Implijer:Gwendal/Brouilhed

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Siziimfl année Chuotfhved Blavfli Mars-Avrll 1005 Mours-Ebrel 1005 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE SOMMAIRE 1. Konferansou an Aotrou J. Quéré................ 33 2. Etude hislorique sur les Cantiques bretons... 38 3. Apergu historique sur VEtat de la Religion dans le pays de Galles depuis la réforme jusqu’â nosjours (suite).................................... 41 4. Essai de Grammaire bretonne..........! . . . 45 5. Diviz etre eur vam kag he bugel divar benn ar Vo&h-ruz pe labousik hor Zalver............ 48 6 Harzerezed Josselin............................ 49 7. An Aotrou Keriolet............................. 56 8. Divar benn ar Brezoneg......................... 63 Eonferanson ao Aoirou J. QUÉRÉ CHUECHVED HA NAVET GOURCHEMENN ILubric na vezi ket ive Nag a gorf nag a volonte. Non mcechaderis l Na c>hoanta dre luxur pec’hi ( Nag e sonj vil n’en em bliji. Red eo respeti : Doue, Hano Doue, Tad, mamm, crouadur, Buez ho nessa. Red eo ouspen en em respeti hon-unan. Doue pa reas ac’hanomp hor c’hrouas eryez he bortret he imaj d’ezhan he-unan. Arabad eta na distruja na sklabeza ar portret-ze ennomp hon-unan. Daou dra, dreist ar re all, a ra d’eomp coll ar respet dleet d’eomp hon-unan : al luxur hag ar vesventi. Sonjomp mad : Ar pec’het, n’eus fors pehini, a zo, atao, eur merc a zempladurez. Pec’hi zo disken, zo kueza, pe en em izellaat. OglC — 35 — e ro neubeut; da lod ne ro netra. Gouzout mad a ra petra en deus da ober. En deis da zont e velimp hon-unan e ra pep tra evit ar guella. Ar binvidigez ne vez ket atao stag outhi eürusded : ar baourentez a vez aliez ar guir leve- nez d*he heul. Ha hent all ma vemp oll ker pinvidik ha ker pinvidik e ve ken otus an eil hag egile. Ha kaer zo hon deus izom an eil deus egile : ar pinvidik deus ar paour, ar paour deus ar pinvidik. Maes eun dra ’ zo hag a zell ous peb den : red eo lezel he dra gant pep hini. Al laêr a vezo prennet outhan dor ar barados : neque fures, regnum Dei possidebunt. Hogen al laér zo evel ar skoul: diouaskel da baka he breis^daou bao d’henderc’hel, becdbendiskolpa. Elvese ive al laêr a c’hell, e teir fceson terri gourc’hemen an aotrou Doue ha noazout d’he nessa en he vadou : 1° O kemeret heb guir ar pez a zo dfar re all; 2° O terc’hel heb guir ar pez zo d’an nessa ; 3° Oc’h ober coll d’an nessa en he zanvez. Eur ger divar-henn ar ranana èud-man I Al laêr a gemer. Dalc’homp deomp ar pes zo deomp. Maes lezomp ive he dra gant pep unan. Kemeret heb guir mad hon nessa zo atao pec’het, pec’het bihan pe pec’het bras ervez ar pez a gemerer pe stad an den a laêrer. Reolien gulr atao !• Eur pec’het marvel eo, kemeret divar goust unan ar pes a ve avoallac’h evit he zispign pemdeziec ; 2° Pa rer laêronsiou bihan gant ar zonj da zastum abars ar fin eul laêronsi bras, neuze ha pa na ve ket zoken ar zonj-se, pa vez dastumet eur zom bras al laèronsi zo bras : Eun neuden Na grougo den, Mses cant neuden A ra corden. Madou deut dre ’n hent cam A vihana tam ha tam Hag eul laèr mar marv pinvidic A lez bugale reuzeudlc Digitized by GoOglC — 36 — Rag, atao, malloz Doue A gouez varnhan pe var he re Heb counta clioas ar beacli pounner A zougo dirag ar barner. Coulscoude, stanc eo ar re a laêr. Beza zeus anezho a bep seurt liou, a bep seurt ment, a bep seurt stad. Pet guech na lavaromp ket: neus mui na feis, na vad, na coustians, na lealded. Faos, oar deut daveza ’vel andour red. Hag e guirionez, laêronsi zo a bep tu. Ar pinvidic avechou a laêr poan ar paour. Ar paour aliez a laêr an aluzen. Ar marc’hadour a laér ar prener. Poueziou faos, aliez: Grouan etouez an ed: — ed brao var gorre, ed lous e fons ar zac’h, — kordennou koat, neiziou logod e creis. — An toer mein a lavar : Laér eo ar guerzer ma kemer en tu all d’ar pris merket: — Laér an devezour a labour fall. II Al laêr a nac’h a zo ker fall hag ar re all: me ne dan ket da laêres, maes me gav var an hent; gouzout a ran da biou eo ar pez e meuz kavet. Neuz fors me hen dalc h: Laêr oun. — Prestet zo din : neus skrid ebet, me nac’h : Laér oun. Laêrez eo ive, c’hoas, ober coll d’an nessa heb guir: Laza loaned, troc’ha guez, rei goal aliou, ober eur vicher heb he anaout. Al laêron, evel maveler, zo stank. Stankoe’h vent c’hoas pa na veffe d’ar pez zo merket en diskan-ma : Te zo re skanv, m’her goar ervad, Mes pa verzan. te zo mad. Te re bounner, mses da brena Te * zigas din ar zam brassa. Te jomo, te ne jomi ket Ne lakin ennhout tach ebed. An oll a oar an diskan-ma : Ar miliner, laér ar bleut A zo daonet beteg he veud Hag he veud zo an daoneta Rag ma za er zac’h da genta. III Micher al laôr a ve tentus Ma ve ganthi peoc*ñ padus. — 3 7 — Ar peoc’h ganthi ’n hini vank Rag pik pe vran divar ar brank A glev, a vel hag a ziskuil... Eur vicher eo leun a drubuil. Archerien zo. — Prizoniou zo ive hag an dud a gri hars allaêr. Ha pa naglev ket archerien ar bed-ma, archerien Doue a glev atao, a zo atao var zeuliou al laêr. Archer Doue eo prenv ar goustians. An dud a cfhell lavaret: Te zo den honest, archer Doue a respount: Te zo laêr. En deis, en noz e lavar : Laêr out, anavezet e vi abars ar fin. En deis, en nos e lavar: ar yuez zo berr, an eternite zohir hag en eternite barados hag ifern... Ifern evit al laèr, rag var dor ar barados eo skrivet: al laêr adrenv! Petra da ober pa vez laêret ? Evit beza pardounet, eo red restaol. Eas eo kemeret, raaes diaes eo restaol. Coulscoude, red eo dicfhaoui an nessa, pa vez laéret, pa vez dalc’het he beadra, pa vez great coll dfezhan. Red eo restaol : JVon remittitur pec- csLtum nisi restitusLtur ablatum. Caout glacfhar ne ket avoallacfh: Si res aliena dum reddi potest non redditur, pcenitentia non agitur. Red eo restaol : in re pe in voto. Kaout absolven heb an dra-ze ne dalvezo netra. Maes da biou restaol ? Dfar percfhen pe dfhe heri- tourien. Piou a dle restaol ? Kement hini en deus great gaou, kement hini en deus heritet da unan hag en doa dle. Ne heller lezel en heritaj gant he dud he-unan ar pez a vanker dfar re all. Beteg pegeit restaol ? — Restaol an dra hed ha hed. — Restaol ar vad deut d’he heul, digoll ar gaou great dre laêronsi. Pe da vare Testaol ? Ar cfhenta fr guella. Digareziou a ve clasket: ne ellan ket. — Avechou e ve guir. Red eo da vihana kaout bolontez vad, klask an tu da hellout restaol, kass atao ar pes a heller.... Me gasso va zud da baour!... Ia, marteze, sur zoken. Mces difennet eo ho finvidicaat gant madou ar re all. Guell brud vad gant paourentez Eget gual vrud da heul danvez. y GoOglC Etude historique sur les Cantiques bretons PREMIÈRE PARTIE. Chapitre V. — Reeueils de la 1" moltié du XIX* sièele I. Hent ar Baradoz, par Alaln Dumoulin (1805)U) Peu d’années après son retour de Bohème, où il émigra pendant la Révolution, Alain Dumoulin publia un petit livre de piété qu’il intitula Hent ar Baradoz. L’ouvrage a 3 parties, dont la prémière et la troisième en prose. La 26 partie se compose d’un petit recueil de 16 cantiques ayant pour titre général: Canticou spirituel composet gant ar memes Bwlec guinidic eus a barres Crozon. Parmi les cantiques, trois seulement méritent d’être spécialement signalés. 1° Guerz an Ifern : Disquennomp holl a speret, etc. D’après le titre général des cantiques, Guerz an Ifern serait Tceuvre d’A. Dumoulin. Si la donnée est exacte, Fauteur était fort jeune lorsqu’il fit cette composition, car on la trouve déjâ imprimée en 1767 (2). Or, k cette époque, il n’avait que 20 ans; 2° Cantic evit ar Mission eus a barres Crozon, e mis Even 1788. Dans ce cantique, on remarque trois strophes où sont exaltés les travaux apostoliques du P, Maunoir. Le Vén. avait prêché 4 missions dans la paroisse de Crozon (1654, 1666, 1671, 1682); 3° Cantic evit communion ar vugale : Me am eus hirio preparet. Le dialogue si touchant que nous offre ce cantique a été refondu et notablement abrégé dans le recueil de M. Guillou. II. — Ar c’houlennou hag ar responchou an importanta eus ar Chatechis nèvez, lequeat e Guers brezonnec, par M. Clérec, recteur de Camaret (1810). A Fépoque où parut ce manuel en vers de la doctrine chrétienne, le catéchisme en usageétait celui de TEmpire. (1) Né â Crozon en 1747 ; mort curé de la catbédrale de Quimper en 1811. (2) Cf. Feiz ha Breiz. Janv.-Février 1905, p. 13. — 39 — Al labousik, o labourat Var dro an tal a ioa leun c’hoad, A stokas outhan he vruched, Ha gant ar goad e oue ruziet. Neuze, Hor Zalver d’al labous A lavar gant eur vouezik dous : « Ra vo varnout ha var da ouenn » Bennoz Doue da virviken ! » Evnik benniget, te zo bet » Em c’henver truezuz meurbed ; » Rak-se fell d’in var da vantel » E chomfe merk va goad santel. » Ar bwgel. Nag hi zo kaer, o va mamm ger, Histor labousik Hor Zalver ; Santout a réan, o selaou, Va daoulagad leun a zaelou. Ar van. Daoust hag ato ouz ar voc’h-ruz E vo da galoun truezuz ? Peleac’h e kavo digemer, Pa zigouezo kriz an amzer ? Ar fcugel. Ato, va mamm, em bo truez Ouz ar voc’h-ruz en dienez, Ha pa rankfen, da rei deza, Dioueret lod euz va bara. E leac’h choum dindan an amzer, Er goanv, labous Hor Zalver Dispount a c’hello dont ama E korn an oaled da domma. Ar umm. Gant joa e velan, va bugel, Eo d’id talvezet ar gentel ; Desket ec’h euz gant ar voc h-ruz Kaout eur galoun drugarezuz. HARZEREZED JOSSELIN Epad ar goueliou kaer a zo bet great e Josselin (Mor- bihan) e miz du diveza (1904) en enor d’ar Verc’hez Vari konsevet heb pec’het, an Aotrou Falher, missioner, en euz komzet dirag ar bobl tud a oa eno, divar benn ar re A. M. D. G. — 50 — a hannver Harzerezed. Itron Yaria an Drein (pe an Dreinek), kurunet e Josselin er bloaz 1868 a zo brud anezhi e kement korn a zo er Morbihan; n’eo ket kouls- goude goall anavezet er Finistère, daoust m’e ma e kichen. Unan eo deuz ar 6uerc’hezed kurunet e Breiz- Izel, hag ar pardon braz a zo henvel beo deuz hini ar Folgoat. Imaj ar Verc’hez a vez dougct e procession hag ar paressiou tro var dro a ia di da bardona gant ho c’hroaziou hag ho banielou. An dud klanv hannvet Harzerezed (1) hag a vez pareet eno, o deuz sikouret kass a bell brud deuz Itron Varia an Drein. Betegen, eme an Aotrou Falher, den ebet, na medisin na tud all n’o deuz skrivet sklear aoualc’h divar benn ar c’hlenved burzuduz-man, ken anavezet er vro, koulsgoude e ve talvouduz hen ober, hag an testou n’e maint ket da glask, meur a hini a zo c’hoaz anezho, ha bep bloaz, kouls lavaret, e klever unan benag o c’harzal deiz ar pardon braz. A beleac’h e teu ar c’hlenved-se, a ra d’an dud harzal ? — D’an dra-man e kavan eaz respount, rak histor an Harzerezed n’eo ket goall goz, hag anavezet mad eo, n’e ma ket da veza lakeat etouez ar marvaillou pe gonchen- nou. Er bloaz 1666, eun tad a Urz Karmez, deuz kouent Josselin a skrivaz eul leorig bian : Al lysetouezandrein, evit rei d’anaout arburzudou achoarveze e Josselin,hag evit hentcha ar belerined a ie di da bardona. Ne lavar ger ebet divar benn an Harzerezed hag abalamour da ze e c’heller lavaret ne oa ket anezho c’hoaz. Er bloaz 1727, e miz du, ervez ma verk eur procès- verbal hag a zo c’hoaz etouez paperou koz iliz Josselin, tri bugel deuz Kamors, Pierre ar Pallec hag he ziou c’hoar, Michelle haLouise, oajet a eiz, c’huec’h ha daouzeg vloaz, a oue taget gant eur c’hlenved iskiz, ha ne anaveze den anezhan er chanton : « Koueza a reant d’an douar evel pa vijent semplet, ho ginou dtgOr hag en eur grial pe o c’harzal evel ma ra ar chass. An dra-man a bade (1) Lavaret e vez atao an Harzerezed, koulsgoude ar oazed ive o deuz ar c’hlenved-se, mes kalz muioc’h a verc"hed a zo eget a oazed. Breman ez euz ugent vloaz, eun ofiser a rea goap deuz an Harzerezed, ha kerkent e ouo taget gant ar c’hlenved. Digitized by GoOglC — 51 — div heur, hag etre an noz hag an deiz e kouezent avechou eiz pe nao guech. Pemp miz e chomjont er stad-se. Unan denz ar re a oa o chomm e kichen ti ar vugale- man, Yan ar Gal, a deuaz da bardona da Josselin hag a gasaz ganthan dour deuz ar feunteun, d’ar vugale. Ar re-man a evaz an dour ha kerkent ec’h easeaz d’ezho. Ar 25 a viz mae 1728 an tri bugel a deuazgantho c’herent da bardona ive. Kaset e ouent dirag Imaj santel ar Verc’hez, ha zoken douget e procession en dro d’an Iliz ha beteg ar feunteun. Chomm a rejont en oferen ha goude eur brocession all e leverjont ez oant pare evel pa n’o dije bet droug ebet morse. Setu aze ar re genta a zo bet skoet gant klenved an Harzerez. Ne anavezer hini all ebet araog d’ezho. Ar procès-verbal a zo eun test hag a verk sklear ne oa ket anavezet ar c’hlenved-ze araog 1728. Ar iec’hed o d’oa kavet bugale ar Palec e hars treid Itron Varia an Drein a oa ken burzuduz, ma teuaz kerkent an oll da gana meu- leudi d*ar Verc’hez Varï. Konseil ti kear hag arveleien en em glevaz, ar c*hleier a oue lakeat var vole, hag ar burzud skrivet raktal ha sinet gant kalz a dud. Kement- man a verk ez oa nevez ar pez a oa tremenet, ha penn histor ar Harzerezed eo famill ar Palec deuz Kamors ha devosion Ian ar Gal da Itron Varia an Drein. En hor bro, ar c’honchennou a ia peurvuia da heul an histor guirion. Pa zigouez eun drabenagburzuduz, e vez raktal guisket e kaer, rak an teodou a ia en dro. Hag evit ar c’hlenyed-man, abalaniour ma oa spountuz e oue Iavaret heb dale, e teuc aberz Doue evit kastiza eur pec*het benag. Setu aman penaoz eo bet troet an histor. Eun dervez ez oa kannerezed o oalc’hi var al lenn. An eiz a viz kerzu ez oa, deiz gouel ar Verc’hez konsevet heb pec*het. Ar c*hleier a zone gant levenez, ar bobl kristen a gerze d’an Iliz, ha merc’hed ar poull a gase ho c’holvaz en dro, en eur c’hoarzin, oc*h ober goap, ha zoken o laoskal goall bedennou : « Ia, ia, emezho, pedi c’hellont, ni on deuz ouspen pedi da ober. » Hag an teodou milliget ne ehanent ket. Eur baourez, o tremen neuze, a lavaraz d’ezho : « Perag e laoskit-hu goall gomzou evelse ? perag kaout abeg er re a ra mad ? » Ar c’hannerezed a ia droug ennho. « Piou, emezo, a zo bet o pedi ac’hanoc’h da zont d’ar zarmoun Digitized by GoOglC — 52 — d’eompni? It, kos klaskerezbara, it gant hoc’h hent, pez didalvez, ha roit peoc’h d’eomp. » Ho c’hounar a greske hag ar goall gomzou da heul, .hag hint da issa ho c’hi varlerc’h ar baourez. Ar c’hi a ieaz d’ezhi en eur harzal. Kerkent ar baourez a zistro varzu ennho gant eun doare rust meurbet, an truillou a gouez divar he diskouaz hag hi kaer en eun taol, ha skeduz evel unan benag deut deuz an Env. « Ar Verc’hez Vari ! ar Verc’hez Vari ! » a lavar ncuze ar merc’hed, spountet oll. « Ia, merc’hed divergont, me eo ar Verc’hez Vari, goall disprijet ganeoc’h ; hag abalamour ma ’z eo ken kaledet ho kalon, c’houi a harzo hiviziken, c’houi hag ho merc hed, evel ar c’hi-man oc’h euz isset varnon.» Setu aze ar gontaden, n’em euz ket da boueza evit lavaret n’eo ket an histor guirion. Ar pez a garfen gouzout eo: a beleac’h e teu. Ne gredan ket e ve deuz Josselin, rak tud parrez Josselin n’o deuz morse harzet. Lod a lavar eo e Bignan, ar c’hanton tosta, eo bet savet an histor, hag ez eo ’n em ziskouezet ar Verc’hez d’ar merc’hed difeiz a laboure da c’houel ar Verc’hez kon- sevet heb pec’het. A dra zur n’eo nag e Bignan nag el leac’h all, mes an historiou a ia atao en dro. Meur a hini deuz ar re a zoouz vazelaou odeuzmarvad guelet tud, klanv gant klenved ar Verc’hez. Evit ar re n o deffe ket guelet, e lakean aman ar pez a lavar an Aotrou Jeannel, mestr ar phüosophie eRouazon, 1855. Skriveten euz ar pez en euz guelet. « An Harzerez, emezhan, a oa pladet var eur gador, n’helle ket en em zerc’hel, he fenn var he gostez,he divreac’h maro, azistribill.... Diou blac’h a harpe anezhi evit ober d’ezhi chom var ar gador, n’edont nasouezet na spountet. An hini glanv koulsgoude ne deue ket ennhi he-unan, ar ronkel a oa ganthi, haghe c’horf a bez a deue bep mare da hoja. Kass a rea adren en eun taol he daouarn digor frank, hag he divesker o plega hag oc’h eüna a daol, a rea d’ezhi poueza var adrèn heb gouzout dare d’ezhi. Ne denne mui he alan nemet drc roc’hadennou, ankeniet meurbet e d’oa an doare da veza.....Eur pennadig e chommaz heb loc’h, ha kerkeut, en eun taol kount, he c’horf a bei a ra evel lammou, hag el leac’h tenna he alan, e c’harz evel eur c’hi. Kredi mad a rean n’helle ket beza goasoch, ha koulsgoude heb dale e kouezaz varnezhi eur bar all spontusoc’h c’hoaz. Teod Digitized by GoOglC — 53 — an den ne gav komz ebet evit merka petra eo ar barrou skrijuz-se, gant ar ronkel hag an harzadennou ker poa- niuz da glevet, nag evit diskouez penaoz edo ar c’horf paour-ze gweet gant ar boan, o klask enebi ouz ar maro.» Neuze tri zen a grog er glanvourez evit he c’hass d’an iliz da bokat d’ar relegou. Houman, daoust n’e ma ket c’hoaz ennhi he-unan, a glask mont digantho, krial a ra, he mouez a zo spontuz, kass a ra he fenn adren. Ar oazed koulsgoude a deu a benn da lakad he muzellou var ar veren a zo o c’holo ar relegou, ha raktal ar plac’h paour, torret he c’hlenvet, a chomm heb finval, feaz ha laosk he c’horf..... Aben nebeut amzer ez oa deuet mad ennhi he- unan, pare oa. A nevez eo kasset da gichen ar relegou hag e pok d’ezho anez-hi he-unan. Breman n’e ma ken merket ar boan varnezhi, dizamet eo ha pare. An aotrou Jeannel a gomz c’hoaz deuz eun harzerez all, guelet ganthan er menez dervez. « D’ar mare ma poke d’ar relegou, emezhan, he c’halon a lamme c’huec’h ugent guech bep raunut, ha goudeze etal ar feunteun, ez oa evel an oll, he c’halon a lamme var dro hanter kant guech bep munut. Diez e veife lavaret sklearoc’h. Mes an traou spountuz a lavar d’eomp an aotrou Jeannel, daoust ha ne zigoue- zont nemet da bardon Itrori Varia an Drein. Kalz tud a gred ne vez taget klanvourien arVerc’hez nemet eun dervez benag araog ar Pantekost pe da lun ar Pantekost, deiz ar pardon, hag e tleont dont bep bloaz da c’houlen ar pare digant an Itron Varia. Kementse n’eo ket guir koulsgoude. Ar c’hlenvet-man n’e ma ket er goad, er famillou, hag ar re glanv, siouaz, o deuz barrou skrijuz a hed ar bloaz. Anavezet em euz e La Grée Sant Lauranz, eur vaouez, he hano Mari Dahirel, plac’h mad ha kristenez deuz ar re vella, hag a harse bep sul kenta ar miz, ha bevech ive e rèa vad d’ezhi pokat da imaj ar Verc’hefc en he iliz par- rez. — Anaout a ran unan all, an intanvez Brulé dcuz kear Touche Piro e Sant-Servan hag e deuz lavaret d’in, daou zervez so, e kouez ken aliez a ma vez eur gouel benag en enor d’ar Verc’hez. Goulennet em euz diganthi penaoz e koueze hag hi a lavaraz : « Da genta e santan poan galon, goudeze poan dre va c*horf penn da benn, ha neuze e teu d’in eur boan benn skrijuz hag e kouezan semplet.» Digitized by GoOglC — 54 — Dre-ze eo anet n’eo ket gnir ar pez a leverer : e vez aa harzerezed kalz goasoc’h pa zigouezont var douar Itron Varia an Drein. Ar pez so guir eo an dra-man : Kalz a vez skoet e kear Josselin, ha zoken en iliz dirag aoter an Itron Varia. Er bloaz-man 1904 da bardon braz an eiz a viz guen- golo, unan e deuz adarre harzet en iliz. An Harzerezed koulsgoude a vez pareet ouspenn e Josselin. Beza ez euz eu eskopti Guened diou chapell all, el leac’h ma tiskouez ar Verc’hez Vari he galloud aenebar c’hlenved-man. Itron Varia Kemper e Sant Congard hag Itron Varia Kerdroguen e Colpo. Itron Varia Kemper a zo hanvet ive an eil Josselin ; hag Itron Varia Ker- droguen a oa guechall evel ma ’z eo hirio Itron Varia an Drein e Josselin ; brudet oa he fardoniouhag ar belerined a ie di a vandennou. Ouspenn zo : N’euz ket pell em euz klevet an Aotrou Digabel, person Sant Yan Brévelay o lavaret ez oa bet galvet da vont da velet eun Harzerez kouezet klanv en eun hostaliri deuz he barrez. Rei a reaz dezhi da bokat relegou Sant Armel, a zo en he iliz parrez, ha kerkent ar vaouez en em gavaz pare. Hag an intanvez Brulé e deuz lavaret d’in e kouez klanv ken aliez guech ma ’z a da bar- dona da Santez Anna, mes eno e kav ive ar pare, o pokat da relegou imaj koz Santez Anna. An traou-ze a zo burzuduz meurbed, rak n’ouzomp ket petra eo ar c’hlenved-se hanvet drouk ar Verc’hez. Lod a lavar o deuz ar sperejou perz ennhan. Lod all a lavar ez eo eur c hlenved hannvet e galleg histéro- épilepsie. Ne glaskan ket beza lakeat e renk an dud desket braz ha nebeutoc’h c’hoaz etouez ar vedisined, n’em euz da ober nemet lavaret ar pez a ouzoun divar benn an Harzerezed, hag an tri zra ez an da lavaret, elleac’h lakad sklerijen da bara var ar c’hlenved burzuduz-man, a rai d’eomp kaout anezan burzudusoc’h c’hoaz. 1° Bugale vian a eiz, nao bloaz o deuz harzet, bugale Kamors da viana. Eur bugelig nao miz, deuz Sant- Allouestre, en euz karzet ive. 2° Klanvourien bet kouezet aliez er gear, a zo bet pareet evit mad o tont da bardona eur vech hebken da Itron Varia an Drein e Josselin. Eur plac’h yaouank, matez e Digitized by GoOglC Sant Nolf, etal Guened a gouezaz klanv. Ar vedisined a oa bet var he zro epad meur a viz, ha goudeze e tigaechont anezhi aman er bloaz 1868. Pareet eo bet dioc’htu evit mad. Perag e charsit, a c’houlennaz diganthi eur beleg ? N’ouzoun ket, emezhi. — Penaoz oc’h kouezet ? O tioual ar zaout edon, eraezhi, hag ez oun kouezet seraplet, heb gouzout netra.— Marteze, eme ar beleg, ez oa goall sonjou en ho spered ? Oh! nan, emezhi. Ar beleg en d’oa. c’hoant gouzout hag an drouk- spered en d’oa perz er c’hlenved. Lavaret a reaz dezhi dontadareer Moaz varierch. Doat a reazda drugarekad ar Verc’hez. Koulsgoude, o tostad ouz douar Josselin, e d’oa aoun da goueza a nevez. Ne gouezaz ket, hag en distro ez oa braz he levenez. 3° Meur a harz&rez a zo bet pareet epad m’edont heb ho skiant vad. « Poan vraz oc’h euz ? a c’houlennet digant Marie Lahirel ». N’ouzoun ket, emezhi. Meur a gant test a c’hell lavaret koulz ha me, ez oa evel eur c’harf maro, pa oa lakeat da bokat d’ar relegoUj ba kerkent e savaz evel pa vije o tont a varo da veo. — Perag enebi evel ma rit ? a lavare enr belegda blac’h yaouank Sant Nolf, ne garit ket eta ar Verc’hez pa ne fell ket d’eoc’h pokat d’ar relegou ? Oh eo, emezhi, me gar Itron Varia an Drein a greiz va c’halon, e» despet d’in eo, n’ouzoun ket petra ran. An oll re glanv alavar eta ar memes tra : Ne ouzoun ket, ne zantan netra. Setu ar pez em oa da lavaret. Da Josselin e teu an oll Harzerezed, ha mar d’eo trist ar c’hlenved, ez eo da viana abeg deuz kalz a enor evit ar Verc’hez Santel, rak diskouez a ra he galloud. Abaoue ma ’z eo kurunet Itron Varia an Drein (1), ne ’z euz mui kement a Harzerezed, var hed kalz, hag an oll a lavar e deuz c hoant hor Mam vad, da baea evelse ar gurunen gaer a zo lakeat var he zal. _ L. G. (1) An hano-man a zo bet roetda batronez Josselin abalamour d’an imaj koz a oa bet kavet, en navet kanved, etouez an drez hag ar spern en eur park pe en eur c’hoat. Eun iliz kaer a zo bremaa var al leac’h-se. Ar relegou a boker d’ezho a zo eun tam deuz an imaj koz. Ar ¦keuden goz-man a oa bet taolet en tan e kreiz eur porz, gant soudardedar revolusion: meskement a c’houez falla deue deuz ar moget ma rankaz an oll tec’hetpell. Neuze eurvaouez kristen a tfheUaz tostad ha kemeret ar pez a Jomme deuz imaj koz Itron Varia an Drein, Digitized by GoOglC ^otroü K^fïolet TRAGÉDIE E TEIR LODEN Hanoiou ar re o deuj pei? er c’hoarHnan : An Aotrou Keriolet. Mathurin, mevel koz an Aotrou Keriolet. Francès, mevel yaouank. Yvon, merer an Aotrou Keriolet. Per, mab Yvon, filior an Aotrou Kriolet. Izaak, ar sorcer. Lois, ( BlEL, I bUgale’ Aotrou Kure Pluvigner, Yann, / Michel, | paotred yaouank euz ar c’harter. Job, \ Bugale all. — 57 — An Aotrou KERIOLET KENTA LODEN Al loden genta a zo tremenet etal kastel Kerlois, li an Aotrcu Keriolet, an eiz a viz Guengolo 1635, deit pardon Itron Varia a Drugarez. PENNAD KENTA MATHURIN, FRANCÈS Mathurin azezet var eur skabel vein, a lavar he chapelet FRANCÈS Ac’hanta, Mathurin, n’oc’h ket eat d’ar pardon? MATHURIN Nan, Fanch, re ien eo deut da veza va c’halon Evit mont da gana, da zansal d’ar festou, Evel ma ’z ean guechall, pa oa ruz va chotou. FRANCÈS Choui zo bet koulsgoude, guechall, eur goall ganer, Ne gavet ket ho par tro-var-dro er c’harter. MATHURJN ïa, ia, em iaouankiz ’m euz gouezet forz soniou Mes breman ne ouzoun nemet va fedennou. FRANCÈS Ar beden a zo kaer d’ar re zo var an oad. MATHURIN Var teod ar re yaouank ne ’z euz netra ker mad Hageur c’hantik laouen en enor d’ar Verc’hez. Allaz! hor c’hantikou kaer vel mouez an Elez, Den, var dro Kerlois, ne gred mui ho laret Rak aoun zo e kleffe an aotrou kounaret. FRANCÈS Mam an aotrou, guechall, en amzer ma veve Ablije kalz d’ezhi klevet ar vugale Bodet var al letoun, varlerc’h ar Gousperou Aze, etal ar vezen, o kana kantikou. Digitized by GoOgl C — 58 — MATHURIN Mam an aotrou, Francès, hounnez oa eur zantez, Ker mad evit an oll, ken dous, hag hi mestrez, Ken devot pa bede, ma kredan heb douetanz Ez eo eat var eün da gaout he rekompanz. FRANCÈ8 Piou a c’helfe krcdi e deuz eun eal ker guen Maget gant karantez eun diaoul var he barlen ! MATHUUIN Eun diaoul, e guirionez ; mes he vam ker zantel, A bed kement Vithan, ma teui da veza El. FRANCÈS Mathurin, mar d’eo guir ar pez a livirit Me baeo kraon kelvez... MATHURIN O va Itron, pedit Evit ho mab, a zo hanter gollet, Pedit, euz bar an Env, evit Keriolet. Guechall pa edo c’hoaz kraouadur bianig Kousket en he gavel, ker koant hag eun elig, Me, sioul hag azezet etal korn an oalet He 0’hleve alies da Zoue o laret : « Setu aze va mab, diouallit anezhan, Rak guelloc’h ve ganen ve ar maro ganthan Eget ne ve taget gant ar pec’het marvel »...... Eun dervez ez oa deut ganeomp da lavaret Ar beden diouz an noz araog mont da gousket, Hag e lakeaz va dorn en he dorn, ha, dousik, Evel pa vije bet o komz ouz he mabik : Mathurin, emezhi, hag he mouez a grene, Karit va bugelik, ha goulennit ouz Doue Ar pez a c’houlennan me va-unan bemdez. Goulen petra, Itron ? Ma vo beleg eun dez. Hag aboue me lavar, bemnoz va chapelet -’Vit ma vezo beleg, eun deiz Keriolet. FRANCÈS Neuze oc’h euz labour gant ho chapeledou, Rak me gred e kollit ha poan, ha pedennou. Digitized by GoOgl C — 59 — MATHURIN Marteze, marteze, rak piou c’hell lavaref Ar pez a zo kuzet en amzer da zonct. FRANCÈS Guir eo, ha koulsgoude, n’e ma kct c’hoaz em fenn £ klevin eun dervez he genta oferen. MATHURIN Aliez Doue n’euz great burzudou brasoc’h c’hoaz, ’Vit lakad ar pec her da veza eur zant braz. FRANCÈS Ia,ia, mesdeuzheman, n’oc’h ketdcut choaz a benn Eerkoulz veffe guiska d’an diaoul eur zoudanen! MATHURIN Amzer, Francès, amzer, speret Keriolet N’eo ket c’hoaz, marteze, ker fall ha ma kredet. FRANCÈS N’hellket beza falloc’h !... He galon n’eo ket aour, Gouzout ran, koulsgoude, en euz evit ar paour Eun tamig karantez. MATHURIN Ac’hanta, FRANCÈS Kant malloz Siouaz ! glever ganthan deuz ar mintin d’an noz ; An enor evithan a zo cat e ludu He gounar hag he aour deuz lazet ar vertu.... Ar c’homzou louz a zao euz he galon d’he veg Evel ma sao ar pri var c’horre ar feunteun Pa vez skrabet ar fonz. He galon a zo leun A bep seurt loustoni ; ha c’houi gred vo beleg An hini a ra goap ouz an dud hag ar zent Hag ouz Doue ive pa her c’hav var he hent ! An hini ne gren mui, zoken rak ar gurun Hag a denn en Envou ! rak n’euz aoun ouz nikun, Aoun ebet ouz Satan, he vignon milliget. He gleze gant ar goad, re aliez ruziet Atao a zo cn noaz evit en em zifen. MATHURIN Evit en em zifen ? Ouz piou en em zifen ? Digitized by GoOglC — 60 — francès Ouz Doue; rak den all n’hell outhan enebi! mathurin Kaout a raio he vam hag ar Verc’hez Vari ! francès Ar Verc’hez ? mathurin Ar Verc’hez hag he mam benniget Hak n her gueler morse o vonet da gousket Heb lavaret bemnoz eun Ave Maria Ha patronez he vam a zo Santez Anna. Francès Ho douja ra marvad ? Mathurin Ho cfharet eo a ra. Ho c haret, Mathurin, ker brein mfeo he galon! Nan, nan, n’anavez mui ar garantez guirion. Rak ne vag he galon nemet gant fallentez.... ’Vit me zo guell ganen beva er baourentez, Heb klevet an arcfhant ocfh ober trouz em yalc’h; Guelloc’h ez eo ganen, ker mintin hag ar voualc’h Kregi em labour, start, kalet e pep amzer, Ha kaout e korn an tan, pa erruan er ger, E leacfh friko re zruz, eun tam bara zegal Yod kerc’h pe pouloudig, pe eun tam kig sal Ha meur a vech tremen gant eur banne zouben, Eur vech ar bloaz hebken kregi er bara guen, Eget beza euruz evelthan er bed-man Ha daonet er bed all da virviken ganthan. mathurin Piou ’oar ? Keriolet, hirio eun den ker fall, Chell beza eurusocfh fvidomp-ni er bed all. s francès Neuze, var va buez, ha n’oun ket c’hoaz goall goz, Lavaran vo guelet an diaoul er baradoz. Digitized by — 61 — EIL PENNAD MATHURIN, FRANCÈS, PER. (Füior Keriolet) PER Ohe! Francès, ohe, deuit da stag ar zaout FRANCÈS Dioc’htu; — ... Ne vank hini? PER Nan, hini, mes ar maout En euz klasket kement mont e park ar guiniz Ma ’z oun, forz da redeg, deut da veza goall skuiz. (Francès a ia er meat). MATHURIN Deuz aman em c’hichen, Per, azez var ar mean, Da c’hortoz ma sono an heur da vont da goan Emberr te gousko mad pa vi en da vele. PER Ia, tonton Mathurin, mes e redeg velse, Lennan ket aliez leor an Aotrou Kure. Ha dober d’in ar skol, varc’hoaz vintin pa zeui Ne ouezin ket ar pez em euz bet da zeski. MATHURIN Mad, eun dervez all, Per, te labouro guelloc’h Greomp ervez hon nerz, arabat mont pelloc’h. Dadad zo eat, marvad, azalek armintin D’ar pardon, her guelet em euz. PER

  • Ia, Mathurin,

Ha me bed ar Verc’hez da rei d’ezhan sklerder ’Yit ma lavaro d’in «Ia », oc’h erruout er ger. MATHURIN «Ia » *vit petra ’ta, Per ? PER ’Vit ma c’hellin eun dez Dont da veza beleg, oferenna bemdez En enor d’ar Verc’hez ha da Zantez Anna. MATHURIN Dadadfellket dezhan, veffez beleg eta ? Digitized by GoOglC - 62 per Nan, tonton Mathurin. Mes me gleo mouez Doue, Lavaret a ra d’in rei d’ezhan va bue. Goulen ra diganen labourat evithan ; Em c’halon her c’hlevan vel pa gomsfen ganthan. mathurin Neuze bez dizoursi, rak eun deiz pe eun all Doue a zigoro daoulagad ar re zall, Da dad lavaro « ia Mes peleac’h eo chommet ? Per Ar pardon, Mathurin, d’ezhan a zo plijet. Hag ar chist a zo mad. mathurin Hag emberr en distro Var ho divesker sempl, kalz tud a vranskello. per Mab Langroez, el lannec zo nevez tremenet En eur gana. Hennez d’ar gear en euz kaset Meur a skudellat chist; hag he c’hreg d’euz guelet Va zad o komz gant an Aotrou Keriolet. mathurin (a gostez) Evit ar memes tra divar benn he dachen. per Klevit eur c’helou all: Mevel Guigner Kerlenn En euz lavaret d’in en euz ive guelet Dec’h da noz, Izaak, ar sorser koz, azezet El lannec var eur mean; krenchat a re en er Ha lakad da iudal ar chass dre ar c’harter. mathurin Ah! Siouaz ! goaz a ze, ma teu Izaak en dro, Rakbeza vezo c’hoaz goall euriou barz er vro. PER Choui a gred, Mathurin ? mathurin Ia, rak ne garan ket Guelet en hor bro an den-ze milliget. Lavaret ve zoken : Pa dremen en hentchou Ar maro gant he.falc’h a gerz var he roudou. per (Kroajet he zaouarn) Diouallit ac’hanomp, o mam Santez Anna. (Da g*ndelc9her). Digitized by GoOglC — 63 — DTVAB BENN AB BBEZONEG Kement tra a zo talvouduz d’ar brezoneg a gavo dor zigor el leorik-man, great eo ,evit se, koulz lavaret, ha karet a rafTemp ne daffe netra da goll deuz hor yez koz. Feiz ha Breiz e deuz sonjet e ve mad dastum piz ar ge- riou koz, ar re n’int nemeur anavezet, pe da viana, n’int anavezet nemet en eur c’horn benag deuz ar vro, pe gant eun nebeut re ha ne gavont tro ebet d’ho rei d’anaout d’ar re all. Eun dra vad e ve eta ho moulla aman, gant aoun ne ’z affent en douar gant an dud koz, ha diveza- toc’h, pa vezo deuet ar mare, e vezo easoc’h ober eur leor nevez (eun dictionnaire) hag a vezo ennhan tost da vad an oll geriou brezoneg. Ar re a anavez geriou ha ne maint ket en dictionnaire a zo pedet da gaout ar vadelez d’ho digas da Feiz ha Breiz. Evelse pep-hini a lakai he vou- den evit ober ar c’hleuz da ziarben enebourien ar bre- zoneg. Meur a vicher ive a oa guechall en hor bro ha ne vezo mui hano anezho heb dale. N’euz ket c’hoaz daou-ugent vloaz, an dud divar ar meaz ne lakeent da bemdez ha da zul aliez, nemet dillat great er gear, kreziou lien fetiz, chupennou, brageier brosiou berlanj evel zo c’hoaz e kostez Kerne. Ma ne oaint ket goall flour, ez oaint da viana mad deuz an uz. Breman ne veler nemet traou prena, hag ar guyader koz, pa vezo torret he stern, ne lakai ket ober unan nevez. Al lin hag ar c’hanab a ia kuit, ha gloan hon denved a zistro d’ar gear pa vez bet nezet el leac’h-all. Boull eo en hor bro ar re a oar neza neud ha gloan. Komzomp eta divar benn al lin ker brao da velet pa vez e bleun. Al lin a fell d’ezhan kaout douar trempet mad ha munud, ha p’en deuz ar pez a blij d’ezhan e teu buhan ha brao. Eur parkat lin e bleun, branzellet ha luskellet gant an avel a zo henvel beo deuz ar mor glaz leun a vuez. Deuz ar bolc’h e c’houzer pegoulz e vez mad da denna. Neuze e teu an amezeien d’an dennadeg lin, ha goude al labour e vez peurvuia kot guiniz da goan. Pa vez c’hoant da ober lin du e vez ledet al lin var ar park dre ma vez tennet. Eno e chomm eun nebeut derveziou, dindan an amzer, ar gliz hag an heol tom a ra d’ezhan Digitized by GoOglC — 64 — dua. Bemdez e rank beza troet hag an dra-man zo eaz da ober gant eur vaz hirr. Pa vez c’hoant da gaou lin guen, e vez dastumet a zornadou evit beza ranvet. Ar ranvel a zo eur c’hribinou braz ha boull, diazezet start var eur bank pe eur skabel hirr, e pep penn deuz ar bank ez euz eun den, hag an eil goude egile e skoont er c’hribinou gant eun dornad lin evit dis- taga ar bolc’h. Goudeze e vez kaset al lin d’ar poull da ogi, eur mean benag varnezhan evit ma chommo dindan an dour. Ar bolc’h a vez lakeat var -al leur da graza araog beza dornet. Pa vez og al lin e vez astennet var eur park letoun benag da zec’ha, ha goude e vez dastumet ha great hordennou ganthan; e leac’hiou zo e vez stec’hennet ha plcget dre an hanter, a zornadou, ha gweet eun nebeut. Erru ar mare da labourat al lin: da genta e rank beza pilet pe en eul laouer vean gant eun orz koat, pe var al leur dindan treid ar c’hezeg; e meur a leac’h e vez astennet var an hant braz, ha daou pe dri c’har a dremen varnezhan beteg an abardaez. Evelse e teu al lin da veza souploc’h hag e vez easoch da vraeat. Ar vrac a zo henvel ouz eur c’hi koat ha n’en deffe nemet treid ha ginou. He c’harvagnou a ia an eil en eben, hag etrezho e vez lakeat an dornad lin da zibluska. Ar braeer gant he zorn deo a laka ar c’harvagn d’an eac’h da skei var an hini d’an traon, hag he zorn kleiz a dro hag a zistro al lin evit ma vezo brevet mad. Braeat eo labour ar oazed. Hini ar merc’hed goudeze eo paluc’hat. IMAD DA CHOUZOUT An Aotrou de Laigue, o chomm e Bahurel etal Redon, rener ar Revue de Bretagne, a ro d’eoc’h d’anaout oc’h euz, ma karit, eur prim kaer da c’hounit. Peder medalen en euz da rei d’ar pevar a gaso d’ezhan, e Brezoneg, eur pennad skrid divar benn hini-pehini deuz Sent koz Breiz- Izel. Choant en euz e ve ar zant-se unan deuz ar re nebeuta anavezet, ha karet a raffe e ve komzet deuz he bardoniou, he chapellou ha deuz ar c’hlenvejou a vez pareet ganthan, etc. Le Gérant: F. Gborgelin. Brest, Imprimerie de la Presse Libérale, rue du Chateau, 4 Digitized by GoOglC LIBRAIRIE J. DESMOULINS rue Lafayette, 7, Landerneau Etablissement d’Imprimerie, Reliure Volnes ea veote cfeez les prtae!|iaux Libraires de la Bretagne; Mizan Anaoun, demi reliure, prix...... lfr.50 Istor an Iliz, demi-reliure........ 1 75 Araok Kovez, broché............. 0 30 id cartonné.......... 0 50 Ar Vadiziant, broché............ 0 50 id cartonné........... 0 60 Eunn Heur dirag ar Zakramant....... 0 15 An Ofern, ar Zul ha a ar bloaz, dcmi-reliure . 1 50 Buez Sant Paol, broché........... 0 00 id cartonné.......... 0 75 Buez Sant Kaourintin^ hroché........ 0 25 id cai*tonné....... 0 30 Eunn Heur Adoration, hroché........ 0 20 id cartonné........ 0 30 Ar Gonfirmasïon, broché........... 0 50 id cartonné.......... 0 60 An Urs9 demi-reliure........... 2 » Bet-Air, texte frangais, broché..... 2 » Digitized by GoOglC D. DERRIEN. 85, nie fc Siam, Brest J. SALAUK, 56, rae Kéréon, Quimper BERNARD, quai du Stéir, Quimper Abbé injzan. — Emgann Kergidu, les 2 vol. réunis, in-!2, broché.......2fr25 Abbé INIZAN. — Toul al Lakez, brochure tn-32. » 20 • htor Breiz, ou Histoire populaire de la Bretagne, en Breton et en Francais, 1 fort volume in-i8, broché..........2 »» Buez ha Vertuziou Sant Joseph (abbé KiERLAN), relié............1 25 Buez ar Zent (marigo), augmenté des saints bretons, relié..........3 50 Buez Santez Ann.i (Abbé péron), relié ... 1 50 MÜlezour ar GalounZacrjesus (Abbé kerlan), relié ............ 1 50 Mis \fari an Eskop Dull (Abbé Sann), relié. . 1 25 Hkstor an Testamant coz hag an Testamant nevez, relié . . . .......1 50 Kenteliou ha% Isioriou a Skutr vad (p. morvan), in-i2, relié. ........2 25 Abrege eus an Aviel. relié.......1 25 An üevez Christen, relié........1 25 Buez ar Zaent (m. MORVANi ...... 3 50 Leor Oferen (M. Le Gall).......2 »» Digitized by GoOg mi. wmm REVUE BRETO NNEFR A NCÂTs" Relajieuse Littéraire Hi^toricjue PBIX D*A BON N EM ENT : 3 fr. par an K’a«1rr«»«-r i %l i \liOFf virmlre »wi r«run-i» lt II I ¦ T L«*i porwjiiifs qul dftftirtnt a>rjirjbuot «<>ul uiviki»* ^ rertrr II fruac* è i’rnii totit" i« * **otiimutilratlttna rt li*«t> |ii»f<h â iiimtrr iJ4in» fi» i\4*%ui*, nailrc*-

  • «*r a M, IJ t. II l . I\«*rlciir

tlu ri»luoal.j*;<r I i-micvcn. .- BREST ;—- Itnprtmerid V y dts ln Preaie LibérAl» duFinistér* ruedtiCaateau,4 Mai-Juin 4 905 / r Cooole La RevueFEIZHA BREIZest1’organe dune CKuvre qui sest fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, Pour k préservation et ia diftusion du Breton dans le Finistère, et qui a un triple but : i° de favoriser 1’introduction dans les écoles de Tétude du Fran^ais avec Taide du Breton; 2° de répandre les livres, brochures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les ancien* reconnus utiles, etc... ; 30 d’encourager les études sur la tangue bretonne. Les personnes qui désirent abonner ieurs parents ou leurs amis auront 2 abonnements pour 5 francs, et 3 pcur 6 francs. Les abonnements partent du ier Janvier de chaque année : on fait passer, s’il y a lieu, les numéros parus aux nouveaux abonnés. Les personnes qui désirent avoir la coliection des 5 premières années la trouveront â nos bureaux au prix de 15 francs. Digitized by GoOglC lxtème année mediYed Blavez •3° Ytlllê) Mai-Juin 190$ . Mae-Even 1905 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE SOMMAIRE 1. An Tad Corentin............... 65 y 2. Konferansou an Aotrou J. Quéré........ €8 3. Essai de Grammaire bretonne......... 72

