet,
Hac eur vichenn bara kerc’h,
C’hoas e selle war he lerc’h,
C’hoas a lâre Jego moan
N’hon devoa ket bet he goan !…
Heman ê ar prad,
A oa peuret gant ar c’had.
Heman redas,
Heman dapas,
Heman gignas,
Heman debras,
Heman ’r bizic bihan cam,
N’hen devoa bet tamm,
A oa èt d’ar gêr, da lâret d’he vamm.
Ho ! Ho ! marc’hic bihan gwenn,
Cass Pierric d’an oferenn !
Ho ! Ho ! marc’hic bihan griz,
Cass Pierric d’an ilis !
Ho ! Ho ! marc’hic bihan glaz,
Cass Pierric da wallas !
Fanchon Briant. — Plourio.
Ar iaric, ar iaric,
Pe-lec’h e-man he zi ?
— ’N eur gampric, ’n eur gampric ;
Alc’houéet ê war-n-hi.
— Mes me a dro,
Hac a zistro,
Ken am ô cât tri ;
Heman pe hennont deï ganin !
Mac’harit Fejer. — Plourio.
Maout ar Gô ha maout ar Gall,
Oa ’n em dourtet en dé -all,
Hac a lare maout ar Gô :
« Maout ar Gall a-fad a scô ! »
Ha ma lare maout ar Gall :
« Maout ar Gô zo tourter fall ! »
Ar Braz. — Penvénan.
Dip ha dip, ha doup ha doup,
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma c’hi o tibunin ;
Met gwiader na vanc d’in.
— Gwiadéric traon ar woaz,
Deuit da vet-on warc’hoaz,
Da ober dillad d’am c’haz ;
Ha ma c’hi c’hommo en noaz.
Guillemette Plassart. — Er C’hloastr.
(Finistère).
Dip ha Dipa, Dipadoup !
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma iar o néa zéï,
Ha ma c’hog o cana dehi ;
Ann houidi dorn eus dorn
O cas toaz d’ann tiforn ;
Hac al louarn war leïnn ann ti,
Oc’h ober ul lez d’ar gwaï.
Pater noster dibidoup,
’Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma c’hi war leïnn an ti’
’C’h aoza boued d’ann houïdi ;
Ann houïdi dorn euz dorn
O cass ann toaz d’ann tiforn,
Ha ma mamm war greiz ann hent,
O crial forz war he dent ;
Ma zad coz, en tâl an tan,
’C’houll para a vô da goan :
Yod ed-du
ha bac’hado an daou du,
Yod minus kerc’h
Ha bac’hado war he lerc’h.
Ar C’harvec coz o vont d’he leïnn,
Eur c’hoz tramaillo war he geïnn,
Eur votes-coat euz toul he rêr,
D’ober d’ezhan hasta caër.
Itron Varia Coatnévélé,
Crampoes gwiniz ha jufféré,
Da viz mai, avalo glaz :
’N’hini oar a lâro c’hoaz.
Tamtibidoujen, tamtibidei,
Ar C’harvec coz zo paotr anehi !
Canet gant Mari Feutren
Kerbors, 1888.
Bioc’hic Doue, tolt ho goad, [2]
Pe me ho tolo dreist ar c’hoad,
Da glasc ho mamm hac ho tad :
Maint duhont, costez ar bod,
Ho daouarn gant-ho en ho god,
Prest da vervel gant ann anoued ;
E-maint duhont, costez al lenn,
Ha gant-ho peb a walic wenn.
Loudenn penn gwenn,
Du, du, dual,
O tont euz a goat Moial.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar c’hleïer o sono,
Ho rochedo o c’hoado,
Ho c’hlezeier torret,
Ho rochedo goadet.
Eiz eujenn ha million,
Oc’h arad war ann andon ;
Seiz de ha seiz loar,
Seiz tol-troad digant he c’hoar ;
Peder igolenn,
Ter gentifarinn (?)
Diou rodenn ar vilinn.
Cân, cân, cân, rân,
Ar gaera a daouzec rân
A gement oufenn breman.
Canet gant Herri Olier, en Kerdonnarz
Scaër, miz duf. 1868.
Me ’m oa bet eur bichic bihan, ha n’hen doa nemet tri miz ;
Hac hen cassas d’ann davarnic, hac é varvas gant langiz.
Ann nozvez ma oa bet marvet, a difrette tu ha tu ;
— « Souchet aze, bichic bihan, pe m’ho tôlo el ludu. »
Bichic bihan a zeplore, a c’houlle soulajamant :
— « Ma carjac’h ma béza maget, me ’m boa grêt eul lônic coant !
« Ouspenn ma oun coant ma hunan, me ’mije bet kijer gwenn,
« Na da chasseal ar rac’hed, ha da baca logodenn ! »
Canet gant Mari Louis Ar Gô.
Locmaria-Kemper.
Me ’m eus eur c’hazic bihan rouz
Ha na re ket nemeur a drouz. [3]
— Gant he dent a wigouro [4],
Jardi vilgo,
Calz a joa
Wigoura !