  • 4. Aper?u historique sur VEtat de la Religion dans le

pays de Galles depuis la réforme jusqu’â nosjours (sùitc).................. 74

5. An Eal hag an Ene.............. 76

6. An Aotrou Keriolet.............. 80 1 7. Divar benn ar Brezoneg............ 93 \ 8. Leoriou nevez................ 94

9. An touzer touzet............... 95

plO. Geriou brezoneg nebeut anavetet......... 96 AN TAD GORENTIN Feiz ha. Breiz a rank dougen kaon d’an Tad Corentin %r Guen ; hcn eo en euz poaniet ar muia da rei buez d’al lleorik-man, hag epad pemp bloaz en euz maget ha renet inezhan. Labouret en euz d*hen rei dfanaout, ha karet en iivïje he skigna a bell dre Vreiz-Izel. A veac’h digouezet e Bro-Zaoz ez oa kaset da zikour in Tadou a Urz Sant Beneat, e parrez Sant-David, skopti Newport, epad amzer Fask. D’al lun vintin 24 a riz ebrel ez eo bet kavet maro en he vele. N’en doa ket jrennet mad korzen ar gaz hag a nebeudou, heb gouzout Tezhan, ez eo bet mouget gant an ezen fall. Eur maro ken trist a zo mantruz, ha Tad Urz Sant eneat en euz skrivet da genvreudeur ha da vignoned an Tad Corentin evit goulen evithan aluzen ho fedennou. Sur c*holl braz eo evit an Urz, rak an Tad Corentin, ^ac’h ha krenv d’he zaou vloaz ha tri-ugent, a oa eat da td da vro Kimry (Gallois), ha nen d’oa ken ioul nemet labourat evit gounit ar vro-ze d’an IHz katholik. Krog lo dija el labour evit deski ar zaosneg ha yez bro Limry diesoc’h c’hoaz. Fizianz en dfoa, daoust ma oa var Digitized by Goo< — 66 — an oad, da c’hellout deski aoualc’h evit prezeg eno ive hag ober vad d’an eneou. Doue nc c’houlenne diganthan nemet bolontez vad, hag en euz tennet he zervieher deuz ar park nevez a oa o vont da labourat. Jean-Louis Le Guen a oa ganet e Plouvorn, an 19 a viz ebrel 1844. Ile dud a oa tud a fciz birvidig, divar ar meaz, hag henive en ouz ataokaret an dud divarar meaz dreist ar re all. E skolaj Kastcl en d’oa grcat he studi, etoucz ar re vella ; ha divczatoc’h e karie kaozoal gant he vigno- ned hag ar rclijiuzed, he vreudour, divar bcnn ar bloa- veziou kaer en d’oa tiemenet diudan an tour dantelezct. D’an ampocnt, er gear koulz hag er skolaj, cz oa eun den yaouank leun a feiz, feiz he dadou koz, feiz ar gear. E Sêminaire Quimper en euz labourct a greiz kalon, heb aon d’en em skuiza, ar yec’het nc vanke ket d’ezhan. En em rei a reaz abred d’ar brezoneg gant kalz a aket, ha beteg he varo, en cuz diskuezet cur garantez dispar cvit hor yez koz. C/hoant cn d’oa da lakad e kalon an oll ar garantez en d’oa he-unan evit ar brezoneg. Bcleget an nao a viz Eost 1808, e oue hannvct da gure e Scaer. Raktal en em lakeaz da labourat a vir galon, hag ar choant da ober vadareadezhanmont atao vararaog. Abred e tiskouczaz ez oa eur prezeger dispar, hag abala- mour da zc c vije galvet alies d’ar missionou. Eur c’hen- derv d’ezhan, pcrson e Cledcn-Poher a c’hoanteazhe gaout da gurc. Ne jommaz ket pell eno, klevet a rca cn he galon, eur pennad a oa, eur vouez hag a c’halvc anezhan d’eur goucnt benag. I)’ar mare-ze ez oa kalz hano deuz cur manac’h a urz Sant Beneat, dibabet gant gouarnamant Thiers evit beza eskop e Quimper. Ar c’hclou-ze a reaz kaozeal divar benn kouent Pierre-qui-vire, ha meur a veleg deuz an eskopti a ieaz neuze beteg eno. Aotrou kure Cleden a oa cn ho zoucz gant daou vignon d’ezhan. Ar gouent ker sioul ha ken distro, ar c’han ker kacr ho ken dcvot, buez an ïadou, eur vuez rannet ctre ar beden hag al labour, eur vuez striz ha pinijcnnuz evel hini arvenac’h gucchal, an oll draou-ze a ieaz doun c kalon an Aotrou Gucn, hag azaleg ncuze ez oa grcat he zoncli. An Aotrou ’n Eskop Nouvel en devoa c’hoant da zevei en he Eskopti eur gouent nevez hag a zigasche da zonj Digitized by GoOglC - 67 — (Tezhan deuz he gouent koz, gant rna kavche etouez he veleien, relijiuzed aoualch, pe dost, evit he ren. An Aot. 6uen, deuz ar re genta a gemeraz hent ar Pierre-qui- vire, ha d’ar zeiz a viz Here 1874 e kemeraz guiskarnant an Urz, d’an dek a viz c’houevrer 1876 e reaz he veuiou kenta. Neuze e oue karget da ren ha da skolia ar vugale yaouank a rea ho studi er gouent, evit en em rei da Zoue divezatoc’h. D’an ampoent, an Tad Abat Dom Bernard Moreau a laka sevel Kerbeneat, hag ar breur Maure Dela- levée a oa an architecte; an Tad Corentin a ieaz d’he zikour, hag heb dale e stagaz gant ar missionou, pa vije goulennet. Dar bemp var-’n-ugent a viz Here 1879 e reaz he veuiou braz assamhlez gant an tad Maurice Guérin, en d’oa ana- vezet e Scaer. Azalek neuze buez an tad Corentin a zo bet buez eur missioner, ne vije er gouent nemet eur vech an amzer evit diskuiza ha tomma he galon hag he zevosion assamblez gant he vreudeur, evit labourat adarre. He brezegennou a blije d’an oll, hag eun dra nevez ez oa klevet eur manac’h, guisket e manac*h, o komz brezonek. Er blaveziou diveza-man e sikouraz adsevel al leorik- man, Feis ha Breiz, hag ennhan en euz skrivet kalz a draou talvouduz d’an eneou. Epad ma rcr brezel d’ar brezoncg, en d’oa c’hoant startad hor yez koz en hor bro, rak, emezhan, gant ar brezoneg ar feiz ive a iafFe kuit. Feulia a rea, leun a anken, an hent a rea bemdez ene- bourien an lliz, en hor bro ; ha ken leal oa he-unan, ma ne grede ket e c helle an dud beza ken fall hirio. Siouaz, kredi en euz ranket, pa ’z eo bet taolet er meaz euz he gouent, p’en deuz guelet difoueltra Kerbeneat ha diskar argouez kaer a oa savet tro var dro (hirio, ar gouent he- unan a zo guerzet). Koulsgoude, ma ranke anzao ez oa tenn ar brezel, e lavare atao e vije guellet heb dale an traou oc’h eüna hag ar c’houenchou o sevel a nevez kae- roc’h eget biskoaz. Setu petra lavare en eur vont da Vro-Zaoz, ha da chortoz he galon a oa rannet o rankoul dilezel he vro evit mont da gaout he vreudeur. Eno ive ez euz kalz vad da ober, ha zokén, pell e oa en d’oa c’hoant da vont da brezeg ar feiz, er c’harter-ze deuz Bro-Zaoz, rak an dud atfhano a zo eun tam kar d’eomp hag ho yez a zo br eur — 68 — d’hon hini. Da c’hortoz eta ma c’helio ar France terri he nask ha kaout adarre frankiz ha peoc’h ez oa eat da zikour he vreudeur a Urz Sant Beneat da ober vad e bro Kimri, bet guechall katholik ha touellet pell zo gant ar brotestanted. Doue ne fellaz ket d’ezhan, ar servicher mad en d’oa marvad labouret aoualc’h evit kaout he gurunen. Feiz ha Breiz a c’houlen digant kement hini a lenno an nebeut komzou a zo aman divar benn an ïad Corentin, eur beden evithan; ne bae ket he dle d’ar beleg santel-ze, en euz labouret kement evithi, da viana e tiskouez he anaoudegez-vad. L. G. Konferansou an Aotrou J. QUÉRÉ EISVET GOURCHEMENN Ne logueris contra proocimum faUum testimonium. A enep den, fals lcsteni Na gaou ebet na liviri. An nep ne bec’h kct dre he deod, hennez a zo parfet, eme sant Jacques : « Qui lingua non offendit, ille perfectus est. » Esop, gucchall, a oue karget da ober eur fest bras... ne vo nemet teodou... gourdrouzet gant he vestr e res- pount : Guelloc’h eget an teot n’euz netra er bcd. An teod a veul Doue, a lavar komzou mad... Mad, eme he vestr, gra deomp eul lein all, deuz ar pez a zo a falla nemet vo gellet ho dibri. Esop a ro adarre teodou. Rac, emezhan, n’eus ket falloc’h eget an teod dioc’h ma en em dro. A enep an eisvet gourc’hemenn e rer dreist oll pemp seurt pec’hejou. 1° Ar fals testeni. 2° Ar geier. 3° An droug-prezegerez. 4° Ar fals prezegerez. 5° An drouc-sonjou. Digitized by GoOglC — 69 — 1° Ar fals testeni. — Ar fals test eo an hini a rent eun testeni faos dirak ar barner. Dirak ar barner e ranker lavaret ar virionez er c’his ma he anavezer nemet nez tost e veed d’an den tamallet. Lavaret gaou a ve eul le faoz, unan eus ar brassa pec’hejou : gaou a ra ouz an nessa, ouz ar respet a dleer da Zoue, ouz an urz vad. 2° Ar gaou. — Ar gaouier eo an hini a lavar gant goue- ziegez ha sonj da fazia, eun dra hag a zo, ervez he gre- den, kountrol pe a enep d*ar virionez. Da genta — gant goueziegez, ervez he greden, gant sonj da fazia. E c’heller pec’hi o lavaret eun dra hag a zo guir pa zonjer eo eur gaou eo a rear. Maes red eo e ve c’hoant da drompla. Ar beg gaouier a laz hon ene : « nos quod mentitur occidit animam. » Lavarit ia, ia ebken, ha nannt nann, eme hor Zalver. Neo ket ma ve atao red lavaret ar virio- nez, pe he lavaret d’an oll: « tempus loquendi et tempus tacendi. » Lod a zo re-hir ho fri; serri an or outho. — re gurius ho skouarn: lacat stoup ebars. Arabat lavaret gaou, ma?s clasc an dro heb anzao ar pez zo c’hoant da devel. Ober tro ar pod heb tenna er meaz an tamm kig sall. — Var a leverer, sant Per a ieaz eun devez da verza he vioc’h. Pa c^houlenjot diganthan petra oa, e respounte nedalie netra. Credit ne c’hellas ket he guerza... Pctra zo caos, eta, Per, eme Jesus-Christ, ne verzes ket da vioc’h ? — Palavaran eo laer, eme Ber, fall d*an amann... den n’he c’hemer. — Per, eme Jesus-Christ, heb lavaret gaou, sko dezho abiou d’ar virionez. Ha Per mont. — Laer eo ar vioc’h ? — Ne vezan ket ous he diouall. Leaz hag amann a zo ganthi ? — Ne vezan ket o c’horo nag o ribotat. Koz eo ? — Sellit en heginou... Ar vioc’h oa guerzet en taol-ze. Tri seurt geier 1° gaou fentus. 2° gaou noazus. 3° gaoutalvoudus. —Eurgerdivar benn pep-hini. 1° Ar gaou fentus eo an hini a rear evit rei leac’h da c hoarzin. Unan a lavare : me em euz guelet eur gaolen brassoc’h evit tour cathedral Kemper. — Ha me, eme Digitized byGoOglC eun all, eur pot houarn brassoc’h evit eun ilis. — N’eo ket guir eme ar c’henta. — Eo, eme an eil, eur pot great exprez evit poazad ho kaolen c’hui. — Gaou fentus ho daou. — Den n’ho c’hred. Ar gaou fentus a gount neu- beut ha peurliesa tam ebet dirag Doue. 2° Ar gaou noazus, eo an hini a rear evit ober droug. N’hi her guelo varlerc’h, hannvet eo falz-prezegerez. 3° Ar gaou talvoudus eo an hini a rear evit en em zizamma an-unan pe evit dizamma eun all. Mes : « non sunt facienda mola ut eveniant bona » : Ne dleer ket laret gaou evit tenna mad anezhan. 3° An drouc-prezegerez. Drouc-prezeg eo dizoloi man- kou an nessa dirag ar re ne anavezont ket ar mankou-zc ha n’o deus ezom ebet d’ho anaout. Dirag ar re ne anavezont ket. Ne zrouc-prezeger ket evit lavaret d’an nep a c’hoar dija... Ha n’o deus ezom ebet... pa ve ezom n’eus ket a bec’hed. G’hui a ia da ge- meret eur plac’h fall en ho ti... C’hui a c’houlen diganhen petraeo... Me he anavez hag a lavar : na rit kct se... n’em euz pec’het ebet : dre garantez eo e vankan d’ar garantez. E pe c’his e trouc-prezeger ? 1° Ravodereziou Lod ne lavaront ket pikol tra : grac’herez, eommera- chou, ravodereziou, ar seurt traou-man nc viront ket mont d’ar barados... nucs plas ar c’houmperien, ar gom- merezed a dleffe beza er barados e toull ar skubcnna- chou... Cazeten ar barados... var an douar ho flas muia darempredet eo ar ster, an ti forn, an davarn. 2° Goal deodajou Ar goal deod a lavar goall draou. Hiniennou en em gemer dre finessa, a ra da genta kant tro d’ar pod : Ia, eun denmad... koulskoude... bah ! ne lavarin ket... mes evidon-me... Roet eo an taol flemm, etc, etc. Lori all a lavar distagel. En em gcmeret a reont peur- liessa ouz an dud muia estimet. Peurlïesa, da heul kementse, e kaver guarizi, jalouzi, — avechou c’hoant cozeal ebken, debron e beg an teod. Teodou aer viber atao ar flemm er meaz hag atao bilimm outhan. Digitized by GoOglC — 71 — 4° Ar fals-prezegerez An drouc-prezeger a lavar ouz he nessa an drouc a zo guir. Ar fals-prezeger a ia pelloc’h. Sevel a ra eur gaou noa- zus evit he ziscleria goudeze. Etouez ar goall deodou hema eo ar falla, an danjcrussa, an hini ra ar muia droug. Drouk e teir zoare : Lakad a ra an tan etre ar vignoned ar priejou, an amezeien, penn caos eo a zizunvaniez, a brosejou, a ienien, a voarizi. Koll brud vad eun den honest, lakad avechou eun den mad da gueza, dre sizesper, en dizurs. Ne respet netra, guelit J.-K., ar Zjpnt.Ouz ar re vella eo ec’h en em laka da genta, gant ar brassa plijadur. Mes ar bilim a gerz d’he hnul. — Ha neuze ne istim, ne zarempred ket an den ma drouksonj divar he benn. Guir eo n’eoket mad fiziout en oll... mes brassoc’h mank eo c^hoas credi an drouk, eb kaout merk mad ebet. Bugale ar goall deod 1° An teod ors. —An ors a zrail, a faout, a bil... an teod ors a daol da eun den e creis he zaoulagad ar brassa begadou hag a vezo fouge ennhan goudeze. Hen-ma zo he blas er c’hoajou gouez ha nann etoucz ar gristenien. 2° An teod broud. — Ar vroud, cb rei ar maro, a bik, a doull, hegazi a ra, poan a ra... Lod teodou a zo evel ar vroud, atao dichikal, goapad, dispenn, rei leac’h da zis- credi, diskolpa tammou bihan... traou hegazus evel guesped. 3° Teod alumetezen... an alumetezen a laka an tan. Lod teodou ne reont nemet toulla d’ar re all, digeri an hent, lakad an tan da gregi. 4° Teod countel-gamm. — Ar gountel-gamm a droc’h donc-monea. An troc’her dous a zo ar memes tra. Dira- zoc’h, en tu ganeoc’h. Adrenv ho kein en hoc’h eneb... tudidou plat, mad da lakad en toullou pri dindan treid an dud vad pa dremenont. Petra rank ar goall deod da ober ? Ar goall deod a ra drouk aliez muioc’h eget al laer. Al laer a gass ganthan va arc’hant, ar muntrer a denn Digitized by GoOgl C — 72 — diganhen va buez. Ar goall deod a denn eun dra a hue- loc’h pris aliez. Koll a ra va brud vad. Petra eo eur vuez dizenoret ? Hogen keraent hini a ra drouk a rank dicliaoui he nesa, e kement ha ma c’hell hag e kement ha ma zeo dleet. Rag-se: Drouk-prezeget oc’h euz ? Ne c’hellit ket en em zislavaret, mes meuiit, grit vad, etc. Faiz-prezeget oc’h euz ? En em zislavarit krenn, hag e rankfec’h tremen evit eun den fall. Diez eo : Rod a dro A ra bro. Comz lavaret Ne daper ket. Koulskoude keit ha ma na vez ket digollet an nessa, ar pec’het a jomm. Eun den o vervel a zeblante beza eurus. Lod a lavaras dezhan : n’o pezet ket re a fisians. Taolit evez na ve aze eur roued stignet gant an drouc-speret : oh ! emezhan, me oar mad em euz pec’het... N’euz fors, fisians em euz, rak skrifet eo : « Nolite judicare et non judicamini »• Ne varnit ket ha ne viot ket barnet. Guir a lavare. Lezomp mad ar re zo mad, hag ar re zo fall, goaz a ze evitho ; mes ne ziscuillomp ket ho mankou. Pe-hini eo dever ar re a gav eur goall deod. Da unan hag a zo izelloc’h evidoc’h, mar teu dirazoc’h da zispenn he nessa, serrit crenn dezhan he c’hinou. Da unan eus ar memes renk ganeoc’h, roit da gompren a ra deocfh poan. Da unan a zo huelloc’h, discouezit ne ra deoc’h tam plijadur. (gssai de §rammaire bretonne (suite) II est â désirer qu’on parvienne le plus tôt possible a tomber d’accord pour une manière d’écrire uniforme. Ceux qui se sont déjâ formé une orthographe â eux, trouveront difflcile de changer. Mais ce sacrifice ne sera pas au-dessus de leur amour et de leur dévouement pour Digitized by - 73 tiotre langue bretonne. D’ailleurs, il faut espérer que tout ehangement sera basé sur des raisons sérieuses. On peut déja constater un projet scnsible sous le rap- port de 1’orthographe. Ainsi personne n’emploie désor- mais qu pour k, parce que ce serait contraire â la vraie prononciation. En breton, toutes les lettres (sauf Yh muet) doivent se faire sentir. Ainsi quemener se pronon- cerait ku-e-me-ner et non kemener. Si on écrivait : quazek, il faudrait prononcer kuazek et non kazek. L’u doit être prononcé. 11 en est de méme de Yu après le g. Ainsi le mot breton : guiader, ne se prononce pas comme le mot frangais guide, ou le mot breton ginou. Comme je dois donner mes observations sous forme de grammaire, je suivrai Fusage en commengant par Tal- phabet. Cestun point assez difïicile, où il me sera impos- sible de contenter tout le monde. (Je ne saurai même me satisfaire moi-mème). Je me vois forcé de choisir entre le c et le k et de donner les raisons qui déterminent mon choix. Je ne puis me résigner â admettre deux lettres qui feraient double emploi et dont Tune serait inutile. Ge serait contraire a la simplicitc dont j’ai parlé plus haut : 1° Faut^il adopter le G en le pronongant â la frangaise ? Dans ce cas le k devient nécessaire et on serait obligé de remplacer le c par le k dans le mème mot. V. g. : mets, laca ; mettons, lafceomp. 2° Faut-il adopter le c en lui donnant le son dur, comme devant a, o, u ? Ce serait peut-ôtre le ramener â sa prononciation primitive. Car il est assez probable que le ftappa des grecs et le c des latins se pronongaient de la même manière et que ce n’ctait qu’une môme lettre revê- tant deux formes différentes. Mais ce c devant e et i serait gênant pour ceux qui ont appris a lire en frangais et c’est la généralité. On objecte, il est vrai, que cela s’est fait pour le g qui se prononce dur devant e et i corame devant a, o, u. Cest vrai ; mais il a bien fallu, parce que nous n’avons pas d’autre lettre pour reinplacer le g. II n’en est pas de raème du c qui peut être remplacé par le k. Comme réponse â cette objection on peut dire : puisque nous pronongons notre g comme le (y) gamma des Grecs, pourquoi n’adopterions-nous pas leur (k) _ 74 - kappa. Je me suis laissé dire que, d’après César, les Gaulois de son temps se servaient des earactères grecs pour écrire. Le mot alphabet lui-même est grec. Je con- clus qu’il y a avantagc k employer le ft, réservant le c pour les lettres doubles ch, c’h. Ledialecte de Vannes a un rapport frappant avec lc grec. L’infinitif est en ein comme en grec. Notre langue est aussi ancienne que le grec et le latin. II ne lui a manqué que la culture. Alphabet Le regrettè M. Normant, dans son lexique breton- fran$ais ne met pas la lettrc Y dans son alphabet. Je trouve qu’il a eu raison de ne pas la mettre au nombre des voyelles parce qu’elle aurait fait double emploi aveclT. Mais je pense qu’clle doit trouver sa place parmi les consonnes aussi bien que le \V. Une consonne, en effet. ne peut se prononcer seule sans le secours d’une voyeile. Or Y est dans ce cas. (A suivre). G. C. APEROU HISTORIQUE Sur Pétat de la Religion dans le Pays de Galles depuis la Réforme jusqu’â nos jours (Suite) S V Disons un mot des services religieux de ces différenles Sectes. —L’ordre duscrvicereligieuxanglicanestexposé dans leur livrc: I)e la Prière commune (Book of jCommon Prayer): il consiste en Psaumes et Hymnes adaptés â la saison. aux circonstances, avec des cxtraits de la Sainte Ecriture, le Credo de Xicêe, différentes collectes et prières dont quelques-unes ontétélittéralenicnttraduitesdu mis- sel ct du bréviaire romains: la plupart des autres ont cté altérées. Le sermon se fait vers la fin. Dans les trente dernières annces, les Anglicans ont beaucoup fait pour donner plus de vie et de splendeur ù leurs serviccs, en y introduisant la musique. Beaucoup de prièrcs, qui étaient autrefois récitécs négligemment par le ministre, alterna- Digitized by CjOOgl

————


An Eal hag an Ene

————


Eun Eskop santel, mantret o velet pegen neubeut a stad a ra kalz ac’hanomp deuz Jesus er Zakramant meulet ra vezo, pegen dievez, pegen dizeblant e vezomp peurvuia en llis ; a verve gant ar c’hoant da rei guelloc’h da anaout d’an oll karantez hor Zalver evidomp.

Eun devez ma tride sederroc’h c hoaz he galon, o veza, marvad, m’en d’oa Jesus lezet da gueza ennhi eun elfennik deuz an tan binniget digasset ganthan var an douar Treac’h eo va c’harantez d’hoc’h hini ragvac’halon-me a zo a grenn hag a bez <Tan Aoutrou Doue. Netra ne ra d"in tenna lagad divar Jesus. Nem euz aoun ebet da gaout, evel oc’h euz-c’houi, da veza touellet gant ar skeudennik koantiri ha madelez a veler o skedi en eur dremen, du-ma du-hont, er bed paour-man. Na trubuil na trebas n’em euz gant netra; ezom ebet da ziskuiza na deiz na noz ; n’em euz ken aket, ken zoursi nemet da garet Doue. Var-zu ennhan e nij dalc’h-mad va spered, varnhan e par heb ehan va c’halon. Va c’harantez zo treac’h d’hoe’h hini dre ma zeus ennhi muioc’h a ners hag a dan. Guelloc’h ec*h anavezan Jesus eget ne rit. Choui n’hellit guelet nemet he skeud ha c’hoaz, a bell hag evel a dreg-kein ; el leac’h me ’zo dirazhan tal-ha-tal. Deuz ho lagad-c*houi Jesus a zo kuzet en hosti evel adreg eur goabren : me avad, a dreuz ar goabrennik-se, a vel Jesus o vousc’hoarzin ouzoc’h. He vouez karantezus a zeu beteg ennoun, ha ken kaer, ken skedus e lugern dirazoun he c*hened. he zantelez, ma santan va c’halon o vont diganen, evel en despet d’in; hag en eur dridal, e kav ebad nijal a denn-askel da gaout ar gened burzudus-se ato yaouank ha nevez-flam hag hi o lugerni a oll-viskoaz ; hag hi great evit para da vïrviken. Ya, ya, eurussoc’h oun egetoc’h, rak treac’h eo va c’ha- rantez d’hoc’h hini. An Ene. — « Mad, Eal benniget, evidoun-me a gred hag a laka ez oun ive eurussoc’h egetoc’h-c’houi rag anat eo d’in en deuz Douc, em c’henver-me, merhet muioc’h a deneredigez. Kaeroc’h eo, hirroc^h e tal, mai kirit, karet Doue evel a rit; implija heb ehan, en he gers, speret, nerz ha kalon; evelato ni, hag a zo guisket deomp eur c*horf gant an Aotrou Doue, brava gavomp, ar pez a ra muia vad ha plijadur deomp, eo beza karet hon-unan. Eal Doue, kement a leac’h oc’h euz eta da gaout avi ouzin-me evel a ouffen da gaout ouzoc^h. ~ Digitized by GoOglC — 79 —

  • A klevetoc’heuz-e’houi biskoaz Jesus o lavaret deoc’h:

gritho Tad ac’hanon ? IIo Toue eo evel ma ’z eo va hini: hor c’hrouet en deuz hon daou ; Tad eo d’eoc’h zoken koulz a d’in va-unan; ne c’houlen ket evelato e rofec’h c’houi dezhan an hano-se. Ma ouflec’h koulscoude pege- ment e verv hag e trid hor c’halon-ni en hor c’hreiz ken aliez a ma chalvomp Doue.hon Tad. Enhano-seekavomp nerz, skoazel, trugarez. Kement a blij deomp, kement a c’hell ober vad deomp. N’oc’h kct evit kompren, evit zan- tout evel a reomp-ni petra dal beza karet en doare-ze.

Eun hano all, ha ne roio biken d’eoc’h, a glevan-me bemdez deuz ginou hor Zalver : « Breuroc’hd’in7 deuzar meme: ouen ez omp c’houi ha me. » Ya, henvel beo int, e guirionez, ar goad a red en he voaziet hag an hini a ruill en hor re-ni. P’her c’hlevan oc’h ober he vam deuz an Introun Varia e tridan gant levenez o sonjal e c’hel- lan, kouls hag hen, rei ive an hano-ze d’ar Verc’hez. Ha zantet oc’h euz-c’houi biskoaz pegen kaer eo karet Doue ha beza karet ganthan evel eur Breur. Va adori, va c’haret, chom em c’hichen bepredda gana, heb ehan, va meuleudi, hounnez a vezo ho lod hag ho karg, eme Jesus d’eoc’houi. Selaouit breman petra lavar d’in-me : « Kemerit, c’houi, ac’hanon da vagadurez ; mes- kitevel pa lavarfenn va c’horf ha vagoadganthorc, evit ne raimp, c’houi ha me, nemet unan.Penaoz rei d’eoc’h da entent ha da zantout, petra eo kommunia ! Na red ez oa e vijec’h-c’houi karet gant Je6us p’e gwir, en he vadelez e plijaz ganthan ho tioual ken mad, ma n’hellas biken ezen louz ar pec’hcd sevel zoken beteg ennoc’h da denvalad, an disterra, ho kened hag ho san- telez! Mad, kalz bravoc’h c’hoaz cn deuz great din-me o pri- zout kaout truez ouzin ; oc’h asten, evel en deuz great, he zorn karantezus d’am zenna deuz bouillen*ar pec’hed, evit va starda adare var boull he galon. O ma ouffec’h Digitized by GoOglC — 80 — petra eo kaout, a nevez, pardon ha digemer-mad digant Jesus, goude beza bet enebour d’ezhan! Ya, eurussoc’h en em gavan evidoc’h, ragskleareo, evel an deiz, en deuz diskuezet Doue em andret mui a deneredigez. » Ya, eme an Eal, en eur vousc’hoarzin deuz an Ene, ne bade ket gant ar stad. Ya, brassoc’h pe da viana tener- roc’h karantez a ve lavaret en defe Doue evidoc’h. 0 na brao eo d’eoc’11, na c’hui ’zo eurus ive da cfhellout, e zer ar c’horf oc’h euz bet digant Doue, gouzanv poan ha zoken -skuilla ho koad da reFtesteni deuz ho karantez evithan. Koulskoude, Ene keaz, eun draïk a zo hag a ra d’am evrustet-me beza treac’h d’hoc’h hini-c’houi. Hag evel en eur grena, an Eal a lavaraz goustadik: « Da zioual oc’h euz deuz eur goall darvoud ha ne c’hoar- vezo biken ganen-me, siouaz ! Siouaz ! digouezout a c’hell ganeoc’h glac’hari a-nevez kalon Jesus ! Ker buhan an Ene, oc’h ober evel eur skrijaden, a lavar en eur hua- nadi hag a dreuz he zaelou : « Ya, eal benniget, n’hellan ket hen nac’h, hoc’h eurusted-c’houi a zo treac*h d^am hini. » Tennet deuz al leorik gallek « Paillettes d’or ». Rüskoen. An Aotrou KERIOLET KENTA LODEN (Kendalch) TREDE PENNAD MATHÜRIN, PER, FRANCÈS francès Staget em euz ar zaout; mes an noz a freska, Hag heb dale, varnomp kouezo ar vrumen noz, Marteze, Mâthurin, ez eo poent d’eoc’h fenoz Kemeret, er gegin, ho plas e korn an tan. Digitized by GoOglC — 81 — MATHURIN Ia, mad eo an avis, Francès, raktal ez an Dober vel livirit. Pa em boa eveldoc’h Goad tom em goazied hag eur galon grenvocJh, Ne dec’hen ket velse dirak eur vrumennig, Mes an den koz zo sempl vel eur c’hrouadurig. Ah! paour kez Mathurin, den ker mad, ker zantel! Pedi ’ra ’vit ma teui he vestr da veza El. Nag a chapeledou ’n euz c’hoaz da lavaret Araog ma teui he vestr da veza beleget Megred e choulen re, kalz re digant Doue. Ar pez a c’houlen hen, rae her goulen ive Tit beza selaouet me roffe va bue, Va goad. FRANCÈS Ha! bugale, pesseurt kalon c’heuz-c’houi ? ’Vit doare c’houi n’oc’h ket great evel ma ’z omp-ni. Choui rank beza breudeur Elez ar Baradoz Pa ’z eo guir e c’hellit karet tud a valloz, Karet Keriolet! Choui ker glan ha ker pur. PER Piou gar ket he baeron ? den ebet a dra zur. Eaz eo karet eun den pa vev ervez Doue, Mes evit eun hailloun ne roin ket va bue Zoken pa veffe red, evit ma vo salvet ; He blas, kreiz anifern, gant an diaoul zo gret. Peoc’h, Francès, me ho ped, ne gomzit ket velse ! Mar deuz tud fall er bed, guell eo pedi ’vithe, Rak ene an dud fall en euz koustet kement Dfhor Zalver var ar Groaz, hag ene kaer ar Zent. PEVARE PENNAD FRANCÈS HA PER FRANCÈS PER FRANCÈS PER — 8 2 — Setu perag, bemnoz goude koan me a bed Hor mam Santez Anna evit Keriolet. francès Mad, me lavar d’eoc’h, me, n’hell ket Santez Anna Selaou ho pedennou, nan, nan. per Perag eta ? francès Divezatoc’h, Perig, c’houi glevo ’vit petra.... Ar pardon zo echu, an Aotrou deu d’ar ger. Lez ac’hanon d’ezhan da lavaret eur ger. PEMPET PENNAD FRANCÈS KERIOLET keriolet Perag n’oc’h-hu ket deut d’am chlask araog an noz ? francès* Aotrou Keriolet, aman oann o c’hortoz. keriolet (drouk enn/ian) Ah! Ah ! abred oc’h euz echuet ho labour ! Eun diaoul benag marvad a zo deut d’ho sikour, Da ziskar ar groaz koz evel ’m oa lavaret. francès Da ober al labour oc’h euz d’in kemennet Ne ’z euz deut den, Aotrou, piou garfe hen ober ? Rak diskar ar c’hroaziou n’eo ket c’hoaz va micher. Kroaz an hent koz a zo, atao soun en he za Habiken vadorn-me ne rai d’ezhi koueza, Hen lavaret em euz, laret ran a neve. keriolet Malloz ruz, piou zesk d’eoc’h komz evelse d’in-me ? Ha n’eo ket me ar mestr, ha c’houi Fanch ar merer, Daoust ha n’oc’h ket d’in-me mevel ha servicher Evit obcr raktal ar pez a lavaran d’eoc’h ? francès Ia, mes en Env ez euz eur mestr all kalz brasoc’h Digitized by GoOgl C — 83 — Eget mistri ar bed, hag hennez a zifen Ober kement so fall a eneb he lezen. KERIOLET Hennez eo marteze a ro deoc’h ho kobrou Pa ’z eo guir e kredit disprijout va c’homzou, Senti ouz he lezen ha terri va hini. FRANCÈS Vel ma lare ho mam, Aotrou, guell eo senti Euz ar mestr zo en Env, evit senti euz an den Rak pa zeui evidomp ar mare da dremen Goude ar vuez-man, berr evel eun uvre, Me zonj mont da c’houlen diganthan al leve Gounezet em buez, rakse ne glaskan ket Eveldoc’h en ifern beza eun deiz taolet. KERIOLET En ifern, en ifern ! Ah ! paour keaz den spountet, Er bed all-ze ne ’z euz na Doue na diaoulou. FRANCÈS Ah!paouezit, aotrou, da laoskal malloziou Pe varnoc’h euz an Env kouezo ar c’hurunou. KERIOLET Bah ! an ifern, an diaoul, traou mad evit bugale, Eomzou, mad da spounta ar re gred anezhe Evidon-me biken ne grenin dirazho. FRANCÈS Aotrou Keriolet, c’houi eun deiz a greno. { KERIOLET Me krena, dirag piou ? Ar gurun o tarza N’hell lakad var va fenn eur vleven da oja. Kredi rit marteze e krenfen vel eur c’had Ma velfen eun diaoul dirag va daoulagad. Mar deuz eta diaoulou, me garfe ho guelet. Pell zo ho gortozan, mes lent int vel pesked. Ohé, Satan, deuz ’ta ; mar dout skuiz o leski, Me a ia, mar kerez, d’as klask ha da derri Digitized by GoOgl C — 84 — Da chadennou, deuz ’ta ! rak me garfe gouzout Pe te zo evidon pe me zo evidout. Rak vit bete vreman, n’em euz ket c’hoaz kavet Unan benag par d’in tro var dro, dre ar bed.... Achanta, ne deuit ket, breman pa ’z oc’h galvet Deuit eta da velet! va c’hleze zo lemmet, Va c’hleze n’euz skuillet epad va yaouankiz Goad aoualc’h ’vit liva ouspen kant dor iliz. Ia sur oun, krena ritdiragKeriolet! Dirazhan en ho raog kalz re all d’euz krenet. FRANCÈS Tavit, Aotrou, tavit, en han’ Doue me ho ped (A gostez ). ’Vit va Itron Anna, zo breman en Envou, Pebeuz anken klevet gant he mab ’seurt komzou ! KERIOLET Etre da zent, marmouz, petra leverez-te? FRANCÈS Aotrou Keriolet, pedi ran va Doue. KERIOLET Amzer aoualc’h o po d’her pedi el lann vraz Pa vo great ho labour ha diskaret ar Groaz. Kerzit eta duhont raktal da labourat, Kerzit, mevel daonet ; me fell d’in, klevit mad, He guelet raog an noz, a dammou d’an douar.... Ac’hanta, glevit ket ? breman ez oc*h bouzar ? FRANCÈS Aotrou, me n’oun ket great evit al labour-ze Rak, vel pep kristen mad, me ’m euz doujanz Doue Ha ne rin ket ar pez a zifen he lezen. KERIOLET [o tichouina he gleie) Sent, kristen milliget, pe raktal deuz da benn Bremaig goad a strinko hag ive an empenn. FRANCÈS Skoit ’ta, kentoc’h ez in da velet va Doue. E gloar ar baradoz velin ho mam ive. Digitized by GoOglC — 85 — keriolet Va mam, ah ! ia, va mam ! FRANCÈS M’he guel c’hoaz o pedi Dirag kroaz an Hent-koz. Evit douja d’am mam, ne dreuzin ket hirio Ho korf gant va c’hleze. Mes ma fell d’eoc’h chomm beo Tec’hit, tec’hit raktal, rak varc’hoaz marteze, Ma velan ac’hanoc’h, n’em bo mui a drue, Kerzit da glask labour, it da di eur mestr all. Aotrou, keit a ma kavin eun tam bara zegal Da Iakad em ginou, me lavaro bennoz D’ho jnam; mar d’oun c’hoaz beo, hi hebken a zo kaoz. Kredi ran oc’h euruz, hirio va mam garet, Evidoc’h oun chommet heb ober eun torfet, Rak evit plijout d’eoc’h ez oun bet mad eur vech, Pa ’m euz klevét ho mouez, oun chommet direbech. Ar vouez-se a gomz d’in, he anaout a ran mad, Aliez e karfen dont d’he ankounac’had. Pa c’houlen diganen beza mad el leac’h fall, Ez eo hirio ken dous, ken tener ha guechall: « Va mab Per, emezhi, dalc’h sonj mad em c’homzou Pe Doue gastizo abred da bec’hejou. » Doue! mar d’euz unan, m’her gortoz heb krena, Ha va oll dorfejou, m’en deuz c’hoant kastiza E kavo ac’hanon, hirio koulz ha varc’hoaz Enhent ar blijadur, rak n’oun ket re skuiz c’hoaz. KERIOLET Mad, vit plijout d’ezhi, FRANCE8 CHUECHVET. PENNAD KERIOLET (he unan) — 86 — SEISVET PENNAD KERIOLET IIAG IZAAK IZAAK Ah! setu eur gomz vad, Aotrou Keriolet, Eur gomz vel ma ouzoc’h c’houi hebken lavaret, Hag a laka an diaoul en ifern da c’hoarzin. KERIOLET N’eo ket bet aliez trist abalamour d’in Izaak. — Aboue pegoulz ez oc’h c’houi deut en dro ? IZAAK Abaoue dec’h da noz, Aotrou ez oun er vro. Me zo deut d’ar pardon, vit dastum gueneien, Va renk ’m euz kemeret etouez an oll beorien A veler o pedi tro var dro d’ar feunteun ; Mes siouaz d’in, va yalc’h n’eo ket bet hanter leun. An dud ne deuont mui da zelaou ar sorser, Marvad vezo ret d’in dilezel va micher. KERIOLET N’euz ket c’hoaz pemp sizün ’m euz roet d’eoc’h kant skoet Eat int gant an avel marvad ? IZAAK Ia, dispignet. Mes, Aotrou, c’houi oc’h euz peadra evit daou! Ha n’oc’h euz ket c’hoaz d’in paeet va labourou; Ma karfec’h adare rei d’in nebeut skoejou. KERIOLET Malloz ruz, arc’hant c’hoaz ? IZAAK Goustadik, me ho ped Rak me n’oun ket bouzar, ne gredan ket ve red Komz d’in a bouez ar penn. KERIOLET Komzomp eta siouloc’h. Mes me garfe gouzout petra dlean c’hoaz d’eoc’h, Digitized by GoOgl C - 87 - IZAAK An eurusted, Aotrou. KERIOLKT Penaoz e c’helfen-me Rei d’eoc’h c’houi, sorser koz, ar pez a glaskan ive. IZAAK Evit beza euruz, Aotrou, ne c houlennan Nemet eur skabellik en ho ti, ’korn an tan. Rak eur servicher koz pa n’hell mui labourat A lezer da repos ; diskuiza a ra vad. Evel guechall, Aotrou, me c’hello marteze Ho sikour da ober troiou kam adare. KERIOLET Nan, n’hellan ketrei d’eoc’h ar pez a c’houlennit. IZAAK Ha koulsgoude, Aotrou, me ’m euz hen gounezet Evidoc’h ’m euz poaniet. KERIOLET Ia, ha paeet oc’h bet. IZAAK Nec’heller ket, Aotrou, paea va labourou. Ha c’houi a c’hell zoken priza an danjerou Zo bet ken aliez skignet a zioc’h d’am fenn, Pa ’m euz lazet kement euz hoc’h enebourien. N’oc’h euz mui sonj marvad ez oun me bet stlejet A dreuz leur gear Auray evit bezakrouget, Pa oa kavet maro inerc’h yaouank Toull-ar-goug Kredi ran e ma c’hoaz ar gorden em gouzoug. Ma ne vije ket deut an diaoul d’am distaga E vijen bet breman en eun toull o vreina ; O vreina en ho lec’h, Aotrou Keriolet. KERIOLET Guir eo, ia, rei rin d’eoc’h arc’hant,......aour ma karet. Digi tized by IZAAK Nan, nan, ne c’houlennan diganeoc’h netra ken Nemet evel ho ki, beva en ho kichen. Pa viot eat er meaz, me ziouallo an ti Hag hini ne dostai pa velo bcg va fri. KERIOLET N’hcllan ket koulsgoude ho maga vit netra. IZAAK Me c’hell c’hoaz, ha me koz, evithoc’h meur a dra, An traou n’heller ober nemed epad an noz, Pa vez ar gristenien o kemer ho repos. Traou iskiz ha spountuz, a ra dan dud krena Ha zoken d’an daoulin, a ra d’ezho koueza. KERIOLET Mad, chommit, mes bevit e peoc’h gant Mathurin. IZAAK Gant piou ? KERIOLET Gant Mathurin, a gar kement Doue, Hag en euz servichet va mam ’pad he bue. IZAAK Bezit dinec’h, Aotrou, me oar mad, pa vez ret Ken devot ha forz piou laret va chapelet. KERIOLET Faoz aoualc’h oc’h vit-se ; chommit eta en ti. Boued vczo vidoc’h, keit ma vo vit ar c’hi. IZAAK Vit ho trugarekad, e korn an tan, ama, Me lavaro ’vidoc’h, va chapelet kenta.... Ne c’hoarzit ket, Aotrou, kerkoulz hag ar re all Me bede ar Verc’hez a greiz kalon guechall. Meur a vech ez oun bet en he chapel duhont Etal al lanneg vraz, zo hannvet « Lann ar Mont. » He fedi em euz great vel ma ouzoun pedi, Lakeat em euz goulou dirazhi da zevi Digitized by — 89 — Mes biskoaz ar Verc’hez ne deuz va zelaouet, Ha da choude, pell zo, emeuz he dilezet!... Ouspenn zo, piou morse ’n euz guelet ar Verc’hez ? Evidon-me lavar, aman, e guirionez, Ne gredan nag ennhi, na zoken e Doue. Nem euz kredet morse nemet en eur roue, An diaoul eo ar roue em euz bepred karet.... Ar pez a lavaran ne blij ket d’eoc’h, me gred, P*eo guir e chommit mud, heb laret ger ebet. KERÏORET Kalz re hirr eo ho teod, er vech-man, kos sorser! IZAAK Ah ! o komz vel ma ran, ne glasken met ober Eun tam plijadur d’eoc’h... me c’hell dont var va c’hiz.... KERIOLET Evit beza furoc’h, klevit mad eun avis : Keit ma viot lojet ha bevet e va zi, E tifennan d’eoc’h komz deuz ar Verc’hez Vari, Pe m’ho stlapo er meaz, malloz ruz, vel eur c’hi. Klevet oc’h euz, Izaak ? IZAAK Ia, rak me glev a bell. Hag e kreiz ho kalon e klevan an avel O c’houeza a bep tu; ho kalon zo digor Da gement a drcmen, vel eur c’hos ti heb dor. Choui a zelaou heman, selaou a rit hennez, Selaou a rit an diaoul hagive ar Verchez. Hirio c’houi zo mignon d’an diaoul hag antronoz Choui c’halvo d’ho sikour oll zent ar baradoz. Guechall, m’her goar, Aotrou, c’houi a oa kalz krevoc’h, E chapel ho kalon ne oa nemet eur c’hloc’h! Ne oa met eun aoter, Aotrou, vit an oferen, Aoter an drouk spered, roue du an ifern. KERIOLET Kaer o deuz labourat, an diaoul hag ar zent, Me zo mestr d’am c’halon, kerkoulz ha diagent, Digitized by GoOgl C — 90 — Ha ne lakin ennhi, nag an diaoul nag he c’hoar, Na sent ar baradoz, na Doue, nïhcn lavar. IZAAK Neo ket eaz da grcdi, ha dreist oll p’ho klever O komz deuz ar Verc’hez gant kement a zousder. Chommet oun sebezet. KERIOLET Muioc’h e vezot c’hoaz, Klevit: Keriolet a lavar bep mintin Hag a greiz he galon, stouot var he zaoulin, Eun « Ave Maria. » IZAAK Mall braz eo deoc’h neuze, En eur gouent benag mont da viska eur zae. Ne vo ket c/hoarzet kalz e marc’had kear Auray ! Pa vezo klevet komz deuz ar mirakl braz-se. (Keriolet a siskoues e ma o vontkuit.) Marvad ez it breman da bedi ho Kuerc’hez, Evidon-me jommo eur pennad c’hoaz er mez, ’Vit guelet ar stcred o lintra a zioc’h ker; Ne ’z euz netra kuzet da lagad ar sorser. Hen vel ar pez a vo hag ar pez a zo bet Varc’hoaz me laro d’eoc’h ar pez am bo guelet. KERIOLET Ne ouezin ket araok? nosvez vad d’eoc’h neuze. IZAAK Aotrou Keriolet, nosvez vad d’eoc’h ive. EISVED PENNAD IZA\K [he-unan) Ia, sao da benn d’an neac’h, Izaak, ar sorser koz Sell mad ouz ar stered, a lintr e kreiz an noz. Nag a stered hirio a velan ’zioc’h d’am fenn Setu an hini c’hlaz o tont da veza guen. Nan, nan, ne ’z euz netra kuzet vit ar sorser, Ar pez ne ra den all, me a c’hell hen ober: Digitized by GoOglC — 91 — Lenn e leor an ene hag e kalon pep den, O velet pe seurt liou c deuz he stereden. Ilini Keriolet a velan mad aze Siouaz dre Jupiter, chenchet e deuz doare. Betcgen e lintre glaz bepred kreiz an noz, Hag hirio en eun taol ez eo guen, mil malloz. Unan benag ouzin a zo oc*h enebi Hag a ra d’he zonjou ha d’he spered trei. Mes, a pa ve ret d’in, vit echui va labour Gervel an oll diaoulou evit rei d*in sikour, Ar chad nedec ho ket digant ar chaseour. Ha pa veffe ret d’in beva c’hoaz pell amzer O klask va boued bemdez hag o lounka mizer, Me bromet d’eoc*h, Satan, eun deiz Keriolet E kreiz punz an ifern gancoch vezo losket. An dra man a dremen e « Lann ar Mont* ctnl kroaz ar Goz Hent KENTA PENNAD MATHURIN. PEH, BJEL, LOIS (messaerien) MATHURIN (amczet var eur mean c kreiz, ar vanden) Ia, va bugaligou, guechall goz ez euz bet, Ervez ar pez am euz dalc’hmad klevet laret, Eur chapellik dister savet en eur mezou Bet hanvet gant an oll, a bell zo « Bosennou ». Ma fz it eun dro benag beteg Santez-Anna Vezo diskouezet d’eoc*h ar park el leae’h ma oa. Hon tadou, bugale, a ie di aliez Da bedi Santez Anna, Rouanez bro Breiz. Ar chapel a gouezaz skoet gant ar gosni Velse Santez Anna en em gavaz heb ti. Ne oa jommet nctra met eun imaj kuzet En douar; varnezhan ar ieod a oa savet. riel Mes, tonton Mathurin, an dud ne ouient ket Ez oa Santez Anna bet evelse kuzet ? EIL LODEN — MATHURIN

An dud, va bugale, nan, ne ouient netra Mes eun dra burzuduz a deue d’ho spounta.

PER

Petra ’ta, Mathurin ?

MATHURIN

Den ebet na c’helle Tremen gant an ara, iskiz eo kementse, Dre al leac’h m’oa savet chapel Santez Anna.

LOIS

Den na c’helle arat ? Petra oa kaoz eta ?

MATHURIN

Kaer d’oa an dud komz brao pe rust ouz al loened Pa zigouezent eno, atao chomment mouzet.

LOIS

Guelet c’heuz anezho o chomm velse a zav ?

MATHURIN

Nan, n’eo ket ret guclet evit kredi eun dra. Mes her cThlevet am euz gant ar re d’euz guelet.

PER

Ha goude, Mathurin, petra oa digouezet?

MATHURIN

Goudeze, klevit mad, ha pell amzer goude, En dachen letoun-ze, hini ne dremene Heb ober sin ar Groaz.

LOIS

Heb ober sin ar Groaz!

MATHURIN

Ia, gant spount ha respet. Breman ez euz dek vloaz, Eun den deuz Keranna, hannvet Nikolazig, Aliez a velaz, e kreiz eur splander vraz Hor Mam, Santez Anna, ha ganthi e klevaz E peleac’h oa kuzet he imaj benniget. Ha setu, bugale, penaoz en euz kavet Nikolazig imaj hor Patronez karet. L. G. (Da gendelc’her/. y GoOglC DIVAR BENN AR BREZONEG Labourat pe ficha lin Arbaluchen a zo eur skabel hirr, en eur penn anezhi ez euz eul laônen goad, ledan, stardet mad en he za hag hec’hriben araog. Ar penn all eo skabel ar balucherez. Hou-man a grok gant he daou zorn en tam lin hag a gass bag a zigass anezhan buhan var tremm al laônen goad beteg ma teu an tam ganthi c pep dorn. Neuze e laka adare an daou dam en unan hag e ra ar memez tra ken na chomm mui tam kanastr ebet etouez al iin. Dic’hrozet evelse, al lin a vezo breinaik great bleo anezhan gant ar chribinou. Daou seurt kribinou zo : ar re rouez pe boull hag ar re fin. Ar c’hribinou a zo great gant dent houarn lcm ag hirr sanket mad en eur planken a renkennadou tost ha tost. Var ar penn all deuz ar planken e vez lakeat cur mean pounner evit miret ne deufle ar c’hribinou deuz he blas pa vez chachet var an dornad lin a ia a dreuz an dent houarn. Ar stoup a chomm etre dent ar c’hribinou ha goudeze e vez peurchreat al labour var ar c’hribinou iin. An tam lin a zo mad breman da neza, ha da c’hortoz e vez stec’hennet ha lakeat a gostez. Evit neza e vez lakeat da genta ar skoden lin-ze var ar geiel a vez staget sounn deuz kostez kleiz an hini a zo o neza, evit ma c’hello, gant he bizied, chacha al lin a dammou bian. Dre ma teu an neuden er meaz c vez laket tro ennhi gant an inkin, ha pa vez erru hir aoualc’h e vez destumet en dro d’an inkin-ze. Neza gant eun inkin a zo difoun, kalz buanoc’h e rer gant ar c’har neza. Ar c’hirri-man ne ’z euz mui kalz anezho. Da genta ez euz eur planken teo var bevar droad, ha var eur penn deuz ar planken-ze ez euz eur stern evit ar rod. Hou-man a zo en he za hag e deuz peurvuia var dro daou droatad hueldet pe ouspenn. Gant he dorn deo an nezerez a gass ar rod en dro divar bouez eun dornikel. Bn dro d’ar rod e ma ar gorden gar great, a leverer, gant bouzellou girvi. Er penn all d’ar planken e ma kriben

DIVAR BENN AR BREZONEG
————
Labourat pe ficha lin

Ar baluc’hen a zo eur skabel hirr, en eur penn anezhi ez euz eul laonen goad, ledan, stardet mad en he za hag he c’hriben araog. Ar penn all e0 skabel ar baluc’herez. Hon-man a grok gant he daou zorn en tam lin hag a gass hag a zigass anezhan buhan var tremm al laonen goad beteg ma teu an tam ganthi e pep dorn.

Neuze e laka adare an daou dam en unan hag e ra ar memez tra ken na chomm mui tam kanastr ebet etouez al lin.

Dic’hrozet evelse, al lin a vezo bremaik great bleo anezhan gant ar c’hribinou. Daou seurt kribinou zo : ar re rouez pe boull hag ar re fin.

Ar c’hribinou a zo great gant dent houarn lem ag hirr sanket mad en eur planken a renkennadou tost ha tost. Var ar penn all deuz ar planken e vez lakeat our mean pounner evit miret ne deufe ar c’hribinou deuz he blas pa vez chachet var an dornad lin a ia a dreuz an dent houarn. Ar stoup a chomm etre dent ar c’hribinou ha goudeze e vez peurc'hreat al labour var ar c’hribinou fin. An tam lin a zo mad breman da neza, ha da c’hortoz e vez stec’hennet ha lakeat a gostez.

Evit neza e vez lakeat da genta ar skoden lin-ze var ar geiel a vez staget sounn deuz kostez kleiz an hini a zo oneza, evit ma c’hello, gant he bizied, chacha a1 lin a dammou bian. Dre ma teu an neuden er meaz e vez laket tro ennhi gant an inkin, ha pa vez erru hir aoualc’h e vez destumet en dro d’an inkin-ze.

Neza gant eun inkin a zo difoun, kalz buanoc’h e rer gant ar c’har neza. Ar c’hirri-man ne ’z euz mui kalz anezho.

Da genta ez euz eur planken teo var bevar droad, ha var eur penn deuz ar planken-ze ez euz eur stern evit ar rod. Hon-man a zo en he za hag e deuz peurvuia var dro daou droatad hueldet pe ouspenn. Gant he dorn deo an nezerez a gass ar rod en dro divar bouez eun dornikel. En dro d’ar rod e ma ar gorden gar great, a leverer, gant bouzellou girvi. Er penn all d’ar planken e ma kriben ar c’har, da lavaret eo, daou dam koat teurniet peurvuia, hag eun nebeut var zao heb beza a bloum. Var kriben ar c’har a dreuz, e kreiz, co stag ar verzit ha var ar verzit e ma ar graouen. Houman zo eur rod vian hag a zo varnezhi meur a rouden evil korden ar c’har. Ar gorden o tremen var ar graouen eo a ra d'ar verzit trei, ha trei buan zoken. Ar verzit a zo stag var kriben ar c'har gant diou vetezen, unan var bep post. Eur vetezen a zo eun tamik ozil gwenv pleget ha lakoat he zaou hcnn er memez toull. Evit ma ’z ai easoc’h ar verzit en dro e vez lakeat eun tam lard gant ar vetezen.

E kreiz etre an daou dam koat teurniet hanvet kriben ar c'har ez euz c'hoaz unan all, eun nebeut moannoc'h, heman zo he hano an eskop ha n'eo ket mam en he blas ; stag ez euz outhan eun tam ler hanvet bridaouerez, ha labour ar vridaouerez eo starda ar verzit, pa vez ezom. Evit se ne ’z euz da ober nemet trei an eskop eun nebeut.

Beg ar verzit da neza neud a zo toull ; dre an toull-ze eo e tremen an neuden hag ar verzit o trei buan a laka tro en neuden. Houman, eur vech troet a ia anezhi he-unan da gaout an dantier pe an droel. An dantier a zo koat, henvel deuz eun houarn marc’h ha dent houarn ennhan, ha staget var ar verzit azioc‘h d’ar ganel. An dent houarn-ze a zo evit renka mad an neud var ar ganel. Pa vez aoualc’h a neud dirag eun dant e vez lakeat an neuden var an dant pelloc’h, hag evelse ez eo diriskl d’an neud da roestla. Pa vez leun eur ganel e vez lakeat unan all en he flas.

L. G.

————


LEORIOU NEVEZ


Setu ganet adare eul leor brezoneg, he hano eo Mouez reier Plougastel. Ouspenn ar vouez-se a glever pa lenner al leor ; klevet a rer ive mouez Breiz-Izel, mouez ar Brezoneg, mouez ar feiz hag hini Sent Breiz-Izel. Kalz gwerziou ha kanaouennou brao a zo e Leor Klaoda, ha Feiz ha Breiz p’e ma o c’houlen leoriou skrivet e Brezoneg mad, a lavar da C’hlaoda : mad eo, kendalc'hit.

Ar bleuniou er prajeier n‘int ket oll ken kaer ha ken kaer ; evelse e c’hoarvez ive gant ar bokedou a zo el leor nevez-man. Ar re a vezo lennet gant ar brasa plijadur, eo C - 06 - An touzer, he winklen ganthan en he zorn a lavar da X... : — Eur skoet eo, Aotrou. — Eur skoet evit petra ? — Evit petra ? n’em euz ket touzet d’eoc’h ho ki ? — Va c^hi-me ? Piou n’cuz lavaret d’eoc’h eo ar c’hi-ze d’in-me ? Hag X... a gendalc’h da lenn. Hag an touzer, he zeuliou varzu an Aotrou a lavar (n’eo ket a vouez hucl) ’m aon touzet! L. G. Geriou brezoneg nebeut anavezet Lod anezho n’e maint ket en Dictionnaire, lod all ne rer ket implij outho e pep korn euz an Eskopti. Mezaoui. Endommager, gater. Mezaouet eo ar parkat ed gant ar chatal. Outrager, en parlant d’une femme qui a subi des outrages. Franval, Fraon-al, bourdonner. Signifie aussi gros- molat. — Se dit également du bruit que fait la machine â battre. Deraoui. Etrenner, commencer. Gwenvet, Kazuz. Eur chraouadur gwenvet, kazuz. Enfant qui geint, gémit sans cesse, difflcile. Kintus, eur guiker. Strechel. Oppression, embarras des bronchcs. Skervi. Souder, ajuster, unir solidement. Koulz. Terme, moment de mettre bas en parlant d’une femelle. Stumm. Extérieur bon ou mauvais, prestance. Stummet mad : qui a de 1’adresse pour le travail. Se dit aussi des choses. Eur vezen stummet mad, un arbre qui promet. Kevannèuz. Eun ti, eul leac’h kevannèuz, une maison, un endroit qui permet de voir et d’entendre tout ce qui se passe, et où l’on trouve ainsi quelques distractions. Landramuz. Encombrant. Eun dra diez da zougen heb beza goall bounner. Le Gérant: P. Georgelin. Brest, Imprimerie de la Presse Libérale, rue du Château, 4 Digitized by GoOglC LIBRAIRIE J. DESMOULINS rue Lafayette, 7, Landerneau Etablissement dlmprimerie, Reliure Vftlnes n rorte ciiez lcs jrlndpiM Llbralres de ii Bretagse: Mizan Anaoun, demi reliure, prix...... 1 fr. 50 Istoranlliz, demi-reliure.......... 1 75 A raok Kovez, brochê............. U 30 id cartonné........... 0 50 Ar Vadiziant, broché............ 0 50 id cartonné........... 0 00 Eunn Ileur dirag ar Zahramant....... 0 15 An Ofern, ar Zul hag ar bloaz^ detni reliiue . 1 50 Ruez Sant Paol, broché........... 0 00 id cartonné.......... 0 75 Buez Sanl Kaourintin, broché......... 0 25 id cartonné....... 0 30 Eu n n Ileu r A doration, broché......... 0 20 id cartonné........ 0 30 Ar Gonfirmasion, broché........... 0 50 id cartonné.......... 0 00 An Urs, demi-reliure............ 2 » Bel-Air, texte francais, broché..... .2 » Digitized by GoOglC Librairies Catholiques D. DERRIEN, 85, nt de Su, W J. SALAIffl, 58, roe Kérêon, Ouimper BERNARD, quai du Stéir, Quimper Abbc iNIZAN. — Emgann Kergidu, les 2 vol. rcunis. in-i2, broché.......2fr2 Abbé INIZAN. —- Toul al Lakez, brochure in-32. » 20 Istor Breizt ou Histoire populaire de ia Bretagne, en Breton et en Fran^ais, 1 fort volume in-i8f broché..........2 »» Buez ha Vertuziou Sant Joseph (abbé KERLAN), relié............12 Buez ar Zent (Marigo), augùienté des sarnts bretons, relié.....•.....3 Buez Santez Anna (Abbé PÉRON), relié ... 1 Mellezour ar GalounZacrjesus (Abbé KERLAN), reüé............1 Mis Mari an Eskop Dall (Abbé Sann). relié. . 1 Histor an Testamant co3 hag an Testamant nevez, relié..........1 Kenteliou ïuig Isioriou a Skuer vad(P. MORVAN), in-12, relié...........2 Abrege eus an Aviet, relié.......1 An üevez Christen, relié........1 Buez ar Zaenl Mokvan)......3 Leor Oferen (M. Le Gall).......2

H]$;.mwMm



fô\ ET BR ET AGne



’ U £ BRET O K| NE FRANpAlS E



I



Relicjieu^e

Littéraire

Hi^toncfue

P»r*issant fous tc* dcux re


Pr:x d’abonnement : 3 fr. par an

sjtli-^.i’ t M. rtlioit’

Virairt* aus Cfli* >

II II E S I




POItr (OUt h n i-MtiLliirinii Mltoil^

iLmi* ht IW-%ih>, n;hI §«r Ô >i LBG U.I., IW < W-nr ilu I i»l|(4KM.|Nir I i-»*iir\i.»it


$4


ttt

Ittt

ttM


— BREST - — - Imprimerio «f Tf

de Ja Prease Liber&le du Fimscèr* ^ °$ rueduCbâteau,4


Juillet-Aoflt

— ïgoa —


O t Q t j

La Revue FEIZ HA BREIZ est 1’organe d r une OEuvre qui sest fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préservation et la diffusion du Breton dans le Fïnistère, et qui a un triple but : i° de favoriser 1’introduction dan» les écoles de Pétude du Fran^ais avec l’aide du Breton \ 2° de répandre les livres, brochures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 3 d^encourager les études sur la langue bretonne.

Les personnes qui désirent abonner leurs parents ou leurs amis auront 2 abonnements pour 5 francs, et 3 pour 6 francs.

Les abonnements partent du i er Janvier de chaque année : on fait passer, s’il y a lieu, les numéros parus auz nouveaux abonnés.

Les personnes qui désirent avoir la collection des 5 premières années la trouveront â nos bureaux au prix de 15 francs.


Digitized


byGoogle La Revue FEIZ HA BREIZ est Torgane drune OEuvre qui sest fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préservation et la diftusion du Breton dans le Finistère, et qui a un triple but: i° de favoriser Tintroduction dans les écoles de Pétude du Frangais avec l’aide du Breton \ 2° de répandre les livres, brochures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 30 d’encourager les études sur la iangue bretonne. Les personnes qui désirent abonner Ieurs parents ou leurs amis auront 2 abonnements pour 5 francs, et 3 pour 6 francs. Les abonnements partent du ier Janvier de chaque année : on fait passer, s’il y a lieu, les numéros parus aux nouveaux abonnés. Les personnes qui désirent avoir la collection des 5 premières années la trouveront â nos bureaux au prix de 15 francs. Siadème année C*hue€’hved Blavez No 4 JuiUet-Aoùt 1005 iS* Telnae) Gouere-Eost 1005 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE SOMMAIRE 1. Eonferansou an Aotrou J. Quéré : Var Sakramant ar Binijen................. 97 2. Apercu hislorigue sur VEtat de la Religion dans le pays de Galles depuis la réformejusqu’â nosjours (suite)..................101 3. Essai de Grammaire bretonne.........104 4. Emgann an Tregont..............107 5. Eur pennad deuz Histor ar Revolusion e Breiz-Izel. 111 6. Un manuscrit de Landévennec conservé â Co- penhague.................114 7. An Aotrou Keriolet (tragédie). . . . .....115 8. Divar benn ar Brezoneg............125 9. An Oferen..................127 Eonferansou an Aotrou J. QUÉRÉ VAR SAKRAMANT AR BINIJEN Eur c*halvez e penn he zervez a lavare : Krogomp er rouc*hal a dro vad, eur skour a zo da galvcziat. 1° Digamma an tam koat ; 2° Her c’hrenna e leac’h ma ’z eo dleet; 3° Tenna ar guignen er meaz; 4° Tenna ar c’hoat brein dreist pep tra. Choui oc’h euz evel ar c’halvez, eun tam koat prisiuz Iabourat : Hocfh ene krouet gant Doue, krouet evit >ue, evit an Env, evit an eurusted eternel. i° Digamma, etina, divosa ; 2° Krenna..; 3° Distaga dioc’h an traou danjeruz ; 4° Tenna ar pecliet er meaz... Ha perag ? Digitized by Google — 98 — Ne ’z euz nemet eun hent hag a gass d’an Knv. hent ar zantelez. 1° Ar zantelez miret a oll viskoaz : 2° Ar zantelez renevezet er galon. Piou hor zikouro ? Sakramant ar binijen DIOU LODE* ER KikltAMm II %^ 1° Sakramant ar Binijen ennhanhe-unan ; 2° Sakramant ar Éinijen en hini a dosta uutlian. Kenta Loden Aman pemp goulen. 1° Petra eo Sakramant ar Binijen ? 2° Penaoz ha gant piou eo bet great! 3° Pegen talvouduz eo ? 4° Pegen red eo d’an den tostad outbau f 5° Pegen nerzuz eo he c’halloud ? § 1° Petra eo Sakramant ar Binijen f Arabg respount eo red anaout petra eo ar Vertuz a Binijen. Ar Vertuz a Binijen a zo : 1° Eur c’hlac’har vraz da veza pec’het ; 2° Eur gasoni euz ar pec’het great; 3° Gant eur propos stard d’en em viret outhan hiviziken. Glac’har, kasoni ha guir c’hoant, setu aze ar Vertuz a Binijen. Dreizhi eo en em zalve ar pec’her araog Jesus-Christ. Anezhi eo bet lavaret : Margrit pinijen, ho pec’hejou n’ho kollint ket ; ma na rit ket pinijen ez eot oll da goll dre ar memes hent. Ar vertuz-se a zobet great anezhi eur Zakramant #ant Jesus-Christ. Sakramant ar Binijen a zo eta eur zakra- mant great gant hor Zalver Jesus-Christ evit distruja ao oll bec’hejou great goude ar Vadiziant. Evit ma vezo Sakramant eo red : 1° Aberz ar pec’her, kovesion, kontrision ha satis- faksion ; 2° Ha varnezho aberz ar beleg, komzou an absolven : Hoc’h absolvi a ran euz ho pec’hejou en hano an Tad, g Mab hag ar Spered Glân. Digitized by GoOglC — 99 — $ 2. — Penaoz ha gant piou eo bet great ? Great eo bet gant Jesus-Christ, dreist oll goude ma ’z oa bet savet a varo da veo, pa lavaraz d’he Ebestel : Me ho kas evel ma ’z oun bet digaset va unan gant va Zad. Ar re ma o pezo pardonet d’ezho ho fec’hejou, o devezo pardon; hag ar re na root ket d’ezho pardon euz ho fec’hejou, ne vezint ket pardonet. Sakramant ar Binijen a spount kalz a dud. Kant digbrez a glaskera eneb d’ezhan. — Perak Sakramant ar Binijen ? 1* Sakramant ar Binijen : A zigas da veo eun ene lazet gant ar pec’het. A ro nerz d’an ene dinerz. A zifen an ene ouz an danjerou hen diskarfe ; 2* Sakramant ar Binijen a zo mad : Da zigas ar peoc’h er galon, da lakad ennhi esperanz; 3*Mad da ziskuez trugarez Jezuz-Christ ha da zerc’hel etouez an dud an urz vad hag ar vreudeuriach. § 4. — Pegen red eo evit ar pec’her ? Kaer zo klask digareziou, Sakramant ar Binijen a zo cun dra red evit kement hini en deuz, goude ar Vadiziant, great eur pec’het marvel benag. Ma c hell ar vertuz a binijen pe eur gontrision barfet lakad Doue da bardoni d’ar pec’her, morse pardon ne ro fcemet bolontez a ve dadostad.pa c’hellor, ouz Sakramant ir Binijen. N euz nemet daou hent hag a gasfe d’ar baradoz. 1* Hent ar vertuz miret disklabez a oll viskoaz ; 2* Hent ar vertuz renevezet goude pec’hi, dre Sakra- raant ar Binijen. Setu perag Sl Jerom a lavare : Sakramant ar Binijen a D eur planken a zavete taolet da eun den kouezet U dour. Guelit eur merdead, etc... Ma sonjfemp mad, Sakramant ar Binijen a zo kentoc’h |r vad evidomp eget eur beac’h. Bezit pinvidig, etc. ma ne d’oc’h kristen, Sakramant ar Inijen n’eo ket great evidoc’h... Bezit paour... pec’her braz, etc... ec’hellit mont da lout eur beleg ha lavaret; Pardonit ac’hanon... §3. — Pegen talvouduz eo ? — 100 — § 5. — Pegen ner.uz eo f 1° Sakrauiaiit ar Binijen a zistruj an ull l^rhejou. Pec’het ebet ’nemet unan : Ar r’hoant da vcrvel i-n lu bec’het) ha ne c’halfe beza dreizhan pardonet Dijratit d’in ar brasa pec*her etc... pardon zo evithan. Hag e ve ho pec’hejou ken niveruz hag ar blco zo var ho penn hoc’h ene a c’hell a nevcz dont ker guen hng an erc’h, eme al leoiïou zakr; 2° Distruja a ra ar pechet ken aliez ha nui karer. An den, peurvuia, ne bardon nemet ^un neiVüt guechou; Doue a bardon ken alicz ha ma vez czoitl Ped guech e pardonin-me? a c’houlcmic Sl Per; «nir vech, diou pe deir ? Na diou na teir eme Jezuz-Christ, c’houi a bardono seiz guech dek guech ha tri ugent. Da lavaivt eo ; tob kouid; 3° Sakramant ar Binijen a zistruj ar peehejou evit mad. Pec’het eur vech pardonet, ne vezo mui UmaUet gant Doue d’an den ; ne asvevo muL Sine ptvnUentï. sunt dona Dei. E pep pec’het ez euz tri zra : ; 1° An ober fall; 2° Ar zouilladurez a zeu euz an ober fall-man eburz an ene ; 3° Ar boan staget gant justis Doue ouz peb ober fall Ar zouilladurez hag ar boandlcct dVzhi a vez dislrujet gant Sakr. ar Binijen. Koulsgoude: An affeil a zo eur goall dra, rak dinerza atao a ra an ene muioc’h mui, hag a hent all e vihanna trugarez Doue Koulsgoude c’hoaz : Sakramant ar Binijen n’hell ket distruja en eur <?alon eurpec’het marvel heb distruja eur pee’hct niarvel allj mar deuz ebarz ouspenn unan. Klask en em zïzober eui lod pec’hejou marvel, en eur zerc’hel mad da unan, a 10 miret ouz Doue da bardoni nikun anezho. 4fl Sakramant ar Binijen a zigasdaveo an oberou lazet Tri seurt oberou a c’heller da gaout en eun den : 1° Oberou beo; da lavaret eo, ar pez a vad a rer keit â ma vezer e stad a c’hras ; 2° Oberou marvel; da lavaret eo, ar pez a ro, pa heJ grear, ar maro d’an ene; | Digitized by GoOglC — 101 —

3° Oberou lazet: kement tra vad zo bet great e stad a c hras, mes bet lazet goudeze gant eur pec’het marvel, rak he-man, evel an tan goall, a zistruj peb mad en ene. Sakr. ar Binijen a zistruj an oberou marvel, hag ous- penn a zigas en dro da veo an oberou lazet. Eun ene par- donet a zo restaolet d’ezhan, gant mignoniach an Aot. Doue ann oll binvidigeziou spirituel en devoa kollet dre ar pec het marvel. An oberou maro, ar re great e stad a bec’het marvel, ajomm atao maro.

————


EMGAN AN TREGONT

————


En derveziou tremenet ez euz bet kalz hano deuz ar Zaozon dre aman, bet int e Brest o tiskuel d’eomp ho listri a vrezel, ha c’hoant o deuz, a leverer, da veza mignoned d’eomp. N’int ket bet aliez hor mignoned, hag evit digas da zonj da Vreiziz deuz eun dervez enoruz evitho, em euz c’hoant da skriva eun draik benag hirio divar benn Emgan an Tregont.

Er bloaz 1341 e varvaz Iann III, duk Breiz-Izel, ha kerkent e savaz brezel etre ar c’homt de Montfort, de- mezet da Jeanne de Flandre, ha Charles de Blois, demezet da Jeanne de Penthièvre, nizez da Iann III, ho daou o klask beza mestr e Breiz-Izel. 108 — Iann Montfort a c’houIennaz sikour digant ar Zaozo ha Charles de Blois digant ar Frans. Neuze e oue guek tud a bep bro o tont var Breiz-Izel evel eur vandeu chaa naoneg. Ne glevet hano nemet deuz brezel hag emga azaleg Landreger, Sant-Malo, an Naonet ha Bresl Thomas Agewort, kabiten zaoz, a reaz prizonier Charle de Blois, e Roc’h Landreger, ha nebeut amzer goude oue paket he-unan etal Auray, ha lakeat d’ar maio gao ar cfhabiten Cahours. Pa glevjont kementse, kement zaoz a oa e Breiz-Izel^ ieaz drouk ennho, ha dreist oll Pembroc’h, pe Banbo rough, mestr neuze var gear Ploermel en hano Montforl Lakad a reaz kargou pounner var dud ar vro, kassarea he zoudarded a bep tu da laeraz, da laza ha da gemere kement tra a blije d’ezho. N’eo ket hebken ar oazed, a merc’hed ive hag ar vugale a lakeant d’ar maro. Kouls goude en amzer-ze ez oa en em glevet an diou gosteze da ober eun ehan epad ar vrezel, hag ez oa difen da obc drouk da zen. Tud a vrezel Breiz-Izel a zante ho goad o virvi, klevet ar pez a dremene. Beaumanoir dreist oll, abalfl mour d’ar galon aour a lamme cn he greiz, ne bade mu Mestr edo e Josselin en hano Charles de Blois. Ne ’z euz nemet teir leo deuz Josselin da Bioermel, ha he-unan e fellaz d’ezhan mont da gaout PembrocTi. Obc a ra d’ezhan rebechou c’huero abalamour d’ar pez en do Iezet ober ha gourc’hemennet zoken. « Ne ’z oc’h nenu eun trubart, emezhan, ha deuet oun da choulen koui diganeoc’h deuz ar pez oc’h euz great a enep lezen pe guir, hag a enep an enor, keit a ma pad an ehan. * Ar Zaoz a verve o klevet komzou ken kalet hag lavaraz : < Souezet oun o klevet eur Breizad o tama d’eur Zaoz beza digalon. » E peleac’h e ma, etouez ho re, an hini eneuz kutulk lore var dachen ar brezel ? Ar Zaozon, ia, ar re-ze o dei great taoliou kaer, hag a zo brud anezho e kement rouai telez so. Hag ouspenn, emezhan, bezit dinec’h, Breiz-I» a bez a vezo heb dale da Iann Montfort. » An daou gabiten o. d’oa beac’h o kozeal gant an droa a oa ennho; n’eo ket komzou plean a oa gantho, sevel reant ho mouez, lemm ha c’huero oa ho zeod. Digitized by GoOglC — 109 — Evit trocTm berr, Beaumanoir a ginnig da Bembroc’h eun emgan etre eun nebeut Saozon ha kement all a Vre- toned. « Arabat e ve re nebeut, eme Bembroc’h, rak ne dal ket ar boan, ha ne ve brud ebed ouz ho zaol kaer. » — « Kement a ma kerrot, eme Beaumanoir. » Lakcat oa tregont a bep tu, ha merket an deiz hag an heur. An daou gabiten a douaz beza etal ar vezen dero a oa hanter hont etre Josselin ha Ploermel. Distro da Josselin, Beaumanoir oa mall ganthan dis- kleria d’an dud a vrezel ar pez oa tremenet etre Pem- broc’h hag hen; hag ar re-man, stad cnnho o kaout an tu da gempen Saozon, a c’houlenne oll kaout perz er c’hrogat. Beaumanoir a gemeraz tregont hag hen he-unan a rea unan ha tregont. Setu ama ho hano e galleg: Chevaliers : Jean de Beaumanoir, de Tinténiac, Guy de Rochefort, Yves Charruel, Guillaume dc la Marche, Ro- bin Raguenel, Huon de Saint-Yvon, Caro de Bodegat, Ollivier Harrel, Geoffroy du Bois, Jéhan Rousselot. Ecuyers: Guillaume de Montauban, Alain de Tinténiac, Tristan de Pestivien, Alain de Keranrais, Louis Goyon, Olivier de Keranrais, Geoffroy de la Roche, Guyon de Pontblanc, Geoffroy de Beaucorps, Maurice du Parc, Jéhan de Sérent, Fontenny, Huguet Trapus (ou Capus), Geoffroy Poulard, Maurice de Tronguidy, Geslin de Tronjruidy, Guillaume de la Lande, Olivier de Monteville, Simon Richard, Geoffroy de Mellon. Pa baraz an dervez braz, ar zeiz var-n-ugent a viz Meurs 1351, pevare sul ar c’horaiz, Beaumanoir hag he dud a ieaz oll d’an oferen ha da gommunia. Abenn an heur merkct edont e lanneg Hanter-Hent. Pembroch a oa en em gavetaraog gant ugent Zaoz, c’huec’h Allemand ha pevar deuz bro Braban. Aman koulsgoude ez eo izelloc’h he griben eget e Ploermel. Argila ra, klask a ra zoken digareziou, n’euz mui a c’hoant d’en cm ganna. « Marteze, emezhan, hor mistri negavintketmadar pez a reomp,ha nouzoun ket ha tal- vezout a ra ar boan d’en em laza evit ken nebeut a dra. » Beaumanoir a c houlen digant he re petra zonjent var gementse, hag ar re-man a lavar, oll eu eur vouez : c Re zivezad eo, ni fell d’eomp en em ganna a eneb ar re a glaek lemmel ar vro digant hon duk, » Deuct oaint oll var varcli, mes ho chezeg a lezont a gostez, easoc’h eo en em ganna var droad gant dillad houarn ker pounner ; beza ez euz gantho, lansou pc goa- fiou, klezeier, morzoliou houarn rond ha dantek, etc, difen a rer d’ar re o doa bet urz da zont da velet, tostad e giz ebet, n’euz forz petra zigouesche. Ncuze an diou gostezen a bella eun nebeut an eil d’euz eben, var eur renk, starda a reont ho armou hag ho dillad houarn, ha kerkent ha ma ’z euz great sin da staga. e lammont an eil var egile evel chass kounaret. Skei a reont pcp-hfni deuz he vella. An taol kenta-ze a zo skrijuz da velet, ha diez e ve lavarct da biou vezo an trec h. Pa vel unan benag ez cuz re a veac’h var he ga- marad, e ro d’ezhan eun taol skoaz evit he zikour. Abred koulsgoude Geoffroy Mellon a zô lazet, Charruel a zo pakct, Rousselot ha Caro goall dizet. Ar pemp var-n- ugent all a zo ankeniet o velet ar c’holl o d’euz great. N’o deuz ket aoun rak ar maro, a dra zur, mes aoun o d’euz da goll enor tio bro. Ar zonj-se a laka Beaumanoir da vont ormeaz anezhan he-unan, rei a ra nerz-kalon d’ar re-all hag ar c’hrogat a bad keit, ma teuont oll da goll alan ha da veza dinerzet. \euze en em glever cvit rei cur pennad ehan. \e badaz kct pell hag an emgan a zo goasoc’h eget biskoaz. Pembroc’h a gredc ne badje ket pell, eur vech diskarct ar penn. Mont a ra eta varzu Beaumanoir, goall daoliou a ro, paeet int d’ezhan. Koulsgoudè e lavar d’ar marc’hek Beaumanoir plega hag e chomje ho vuez ganthan. O klevet kementse, Alain de Keranrais a ia var eün dar Zaoz, ha gant eun taol lanz e tiskar anezhan d’an douar. Peinbroc’h a zav evit paca ar goall daol-ze, mes Geottroy du Hois, gant eun taol all a ra d’czhan astcn he bevar ivin. Maro ho c’liabiten a laka eun tam spount etouez ar Zaozon. An Allemand Croquart a lavar derc’hel mad, ha chom tost an eil d’egile. Charrucl, Tristan, Caro prizonierien ar chnpiten Pembro&h, a c’hell breman, goude maro heman, distrei" da zikour ho re, hag an emgan a zo spountuz Daou zaoz hag eun allemand a zo lazet; Geoffroy Pbulard a -vânk ivc ha Ronumnnoïr n zo goall dizot. — 111 — Digitized by GoOglC Uechoad o redeg hag ar skuisder «vlavaret a rer edo var yun) a ro d*ezhan kement a zec’het, ma rank pellad euntamik vit goulen da eva. Geoffroy du Bois, a lavar I neuzedezhan : a Ev dn choad. Beaumanoir. da zechet i a dremeno. » Ar c’homzou-ze a ieaz kcn doun en he galon makrogaz a nevez raktal, goasoc’h eget biskoaz. Ar Zaozon a oa en em lakeat e kelc’h, ho lansou gantho I nraog, evit miret deuz ar Vretoned da dostad. An dra-ze

a oa hnnnvet an Uruson, hêrison, ha Breiziz n’hellent

ket tcrri ar r*helc*h houarn-ze. NVuze Guillaum^ de Monfanban a ia varzu he varc*h, ha IWunvmoir, o kredi e tec*he a lavaraz d’ezhan : « den digalon, ma tec’hez, e pouczo ar pez a rez varnout ha var da lignez ». Montauban a respount : « dalc’h mad atao, rae ne vankin ket d*id. Pignat a ra var he varc’h, mont a ra da gemeret he lanz hag e teu a benn ear e kreiz ar Zaozon gant kement a nerz, ma rank ar c’helc’h digeri. En taol-man mear a Zaoz a zo d’an douar. Mon- tauban a ra ar memez tra deuz an tu all hag ar Vretoned a chell breman kregi en ho enebourien. Sailla reont varnezho, a grog-korf zoken, hag an emgan a zo eul lazerez; ne jomm mui eur Zaoz, ar re n*int ket lazet a zo l prizonierien. Gouel kaer oue d’ar pardaez, e Josselin, pa erruaz an dud a vrezel, bokedou bleun balan gantho var ho zok,

hag an dervez-se a zo skrivet doun en histor Breiz-Izel.

Hirioez euz eur gronz el lanneg vraz ha dizolo e leac’h ma ’z eo bet an emgan, ha tostoc*h da hent braz Ploermel

ez euz eur peul mcan, huel meurbed. Var eun tu anezhan

| eo skrivct hanoiou an dud a galon o deuz bet an trec*h \ en emgan an tngont. L. G. I , - n .JtfUr ., ¦ mmms ~nj 1 1 Enr pannad im Histor ar Revolusion e Breiz-Izel Freufe e Plabsnnec — An Aotrou Jestln lakeat er prison Âa Aotrou Jestin oa persoun e Plabennec. N’oa ket bet eun ebat cregi ennhan. Eur persoun intru oa bet dibabet pell a oa, gant ar cT)ouarnamant da vont da Blabennec, Mres cuzuillerien — 112 — ar barres ne fellas dezho biken, rei digemer dezhan. — « Da ober petra emezho ? An Aotrou Jestin a garomp. Ne fell ket d’eomp he lezel da vont cuit evit kemeret eun Coulscoude, tud ar c’houarnamant o chom e Brest, a lavaras e vije tronet, cousto pe gousto, ar persoun intru e Plabennec d’ar zul kenta a vis c’huevreurv Setu, d’an deis-se, tri-ugent soudard oc’h erruout er bourg, gant ar beleg fall. Den na ieas d’ho diambroug na cuzullerien an ti kear, na re all. En eur ziguezout ez eont var eün d’an ilis. Eno, an Aotrou Jestin oa o lavaret an oferen. En ilis a oa tud aleis. Hag en dro d’an aoter, tregont goas eui ar re grenva, etail da zifen, ma vije red, hoferson caret. 0 velet kement-sc, ar zoudardet hag ar beleg intru en em dennas ker lostoc ha tra. Evelk^n, araog cuitaat ar bourg, e torjont cuzullerienti kear deus ho c’harg. En ho leac’h e lacajont re all hag a sinas troni ar beleg intru, d’ar zul varlerc’h. Moes ar re- ma a zavas buhan keus gantho, ha pell araog ar zul & roas an diles deus ar garg o doa kemeret. Potret Brest a deuas neuze varzu Plabennec gant daou bez canol ha pemp cant soudard. Plabennegis a ioa oll er bourg. Cals oa fusuillou gan- tho, hag a venne staga da zoudardet ar Republic. Mc&s ar re ma a loskas, a ziabell, daou denn canol. 0 velet hag o clevet kement-se, tud calonec Plabennec a gomprenaz ne vijent morse treach ma vije emgann- Plega rajont. An Aotrou Jestin oa cro^et ennhan ha casset d’ar pri- son hag ar beleg intru oa lakeat en he leac’h. Moes, foult- biken morse, den deuz ar barres na ieas da velet d’an ilis, petra a rea eno. Penaoz oa bet saveteet he vuez d’an tad Noirot Eul lezen great gant ar c’houarnamant, 1794, a zouge e ranke ar velein toui sentidigez d’al lezcn a zistage ilis Bro-Chall deus ilis Rom, pe mont kuit deus ar vro. Ar re ne falveche ket gantho toui n vye lakeat d*ar maro peall. » — 113 — der heur var-n-ugentgoude ma vije croget ennho, nemet beza o diche ouspenn tri-ugent vloaz. Abalamour da se cals beleien a dec’has d’ar broiou all. Moes cals ive a jomas cuzet etouez an dud vad. Evit derc’hel d’ho buez ar veleien baour oa red dezho c’hoari meur a dro gamm da soudardet ar republic. Eur zon oa great hag a lavare : Ar beleg zo eul lapous, avad, Hirio e ma el lannog, varchoaz er c’hôad ; Brema ma en neis pic e verr en neis bran Eleac’h m’en dezho bet he vern, ne zrebo ket he goan. Hag evit guir, ar veleien baour a zioualle guella ma c’hellent. Meur a hini o deus dleet ho buez da daoliou fin evel ’zeomp da gounta divar benn eur manac’h deuz Montroulez. Ar manac’h-se a reat an tad Noirot anezhan. E couent Sant Dominiq edo, e Montroulez, pa saillas ar revolu- sion. Ne dec’has ket kuit. Chom a reas e kear, nemet en doa kemeret dillad bourc’his. Ha gant an dillad-se, ez ea bemdez deus an eil ti d’egile, deus an eil ru d’eben evit. guelet ar re glanv ha cofes ar gristenien. Avechou e la- vare an oferen en eur gambr, avechou all en eur c’hala- tez benag. Bihan oa ha treud gant an dra-ze, lavaret e vye n’oa ket eun dornad anezhan. Discuillet — rac pic pc vran a glev atao — discuillet oa bet. Clasc a zavas dezhan. Hag eun devez edo en eur gambr o coseal gant eun itron, pa saillas an archerien en ti. — « Sur omp e ma an » Tad Noirot aman, emezho, d’ar plac’h. Digorit deomp » ar c’hramchou. » An itron a glevas, hag hi crial d’he flac’h deuz he c’hramp : — Ia, ia, Mari, digorit ar c’hramchou d’an archerien.

An itron-ze oa teo e gis d’eur varriken. Dougen a rea atao var he chouc eur vantel hir ha ledan. Hag hi, dastu, lavaret d’an tad Noirot azeza var ar gador ledan oa eno. Teuler a reaz he mantel adreg he c*hein var bordou ar gador hag ec’h en em lakeaz var barlen nr manac’h. Pa bignaz an archerien e lavaraz dezhô; — « Aotronez, Digitized by Go OglC — 114 — me zo coz. Seizet oll va izili ha ne chellan ket sevel divar va c’hador.evit discuez deoc’h an ti. Moes ar plach zo azê. Hi * ziscuczo ar c^hramchou deoc’h : Claskit mad ennho. Furchit ivc mar kirit an arbili. Rac an hini a ^laskit a gav din a zo bihan-bihan. Martese e ma cuzet en eun armel benag. Ne gav ket d*in coulscoude ha rhansus braz e vo deoc’h he gaout ama. » O clevet coseal velse, an archerien a daolas a veac’h cur zol deus an itron goz. Galoupat a rejont da glasc e keniont toul a gavchont dcuz ar c’hao beteg ar c’halatez. P o doa furchet oll ha troet kement tra oa en ti var an tu enrb, an hini a gommande an archcrien a deuaz da c’houion excus digant an itron goz. — « Guelet a reomp, i emezhan, eo tud fali a zo bet o counta traou divar ho • penn. Sur omp brema, n’eus en ho ti nemet ho plac’h » hn c’hui. » — Sur avad, eme ari itron. Kit eta e leach all da glasc an tad Noirot. Moes hennes zo fin. Bihan eo ive hag eaz da guzat. Nemet an diaoul ve a du ganeocTi ne lacaffot morse ho crabanou varn-han. Ifennez a c^heller da c’holo a zindan... diouaskel eur iar gluchet. Hag an archerien a ieas er meaz en eur lavaret: — Anat oa deomp n’oa ket an tad Noirot aze. Anez an hini goz ne viche ket bet kement a farserez ganthi. Doph Ar Mezou. Un manusmt de Landévennec, ccnservê â Copesbagne A la bibliothèque royale de Copenhague, on conserve un vieux manuscrit provenant de TAbbaye de Landéven- nec. II serait intéressant de savoir â quelle époque et par suite de quelles circonstances il a pu s égarer jusqu en Danemark. En attendant que nous ayons la bonne for- tune de voir la question résolue par quclque chercheur habilo, voici, sur le manuscrit en question, des rensei- gncments précis. Son existence a été signalée, il y a quelques années dêja, par M. Léopold Delisle, ieminent paléographe de TEcolc des Chartes. On conserve, dit-il, â la bibliothèque royale de Digitized byGOGglC i Copenbague, 10 feuillets de parchemin ayant fait partie dun volume qui devait etre evidemment â 1’usage des moines de Landévennec. L’écriture est du xie siècle ; et dailleurs, on lit â la dernière page, une note de Dom Anselme Le Michei ainsi con^ue : « Hic codex scriptus estanno millesimo. » Les feuillets sont hauts de 28 centimètres et larges de 19. Us contiennent la portion du calendrier qui correspond auxhuit premiers mois de l’année (janvier-aout). Parl’examendu manuscrit on cst amené â conclure qu’il provient de 1’Abbaye de Landévennec. On peut remarquer par exemplc quc les articles suivants y sont écrits en lettres capitales : V Nonas Martii: Depositio Sancti Vuinvaloei. IIII Kalendis Maii: In Cornu Galliae. Natale Sancti Vuinvaloei, Confessoris. Kalendis Maii : Natale Apostolorum Philippi et Jacobi et Sancti Corentini, Episcopi. Le 10e et dernier feuillet contient une table de comput répondant aux années 908-1005. En regard de 1’année 914, on lit 1’observation suivante : Eodem anno destru [ctum esf Monasterium Sancti [Vuinva]loei a Normannis. Suivant les conjectures de M. Léopold Delisle, le volume, auquel ont appartenu les 10 feuillets, devait renfermer aussi la Règle de S. Benoit, les iegons qui se récitaient au chapitre, le martyrologe et i’obituaire. EUR MlSSIONER BREIZAD. An Aotrou KERIOLET (Kendalc’h) PER Ni garfe mont ive, eun deiz da bardona, Da velet an traou kaer zo e Santez Anna. Rak ni gar anezhi hag on deuz êur c’hantik Great evit enori Itroun Nikolazig. Ma ra plijadur d’eoc’h ni â ia da’ gana Ar chantik novez great d’hor Mam Santpz ;Anna.\ Digitized by — 116 — MATHtfRIN Kanit, va bugale, plijadur reot d’in, Meuli Santez Anna eo peden Matburin. Deut omp, o Mam Santez Anna, Rouanez ar Vretoned, D’ho pedi bete Keranna En ho ti benniget. Deut omp da c’houlen diganeoc’h Pedi ’n Aotrou Doue Vit ma c’hellimp beza krenvoc’h Eneb ar fallente. Santez Anna, o Mam garet, Mam ar vugaligou, Roit sklerijen d’hor spered Ha nerz d’hor c’halonou. Kreskit, o Mam garantezuz, Kreskit hor charantez Evit ho mab bihan Jesus Epad hon oll vuez. Sellit, sellit, duhont.....red varlerc’h da zenved, Biel, ha kers buhan, e maint oll o lamet E park ar guiniz. Raktal, eat oun, ne raint ket re govad. MATHURIN ’Vidoc’houi, bugale, kanit c’hoaz eur c’houplat, Da c’hortoz ma vezo distro ho kamarat tivirit ar chouplat zo evit ar pec’her, Vit ma vezo Dôue truezuz ’n he gever. KANTIK UNAN MATHURIN PER Ia, ia, hag e park va zad ! OLL (assamblez) - Kerz ’ta. BIEL AR VUGALE 0 Santez Anna, ni ho ped Evit ar bec’herien, Evit an eneou touellet Gant hoc’h enebourien, 0 Mam, outho bezit true E maint var an hent fall, Koulsgoude int ho pugale Kerkoulz hag ar re all. EIL PENNAD Aft MEMEZ RE HA BIEL BIEL Ah! tonton Mathurin, aman ’z euz goulen d’eoc’h ; E ma Keriolet o tont beteg ennhoc’h. LOIS Hein! petra leverez ? erru Keriolet, Me ia pell ac’halen, fell ket d’in he velet. BIEL Oh! na me kennebeut. MATHURIN Ma ra va mestr aoun d’eoc’h, N*oc’h euz oll da ober nemet tec’het pelloc’h. PER Ma karit, Mathurin, me jommo ’n ho kichen. MATHURIN Nan, nan, te kennebeut, kerz gantho da c’hoari Gueiloch eobeza kals vit ober ar barti. PER Mad, tonton, kenavo. MATHURIN Ia, va mab, kenavo. Digitized by GoOglC — 118 — TREDE PENNAD , maTHURIN (he-unan) An Aotrou o redeg var va lerc’h ker mintin! Petra cTielfe beza? petra lavaro d’in? Goal zonjou adare a zo en he spered! Aoun em euz, kroaz santel vec’h hirio diskaret ! . PEVARE PENNAD MATHURIN FRANCÈS FRANCÈS Diskaret, Mâthurin, petra c’heuz lavaret ? Biken, tre ma vinn beo, d’an traon ne vo taolet. MATHURIN Ah! Francès, c’houi aman? FRANCÈS Ia, tonton Mathurin, Aman vên aliez, da noz pe da vintin, Evit diouall ar Groaz ez oar o klask diskar, Ha keit a ma vezo dindan va zreid douar Ne velot ket ar Groaz bruzunet a dammou. MATHURIN Ah! plijadur am euz o klevet ho komzou; Choui a zo eur c’hristen, Francès, vel hon tadotu Mes goude ma z oc’h bet, deuz ar maner tec’het? Livirit d’in, Francès, penaoz oc’h euz bevet? Kavet oc’h euz labour? FRANCÈS Ia, rak var an douar. Al labour ne vank ket nemet d’an neb a gar. E pep kear e kavan ha bevanz ha labour, Rak breman, Mathurin, me a zo devezour, Me ia a gear da gear, va benveg var va skoaz ; Hirio e troc’han lann e mereuri Fanch vraz, Pa m euz klevet kana, ez oun deut da velet Ha da c’houlen ouzoc^h doare Keriolet. Digitized by GoOglC — 119 — MATHURIN Bremaig en em gavo, Francès, ha ma karet Gortoz, Kroaz ar Goz-Hent ne vo ket diskaret FRANCÈS Gortoz rin, Mathurin. MATHURIN Mad. FRANCÈS Ia, me a jommo, Bele guelet ar Groaz.. . ha neuze.... m’her lazo. MATHURIN Oh! Francès. FRANCÈS Yit an dud ’n em zav eneb Doue Hor c’halon e deuz bet atao re a drue. Her c’hlevet ran o tont; guell ve d’in marteze Araog vo digouezet mont eun tam a goste. MATH.URIN Ia, Francès, mad a rit. PEMPED PENNAD MATHURIN, KERfOLET KERIOLET Ah ! paour kez Mathurin, Var ho lerch e redan azaleg ar mintin, Rak hirio, c’houi hepken a c’hell va c’honsoli! MATHURIN Petra zigouez eta, petra zo a nevez ? Aotrou. KERIOLET Eun dra iskiz ha nevez em buez, Ha d’eoc’houi da genta fell d’in hen lavaret, Rak c’houi dreist ar re all a gendalc’h d’am c’haret! MATHURIN Ia va mestr, me a gar atao mab ar zantez E deuz bet evidon kement a vadelez. Digitized by GoOglC — 120 — KERIOLET Klevit ’ta, Mathurin, ar pez so a nevez, Abaoue hanter noz, me a gred e Doue. MATHURIN Ha klevet mad am euz ? Livirit adare. KERIOLET Ia, breman koulz ha c’houi, me a gred e Doue. MATHURIN Oh! pebeuz levenez em c’halon a zantan 0 klevet ho komzou, KERIOLET Ia, ia, kredi a ran. MATHURIN Mes perag e krenit o laret kementse ? KERIOLET Oh! ia, krena a ran, ha piou all ne grenfe Ha c’houi ive em lec’h, c’houi o peffe krenet, O velet, kreiz an noz, ar pez ’m euz-me guelet. Ia, krena a ran c’hoaz hag atao me greno Ken a ouezin ervad Doue am fardono. MATHURIN N’o pet douetanz ebet, Aotrou, var gementsc, Rak rei ar pardon eo micher ’n Aotrou Doue. Mes livirit, m’ho ped, ar pez oc’h euz guelet. Livirit d’in penaoz Doue ’n euz ho spountet. KERIOLET Oh! Mathurin, an noz a bez ’m euz tremenet E goueled an ifern, e mesk ar re zaonet. MATHURIN Hag an diaoulou, Aotrou, n’o deuz ket ho lalc’het * KERIOLET Nan, Mathurin. MATHURIN Neuze unan benagkrenvoch - Eget an oll diaoulou a zo a du ganeoc h. Digitized by GoOglC — 121 — Santez Anna, marvad, e deuz ho tiouallet. Ah ! mil bennoz d’ezhi ha d’he merc’h benniget. Mes kontit d’in, mar plij, an uvre oc’h euz bet. KERIOLET Ar pez am euz guelet n’eo ket en eun uvre, Mathurin... Eat e oan e koulz mad d’am guele, Ha var dro hanter noz me ’n em zant o tisken Ker buhan a ma kouez ar glao deuz ar goabren, En eun toul doun ha striz evel eur punz, ha tenval Vel eun nosvez c’hoan pa n’euz ket a stered. Disken ran velse, a bez, korf ha spered, Va daoulagad spountet, digor e kreiz an noz, Hag heb gouzout, siouaz ! petra ’m oa da c’hortoz. MATHURIN 0 va Zalver Jesus. KERIOLET Kerkent en em gavan Etal dor an ifern, ha varnhi e velan Gant lizerennou tan ar c’homzou-man skrivet: « Lezit pep esperanz, pa ’z oc*h aman lounket. » Guelet ran eun toul striz evel ginou eur forn, Diouallet gant an diaoul, eur forc*h hirr en he zorn. Kaset, en despet d’in, doun ebarz en toul-ze, Kreiz an denvalijen a bep tu me vele Aered louz ha prenved var ar fank o ruza, Ha touseged varnon a bep tu o sailla. Me gerze en ho mesk heb klevet trouz ebet, Choant em boa da grial ha krial n’hellen ket; Gant ar moget fleriuz ez oan prest da vouga, Eun tan beo dre va c’horf rede hep ehana, Bete mel va eskern a zanten o virvi; Klevet a rean eur vouez, atao memez hini : Ped heur a zo sonet ?... Eternite..... Hag an oll dud daonet kerkent a nVher c hlevent, Vem lakea da iudal ha da skrigna ho dent, Ha me, ouz ho c’hlevet a lavare ive : Setu aze va lod vit an eternite, Daonet oun eveltho, daonet da viryiken, Ila va chalon em chreiz a oa leun a anken! Digitized by GoOglC — 122 — mathurin Penaoz oc’h euz gallet tec’het deuz al leac’h-se ? keriolet Oc’h ober sin ar groaz, o laret adare Va « Ave Maria >•, ha sur oun, ar Verc’hez Euz lein ar Baradoz deüz klevet va mouez ; Rak kerkent em guele ez oun en em gayet Beo mad dre c’hras Doue ha da vad difunet. Mez piou a lavaro pebeuz spount hag anken A zo var va spered ! nan, den na c’hell kompren. Pa velan ar bern fang a zo var va c’halon, Ah! paour kez Mathurin, penaoz goulen pardon ? Penaoz c’helfe Doue ouzin ober eur zell ? (Koueza a ra d’an daoulin dirag ar Groaz). O Jesus, va Zalver, dirag ho Kroaz santel, Pec’her ma ’z oun ! karget a bec’hejou mezuz, Me ’n em daol d’an daoulin, hag ho ped, o Jesus, Dizamit va ene deuz bec’h he bec’hejou, Ha goalc’hit anezhan e goad ho kouliou. mathurin Fizianz, ñzianz, Aotrou, penaoz c’helfe Doue Chomm heb dont d’ho selaou pa bedit evelse ? keriolet Mathurin, me zo bet ker fall beteg hirio ! Mathurin An den c’hell chench atao, epad ma *z eo c’hoaz beo. keriolet Betegen n’em euz great nemet hada goall louzou. mathurin Mes c’houi c’hell ho leski e tan ar vertuziou. keriolet Em c’halon-me ne ’z euz met fank ha loustoni! mathurin Gant cun taol skubelen, c’houi a netai an ti. Digitized by GoOglC — 123 — KERIOLET Evit he goalc’hi mad me rai ar pez so ret, Mesgoude, Mathurin, goude ma vezo goalchet Vit va oll fec^hejou, penaoz chellin paea ? MATHURIN Doue a ziskuezo an hent c’heuz da heulia. KERIOLET Evit eur pec’her braz, siouaz, vel ma ’z oun-me Ne ’z euz nemet eun hent da vont da gaout Doue. MATHURIN Guir livirit, Aotrou, ne ’z euz nemet eunhent, Mes an hent-se a gass d’an envou kalz a zent, An hent-se zo hannvet hent striz ar binijen, Kemerit anezhan, na zistroit ket ho penn Da zellet var ho lerc’h, dalchit mad, da c’hortoz Ma plijo gant Doue rei d’eoc’h he Varadoz. KERIOLET Vit ober pinijen, me lez va feadra, En eur gouent benag, me fell d’in ’n em denna, Mathurin ; ha raktal evit se ’m euz sonjet Mont da c’houlen digor da di ar Chartreuzed. MATHURIN Ah! perag eo maro ho mam, an itron vad, Daelou a levenez vije ’n he daoulagad, O velet he mabPer o kemeret an hent A ziskoueze d’ezhan. Ia, kerzit d’ar gouent, Eno, hed ho puez, c’houi a rai pinijen. Heb dale hoc’h ene deui da veza ker guen Ma chommo an Elez souezet ouz he velet. (Klevet a rer ar vugale b kana an trede kouplat). KERIOLET D’ar Zent ha d’ar Verc’hez o d’euz va diouallet D’eomp breman, Mathurin, da lavaret bennoz. CHUECHVET PENNAD FRANCÈS (he-unan) Adreg ar c’harz edon 0 selaou anezho, Klevet am euz ar pez lavarent etrezho, DigitizedbyGoOglC — 124 — Souezet meurbed ez oun ! Ne ’z euz ket eun heur c’hoaz Me am bije roet gounidegez eur bloaz D’an hini vije deut da rei d’anaout d’in Tlie Keriolet d’an diaoulou trei kein. Chommet oun sebezet.... An teodou zai en dro, Ha sur oun, dizamant an oll a lavaro : ’N Aotrou Keriolet a rea goap ouz Doue, Divar goust an ifern hag an diaoul e c’hoarze ! Ah! ah! Lezet en deuz ar zon-ze a gostez, Ober rai pinijen ar rest euz he vuez. Guell a ze velato, ma touj breman Doue.... Gant ma chommo atao eün var an hent-se! Mes klevet a ran trouz. SEISVET PENNAD FRANCÈS, IZAAK francès Choui, Izaak, ken abred ? izaak Ia, Francès. francès Daoust ma ’z eo erru koz, eur c’hi mad A gar c*hoaz avechou redeg varlerc’h ar c’had. izaak Ma n’oc’h euz ket traou all bravoc’h da laret d’in..... fbancès Ah! mezaoun ne ’z oc’h ket var ho tu da vintin, Ret e vezo marvad komz d’eoc’h var an daoulin..... Mes.....ma komzan brao d’eoc’h, c’houi laro marteze Perag ez oc’h aman ken abred o vale ?... izaak Kredi ran e c’hellan, evel an oll gristenien Dont aman tal ar Groaz, da ober va feden. Hag ouspen, klevit mad, eur marmouz veldoc*houi Ne zifenno ket d’in mont er meaz euz va zi, Evit dont, m’am euz c’hoant, dirag kroaz hor Zalver Da laret bep mintin ha bemnoz va * fater ». Digitized by GoOglC - 125?- fr FRANCES