Me raïo gant he zaoulagad
Eul lunédo da berson Prat : [5]
Me a raïo gant he geïn
Eur c’har da charréad meïn ;
Me raïo gant he galon
Eur music da rei d’ann itron ;
Me raïo gant he eskern
Pemp cant bulzun ’wit ar stern ;
Me raï’ gant he vouëllo
N’ toullad mad a rubano,
Me raï’ gant he dreid a-dren
Eur skeul da bignal en env ;
Me raï’ gant he dreid araoc
Eur vaz iod hag eur vaz ribot ;
Me raïo gant he groc’henn
Bonet d’lacad war ma fenn ;
Me a raïo gant he deod
Eur falzic da droc’han ieot ;
Me a raïo gant he gof
Eul louar da voeta moc’h ;
Me raï gant he diou scouarn
Eur billic hac eur pot-houarn ;
Me a raïo gant he lost
Scubelen da fouetta tost,
Pôlic ar C’halvez, Trévou.
Ficha, ficha logodenn,
Er bod, er bod,
Ficha, ficha logodenn
Er voudenn !
War he c’hof ha war he c’heïnn
Er bod, er bod,
War he c’hof ha war he c’heïnn
Er bod dreïnn !
War he zreid ha war he fenn,
Er bod, er bod,
War he zreid ha war he fenn,
Er voudenn !
Ober a ra calz a dreïnn,
Er bod, er bod ;
Ober a ra calz a dreïnn
Er bod dreïnn !
Tapet a vô gant ar c’haz,
Er bod, er bod,
Tapet a vô gant ar c’haz
Er bod glaz !
Gant ar c’haz a vô tapet,
Er bod, er bod ;
Gant ar c’haz a vô tapet,
Mar n’ dec’h ket !
Jannet Plassart. — Montroules.
Pater noster debidoré,
Marw ê kiès ar Baloré,
Kement kiès ’zo ’r parlamant
’Zo bet hol en interramant,
Nemet kiès Iann ar Gô,
Honnes n’ê ket bet wardro,
Ha kiès ar Chevalier,
A deus torret he gouzouc,
O lampad dreist eur scalier.
Eur c’hadic, diou c’hadic, ter c’hadic rouz
A oa en noz-man er bern plouz ;
Warc’hoaz da noz refont arre,
Mar gallan, me dapo anhé.
Eur c’hadic, diou c’hadic, ter c’hadic wenn
A oa en noz-man er bern foenn ;
Warc’hoaz da noz vefont arre,
Mar gallan, me dapo anhé.
Ha goude, eur c’hadic griz, hac eur c’hadic duf, hac eur
c’hadic melenn etc. a ve canet d’ar vugale vihan, oc’h ober d’hé
lammad war bennou-daoulinn ar c’haner.
O va Doue binniget,
Pebeus torrad laboused !
Naontec vi em boa laket,
Ugent labouz ’meus cavet !
Ma c’hi ha ma c’haz, a oa dimét dec’h ;
Calz a dud a fesson a oa war al lec’h :
Souric ha Mouric, marquis ann Tremeur,
Ha calz a liboudenno a oa deut da heul.
Me n’am eus nemet eur blanc,
Setu eno ma hol arc’hant ;
Comerret me pe lezet me ;
Setu eno ma hol danvé.
Ma douz coant, ho pedi a ran
D’ober eur bale vel ma ran,
Ma botou ’zo toul ma lezrou ’zo fall,
N’am eus ket arc’hant da gaout reou-all.
Me zavo eun ti war ar mes — la, la !
Hac a vo toët gant crampoès ;
Leurenn ma zi uo fritet — la, la !
Hac he vogerio lèz caoulet.
Ma zreusto a vo cass-muzo — la, la !
A vo lambruchet gant pâto.
Eur passe-pié newe zo deut a Werrand,
Hag an hini ’n graïo renco beza coant ;
Eur passe-pié newe, eur passe-pié plén,
Hac an hini ’n graïo renco beza den.
Warléné, gant ar c’huignaoua — la, la!
Me ’m boa eur vestres ar c’hoanta.
he bleo, evel alumettès, — la, la !
A zo el liou dear chiffretès.
Eun daoulagad '’o en he fenn — la, la !
’Vel eur bern coc’h en eul létern;
War he daouarn ’zo ivino — la, la !
Evel casketten eun ôtro ;
Dantet caer ec’h é ma mestres — la, la !
He dent zo keit ha percho piz :
Darn ’zo hirroc’h, darn ’zo berroc’h, — la, la!
Ar ré verra keit ha ma biz.
N. M. A. Braz.
Penvénan.
— Leret-hu d’in, Annaïc, pe-lec’h ez oc’h-hu bet ?
Wirlan ! — pe-lec’h ez oc’h-hu bet ?
— Nac en ti ar guiader, hac o steui ma neud,
Wirlan ! — hac o steui ma neud.
— Leret-hu d’in, Annaïc, ped gwalen ’c’h eus steuet ?
Wirlan ! — ped gwalen ’c’h eus steuet ?
— Ha na vanc nemet trizec da vont da bevarzec,
Wirlan ! — da vont da bevarzec.
— Leret-hu d’in, Annaïc, petra a vezo gret,
Wirlan ! — petra vezo gret
Gant ar picolen gwiad, pa vezo dispennet,
Wirlan ! — pa vezo dispennet ?
— Nac eun inviz d’an ozac’h, hac eur roched d’ar wreg,
Wirlan ! — hac eur roched d’ar wreg,
Hac eun tammic bezgolc’had, mar mân tammic a-bed,
Wirlan ! — mar mân tammic a-bed.
— Leret-hu d’in Annaïc, ha n’oc’h eus ket a geûn
Wirlan ! — ha n’oc’h eus ket a geûn,
O welet ho tiou gavric o peuri deuz ar c’hleûn,
Wirlan ! — o peuri deuz ar c’hleun ?
O welet ho tiou gavric, ho tiou danvadez-lès,
Wirlan ! — ho tiou danvadez-lès ?
En ti ho tad, Annaïc, a zo tric’huec’h buc’h-lès,
Wirlan ! — a zo tric’huec’h buc’h-lès !
— Me am eus pot ha pillic, neubeud a darbodou,
Wirlan ! — neubeud a darbodou,
Hac eur c’hantelour mélen, da zerc’hel ar goulou,
Wirlan ! — da zerc’hel ar goulou !
Mari-Anna Noan.
Duault.
Êt ê ma iaric er wéenn,
Landari !
Penos rin-me d’ezhi diskenn ?
Toudaritita, toudaritita, tra la la !
ritila, tra la la !
Skeï bruzun bara ’n plass ann ti,
Laret d’ar iar : piti ! piti !
Préparet ê ann oustillô
Da lâcad ar iar d’ar maro.
Ar iar, pa glewas he setans,
Zo êt e-mès, gant dilijans.
Allas ! a-bell na n’ê ket êt,
Er marchossi ê bet tapet.
Annaïc Huon, c’hui a pô
Mallos ann holl gigi ar vro,
Lacâd ann distruj war ar iêr
Lacâd ar viou da véza kér !
Mac’harit Scrignac.
Rosmapamon-Ferrost, 1886.
Me ’m oa bet eur bôles, ha n’am oa nemet hi ;
Et ê gant al louarn ! Brema n’am eus hini !
Et ê gant al louarn, diwar doullic ma dôr,
C’hoas am eus dienes rafe d’in disenor.
Me ’remerc Iann ar Ri ’hac ive Herodes,
Hac o choull digant-he : « n’ peuz ket gwelt ma foles? »
Ha me ’voutan ma fenn a-dreuz prennestr ar sâl,
O welet ma foles, en plass kêr o tansal.
Al louarn ’n he c’hichen, gant eur baner Flandrès,
A bér hac avalo ’régali ma foles.
Annette Tual,
Pempoul.
Me ’m oa eun davad penn-gornic ;
Pa oa ganin, oan pinvidic ;
Oh ! ia pinvidic mad !
Caon d’am davad !
Caon d’am davad penn-gornic,
Caon d’am davad !
Pa gassenn anezhi d’ar c’hoad,
E tagê tri bleiz ’n eur c’hrogad,
Hac ho mamm, hac ho zad,
Oh ! ia fad !
Pa gassenn ’n ezhi d’ar brugou,
E tigasse gouzill d’he c’hraou,
Ia, dec carad,
Ha re vad !
P’hi goroënn, deuz ar mintin,
Am bije tri leiz ar vassin,
Ter vassinad,
Ha re vad !
Pa hi goroënn, deuz ann noz,
Am bije amann, antro-noz,
Ia, dec podad,
Ha podadou mad !
Euz ar mintin pa staote,
Tric’houec’h milin a vâle,
Ha c’hoas, mar vije,
Ha mâla mad !
Gant ar gloan euz he daou goste,
Me a wiske ma bugale,
Oh ! ia fad !
Ho gwiske mad !
Gant eun tamm gloan a vec he lost,
Me roë eun habit d’ar provost,
Oh ! ia fad !
Eun habit vad !
Gant he lost ha gwalen he geïn,
Me raï eur c’har d’ charréad meïn,
Oh ! ia fad,
Hac eur c’har mad !
Caon d’am davad penn-gornic,
Caon d’am davad !
Canet gant Mari Daniel.
Duault.
Me am boa eur c’havric, eur c’havric coant,
Hec’h e bemde da beuri gwiniz ann Normand.
Arruas gant-hi ann Normand,
Ha daou pe dri serjant.
Hac hi cass ma c’havric d’ar prison, da Wengamp.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ma c’havric a oa finn, rez eur brom d’ar barner ;
Rez eur brom d’ar barner,
Eun all d’al lutanant.
Ma c’havr dronsas he lost, ’azeas war ar banc,
Ha seoas ho c’hornio en reor ar présidant.
Ma eas digant-hen daou liarded tacho,
Hac eur gwennegad lezr, da beselia he benso.
Canet gant eur messaër bihan, war Menez Bré,
ar chenta a viz Gwengolo, 1868.
Arru hanter ar miz,
D'ar reo da vont da c’hliz,
D’ar prajeïer da c’hlaza,
D’ann tossenno da rouza.