Ho ! ho ! va c’henderv hrao, chenchet oc’h euz micher ? Mar d'eo o pedi Doue tremenit hoc’h amzer. Klevet m’euz lavaret e teu d’an den spered Pa vez koz… Kamarad, c‘houi a zo goall goseet.

IZAAK

Tavit ho farserez, Francès, rak me n’oun ket Var va zu da c’hoarzin hirio vel ma velet.

FRANCES

Me em boa koulsgoude eur c’helou da rei d’eoc’h, Eur c’helou braz…

IZAAK

All ! pe seurt kelou zo ganeoc’h ?

FRANCES

Eur c’helou hag a mi d’eur c’hristen vel ma ’z oc’h Eur hlijadur dispar.


IZAAK Komzit eta buhan, Rak n'em euz ket amzer da goll ganeoc’h aman.

FRANCES

Selaouit mad, Izaak, va c’henderv, selaouit, Hag evit klevet guell va c’helou, digorit Ho skouarn deo kerkoulz hag ho skouarn gleiz; N’oc'h euz mui da zrailla pedennou aleiz Evit ho mestr, an Aotrou Keriolet.

L. G.

(Da gendelc’her).

DIVAR BENN AR BREZONEG
————


Al lin hag an neud (Kendalc’h)

Gant ar c’har e vez nezet gloan ive. Evit se e lammer kuit ar verzit beg toull hag e lakear eur verzit beg moan ha lemm. Ar gloan nezet a vez dastumet e dro d’eur gorzen, var ar verzit, hag a zo eaz da lemmel kuit.

Ar gloan goude beza bet goalc’het mad a vez enkardet. An enkardou a zo daou dam koat plat, henvel deuz diou bal vian, hag o deuz eun hanter troatad lec’het, da viana, ha kement all a hed, pe dest, gent eun troad, evel eur skrivel ; dent o deuz ive evelthi, hiroc’h koulsgoude, dent dir moanoc’h eget spillou, eun tammik pleget dre an hanter. Ar gloan pe ar pitouillez, pilpouz, a vez astennet etre an enkardou ha freuzet ha kribet gantho, lakeat a zornadou skanv, eaz da neza. Ar verzit o trei a laka tro er c’hloanen, houman a asten etre ar biziet, ha pa vez hir aoualc’h, en dro rod en tu gin, a zastum anezhi var ar verzit.

Pa vez echu da neza, an nezerez e laka he c‘har a gestez evit kregi en eul labour nevez. Lakad a m ar ganel vian leun a neud var eur marc’h-kaneller benag : eun aël moan etre daou dam koat en ho zu. Gant an traonwil neuze ez a da ober kudennou. An traouwil a zo henvel deuz eur rod en he za ha ne deffe kammet ebet ; dalc’het eo dibrad deuz an douar gant eun troad da jomm en he za he unan. En tread, a gostez ez euz eun ibill houarn ha var he-man e ma mouel an traonwil. Er mouel ez euz sanket pemp pe c’huec‘h tam koat great evel eun T ha var c’horre, var gein an T eo e vez lakeat an neud, kuden ha kuden ; an traonwil a ia en dro gant ar biz. Pa vez leun an traonwil, teir pe beder guden, e vent lamet kuit, poellet, pleget ha lakeat a gostez.

Pa veze erru tano ar c’hreziou, pe, pa veze hano da fortunia eur mab pe eur verc’h (rak komz a ran deuz guechall), e teue da zonj d’ar vam deuz he neud. Poent eo d’ar guyader dont. Hi a rank da genta lakad he neud var ganellou braz abenn ma teuio ar guyader da steui.

Kemeret a ra eta an estell. En estell ez euz eun drener pe eun aël, eun ibill houarn en he za var eun troad. Var an-aël-ze ez euz daou dam koat kroajet a blad, eun toul e kreiz pep-hini evit an aël. E pep hini deuz ar peder ban-ze ez euz great toullou evit derc’hel ar bizier estell en ho za ; hag en dro d’ar bizier-man eo e vez lakeat ar guden var he had, da zibuna. An neuden o tont var ar ganel vras lakeat tro ennhi gant dornikel ar marc’h-kaneller, a ra d’an estell mont en dro ive.

Pa vez dibunet aoualc’h evit eur viad, e teu at guyader da steui. Digas a re ganthan he varc’h-steuer : Eun nebeut postou en ho za hag etre-z—ho peurvuia deg guialen houarn pe goat evit lakad ar c’hanellou. Etal eur voger benag eo e vez savet ar marc‘h-steuer, hag er voger-ze ez euz ibillou, ha pa ne ve ket e ve lakeat, ha neuze ar guyader a gomer en he zorn penn an neuden divar bep kanel, hag ez a bag e teu gant he neud, epad ma ra ar c’hanellou o vont en dro, muioc’h a drouz eget na ra kar ha kezeg o c’haloupat. Lakad a ra an neud-se e dro d’an ibillou, o terc’hel sonj mad pet beach a ra, rak ar gout a gantchou a rank beza. Pa ’z eo fin an neuden e rank beza aliesoc’h a gant.

Pa vez great al labour-ze, steuet ar viad ha poellet an daou benn e vouller anezhi da lakad a istribill da c’hortoz mont var ar stern.

L. G.

————


AN OFEREN
Eur gar benag kavet mad gent Aotrou n’Eskop Guened


Maro hor Zalver ouz ar groaz, var menez Kalvar e0 hor brasa tenzor, ha Sakrifiz Santel an Ofeyen eo an alc’houez hen digor evit hon lezel da gemeret ennhan aleiz hon dorn, a vozadou. Bevech ma kleVomp an oferen zantel, e c’hounezomp ar grasou on divije bet var menez Kalvar da vare maro hor Zalver.

Goude gorre-Doue, Jesus a zo, e guirionez, var an Aoter evel ma ’z oa e kraou Bethleem, da noz Nedelek, pa lakea da dridal gant ar joa oll Elez ar Baradoz. Var an Aoter, Jesus en em ginnig evidomp, abed evidomp, a zeven d’hor goulennou.

Hor Zalver en euz diskuillet da zantez Melchtilde, e c’hellomp, epad an oferen, He ginnig a—unan gant ar beleg, da Zoue he dad, evel eun tenzor hag a zo d’eomp a bez.

Eun dervez, pa zavaz ar beleg an Hosti zantel, Santez Colette a velaz hor Zalver stag ouz ar groaz, goloet a c’hoad, a c’houliou, o pedi evit ar bec’herien.

Saut Lauranz Justinien a lavar e vezo salvet pec’he- rien, ha dre gantchou, dre bedennou Jesus en oferen.

Dre eun oferen hebken, selaouet gant guir devosion, e rentomp muioc’h a c’hloar da Zoue, e c’horrennomp muioc’h a virit evidomp, eget dre an oll bedennou all hag an oll oberou a drugarez. En em zislea a reomp, epad eun ofercn, cuz muioch a. bechejou eget dre ar rusta pinijennou. Dre eun oferen e c’hellomp diskuez d’an Drindet santel an oll anaoudegez vad a dleomp kaout evit an oll grasou bet diganthan. Eun oferen a glevomp a vezo talvoudusoch d’eomp eget kalz re all lavaret evidomp goude hor maro. Pa glevomp eun oferen en enor da eur zant, e reorap d’ezhan ar brasa levenez ; hen a gemer a galon hon intansionou ha n’hon dilez mui. An oferen heuliet mad a zo eun harp d*hon dioual euz ar goall darvoudou a c’hoarvesfe anez. Bennoz hag eur- vad evit aferiou ar bed, a gaver stank er Sakrifiz santel-man. En oferen e kaver ar pardon euz ar pec’hejou veniel, gant ma vez c hoant d’ho dilezel hiviziken. Kaout a rer ive graz, nerz da derri an techou fall, distro ar bec’herien da Zoue, pare ar glanvourieu. Peb oferen a gresk ar gloar, an eurusded on devezo er baradoz, m’hen heuKomp gant feiz. Dreizhi e teu d’eomp graz ar maro mad, hag ez eo divereat poaniou ar purkator; dre-ze e c’heller fiziout kaout eur purkator berroc’h ha diboaniusoch. Ma ne c’hellomp ket lakad pedi evit an anaon, hor c’herent nesa, e c’hellomp ho zenna a boan, dre oferen- nou klevet gant devosion. Da bred ar maro, dirag hor barner, a zizoloio piz hor pec’hejou, on devezo da ziskuez, evit hon dizamma, an oll mirit gounezet epad an oferennou or bezo klevet mad. Jesus a ro he vennoz a-unan gant ar beleg, evit pellad an drouk-spered diouzimp. Noz-deiz ar Sakrifiz-man a zo kinniget en eul leaah benag; en em unani a c’heller eta, hag e vezo guel!oc*h ar pedennou. 0 tilezel an oferen bemdez, dre leziregez, e kolier gra^ sou dreist muzul. Jesus a zisken var an aoter, gant eur^ maread Elez, hag ar re-man abed ganeomp hag evïdomp," L. S. Le Oérant: F. Gborgkljn. Breet, Imprimerie de la Presse Libérale, rue du Ch&teau. 4 Digitized by GoOglC LIBRAIRIE J. DESttOULINS rue Lafayette, 7, Landerne&u Etabllssement dlmprimerie, Reliure Volumes eo vente cbez les prlncipam Libraires de la Bretagne: Miz an Anaoun, demi-reliure, prix...... 1 fr. 50 Istor an Iliz, demi-reliure.......... 1 75 Araok Kovez, broché............. 0 30 id cartonné........... 0 50 Ar Vadiziant, broché............ 0 50 id cartonné........... 0 60 Eunn Heur dirag ar Zakramant........ 0 15 An Ofem, ar Zul hag ar bloaz, demi-reliure . 1 50 Buez Sant Paol, broché........... 0 60 id cartonné.......... 0 75 Buez Sant Kaourintin9 broché........ 0 25 id cartonné....... 0 30 Eunn Heur Adoration, brocbé......... 0 20 id cartonné........ 0 . 30 Ar Gonfirmasion broché........... 0 50 id cartonné.......... 0 60 An Urs9 demi-reliure............ . 2 » Bel-Air, texte fran^ais, brochê..... .2 » La Revue de Bretagne Mensuelle Directeur : Comte De LAiauB, château de Bahurel Redon Pour paraitre au 15 octobre prochain : Le Fureteur Breton Directeur : M. Le Dault, 6, rue du Val-de-Grâce Taris (V) Digitized by G oOglC Librairies Catholiques D. DEPlRIEN, 85, ibo flt Siam, Brest J. SALAIIN, 58, rue Kéréon, ttuimper BERNARD, quai du Stéir, Ouimper Abbé inizan. — Entgann Kergidu, les 2 vol. réunis, in-12, broché.......2 ff 25 Abbé inizan. — Toulal Lakez, brochure in-32. i> 20 Istor Breiz, ou Histoire populaire de la Bretagne, en Breton et en Fran^ais, z fort volume in-18, broché..........2 »» Bues ha Vertuziou Sant Joseph (abbé KerlAN), relié............1 25 Buez ar Zent (marigo), augmenté des saintsj bretons, relié......... . 3 50 Buez Santez Anna (Abbé péron), relié . . . 1 50 Mellezourar Galoun Zacrjesus (Abbé kerlan), relié............ 1 50 Mis Mari an Eskop Dall (Abbé Sann), relié. . 1 25 Histor an Testamant coz hag an Testamant nevez, relié..........1 50 Kenteliou hag Istoriou a Skuer vad(p. morvan), in-i2, relié...........2 25 Abrege eus an Aviel, relié.......1 25 An Devez Chnsten, relié........1 25 Buez ar Z&nt (M. morvan)......3 50 Leor Oferen (M. Le Gail).......2 »» Digitized by L^ooQle ToTTT BRÊTagnT REVUÈ BffETONNE FPANCM3 E Relicjieu^e Littéraire Hi^toricrjLie Pariiftanf tcui J<» dcu* mob PR1X d’abonnement : 3 fr. par an Ylr i»Src ;im\ l. jirmr* II lt I > I miêâ<(ui ili ^Liiu i onli iliLier ivlivtM ’i vcncr 2 franr* i KllTllO Iitlll’*»C. H roruimitiiV;alii»ii*» » -lirrr* n iiitrrrr v t K i.m l.lln lciir - BRE8T-- dr- u Pre>&j.t* lihfralo diiFïDUtér*^ V ruedu Cti.,i.«rtu,4 Septemb. Octob. 9 La Revue FEIZ HA BREIZ est Torgane dune CEuvre qui s’est fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préservation et la diñusion du Breton dans le Finïstère, et qui a un triple but : i° de favoriser rintroduction dans les écoles de Tétude du Fran^ais avec I’aide du Breton ; 2° de répandre les livres, brochures et. tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 30 d’encourager les études sur la langue bretonne. Les personnes qui désirent abonner ieurs parents ou leurs amis auront 2 abonnements pour 5 francs, et 3 pour 6 francs. Les abonnements partent du ier Janvier de chaque année : on fait passer, s’il v a lieu, les numéros parus aux nouveaux abonnés. Les personnes qui désirent avoir la collection des 6 premières années la trouveront â nos bureaux au prix de 18 francs. Digitized by GoOglC Septlèm e année N° 11 Septemb.-Octob. 1906 Seizved Blavez (3° Yoloae) Gwengolo-Here 1006 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE SOMMAIRE 1. Ronferansou an Aotrou J. Quéré: Var ar Beden. 321 2. Lizer ar Gardinaled hag Eshibien Frans..... 325 3. Essai de Grammaire bretonne (suile)....... 331 4. Etude historique sur les Cantiques bretons .... 334 5. Texte en MoyenBreton (Extrait du Miroir de la Mort, 1575)................. 337 6. Dies Irce................... 339 7. Ar vuez................... 341 8. Brezel Breiz-Izel er pevarzekved hantved..... 342 9. Buez Vietoire de Saint Luc........... 346 Konferansou an Aotrou J. QUÉRÉ VAR AR BEDEN Malepetitis. N’eo ket awalc’h lavaret: Aotrou. Aotrou... evit mont d’an Env. Red eo pa beder : 1° Beza mignon da Zoue, pe goulen he vignoniach. 2° Goulen ar pez a zo ervez gloar Doue ha mad an ene. 3° Hag ouspenn pedi evel ma fell da Zoue, rak anez male petitis. Da genta. Pedi gant humilite ha gant respet. D’an eil. Gant evez. En aouñna lavarfe Doue : populus iste labiis me honorat .cor autem eorum longe est a me. Lod pa bedont ne bedont nemet evit ober ar c’hiz, hculia ar pleg kemeret, kerzet dre ar memez rouden gant an darn vrasa deuz an dud. A bed heb en em zelaou ho-unan hag heb fizianz, heb eur guir c’hoant zoken da gaout digant Doue ar pez a c’houlennont pe da heulia grasou Doue a vir galon. Digitized by GoOglC — 322 — D’an trede. Pedi gant feiz ha kenderc’hel da bedi. Kalz a bed heb dalc’h d’ho feden. Goude pedi eun nebeut amzer e falgalonont ha ne bedont mui. Si uts, potes me mundare; peden ar Gananéen... Petra da ober evlt. m« veaso mad hor peden ? Ma or beuz c’hoant guirion da bedi evel ma fell da Zoue eo red d’eomp : 1° Sonjal ervad a beger braz talvoudegez eo ar beden. 2° Lakad ar spered hag ar galon er stuz ma zeo dleet, en doare deread evit pedi mad. Da genta. Red eo sonjal a beger braz talvoudegez eo ar beden. — Pe me a raio nao, pe me a raio kazeg, ne ran ket kalz a forz ; n’euz netra etre hon taoliou, a lavar an hini a zo o c^hoari da fall. Da betra poania kement all da ober, er park-man, Iabour a zoare ? Kaer a vezo, en he-man ne vezo netra vad biken ; a lavar an hini a ra labour aner. Mes pa lavar eun den : dioc’h ma rin e kavin ; ouz ar pez az an da ober eo stag va enor, va danvez, va buez, eurusted kement a garan. — Neuze, evit dont a ben d’hen ober mad, e lakit hoc’h oli evez, hoc’h oll izign. hoc’h oll nerz, hoc’h oll amzer. Er memez tra, ma lavarit: Da betra poania da bedi ; petra a vad a zigaso din-me ar beden ? Neuze e pedot fall. Ma lavarit evel ma tleit ober : Ar bcden eo baz ar beachour en hcnt, ar beden eo nerz ar galon er stourmad, sklerijen ar baleer en noz. — En eur ger, ar beden eo alc*houez ar baradoz, neuze e pedot mad, rak lakad a reot hoc’h oll boan evit hen ober. D’an eil. Red eo araok koumanz ar beden beza en em lakead er stad da c’hellout pedi ervad : Ante orationem prapara animam tuam. N’eo ket pa vez krog an tan-gwall en ti, eo sonjal toulla eur punz evit kaout dour <Ther mouga. N’eo ket var cun dachen letoun, douar lann eo hada greun, red eo evit kaout eun dra benag terri an douar a ziagent. Evelse ive, abarz kregi da bedi eo red evel pa lavarfen dastum he spered hag he galon, serri he ziouskouarn ouz Digitized by GoOglC — 323 — trouz ar bed, dilezel pep sonj all evit sonjal hebken en Doue mac’h en em erbeder outhan hag er grasou a zeuer da c’houlen diganthan. Petra da. c’houleii, pa. beder ? Daou seurt madou a c’hell an den da choantad ha da gaout : Madou ar vuez-man, Madou ar vuez da zont. Ar re genta ne dalvezont nemed evit ar bed-man, ar re all a zo evit an eternite. Var bouez kement-man sant Aogustin a lavar : Ne petas a magno parca, magna ora, cjelestia ora. — Penaoz digant eun Doue eternel goulen madou bresk an amzer ? — Penaoz digant Roue an envou goulen hebken danvez an douar ? Goulennomp da genta ar baradoz hag ar pez a zo red evit her gounit, neuze an nemorant a vezo roet d’eoc’h var ar marc’had. Goulennomp eta : 1° Arc’hraz da bedi, an doare da bedi ervad. — Ac’ha- nomp hon-unan ne c’houzomp na petra da c’houlen, na penaoz her goulen. Spered Douc, spered difazi, spered a sklerijen a c’hell hebken hen deski d’eomp. 2° Goulennomp c’hoaz eur vuez e guirionez kristen, eur vuez leun a habaskder, a feiz, a esperanz, a garantez diazezet var eur goustianz leal ha guirion ; 3° Goulennomp ouspenn gras hag harp Doue, evit ma c’hellimp, renet gant he Brovidanz, kerzet atao gant an hent mad. 4° Goulennomp erfin eurustcd an envou, kaêr awalc’h e vezo al loden ze : Non sunt condignse passiones hujus s&culi ad futuram gloriam quse revelabitur in nobis. Petra eo poaniou, labourou, kroaziou ar vuez-man dirak ar gloar dreist vuzur a vezo roet d’eomp eun dervez da zont. Koulsgoude, n’eo ket difennet ouzomp goulen digant Doue madou an douar; daoust pegèr bresk int ha pegen nebeut int goest da ober hor guir eurusted, eo red mad Digitized by GoOglC — 324 — ho c’haout evelato evit ober heb re a boan hon treuz var an douar. Mes ma c’hellomp ho goulen, eo red mad diazeza hor peden var an daou bost-man : 1° Red eo ho goulen evit hor zilvidigez, evit ma raimp anezho eun implij santel, ha n’eo ket evit klask ennho peadra da vaga techou fall eur galon direol. Evit eur guir gristen, ar bed-man n’eo nemed eur gorniel zouar estren, a ranker, dre galz a boan, dadreuzi abarz erruout er vamm-vro. 2° Red eo en em rezolvi d’ar pez a blijo gant Doue. Doue a c’hoar guelloc’h evidomp hon-unan petra zo mad d’eomp. En eur ober skouarn vouzar ouz lod deuz hor pedennou, e tiskouez he vrassa madelez en hor c’hever. Evit kaout eun desteni anat a gement-man, n’eoketred mont pell: diskennomp en hor c’halon hon-unan. Pet guech ha pegeit amzer n’hon deuz-ni ket tourniet an Aot. Doue evit kaout ar pez a zeblante dleout hon lakad laouen hag a zo deut da vcza evidomp koulsgoude eur mean-ruill dindan hon troad, eun drean spern en hor c’halon, eun tam pri var hon ehe paour! Pet guech all, er c’hontrol, eo, e kreiz ar boan an dris- tidigez, ar c’hlenved, e tistroomp guella ouz Doue. Pe da vare pedi ? Evit lavaret mad, hor buez hed-ha-hed ne dlefe beza nemet eur beden. Koulsgoude e tleomp dreist oll pedi : 1° Da vintin evit trugarekad Doue d’hor beza dalc’hed e buez. Evit goulen digant Doue an nerz a zo rcd da gaout evit en em viret, epad an deiz a zigor, diouzpep droukhapeb pec’het. Penaoz var iun, kaout nerz da ober labourou tenn ? Penaoz, heb rei magadurez d’an ene dre ar beden, kaout bolontez start da ziarbenn pep pec’het divar hon hent ? 2° Pedi da noz : Evit goulen pardon euz ar pec’hejou kometet. Evit trugarekad euz ar vad hon deuz marteze great. Digitized by GoOglC — 325 — Evit santifia ar c’housk a zeomp da gemeret... Eüruz an tiez a vez ennho lavaret mad ar pedennou, ha diou vech eüruz ar re a vez pedet ennho e kommun. 3° E tleomp dreist oll pedi da zul. Ar zul a zo eun devez a beden. — Ar beden great en iliz eo ar vella... Doue zo e peb leac’h, guir eo, koulsgoude an iliz a zo evel he di, eno eo e skuill ar muia he c’hrasou... Tra poaniuz da lavaret: Lod, epad ar zizun zo tud vad ;... da zul e pec’hont ar muia.

Hogen, koulsgoude, pec’hi a zo atao eur goall dra, mes pec’hi da zul zo eun dra goassoc’h c’hoaz. Hra Aetreoiez Kirdiialed, Archeskibien hig Eskibiei Frm d’ir Veleien hi d’*n dnd Fidel enz ho Eskoption Hor Breudeür muia karet, Digemeret hon deuz holl gant ar vrassa anaoudegez Lizer meur Hon Tad Santel ar Pab digaset d’eomp evit hor sklerijenna e kreiz ar stad ker poaniuz m’ema brema an Iliz katolik, e bro Frans.

Gortoz a reamp gant fizians komzou ar Pab, heritour Sant Per. Da hen-ma hen deuz Hor Zalver Jesus-Krist roet ar garg da vaga an oancd hag an denved, da lavaret eo da vleina ar bastored hag an dud fidel dre hent ar virionez hag ar zilvidigez.

Kaset hon deuz beteg ennoc’h kenta nïhon deuz gallet, komzou vikel Hor Zalver Jesus-Krist. Ar c’homzou-ze a sko eun taol pouner e kalounou an dud dre ar bed holl. Ni a zelaou anezho e doare bugale sentuz.

Hoc’h eskibien, hollguitibunan, a en em zalc’h start var dro H. T. S. ar Pab e mesk trubuillou glac’haruz ann amzer vrema. N’ho deuz ganthan nemet eur galoun hag eunn ene evit karet an Iliz hag ar Frans.

Ho peleien ne rcont nemet unan gant ho eskibien, o senti a greiz kaloun ouz ar Pab, penn an Iliz, ha diskleria C a reont krenn ha neat, e chouzanvint peb tra evit ken- delc’her da boania evit silvidigez hoch eneou. Hon T. S. ar Pab Pi Dekved, o tigas d’eomp he Lizer meur, hen deuz douget mad tre ar garg bet digant Done da viret divoulc’h ha dinam tenzor ar virionez ha diazez ann Iliz Santel katolik. Karg ha galloud ar pennou kenta da reiza ar rummou kristenien etrezho: setu aze diazez an Iliz savet gant H. Z. Jesus-Krist. An lliz a zo eur rumm vraz a gristenion gouarnet gant pastored sentuz ouz ar Pab, ho Mestr. Ar bastored-se hebken ho dcuz guir ha galloud da reolenna kcment tra a zell ouz stad ha servich ar relijion. Hogen, lezen an disparti a fell d’ezhi rei d’ann Iliz, enn hor bro, eur reolen nevez, savct hebken dre c’halloud tud laik. Disklerya a ra ne anavez mui, evit kenderc’hel ann ofisou santel, nemet Kevredigeziou pc Emgleoiou savet, euz ho fenn ho-unan, gant tud laik ar vro, gouarnet gant-ho hervez ho mennoz ha reolennou - reolennou hag a chen- chint pa garfont. Enn eur pennadik euz Lezen ann Disparti (art. 4) e rear an neuz, dre gomzou goloet ha troidelluz, da anaout ar renk dleet etre peb rumm etouez mistri ar gristenien; hogen, enn eur pennad all larkoch (art. 8) e veler sklear mad eo dislavaret kement-se, ha, ma savjc tabut, e vije, n’co ket d’an Eskop, mesd’nr c’houarnamant laik (Conseil d’Etat) lavaret ar ger diveza. An dra ze a vije rei d’ann Iliz eun doare gouarnamant laik. Pi X hen deuz kondaonet eur seurt reolen, hag hen ober a dlie. Setu ama he varnedigez : * Ann Emgleoiou evit servich ar relijion, en doare m’int gourc’hemmennet gant lezen an disparti, ne c’hellont ket beza savet hep bresa na mezaoui ar guiriou sakr a ra buez ann Ilizhe- unan. » Dre ar c’hoant bras hen deuz da viret ne ve rouestlet ar gristenien gatolik a Frans etouez ar freuz a zo erru varnho, Hon T. S. ar Pab, hen deuz klasket gouzout ha gallet e vije lakaat eun tamm unvaniez bennag etre ann Emgleoiou laik ha lezennou santel an Iliz : « Plijet gant Doue, eme ar Pab, Hon divije an distera fizians da c’hellout, hep tcrri guiriou Doue, klask ober eun taol essea bennagevclse, ha dizamma dre-ze hor bugalemuia karet euz ho spount dirag kement all a drubuillou skrijus. Hogen, al lezen o cliomm evel nVema-hi, n’hon euz tammik fizianz ebet. Disklerya a reomp eta ne c’heller ober taol essea ebet var an eil zeurt Emgleo da lavaret eo : lezen an Iliz dimezet gant lezen an Disparti, e gallek: (Associations canonico-légales). Nann ne cheller ket ober taol essea ebot evelse keit ha ne vezo ket merket sklear-beo, dre lezen leal, e chommo dinam hag assuret da viken guiriou ann Iliz savet gant Jesus-Krist, e chommo dislabezha miret mad evit ato, guiriou padus ha galloud ar Pab hag hini ann Eskibien var ar madou ret d’ann Iliz, dreist-holl var ann ilizou, ébars seurt rummou Emgleo. »

Hag, e guirionez, Hor Breudeur ker, keit ha ma chommo lezen an Disparti evel nVema-hi, kaer e vezo klask sevel Emgleoiou hervcz al lezcn evit ho lakaat a zindan daouarn ar Pab hag ann Eskibien, atao e vezo guir kement-ma : galloud ar Pab hag hini ann Eskibien ne badint. nemet keit ha ma plijo gant tud ann Emgleo ho anaout, ha, pa c’hoantaint en em denna euz dindan galloud ar Pab hag an Eskibien, n’eo ket d’ar re-ma mes da varnerien laik e vezo dougen barnedigez, lavaret ar ger diveza divarbenn seurt trabas. Ar varnerien laik-se a c’helfe lakaat tud, enem zavet a eneb ann Iliz katolik, da veza pcrcTien d’ann ilizou ha da vadou an ilizou. Fazia a rafet kalz o kredi Jiag o lavaret penaoz ar Pab o teuler a gostez ar zeurt Emgleoiou, ne glask ket ebken silvidigez ann Iliz, e Frans, hag hen deuz eur mennoz all distag diouz ar relijion, hag ive kasoni ouz goubari ar Republik e Bro-Frans Pi X, gant ar brassa fae enn he galoun a deu da ziskuilla eo mcllou gevicr ar rebechou-ze ha re all henvel outho, hadet etouez ann dud cvit lakaat drouk er sperejou.

Hor Breudeur ker, ni a zao hor moueziou gant mouez H. T. S. ar Pab, a eneb ar gevier-ze. Nann, nann, n’emaomp ket e chal gant traou ar bed, gant ar politik. Meur a vloaz zo c valeomp gant ann hent merket deomp gant H. T. S. ar Pab, oc’h en em unani hebken da zifen ar Feiz katolik, hag o tigemeret an doare gouarnamant choazet gant ar Frans.

Pell amzer zo (er bloaz 1891), arc’heskop Paris a lavare dichek : « Ann hini hen deuz c’hoant da arvesti, by GoOglC gant bolontez vad ha lealdet, e pe du eo troet ar spe- rejou enn hor bro, a c’hell gwelet daou dra. Ar Frans ne fell ket dezhi chench doare gouarnamant; hogen ne fell ket dezhi ken neubeud e ve klasket trabaz ouz ar reli- jion. » Lavaret hag aslavaret a reomp assamblez, hirio, ke- ment-ma : ni a c’houlen ra ne vezo ket, en despet d’ar Frans, diazezet ar Republik var lezennou digristen. Er bloaz 1886, pa skoaz an taoliou kenta var ar sko- liou kristen hag ar Relijuzed, ar c’hardinal Guibert, var ar mare da beur-echui eur vuez hir ha santel, a lavare da Brezidant ar Republik ar c’homzou kalounek-ma, komzou eun den hag a gar he vro, komzou mad da lavaret c’hoaz hirio : « O kerzet dre ann hent m’eo eat ennhan ar Repu- blik, hou-ma a c’hell ober kalz drouk d’ar relijion, hogen n’hel lazo ket. An Iliz he deuz bet trubuillou all, gouzan- vet barrou arne gwassoc’h, hag ema-hi beo c’hoaz e kaloun ar Frans. Den ne c’hello tamall nag ar veleien, nag an Iliz da glask dismantra ar c’houarnamant lakeat etre ho taouarn ; c’hui a choar ervad n’ema ket ar c’hiz ganeomp d’en em zevel a eneb ar vistri. Ar gloer a gen- dalc’ho da c’houzanv gant pasianted; pedi a raio evit he enebourien, pedi a raio Doue d’ho sklerijenna ha da lakaat muioc’h a lealded eun ho c’haloun; hogen, ar re ho deuz savet ar brezel difeiz-ma a gavo ar maro ennhan. Ous- penn-ze kals dismantr a vezô guelet araog ma tarzo dei- ziou kaer var horbro muiakaret. Ann ioulou dismantruz a veler dija, siouaz ! o tihuna, a denno kals rauioc’h a veac’h estreget an traou direiz a damaller e gaou d’ar veleien. Hag epad ar barr-amzer fall-ze, pa ne gavo mui ann ioulou dijadennet netra santel da herpel outho, ra blijo gant Doue ne deuje ar vro da goll he brud ha betek he frankis zoken. Deuet var va zivezadou, araog mont da renta kount daZoueeuz deveriou va c’harg, am euz sonjet en em zizamma e kenver seurt darvoudou. « Goulskoude diez e kavjen peur-ober al lizer-man hep » lavaret am euz fizians ne lezo ket ar Frans lemel di- » gant-hi he c’hredennou santel, kredennou hag ho deuz » great he nerz hag he brud enn amzer dremenet, ha » savet anezhi er penn huela etouez an holl boblou. » Ni ive, Breudeur Ker, a fell d’eomp diskleria ez omp — 32Ô — diskarg ha didammal dirak an trubuillou a gouezo marvad var hor bro. Lezen an disparti, en doare nVeo fardet, a deuje da ziframma digant ar Frans, n’eo ket hebken he hano kaer a bobl gatolik, mez ive ar gvvir frankis da heulia ar religion he deuz roet dezhi he buez hag he sked, epad kement all a gant vloaziou. Hogen, ar relijion-ze hebken a c’hell c’hoaz rei dezhi, enn amzer da zont, ann urz hag ar peoc’h. Ni, eskibien katolik ha bugale Bro Frans, daoust ha ni a c’hell rei an dourn evit ma vezo sevenet eunn hevelep lezen ? Pi X hor ped, Breudeur Ker, da staga a-zrevi d’al labour a gleiz hag a zeou, heb ehana, hervez ar gwir hen deuz pep den enn he vro, evit renka ha reolenna stad ar relijion. Pa vezo deuet ar mare, ni a roio d’ehoc’h evit-se ann avizou ret ha mad, diouz ar pez a c’hell c’hoarvezout. Karout a reomp kaout fizians ne zirollo ket brezel a relijion var hor bro. Kristenien katolik Frans a c’houlen ma ne deuffer ket, en hano eul lezen hag a ro, var he meno, frankis da goustians peb hini, liberte da heulia ar relijion, da vrevi ac’hanomp a zindan eur reolen kontrol beo d’hor c’houstians. Dalc’homp sonj euz eun dra, e peb amzer hag e peb bro, stad ha servich ann Iliz katolik ne c*hell ket beza reizet nemet gant assant ar Pab, penn kenta ann Iliz. Ma rank bcza, kousto pe gousto, disparti etre ann Iliz hag ar c’houarnamant, ra vezo, da vihana, lezet ganeomp ar madou a zo d’eomp, ra vezo lezet ganeomp ar frankis hag al liberte boutin d’ann holl, evel er broiou din da lakaat ar ger Liberte var ho hano. N’omp ket evit kredi ne vije ket selaouet goulennou great en doare-ze. Enn eur beur-echui Pi X a lavar : « Epad an drubuillou- » ma e Bro-Frans, ma teu kement hini afell dezhan difen » mad he vro, da labourat gant unvaniez assamblez gant » ho eskibien ha ganeomp hon-unan evit difen ar reli- » jion, neuze arabat koll fizians e silvidigez ann Iliz, e » Frans. Kentoc’h, leac’h a vije da gaout fizians e savo » adarre prestik ken kaer ha ken huel ha biskoaz. Kredi » a reomp stard e teuio an dud katolik e Frans da zeveni » penn da benn hor gourc’hemennou hag hor mennoziou. Digitized by GoOglC Rak-se e c’houlennomp evit-ho a greiz kalon, dre bedennou Mari, ar Verc’hez dinam, sikour ha madelez Doue. »

Beza unanet a galoun, beza bugale sentuz, kalounek, prest da c’houzanv poan, mad da bedi : setu petra c’hou- len diganeomp ar Pab, ha setu ive ar pez a garfemp a vije sevenet... Beteg-henn ann eil ne vele ket an traou evel egile ; ankounac’hait kement-se, ha neuze, H. B. K., n’ho pezo, gant hoc’h eskibien hag ho peleien, nemet eur galoun hag eun ene evit kenderc’hel ha difen hor relijion zantel, hervez gourc’hemennou ar Pab, heb trouz na tra- baz, mez goulskoude hep tec’het na fall galouni. Ma teuje unan bennag, en despet da volontez vikel J. K. da glask sevel eun Emgleo ha n’he divije nemet ann hano a gatolik, nikun ac’hanoc’h, var zigarez ebet, ne lakafe he hano enn Emgleo-ze. Ho pastored a ziskouez krenn eo gwelloc’h gantho gouzanv al laeronsi hag ar baourentez, kentoc’h eget trei kein d’ho dever. Eun dra sklear eo; an dud fidel a dleo e koustianz, peb hini hervez he zanvez, rei sikour d’ar Bastored evit derc’hel deread stad ar relijion ha stad he beleien.

Erfin, evel ma z’ eo mad ha tra an Aotrou Doue, hor mad hag hon tra ive, ha ne c’hellomp, heb he skoazel, dont abenn euz netra, e vezimp guelloc’h hag aketussoc’h da bedi. Kaloun Zakr Jesus, leun a garantez e kenver ar Fransisien, ni ho pedo, a greiz kaloun, dre bedennou ar Werc’hez Vari, karantezuz ive meurbed evit hor bro, ni ho pedo da gemeret truez outhi. Grit ma chommo ato hor bro muia-karet aketuz da viret he c’hreansou kristen, dindan skoazel Feiz hon Tadou koz, ha da gerzet ato dre ann hent hen deuz he c’hasset bepred d’ann henor jha d’ar c’hloar.

Roet e Paris, gant eskibien Frans, dastumet holl assamblez d’ar 7 guengolo 1906. f Fransez, Kardinal RicBard, Ar&heskop Faris.

F. L. C.

An « dies irae »

1o Ludu vezo graet eur ar bed :
David hen deuz her lavaret,
Hag eun divinerez vrudet.

2° O va zud keiz, pebez anken!