Ar bleiz da guitad ho loch,
Cass ganthan livr ha cartouren,
Ewit poéza he festigen.
Ar bleiz o lampad ’bars ar prad,
O wélet eno eur marc’h mad :
— Lar d’in pe ’z ont bouzar pe dall,
Pe didruez ouz ar re-all ?
— Me ê marc’h ar milino,
Portéer an holl zammo,
’Zo digasset aman ’wit ann noz,
Keit e-man an dud o repoz.
Me ’m eus eur c’horeden, c’hor deuz c’hor,
Hac a c’hor epad ar bloa,
Na diminui tamm na ra.
— Sao da droad eta, marc’h infam,
Ma welin en petra ’ch out cam !
Ar marc’h o sevel he droad cleiz,
O larc’h eur flipad gant ar bleiz !
— Aman, ’me ar bleiz, on tapet
O vont da veudeusin kezec !
Gwech-all, a oan meudeusin mad,
Ewit coz saout, coz kezec kignat...
Marc’harit Fulup, — 1886.
Selaouet holl ha solaouet
Eur zon a zo nevez zavet ;
A zo grêt da vestr Nicolas
Hen eus eur c’haz ’zo habil braz.
Hac an dienn, ive al lès,
Pere hen defe aliès,
Ho efan a ra manific ;
Na chomm netra warlerc’h Moutic.
Na pa ’z ia ar vatès d’ar c’hraou,
’Z ia ganthi he holl besseliou ;
Hac he c’hazic kerkent hac hi,
Da ober eun dans dira-z-hi,
Kement ma laca ar vatès
Da fota he fodadou lès :
Gant ar valiz ez ia en-hi,
Kerkent da diredec d’an ti.
— Eleal, ma mestr Nicolas,
Mar na garet jugi ho caz... !
Mar ga ar c’haz war ar banco,
War ho fass d’ec’h me a roïo ;
Ha mar cafan ’r c’haz gant al lès,
Holl vleo ho penn ’zeuio e-mès !
— Tawet, n’ret ket kement a drouz,
Rac ma Moutic na eo ket louz,
Ha ’wit-han na eo ket disket
Da dapoud logod pe razed,
Holl blijadures ann douar
Ve gwelet ma c’haz o tansal !... »
Keit ma oant gant ho c’homplimant,
E lammas ar c’haz war ar banc,
Ha da lacad he benn er pod,
Hac he lost bars al lès-ribot,
Hac o commans da lipad lès,
Pa na glewe ket ar vates.
— « Lapad-lapad ! eme ar c’haz,
D’am c’halon a ra eur vad vraz ! »
Gant ar valiz ez ia enn-hi,
E stlap ar c’haz war leur an ti.
Ar c’haz kes a chomm souezet,
O welt pebeuz lamm hen eus bet.
« — ’Loal, ’mezhi, Olier fredon,
Clasket ar zonerrien da zôn ;
Ha clasket c’hui ar bombarder,
Hac ann dud iaouanc euz a gêr,
Da zont d’ober eur zôn d’ar c’haz,
A zo chommet fatiket braz ! »
Pa gommans ann traou da dripal,
E commans ar c’haz da finwal ;
Hac hen ’vont gant réjouissans,
Hac o lammad en creiz ann dans.
Eun denjentil a dremenas,
Gant carriolen’ dre ’n hent braz ;
O welet ar faribolen,
Zeuas ’mes he garriolen ;
E-mès he garros a zeuas
Ewit dansal war ann hent braz.
— « ’Léal, ’mezhan mestr Nicolas,
Pogement ’gousto d’in ho caz?
Arc’hant ’walc’h am eus d’hen paëan,
Hac hen caved crenn a rencan.»
Hanter cant scoed, en arc’hant gwenn,
Eo gwerzet Moutic, dra serten.
Setu et Moutic da Baris ;
Na retorno ken war he c’hiz :
Hac an dud iaouanc contristet,
Hac ar zonerrien glac’haret !
Na oa blewen war al loen paour
Na dalveent hol eul louis aour ;
Na oa blewen war anezhan
Na oant mad hol da brofitan !
Canet gant Mari Duault.
Me ’m boa gwelet pevar forc’hel
O tansal en eur scudel.
Ar re-ze danse manific,
Met ar plas a oa bihanic
Baon biel, biel, biel ! baon biel a baon !
Ann deiz-all, o tremen eur gêr,
Me welis eno eun dra gaer :
Gwelet ar fubu o torna,
Hac ar c’helienn o tiblouza ;
Baon biel, etc.....
Eur c’haz oc’h ober tro al leur,
Peder logodenn euz he c’heul ;
Peder logodenn hac eur raz,
Soudenn ho dije buhez ’r c’haz.
Baon biel, etc.....
Hac eul logodenn hac eur raz
O tougenn teill war eur c’hravaz ;
Ma lâre ’l logodenn d’ar raz
Carga d’ezhi, e tougje c’hoaz.
Baon biel, etc.....
Me ’m eus gwelt peder logodenn,
Peb a doc houarn war ho fenn,
Peb a gleze euz ho c’hoste,
Hac hi o vonet d’ann arme.