Da bep unan brema-zouden Vo difuiliet piz he guden. 3° An drompill skiltr a dregerno, Hag euz ho bez, ar re varo Varzu ar varn oll a gerzo. 4° Maro hag all, peb tra grouet A jomo evel sebezet Gant an dud d’ar varn o redet. 5° Al leor braz so digoret: Peb tra varn-han a zo skrivet, Ha diout-han ’vezor barnet. 6° Setu azezet ar Barner ; Kement so kuzet a veler, Peb hini gav diouz he ober. 7° Pebez doare trist, eme c’hui, N’ouzon pe du en em drei! Ar zent a veac’h zo dizousi. 8° Mestr braz, ha Salver pep unan Evit netra, var a glevan : Baradoz d’in a c’houlennan ! 9° Jesus, na ankounac’hait ket, Evidon-me c’hui zo ganet, Mirit hirio na ven daonet. 10° Ouz va c’hlask oc’h bet skuizet, Var ar groaz oc’h euz va frenet : Kement-se oll a ve kollet! 11° D’eoc’h ar pec’her a rank paea, Mes pardouni helfac’h brema Araog deiz ar varn ziveza. 12° Klevit hirvoudou eur pec’her, Mez hen deuz gant he wall-ober ; O pet trugarez em c’hlever! Digitized by Googl - 341 13° Madalen o peuz pardounet, Hag al laer o peuz selaouet: Fichans d*in-me o peuz roet. 14° Dister va feden, mar kirit, Mez dre vadelez, pa c’hellit, Diouz an ifern va diouallit. 15° E touez ho panden zenved, Ha disparti diouz ar bouc’hed, En tu deou ra vin kavet. 16° Pa vo ar re fall mallozet Hag en tân euzuz bet stlapet, Ya galvit gant ho mignounet. 17° Bete ’n douar va fenn stouet, Ha va c’haloun gant keuz rannet: Ra finvezin mad, me ho ped. 18° Nag a zaelou vezo skuillet Euz ar bez fvit beza barnet. 19° Pa zavo ar pec’her kablus : Trugarez ’vit-han, Jesus ! 20° D*an Anaoun, va Doue, Roit ar peoc’h ive. Evelse bezet great. F. K. —• ^ ¦— AR VUEZ Pa zigouez an nevez amzer Ar gwez ’n em c’holo a zeliou, War ar branc an euned seder A guz er glasvez ho neizou. Mez an deliou ne badont ket Euz an eil blavez d’egile, Hag an neizic vez dilezet Gant an eunidigou ive. Digitized by GoOglC — 342 — En eur dreraen, an ezen anv Bep mare zistag eun delien, Hag ema c’hoaz pellic ar goanv Ez int gwenvet oll er vezen. N’euz mui a c’hlasvez er c’hoajou, Er strouez n’euz mui a richan, Ema sebeliet ar parcou Dindan eul linsel erc’h ledan. Ar bed a zo ’vel ar vezen, An dud a zo ’vel an deliou; Eur c’houezadennic, eun ezen Ho led d’an douar a verniou. Pa deu ar frim, al laboused A gouez, seized ho izili, Hag an den crenva d’ar vered A vez caset gant ar gozni. Ar vuez a zo eur vleunen 0 tigeri euz ar beure, Pa zigouez an denvalijen, Setu hi clozet adarre. GWENNAEL. Bre2el Breiz-Izel er pevarzekved kantved 1344. — Ar brezel eta a oa o tigeri a nevez. E penn kenta miz ebrel, Charlez Vleiz a gemeraz Kemper. Tenn e oe ar c’hrogad ; eur miz e padaz ar zeziz. Ar Challaoued a yeaz c kear ar c’henta a viz mae. Spountuz e oe an traou neuze, hervez lôd: ar Ster a oa he dour hanter- c’hoad. Charlez a velaz he-unan eur c’hrouadur o tena he vam, hag hi maro. Ker mantret e oe ma reaz paouez da laza. Mall e oa: ouspenn pevarzek kant den a oa astennet a benn neuze var ar ruiou... Siouaz ! Amaori Klison, e leac’h digas soudarded ganthan diouz Brô-Zaoz, a zigasaz eur c’helou heuzuz: Janed Montfort a oa follez !.... Digitized by GoOglC He fried, roet frankiz d’ezhan abenn ar fin, a zo eat da Vrô-Zaoz. Eno e choum pell amzer hep ober seurt ebed. Tud he du a goll kaloun neuze, hag a dro a du gant Bleiz, dreist holl Amaori Klison, gouarnour bugale Yan Mont- fort, Tangi ar Chastel, Spincfort (bet gouarnour Roazoun). 1345. — Gouel Pask a lakea Yan Vontfort da zont ennhan he-unan. Hag hen ha goulen skoazel digant Edouard III. Hen-ma a ro kont Northampton ha kont Oxford d’ezhan. D’ar seiz a viz even, e partiaz Yan dioc’h Brô-Zaoz. Disken a eure e Brest. Ac’hano ez eaz da gel- c’hia Kemper. Ne zeuaz ket a benn ouz kear. Darbet e oe d’ezhan zoken beza paket gant Charlez Vleiz. Tec’het a eure neuze d’an Henbont... Kont Northampton avad a laka seziz var Vengamp ha var Lannuon. E Guengamp, o veza ne c’helle ket dont a benn ouz kear, e tevaz diou geariaden e kichenik. E Lannuon, e savaz aoun ganthan, hag hen d’ar Roc’h, eur leo benag diouz Landreger. Devi a reaz unan deuz doriou kear, hag ar Roc’hiz a c’houlen- naz eiz deiz ehan da velet hasikour a zeuche d’ezho. —Ar c’hiz a oa en amzer-ze da rei eur pennadik d’ar c’heariou da c’hortoz skoazel digant tud ho zu : ma ne teue ket ar re-man, kear a blege. — Ha setu ar pez a reaz tud ar Roc’h. Goudeze, ar Zaozoun a laka freuz er vrô-ze, dreist holl e Perwenan (Penvénan). Perwenaniz a zavaz drouk ennho ; renet gant eun dichentil euz ho farrez, e saillont var ar Zaozoun, ha drailla a reont anezho e Kroaz-ar- Brabant, eun hanter-leo diouz ar bourg : ne dec’haz ket eur Zaoz hebken. Eur voaz a oa eno, ha ker ruz a oa he dour goude ar stourmad, ma oe hanvet Goaz-ar-Goad. En eur vont diouz an Henbont da Blouarmel, sou- darded Montfort, en ho fenn ar Zaoz Thomas Agworth pe Dagorn, a zigouezaz gant re Charlez Vleiz. Ar re-ma a gollaz eur c’hrogad e lannek Kadoret, parrez ar Gevel (Forges), ar 17 a viz even. Tri miz goude, ar 26 a viz gwengolo, Yan Vontfort a varvaz trum en Hentbont. Sebeliet e oe en iliz ar Groaz- Santel e Kemperle. Azalek neuze, tu Montfort neuz penn ebet. Yan a zo maro ; he vrek, follez, dalc’het kloz en eur c hastel e Brô-Zaoz, ho mab a zo re zister c’hoaz. Mes Edouard III Digitized by GoOglC — 344 a ra neuze brezel en he hano he-unan, pe gentoc*h en hano he verc’h Marc’harit, a vo dimezet da Yan, mab Montfort. 1346. — Keraez a zo kemeret gant ar Zaozoun ; Lan- nuon ha Landreger ivez. Iliz-veur ar gear-ma a zo dis- trujet gantho, eul loden anezhi da vihana : n’o deuz doujans nag evit aoter nag evit seurt; relegou sant Yeun (Eozen, Ervoan) hebken n’o deuz drouk ebed... Lannuon ne vije ket bet d’ezho paneved daou dreitour, Herri Kigit ha Prier Allou. Ar re-ma a zigor eun or d’ezho eun nozvez araog goulou-deiz, ha p’ema an oll o kouskat. Ar mar- c’hek Jeffrez ar Pont-Guenn a zo dihunet, hag hep kemer amzer da viska he zillad, e red var gorf he roched dre ruiou kear en eur youc’hal: Var zao ! Dao d’ar Zaoz ! He gleze avad a zo eat ganthan. Digouezout a ra gant ar Zaozoun. Sailla a ra varnho, hag ouspen ugent anezho a zo lazet ganthan. Mes re niveruz int evithan he-unan Ha setu rn^eo kelc’het gantho. Kemer a ra he gleze gant he zaou zorn, hage tigorhent beteg eur vôger. Outhi e harp he gein, ha kement hini a dosta outhan a zo ledet maro mik. Mes eur goareger a denn eur zeaz varnezhan e mell he c’hlin. Koueza a ra var an douar, hag ar Zaozoun divez milliget a laz anezhan. 1347. — Ac*hano ez eont d’ar Roc’h. Gharlez Vleiz, pevar mil den ganthan, a oa neuze o kelc’ha ar gear-ze. He vekanikou a daol ouz ar môgeriou ha dreistho mellou mein goall bouner. Unan euz ar vein a gouezaz var gambr greg ar gouarnour. Opaouez gwilioudi e oa, ha goall strafuillet e oe, hag hi ha lavaret d’he fried plega. Kaset a oe eun den da gaout Bleiz : hen-ma ne zelaouaz ket anezhan (19 a viz even) .. Da ziv heur dioc’h ar min- tin antrônoz e tigouez Saozoun, daou vil hanter anezho. Renet int gant Thomaz Dagorn, Yan Arzuel ha Bernard ar Chastel. Ken didrouz int deuet ma kavont soudarded Bleiz kousket. Sailla a reont varnezho ha laza a reont eun toullad mad. Bleiz a zestum ar re all en drô d’ezhan, ha yao yud var arZaozon. Dagorn a zo prizouniet. He dud a denn anezhan euz tre daouarn Gharlez. Hen-ma a stourm bepred. Tapout a ra Dagorn adare, hag hen rei a ra da dud kalounek da zerc’hel. Mes tud ar Roc’h, eurpemp kant anezho ha bouc’hili gantho, a zired d’ar Chastel-Du, Digitized by GoOgl C — 345 — tachen ar c’hrogad. Mont a reont d’ar re a zo o tiouall Dagorn, terri a rcont he chaden, hag heman kerkent a red adare da Vleiz An treac’h a zo d’ezhan. Charlez neuze a zonj tec’het kuit. Mes ar Zaozon a gerz var he lerc’h. E-tal eur vcill-avel (milin-avel) ema Bleiz. Skei a ra gwella ma c’hell evit difen he vuez. Hogen, he unan e tap triveac’h taol kleze. Ar Zaozon a lavar d’ezhan plega. « Plega d’ar Zaoz ? emezhan. Biken !... D’eur Breizad ne lavarfen ket. » Bernard ar Chastel a zeu eta d’he gaout, ha Char- lez a ro he gleze d’ezhan. Kaset eo d’eun telt gant tud Bernard, Bretouned an darn-vuia anezho. Truez ho deuz ar re-ma outhan. N’eo ket souez : ar goad a rcd deuz he drivac’h gouli. Lakaat a reont anezhan var eur c’hol- c’hed plunv. Mes setu Dagorn o tigouezout. Drouk a zo ennhan abalamour eo bet tapet diou vech gant Charlez, ha didruez e lavar: Taolit anezhan var eur guchen blouz ! mad avoalc’h eo evithan !... Charlez ne lavar seurt. Kin- nig a ra poan ha dismegans d’Hor Zalver Jezuz. Antro- noz eo kaset da Geraez, ac’hano da Gemperle, goudc da Vened, hag erfin da Vro-Zaoz d’ar prizoun. Ar Zaozon, cboumet ar Roc’h gantho, a zo didruez e kenver ar gouerien. Per Graon ha Per Dori a zestum neuze eun dournad soudarded euz a du Bleiz, hag a gerz var ar Roc’h. Per Graon a lavar e roio hanter kant skoed d’ar zoudard a vezo da genta e kear. Pemp den dioustu a gleuz dindan ar môgeriou, hag ho laka da goueza en ho foull var hed hanter kant troatad. Eur zoudard a ya e kear, hag ar re all var he lerc’h, hag ar Roc’h a zo kcmeret. Kement den a zo eno a zo lazet ncmet daou c’hant hauter-kant soudard eat da guzat er c’hastel-krenv. Plega a renkont ivez (miz eost). Silvestr ar Fouillez a ya da ambroug anezho bcteg dek leo diouz kear egiz m’o deuz goulennet hag a zo lavaret ober. Hent Kintin a heuliont. P emaint ho-unan, ar gouerien a ya d’ezho hag a laz an hanter anezho. Ar re all n’int tam eürusoc’h, rag pa zigouezont e Kin- tin, ar vicherouricn a lam varnho, hag o laz holl beteg an diveza. (Da gendelc’her). Digitized by GoOglC — 346 Eur Verzerez epad ar RevoluLion vraz (1794) fKcndalch ) C/IIIECIIVET PENNAD (Kendalch) Epad ar pred, eul leanez pe re all a lenn eul loor benag a zcvosion. Goude ar pred ez ear atao d’an iliz da lavaret eur beden hag an Angelus ha neuze ez cuz rècrèation beteg eun heur. Epad an amzer-zc ive, eul leanez a ra peurvuia katekis d’ar re a zo er retret, hag a goinz d’ezho divar benn ar vuez kristen. Da eun heur anter, chapelet ha kantikou, da ziv heur eur brezegen var zakramant ar Binijen, da beder hetir, sarmon ha goudeze e vez root bennoz ar Zakramant. Dachuech heur ezcuz adare méditation ha da c’huec’h heur anter e ma koan. Eyit achui an dorvez e leverer ar pedennou hag e tis- pleger cun daolen hag a zo varnezhi unan benag deuz misteriou ar Basion. Da nav heur ez er da gouskat hag araog laza ar goulou unan deuz al leanezed a lavar a vouez hnel eur setanz benag da chomm er spered araog kouskat. An amzer a chom goude arbrezegonnou n’eo ket amzer gollet, tremen a rer anezhan o pedi pe o sonjal ervad, er chapel pe er meaz, hep kaozeal. Al leanezed koulsgoude a ia da gaout ar re o deuz c’hoant beza sikouret da ober mad ho retret, hag evelse e c’helIont ober kalz a vad d’ezho. Pa vez rotret evit ar oazed, aotrou person ar gouent a ra cvitho ar pcz a ra al leanezed evit ar mer- c’hed. Victoirc de Saint Luc o doa desket mad ar pez e divije da lavaret, ha ken dous oa he c homzou, ken tener he devosion ma lavare an oll anozhi: An demezel Victoire ker mad lia her zantei. Victoire edoa boulchct he buez nevcz e kreiz an dous- der hag ar joa. Doue peurvuia a zikour er penn kenta an eneou en em ro d’ezhan, o skuilla ennho levenez ha kon- solasion. Abred pe divezad e teu koulsgoude an amzer diez, amzer ar zec hor evit an ene. Doue a fell d’ezhan Digitized by GoOglC - 347 — goaska eun nebeut he zervicherien evit gouzout ha dan- vez mad a zo ennho. Vietoire a gollaz eta, nebeut goude, peoc’h ar galon ; remorchou pe skorpul a deuaz d’ezhi. « Marteze, emezhi dezhi he-unan, e tlie beza eat da gouent ar Charmeli- tezcd, evel m’oa bet he zonj er penn kenta ; penaoz e doa kredet, hi ken dister, dont da ranna gant ar veleyen al labour a ra peurvuia an ebestcl ; daoust a ne vije ket bet guelloc’h evithi chomm kuzet cn eur gouent benag da ober pinijen ha da becli evit ar bec’hericn. » Ar bar arne a dremenaz buan aoualc’h, ha Victoirc a oa zoken starteat en he stad a vuez. Breman e kompren guelloc’h e tle labourat en dachen mcrket d’ezhi gant Doue : kelen ar re dianaoudeg, ho chonsoli, obcr vad d’an eneou, ne glasko ken bete fin he bunz. Mall e deuz atao da velet ar retrejouo tigeri, ha pa vel kalz a dud o tigouezout ez eo eaz gouzout pcgement a levenez a zo en he c halon. Ne dec’h ket rak al labour, klask a ra gouzout pere eo an denved dianket, ha da gaout ar bec’herezed vrasa ez a da gcnta, pa c’hell ho anaout. He dousder baghe madelez a ra d’an enecu digeri, ha meur a hini e deuz sikouret da zistrei ha da gcrzct var hent ar zilvidigez. He flijadur, epad ar retrejou, a vije servicha deuz taol ar merc’hed a rea ar retred, hag an dud keaz divar ar meaz a gave kaer guelet nizez an Aotrou-n-Eskop deut da veza ho matez. Victoire, deuz he c’hostez, ne oa kethe spered gant an dra-ze, kement hini a rea ar retret a oa eur c’hoar evithi, ha lavaret a rea ez oant oll marvad tostochda Zoue egct ne oa hi he-unan. Meur a vech, mamou kristen a zigase d’ar retret ho merc’hedigou bian evit ma vijent kelcnnet rnad ha lakeat er stad zo red evit ober ho fask kenta. Kcment-man oa eul labour a gresk, mes Victoire nedivije morse regarad, ha zoken euruz oa da lakad hc foan da cntcnt deuzar vugalc-ze, ho chnret a rea evel ma rca hor Zalverhe- unan, rak ar burcte a gar an ncp zo pur, ha dcuct dervez ar pask kenta, he brasa joa oa ïnont assamblez gantho da zaoulinadcus an daol zantcl. Eul labour all hag a blije d’ezhi oa entent deuz ar re glanv a deue meur a vech d’ar Retret, ho c’honsoli hag ho Digitized by GoOglC — 348 c’hennerza gant an traou kaôr a gave en he c’halon da lavaret d’ezho divar benn an Aotrou Douehag ar baradoz. Evithi, he zonj a vije atao e Doue ha kementse a rea d’ezhi, aliez aoualc’h, beza dievez hag ober an traou a dreuz. Neuze he c’hoarezed a gave eur gomzik benag lemm da ober goap hebober poan evit he digas ennhi he- unan. lli a vije ar genta o c’hoarzin a greiz kalon hag ar re all a c’hoarze da heul hcb ober gaou cbet deuz ar garantez etre c’hoarezed. Al leanezed a oa nebeut anezho er Retred er mare-ze, hag abalamour da ze o doa nebeut a amzer d’ezho ho- unan. Pa gave eur pennad benag, Victoire a garie ober taolennou, troet oa var al labour-ze ha kenteillet mad ez oa bet ive. He devpsion evit ar Galon-Zakr a rea d’ezhi ober imajou zantel hag a oa kalon Jesus varnezho; ober a rea kalz zoken, da rei d’ar re all, ha kement-man a vezo ar penn abeg kenta deuz he merzerenti. Er bloaz 1786 e save arne teo a zioc’h d’ar France ; ene- bourien an Iliz a zave ho fenn hag a boanie da zivoada ar relijion ; ar gristenien vad a oa aoun hag enkrez en ho zouez. Impalaer an Allernagne, Joseph II a roe skoazel d’an dud fall a eneb an Iliz, ha guelet a reat ez oa erru da veza guir ar pez en doa lavaret an aotrou ’n Eskop de Saint Luc d’ho nizez er bloaz 1783. Kementse oll a roe da Victoire c’hoant da startad choaz en he stad a vuez ha da veza din da c’houzanv evit Jesus- Christ. Evit se e reaz eur retred er bloaz 1784 hag unan all er bloaz 1786, gant he zonton, eskop Kemper. An hini e deuz skrivet kaierou koz ar Retret a lavar : « Dindan va daoulagad e ma ar rezolusionou e deuz kemeret Victoire cn diou retret-se, ha n’hellan ket miret d’ho lakad aman, vad a raint d’an neb ho lenno. » « An aotrou de Pennanros, va c’hovesour, en euz lavaret d’in ober gant kalz a aket kement tra a zo stag ouz va stad a vuez, trugarekad Doue dalc’h mad da veza galvet ac’hanon, kinnig d’ezhan passion ha maro Jesus-Christ evit ar re a ra ho retret, hag ho gwestla d’ar Verc’hez gloriuz Vari. » Ober gant evez an traou disterra deuz va labourou, heb lezel nikun a gostez, hag ober peb tra gant ar zonj a Zoue. Digitized by GoOglC — m — » Lavaret en cuz d’in lakad va foan dreist pep tra, da zeski mad ar pez em euz da lavaret ha da ober epad ar retrejou, rak evelse eo e rin ar muia a vad ive. Ober pep tra cvit Douc, evit trec’hi va lezircgez, rak n’eo ket diez dont da veza lezireg pa ranker ober atao ar memez tra. Sant Louis de Gonzague a lavare ez oa eur binijen vraz evithan beva atao assamblez gant ar re all, ober bemdez ar memez tra heb heulia morse ar volontez an unan. E guirionez, aze e ma ar zantelez, rak Doue a zell kentoc’h deuz an intansionou zo oc’h ober eun dra eget deuz ar pez a rer. Me c’hell eta plijout kement da Zoue oc’h ober va chatekiz bian ha ma ra ar visionnerien pa ’z eont da brezeg an Aviel. » Komzou evelse a c’hell beza talvouduz da gement hini a lenn anezho. Victoire a oa troet meurbed var ar yun hag an oll bi- nijennou all, hag abalamour da ze e kave diez plega d’he superiorez, rak houman ne leze ket ganthi hed he gar var an hent-se. Kementse ne oa ket mad aberz Victoire, hag hi he-unan hen anzao er retred a reaz er bloaz 1786. « Nan, emezhi, o va Doue, ne zalc’hin netra evidon deuz va bolontez, he rei a ran d’eoc’h oll evit heulia var eün hent ar zentidigez. Ia, senti a rin atao evel ma vezo c’hoant e raflen. Ha pa deuffe da fazia ar re ma ’z oun dindannho, me ne faziin ket o senti. G’houi, va Doue, oc’h euz sentet beteg ar maro, sikourit ac*hanon, rak evit pli- jout d’eoc’h eo e sentin e pep tra. » Dre ar c’homzou-ze e veler e deuz bet Victoire de S. Luc da enebi, hag ez eo koustet ker d’ezhi pignat er zantelez. Gouezet e deuz cz eo easoc’h lakad ar c’horf da blega eget ar spered, hag e c’heller gant gras Doue dont a benn deuz pep tra. Victoire a gouezaz klanv, hag an oll a grede ez oa aba- lamour ma laboure re ha ma rca re a binijen, rak ma sente deuz he superiorez var ar poent-man, e c’houlenne ive digant he zonton lezel anezhi da gastiza he c’horf, ha gant he assant, he c’houstianz a vije dizoursi. Ar c’hlenved a langiz a deuaz d’he goaska hag he c’hoarezed a oa nec’het maro ganthi. Ar superiorez a gin- nigaz d’ezhi mont da di he c’herent, o sonjal e pareche kentoc’h eno. Victoire a lavaraz bennoz d’ezhi gant kalz a garantez en eur c’houlen koulsgoude chom er gouent. Digitized by GoOglC — 350 — Kredi a rea plijout muioch da Zoue oc’h ober evelse, hag epad he c’hlenved penn-da-benn, morse ne glemaz var he foan. Klem a reaavechou, abalamour, emezhi, ma roe kalz a drebaz hag a boan d’ar re all. Parea a reaz gant hirr amzer, Doue marvad en doa c’hoant ober d’ezhi gouzanv kalz muioeh araog kaout an enor da vcza mer- zerez. SEIZVED PENNAD An Aotrou ’n Eskop de Saint-Luc. — Karet ha difen a ra an Iliz. — Koueza a ra klanv. — He amzer diveza. Beteghen ne ’z euz ket bet kalz hano ganeomp divar benn an Aotrou ’n Eskop de Saint-Luc; n’eo ket he vuez a skrivomp. Guelet on deuz petra oa araog beza Eskop, ha deuet da veza Eskop, e veler anezhan o pignat e skeul ar zantelez. Aman ne gomzomp nemet deuz he amzer di- veza evit guelet peseurt darempret en doa gant kouent ar retrejou hag anaout an amzer griz a oa er mare-ze. An Aotrou de Saint-Luc a oa unan deuz an eskibien a zantaz ar guella pegen noazuz oa d’ar relijion ha d’ar roue an amzer mantruz a deue var ar France. D’ar Jubile bet e Kemper er bloaz 1776, en doa roet d’anaout pegen dispount oa ha peger braz ioul en doa da zifen an Iliz. Setu aman petra c’hoarvezaz : An Aotrou ’n Eskop en doa galvet daou-ugent beleg deuz ar re chuizieka evit rei ar mision, hag araog staga gant al labour e ranket en em glevet evit gouzout var betra ez oa ar muia ezom da boueza evit mad ar bobl. An oll a lavaraz ne oa netra ken noazuz d’an eneou hag ar Franc-Magonnerie. Ar vreuriez-se a laboure a eneb ar relijion, ha mont a rea var araog etouez ar beorien koulz hag ar re binvidig. An dud divar ar meaz ne reant ket skouarn vouzar d’ar bromesaou great dezho ; re vuan da gredi, evel peurvuia, pa gav d’ezho ez euz gounidegez, kalz anezho a roaz ho hano. Roet oa da gredi d’ezho e teujent da veza pinvidig, ma karjent, da genta, rei eun dornad arc’hant. An Aotrou ’n Eskop a ouie mad ne dea ket ar franc-ma- Digitized by GoOglC — 351 — soned gant an hent eün, anaout a rea ar gaou a reant deuz ar relijion hag ive ar pez a lavarent pe ’n em zastu- ment dre guz evit antella ho aferiou. Ne oa ket eaz kouls- goude sevel ar vouez a eneb d’ezho, rak en ho zouez ez oa meur a hini savet huel hag o doa da velct e kear. Piou a raje ar brezegen, ha pe da vare e vije great ? An Aotrou de Saint-Luc ne argilaz kct : « D’in-me, emezhan, eo mont er gador ; pa ’z eo guir e maoun lakeat gant Doue e penn an denved, eo d’in-me ho difen. » An dud a lavare ne gredche ket an Eskop skei var ar franc-masoned. Ne anavezent ket anezhan; ha pa deuaz he dro, an Aotrou ’n Ezkop, dirag kear a bez, koulz lavaret, ha dirag kalz ive deuz he enebourien, a zizoloaz penn-da-benn relijion nevez an drouk spered; diskuez a reaz ez a a eneb lezennou anlliz ha lezennou ar rouan- telez, ha displega a reaz sklear ne c’hell beza heuliet na gant eur c’hristen mad na gant eun den hag a gar he vro. Ar brezegen-ze a oue kaoz anezhi, e c’hellit kredi, hag ar franc-masoned a reaz rei d’anaout d’an Aotrou ’n Eskop e vije kaset dirag ar barner, ma lavarje c’hoaz eur ger. An Aotrou ’n Eskop a dlie pignat c’hoaz er gador evit rei an taol diveza da vreuriez ar franc-masoned, ha derc’hen fin ar mission, ken helavar ha ma oa dispount e tizammaz he galon hag e reaz he zever a Eskop. Distro d’an eskopti e kavaz eur rouden, skrivet a ziaraog, evit he gass d’al lez-varn. Setu aman penaoz e respontaz: « Toussaint-Frangois-Conen de Saint-Luc a lavar n’en deo deuet d’al lez-varn nemet evit senti deuz ar justis, ha rei d’ar re a zo dindannhan ar skuer e pep tra. Koulsgoude pa ’z euz hano deuz he brezegen, n’en deuz netra da lavaret, abalamour var ar poent-se, n’en deuz kount da renta nemet d’ar Roue ha d’ar re a zo hueloc’h egethan en Iliz katholik. » Ar pez a oa c’hoarvezet a c’helle, evelato, beza noazuz d’ar relijion ha d’an Eskop he-unan, hag abalamour da ze, an Aotrou de Saint-Luc a skrivaz d’an hini a oa e penn ar justis e Paris ; hag he-man goude beza taolet pled da bep tra, a gemennaz da varnerien Kemper mont da Baris. Edont o vont da veza torret deuz ho c’harg, mes an Aotrou ’n Eskop a reaz evitho, hag a c’houdevech e Digitized by GoOgfe — 3 52 — tiskouezaz d’ezho meur a vech en doa ankounac heat ho fallagriez, ha zoken, paea a reaz anezho, evel ma ra ar gristenien, oc’hober vad evit an drouk great d’ezhan. D’ar mare-zc ive, an Aotrou Kardinal de la Rodie Aymon, ministr e Paris evit an dud a iliz, a falvezat d’ezhan kass an Aotrou de Saint-Luc da eun Bskopti all, abalamour d’an diezamant a c^helje kaout e Kemper. Heb lavaret ger d’an Aot. de S. Luc, ec’h hanvaz anezhan da eskopti S. Flour ; guelloc’h e kave aneskopti-ze evithan. Eskob Kemper, goude beza lavaret bennoz d’ezhan, a skrivaz ar c’homzou-man : « Dirag Doue ne ’z oc h ket direbech da veza savet ac’hanon var kador S. Corentin, Doue koulsgoude en euz lezet ober, ha breman me fell d’in chom gant va fried, Iliz Kemper. Sant Franses a Sales ha meur a eskop santel, o deuz kredet ne ’z oa ket aoualc h d’ezho bezagoall gaset evit dilezel ho eskopti, c’hoant em euz da veza henvel outho var ar poent-se da viana... Ho pedi a ran da drugarekad ar roue em hano, rak harpet var gras an Aotrou Doue em euz fizianz da c’hounit dre vadelez, kalon ar re o deuz klasket noazout d’in. » An Aotrou Kardinal a ziskouezaz al lizer d’ar roue Louis XVI, hag he-man a gavaz ken kaôr ar pez a lavare an Aotrou ’n Eskop, ma ne bouezaz mui evit ober d’ezhan chench eskopti. Er bloaveziou varlerc’h, eskop Kemper en doa leac’h meur a vech da ziskuez he nerz-kalon ; bevech ma komzet d’ezhan divar benn traou nevez ar politik hag a c’helje beza noazuz d’ar Relijion pe d’ar roue, e tiskuille anezho, heb aoun ebet, ne oa den ken dispont, ha morse ne vije gallet ober d’ezhan trei kein d’he zever. Arne tenval a zave var ar Frans en amzer-ze, hag an Aotrou de S. Luc, ankeniet o sonjal er goalinier a venne koueza var ar relijion hag ar vro, a glanvaz an 9 a viz ebrel 1789. Ken dalc’het oa zoken, ma krede ar re a oaen dro d’czhan, ne zavche ken. He-unan e vele mad pegen reuzeudik oa he stad, hag e c’houlennaz he Zoue ervez al lidou merket evit an eskibien, p’o deuz amzer da gommu- nia en heur ar maro. L. G. (Da genderc’hel). Le Oérant: F. Gborgelin. Bro&i, ïmprimerie de la 1’ressc Libcrale, rue du Châtoau, 4 LIBRAIRIE J. DESMOULINS rue Lafayette, 1, Landerne&u Etablissement dlmprimerie, Reliure Volumes eo venfa chez Its prlnclpaex Llbraires de la Bretagne: Mizan Anaoun^ demi-reliure, prix...... lfr. 50 Istor an Iliz, demi-reliure.......... 1 75 Araok Kovez, broché.............. 0 30 id cartonné........... 0 50 Ar Vadiziant, broché............ 0 50 id * cartonné........... 0 60 Eunn Heur dirag ar Zakramant....... 0 15 An Ofern, ar Zul hag ar bloaz, demi-reliure . 1 50 Buez Sant Paol, broché............ 0 60 id cartonné.......... 0 75 Buez Sant Kaourintin9 broché........ 0 25 id cartonné....... 0 30 Eunn Heur Adoration, broché......... 0 20 id cartonné........ 0 30 Ar Gonfirmasion broché............ 0 50 id cartonné.......... 0 60 An Urs9 demi-reliure............ . 2 » Bel-Air, texte francais, broché..... .2 » La Revue de Bretagne Mensuelle Directeur: Comte De Laigue, château de Bahurel Redon Digitized by ’ Librairies Catholiques D. DERRIEN, 85, riie üe Siam, Brest J. SALAUN, 56, rue Kéréon, Buimper BERNARD, quai du Stéir, Quimper Abbé ÏNIZAN. — Emgann Kergidu, les 2 vol. réunis. in-12, broché.......2 fr25 Abbé INIZAN. — Toul al Lakez, brochure in-32. » 20 Istor Breis, ou Histoire populaire de la Bretagne, en Breton et en Francais, 1 fort volume in-i8, broché..........2 »» Buez ha Vertuziou Sant Joseph (abbé Kerlan), relié............1 25 Buez ar Zent (MARIGO), augmenté des saints bretons, relié..........?’ 3 50 Buez Santez Anna (Abbé PÊRON), relié ... 1 50 Mellezour ar Galoun Zacrjesus (Abbé KERLAN), relié..... ......1 50 Mis Mari an Eskop Dall (Abbé SANN), relié. . 1 25 Histor an Tcstamant coz hag an Testamant nevez, relié . . , . ;.....1 50 Kenteliou hag Istoriou a Skuer vad (P. MORVAN), in-12, rclié............ 2 25 Abrege eus an Aviel, relié . .....1 25 An Devez Chnsten, relié........1 25 Buez ar Zaent (M. Morvan)......3 50 Leor Oferen (M. Le Gall). 2 »» Skueriou Kristen (Eur MlSSIONER BREIZAt)). 1 »» Digitized I *• REVUE BRETONNE PRANCAISE Religieuse Littéraire Hi^toricjue - Paraissant tous lcs dcux mois PRIX D’ABONNEMENT : 3 fr. par an S’adresser & M. CAROFF Vicairè aui [Carmes RREST Les"personnes qui désirent conlribuep & la diiïusinn des Livres bretons sont invitées a verser 2 francs a la mêmc adresse. Pour tout*« les communicationsj et les pièces a iiisérer dans la Revue, sadres- ser a M. LE ti ALL, Recteur du Fol|jfoat,par Lesneven. -BREST- Imprimerie °( <f de 1» Presse Libérale duFinistère °( y rue du Château,4 Janvier - Février 1 9 0 7 La Revue FEJZ HA BREtZ est rorg^ne d’nae CEuvre qui sfest fondée â Landerneau, le ?5 Mai 1899. pour la préservation et la diftusion du Bretatn dan» ie Finistirc, et qui a un triple but: i° de favoriser l’introduction dans les écoles de Tétude du Francais jwec 1’aide du Breton; 2° de répandre les livres, broehures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaus, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 30 cfencourager les études sur la langue bretonne. Les personnes qui désirent abonner leurs parents on leurs amis auront 2 abonnements pour 5 francs, *t 3 pour 6 francs. Les abonnements partent du 1" Jaavier dé cbaque année : on fait passer, s’il! v a lieu, les nwéros parua aux nouveaux abonnés. Les personnes qui désirent avoir & coliection o*e* 6 premières années la lrouveront â nos buteao* au prix 18 francs. Huitième année lf ° 1 Janvler-Février 1907 Blzved Blaves ’4e Tolnat) Genver-Chuev. 1907 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE SOMMAIRE 1. Feiz ha Breiz a chenj rener........... 1 2. Konf&t%ansou an Aotrou J. Quéré: Var ar Beden. 4 3. Essai de Grammaire bretonne ’suile)....... 7 4. Lizer hon Tad Santel ar r<:p da Eshibien Frans. . 12 5. Ar Brezonec (poésie).............. 21 6. Brezel Breiz-Itel tr pevarzeh hantved...... 22 7. Buez Victoire de Saint Luc........... 25 Feiz ha Breiz a chenj Rener Lenn a reomp e Semainé Religieuse Kemper : L»a Revue « Peiz ha Breiz ». — Un grand nombre de lecteurs de Fciz ha Breiz demandent que cette publication devienne mensuelle. Un tel désir est tout a 1’élogc de la revue ; mais le directcur actuel craint que cc supplément de travail ne soit incompatible avec son ministère parois- sial déjâ bien chargé, surtout a certaines époques de Tannée. II a prié Monseigneur TEvêque de confier la revue bretonne a un nouveau directeur, en lui donnant des collaborateurs qui rendront sa tache moiris lourde. Monseigneur croit, avec raison, que cette revue doit avoir son rôle dans le mouvement actuel des esprits, et il désire y faire entrer les questions d’apologétique doctri- nale et d^ceuvres catholiques. Ces questions ajouteront un intérêt nouveau â Tancienne revue, sans lui faire perdre son caractère propre et son but primitif qui est la « préservation et la diffusion de la langue bretonne. » Monseigneur a confié la direction â M. Cardinal, recteur de Saint-Vougay. M. Caér, recteur de 1’Ile-Tudy, traitera les questions d’apologétiquo doctrinale ; M. le Pape, vicaire a Saint-Louis de Brest, les questions d’apologé- Digitized by Goo^le tique par les oeuvres, et M. Perrot, vicaire â Saint- Vougay, donnera des articles d’histoire et de littérature, etc, en collaboration avcc le directeur. La transformation de la revue Feiz ha Breiz se fera dès le ier mars prochain.

UZER AR RENER KOZ D’AR RENER NEVEZ Va Mignon, Feiz ha Breiz a c’hoarvez ganthan evei gant an traou .all peurvuia pa fz int beo ha iac*h, kreski a ra ha goulen a ra frankiz. Daou vloaz eo bet du-man, ha daoust ma’z eo berr ar peuri, e rea roud koulsgoude ; breman e chenj perc’hen hag e kavo peuri druz, du-ze ez euz aleiz a bep tra. Hiviziken e c’hello ober he dro bepraiz, evel ma chou- len kalz deuz he vignoned, ha me a zo eüruz o velet anezhan o koueza en eun ti mad, re vec’h e vije bet d’in breman. Ma n’em bije ket bet a garantez evithan, ne rajen ket a forz e peleacli e vije kouezet; mes epad daou vloazem euz great dezhan guella ma chellen ha poan a raffe ganen guelet anezhan o tizelita. N’em euz ket a aoun rak an dra-ze pa ouzoun etre daouarn piou ez eo lakeat. Red oa, e guirionez, kaout skrivanerien deuz an ter- rouer mad, evit derchel cn he za ar brezonek iach. Bis- koaz ne z euz bet skrivet kemcnt a vrczonek hag hirio, n’ouzoun ket koulsgoude a mont a ra hor iez koz var vellad. Lod so hag a lavar o deuz choant pinvidikad aneahan ; daoust a paour e ve ? Evidon-me a gred ne fz eo paour nemet evit ar re n’hen anavezont ket goall vad, ha deuz ar re-man eo e pezo Feiz ha Breiz da zioual. Ar brezonek nevez a skriver breman a zo re aliez gallek lakeat d’ezhan eur zae vrezonek; choant so da lakad iez hoa tud koz da blega da ioul pep hini, ha pa ne gaver ket antu da lakad e brezonekmad ar pez so choant, ne oar ket nec^het evit farda geriou nevez. Pep hini a ra deuzhe benn ha deuz an ezom en euz, hag ar brezonek a iudpa vel e lakear var he chouk dillad ken marellet. En han Dtaue, diouaü raad Feiz ha Breiz deuz an neveatiou-ze, rakgreat eo bet evit derc’hel maddar.brezonek. Digitized by GoOglC IU4 £0 skri va $tao brezonek ken sklear ma «c’h§Uo da vam entent raktal ar pez a skrivez ; anez e iavajrfej hag hi glac haret: « Me gave d’in em boa desket brezonek mad d’ar paotr, var va barlen, ha breman, goude ma ’z eo bet keit all var ar afaidi, ne ouaqun mui petra layar. » Kementse a zigouesfe a dra zur, ma skriffez evel ma rer avechou : « Ha choantaomp-ni an unvaniez » evit * ha c hoantad a reomp-ni beza unanet », pe « red eo da bep unan gouzout breman petra eo gwir lavaridigez tam goueliou eantre broaduz » ; pe « ober ganeomp unvaaiaz krenv a lizeradur hag a iez ». « Ar varzed iaouank gant ho dalchien ha seder a estlamo an oll ». — Jted <e vezo d’ar varzed iaouank pere n’o deuz ket gwardoniez an ezeli oajet». — « Eur gir gallek dilaVar ». — Epad sehtoÉl- digez an testou ». — « Roidigez ar prijou ». — Torredi- gez arzul », etc. Kementse a 10 leda geriow breeonek var geriou gallek ha netra ken ; lakad dillad feourclhjz d’eur c’houer ha n*hell den he anaout gondeze; ne ’« .30 mui kouer n’eo ket bourc hiz kennebeut. Efrelse cïhoarvez gant ar brezonek paour, mac’haniet gant ar re a glaok ober vad d’ezhan. Ar re a skriv evelee ne oazont ket marvad e v$zilakeat peurvuia ar geriou hag a echu dre igez, da verka «ur stad kentoc*h eget eul labour : laouenedigez, tristidigez, etc. Ne leverer ket selaouidigez, roidigez, terredigo*, etc. An oll a lavar : ober ar zilvidigez, abalamour sihrf- - digez ive a zo eur stad, rak n’heller ket iavaret-e ve guir nemet digouezet e ve an ene e stad eüruz ar barado*. Eun dra vad eo kaout geriou nevez, ia, pa vez ezom anezho ha pa vent great e brezonek, neuze e vent kavet mad raktal. Te ive ec’h euz desket brezonek mad es-vian ha ne gavi ket diez derc’hel Feiz ha Breiz var an kent kemeret ganthan a bell zo. Bleun nevez ha kaêr a za^o varnezhan, hag abalamour ma-vezoennkan traou nevez ha talvouduz evit an amzer zo breman, n’em euz ket a nec’hamant ganthan ; kaout a railennerien aleiz hag ober a rai muioc’h a vad. Evit se ez eo lakeat etr,e da zaouarn. LMG. Digitized by GoOglC — 4 — Konferansou an Aotrou J. OUÉRÉ VAR AR BEDEN 2° Ar beden a chinou. Ar beden a chinou eo an hini a reomp dre gomzou lennet en eul leor pe desket dindan envor ganeomp; er beden-ze, an daoulagad a lenn pe ar muzellou a gomz. Ar beden a galon hag ar beden a c’hinou a zo evel daou vrank savet var ar memez korf gouezen ha gaivet da zougen ar memez frouez ; ho diou e tleont tenna bennoz Doue varnomp. Setu aze eur paour keaz hag a zeu heb lavaret ger, da asten d’eoc’h he zorn, neuz o parlant nemet he zillad paour he zaoulagad beuzet a zour, he ziou voc’h touliet gant an dienez, ho pedi a ra petra benag ne lavar ger. Mar teu ouspen da lavaret: Oh c houi hag oc’h euz da ziweret, ro pezo truez deuz an ezomek ; e ra c’hoaz eur beden, mes eur beden a c’hinou. Eur perz mad a zo er beden-man, rak ar c’homzou a leveromp a vir ouzomp da veza ken dizonj. Mes da ziwal ez euz ive deuz eun dra noazuz braz : da gaout aoun ez euz na jomfe ar galon mud epad ma parlant ar muzellou, hag ar beden a c’hinou pa ne vez ket ar galon da heul ne dalv netra, koulz lavaret, dirak Doue. Ne gomzin ket deuz an oll bedennou a c’hinou a zo ar gristenien boazet da ober. Beza ez euz teir hag a ve an aliesa lavaret etouez an dud üdel. Euz anezho, bep eil tro, ez an da lavaret eur gomz verr ; 1° Sin ar Groaz.

  • ° Ar Bater.

8° An Ave Maria. 1° Sin ar Oroaz. 1° Petra eo sin ar groaz. 2° Penaoz e rersin ar groaz. 3° Peseurt nerz en deuz sin ar groaz. 4# Pegoulz ober sin ar groaz. Digitized by Goo gle !• Petra eo sin ar groaz ? Sin ar groaz eo sin ar c’hristen. Eun dervez eur vezen a oue diskaret. . . Great e oue ganthi, n’eo ket eun ti, nag eun or, etc... mes eur groaz. Var ar groaz-se Jesus-Christ a varvaz... Cum exaifa- tus fuero omnia traham ad me ipsum. Pa vezin savet, me a denno kement so d’am c’haout. Evelse : an dud a zonje d’ezho, en eur lakad Jesus- Ghrist d’ar maro var eur groaz vezuz, distruja da viken, hen, he lezen hag ar zonj anezhan... ha pa dal ar groaz a zo deut da veza eun trôn a chloar evit Jesus-Ghrist. Ar groaz goude beza bet evel eun aoter, prenet ar bed varnezhi dre sakrifis Jesus-Christ, a zo deut da veza drapo ar gristenien, da veza merk ar c’hristen. Pep micherour, pep labourer... en deuz eun arouez, eur inerk hag a ro d’anaout petra eo... ar zoudard, ar mear... an archer, an noter... Pep bro e deuz he yez, he guiskamant... mes kriste- nien a zo e peb bro, e peb stad, etouez ar re baour, ar re binvidig, ar vicherourien, an dud a leve... penaoz ho anaout ?... dre sin ar groaz. Dre sin ar groaz e vez badezet ar c’hraouadur bian.. . sin ar groaz eo kenta peden a zesk, ar genta peden a ra... an diveza peden a zilez. Ar groaz hen diouallo en he vez, ebarz ar vered. Ar groaz a zo, ouspen, merk ar broiou kristen... Ar groaz var galon ar zoudard kalonek... var bruchet ar skoiaer studiuz... var ilizou an Aotrou Doue... Pa ziskarer ar c’hroaziou ez eo dija diskaret ar feiz... Sin ar groaz a zo roet deomp evit merka piou omp, bugale Doue. E Doue ez euz tri ferson: An Tad, en deuz hor chrouet. Ar Mab, en deuz hor prenet. Ar Speret-Santel, a zeu d’hor santifia. Dre zin ar groaz e rentomp eta meuleudi da dri ferson an Drindet. Ouspen, piou ac’hanomp ne gav ket, hed he vuez, eur groaz benag da zougen. Euruz omp rak-se da gaout dirak hon daoulagad kroaz menez Kalvar. Sellet mad outhi a zo kaout nerz da heulia hent arChaivar. 2° Penaoz ober sin ar groaz, pe evit lavaret guell, perak e reomp-ni sin ar groaz er c’hiz ma reomp ? Digitized by Hor spered a zo roet d’eomp evit anaout ha meuli Doue. Hor c’halon evit karet Doue. Hor c’horf evit servicha Doue. Hogen, an tal eo ti aï skiant, ti ar spered... Ar galon eo lojeiz ar garantez. An diou skoaz eo daou beul an nerz, daou aêl braz al labourer; setu perak e kassomp hon dorn d’hon tal, d*hor c’halon ha dTion diou skoaz evit merka ez omp serviche- rien Doue. 3° Peseurt nerz en deuz sïn ar groaz ? £un devez Constantin o vont d’ar brezel a eneb Maxence, a velaz en ear eur groaz skeduz ha merket varnezhi: Jn hoc signo vinces. Ni ive a ia d’ar brezel... had’eomp-ni ive eo guir lavaret: Jn hoc signo vinces, dre ar merk-man 0 pezo an trec’h. Sin ar groaz a bella an drouk-sperejou... a zinerz hon techoufall... a denn bennoz Doue varnomp ha var ar pez a reomp... hag oll on deuz ezom a vennoz Doue... 4° Pegoulz ober sin ar groaz ? Da vintfri pa zihunomp. Kenta ra eur zoudard abarz mont en hent varzu he enebourieft eo kregi en he armou. Araok ha goude ar pred. Araok staga gant al labour evit santïfia ar pez a reomp. Pa en em gaver e kreiz eun danjer benag... Maleur d-an nep en deuz mez oc’h ober sin ar groaz dirak an dud, rak, eme Jesus-Christ: An hinï en devezo ruziet abalamour dln-me dïrak an dud, me a nac*ho anezhan dirak va Zad. AR BATER Goude sin ar groaz kenta peden a teskerf4, ar beden anavezet gant an oll eo ar fratér. Éun diskib a zeuaz eun devez da lavaret da Jfefsus- Christ : Dôcè nos orare, deskit d’eomp pedï. Hâg hôr Zalvef a respountaz: Pa bedot, peditevelhen: Pafer noster, qui es in ccrlis, etc. Ar Bater eo eta peden hor Zalver, great ganthan he- ùnan- evit he vrasa mignoned. Setu perak en deuz eouhi dastumet hon dft ézomoü, ezoniou ar c^horf, e^onibti ati ene. Digitized by GoOglC Setu pcrak ive, e penn kenta an Iliz, e touget d’ar bedèn- man, kement a respet ha d’an Hosti zakr he-unan. Peden nerzuz eo, rak selaouet e vez gant Doue, abala- mour ma ’z eo dirak Doue evel eul lizer-kred roet d’eomp gant Mab Doue he-unan. Hon Tad. Eur gomz, diou gomz a zo e pep iez. diou gomz leun a flzianz: va zad, va mam... E c’helje beza lakeat: krouer, mestr, barner... e leac’h tad. Nan, fizianz a fell d’ezhan or be, setu perak e lavar : hon Tad. Hon Tad ha nan va Zad... César o tremen meneziou Alpes, etc... Tud d’in-me, netra da zen, evelse e komz an den... Mes peden ar c’hristen a zo ledannoc’h rak ma ’z eo frankoc’h he galon, lavaret a ra : Hon Tad. Hon Tad pehini a zo en Env. Doue a zoe pep teach... mes ar bed-man n’eo ket hor bro ; hor bro a zo d’an eac’h, en envou, ha J. K., e penn horpeden a fell d’ezhan distaga achanomp deuz an douar. Goude beza great d’eomp anaout varzu piou e kasomp hor peden ha penaoz en em gemeret evit plijout da Zoue, J. K. a zesk d’eomp petra da c’houlen. —»tf»8mb* c« » (gssai de §rammaire bretonne Adjectif qualificatif L’adjectif qualificatif en breton conserve toujours la mème terminaison, quels que soient le genre et le nombre auquel il se rapporte. Mais il peut éprouver un changement dans la lettre initiale, suivant le raot qui le précède, corarae onla vudans la règle de mutation. Les adjectifs ont en breton comme en fran$ais troia degrés de signification : le positif, le comparatif et le superlatif. Le comparatif et Ie surperlatif relatif se forment du positif en ajoutant OCII pour le comparatif, et A pour le superlatif, et cela pour les adjectifs, les participés et les adverbes. La Iettre finale, si elle est faible devient forte devant OCH et A, ou se redôuble si elle eit Iiqerid!e. D igitized by Ex. : braz, grand ; brasoc’h, plus grand ; ar brasa, le plus grand ; bian, pct:t; biannoc’h, plus petit; ar bianna, le pluspetit; buan, vite ; buannoch, plus vite ; buauna, le plus vite ; karet, aimé ; karetoc’h, plus aimé ; ar c’hareta, le plus aimé. Exceptions : II y a aussi des comparatifs et des superlatifs irrégu- liers, ce sont : mad, bon; guelloc’h, meilleur; arguella, le meilleur. Goall (gwall), méchant; goas, goasoc’h, plus méchant; ar goasa (wasa) le plus méchant ou le plus fâcheux. SUPERLATIF ABSOLU Le superlatif absolu s’exprime : 1° En répétant l’adjectif. Ex.: braz braz, très grand; bian bian, très petit; buan buan, très vite. Souvent même,les enfants surtout, répè- tent plusieurs fois 1’adjectif ou 1’adverbe pour renibrcer le superlatif. Ex.: pell pell pell, cxcessivement loin. 2° En ajoutant un des mots suivants: kenan, braz, tre, meurbed, mad, goal. (Ge dernier se place devant l’ad- jectif). Ex.: braz kenan, très grand ; bian tre, très petit; klanv bras, bien malade; pare mad, tout â fait guéri; huel meurbed, très élevé ; goall vouzar, très sourd. Plusieurs adjectifs peuvent ètre suivis d’un nom spé- cial marquant comparaison, rnais qui fait comprendre un superlatif absolu. Ex.: du pod, noir comme un chaudron; guenn kann ; glaz kaol; ruz tan ; ruz glaou ; mclen aour; divun kaêr; kousket mik; maro mik ; noaz pill; paour Job ; sot magn; sot evel eur baner; tom bero; tom skaot; yen sklas; yac’h pesk; yaouank flam ; pinvidik mor; bouzar glcz; kam broud ; eün tenu; dall pud; sot da staga; tenval sac’h;gleb teil;seac’hkorn; iardlill oapill;treut gagn,etc. ADJKCTIFS DÉTEHMINATIFS adjectifs possessi fs Les adjectifs possessifs sont : VA, MA, mon, ma, mes. Ex. : va zad, raon père. ’ DA. ton, ta, tes. Ex. : Da vam, ta mère. Digitized b y GoOglC E, HB, 6©n, sa, ses. Ex. : he dad, 6on père (è lui) pos- sesseur masculin. IIE, son, sa, ses. Ex. : he mom, sa mère (â elle) pos- sesseur féminin. HOR, HON, notre, nos. Kx.: hor breudeur, nosfrères; hon tad, notre père. HO, votre, ros. Ex. hopara, votre pain; ho mignou- ned, vos amis. O (ho), leur, leurs. Ex. : o zad, leurpère ; omignouned, leurs amis. Ces adjectifs possessifs deviennent proncms person- nels, quand ils sont compkmchts directs dun verbe, et alors ils demandent les mémes mutatiors quc ladjectif poesessif. II n’est peut-être pas inutile de faire une observation au sujet de «leur» que Grégoire de Rostrenen rend tantôt par O seul, tantôt par IIO. Quelques-uns préfèrent O, leur, pour distinguer de HO, votre. Les autres écrivent : HO, pour leur, parce qu’on est convenu de mettre un H dans les adjectifs possessifs et pour les distinguer de O particule. Ils n’y voieñt pas d’inconvénient, parce que, disent-ils. HO, leur, se distin- gue de HO, votre, par la mutation du mot suivant. Cette dernière afflrmation est loin d’être toujours vraie. Elle serait plus vraie s’il s’agissait de he, son, sa, ses, désignant soit un homme, soit une femme. Ex.: he (e) dad, son père (a lui), he zad, son père (â elle) he (e) vam, sa mère (â lui) he mam (â elle). Pour ho, votre ou leur, 1’inconvénient est plus fréquent. Souvent on ne peut connaitre le sens par la mutation, comme on le verra par les exemples suivants où, pour la clarté, j’écris ho votre, et o leur. Remahoue : Exemple: Ho mam, votre mère, 0 mam, leurmère. Ho marc’h, votrc cheval, 0 marc’h, leur cheval. Ho neud, votre fil, O neud, leurs fils. Ho re, les vôtres, 0 re, les leurs. byGoogle A Digitized H o falc’h, votre faux, Ho viou, vos oeufs, O falc’h, leur faux. O viou, leurs oeufs. Ho labour, votre travail, O labour, leur travail. Ñi ho raeulo, nous vous louerons. Ni o meulo, nous les louerons. Ar mean ho flastro, la pierre vous broiera. Ar mean o flastro, la pierre les broiera. Ar pri ho sklabezo, la boue vous salira. Ar pri o sklabezo, la boue les salira. Ces exemples suflisent pour montrer que ho signifiant tantôt votre, tantôt leur, peut présenter des diflicultés, et qu’il serait utile den modifier 1’orthographe. II n’y aurait aucun danger de confondre o leur eto par- ticule, parce que ce dernier est toujours devant un infi- nitif, et que les deux demandent des mutations diffé- rentes. Ex.: Ar vugale a velaz o mam o vervel. AüJECTlFS démonstbatifs Les adjectifs démonstratifs sont: MA ou MAN, ZE, ONT ou ZONT. Exemples: 1° MA ou MAN : an den-ma, cet homme-ci (hic homo); an ti-man, cette maison. 2° ZE : an den-ze, cette homme-la (ille homo); an ti-ze, cette maison lâ. 3° ONT ou ZONT : an den-zont, ccthomme la-bas. Remarque : Avec les adjectifs démonstratifs le nom est toujours précédé de Tarticle défini. PRONOMS Pronoms personnels Les pronoms personnels sont : 1° Comme sujets, ME, je. — Ex.: me a gar Doue, j’aime Dieu. TE, tu. — Ex.: te a gar da dad, tu aimes ton père. HEN, il. — Ex. : hen a gar he vreur, il aime son frère. HI, elle. — Ex. : hi a gar he c’hoar, elle aime sa soeur. NI, nous. — Ex. : ni a gar an iliz, nous aimons 1’église. ~ DigitizedbyGoOglC

— 11— CHUI, vous. — Ex.: c’hui a gar ar Verc’hez, vous aimez la Vierge. I, (INT) a gar o mignouned, ils aiment leurs amis. 2° Employés comme compléments (directs), VA, MA, AM, EM;me,moi. AC’HANON;me,moi;demoi. DA, (AZ); te, toi. ACHANOT; te, toi, de toi. HE, HER; le. ANEZAN ; le ; de lui. HE; la. ANIZI, ANEZI; la, d’elle. HOR, HON; nous. AC’HANOMP;nous;denous. HO, HOCH ; vous. AC’HANOC’H;vous,devous. O ; les. ANEZO; les; d’eux. Eibmplbs : Te am c’har, va c’haret a rez; te gar ac’hanon ; tu m’aimes. Me da gar (az kar), me gar ac’hanot; je faime. Ni he gar, ni her c’har; ni gar anezan; nous 1’aimons. He mam he c’har; a gar anizi; sa mère 1’aime. Te hor c’har; te a gar ac’hanomp ; tu nous aimes. Ni ho kar; ni gar ac’hanoc’h ; nous vous aimons. Me o c’har; me gar anezo ; je les aime. Komz a rear ac’hanon, ac’hanot, anezan, anizi, ac’ha- nomp, ac’hanoc’h; on parle de moi, detoi, de lui, d’elle, de nous, de vous, d’eux. Petra reoc’h ac’hanon, ac’hanomp, anezo, etc.; que ferez-vous de moi, de nous, d’eux, etc. 3° Employés avec une préposition, Souvent les pronoms personnels changcnt en se com- binant avec les prépositions qui les précèdent, pour former des pronoms composés. Ces prépositions sont: DA, â ; OUZ, contre ; GANT, avec ; EVIT, pour ; DIRAK, en présence de ; VAR, sur ; DINDAN, sous ; EB, sans ; DRE, par. Exemples : Din (dign); li moi. Ouzin ’ouzigm; contre moi. Ganen (eon); avec moi. Dit; a toi. Ouzit; contre toi. Ganez ; avec toi. Dezan; a lui. Outan; contre lui. Gantan; avec lui. Dizi (dezi : a elle. Outi: contre elle. Gati; avec eUe. D’eomp : a nous. Ouzomp ; contre nous. Ganeomp; avec nous DeocTi; a rous. Ouzoc’h ; contre vous. Ganeoch ; avec voua. Deao ; â eux. Outo; contre euz. Ganto, gato: aveceux. Digitized by GoOglC Evidon ; ponr moi. Dirazon ; davant moi. Evidot; pour toi. Dirazot; dexant.toi. Evitan ; pour lui. Dirasan; devant kü. Eviti; pour elle. Dirazi; devant elle. Evidomp ; pour nous. Dirazomp; devant nous. Evidoc’h; pourvous. Dirazoc*h ; devant vous. Evito; pour eux. Dirazo; devant eux. Les terminaisons sont les raômes avec les prépositiohs suivantes : enn, dans ; ennon, ennot, etc, dindan, sous; dindannoun, var, sur ; varnon, varnot, varnan, nemet, excepté ; nemedoun, nemedout, eb, sans ; ebdon, ebdoot, ebdan, dre, par ; dreizan, dreizo... RsMAROua : Souvent après oes mots jon répète le pronom 4e la même personne; pour donner plus de force et de poids. Ex. : Evidonrrae, pour raoi ; gane&?te, ^iwc ioi ; diraaomp-ni, devant nous ; ganeec’b-e’hui, a.vec voua. iizer a Bap h&n Tad Siirtel fi X Ar Pab Pi X da Gardinaled, ArcJh^Eskibiên hag Eskibien Frans; da Veleien, ha da Dud ar vro a bez D’hor Brep4epr etyoriji* Kar^inal^d, ^rc^ñ-Eskibien, Eskibien Frans, d’ar Veleien ha da oll Dpd ar Vro PiX, Pab Salud ha Bennoz dboc’h, Brbudeua BNOÜUS, BüOALE MEURBED KARBT, Ar barrou-anken a gouez ken ppunnar ha ker sta#k var ho pro a ra d’eomp, eur veaph c hoaz, trei deuz Uiz Frans da asten dorn dezhi en he enkrez, ha da frealzi he c*halqun dre gomzou karantezus ! E gwiripaez, ha n’eo ket, pa ho gwel o tiou^ska ppan ha displifadur, eo e vez douget an tad da ciskwez d-he vugale muioc’h-mui a deneredigos ? $vel-se o velet ar atodrreuzeudik a rer d’eo&’h e santomp o savel, deuz Digitized b y - 13’ —¦ gotièled hfôr (ftialouto, hag* o virvi tomoc’h bemdez évi- dofcTï, eür garante-z a reffê vad d’eomp skuilla en hofcalo- noü-cfhoui; evit soüplard hopoanhag hoktinnerza. An tadltou-ze o koueza varndc^h,- Breudeur efnorus,- Bugalé-kénkaret, a sko glac’haruz e kalounoHvugalean Iliz; en W6ñMni-ni, avad, ni, ho Tâd, ekavont teneroc’h c’hoafc, hag ankeniuscfc’h ekleo ; ha, dre raè kfresk ho trubuil, hor e’haloùn-ni agveri, gwassoc’h-woat, gant’ari: druez ouzoc’h. EvftgWir, e kreiz hor glae’har, gant aoun n’he c’bat- chemp’ re c’huero, Hor Mèstr benniget a ra d eomp tanta ar~ga€*a pKjaéar. Hokwèle&ken aketus da zeflaou motiéz1 arflliz* keù karantezus dâ zerc*hel krogen he doru, ken katonek <Ja re* skoazel an eitd’egile, setù petra rhd’eomp tridal gâht levenea; Oc’h anaout ac’hanoc’h evel ma reomp:, o c!houzout pe seurt kaloun a zo en ho kreiz, n’oirtj> bettam soüezet o velét an traono vortt en doare- ze^: pâbtrèdFrbns n?ema ket ar c’hiz gantho dâ ohôrada vai*#bata var an dadhen-vrezel na da drei kein an eil d’egtte pa;vez*ar c’hrogftdenewoassa. Stad a zoehnomp kontefroudeo velet pegen kaêr sküer a roit hirio, hag o sevel hor1 rtouez d’ho meuh dirfcg an Iliz a béz. Bennot deoo’h eta, ha bennoz a greiz*kaloun daDad anDrugarez’ hag an oll vadeler. Kreski a râ an ezom on deuz d’en em erbedi outhan, dre ma n’eo ket var ztoulad, var woassad eo, avad, e za en dr o d’eomp, ar stourmad hag ar freuz. Ne glasker ket ebken disc’lmeni¥a, kousto pe gousto, ar feiz deuz ar c’hafcMK>u, cftoaht e vefe zoken da vouga, a grenn, kement seurt sklerrjen a ve gwest da ober d’an den sevel he< zaoulagad dréist traou ar bed-ma ha diskuiza he spe- red ova heiakad da bara var ar Baradoz. Nemet dall e ve, piou ne vel ket en em gemerer hirio demkement a zo en tu~all da spered ha da c’halloud an den ; rag, du-hont, en ru-aü, en em gaver tal ha tal gant Ddwe*, ha Doue* eo a vefe c’hoant ne chomfe haao na skeud ebed anezhan na var dro spered na vardro kaloun anden. Ar re o deuz digoret an emgan hag a zo er penn-araok, a lafeftfodac’houren, ebdistana, ho oll nerz, hoollimor. E kèita raa pfcéo arbrezel didruefc-ma e kueto varnôe’h Digitized by GoOglC _ 14 — ken kriz reuziou marteze, pe grisoc’h zoken marvad, egetar re oc’h euz bel da chouzanv beteg hirio. Furnez eo eta, da bep hini, beza var evez ha var c’hed. Bezit evelato dienkrez, leun a fizianz hag a nerz-kaloun ; neuze, hag e ve ken start all ar stourmad, ar gounid a chomo ganeoc’h. Penaoz ne vijech ket treac’h ? Piou a c’halfe rei lamm da dud hag a c’hoar, evel a rid, dougen dorn an eil d’egile, ha chom ken start en dro d’ar Pab, harpet var roc’h an Uiz ? Hon enebourien ne ma ket an dra-ze da zeski gantho. En taol kenta, o deuz, var-eùn, gwelet peleac’h edo skei. Mall oa gantho lakad speuren entre c’hui ha Ni. Ho tis- taga diouz kador Sant Per ha lakad trouz etrezoc’h. Da bep mare hag e peb giz, n’o deuz klasket ober ken. Darn a lubane ouzoch gant ardou ha komzou flour, darn all a glaske ho spounta dre c’hourdrouzou rust ha divergont. En aviz ober deoc’h trei kein d’ar gwir relijion, e c’houe- zet en ho skouarn, a beb eil tro, lavariou kaêr pe gom- zou pud ha ter ; ekinniget reiarc’hant deoc’h pee chour- drouzet kass ac’hanoc’h da glask ho poued; evit dont a benn d’euz ho zaol n’o d’euz espernet nag ijin na nerz. Difun avad ha start en ho feiz, oc’h euz gouezet tremen, eb skei ennho, a biou al lasou stignet dindan ho treid. Ma ne zeuomp a benn, a leverchont neuze* da ober dezho disprijout ar Pab, pe da vihana, kemer difizianz outhan, n’on devezo gounezet netra. Hag hint raktal, en ho c’ha- zetennou, e Kambr an Deputeed hag er Senat, da zrouk- liva, da damall e gaou hon oll oberou, da rebech d eomp traou hag a wient mad tre, n’on doa biskoaz sonjet ennho. An Iliz, eme-hint c’hoaz9 n’e deuz kenc’hoant nemet da c’houeza tan-gwall er vro divar benn ar relijion; nemet ma vezo klasket he heskin hag he bourevi, ne c’houlen ken ! — Peadra zo da chom mantret o klevet ober d’ezhi hevelep rcbech. Savet gant an Hini zo diskennet en hon touez da zigaz ar peocTh var an douar, da c’hounid da Zoue hor c’haionou ; bet dezhi he-unan, ar garg da gen- derc’hel ar peoc^h, ha da lakad ar garantez da ren er bed-man, penaoz-ta, nemet varboucz nac’h ha terri ar garg fiziet ennhi, e c’halfe an Uiz klask trouz, ha c’houeza brezel divar benn ar relijion. Ar chontrol-beo eo a zo Digitized by GoOglC — 15 — { gwir. Poania, dre gaôr hag a nerz-kaloun, da zerchel peoch hag urs-vad en touez an dud, ne deuz great ken biskoaz, ha ne c’houlen ober ken. A hent-all, an oll her goar mad-tre, ma klasker brema dialc’houezia hor c’houstianz ha furchal ennhi en despet d’eomp, n’eoket anIliz e deuz digasset archiz-se, n’eo ket hi, he enebourien avad eo a ra ar vicher-ze, a zo d’he heul kement a drouz hag a reuz. An dud eün ha leal, ha pa ne vefent ket, var ar gwir Feiz, a du ganeomp, a lavaro ho-unan: mar deuz savet en ho pro muia karet, kement a drubuill hag a zispac’h divar benn ar relijion, n’eo ket gant an Iliz eo bet c’huezet an tan da genta, gant he ene- bourien eo. Gouzanv ar brezel ha netra ken, setu petra e deuz great an Iliz, dreist-oll, epad ar pemp bloaz var- n-ugent diveza-man. Evelse var eün e ma an traou. Lennit ho c’hazetennou, selaouit petra glever gantho, e keraent leac’h ma ’n em zestumont, a vanden, evit en em glevet etrezho, petra leveront e toullou-kuz, a blij kement d’ar Framassouned, petra ziskleriont ho-unan, a vouez huel e Kampr ar Gannaded hag ar Senatourien, lakit evez gant pegement a ijin e klaskont ho zu da ober bemdez mui a zrouk d’an Iliz, hag e klefot, hag e welfot ha n’eo ket guir ar pcz a leveromp. Ne dalvesfe da netra klask nac’h pe dislavaret testeniou ar seurt-se. Kaout trouz ha brezel, n’euz fors divar benn pe seurt digarez dreist oll divar benn ar Relijion, ne blij tam d’an Iliz ; dislavaret an dra-ma a ve he zamall e gaou ha teuler dis- meganz varnhi. Ne c’houlen ket, ken nebeut, beza enkrezet ha brevet a daoliou, rag re vad e oar petra goust kaout da ober gant bourevien, n’e deuz kavet nemed re anezho var he hent e peb amzer hag e peb bro. N’eo ket m’e defe aoun razho ; epad meur a gant vloaz eo chomet da vuntra etre ho daouarn, ha ma.vefe red e wesfe c’hoaz enebi outhoi kalonek. Divalo eo koulskoude ha fall-tre ober kement a zrouk d’ar gristenien ha miret outho da zaoulina, evel m’o deuz choant dirag ar gwir Doue. Ogen, an drouk a zo drouk ato, hag e plijfe zoken gant Doue tenna diou- than eur vad benag, hag an Iliz a zo kas ganthi guelet ober brezel d’he bugale. Ouspen ma ra gaou outho, eur seurt brezel a rofe dezho poaniou heuzus da ziwoaska ; Digitized by GoOglC — 10 — setu perak an Iliz, dredruez, dre garantez evit he bugale, e deuz, evit ar veach, kiasket ho diwall deuz eun darvoud ken skrijus. Ouspenn zo ; an dud-se, divez awalch evit rebeehdan Uiz e kinnig he-unan lakad ar vaz en ho dourn, hag a garfe rei da gredi n’o devezo biken, ho-unan, ar galoun da skei ganthi, ne rcont ken, e gwirionez, nemet ober dezhi gwasa, divalava ma c hellont. Ne velemp-ni ket, n’euz ket pell c’hoaz, ’teuler e meaz ho ziez, Eskibien, dleet, da galz anezho, kement a zoujanz, da viana aba- lamour d’ho bleoguen ha d’ho zantelez brudet; serri tiez- skol, ennho o studia kloer ha tud yaouank kristen, ha strinka ar re-ma, er meaz, evel m’eo bet ivez buntet dreist treujou ho frespital, ken aliez a hini deuz beleien ar pareziou. Dre bevar c*horn ar bed, ar gristenien vad, o velet petra dremene e Frans, a grene ho c’haloun gant ar glac’har hag an druez ouzoc’h, hag o deuz gouezet oll rei ho hano mad da dorfejou ken dissakret. Ha madou an Iliz, a ve c’hoant da damal d’eomp on defé great dilez outho : eul loden anezho, evel ma oar an oll, a ioa tra ar beorien, eul loden all, ar gaêra, oa leve an Anaoun. Penaoz e c’halje neuze an Iliz, na diskregi deuz ar madou-ze, nag ho rei d’an estren ? Derc hel mad dezho, ken a vijent diframet deuz he daouarn, ne doaken da ober. E guirionez, da biou rei da gredi e divije, a ratos vad, ha var an distera digarez, lezet ober foar ha skrab var madou fiziet ennhi da ziwal ha ne vefe ket ebd’ho, evit pourchas kement a zo red da gaout evit ober an ofisou entent deuz an ilizou, ho derc’hel en eur stad deread dcski ha kclen ar gloer yaouank, ha pourvei da ezomou he beleien. En devez avad ma teuchot, dre laêr, hag evel o lakad ar pountel var he gouzouk, da lavaret d’an Iliz : « unan a zaou; pe goll a reot ho madou pe cliui lezo dijuntra hoc^h izili, ha munfcra ar vuez roet deoc^h gant Doue. » Ne chomas ket da ober daou zonj: gwelloc’h e oe ganthi mont da baour kentoc^h eget lezel fiastra, cnnhi, labour an A. Doue. NT,eo ket eta diskregi dèuz he mtidou e deuz great, diframet avad, ez intbct diganthi. Setu perag, lavaret, evel a zo great: « Araog ar poent ma poent an ïliz e dcvezo chenchet penn ouz penn d’4ie stad,’ d’he giz koz, ha reizct hc buez, en hevelcp doare Digitized by GoOglC — 1? — ma c’helIo keidaha kordâ gant al lezennou nevez>/ièzerr*. nou, anat d’an olU rtint stignet, kinniget d’anlliz,.nemet ewl rouejou, pe lassou+kroug) anez, he madou a vezo. lakeat e renk madoa diberc*hea. Diskleria, ouspenw^. nerer gaon ebet deuz an IHz var digare ’vel ma levevont^ e defe great dilez. deuz ar madou-ze. » Keméntse ’zo laê~ rez ar perc’henn en eur ober goap anezhan, Roit al liou/ an hano agarfot daeun dro evelhounnez, ne reot gtortbi nemet eun dro laer. Da biou, eme hint, rei ar madou-ze? Ne gavet mui den ebet hag en divije leac^h na gwir d*ho goulen, d’ho digemer! Digareziou klenz. Petra vire deuzr ar c’houarnamant d’holezel entre daouarn, dindaagoardv konseilfcerien an Iliz. Petra vire outhan da rei, he-unaiv, d’ar rerma, galloud da zerc’hel, da chouarn ar mndôu*ze evel ma ro bemdez, da gen aliez a rùm-dud, gwir ha> galloud da brena, da verza, da c’houarn, evel-ra&.pKji gantho, madou,hag-oz intenemglevetda zerc’helboutia etrezho?... Da vihana, beteg hag ivanti Breuriezou-Iliz, peragho zevel, dêuz ho fenn ho-unan, hagho renkaen, eundoare ken direiz, ken dissakret ma vefe pechet d’an. Iliz ober implij outho, daoust ma ’z int great evithi, ervez. ma lavarent. Setu petra ’zo c’hoarvezet koulsgoade.Evel- ma zint great gant al lezen, ar Breuriezou-ze,. elearô?h’ diwal ha zouten gvviriou an Iiz, ne reont ncmet ho spanla hag ho diepen; ar guiriou-ze kouïsgoude a zo ken red d’an Ilizho chaout, ken red eo d’ezhi kaoufc frankiz d*ober« intplij outho, dreist oll deuz ar gallout bet d’ezhi dtgant Doue, evel ma ’z eo redd’an den,evitchommheo,.elamfè5 he galon en he greiz hag e ve lezet ganthan frankiz»da: denna he alan. Ouspenn, al lezen, evel pe devije perz en-. eur gaUoud fiziet en IUz, hag» eimhl cMmi, al lezen; a lavar o devezo ar Breuriezou, gvvir daentent, da zotu> sial deui kement a zell deuz an ofisou, al lidou zatrtel, da chouarn madôu an Iliz evel pawvijent en ho daio’h. Ma-. lezer avad kement a frankiz gant ar breuriezou-manùñ- dremen, ken dijon a tra, abiou lezennou an Iliz, da c’hoari ’ chontrol outhi; a hend-all, ezintstagetberrdindandorn ar c’houarnamant. Abalamour da ze, ha ni o c’houzout’ mad pegen ker e koustche doomp, nomp ket bet evit miret da gondaoni, a #renn, ar Breuriezou-ze. Lavarêt zo bet c’hoaz ez. oamp peijnok1 hai dieve«« — 18 awalc’h da vont da heul kenta frouden a deue en hor penn, hag e c’houzanverap, brao braz, lezel ober en Alraagn ar pez a lavaremp a oa pec’het ober e Frans. Ne oa koulsgoude na gwir na digare da ober deomp eur seurt rebech, rag lezen ar vro-ze, ma n’eo ket da veza meulet hed-a-hed, p’eo gwir, ama hag ahont, e kaver ennhi pennadou steuet dizoare; da vihana e tiskwez anaout ha douja gwiriou ha galloud ar Pab, ar pez ne ra ket lezen Frans. Evit ar pez a c’houlennet digant ar veleien: diskleria, eur veach ar bloaz, edont e sonj da ober an ofisou en iliz evel diagent, adreg ar gourc’hemen-ze, hag o pije he zevenet, ne vijec’h ket bet er goasket evel adreg eur gwir lezen. Petra benag ma ne gaver henveledigez ebet etre ar pez a dremen en ilfzou hag ar pez a veler hag a glever en tiez, ma ’n em zestumer ennho, evit en em glevet pe evit diviz divar benn an dra-ma pe an dra-hont, koulskoude, evit diwal deuz goasoc’h drouk, an Uis ne divije ket difennet, marteze, ouz ar veleien plega d’ar pez a c’hou- lennet digantho. Siouaz! penaoz douja d’eul lezen a rea d’ar Bersoned disken, en iliz, e renk ho faresioniz, a ne leze gant-ho na gwir na galloud var netra. An dra-man oa distroada, diskar re an holl, ar heleg, hag ober faê varnezhan. « Eur gomz breman divar-benn al lezen nevez-c’hreat gant an Deputeed hag ar Senatourien. » Hou-man e deuz great foar ha skrab var madou an Iliz hag ho lounket en eun toal. Hor Zalver, gwir eo, zo plijet gant-han genelen eurchraouhamervelpaour-glez var ar groaz; an Iliz e deuz ive, azalek he c’havel, tanveat ar baourentez, an dienez. Piou evelato a gredfe lavaret ne ve ket dezhi, e gwirionez, ar madou a zo etre he daouarn, ha ne ve ket laer neb a glaskfe ho diframa diganthi ? Anat eo d’an all n’o deuz ar madou-ze ken perc’hen neraet an Iliz, hag ar gouarnamant he-unan, a gemeraz, evel gward, ar garg d’ho diwal, d’ho miret dezhi. Pe seurt digarez eta en defe breman da ober he daol skrab varnezho ? Divar benn an oferen hag oll ofisou an Iliz, e ma ive he zell da reiza d’he giz, al lezen ne oar nemet kemesk ha luia an traou. Pa vezo lavared mad, ne fell dezhi obcr Digitized by GoOglC nemethe fenn he-unan ha ne oar ket pe du trei. An ilizou ne oar den c’hoaz, mad awalc’h, petra zo c’hoant ha sonj ober gantho ; lezet e vezint, da chedal, gant ar veleien,gant ar gristenien gatolik? Chom a raint gantho, ba pegeit amzer ? Ne c’hoar den. Ar gouarnamant a reizo, a c’hourc’hemenno, diouz ar zorc’hcn a zeuio d’ezhan ; an traou a chello beza renket e ken aliez a chiz, a zoare, hag a vear a zo e Frans. £ peb parez ar person a vezo lakeat dindan dalc’h ar mear, evel pa vye c’hoant da bourvei, en hor bro, e pep kornik douar, cun digarez nevez d’an droulanz da zevel etouez an dud. Ar mizou avad, varho hed, a.vezo lezet en ho karg-c’hui; hag ouspenn e lakaint ijin hag imor da grenna deoch ar peuri berra ma c’halfont. Evelse, a bep-tu, ne glever nemet klem ha rebech divar-benn al lezen-man, choaz en he maillurou : A gleiz hog a zeo, pe hint a zo douget evit ar relijion pe ne dint ket, pe hint a zo a eneb ar Republik pe a du ganthi; kement den fur hag honest a zo er Frans a zeu mez dezhan, a ia drouk ennhan, ken. aliez ma klevont hano deuz al lezen-ma. Red eo eta anzao eo fall ha divalo tre. Var a velit, Breudeur enorus, Bugale muia karet, kalz eo goassoc’h c’hoaz al lezen-ma eget hini an dis- parti. Petra lavarfemp-ni neuze divar he fenn nemet lavaret ne blij tam deomp. M’oc’h euz c’hoant da entent, da velet skleroc’h pe seurt labour, treuz ha kuz, a glasket ober ganthi, n’o peuz nemet teuler evez e pegen dall, pegen troidelluz komzou eo skrivet, ama hag ahont. Evel m’on deuz he lavaret d’eoc’h araog brema, o sevel al lezen-ma ne oa ken sonj ha ken c’hoant nemet da zismantra, daziskar an Iliz, da denna, sioula ma chaljet, eb gouzout d’ar bobl, roud ar Vadiziant divar tal ar Frans. Ma viche bet kement da büjoat ar pez a reant, n’eo ket e kuz hag evel dre laêr, mac kirit kredi, ho diviche kasset ho labour en-dro ! Ken trubuillet int, ken diez eo ho fenn, o sonjal e kuezo beac h varn’ho, eur c houlz bcnag, hag e vezo red dezho paea ho skoden, abred pe zivezad, ma klaskont tamal an drouk a reont ho-unan kaer, d’an Iliz, iad’anIlizdalc’hetgantho, keit all-zo, dindan ho glin da vressa ha da vuntra. Ne oaintket evit ansao skleroch, eget dre an troidellou hag Digitized by GoOglC - 20Jar gevierae, ne ma ket airvro a du’g*aMft> hfcg e: dftn kas outho. Santout a reont ar gassoni-ze o virvi’ en* dro dezho, o choneza, oc’N eonenni a zioucTi ho fènh, evél ar goa^geri- nou-mbr, d^al lano, araog didarza vfcr atreie^pe strintiBr* dreist an torr-aodchou. Evel spontèt bremta, o défe choaut, var digarez man’ompket bet evit nrtret da re? hor malloz d’ho falz-lezennou, da detfler ar beae*h var- nomp-ni. Poan goullo ; ne vezint kredet gaht den. Evidomp-ni, on deuz great hbn dever, hed-ha-hed, ha var eün, evel en divije great n’euz forz piou a vije bet, d’ar mare-man, var Gador Sant Per. En hano ar gârg ken huel ha ker zantel fiziet ennomp, ni, kouiskoude, ac’hanomp hon-unan, ker zempl ha ken dïster ; en.hano ar feiz a drid birvidik en ho kalonouc’huï evel en hon hini-ni, ne oamp ket evit ober ken, anez mouga mouez hor c’houstianz, ha mont a eneb al le a rachomp, pa oue lakeat en hon dorn aIc’houeziou Sant Per ; anez flaslra dindan hon treid ar c’halloud bïnniget a zo, a c*hêller da lavaret, ar vammen deuz nerz ha buez an Iliz. N’orbeuzaoun ebet o sonjal petra lavaro an dud a zeuio var hor lerc’h. Lavaret a rafont n’or boe biskoaz kenc^hoant^ken ïoursi nemetda ziwalha ;da zifen gwi- riou Doue ; biskoaz ne oe digare da rebech d’eomp on divije • disprijet ar gouarnamant, na choanteat ober dezhan daoulina dirazomp, na ken neubeut, en em gerae- ret deuz ar Republik, na klasket rei lamm dezhi; ar pez a c’houlennemp oa derc’hel, zoun en e zav, an Iliz savet gant Jezue-Krist, an Iliz, pechet ober drouk dezhi. Lavaret e vezo on deuz ive, a greiz h&§ a nerz^kaloun difennet ac’h*iioc’liui, c’hai va Bngalo muia karet; oir* deftfz goolennet hag e kendalchomp da chouten evit a» Iliat, « eo üiz Frans hemerc’h-en&i an ezel tostad’hec’h& loun », ma vezo lezet da ren, da refca he bug&ta, ds verka hezever, he renk da bep htni, ervez m’en deuz, motoch pe- neubeutoch a bers er gaHoud dewt» digant Dou&<; ma vezo lezet ganthi he madou ha£ he lod er frankiz«dléet d’an oll. Ma vijebet selaouethor goufoh ne* vrje ket savet, e Frana, anr disterra trouz dvvur benn ar rdijibn^ htigt enuéevea ttra’vefo^raat ar pe» a «’hfcwiMn-’J Digitized by GoOglC nomp, e ve >gw\et, a mevea, ar peoch o jpara, o ren kaeroc’h &g*t -biekoaz. Lavaret e vezo c’hoaz : Ma n’omp ket bet var var, raba- lamour m’ac’h anavezomp ho nerz-kalon, evit diskleria d’eoc’h ez eo erru amzer ar boan hag ar sakrifisou, ez eo evit diskuez d’ar bed oll, en hano an Hini a zo Mestr da bep tra, ne dle ket an den lakad he oll zoursi gant traou bresk Jha£MUo »r wwz-raaji, hag evft rei da entent eo an dever great evit Dotue, eo a ro d’an ene be .bcasa joa var an douar; hag an dever-ze great kousto pe #ousto eo ive ar pez a laka Doue da veza ar muia enoret ha karet dreist pep tra. Fizians on deuz e plijo gant ar Verc’hez dinam, mereh an Tad, Mam ar.Verh Eterael, Pried ar Spered-Santel, goulen evidoc’h digant an Drinded Zakr, siouloch ha k^er^ch amzer. Plijet.gant Doue, Hor Breudear euoruz, e nijfe hor bennoz etrezek ennoc’h, evit merka e teuio amzer gaêr goude ar bar arne; he rei a reomp gant harantez d?eoe’h, d’ho peleien ha da vro Frans a feez. Roéte Eorae kichen bez Bt Per, da c’houel ar ftottaoe, ar c’huec’h a viz kenvour »il nao c’hantha«eiz,arbeder- mdiâoavez ma renomp evel Pab. Pros P. P. X. AR BREZONEC Breudeur a Vrei&-Izel, dalc’bomp d’hor brezonec, Vit he^gopiz e peb leac’b ne vezomp kejt mezec. Ha ma tleomp hkïo gouzout ollyez Bro»C’hal(, Eo peChet dilezel yez hon tadou gwechali. Bretoned, diouallomp da sclabeza hon yez, Pa n’hon deuz ket ezom, gant geriou diavez. Af ne AavaJf eo paour n.hen ananrezont faet, • » Ha d’an neb er o’homz mad, n’euz ket bravocfcer feed. Jbtvurttapevroezeuz.eaSnoeligwerziou ! iôvirite pe ye* ez euz bravocheosieu ! Digitized by — u — Ma teu hor brezonec eun dervez da devel Eo spered hor Breiz-Coz a zo deutda vervel. Dreiz-han en hon touez ar giziou coz bepred En coun an amzer all a vezo kendalc’het. Hag epad ma vevo, gwerziou caêr an Arvor A hirvoudo clemmuz euz ar menez d’ar mor. Pa deuaz sent Breiz-Veur aman war ho bagou, Brezonec a deue flour euz ho muzellou. Choui a glasc e peb leac’h relegou euz ho sent, Oh ! ne stlapit ket cuit unan zo war hoc’h hent. Gwennael.

Brezel Breiz-Izel er Pevarzek kantYed

1355. — Bertrand Guesklin, eurguchennik soudarded ganthan, aro beac’h d’arzaoz AdareEvran. Mestrec’het eo ha prizoniet. Dizale e tec’h kuit. D’ar 14 a viz eost ez euz eur goall grogad e Maoron, peder leo deuz Plouarmel. Offermont, kabiten braz arme Bro-Chall ha Kont ar Harzou, a oa eno, kaset gant Yan II ar Mad, roue Bro-Chall, da skoazia tu Charlez Vleiz. Renet gant Tangy ar Chastel, Yeun Drezigidi haGuiliou Gadoudal, soudarded Montfort a zalc’h penn d’ezho. Offermont a zaill var he enebourien kerkent a ma tigouez gantho, heb kemeret amzer da renka he zoudarded. Mes paea a ra ker he frouden fouge. Tangy ar Chastel, evel eul leon ma ’z eo a ia dezhanhag a lazanezhan. Kontan Harzou a zo lazet ive, ha Rohan ha Tintiniac, Montalban, Ragenel hag kalz all deuz an noblanz.

1353. — Guesklin a gemer kastel-krenv kear Jugon.

1364. — E nôz ar 17 d’an 18 a viz c’houevrer, ar Zaozoun a gcmer kastel an Naoned. Guillou ar Oarrek, kabiten evelthan, a hadkemer anezhan hag a lac’h ar Zaozpua eat eno.

1355. — Ch. Vleiz, deuet en drô euz Brô-Zaoz goude beza lavaret r.ei seiz kant mil florin aour evit he frankiz, by GoOglC a laka seziz var ar Groazik. Mes Kolas Bouchard a zifen ker mad kear ma cfhouita Bieiz war he daoi. Da c’hortoz paea ar zeiz kant mii florin, Charlez a ro he zaou vab e kred da roue ar Zaozoun. Kaset e oent di gant Yan ar Manerkaer ha Bertram Sant-Pern. 1356. — Guesklin a ro beacTi atao d’ar Zaozon. Ar re-ma a zo kastel Fulkeriac’h (Fougeray) d’ezho. Daou c’hant den hag ouspen a zo ouz he zifen, ha Bertram n’euz nemet tost da gant ganthan. Ne dal ket d’ezhan mont dre nerz eta; gant ijin ne lavaran ket. Eun devez, Brambouc’h, ar gouarnour, a ya er meaz d’ober eun drô- vale gant he zoudarded. P’ema eat eur pennad brao, Guesklin a visk dillad eur c’hoataer; daou deuz he zou- darded a ra evelthan. Hag int, bep a veacfh keuneut gantho, ha mont beteg ar c’hastel. Kinnig a reont ho horjennou dfar Zaozoun. Tenn eo ar goanv, hag ar re-ma a zigemer laouen an tri goataer. Digeri a reont ar per- zier. Ne *z euz nemet tri anezho kennebeut. Guesklin a daol e zam treuz-didreuz var ar porz-guint, a dap he vouchal hage lacfh daou Zaoz. Egile a dec’h da zini ar c hloc’h-galv. An holl zoudarded Saoz choumet er gear a zired da zailla var Vertram. Hen-ma a zalc’h penn he- unan ouz seiz anezho. He zoudarded a zeu dizale, hag ar Saozoun a zo lazet. Hag ar c’hastel a zo da Guesklin. Ya mes, ha Brambouc’h gant he zaouchant soudard ? Ber- tram a lez daou-ugent soudard er c’hastel, hag a ya gant an hanter-kant all da c’hedal ar gouarnour. Setu hen o tont. Intron Varia Guesklin ! eme Vertram o pilat Bram- bouc’h maro var an douar. Ar Zaozoun all a zo prizoniet, hag ar c’hastel a joum gant Guesklin. Er bloavez 1356 ivez, duk Langastr, Saoz, a lakeaz sezis var Roazon. Nao miz dioustu e choumaz eno dirag kear, heb gallout dont a benn anezhi. Difennet oa ivez avad gant tud kalounek, gant ar gouarnour Penhoat en diabarz ha gant Guesklin en diaveaz. 1357. — Evelato, keariz, skuiz ha dibourvez, a lavar plega da Langastr. Neuze eun den a galoun a zav he vouez : « Kenvrôiz, emezhan, mar kirit me a ya da glatk pellaat ar Zaozon. Me a yelo e meaz kear, tapet e vin, ha kaset da Langastr. Liva a ringevierdezhanguellama — 84 c^hellin, ha rtiartere e pririn anefthan. LavaretarhidWhan eveüienù : Me a zo tecliet diouz Tlaozon, rag Ch. Vleiz a zo erru gant pevar mil soudard, hag o veza nVèmaonn ’enep d!ezhan euz savet c’houenn em lerou ». Kavet eo mad kement-se gant Roazouniz, hag hen en lient. Choar- vezout a ra ganthan egiz ma sonje. Langastr neuzea zestum buhan he zoudarded hag a red da ziarben Bleiz. Etretant, hon den mad a dec’h diouthan. Mes koueza a ra etre daouarn Ouesklin. Kaout a ra da hen-maezeoeur spier Saoz ; hen ivez a gred eo Saozoun eo o deuz paket anezhan. Krouga anezlian a vezo great. Stardet eo ar gorrien en drô d’hec’houzoug, hag ech huanad: « Petra Mavaro Penhoat ? — Penhoat ? eme Vertram. Te a anavez Penhoat?— Me a gav d’in. O vont dober eur gefridi evithan edon. — Mad, ncuze. » Distegnet eo ar gorden, e c’hellit kredi. Ha Guesklin : « Penaoz ez a an traou e ,kear ? Falloch-falla. — Hag ar Zaozoun ? — Paket oan bet gantho, ha roet am beuz da gredi da Langastre teue Charlez gant pevar mil soudard da zikour kear. — Ha.Langastr neuze ? A zo eat da ziarben anezhan, evel jusL — Gant he holl zoudarded ? — Eur pemp kant benag a zo chomet da ziouall an tinellou. — Me’zo tri c’hant ganin. Deomp dezho ». Ha Bertram a lam war ar Zaozoun, a laz an darn-vuia anezho, a gemer ar bevans a oa eno ha yao varzu kear. Gant levenez vraz eo dlgemeret, ha kaloun a zao en dud adare. Langastr a voar buhan eo bet flemmet Drouk a zo ennhan, dreist-oll pa vel eo golloet (goulounderet) he deltou. Ha toui a ra e kemero kear. Sevel a ra eur meU tour koat hueloc’h eget he môgeriou da deurel mein varnhi havar he zud. Mes Guesklin, daoustdarZaozoun beaa braz an niver anezho, a laka an tan en tour-ze hag a zraül an enebourien a glask laza an tan... Hogen, tud kear a zo dizale ker reuzeudik ha diagent. N’euztam ken da zibri. Penhoat, dre eurvad, agav an tu da gaout kik. E tal kear, en eur prad, ez euz daou vil penmoc’h d’ar Zaozoun. Penhoat a ra staga eur viz istri- iill ouz eun or. Guic*hal a ra-hi, na petra ’ta ? Hag âr «roc’h, kaer o deuz ho measerien, a red etrezek kear da gaOftt ar viz. Ha me a lavar d’ehoc’h, ar Vretoned a tfhoarzaz o goalc’h o velet kement-se. Digitized by GoOglC — 25 — Eun neubeut da c’houde, Langastr, o velet ne rea nemet koll he amzer, a guita Roazoun (pemp a viz gouere). 1358. — Mont a ra neuze da lakad seziz var Zinam. Breur Guesklin, Olier he hano, a zo prizoniet epad eun arzao a zaou-ugent devez gant Thomaz Kantorbery, mar- cheksaoz. — Sant Yeun ! eme Vertram, mont a ran da gerchat va breur, hag ar Zaoz dislealabaeokerkement- se. - Hag ez a. Stourm a ra ouz Kantorbery, ha larda brao a ra anezhan. Duk Langastr a ro mil lur da Olier da vont endrô gant Bertram. Guened a zo Saozoun o kelchia anezhi ivez. En ho zouez emaOlier Klison, ugent vloaz, mab ar Chlison a yoa bet dibennet var urz Philipp VI e 1344. (Divezatoc’h, Klison, ar mab, a vezo e penn arme Brô-Chall.) Y. ar F. Eur Verzerez epad ar Revolution vraz (1794) (Kendalchl SEIZVED PENNAD (Kendal&h) Ar c’hlanvour a fallee ker buan ma teuaz da veza toc’hor e ber amzer. An derzien a reaz d’ezhan koli he anaoudegez vadha ne chellet ket rei d’ezhan he Zoue. An nao var-n-ugent, epad an noz, e teuaz d’ezhan eur vellaen hag e chellaz kovez, mes ar vellaen ne badaz ket aoualch evit rei d’ezhan amzer da gommuuia. Abenn kreiz deiz e oa en he basion ha da bemp heur e tremenaz, 30 a viz guengolo 1790; bet en doa an nouen, hag araog mervel, an nebeut geriou a c’hellaz lavaret, a ziskoueze ez oa ar peoch hag an eurusted en he galon. Maro eun eskop ken gouizieg, kcn dispont ha ker zantel, e kreiz eun amzer ken diez, a oa eur c’holl braz evit ar vro; soeurezed ar Retreta oa beuzet er glac’har; Victoire dreist oll a gomprene pebeuz koll a rea, hag he daoulagad a zavaz raktal varzu Doue da lavaret d’ezhan, a greiz kalon : « ho polontez bezet great. » Epad an derveziou ma chommaz ar c’horf var ar vas- kaon, e oue guelet eun niver braz a veieyen hag a dud a Digitized by GoOglC — 26 — bep renk, o tont da Gemper. Ar veleyen, dirag korf sklaset ho eskop karet, a zave ho dorn da lavaret ez oa guelloc’h gantho mervel eget trei kein dfan Iliz ha dfar Pap, hag an dud all a doue difen ho beleyen, ha prest edont oll da obcr ar pez a lavarent. Tud ar Revolution, e Kemper, her gouie mad, hag al lizer-man, kaset gantho da Baris, a ra meuleudi an Eskop hag he veleyen guel- locfh eget n’euz forz petra. « An Aotrou Conen de Saint-Luc, eskop departamant ar Finistère, a zo maro. Kear a bez a zo e kaon, gla- charet oll; neo ket heb leach, rak an eskop maro a oa eun den zantel, skuer an oll vertuziou... Chaloniet ar Gathedral, da veza meulet ive abalamour d’ho deskadurez ha d’ho vertuziou, hag henvel deuz ar gristenien genta, azo c’hoaz muioc h glacharet eget ar re all, guelloch ecfh anavezont ar cfholl o deuz great. » An Aotrou de Saint-Luc en doa skrivet pell a oa, ar c*homzou da lakad var he vez ; diskuez a reont he humilite : Hic Jacet Tussanus-Franciscus-Joseph, peccator natus die 17 julii 1724, consecratus uie 29 augusti 1773, obiit die 30 Septembris 1790. « Amanema Toussaint Fran£ois-Joseph,pec*her,ganet ar seiteg a viz gouere 1724, great Eskop an nao var-fn- ugent a viz eost 1773, maro an dregont a viz guen- golo 1790. » Chalonied ar gathedral a gavaz mad koulsgoude lakad eur ger benag ouspen, tennet divar ar Skritur Zantel. « Justus prior est accusator sui », « an den zantel a zoar cfhenta ocfh en em damall he-unan. » Ar c*homzou-ze a roe dfanaout petra zonje on dud divar he benn, rak epad he vuez an oll a lavare dija anezhan : « An Eskop zantel. » Araog mervel en doa lavaret e peleac’h toulla he vez : er gathedral, dirag an or dâl, abalamour d*in, emezhan, da veza breset dindan treid an dud. He galon a oue dis- taget hakaset dar cfhloerdi braz, evit beza beziet eno e traon pazen diveza an aoter vraz. He relegou a zo bet lakeat, er bloaz 1843, e chapel ar Victor, en eacfh ar gathedral, hag ar prenestr a liou a zo Digitized by GoO glC — 31 — é kichen, a ziskouez cTeomp an Aot. ’n Eskop de SaiinV Lnc, o kinnig d’ar Pap Pi VI ar skriv kaer en devoa greafr a eneb (La Constitution civile du Clergé). Ne ’z euz netra marteze, en he vuez, hag a raffe muioc’h a enor d^ezhan, eget ar skrid-se. Lavaret on deuz ez oa hanvet an eskop zanteï, hag an devosion a oa marteze an dounna en he galon, oa an devosion da Galon Zakr Jesus ha goudeze, da galon zantel Mari. Hen eo, heb douetanz nbet, en doa lakeat an devosion-ze e kalon he nizez Victoire ; hag houman, o velet imaj ar Galon-Zakr e ti he zonton, a gemeraz pli- jadur, es-vian, oc’h ober imachou ar Galon-Zakr. E chapel ar c’hloerdi braz, e Kemper, e veler hirio ive eur veren a liou, en enor d’ar Galon-Zakr, ha varnezhi e man poltret an Aotrou ’n Eskop de Saint-Luc hag hini he nizez, soeurez ar Retret, abalamour m’o deuz labouret ho daou da skigna an devosion d’ar Galon-Zakr. EISVED PENNAD Kouent ar Retred epad ar Revolutioa. — Liaer skrivet gant Viotoire de Saint Luc d’an Aot* Le Coa. — Expilly eakop Kemper. Ar Revolution a deu d’ar red, kement tra a gavo dirazhi a vezo diskaret ha dismantrct. Ober a rai evel ar ster Vraz pa lamm er meaz deuz he c’hanol goude ar glaoeier dour beuz, golo a ra an douarou tro var dro, chench a ra tu (Far parkeier labouret ha gounezed, disc^hrienna a ra ar gouez, diskar a ra an tiez, ne lez netra en he za ha ne èhomm var he lerc’h nemet eur guiskad fank. Koulsgoude ne ’z euz karter ebet c Frans hag a ve bet ken distreset ha Breiz-Izel gant ar Revolution vraz. Ar penn abeg a ze eo marvad, abalamour ne oa ket etre Breizvlzel ha Frans, ar memez darempred pe ar memez chadennou hag ctre ar Frans hag ar c’harteriou all. Abaoue ma ’z eo bet staget deuz Bro-Chall, 1499-1532, abaoue ma ne d*oa mui eur roue pe eun duk en he fenn, Breiz-ïzel e doa dalc*het he guiriou evcl araok. Ar Vretoned a rene ho bro, hag er penn ezoaarChon- seil-braz hanvet (Etats généraux). Ar re a oa er Chon- $eÜ’-hian en em gleve bep daou vloaz var aferiou ar vro, Digitized by GoOglC — 28 — ha lezennou ar vamm-vro pe ar Frans ne ranket heulia anezho e Breiz-Izel nemet pa blije gant arChonseil braz ho digemeret. Beza ez oa kargou da baea er c’harteriou all deuz Bro-Challha ne oaint ket anavezet e Breiz-Izel, evel ma ’z oa ar guir da baea divar ar c’hoalen; hag ar c’hargou da veza paeet e Breiz-Izel ne vijent lakeat ne- med evit daou vloaz ; goude an amzer-ze ne vijent dal- chet nemet pa blije gant ar Chonseil braz. He-man ’n em gleve mad gant al Lez-Veur (Parlemeat de Bretagne), a oa ar justis etre he zaouarn, hag evel-se an traou a ie mad e Breiz-Izel. Louis XVI touellet gant aliou fall ar re a oa en dro d’ezhan, a c hoanteaz diskar gouarnamant horbro, miret deuz ar bobl da gaout perz er c’houarnamant-se, ha kass d’an traon guiriou ar Chonseil braz ha re al Lez-Veur. Trouz a zavaz, hag ar freuz a greskaz c’hoaz pa oue kle- vet ez oa lakeat er prizon daouzek deuz ai Lez-Varn, eat da Baris da zifen ho guiriou. Ne chomjont ket pell er pri- zon, mes ar Vretoned, drouk ennho o velet chench ho lezennou koz a zavaz a eneb ar Roue pa zigoraz ar Revo- lution. Kredi a reant kaout adare ho guiriou koz, siouaz, fazia reant, hag an drouk a oa bet great d’ezho, ne oa netra e skoaz ar freuz hag an dismantr a rai ar Revolution. An Aotrou de Saint Luc en doa guelet a bell petra eruje, hag abaoue an eunnek a viz gouere 1790 en doa skrivet d’ar Pap Pi VI evit goulen diganthan petra oa da ober e kreiz ar freuz a velet o tont. Ar maro, siouaz, a viraz outhan da lenn lizer an Tad Santel. Allizer-man aro kalz meuleudi da Eskop Kemper abalamour d’he nerz- kalon ha d’ar zoursi a gemer deuz he iliz ha deuz an eneou. Eun enor eo evit eun eskopti kaout eur seurt lizer etouez he baperou koz. Evit difen feiz ar gristenien hag ho hentcha varzu ar virionez, evit dioual ne vijent desevet gant ar falz kre- dennou skignet neuze evel breman, meur a hini, tud fur ha gouizieg, o devoa great meur a skrid; ar Pap ive en devoa skrivet meur a lizer eneb ar chouarnamant evit embann ez ea var dachen an Iliz heb guir ebet, hag ez ea zoken a eneb guirionezou ar relijion. Mes penaoz kass ar skridou-ze etouez an dud ? Ar varc’hadourien leoriou ne gredent ket ho derchel en ho zi. Kouent ar Retreda Digitized by GoOglC 1 gavaz ez oa eun enor evithi ho gorren, ha Fauvel, mouller an eskopti a gasas d’ar Retred ar paperou danjeruz ne grede ket derc’hel he-unan. An itron de Marigo, superiorez, trec’h he c’harantez evit an Iliz d’ar spount rak ar maro, a roe ar skridou-ze du- man du-ze, evit ober vad ha miret ne vije touellet meur a hini gant ar c’hreansou nevez a glasket skigna dre ar vro. Kement-mau a ziskuez he nerz-kalon, rak ar chafot a oa ouz he gedal ma vije bet gouezet. Arveleyen zantel a veze o sikour ober ar retrejou, ha dreist oll an aotronez de Larchantel ha Gossoul, mistri ar Seminer hag an tad Le Guillou a gendalc’he hag a greske zoken da zarempredi ar gouent evit kennerza al leanezed en amzer diez a oa neuze. Mes unan anezho, siouaz, a droaz kein hag a reaz le da heulia ar (Constitu- tion civile du Clergé). Beleg assermantet ez oa evel ma leverer en hor bro. Heman oa an aotrou Claude Le Coz, d’ar mare-ze e penn skolaj Kemper. Ar c’hoant da zevel huel eo a reaz dezhan distaga deuz an Iliz, ha zoken, ober a reaz eul leor evit difen ar chouarnamant. Arvikeled vraz, e penn an eskoptineuze, rak ne ’z oa eskop ebet c’hoaz, a glaskaz distrei ar beleg paour, ha pa veljont n hellent netra varnezhan, a gon- daonaz he leor goude beza diskuezet sklear ne oa nemet geier ennhan. Victoire de St-Luc a anaveze mad an aotrou Le Coz pa ’z eo guir e teue da ober ar retrejou, ha pa ouezaz ne zelaoue ket ar re o doa da velet varnezhan, e falvezaz d’ezhi skriva d’ezhan eul lizer. Kement a boan a rea d’ezhi guelet ober an drouk, ma ne gaver ket re da lavaret divar benn helizer.« Marteze, eme unan deuz al leanezed, ar pez e deuz great ne zere ket kalz d’eur vaouez yaouank c’hoaz, mes ar pez a lavar gant he feiz hag he c harantez, a zo e kalon kement leanez a zo er gouent. • Pep hini a zonjo ar pez a gar deuz allizer-man; kouls- goude, er bersecution a zo breman e ve kaêr ma ve kavet kalz a verc’hed krenv aoualc’h ho feiz, ho c’halon hag ho gouiziegez evit galloud difen evelthi relijion Jesus- Christ. Setu amanal lizer : Digitized by GoOglC — 3Ù — « Kouent ar Retret, 20 Ilere 1790. » Aotrou, » Ar pez a ran a gavot marvad goall hardiz deuz va ferz ; pell zo ec’h eneban ouzin va-unan evit chomm heb skriva d’coch, mes hirio e rankan hen obcr, n’hellan mui herzel. Doue a vel pegen eün eo va zonj, ha n euz forz petra c’helfe digouezout ganen e rankan senti deuz ar pez a zo ennhon o lavaret din niont araok. » N’oun ket desket var an theoloji, n’em euz ket kenne- beutkalza zeskadurez all nag a spered, ha ne glaskan ket o tislavaret, al labour-ze a lezan gant ar veleyen, hint eo o deuz sklerijen evit se ha ne vezo ket diez d’ezho eüna an traou kam ha faoz a zo kement anezho en ho leor ha dizoloi ar falz kredennou a zo ennhan. » Ar pez em euz-me da lavaret d’eoc’h, hag a bedan ac’hanoc’h da bardoni din, a deu deuz an istim em boa evidhoch guechall. » Penaoz e c’hellit-hu, c*houi ministr an Aotrou Doue, c’houi hag a dlefle, abalamour ma ’z oc’h beleg hag aba- lamour dho kouiziegez, difen ar relijion ha sklerijenna feiz ar gristenien, penaoz e c hellit-hu beza ar clhenta o lakad anezo da fazia, o trahisa Jesus-Ghrist evitbez&me- vel he enebourien ? Ar ger-man a zo kalet, re vir eo kouls- goude pa z eo guir e labourit evit hon distagadeuz Rom ha deuz an Iliz. Al leor oc’h euz skrivet ne glask nemet deseo ar gristenien dizesk, hag abalamour ma ’z eo skrivet kaêr e raio c’hoaz, a dra zur, muioc h a zrouk. Ah! eun dervez da zont e rankot renta kont da Zoue deuz ar pez oc^h euz bet diganthan evit ober vad hag a rit outhan eun implij ker fall. » Deuz ar guel ac’hanoc*h c’houi o poa eun ene eün hag eur galon vad, kalz a skiant o poa ive, hag abalamour da ze n’hellan ket kompren o peffe gallet en em staga kement deuz ar Revolution ha difen gant kement a nerz ar reiz nevez hanvet (Constitution) kountrol, kaêr o pezo lavaret, d’ar Relijion, d*an honestis ha d’an urz vad etouez an dud. » Evit gouzout ha mad eo eun dra ez eo red gouzout a beleach e teu; mad, c’houi aoar ^uelloch egeton-meez eo Voltaire, Rousseau hag ho seurt, tud dizoue ha brein ho c’halon, c’hoant d’ezho da ziskar Doue koulz hag ar Digitized by — 81 — Roue evit lezel ar fallagriez da ren, eo o deuz aozet a bell zo, ar reiz nevez-man ; hag ar re o deuz savet ar Gonsti- tution a zifennit, o deuz kement a faliagriez hag a zis- lealdet, ma tcuffent da ruzia gant ar vez ma vent dizoloet, evel ma vezint en dervez diveza. En dervez-se, dervez a sklerijen: e vezo guelet e peleac’h e ma ar guir hag e peleac’h e ma ar gaou. Mes n’eo ket red gortoz neuze évit gouzout e maoc’h o tu ar gaou ha ni e tu ar virionez pa’z eo guir ni eo a zo goall gaset. Ar virionez a vez atao goall gaset, dre-ze eo ech anavezer anezhi, ha merk ar gaou eo ober drouk. Jesus-Christ a lavare d’he ziskibien e vijent goall gaset, goloet a zismeganz, duet gant ar geier ha stlejet dirag ar varnerien, ha neuze o divije leac’h da gaout levenez en ho chalon, rak rekompanz kaêr a gavchent en Env. Sonjal en digpll-ze on deuz da gaout, eo a ro nerz d’eomp, hag euruz omp da veza eun tam benag henvel deuz hor Mestr. » Evit difen hor Relijion ni raffe neuz forzpetra, prest omp da vervel zoken, hag an tourmanchou krisa ne spontfentket ac’hanomp, hag el leac’h goulen ma kouezo tan an Env var hor bourrevien ni c’houlenno pardon evithoha trugarez evit ma tistroint ouz Doue.