Me a welis goude eur c’had,
Hac en he zreid eur boto coad,
Ha war he lerc’h al levrini,
Oant ket ’wit tapoud anezhi.
Baon biel etc.
Me ’m eus gwelet en Pontreo
Kigna kezec hac hi beo,
Hac ho c’hroc’henn bars ar marc’had,
Ho c’horf er parc o labourad.
Baon biel etc.
Me ’m eus gwelet eur gazec wenn,
En eul lannec ’cribad he fenn,
Gant-hi morzol da lac’ha laou,
Credit, me na laran gir gaou.
Baon biel, biel, biel, baon, biel abaon !
Canet gant Barba Tassel, — Plouaret 1886.
— Pater noster, Jann ;
— Pater noster, mamm, e-mé Jann.
— Ha dimezet oc’h, Jann ?
— Ia dimezêt awalc’h, dimêt da vates eur bêlec !
— O pegen gwaz, Jann !
— Gwaz abed, eme Jann, hi devoa parkigou,
Ha me am boa c’hadigou.
— O pegen gwell, Jann !
— Gwell a-bed, eme Jann, tri farcad kerc’h am boa
Hac a ies hol en drog.
— O pegen gwaz, Jann !
— Gwaz a-bed, eme Jann, tri forc’hellic am boa,
Hac am boa bewet gant-he.
— O pegen gwell, Jann !
— Gwell a-bed, eme Jann, o poac’had ar iot goadigennou,
E tewiz ma biz.
— O pegen gwaz, Jann !
— Gwaz a-bed, eme Jann ; ober a ris eur gest,
Hac a oe savet tri di.
O pegen gwell, Jann !
— Gwell a-bed, eme Jann ; o sevel ann diweza,
A oe bornet ma groeg.
O pegen gwaz, Jann !
— Gwaz a-bed, eme Jann, pa eo laret gant Doue :
« Gwell eo beza born eget dall ! »
Confiteor Deo, Deo,
Confiteor, digor d’in,
Calz am eus, calz a fell d’in :
Cant scoed digant Doue,
Hanter cant digant an Ele ;
Digant an Ele hanter cant,
Digant Sant Joseb, eur plac’h coant.
Me oar cuipa caoulet,
Guintra merc’hed ;
Mar zentfen ouz dom Jann ha dom Jakaz,
Me vefe paour evel eur raz,
Iafe dierc’hen da glasq ma boed,
C’houlfe bara, hep hen gonid.
Marguerite Philippe. 1886.
Etre Tassel hac he gog
’Zo savet eur gwall distog.
Diridon tralandirida !
Diridog tralandiridenno !
A zo savet eun ergu
Abalamour da iod it-du.
Laket oa ar iod er-meas,
Da c’hortos diskenn al leas.
Tassel a lavare d’he gôg :
— Paoues, camarad, euz ar iod.
— N’eo ket debri ar iod a ran,
Dibab ar polot anezhan ;
Dibab ar polot, gant ma bec,
Evit sevel enor da vroec.
Tassel a dap-croc ’n eur skillenn,
Da rei d’ar c’hôg war ho grippenn.
— Tor ec'h eus abalamour d’in,
’M eus grét meur a vad en ho ti ;
’M eus grêt meur a vad en ho ti,
Damesaad nao a ieresi ;
Damesaad nao a ieresi,
Clasket nezio d’hé da dovi...
Canet gant Marc’harid Fulup.
Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.
Mont ra en-dro ’n effnic cov-guenn,
Da ober en peb-lec’h pedenn.
Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.
— Deut peb-hini gant eun draïc,
Hac allas ! n’eo ket pinvidic,
Da eured etc..
— Me ielo, eme ar c’hilloc,
Hac a gâno caer, en a-raoc.
Da eured etc...
— Me ielo ive, ’me ar fra,
Hac a gasso ganen bara.
Da eured etc...
— Me ielo ive, me ’ar vrân,
Ha ’gasso ganen eur c’hef-tân.
Da eured etc...
— Me ielo ive, ’me ar big,
Ha gasso ganen eur pez kig.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, me ’r geginn,
Hac a gasso eur podad guinn.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ’r c’hefelec,
Hac a raïo coant ar bêlec.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar vioc’h,
Evit zicour da zon ar c’hloc’h.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar goucouc,
Gant ma tabourinn war ma chouc.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ann eostic,
Hac a gâno meur a zonic.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, eme ar scour (scoul),
Hac a ielo da gerc’had dour.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar voualc’h,
Hac arc’hant ganen, bars ma ialc’h.
Da eured etc.
— Me iel’ ive, eme ann drask,
Hac evit reï, a rinco clask.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ’r gazec-coat,
Ha ’gasso ganen eur bec’h coat.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar sparfel,
Assemblès gant ann durzunel.
Da eured etc..
— Me iel’ ive, ’ma ’n alc’hueder,
Hac a gâno a-uz d’ar ster.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar pabor,
Hac a gano etal ann nor.
Da eured etc..
— Me iel’ ive, ’me ’r gwennili,
Hac a gano war leinn ann ti.
Da eured etc...
— Ha me ive, ’me ar penglaou,
Hac ann dred a ielo hon daou.
Da eured etc...
— Me ive, eme ar pintic,
A ielo gant ann houpperic.
Da eured etc..
Ann hol effned a em gavas,
N’oa nemet unan na zeuas.
Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.
Canet gant Guillemet Plassart, euz ar C’hloastr,
en Montroulés, en miz Genveur, 1877.
Eur wez a oa eur C’hog iaouanc hac eur Bolès, hac a oa fichet coant, da vont da eun devès ; ha pa oant erru e kichenn eur poul, a weljont eno eur wezenn aval, hac eun aval ruz ebars. — Hi ! eme ar Bolès, kers da vouit d’in ann aval ruz. — N’an ket, eme ar C’hog, rac ma zroadic coant [6] a gouezfe er poul, hac a vefe mastaret. — Na reï ket ! Na reï ket ! kers da vouit d’in ann aval ruz. — Hac ar C’hog da vont er wezenn, ha da hija. — Couezet ê ann aval ? — N’eo ket C’hoas. — Hac hen da hijan adarre, hac ann aval ruz da goueza. Met pa oa ann aval o coueza, oa ive troadic coant ar C’hog o coueza er poul. — Lâret mad em boa d’id, Polès ! Kers brema da glasc Caul, da dorcha d’in ma zroadic coant, mastaret epoul.
— Caul, deus da dorcha troadic coant ar c’hog, a zo coue- zet er poul. — N’an ket, eme caul. — Ma ! me ’c’h a da glasc gavr d’as debri. — Ma ! kers eta.
— Gavr, deus da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar c’hog, a zo couezet er poul.
— N’an ket, eme ar C’havr. — Ma ! me ’c’h a da glasc Bleiz
d’as debri. — Ma ! kers eta.
— Bleiz, deus da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo Couezet er poul. — N’an ket, eme Bleiz. — Ma ! me ’c’h a da glasc Fusul d’as lac’ha. — Ma ! kers eta.
— Fusul, deus da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorchan troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme ar Fusul. — Ma ! me ’c’h a da glasc Tan d’as poaza. — Ma ! kers eta.
— Tan, deus da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Tan. — Ma ! me ’c’h a da glasc Dour d’as lac’ha. — Ma! Kers eta.
— Dour, deus da laza Tan ; Tan na deu ket da boaza Fu- sul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Dour. — Ma ! me ’c’h a da glasc Eujenn d’as eva. — Ma ! Kers eta.
— Eujenn, deus da eva Dour ; Dour na deut ket da lac’ha
Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da
lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu
ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant
ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket eme Eujenn. —
Ma ! me ’c’h a da glasc Louan d’as staga. — Ma ! Kers eta.
— Louan, deuss da staga Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Louan. — Ma ! me ’c’h a da glask Lard d’as larda. — Ma ! Kers eta.
— Lard, deus da larda Louan ; Louan na deu ket da staga Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu kel da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet et poul. — N’an ket, eme Lard. — Ma ! me ’c’h a da glask Logodenn d’as debri. — Ma ! Kers eta.
— Logodenn, deus da debri Lard ; Lard na deu ket da Larda Louan ; Louan na deu ket da staga Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Logodenn. — Ma! me ’c’h a da glask Câz d’as debri. — Ma ! Kers eta.
— Câz, deus da debri Logodenn ; Logodenn na deu ket da
debri Lard ; Lard na deu ket da larda Louan ; Louan na deu
ket da stagan Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour
na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ;
Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri
Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da
dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — Ma !
eme ar C’haz, me hec’h a.
Ha Caz da vont da Logodenn ;
Logodenn da Lard ;
Lard da Louan ;
Louan da Eujenn ;
Eujenn da Dour ;
Dour da Tan ;
Tan da Fusul ;
Fusul da Bleiz ;
Bleiz da Gavr ;
Gavr da Caul ;
Ha Caul da dorcha troadic coant ar C’hog,
A oa couezet er poul.
Joseph Ar Raher. — Duault.
Me am eus eur parc.
Caera da barc !
War ar parc ’zo eur c’hleuz.
Caera da gleuz !
Ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
War ma c’hleuz ’zo couezet eur vezenn,
Diouz begic eur goulmic wenn.
Caera da vezenn !
Ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac
ar parc a zo d’in.
War ar wezenn ’zo savet eun dervenn.
Caera da dervenn !
Ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz,
ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
War ann dervenn zo eur branc.
Caera da vranc !
Ar branc zo war ann dervenn, ann dervenn ’zo war ar ve-
zenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc,
hac ar parc a zo d’in.
War ar branc a zo eun neiz !
Carea da neiz !
Ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war ann dervenn,
ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz,
ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
War ann neiz ’zo eur vi.
Caera da vi !
Ar vi ’zo war ann neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc
’zo war ann dervenn, ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar ve-
zenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc
a zo d’in.
War ar vi ’zo eun einic.
Caera da einic !
Ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war ann neiz, ann neiz ’zo
war ar branc, ar branc ’zo war ann dervenn, ann dervenn ’zo
war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war
ar parc, hac ar parc a zo d’in.