» Ni rai evel hor Zalver pa lavare divar he groaz : « Va Zad, pardonit d’ezho rak ne ouzont ket petra reont. » » Anamzer griz a dremenomp a ra d’eomp huanadi gant an anken, hag ar pez a ra d’eomp dizec’ha gant ar gla- c?har eo guelet taga ar Relijion zantel. Fizianz on deuz, koulskoude, e teuio Douc dhor zikour, hag oll c’hallout an ifern ne drec’ho morse an Iliz. Doue leun a vadelez, an Tad leun a garantez goude beza lezet kastiza he vu- gale abalamour d’ho fechejou, a deuio d’ho c’haout evit ho zevel hag ho c’hennerza, hag ar re a vezo bet ar via- len evit hor c hastiza a vezo torret ha sklapet en tan. » Ah ! Aotrou, epad ma n’eo ket c’hoaz re zivezad, digo- ritho taoulagad dar virionez ; ra zeuot da anzao ho fazi. Daoust ha mouez eun nebeut tud dallet gant ar Revolution, e deffe muioch a bouez var ho kalon abalaraour ma leveront e rit mad (marteze ennho ho-unan e reont fae varnoc’h), eget istim an dud vad ha santel, glac’haret gant ar pez a rit ? Ha kredi a rit kaout, c’houi hoc’h- unan muioc’h a sklerijen hag a furnez eget an oll koulz lavaret etouez ar veleyen hag ar re vella etouez tud ar bed ? Marteze oc’h euz c’hoant da lakad kaozeal divar ho penn ha dont da veza eun dra benag ? e guirionez var an hent en em gavit, mes, va Doue, na pegen mantruz eo al labour a rit! Daoust hag evel Luther ha Calvin eo oc’h euz c’hoant da zevel dreist ar re all ? An ourgouil a zo bet atao merk an heretiked, ha morse ar re-man n’o deuz gallet sevel huel var an douar nemet o toulla doun ho flas en ifern. Doue ra viro ne ve guir evidoc’h ! Ra zeuio he drugarez da gaout dor zigor en ho kalon evit ober d’eoc’h distrei var hent ar virionez. Ra zeuio da ober d’eoc’h distrei dre an humilite, o tiskar ac’ha- noc’h gant karantez evel guechall sant Paol var hent Damas, ha da ober ouzoc’h eun difennour evit he Iliz. Ra zeuio da bardoni d’eoc’h.ha d’ar re a zonj eveldoc’h, an drouk a rit, marvad heb gouzout d’eoc’h. Evidon-me, Aotrou, a bed a greiz va c’halon evit ma tistroot deuz Doue, ha prest oun da skuilla va goad evit-se, rak gou- zout a ran pegement a joa a vefle er baradoz, ha pege- ment a joa a veife ive en dro d’eoc’h etouez ar gristenien y^l. » Bet oun pell var var araok kass d’eoc’h al lizer-man. Choant em boa d’he gass evit ober vad d’eoc’h, rak Doue a gemer avechou ar re falla evit ober he labour, rak neuze ar gloar a zo d’ezhan a bez, ha deuz eun tu all, aoun em boa da zisplijout d’éoc’h. Avechou zoken, mez em euz oc’h anzao, em euz bet aoun e teuflec’h, abalamour d’ho kallout hirio, da ober gaou deuz an ti-man, em euz c’hoant beva ha mervel ennhan ; koulsgoude n’oun ket bet chommet pell gant ar zonj-se rak an dra-ze vije bet sonjal drouk ac’hanoc’h. Ho kalon vad a zo anavezet ha nTieller ket sonjal kementse divar ho penn. Beleg oc’h, ha kement oc’h euz karet labourat evit silvidigez an eneou ma kassin atao ar zonj-se pell deuz va spered. Mar deuz unan benagkoupabl en ti zantel-man, ezeome, ha me va-unan, mes fizianz em euz e kavin pardon, rak anaout a ran ho kalon madelezuz. Kredi ran zoken e viot hon difennour guella hag or bezo, heb dale, anaôudegez vad da gaout evidoc’h. » Ho servicherez leun a respet, » VlCTOIRE DE SaINT-LuC » (Da genderc’hel). L. G._____ le Gérant: F. Oboroelin. Brest. Imp. rue du CMteau, 4. LIBRAIRIE J. 0ESMOUUNS VobNHt m mti ota \h ffatifm LftrtJrn di It Inttgn: liizan Anaoun, demi-r^hure, prix. ...... htoran ftt*, demi-reliure.......... 1 7$ Araok Kovez, broché............. 0 30 id ©^rto&flé........... 0* 60 YAdiziant, broché ............ 0 50 id ’ ’ cartpnné ........ ^ ,. 0 £0 Eunn Heur dirag ar Zakramant....... 0 15 An Ofern, ar Zul hag ar btoaz, demi-reliure . 1 50 Buez SazU^aoh^o^........... «

  1. cartonné .......... £ 75

Ifae* 5an< Jtaownnitn, broc^........ 9 £P id cartbnné....... 0 $Q jftmn -ffei*4 AddmtUM, brocfcé. ........ 0 20" |d cartonné........ 0 30 £r Gonflrmasipn bro^- .......... & ïd cartonné.......... 0 £p An I7rs, cfeffli-i^iure............. 2 » Bel-Âir, texte frangais, <broché..... .2 »

> ,’inv:’^i ji •

La Heuue de Bretagne MensueOg Directeur: Cdmte Db Laigue» ^iâtfiau^ ^ato^ f Redon Digitized by GoOglC Librairies Catholiques D. DERRIEN, 85, m fle M, M f m^mmmmmmmmmmmmmmm \. SALAUN, S8, rne taon, Biiimper BERNARD, quai du Stéir, Quimper Abbé INIZAN. — Emgann Kergidu, les 2 vol. réunis, in-i2f broché • 2fr25 Âbbé INIZAH. — Toulal Lakez, brochure in-32. » 20 titor Breiz, ou Histoire popuhâre de la Bretagne, en Breton et en Fran^ais, I fort volume in-18, broché.......... 2 »n Buet ha Vertmiau£a*U Jmtjk frdhhéKm éM^ . „+L— relié ’.......• 1 25 Buez ar Zent (Marigo), augmenté des saints bretons, relié......• • . • 3 60 Buez Santeü Anna (Abbé PÉRON), reiié • /- . i 50 Mellezour ar Galoun Zacr Jesus (Abbé KERLAN), 1 /. (. . relié................ 1 50 Afis Mari an Eskop Dall (Abbé SANN), relié. .1 25 Hlstor an Testamant coz hag an Testamant nevez, relié . . . . . . . , , 1 50 Kenteliou hag Istoriou a Skuer vad(P. MORVAN), in-i2, relié. .......... 2 25 Abrege eus an AvielK relié . . ^..... 1 25 An Devez Chnsten, relié. ..«.,;. 1 25 : Buez ar Zasnt (m. morvan)...... 8 50 "> Leor Oferen (M. Le Gall)....... 2 »» Skueriou Kristen (EüR MlSSIONER BREIZAD). 1 »» Digitized by GoOglC I p TAOLEN «t- ¦ | 1. Fe\x ha Brei: ^Cardinah.............. 3* ï Ar /ah doctoret <1 -F. Cafrv) . ......... 35 3. LUer H. T. $. Pi X..... ........ 43 4. /abouromp n-unan (H. Pôll............ ô 5. Va fjnuenn, vn jiez* va bro II .-M. PcitoLl...... 17

  • l Enr baourez eflru* (M.-A. AbtrralLl........... 5!

7 Es*ai dc Grirmmatrc {0. Caêrj. ....... . . 53

  • Hi*tor Rreïz fCardinal) . .......... 56

Q. Itroun Victoire de Saint Luc JLp Gall)........ * 59 10. £*nr cVtrettnen deshatlure: rnr bep (rn ....... fil 11 An ear (Cardinal.............. 62 loullcrez Nrt -2 Eizvcd Blave ru ar Chastel, 4, Brest 4 volume Ebrel, 1907 Digitized by GoOglC La RevueFEIZHA BREIZest 1’organe d une CEuvr^ qui’s’ést fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préserv&tion et la diftusion du Breton dans le Fiaistère. et qui a un triple but: i° de favoriser 1’introduction daos les écoles de Tétude du Francais avec Taide du Breton ; 2° de répandre les livres, brochu/es et tracts écrits eo Breton, d’en composer de’nouveaùx, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 30 d’*encotfrager les études sur ia • -1_’ * — * langue bretonne. Les personnes qui désirertf abonner Téurs parents ou leurs amis auront 2 abonnements pour 5 francs, et3pquV 6 francs. Les abonnements partent du ier Janvier dè chaque année : on fait passer, s’il v a lieu. les numéros parus aux nouveaux abonnés. Les personnes qui désirent avoir la collcction des 6 premières années la Irouveront â nos bureaux au prix de 18 francs. P R I X D* A BONNEMENT : 3 ffr. par an S’aclrcH«cr â M. CAIIOFF, Yicaire aux Carmefi — BUEST Les pf-rsonoes qul désirent contribuer â la diflusion des Llvres brelon^ sont Invitfes â verser 2 francs a la méme adresse Pour toutes les communications et les pièces h insé- rer dans la Revue, s’adresser k M. CARDINAL^ Recteur de Saint-Vougay, par Plouzévédé. Digitized by GoOglC Hultième année N° £ Mars-Avril 4909 Eisved Blavez (4« ?•!¦¦•) Meurs-Ebrel 1907 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE REVUE BRETONNE-FRANQAISE RELIGIEUSE — LITTÉRAIRE — HISTORIQUE Paralssant tou» lem mola Feiz ha Breiz : setu an hano roet deur gazeten bre- zonek pen da ben a voc embannet evit ar vech kenta d’ar 5 a viz c’huevreur 1865. E touez ar re goz meur a hini a chelfe lavaret deomp pegen dudius e kavet anez*hi da len. An aot. Goulc’hen Morvan, e rener kenta, a zispakas ennhi e spered ken beo ha ken seder, hag e c’houeziegez vraz a draou Breiz. Ouspen keleier ar vro hag ar bed kristen a bez, e kavet eno kement a ioa mad evit frealzi ha kelen an dud oa great evifho ar gazeten. Goude brezel 1870, Feiz ha Breiz a ieas eneb an dud a c’houarne ar Frans. Daoust a ne ket an dra-ze a oue pen-abek dez’hi da veza diskaret: da viana, koueza’ reas e miz ebrel 1884. Kement hinia garie o bro Breiz-Izel, o yez hag ar skridou brezonek a reas kaon d’ar gazeten. Eur meuread a zal- c’has piz ha kempen an oll delliennou a ioa bet moullet en naontek vloas m’oa padet, hag a zo hirio eur guir denzor. Pemzek vloas goude, an Tad Corentin ar Guen a Gerbeneat, an aot. chaloni An Duc, persoun Mountroulez hag an aot. chaloni Fleury a bedas meur a zen all a volontez vad hag a skiant vraz eveld’ho, d’en em zastum e Landerne. Eno ne voe nemed eur vouez evit lavaret oa red embann e brezonek eur c’hannad nevez. Tri zra a ioa dreist oll e mennoz an dud goueziek-se : digas er skoliou ar voaz da zeski ar gallek hag ar brezonek an eil dre egile; lakaat ober leoriou nevez e brezonekha guellaat ar re a ioa muia skignot; rei da anaout guelloc’h guella kement tra a zel ouz on yez. Sevenet eo bet ar mennoziou- ze muioc’h eged na zonjer ha na c’helfen lavaret va-unan, dindan gouarn an Tad Corentin hag an aot. Normand, siouaz ! eat ho daou re abred d’an anaoun, hag ivez an aotr. Ar Oall, persoun Folgoêt, re a fred d’ezhan eù e Digitized by GoOglC Choant em eus er pennad scrid-man da ziscuill goas- tadur ar fals doctored, ha da lavaret penaoz en em zifen ha difen ar vro ouz ho zouellerez. I 1. — Araog mont larkoc’h eo mad lavaret piou a ge- meran d’ar just evit eur fals doctor. An holl a c’hoar ez eus eur bern traou ha n’int ket barnet gantanlliz : mennoziou dishenvel an doctored christen divarbenn meur a dra a zo|anavezet avoalc’h. Ha lavaret a c’heller ez eo eur fals doctor an hini ne zonj ket eveldomp en traou a zo lezet digor gant an Iliz da enclask an dud ? Nann, direbech eo gant ne dorro ket lezen ar garantez ha ne lavaro netra hag a ve control da reolen ar feiz. An holl a c’hoar ive ez eus calz traou ha n int ket reizet gant an Iliz : comportamant dishenvel ar gristenien e meur a dra hen discuez avoalc*h. Ha lavaret a c*heller ez eo eur fals doctor an hini a brezeg eur renadur a vuez dishenvel dioc’h hon hini en traou n’int na gourc’hemen- net na difennet gant kelennadurez an Iliz ? Nann, direbech eo gant ne voall-scuerio den ebed ha ma labouro evit gloar an Aotrou Doue. Ne c’heller ket eta lakaat an holl gristenien da zonjal holl a-unan var beb tra, na da oberholl a-unan armemez tra. Ne c’houlenner digantho nemet credi hag ober ar pez a c’hourc’hemen an Iliz da gredi ha da ober evit ski- gnadur rouantelez Doue ha silvidigez an eneou. En traou all peb hini hen deus frankiz da heul ar pez a gav ar guella evit ren eur vuez vad ha talvoudus. Ha rag-se, evel ma ’z eo dishenvel an tempsiou spered, ez eo dishenvel ar vueziou. S. Frances ha S. Dominik n’ho deus ket heuliet ar memez rouden. Mes o veza nrho deus bevet dindan scoazel an Iliz, int en em zantelleat ho daou, hag ho deus great ho daou ar brassa vad d’ar gris- tenien. Ne gemeran ket eta evit eur fals doctor an hini ne ra ket d’he spered heul penn da benn ar memez guenojen ’gantvahini. Ma car Hor Zalver, ma sent mad ouz he Iliz, ma ’z eo benniget he oberiou gant he Vikel var an douar, e lavaran d’ezhan : Te a zo va breur, ha beza ne Digitized by GoOglC — 37 — zonjan ket eveldot var beb tra, e c’houlennan a greiz Yl c’halon ma c’hellfes, guelloc h egedon, creski ar relijiou e kenver Doue, lakaat muioc’h a garantez etre an dud, ha dre ze, digass var an douar muioc’h a beoc’h hag alealded Glac’haret bras e veen ma teufen da ober displijadur da unan euz va breudeur christen o stourm outhan eb guir nag abeg. Ouspenn-ze, n’e ket pa ’z eo counnaret ouz an Iliz holl enebourien Doue eo deut ar mare evit ar gristenien dVti em ganna etrezho. Epad ar vrezel e tleomp holl a-unni senti buhan ha laouen ouz ar pez a lavar hag a lavaro Hon Tad Santel ar Pab hag an Eskibien, hag a hent iill, en em vrouda an eil egile da labourat calonekoch, peb hini var he dachen hag hervez he demps spered, evit cass var araog rouantelez Doue ha caout an treac’h e berr amzer. Piou ’ta neuze a gemeran evit fals doctored ? An dud a brezeg eneb ar Feiz, a zispenn an Iliz, a dag he c’hcn- telliou, a damall he oberiou, a voall-gomz euz he lezennou hag a ra goap euz he lidou. Hag int, siouaz! niverus Are ar bed. ’ Enebourien Doue hag an Iliz a zo savet hirio var c’horre hag a ro dorn an eil d’egile evit discar ar religion. Rannet ho deus al labour etrezho evit gellout dont abenn, essoc’h a-ze, deuz ho mennoz fallagr. Darn a ro eur gelennadurez dizoue er scoliou, darn a dag ar religion er journaliou, darn all a ra prezegennou fali, ha darn all a ra lezennou eneb ar reiz christen a zo diazezel er vro abaoue pemzeg cant vloaz. Brezel da Zoue e peb leac h ha var beb tachen. 2. — Ha comprenet ho peus pegement a zroug a ra ar scoliou dizoue ? Ghom epad seiz vloaz eb comz d’ar vugnb» euz a Zoue, eb deski an deveriou en he genver, eb lavarct netra divarbenn ar chount azo da rei dezhan,ha n’e k< t an dra-ze lakaat sioulic en ho fenn n’eus Doue ebed, po, ma ’z eus unan, n’eus ezom ebed anezhan ? Tevel hano Jesus-Ghrist, he vuez hag he gelennadurez, ha n’e ket an dra-ze lakaat ar vugale da gredi n*eo ket da voza adoret, p’e guir ar mestr-scol n’hen anavez ket ? Taolrr ar grucifix gant dismegans er meaz euz ar scoliou, evel ma reer breman, ha n’e ket an dra-ze deski d’ar;vugale Digitized by GoOglC — 38 — 1 hen deus Hor Zalver benniget laêret bete vreman doujans ha carantez an dud ? Ha taolit evez penaoz beteg-hen n’eus hano ganeomp nemet divarbenn ar scoliou a zo neutr e guirionez, da lavaret eo, ne lavaront netra ebed a eneb ar religion. Ha caout a ra deoc’h ez int holl neutr en amzer vreman ? Ar re goz etouez ar vistri-scol a c’hell ober calz anezho eur scol neutr, abalamour m’ho deus dalchet ar feiz e goueled ho c’halon : ar re yaouank n’int ket holl henvel outho: lod anezho a deu deuz ar scol normale gant cas ouz ar feiz. Daoust ha ne veler ket an dra-ze sclear avoalc’h er scridou a lakeont da voulla ? Martreze ne gredont ket prezeg leiz ho ginou ’ eneb ar religion; mes pa gavont an tu, ne vankont ket da richanat divar he fenn, da damall ar pez he deus great an Uiz hed he buez, da daoler dis- megans var he ministred, hag evelse da vouga ar feiz neubeut a neubeut e calon ar vugale. Memez e calon ar vugale a en em brepar da ober ho fask kenta. Ar re vras ho-unan a chellfe beza collet gantho. Hag e sonj deoch ne vezo ket collet ar vugale, a zo ken dizifen, ker goak ho spered ha ken troet da gredi eur mestr roet d’ezho gant ho zad hag ho mamm ? . 3. — Evit kendelc’her ar vrezel great er scoliou d’ar religion, nag a scridou fall a vez skignet! Hag e feller tizout an holl gantho. Abalamour da ze, ar fals doctored a fard levriou ha cazetennou hag a zo hervez froudennou dishenvel an dud. D’ar re a zo douget d’al leuc’hach e kinnigont scridou lor, goest avechou da lakaat da ruzia gant ar vez tud Sodom ha Gomorr, ma vijent bet choaz er bed-man; d’ar re a zo c’hoezet gant an ourgouill ec’h aozont scridou difeiz gant eur bluen soubet e liou kement heretik a zo bet var an douar; d’ar re ne garont ket an traou fall e roont scridou etre daou, n’int na kig na pesked, e giz ma vez lavaret. Ar scridou diveza-man a zo aliez an danjerussa. l^enn traou louz ha fall a lak’ da heugi, hag ar gristenien ne reont ket an dra-ze. Mes n’ho deus ket a zifizians euz scridou ha n’int ket goall vrudet, abalamour ma seblan- tont beza honest avoalch. Goulzgoude, ar scridou-ze (leoriou ha journaliou) a varn an traou e giz pa ne vije na Doue, na baradoz, nag ifern ; e giz pa n’he dije ar Digitized by GoOglC — 39 — vuez-man dor ebed var ar bed all; e giz pa ne vije an Itiz nemet eun dra savet gant an dud ; e giz pa ne vije ket ar goustians liammet gant lezen Doue ; e giz pa ne vijè ket ar gelennadurez christen da veza heuliet penn da benn gant an holl, peb hini hervez he stad, ha n’e ket ebken gant ar veleien hag ar relijiused. Petra Vhoarvez? An dud a lenn hevelep scridou a laoska er feiz neubeut a neubeut, hag a zeu da gemeret erez outhi, da c’hortoz ma kemerint cassoni. Hag an dra- ze ne zale ket. Romaniou distrantel, moullet e traon ar gazeten, a zaotr ar galon, hag eun artikl dizoue bennag, silet etouez ar re all, a douell ar spered. Ha setu christe- nien hag a vije bet guelloc’h gantho mervel kent eged en em rei da lenn scridou fall anat, ho deus collet ar feiz er memez tra. N’eus ket ezom eta da veza souezet o clevet Leon XIII o lavaret : « Ne fazife ket, emezhan, an hini a lakafe dreist holl var gount ar skridou fall an darvoudou man- trus a c’hoarvez en hon amzer. » Eur barrez hag a vezo lennet ennhi skridou fall a zo sur da goueza en disurz hag en discredoni. « Ar bobl ar muia douget d’ar religion, a lavare ar c’hardinal Pii, ar bobl sentussa, ma ne lenn nemet caze- tennou fall, a deuio a-benn tregont vloaz da veza eurbobl dizoue ha dispac’her. » Ha ne velomp ket ar c’homzou-ze deut da veza guir e Frans, ha memez e Breiz ? 4. — Eun dra hag a zo goassoc’h martrezeeged ar scri- dou fall eo ar goall brezegennou a vez great stank a eneb ar reiz christen. Eur scrivagner italian, hanvet Silvio Pellico, a lavare : « Comz beo an den he deus eur c’hal- loud ha n’ho deus ket al lennaduriou. An ene a zo muioc’h strañllet ganthi; ar zonjou a daol er spered a zank dounnoch ebars. E comz an den ez euz eur vuez ha ne gaver ket el levriou. » Ma ’z eo evelsc, nag a zroug a ra d’ar feiz conferansou an dud dizoue ! Ar brezegerien fall-ze a vez cavet n*e ket ebken er zaliou, el leae/h ma vod an dud d’ho zilaou, mes er c’hazarniou, en henchou-houarn, er foaiïou, en hosta- liriou. Lavaret a c’heller e caver hirio eur fals doctor e kementleachma’zeuseun neubeut tud destumet a-unan. Digitized by GoOglC — 40 — Hag an dud a zo ken dizesk var ar religion, ma ’z eus eur riscl bras evitho da veza touellet. 5. — Labour ar fals doctored a zo kennerzet gant ar c’houarnamant en eun doare spontus. Guechall ar c’houarnamant a zalc’he ar reiz christen er vro; anaout a rea ar religion gatholik ; difen a rea gui- riou ar gristenien; resped hen doa evit galloud an tadou a famill; frankiz a leze gant ar c’houstiansou. Breman holl nerz ar c’houarnamant a zo troet a eneb ar religion. « Red eo, a lavare n’eus ket pell ar ministr Viviani, mouga sclerijen an env. » Ar sclerijen a lugern en env eo Doue hag an esperans da veza eürus ganthan goude trubuillou ar vuez-man. Pell a zo eo coumanset tud ar c’houarnamant da vouga sclerijen an env. Hano Doue lamet a bep leac’h, beteg divar ar peziou mouniz; ar groaz bannet er meaz euz ar sgoliou, ar c’hazerniou hag al leziou-barn; an divors lakeat er famill; ar voeuiou religion condaonet evel fall, ar relijiused casset kuit euz ho scoliou hag euz ho c’houenchou ; ar religion harluet neubeut a neubeut euz buez ar vro e giz bro; ar veleien prisoniet en ilizou; al leanezed taolet euz an hospitaliou; ar gristenien stanket outhohentar c’hargou; an holl enoriou roet dan dud a zo treitour d’ho badiziant; an holl draou-ze ha calz re all c’hoaz ha ne zigorent-hi ket eun hent frank ha ledan d’ar goaleuriou a c’hoarvez hirio ? E guirionez an dis- parti etre ar c’houarnamant hag ar religion n’eo bet nemet eur peur-gloza. Ha setu breman ar Frans evel bro, ar Prancizien evel pobl, a vev direligion ha dizoue. Furchit en histor : ne gavot e neb leac’h pobl ebed hag a ve couezet morse en eur stad ker mantrus. Ar c’houarnamant eta a zo eun digristener bras : dis- pign a ra he holl nerz evit digass en dro goassocheged ar reiz paian, rag ar baianed na vevent ket eb religion. " Sclerijen an env hen deus mouget dija e meur a galon. Ar c’houarnamant a zo kemeret gant calz a dud dizesk evit ar furnez memez diskennet euz an env : an dud di- vouiziec ho deus credet anezhan; ar c’houarnamant a zo galloudus; bara calz tud a zo etre he zaouarn : an dud laosk en ho feiz ho deuz heuliet anezhan; ar c’houarna- Digitized by GoOglC — 41 — mant a ro cargou hag enoriou: an dud clanv gant ar c’hoant sevel a zo troet ganthan. II Ar feiz ne vezo saveteet e Frans nemet dre zeski al le- zen gristen, ha da heul. dre ober anezhi. Ne gomzan aman nemet divarbenn an deskadurez. 1. — Red eo e teufe an dud badezet da c’houzout perag millionou a verzerien a zo maro evit Jesus-Christ; perag rouanteleziou an Europ, abaoue ma ’z eus anezho, ho deus pleget d’al lezen gristen; perag ar c’haêra spere- jou a zo bet var an douar, azaleg Tadou an Iliz beteg Bossuet, en eur lezel a gostez an doctored bras a zo deut goudeze, a zo bet gounezet gant dudi ar gelennadurez christen; perag an dud guizieka deuz hon amzer, evel calz euz ar re a zo en Academiou Frans, a zigemer ar Feiz gant ar brassa laouenedigez; red eo e teufe an dud da c’houzout mad petra eo ar religion ha var be rezoniou mad ha galloudus eo harpet. Red eo ive e teufe an dud da c’houzout petra eo an Iliz, pe seurt gwir he deus da gelen ar bed, pe seurt vad he deus great ha penaoz ez eo silvidigez ar rouanteleziou kercoulz hag an eneou. Hag o c’houzout kement-se, an duda en em stago ouz an Iliz hag a zigemero he c’helennadurez. 2. — Evit tizout eun hevelep deskadurez, ar c’hategiz n’eo ket avoalc’h. E giz ma lavare en deveziou-man an A. Fuzet, arc’heskob Rouen, « red eo lenn hag aslenn an aviel, eur c’hategiz bras, eul levr hag a ziscuez perag e ranker beza christen, histor an Iliz en hon amzer. Anez n’hon dezo nemet eur vogeden religion » a vezo scubet gant ar c’henta avel. An dud yaouank eta, goude m’ho deus echuet ho fas- kou, na dleont ket ehana da studia ar religion, mes en em rei, gant an aket brassa, da zeski ar pez a rank gou- zout eur c’hristen euz hon amzer, ma fell d’ezhan derc’hel stard d’he feiz, daoust d’ar fals doctored a gavo var he hent. Abalamour da ze ez eus bet savet helc’hou-studi e calz a barreziou. 3. — Ar gristenien a dle ’ta beza desket mad var ar re- ligion. Guechall n’oa ket evelse : n’oa ket da glemm gant Digitized by GoOglC _ 42 - ma c’houezje peb hini he gategiz bihan. Avoalc’h oa d’ar roue beza sklerijennet mad, evit ma vye lakeat eur reiz christen er vro. Mes hirio peb frances a zo roue; hen a c’houarn ar vro dre an dud a zibab da ober lezennou; hag ar reiz-se, e plijo pe ne blijo ket d’an holl, a gendalc’ho. Setu perag, peb electour e Frans a dle beza sklerijennet mad var ar religion ha caout eun ene a « rouc christen » evit mac’h anavezo deveriou ar c’houarnamant e kenver Doue, an Iliz hag ar bobl, ha ma tibabo da c’houarn tud hag a zo goest da lakaat eur reiz christen er vro, ha gant ar reiz- se, urz vad, peoc’h ha lealded. 4. — Gouzout a ran ervad ne zigouezo ket dioc’htu m’han dezo peb frances eun ene a « roue christen ». Mes kement-se n’eo ket red evit sevel euz ar stad trist m’eo couezet ennhan ar gristenien. N’eus ezom nemet euz eun nebeudic tud e peb parrez evit chench mennoziou an dud all. An darn vuia a vez ato bleinet gant eun dornadik tud euzan dibab. Ma sao er parrezioueurvandenniktud gui- ziek ha christen da vad, e sklerijennint ar re all, e tiscue- zint d’ezho an hent hag e tougint anezho da ober, gant anaoudegez hag e coustians, ho deveriou e kenver ar vro. Dalchit 8onj euz parabolen ar goell a lenner en Aviel. Eun neubeudik goell a lak’ eur bern toaz da zevel ha da jench blaz. Eun neubeudic christenien vad a zo goest ive da zevel ar bobl dreist fallagriez ar bed ha da rei d’ezhan ioulou mad ha leal. Ha credi a c’heliit-hu ho deus an ebestel gounezet ho-unan da Jesus-Ghrist an holl baianed ho deus bet ar vadiziant en ho amzer ? N’ho deus ket; mes an dud a ioa bet gounezet gantho a laboure guella ma c’hellent da skigna en dro d ezho anaoudegez Hor Zalver hag ar bed a deuas da veza christen e berr amzer. Ar Frans ive a deuio da veza christenez vad mac’h en em laka an dud ho deus bet spered digant Doue da studia mad ho religion, hag eur vech deut da veza guiziec, da stanka ho ginou d’ar fals doctored evit miret outho da douelli ho breudeur, hag er memez amzer, da zeski d’an dud a volontez vad ar pez a c’houlen Doue digantho en amzer vreman evit skigna he rouantelez. j.-F. Caer. Digitized by GoOglC - 43 — Feiz ha Breiz hen deus meur a ioul hag a boanio d’ho zeveni, mar plij gant Doue. Unan anezho eo dislavaret ar fals doctored. Ne c’hellan ket anaout kementtra a vez lavaret a eneb ar religion dre ar vro. Laouen bras e veen da veza sicouret, ha memez red eo hen ober. Pedi stard a ran eta lennerien Feiz ha Breiz, ha dreist holl an aotro- nez beleien, da c’hovelia eur mell bennag evit ar gazeten ha d’hen digass d’in da Enez Tudy. Goudeze, me her c hasso da staga. N’eus ket ezom da gaout aon rag an doare da scriva ar brezoneg: peb doare a zo mad, hini Leon hag hini Sant-Briec, gant C ha gant K. A hent all, beza ma ’z eo bet savet Feiz ha Breiz evit cass var araog yez coz hon tadou, arabad goulskoude chom sebezet dirag an doare da scriva: guelloc’h eo labourat da lavaret traou mad. Daoust hag eul labourer douar a zo ken nec’het-se gant he irvi? Int eün ha cavatal, pe nint ket, n’e ket an dra- ze her chal dreist holl. Ar pez a c’houlen da genta eo ma tougint eun eost mad ha deuz ar re vella. LIZER HON TAD SANTEL AR PAB PII I I)’hor mab ker Jean Lerollc, Rener, ha d’hor bugale ger azo e penn hevredigez (1) ar « Yaouankiz hatolih » e Paris, Pii X, Pab. HOR BUG-ale GER, salud ha bennoz d’EOC’h, Gouzout mad a reamp gant pegement a galon e labourit evidomp ; anaout a reamp ivez ho sentidigez da gador sant Per ; hogen, eun testeni nevez a roit d’eonip a ge- ment-se gant al lizer hoc’h eus digaset evit kemenn d’eomp ar c hendalcli (2) broadus hoc’h eus sonj da gaout dizale e Bourdel. Ar pez a ra d’eomp beza laouen n’eo ket hebken an t< «teni-ze a zoujans hag a zentidigez, mes ivez ar c’helou e is ar c’hendalc’11 da zont. (t) Kevredigez, pe Unvanlez : Association e galleg. (2) Kendalc’h broadus : Congrès nalional. J.-F. C. --—OOÏ^COO- D’ar « Yaouankiz katolik » odr^eftèfl’a reomp eo ho mennoz kavet mat ha meulet gteïlPkalsa eskibien, hag e tleit cn em voda dindan stur IfW fli£b*kcr an aotrou arc’heskob a Vourdel hag Hor bfi0tift(ttif<<ènorus eskibien Angers hag Agen. Plijoutara dtefcfftljJtriéui bed gwelet an eskibien oc’h harpa eur gevre- dtgfefe»* garomp hag a reketomp gvvelet o tont da veza ptikefcfrant an holl dud vat. oft&flet ’tt c’hoanta ar gcvredigez eo ivez ar pez a zo a dalveuduba ha zoken ar muia red hirio : d’ar poent ma s&Mhnfe* muioc’h-mui bemdez oc’h ar feiz hag an holl gtzkm fcristen, kevredigez ar « Yaouankiz katolik * a lsflttrii*°dâ viret hc izili eus eur riskl ker bras, ha da zéftêt4l f8reizo ar baotred yaouank-all eus a Vro-Frans, n!folttf¥(#y e pe stad, e pe gondision e maint. JSVr^étè^a ra evit dont a-benn eus al labour-ze a zo mat drGïét^frei dirak an holl ar skouer eus ar vertuziou kris- téWfdtibih hep kemeret perz c trouz ha froudennou arpo- litik, en em rei kalonek da zeski ar pez a c’hell gwellaat stadataeiud ha gwelet pere eo an oberou her graio en eun doare talvoudusoc’h, mont atao war araok er gwel a-zeipc’l»ftber implij eus ar prezegennou, ar skridou hag an dfteiw mat a vezo kavet dereat evit an dra-ze. Leac’h a zo ivez da gaout mat an doare m’eo reizet ho kevredigez; evel-se, bodadegou ar baotred yaouank a jon^stiagmi eil ouz eben evel izili ar c’horf, daoust ma ’2<iAtfttki£ftet e pep korn eus a Vro-Frans. Fellout a ra d’eomp en lavaret, n’eus netra furroc’h, rak silvidigez yaouankizou ar vro a zo eun dra hag a zeU oj^pnjljpil; setu perak, Hor mab ker, e kredomp e tleit dprc^ptipat d’an doare-ze d’en em c’houarn. _$(epdaïc’hit ivez, evel ma ’z hoc h boaz, da gaout eur byj^eff^sAn^l ha gwiziek e peb hini eus ho kelc’hiou-studi, iy^^eSkon evit sturia pa vezo komzet eus ar relijion, mez evit rên ar studi e-unan hag eüna lavarou pep unan w^r ^r jpezja vezo bet studiet. En traou hag a zo ken tost cj’^ ^p(jlj.j^i^ e vezo eaz deoc’h evel-se miret dioc’h ar faziou ez eiis riskl evidoc’h da goueza enno. Hag ouspenn-ze, ar beleg ne vezo ket eno evit huala labour ha frankiz vat pep hini; ne ma en ho touez hag en ho penn nemet evit kelen, kuzulia ha bleina dioc’h ma vezo ezom. Digitized byG00gk — 45 — Ar pez koulskoude a zo da veza muia meulet gan£ot:’ji eo ma sentit piz da gement a zo gourc’hemennet gani nf Pab war-benn deveriou ar gatoliked e kenver o ne^;* Mg ar prez a zo war’noc’h da zelaou mouez an eskib^i iu^ ar bastored-all pa vez eun dra bennak da ober ; ffeAloutjfi raio d’eoc’h dreist pep tra beza din eus ar veleufU-sn^! Hoc’h alia a reomp start war ar poent-ma. , f -1 | Hag e gwirionez, ar pez a ra ma c’heder frou^z.^iw digantbo kevredigez eo dreist-oll abalamour martaio*|i tost d’an Iliz. Gant mignoniach anat bag aotr^ , ,aa eskibien, ar c’hendalc’h a zeu a startaio c’h«p|Mz $1 liammou-ze. u,m Nerz-kalon eta, bugale ger. Hor mouez a deu d’en i m unani gant hini ho pastored madelezus evit kenucm hoc’h eneou : gwelit penaoz e c’hellot, en eur mare V eus kement a ezom, en em glevet da labourat en Uf^rp talvoudusa d’an Iliz ha d’ho Pro. Ni, koulskoude, er preder hag en aket a gemei;o|np dreist-ol gant ho Pro ger a Frans, Ni a bed kalonek t# Aotrou Doue d’ho skoazella dre wella donezonoune vadelez, c’houi, bugale ger, hag a gresk ganeoch,Har fizians en eun amzer da zont gwelloc’h eget hema. j, Jl( Evel testeni eus an donezonou-ze, Ni a ro Hor boi^uor. abostolik, gantkals a garantez, d’eoc’h had’ar re ho^^ zo en ho kevredigez. Roet e Rom, tost daZant-Per, d’an 22 a viz c^hoev^f eus ar bloaz 1907, ar bedervet abaoue ma ’z omp Pab. p;ij Pn X, Pab. LABOUROMP A-UNAN 1 _ ï Ervotadek diveza omp betkannet adarre, kenetrezomj> katholiked, re wir eo, ha perak ? Abalamour d’ar skol dibater ? Abalamour da draitouriach ar Chouarnamant, d’ar c’hazetennou fall, d’on disunvanies ? Evelse a tom kals lud desket, ha n’eo ket gevier a leveront. A dra /ur, ma ve bet an treac’h deomp, n’e ket ar gazetenn fall nai ar skol dibater on divije trugarekeat. Mes evelato m’ar d’omp bet gwall-gaset, n’eo ket an traou-ze a zo pewi- Digitized by GoOglC — 4 6 — kaos. Ar penn-kaos euz ar c’holl, eur beleg euz ar Bel- gique, custum braz da veva gant micherouiïen hag arti- saned ar vro-ze, en deuz cn diskleriet deomp : m’ar d eo chomet an treac’h don enebourien, n’eo ket abalamour n*on diyije ket dispaket on daouarn, mes abalamour mon deuz brezellekeat peb hini en he bart e-unan. Ha n’eo ket gwir, goazed ? Evessaomp eun tammik ouz ar pez on deuz great, hag e velimp. Ne fell ket din lavaret e vemp bet o labourat evit or patrom ; er c"honn- trol, en em roet oump d’an oberou mad, peb hini gant he oll volontez vad, heb eur zell var he interest, heb marcliata gant he boan. Ha goulskoude setu ama petra zo c’hoarvczet. Abalamour peb hini ac’hanomp en deuz staget d’he labour gant re a aktfl, astenned he vreach larka ma c’helle evit chacha muioc’h d^he du, on deuz re rannet ol labour, hag evelse peb hini a zo eat gant he da- chen heb taoler evez ouz he amezok, hag heb dont d’er sikour, ne oa mui a unvaniez etre ar inevellien, ha setu allabour n’eo bet nemet anterc’hreat. Ha m’az eo deuet ar mestr da c^hour^hemen deomp en em zikour oll, omp chomet re aheurted, n’on deuz scntet nemet en eur c’hros- mol, ha c’hoaz. An dra-ze on deuz great, ni katoliked. N’on deuz ket evesseat mad penaoz e ranker labonrat evid an Iliz, labourat a-unan gant an Iliz ; n’on deuz ket evesseat e labouromp oll, ni kristenien, var ar memez tachen, e tleomp eta mont d’ol labour dourn ouz dourn, ha labourat a-unan, evel ma c’hourc’hemen deomp ar vistri lakeat gant Doue don hentcha. Goulennit ouz an den-ze, hag a zo, ma kirit, e penn eur Mutuelle-bétail, perak eo eat d’an offerenn-blean, el leac’h mont d’an ofïeren-bred, hag e respounto deoc*h: Urz em* oa da lakaat em c’houutchou. — Mez perak n’o peuz ket gedet goude an oiïerenn-bred ? — Oh ! ia, eaz eo kaozeal ; hag amzer goude da gounta an arc’hant?... Setu ama eur barrez gwech all brudet evit e feiz; hirio n’euz ket eur paotr iaouank en offeren-bred, perak ? Aba- lamour da ober eun tam gymnastique ; gwech all ec’h en em vodent en Iliz, brema ec’h en em vodont el leac’h all, peoc’h eta divar benn an offerenn-bred. Dont a raio marteze eun den a benn hag a skiant da glask krenvaat ar feiz er barrez en eur voda en unan an Digitized by GoOglC — 47 oll breurieziou savet ennhi, ha dioustu e vezo sellet a gorn outhan, peb rener bihan en devezo aoun da veza lakeat en eur renk izelloc’h, hag da velet he vreuriez eun tamik ankounac’heat. Hag an traou-ze oll a c/hoarvez dre ma n’ouzomp ket petra eo labour ar gatholiked, penaoz en em gemeret evit kas da benn mennosiou an Iliz. Ar barrez ive a zo eur genvreuriez, hag ar genta kenvreuriez. E labour a zo klask gloar Doue, hag on hini, katholiked, pe ni a zo enn eur genvreuriez all, pe n’emaomp ket, a zo astenn on dourn dezhi. Sklear eo neuze e tleomp labourat evel ma 0’hourc’hemen deomp ar re a zo bet karget gant Doue euz ar zilvidigez, habeza prest, ma vez kemehnet deomp, da chench tu d’ol labour, pe d’en dilezel evit eun all bras- soc’h ha talvoudusoc’h. Red eo deomp beza unanet en ol labour gant or parrez en hevelep doare, ma ne ve ol labour nemet eur gostezen euz labour an Iliz, hag evït-se lezel a gostez kement tra a c’helfe pellat an dud diouz an oflisou. Pe rak en em voda assamblez da vare an offeren pe ar gousperou ? Ober kement-se a zo ober ar c’hountrol beo da vennosiou an Iliz, ha n’eo ket an dra-ze labour ar gatholiked, eur vech c’hoaz. Ar re-ma ne dleont ket beza rannet, labourat peb hini en he bart he-unan ; ar pez a c’houlennomp eo ma ve labouret assamblez, rag ar pez on deuz da ober n’e zell ket ebken ouz he-ma pe enhont, al labour-ze a zell ouz an oll. « En em garit an eil egile », a lavar ar Mestr. Evidomp-ni, dalc’homp sonj mad, ar pez a vag ar ga- rantez etouez an dud eo al labour a reont a-unan, ha n’ankounac’haomp biken ne vezo saveteat or bro nemet dre ma poagnimp assamblez, dre ma labourimp a-unan etrezomp, a-unan gant an Eskob ag ar Pab. Va Gouenn, va Yez, va Bro En dro d’eun tiegez mad e vez meur a dachenn, tre- vajou dishenvel enno ; en dro da Feiz ha Breiz ez eus ivez meur a dilabour ha meur a gevrenn rak ar spered evel ar B. PÔL. Digitized by Google — 48 — c’horf a rank kaout meur a vagadurez dishenvel, ha p’en em gaver war ar gevrenn m’oun karget anezi goude beza treuzet ar c’hevrennou all araok e weler dioc’htu ez euz kemm bras etrezo hag hou-man. Ar c’hevrennou-ze, ne c’hell an irvi enno beza troêt, aozet hag hadet nemed gant tud a vicher ; er gevrenn ñsiet ennoun an oll a cf hello ober eun draïk bennak, ar muia ma vô o rei an dourn, a vô ar gwella, ha zoken ma vezan laosket va unan da vont en dro ne d’in ket pell da goueza. Ezomm am euz muioc’h eget n’euz forz piou da gaout skoazell a gleiz hag a zeou, ha poania a rin eta gwella ma c’hellin da dremen diouz an oll ha da vont war araok heb beza dalc’h mad o sellet war va lerc’h, rak evel a leverer ne c’heller ket teuler meïn ouz kement ki a arz. Traou arouenn, traou^ar yez, traou ar vro evel mhen diskouez an tri ger lakeat e tal ar skrid-man d’hen di- verra ; ar pez a ra drouk ha mad d’ar ouenn, drouk ha mad d’ar yez, drouk ha mad d’ar vro. setu an traou ha netra ken a vô da gempenn en hon tachenn; c’hoant am euzec’h anavezfe anoll Vretoned pegen uhel eo o gouenn, pegen kaêr eo o yez, pegen dudius eo o bro; youl am euz kement ha ma c’heller kaout da welet va c’henvroïz o lavaret gant lorc’h ez int Bretoned, euz « Breiz-Izel, ar c’haêra bro, koat en he c’hreiz, mor en he zro » hag e ouezont mad ar brezonek. Setu aze lakeat ar mein-arz ne d’aïmp ket pelloc’h egeto, ha diskouezet freasa ha gwella ma c’hellen ar pal am euz c’hoant tizout beteg ennan, pal hag a zo peU mantrus diouzomp, pal hag a zo drez ha spern da drou- c’ha abarz tostaat outan, pal hag a vô red labourat epad meur a c’hoanvez hag epad meur a vloavez ha ne vô ket anat koulz lavaret e vezimp eat warzu ennan, pal hag e vezimp gourvezet e dounder yen ar bez abarz beza e dizet hag e vô red deomp kerzet etrezek ennan bemdez evelato daoust da-ze ha daoust da bep tra heb fallgaloni morse keit ha ma vô eun elfen euz spered brezonek hor c’hendadou en hor spered, eur berad euz goad ar re goz o deuz great Breiz en hor c’halon. Gant ar mennad-ze er penn hag eat e c’hrisiou betek ar galon e c’heller mont war araok, ha kaêr a vez labourat, Digitized by GoOglC - 49 — nemed labourat a rafet e kaver atao da labourat, heb ezomm da glask trabas all ebed ken. Teodou abegus koulskoude a glevan avechou o lavnret : « Choui o peuz kas ouz ar galleg ha koulskoude ar gaUeg » a zo red da c’houzout. » Evel ma c’hellfet kasaüt eur yez hag a zo savet ennan skridou ken kaer ha keo pouezuz, hag evel ma ve rcd kasaat atao eun dvi\ war zigarez ma karer eun all. Kas ouz ar gallek ? mez dre ar galleg eo oun dcuet da garet ar brezonek; daoust ha kasaat a rear an hent :i gas d’ar gear ? Ar galleg ne ra ket a zrouk d’ar brezonek ; seul-vui m;i ouezer anezan ha seul gwelloc’h e tesker ar brezmick : anaout eun dra ne vir ket ouz eun den da anaout cun dra all. Nan, n’am euz ket a gas, nak ouz ar galleg nak ouz ar c’hallaoued, rak ne garfen ket o defe ar c’hallaoueU kas, nak ouz ar brezonek nak ouz ar Vretoned. Ne glaskin ket e doare ebed bresa gwiriou ar c hal- laoued ; Doue hag an amzer en deuz hon lakeat da veza amezeien ; red eo deomp eta en em glevet, n’euz ket da lavaret nan. Ma ne vefe ket breset muioc’h gwirioti hor gouenn, hor yez hag hor bro gant ar challaoued agM ne vez greet re ar c’hallaoued gant ar Vretoned, neir/c Iwi daou bobl a en em glefe evel m’eo dleet, hagheb cn em randaélat abalamour d’an dishcnveledigesiou a zo efcreso, e rofent o dourn an eil d’egile a galon vad, da vont svar araok, war wellaat ha war binvidikaat e pebdoan1, ar pez a zo va mennoz, ar pez a glaskan hag a glaskin bepred heb klask netra ken. J.-\f. Perhot. Eun nebeud allou, d’ar re a deurvezo rei an dourn da aoza kevrenn « ar oueün, ar yez hag ar vro. » Er gevrenn-ma, bep niiz adalek ar miz a zeu e vo ka\<t : Da 7a. — Pennad ar vugale gant niarvaillüu ha traou diouz o doare : ar c^hrouadur d’e dri bloaz a zo troet war ar inad pe war an drouk, evit ar vro pe a eneb ar vro ; ezoum a vù «Ha da bleustri varneza, abred, abred; D’an 2l. — Pennad an dud yaouank gant studiadenuou dezo Digitized by GoOglC - 50 — da cliellout anaout ha karet o gouenn, o yez hag o bro, ha kanaouennou dezo[da gana, rak eun den yaouank ha ne :;»n ket n’eo ket eun den yaouank eo, ha penaoz e kano an deo yaouank traou mad ma ne gouei etre e zaouarn, neme.l traoa Ifan 3*. — Pennad ar c’hoarierien. An teatr breztmek ;i va war araok an traou gantan e pewar c’horn Breiz-Izel, ha zoken en Anjers hag e Paris. Mcnek a vo aman euz ar gouelïua h:v- euz ar c’hoariadegou vrezonek ; D’ar 4e. — .Pennad ar botred yaouank a zo dindan an anuou pe war vor pe war zouar. Ne dal ket ar fred poania da vaga spered breizad ar yaouankiz ma laosker anezan heb ma^adurez hag heb skor epad ar bloaveziou a dremener en arme, rak mouget e vô dizaie; evit diarbenn eun hevelep darvout Fe\z ha Breiz a vo ennan bep miz keleier ar Vretoned vad a zo dindat an armou ; D’ar 5^. — Pennad ar Vretonezed vad a zo en Emgleo merc’hed kristen Frans ; menek a vo ennan euz an doare ma ya war araok an emgleo-ze e Breiz. Ar skiant prena a zesk deomp e tleer beza piz war amzer al lennerien pa vez c’hoant da veza lennet. Red eo eta poania da lakaat kalz traou e nebeud geriou. Pedi hag aspedi ran breman va mignouned euz Breurie: Breiz Kloerdi Kemper. Roitdeomp ivez an dorn, tud yaouank ar c*helc’hou studi pe an)jteatr brezonek, ha c*hui muzikerien ha desinerien euz ar vro. Ne ankounac’haït ket ac’hatJomp ken nebeud, c*hui a zo e penn emgleo Merc’hed kristen Franse Breiz. Ama zeuz labour evit kement hini en deuz c’hoant da welet Breiz-Iiel an amzer da zont o sevel, kaêr, war disman- trou Breiz-Izel an amzer dremenet. « O poan hag o c’hamzer » ’Vit Breiz-Izel hag he brasder. » Ha ma ra e zle peb hini » Beleien ha tud deaket, » Tud yaouank ha tud ergosni » Breiz a vo adsavet. » faU? — 51 — eur baourez e