War ann einic ’zo eur bluenn.
Caera da bluenn !
Ar bluenn ’zo war ann einic, ann einic ’zo war a vi, ar vi ’zo
war ann neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war ann
dervenn, ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn zo war ar
c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, ’hac ar parc a zo d’in.
War ar bluenn ’zo eul leanès.
Caera leanès !
Al leanès ’zo war ar bluenn, ar bluenn ’zo war ann einic,
ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war ann neiz, ann neiz ’zo war
ar branc, ar branc ’zo war ann dervenn, ann dervenn ’zo war ar
vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc,
hac ar parc a zo d’in.
War al leanès a zo eur manac’h.
Caera da vanac’h !
Ar manac’h ’zo war al leanès, al leanès ’zo war ar bluenn, ar
bluenn ’zo war ann einic, ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war
ann neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war ann dervenn
, ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar
c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
War al leandi 'zo eun tour,
Caera du dour !
Ann tour ’zo war al leandi, al leandi ’zo war ar manac’h, ar
manac’h ’zo war al leanès, al leanès ’zo war ar bluenn, ar
bluenn ’zo war ann einic, ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war
ann neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war unn dervenn, ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar
c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
War ann tour ’zo eur groaz.
Caera da groaz !
Ar groaz ’zo war ann tour, ann tour zo war al leandi, al
leandi ’zo war ar manac’h, ar manac’h ’zo war al leanès, al
leanès ’zo war ar bluenn, ur bluenn ’zo war ann einic, ann
einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war ann neiz, ann neiz ’zo war ar
branc, ar branc ’zo war ann dervenn, ann dervenn ’zo war ar
vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc,
hac ar parc a zo d’in.
War ar groaz ’zo eur c’hog.
Caera da gog !
Ar c’hog ’zo war ar groaz, ar groaz ’zo war ann tour, ann
tour ’zo war al leandi, al leandi ’zo war ar manac’h, ar manac’h ’zo war al leanès, al leanès ’zo war ar bluenn, ar bluenn
’zo war ann einic, ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war ann
neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war unn dervenn,
unn dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar
c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
Hac hol ez int d’in !
Lâret gant Visant Coat,
en Montroulés, 1876.
Nin’ zibluo bec al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin zibluo lagad cleiz al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he lagad cleiz hac he vec,
Nin hen zibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo lagad dahou al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec,
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo scouarn gleiz al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo ho scouarn gleiz, lie lagad dohou, lie lagad cleiz, he vec,
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo scouarn dehou al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he scouarn dehou, he scouarn cleiz, he lagad dehou,
he lagad cleiz, he vec,
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo penn al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he benn, he scouarn dehou, he scouarn cleiz, he
lagad dehou, he lagad cleiz, he vec,
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo gouc al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo ho c’houc, he benn, he scouarn dehou, he scouarn
cleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec,
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo bruchet al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin zibluo he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn dehou,
he scouarn cleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec.
Nin hen zibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo keinn al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin zibluo he geinn, he vruchet, he c’houc, he benn, he
scouarn dehou, he scouarn cleiz, he lagad dehou, he lagad
cleiz, he vec.
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo cov al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin zibluo he geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he benn,
he scouarn dehou, he scouarn cleiz, he lagad dehou, he la-
gad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo askell gleiz al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he
c’houc, he benn, he scouarn dehou, he scouarn cleiz, he
lagad dehou, he lagad cleiz, he vec.
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo askell dehou al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin zibluo he askell dehou, he askell gleiz, he geinn, he gov,
he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn dehou, he
scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin 'zibluo feskenn gleiz al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he feskenn gleiz, he askell dehou, he askell gleiz,
he geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn
dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he
vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo feskenn dehou al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell dehou,
he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he
c’houc, he benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he lagad
dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo morzed cleiz al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he vorzed cleiz, he feskenn dehou, he feskenn
gleiz, he askell dehou, he askell gleiz, he geinn, he gov,
he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn dehou, he
scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo morzed dehou al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he feskenn
dehou, he feskenn gleiz, he askell dehou, he askell gleiz, he
geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn
dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he
vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo gar gleiz al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he c’har gleiz, he vorzed dehou, he vorzed cleiz,
he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell dehou, he
askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he
benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou,
he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed,
Nin ’zibluo gar dehou al Laouenanic,
Rac honès a zo bihanic. (bis.)
Nin zibluo he c’har dehou, he c’har gleiz, he vorzed dehou, he
vorzed cleiz, he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell
dehou, he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he
c’houc, he benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he
lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo troad cleiz al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he droad cleiz he c’har dehou, he c’har gleiz, he
vorzed dehou, he vorzed cleiz, he feskenn dehou, he feskenn
gleiz, he askell dehou, he askell gleiz, he geinn, he gov,
he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn dehou, he
scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen zibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo troad dehou al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he droad dehou, he droad cleiz, he c’har dehou,
he c’har gleiz, he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he feskenn
dehou, he feskenn gleiz, he askell dehou, he askell gleiz, he
geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn
dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he
vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin zibluo meud troad cleiz al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic, (bis.)
Nin ’zibluo meud he droad cleiz, he droad dehou, ee droad
cleiz, he cehar dehou, he cehar gleiz, he vorzed dehou, he
vorzed cleiz, he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell
dehou, he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he
c’houc, he benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he
lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
Nin ’zibluo meud troad dehou al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo meud he droad dehou, meud he droad cleiz, he
droad dehou, he droad cleiz, he c’har dehou, he c’har gleiz,
he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he feskenn dehou, he fes-
kenn gleiz, he askell dehou, he askell gleiz, he geinn, he
gov, he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn dehou, he
scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.
(Evit diverra, bremann e tibluer, ann eil goude egile, hol
bizied hac hol ivino he daou droad.)
Nin ’zibluo lost al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he lost, ivinou he vizied, he vizied, meud he droad
dehou, meud he droad cleiz, he droad dehou, he droad cleiz,
he c’har dehou, he c’har gleiz, he vorzed dehou, he vorzed
cleiz, he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell dehou,
he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he
benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou,
he lagad cleiz, he vec ;
Hen dibluet hon eus hed-ha-hed !
Canet Gant Guillemette Plassart, euz ar Chloastr,
(Finistère). — décembre 1876.
Ar voualc’h hen eus collet he vec.
Penaoz c’hallo ar voualc’h oanan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He deod, he vec?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He lagad cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec.
Ar voualc’h hen eus collet ;
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he c’houc.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad
cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad
dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He geinn, he askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, hebenn,
he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He geinn, he gov, he askell dehou, he askell gleiz, he c’houc,
he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
he vozed cleiz.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He vorzed cleiz, he geinn, he gov, he askell dehou, he askell
gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz,
he deod, he vec?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
he vorzed cleiz, he vorzed dehou.
Penaoz c’hallo ur voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He vorzed dehou, he vorzed cleiz, he gov, he geinn, he askell
dehou, he askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou,
he lagad cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He c’hlinn gleiz, he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he gov, he
geinn, he askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, he
benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz, he c’hlinn
dehou.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He c’hlinn dehou, he c’hlinn gleiz, he vorzed dehou, he vorzed
cleiz, he gov, he geinn, he askell dehou, he askell gleiz,
he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he
deod, he vec ?
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz, he
c’hlinn dehou, biz-meud he droad cleiz.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
Biz-meud he droad cleiz, he c’hlinn dehou, he c’hlinn gleiz,
he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he gov, he geinn, he
askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad
dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec?
(Laret evel-se evit hol bizied hac ivinou he daou droad, ann eil goude egile,)
Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz, he c’hlinn
dehou, biz-meud he droad cleiz, he lost.
Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He lost, biz-meud he droad cleiz, biz-meud he droad
dehou, he c’hlinn dehou, he c’hlinn gleiz, he vorzed dehou,
he vorzed cleiz, he gov, he geinn, he askell dehou, he as-
kell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad
cleiz, he deod, he vec?
Canet gant Marc’harit Fulup. — Plouaret, 1873
— Lavar d’in petra eo unan ?
— Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo daou ?
— Daou destamant.
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo tri ?
— Tri Ferson ann Drindet ;
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Pelra eo pevar ?
— Pevar Avieller;
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo pemp ?
— Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo c’huec’h ?
— C’huec’h podad gwinn,
En Cana Gallilé,
Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo seiz ?
— Seiz Sacramant,
C’huec’h podad gwinn,
En Cana Gallilé,
Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Pelra eo eiz ?
— Eiz evurusted,
Seiz Sacramant,
C’huec’h podad gwinn,
En Cana Gallilé,
Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo nao ?
— Nao Arc’hel,
Eiz evurusted,
Seiz Sacramant,
C’huec’h podad gwinn,
En Cana Gallilé,
Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini ’zo en nef.
— Petra eo dec ?
— Dec Gourc’hemenn,
Nao Arc’hel,
Eiz evurusted,
Seiz Sacramant,
C’huec’h podad gwinn,
En Cana Gallilé,
Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo eunnec ?
— Eunnec Profet,
Dec Gourc’hemenn,
Nao Arc’hel,
Eiz evurusted,
Seiz Sacramant,
C’huec’h podad gwinn,
En Cana Gallilé,
Pemp bara ann désert,
Pevar Avieller,
Tri Ferson ann Drindet,
Daou destamant,
Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo daouzec ?
— Daouzec Abostol,
Eunnec Profet,
- ↑ Fazi moulañ. Ret eo lenn :
Toutouic la la, va mabic,
Toutouic la la.
(Notenn gant Wikimammenn). - ↑ Var : C’huilic Doue, tol da voad.
- ↑ Var : hac a zo tignouz ha picouz
- ↑ Gwigoura, c’est grincer, à la façon d’un essieu mal graissé.
- ↑ On ajoute quelquefois :
Me a raïo gant he fri
Eur c’huistellic da Herri ;
Me a raïo gant he dent
Eur porrastel war ann hent.
Me raï gant he bewar droad
Péder vaz da daboulinad. - ↑ Var : — Ma zroadic arc’hant.