EUR BAOUREZ EURUS
————



Ne d'oun ’med eur goueriadez paour divar ar meziou,
Ila goulskoude eürussoc'h eget tud ar c'heriou ;
Ne ruillan ket evcldo aour nag arc'hant aleiz !
Mez me ’m euz kalzik guelloc’h : va iez kaer ha va feiz.

Me ’m euz kân a1 labouset ha c’huez-mad ar bleuniou ;
Ezennik fresk ar mintin, ha dour ar feunteuniou ;
Me am euz trouz ar mor bras… p’her c’hlevân o krozal,
Va c‘halounik paour em c’hreiz n’em laka da dridal.

Rak me m'euz bot her c'haret ; hag atao her c'harâm,
Daoust n’hen c’hlevan aliez ; rak goall bellik e-man ;
Mes e goeled va c‘haloun he zonj a zo choumet
Evel sonj eur mignoun koz, morse ankounac’hêt.

Bemdez epad ar bloaz me a zao mintin mad ;
Oh ! nak a draou kaër neuze a vel va daoulagad :
Er goanv karden al leur gant ar rëo guenn-kann
O lintri gant al loar ’vel eun dousier arc’hant.


En anv me vel glizennou e bek ar guez uhel,
O lugerni ’vel perlez gant an heol o sevel ;
Hag e kreiz ar perlez-se al labouzedigou
A gas oll en eur dridal d’an nenv meuleudiou.

Euz an eil bojen d’e ben, ’m eint o paravia
Piou a gano d’he grouer he zonik ar vraoa ;
Ouz ho c’hlevet e m’euz c’hoant da ober eveldo,
Da gas ive va feden d‘am Zad zo en envo.

Ra viot meulet, va Doue, da veza din miret
Iez karet va zadou koz, hag ho feiz benniget
Ho brezonek ken kaër, ho feiz ker birvidik
Am laka, ha me paour, da veza pinvidik.

Mirit deomp, o va Doue, a dreuz ar c’hantvejou,
Ar feiz-ze atao kor stard ha kerrek an aotjou ;
Ra zavo ar Vretonet sounn ho fennou kaled ;
Ha keït ma pado ar bed ra goumzint brezounek.

Mirit deomp, o va Doue, gant sioulder ar meziou,
Disheol an hentchou doun ha goudor ar c’hoajou ;
Lakit en hon liorzou beb bloaz kalz a vleuniou,
Ha da guntuil anezo kalz a vugaligou.

Mirit d’hor gircher dero kân drant a1 labouzet,
Ha d’hor foenneier glas hirvoud ho goaziou red ;
Ra velimp c’hoaz pell-amzer ar bleuniou alaouret
O c’hija gant an avel var ar c’hleuziou lannek.

Diouallit, o va Doue, diouallit hor c’hroasiou,
Hon touriou dantelezet azioc’h hon ilizou ;
Diouallit hor verejou, beziou hon tadou koz,
Ma c’hellimp en ho c’hichen mont eun deiz da repoz.

Hon dalc’hit, o va Doue, ha guirion ha leal,
Grit na zelaouimp morse kenteliou an dud fall ;
Hag evel an Erminik, ma lavarimp bepred :
Gwell e ganeomp mervel eget beza saotret !

Marianna ABGRALL,

Guerz kurunet e Gouel ar bleun bruk e kastell Keryan (Sant Nouga), d’ar 4 a viz Guengolo 1906.
————


HISTOR BREIZ

————


Doare ar vro. — Bro-Breiz, alies galvet « Gourenez- Arvor » (peninsule armoricaine) eo al loden eus Bro- Chall eat ar pella er c’huz-eol.

Tri-gorniek eo; eur c’horn anczhi beget mad gant reier aotchou Loc-Maze-Pen-ar-bed en em zank er mor bras evel eur yen houarn. — An daou gorn all: unan demdost da Sant-Malo var aber ar ster Couesnon, egile e plegmor Bourgneuf e kichen an Naonet zo vardro daou- ugent leo etrezho. An daou-ugent leo-ze eo hen stag ouz douar Bro-Chall. — An diou gostezen all, unan eus aber Couesnon beteg beg Loc-Maze, hag eben eus an Naonet beteg ar memez leac’h ho deus, pep hini anezho vardro pemzek leo ha tri-ugent mor.

Kant anter-kant leo vor eta evit ober an dro var eün d’he aotchou, maes ouspen daou c’hant leo ma teuer da heuil an oll blegou dichiket ennhi gant nerz an tarziou. Diou vech bemdez, d’al lâno, goagennou bras, spountuz a zao eus kostez an Amerik, pe eus tu Bro-Saoz a zired d*an daou-lamm evit hen tarc’haoui; lavaret’ c’helfer e vichent varnez he lounka; nues ho c’hounnar zo didalvez; bepret int brevet var reier kalet he aotchou. — Dre hir- amzer goulscoude, en eur ziframma tamik hicho, tamik varc’hoas, en despet d’ar c’houriz kalet hen diouall tu ha tu, e vez roget ha dantelezet trô he mantel. Ned*eo nemet kaerroc*h a ze. Kaer ar mor zo ous er gouriza, gwech spountus, gweoli dudius da velet ha da glevet; kaer eo ive he douar. Menez Arre hag ar Meneziou Dü ’ra he liven gein Divar ho zergin e lezont da ziruilldour sklear ha founmu. Evel ar goaziet kuzet e dounder korf an den a skign di < an izili ar vuez hag an nerz, evelse ive ar c’houeriou dour a gerz hag a red dre ar c’haniou doun en eur gana 1k> chanson dudius hag en eur lezel var ho lerc’h buez ha freskadurez. Tu ha tu dezho prageïer, koajou bras, brous- koajou a deu da zouba ennho ho griziou ; hag ar glazvt / a sao druz, ar bleun zo marellet kaer hag ar gwez a san uhel ho fennou kurunet a zelliou. Var he c’hompeziou, var dinaon he zorgennou ha var ribl he aotchou, parkeïer bras kelc’het gant kleuzion lannek pe dervennek o diouall dious ar gwal avelou, a ro eostou ha drevajou puill evit tud ha loenet. Kaér eo a r vro d’an nep a oar gwelet ha pinvidik d’an nep a oar hen lakat da dalvezout. Maes, ouspen ma z’eo kaer, ouspen ma tigoll founnu/ al labourer prederius, eo choas brao ar beva ennhi. - Morse, na yenien vras, nag erc’h, na skorn padus, mors«" ken nebeut re a domder, rag an ezen vor a c’hoez ato var ar vro ne zale ket da deuzi erc’h ha skorn, ha da derri nerz an eol. 0 labourat he douarou, eur vouenn dud krenv, goa 1 rus en ho goaziet, kalon nerzus en ho c’hreiz, kalet ous ar boan, morse ne argilont dirag al labour. Etouez sou- dardet Bro-Chall, paotret yaouank Breiz-Izel vezo ar n- genta hag an niverussa. Hi ’ vezo dibabet evit dougen au tokou houarn, evit mont da zifenn marchou ar vro; rag krenv int, leal ha kalounek. Histor ar vro-ze a fell din da zisplega e brezounek Kemereta rin a gleiz haga zeou. Dremakemerineundi% benageus skridou ar skrivanierrien koz ha nevez e c’hnn- vin anezho. Ma»s en ho zouez e z’eus unan hag a fell din d;i henvel diochtu : Hennez eo an aot. Arthur Le Moyne d«i la Borderie. En henor da Brciz-Izel hag evit he c’hlonr he-unan en deus savet eur pez-labour dispar. Meuleudi dczhan! Va zamik labour ne vezo peurvuia nemet euu diverra berr eus ar pez hen deus great. Mtes siouas ! he levriou n’int ket skrivet e brezouneg ha fors ker int iv« Rag-se va foan ne vezo ket martezc didalvez. Digitized by GoOglC — 58 — Ar penn kenta eus ar voutnn dud zo breain t Breiz-lzel Var al lavar V. Duruy (hist. des Romains. III. ch. LIII. I), ar Geltet koz zo bet da genta o chom er c’hom- peziou bras eus an Asie Izella, assamblez gant tud koz ar re zo breman cno o chom : (Les Hindous et lesPerses). Ho yès oa hini tud ar vro-ze ; ho religion oa demhenvel. « Pevar pe bemp mil bloas araog Jesus-Christ (1), ar Geltet en em zispartias eus ho breudeur. hag a dec’hns varzu ar Chus-Eol. Bale a rechont var an tu-ze keït a ma kavchont douar evit o dougen. »(A. T.) Kaout a rechont tud var ho hent hag a veve e toullou en douar (Les Troglodytes). — Emgann a savas meur a veach etrezho; rmes tud ar broiou ma tremenent dreizho oa re roues evit enebi oüz eur strollad tud ken niverus hag ouspenn-ze n’ho doa ket a armou. Trec’het e ouent dioc’htu. Aben nebeut amzer, tud ar vro, pe hi en em glevas gant an diavezidi, pe hi a sujas dezho, ne zalechont ket da veska ho goad gant hini ar boblad tud nevez. An testeni a gement-ze a gaver en ho relegou. Ar studi great gant an dud desket var ar pennou kavet en toullou douar kleuz hag hanvet « mésaticèphales » a verk sklear oa bet dimiziou etre an diou vouenn dud. (Vicomte de Caix et Alb. Lacroix dans la France avant Fhistoire etlaGaule indépendante. Liv. I. ch. IV.) Dre ma zeant atao var araog en eur dreuzi sterriouha meneziou, ar Geltet en em gavas, eun deiz er vro-man var lez ar mor bras. — Gant ho bagou bihan ne zalechont ket da ober anaoudegez gant ar mor-ze, hag a ben nebeut e kavchont eun douar nevez n’ho doa ket gwelet c*hoas. Treuzi Vechont ar mor evit mont beteg an enezen vras galvet hirio Bro-Saoz, ha var an douar nevez-ze e c’hadjont ive ho vouenn. — Ar re hardissa anezho a gendalc’has gant ho hent hag a ieas beteg ar penn pella eus an enezen en cur en em skigna a gleiz hag a zeou. En em gavet er vro hanvet hirio Ecosse e chomchont a za. N’ho doa mui dirazho nemet ar mor bras. Ar veach hir etre ar Bactriane hag ho bro nevez oa achu. (1) Cela résulte des études faites sur les cités lacustres de la Suisse et de la Savoie (Albert Travers, de la persistance de la langue ceitique en Basse-Bret) Digitized by GoOglC — 59 — Koll a rechont buhan ar sonj eus ho bro goz. An dnru vrassa eus ar rum deuet da genta o doa hadet ho eskem var an hent hir. Ar vugale a ankounac’has buan ar pez ho doa klevet gant ho zud koz, ha ganet ho-unan en h<> bro nevez ne anavezchont mui nemethi a ben eun nebcut rummou. — Derc’hel ho doa great goulscoude <mih Ilu c’herentiach gant pobl an Asie, eun dra benag: ho yè*. (Da genderc’helJ Eur Verzerez epad ar Hevolution vraz (1794) (Kendalch) EISVED PENNAD (Kendalïh) Al lizer-man a lakeâz eun tam nechamant e koustianz ar beleg paour a glaske Victoire gounit anezhan da Zoue gant kement a deneredigez ha ma raje eur bugel evit lic zad. Claude Le Coz ne zelaouaz ket koulsgoude ; ar c’hoant da zevel huel a reaz d’ezhan ober skouarn-vou- zar. Pedennou, kuzuillou, kement a oa, a dremenaz abiou d’ezhan, kaledet oa he galon, hag e fin miz c’huevivr Q oue hanvet eskop evit departamant Ille-et-Vilaine. Ati dek a viz ebrel ez eaz da Baris evit bcza urzet eskop gptùt eun eskop all, breizad ive, ha troet kein ganthan d ;in iliz pevar miz a oa. Arc’henta a viz du 1790 eo e oue choazet, e kath» drul Kemper, e kreiz kement a frcu^ hag a jolori ma on «lcuz mez o lavaret, ar c’henta eskop fall e France. Paotr »d tir revolusion er Finistcre o doa great kementtra oa m h<> galloud evit dont a benn deuz ho zaol; mesvet o doa niuin m’o doa gallet deuz ar re a oa deut da voti, ha vw ati hano o doa c’hoant, e kouezaz ar muia moueziou. Expïlly, unan deuz personed Montroulez, cn doa bet 233 tftOüô», hag an Aotrou de la Marche, eskop Kastel-Pol 128. Ueman, ha pa vije bet hanvet, ne vije kct deut. Mmt Kemper en doa bet m.eur a vouez ive, koulz a greüVr an Digitized by GoOglC — 60 — tribunal, tud dimezet, greg ha bugale d’ezho; zoken, ki ar skolaj en doa bet eur vouez benag. Gouarnamant an departamant evit digas da voti ar re ne oaint ket goall start en ho feiz, en doa lavaret rei han- ter lur da bep hini, en dervez ma vije hanvet an eskop nevez. Ne oa ket fall, rak ne ranket ketkoll kalz a amzer, ha meur a hini ne deujont da voti nemet evit gounit ho hanter kant lur; evit kaout eun eskop a eneb ar guir iliz, arabat sellat re biz. Setu eta Louis-Alexandre Expilly hanvet eskop asser- mantet evit ar Finistère, ha beza ez oa unan deuz an dibab, deuz ar seurt a oa red kaout evit ober eun eskop ive gant ar beleg chismatik Claude Le Coz, principal sko- lqj Kemper. Ganet e Brest, Expilly en doa great he studi e Paris, ha person edo e Sant-Martin Montroulez, pa glaskaz beza hanvet député e Paris. Eno e tarempredaz tud desket ha troet fall, ha rei a reaz an dorn da ober eur reolen ervez ar revolusion, evit ar veleien. Kementse a reaz d’ezhan beza deut mad ; guelet a reat e troje buan gant tu ar revolusion hag e tistakche den dioc h an Iliz. Dallet gant anenoriou, ne zelaouaz nag ali na peden, ne zelaouaz ket zoken ar Pap Pi VI. Heman a zifenne a grenn rei d’ezhan an urziou a eskop, hag hen a ieaz da gaout eskop Autun, Talleyrand Perigord, mez an Iliz ha mez hor bro, evit beza sakret ganthan. Ar bevar var-n-ugent a viz c’huevrer, an eskop sakrilaj a roaz an urz a eskop da E.vpilly evit ar Finistère, da Charles Marollesevit departamant an Aisne. Tri eskopa rank beza evit an ofiz, ha gant Talleyrand ez oa Miroudot du Bourg, eskop Babylone, hag eskop Lydda, Gobel, an hini a vezo, siouaz, arc’heskop e Paris. Claude Le Coz, urzet pevar miz goude gant Expilly a deuaz da veza eskop Roazon Ar Revolusion ne gavaz mevel all ebet da ober guelloc’h labour evithi. Pa oue sinet ar Choncordat etre Napoleon ha Pie VII, e teuaz daveza arc’heskop Besancon, a berz ar Pap. Poan en doa bel o plega, dont a reaz koulsgoude d’en em deuler dadreid arPap pa oue kemennet dezhan dont, ha sina a reaz ar pez a choulenne Pie VII diganthan. Mervel a eure er bloaz 1815 gant eur c’hlenved paket oc’h ober tro — 61 — he eskopti, evit gounit ar vro da Napoleon, distro deuz enezen Elbe. NAVED PENNAD Bxpilly e Kemper. Ar bersekusion a gouez da genta var gouent ar retrejou. Victoire de Saint Luc a glanv a nevez. AJ leanezed a zo kaset kuit deuz ho o^houent. Expilly a zo eüruz, kavet en deuz ar pez a glaske, ha breman ez eo mall ganthan dont da velet ar re a zo, emezhan, he vugale. D’an daouzek a viz meurs 1791 e tigouez e Kemper. Ar bleiz a deu e park an denved. « An amzer a oa kaèr, lavar deomp kaïerou koz ar Retred, ne velet ket eur goummouUen en oabl, ha var dro peder heur e klever a ar c’hleier o son. Expilly a zo erru. D’ar mare-zeive, eur vougen deo ha fleriuz a zavaz en eun taol kount a zioch kear, n ellet mui guelet a hell nag an dud nag ar goeturiou. Deut oa heur roue an dcn- valijen. Eun dra ken iskiz a lakeaz an dud da veza. souezet, rak guelet oa bet a bell. E ma eta ar chism ha^ an hereri o tigouezout en hon touez. Ar sceurezed, daou- linet dirak ar Sakramant, epad an amzer~ze, a bed ha^ a skuiU daelou ; goulen a reont nerz ha sklerijen, ar goall amzer a zo tost. » (Da gendel&herL Kur c’hreunen deskadurez var bep tra Eus Feiz ha Breiz e karchen ober kelenner an <lud divar ar meziou. Abalamour da-ze, bep miz ’ vezo kavet ennhi eun dra benag, gwech var ar skianchou a dlc pôb den da c’houzout evitmiret e yec’het, gwech varlezennou ar vro, a sell ous peb-unan, ha var kant tra all. — I)a c’hortoz beza kavet eur medisin, hag eun alvokad da rei din an dorn, em bezo anaoudegez vad evit an hini an diche ar vadelez da gempen din eun dra bennag var al labourou douar ; var ar c’hezeg, saout ha loened all, var ho c’hlenvejou; var ar pez ’ zo red da eun den gwïzï< k divar ar meaz da anaout evit kas peb tra var araog en he dy. Stagomp d’al labour. Digitized by GoOglC — 62 —

AN EAR

Petra eo ? -— Petra bouez 7 — Nerz an avel. —- Pegen red eo evit buez an den, hini al loened, ha zohen buez ar plant. -—- Pe seurt kentelliou da denna a c‘hano.

— Fors traou ' zo red da gaout evit miret’ ar vuez hag ar yec’hed. Red e0 bevans, red e0 gwiskamant, red e0 anaout an doare d’ho implija. — Eus an 011 danvez a zalc’h en- nomp buez birvidik, netra n’eo rettoc’h eget ane ar vad.

Petra eo an ear ? -— An ear ’ zo can ezen (gaz) n'hen deus na blas na c’houez ; treuzet ’ vez gant ar sklerijen; disliv e seblant beza dindan eur goumoullen deo, macs, dre amzer digoc’hen, p’er gweler treuz-didreuz var pem- zek leo benag ma man a 112 d’an douar tro-dro, he lion ’ zo glaz-skler, pe glaz-tenval. An ear e0 :1 liv an oahl e glaz. —- En em stigna a ra e bras pe e bihan diouz ar plas roet dezhan. Eul litrat ear en em sti rno en eundone} was- was beteg hen leuna; ha kerkou s all, eur vesken hen digemero oll, ha c’hoas ouspen m’ar bez red. (Elastik e0.)

Pe seurt dunvez ’ zo ans hen ober? — Meur a dra ’ zo; daou dra dreist oll : oxygéne hag azole. Var 100 gramm ear e z’eus 23 gramm oxygéne ha 77 azote. An nemorant : argon, acide carbonique hag ezen dour ’ zo lakeat gant an azote. -— O nijal ennhan e z’eus eun niver dreist kompt a boultren ne c’hellont beza gwelet gent 'hon daoulagad nemet pa deu eur ban eol da dreuzi eul leac’h tenval; neuze e veler o tansal ennhan poultren a bep ment bag a bep seurt traou : douar, ludu, blevennou koton, gloan ha fors traou all. Siouas ! beza ’ z'eus ive loenidigou munut-munut (microbes), maes buezek en despet d’ho bihander, hag a 20 alies had klenvejou spegus. Ar c’hlenvejou skeven, ar c’blenved-tom, ar c’holera, ar vreac’h, ar ruzel, ar scarlatine, etc., etc., en em zil alies en doare-ie.

Petra bouez an ear ? —— Eul litrat ear a bouez 1 gramm 293. Skanv eo ; eul litrat dour a-bouez daou lur; eul litrat houarn 14 lur. Maes dezhan da veza skanv eo nerzus bras ha goest da skuba an traou pounerra dirazhan. An avelou ne d'int nemet an ear 0 finval.

1° An avel ’ zo sioul pa ne ra nemet 0 metr da 2 met!- dre seconden ;

2° Eun ezennik flour a ra eus 2 metr da 4 metr dre seconden ;

3° Eun ezen fresk a ra eus 4 metr da 8 metr dre seconden ;

4° Lavaret a reomp eus avel vad pa ra eus 8 metr da 12 metr dre seconden ;

5° An avel ’ zo krenv pa ra eus 12 metr da 16 metr dre seconden ;

6° An avel ’ zo krenv-bras pa ra eus 16 metr da 20 metr dre seconden ;

7° An avel ‘ zo foll pa ra eus 20 metr da 25 metr dre seconden ;

8° Pa vez avel diroll ha korventennou e ra ens 15 metr da 30 metr, ha soken £10 metr avechou dre seconden.

An ear eta’ zo nerzus bras. Lakat a ra pennou ar gwez bras da zoubla, tro er rojou ar pounerra, loc‘h er bagou brassa ; ha pa deu da gounnari ha da c’houeza e korventen e tizao er mor gwagennou spountus ha var zouar e tisc'hrizien ar gwez, ho stlej d'an douar mesk ha mesk gant an toennou, ar mogeriou, an touriou, etc. — Dezhan c‘hoas da veza skanv, dre ma zao pemzek leo benag a uz d’an douar, var peb metr karre douar e z‘eus eur pouez a ugent mil lur pe var dro. Penaos ne deu ket an douar ha pennou an dud da goaza dindan eun hevelep beac‘h ? N’eus ket a riskl: poeza’ra tu ha tu, dindan evel var c'horre, hag an eil a goumpez egile.

Pegen rot co evlt burn an dud, al loenet, ar plant ? — An ear zo ret evit miret an den e buez. Chomit eur pennad ber eb tenna o c’halan, pe mar kirit, eb lezel an ear da vont beteg ar skeven, dre ma z’eo stanket toul ho kouzoug, pe dre ma z’oc’h mouget gant eur vogidel fall benag ; kerkent ho puez zo var var. Ra c’hoarvezo ganeoc‘h chom eur c'hart—heur, pe nebeutoc‘h soken er stad-ze, eb mar ebet ar mare ’ reio he labour; ral e0 6 ve distro. — Tremen a c’heller eur pennad mad a amzer eh bevans ; maes ne c’hellit ket tremen eurc’hart-heur eb ear.

Eus an all ezommou zo ous or pistiga, ous hennez e ranker senti da genta. — Ar pez a lavaran evit an dud, zo ker guir all evit a1 loenet, kouls ar re zo o veva var an douar, hag ar re 20 o nijal en ear pe o nefln en dour. Ia, ar pesket ive o deus ezom ear : ar grib rus ho deus etre ho fen hag ho c’horf bras 20 met dezo e'vit digemer an ear ho dalc’h e buez. — C’hoas a lavaran ; kouls a tud ha loenet, ar plant 0 dens ezom ear, ha ne c’hellont beva nemet dre m’o dezo ear ho skourrou hag ho griziou.

Lakit er memez amzer dindan eur c'hloc’h gwer eul logoden, eul lapous, hag eur podad glasvez : Tennit a nebeudou an ear ’ zo er c'hloc'h-ze (traou i jinus zo evit a1 labour-2e) hag e veloc’h, dre ma tigresko ar bouéz ear, beg a1 lapons ha ginou a1 logoden o tigeri, ho haladennou tennet stanka oc'h stanka ; klask a reont ear tu ha tu, ha dre ma ne gavont ket avoalc’h, setu hi a hen nebeut astennet var leur ho c’haouet gwer. Ar podat glasvez a bado pelloc'hik, rag en douar 20 en dro d’he c’hriziou e z’eus fors ear ha ne c'heller ket da denna piz ; daoust da me, a hen nebeut e veloc’h an delliou o koll ho lufr hag o koueza hed ar skourrou. — Martoloded ar Farfadet gone- ledet e strat ar mor en ho batimant houarn ne ouent ket beuzet evit-ze. Klozet mad en ho c’hnmbr, an dour ne c’helle ket tizout beteg ennho. Mervel a rankchont gouls- coude pa oue implijet gantho an nebeut ear 0a en dro dezho.

An cal-lo rot evit u- vuez. — Eun den yac’h a den he alan etre pcvarzek ha trivac’h gwech hep munut. Eun anter-litrad ear, pe vardro, a zigemer dre peb haladen ha kement all a zistol. Skeven eun den krenv, great mad :1 bep hent a c’hell digemey‘ etre pevar litrad anter ha pemp litrad. Bep munut eta ha soken aliessoc’h e chench pe e c’hell chench ar peb brassa eus an ear 20 en he skeven, en he voasiet hag e peb loden eus he gorf. —— An ear digemeret dre ar c’hinou ha dre ar fri a in var efin er skeven beteg ar goasiet munut stignet eno stank-stank : ha raktal eun tam labour 20 great eno : ar goad a gemer an oxygéne eus an ear hag a zistaol an acide carbonique, da lavaret e0, nr pez zo ous er c’hontami. Ar goad frjesket dre an oxygene ha dieubet eus he gontam a den adarre da veza rus bag a ia d’ar galon evit redet a nevez dre ar c’horf.

Rag-ze, seulvui ma vezo digontam an ear, seulvui e vuezo ar c’horf. Vardro eiz litrat bep munut zo ret dezhan, eur metr cub pep div heur, 12 metr cub bemdez.

(An dilerc’h er- miz a zeu).

Librairies Catholiques

D. DERRIEN, 85, nc É Siara. Brest J. SALAUN, §&, rue Kéréon, üuimper BERNARD, quai du Stéir, Quimper Abbé INIZAN. — Emgann Kergidu, les 2 vol. réunis. in-!2, broché.......2 fr25 Abbé INIZAN. — Toul al Lakez, brochure in-32. » 20 htor Breiz. ou Histoire populaire de la Bretagne, en Breton et en Fran^ais, 1 fort volume in-i8, broché..........2 »» Buez ha Vertuziou Sant Joseph (abbé kerlan), relié............1 25 Buez ar Zent (marigo), auginenté des saints bretons, relié..........3 50 Buez Santez Anna (Abbé pêron), relié ... 1 50 Mellezourar Galoun Zacrjesus (Abbé Kerlan), relié............1 50 Mis Mari an Eskop Dall (Abbé Sann), relié. . 1 25 Histor an Testamant coz hag an Testamant nevez, relié..........1 50 Kenteliou hag Istoriou a Skuer vad (p. morvan), in-12, relié...........2 25 Abrege eus an Aviel. relié.......1 25 An Devez Christen. relié........1 25 Buez ar Za>nt (M. Morvan)......3 50 Leor Oferen (M. Le Gall).......2 »» Skueriou Kristen (Eur MisslONER Breizad). 1 »» pO\*-> ^ • ***** >\ TAOLEN IVIAE 1907 65, Em* futJr ’1u rhjnoncd ttwiz Izel. .... SFY. C\nm\.w.. M KCtofrTttn* usar f’r hnhnn ....... J. QuriRK. 72. Ppvùq r ranher hrtdi er ctts pm /Jtwe . . J.-F. CUku, "r’- AVr rrrzerc* cpad nn di*poc’h ..... Le Oall. Jlisttr Rrcïj.............. Fr. Cahdinal. S2.. Bvgtrligon.............. J.-M Perrot. 84. E ïjohcurfian en deiz all........ A. M. Saouï. £5. Rve* Breiz edovg miz Ebrell. . . . J M. Prrrot. 86. Ar C’helc’hon Stvâi......-..... Klaoda ’r Prat. ’.«». * £cn />r Chaner hoz.......... J M. Perrot •2. Jntrnn Varia Lombadcr........ An Ao. Guillou. i. A.n Ear ............. Fr. Cardinal. Ar c’ha&naâ-man a zigouet o er parreslou abenn trede sol ar miz Moullero/, ru ar Chnstel, 4, Brest Digitized by VjÜÜQ IC La Revue FEIZ HA BREIZ est 1’organe d’une CEuvre qui s’est fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préeervation et la difiu6ion du Breton dans le Finistère, et qui a un triple but: i° de favoriser 1’introduction dans les écoles de Tétude du Fran^ais avec Taide du Breton; 2° de répandre les livres, brochures et tracts écrits eo Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utilcs, etc... ; 30 d’encourager les études sur la langue bretonne. L’abonnement direct est â 3 francs par an. S’adresser k M. CAROFF, AumÔnier, u, rue de l’Harteloire, Brest. Les personnes qul déslrent contrlbuer â la diffusion des Llvres bretons sont Invitées â verser 2 ftrancs k la môme adresse Pour mettre davantage la Revue k la portée de toutes les bourses et en vue d’une diffusion plus large, voici les conditions qui seraient accordées aux directeurs de cercles d’études et aux chefs de groupes paroissiaux : A partir de 6 abonnements jusqu’â 11 inclus, l’unité d’abonnement serait de 2 fr. 50* A partir de 11 abonnements jusqu’â 20 inclus, 1’unité d’abonnement serait de 2 francs. A partir de 20 abonnements jusqu’â 50 inclus, 1’unité d’abonnement serait de 1 fr. 50. 11 serait également fait des conditions avantageuses â ceux qui désireraient faire la vente au numéro. II suffirait de s’aboucher avec le Directeur de la Revue Pour toutes les communicatlons et les pièces & insé- rer dans la Revue, s’adresser & M. CARDINAX, Supérieur de la Maison Saint-Joseph, Saint Pol- de-Léon. Digitized by GoOglC fiisvedTblavez tï°^4 Éven’1907 Feiz ha Breiz Kappad Misiek ar Vreto.uped Perag e ranker credi ez eus eun Doue ? (kendalc’h) II. Piou hen deus flnvet ar bed ? 1. — Kement a gouez dindan hor skianchou a ia en dro eb ehan: an avel a c’hoez euz an eil penn dvegile d’ar bed ; ar mor a bign d*an treac*h hag a zisken d’al lano; traou an douar a zav, a jench aoz hag a gouez. Ar bed he-unan a jench plas ha doare. An douar a ra eun dro bemdez varnhan he-unan euz cornaouc da reter, hag eun dro ar bloaz en dro d’an heol. Ma’ peus c’hoant da c’houzout peger buhan ez a gant he dro bloaz, an dud guiziec a lavaro deoc’h e ra 30 kilometr beb seconden. Comprenit, mar gellit, gant pebez err e kerz ! An hepl ive a ra eun dro varnhan he-unan beb pemp devez var *n ugent; hag e dounder an oabl, stered eb niver a gerz dre henchou hir spontus. M’ho deus an neuz da jbm diflach, eo m’emaint diouzomp eur c’heit ha ne c’heller ket da vuzula. 2, — Penaoz isplika eul loc’herez ken estlammus ? Rag an holl dud guiziec a c’hoar ne c’hell ket traou ar bed mont ha dont gant ho nerz ho-unan, hag eur vech loc’het} ehana gant ho nerz ho-unan* Eun dra bennag a vez bepred o chench stad d’ezho. E giz ma lavar ar physicianed, pe an dud a studi a reiz an traou, ar bed a zo eun dolzen c dinerz », da lavaret eo, n’he deus ket a c’halloud anezhi he-unan da jench plas hag aoz dezhi he-unan. Piou ’ta neuze hen deus roet d’ar bed ar flach hag an arzaoi ? Ha taolit evèz pènaoz ne dal ket ar boan respont: an traou a jenèh plas hag aoz abalamour mac’h en em zis- taolont en eil egile evel ar valtam a zistaol ar mean, pe mac’h en em zachont an eil egile evel eun troad- Digitized by GoOglC — 98 — pluen goularz, frotet gant eur scolaer ouz he vreac’h, a zach eun dellienic paper, pe ma labouront an eil var cgile, evel an tan a labour var ar c’hoat. Red eo mont larkoc’h ha goulen : piou hen deus roet nerz d’an traou d’en em zistaol, den em zacha ha da labourat an eil var egile, p*e guir int great holl euz eun danvez hag a so t dinerz » dre natur ? Red eo lavaret ez eus dreist ar bed unan bennag hag hen deus roet d’an traou ar c’halloud da jench plas hag aoz an eil d’egile. Hennez ne receo ket he flach digant eun all, mes a zo « nerz » dre natur, hag an holl a ro d’ezhan an hano a Zoue. 3. — Hag arabat lavaret adarre : n’eus ket ezom eui Doue evit loch ar bed : an traou a labour an eil var egileeb fin : ober a reont eur renkad ha neus termen ebed d’ezhi. An digarez-se ne dal netra. Ma n’hen deus nicun euz traou ar bed ar c*halloud da loc’h gant he nerz he-unan, pe da ehana eur vech loc’het, e giz ma c’hoar an dud, holl assamblez n’ho dezo ket ive. Ma n’eus termen ebed d’ar renkad traou a ro bransel- ladur pe baoucz an eil d’egile, e ranker lavaret ez eus unan dreist-hi hag hen deus roet a beb amzer an taol kenta d’ezhi, p’e guir, lezet he-unan, n’he doa galloud ebed da vont araog na da jom a za. Doue hen deus roet an hej kenta da vomeder ar bed. An dud dizoue ne ziscuezont ket petra 9 c’hell lotfh ar bed. Lavaret a reont ebken e loc’h a beb amzer. Hag eno int cassaùs. Ma c’houlenfen divarbenn eullestr a dremen en dremvel: « Pe seurt nerz a gass al lestr-se ? » Ha ma ve respontet d’in : « Hennez a deu euz ar penn pella d’ar bed », e lavarfen dioc’htu : « Ho respont ne bar ket: ne c’houlennan ket a begeit e teu, mes pe nerz he c’hass : an dour, an avel, pe an tan. » En hevelep doare, diot eo respont an dud dizoue, pa lavaront d’an neb a c’houlen outho petra 1 gass ar bed en dro : « Mont a ra a beb amzer. » Ne c’houlenner ket a be amzer ez a, mes petra hen deus roet d’ezhan ar c’herzed. Ha d’ar goulenn-ze n’eus ken respont nemet houman: Doue a lak’ ar bed da vont en dro. Ha ma ’z a en dro a holl-viscoaz, Doue hen deus hel lakeat da vont en dro a hoU-viscoaz. Digitized by GoOglC - Ôô Lezel a c’heller eta an dud dizoue da lavaret e loc’h ar bed a holl-viscoaz, eb na ve dinerzet tamm ebed ar rezo- niou a ziscuez ez eus eun Doue. 4. — Goulzgoude guiziegez an amzer vreraan a lavar ne d-a ket ar bed en dro a holl-viscoaz, rag, ma vije bet evelse, an nerz a zo lakeat ebars gant Doue hag a labour bemdez, a vije eat da fall abaoue pell amzer. Setu ama petra ’ lavar eun den guiziec meurbed, an A. de Lapparent, en eul levr hanvet Science et Apolo- gétique. Bolz an env n’eo ket ato ar memez tra da velet, evel ma tiscuez ar photographii. Beza ’ zo stered lostec hag a dro en edou stered red; beza’ zo stered hag a vez enaouet euz a zeiz da zeiz e leac’h ne veze guelet netra guechall; beza ’zo stered hag a jench liou, ar pez ne c’hoarvez ne- met abalamour ma chenchont aoz ; beza ’zo poultren ste- red bêro hag a zeu da galedi o ienaat. (Lavaret a rin di- vezatoc’h penaoz e c’hoarvez an traou-ze). Ilogen, kement-se holl ne vez ket great eb eun dispign spontus a nerz. E creiz an douar ez eus tan o ruill gant ar vrassa counnar, e giz ma tiscuez ar meneziou flamm. Evel n’eus netra ebed oc’h he renevezi, e varvo. Sclerijen ha tomder an heol, gant an tan a vag anezho, a ielo ive da netra, a fors da veza fennet tro var dro gant eul largentez dispar. Ped ha ped heol, ma vije bet an traou o vont en dro a holl-viscoaz, ho dije bet amzer da vouga evelse ha da zevi adarre dindan, me laka, stokaden eun dra bennag a vije deut d’en em daoler varnho en he redadec dre fran- kizen ar bed! Ar bed ne c’hell ket beza a holl-viscoaz o tispign nerz evelse, Rag, ma ’z eus ato ar memez soumm a nerz er bed, e giz ma lavar an holl, n’eus ket ar memez danvez : fallaat a ra dre ma vez implijet: Vénergie se dégrade, evel ma vez lavaret e galleg. Eur vech distereet, ne zistro mui d’he c’hount coz : eul loden anezhi n’eo mui mad da netra. Hag e e’heller credi eman ar bed o vont en dro a holl- viscoaz ? An dra-ze ne c’hell ket beza, rag an holl nerz a zo lakeat ebars a vije bet distereet, evithi da veza bras meurbed. Lakeat e vije bet didalvez crenn evit peb Digitized by GoOglC ¦â — 100 — labour hag ar bed holl a vije bet o paoueza breman evel eun dra maro. O veza ma tigouez eb ehan traon nevez ebars, e ranker lavaret n’eo ket en em lakeat da vont en dro a holl-viscoaz, p’e guir n’eo ket « dinerzet » c’hoaz. Ha setu aze penaoz lavar an dud dizoue a zo casset da netra gant ar guir deskadurez. (Da genderc’hel). j.-F. Gaer. DAL LABOURERIEN DOUAR Ar breur akoaziet gani he vreur Chell beza dinecïi e peb lieur. Ar gazetenn « Feiz ha Breiz » o veza digor, hervez ma ’z eo bet embannet en diveza numero, da oU meno- ziou ha kenteliou mad mignoned al labourerien douar, mall eo ganen profita dioc’htu euz ar frankiz-ze evit dis- kleria d’e lennerien eur mennoz 1 zo pell-zo o trottal em spered; ya, ha setfhen aman : karet a raffen gwelet sevel stank, em bro, ar breurieziou pe unvanieziou a gomzer kement anezho en hon amzer, hag a hanver e gallek : syndicats agricoles, mutualités, assurances, etc. N’e ket e kredfen e tiskennfe raktal ganto ar barados var an douar! nan; ne ket, e kredfen e ve kement-ze avoalc’h evit rei hiviziken d’al labourerien eul lodennik euz ar voastel amann a vez rannet beb bloaz etre paotred ar Chouarnamant! nan, ken neubeut, pell ac’hano ; rak, evit kontanti kement a dud diskrupul ha lardeza kement -a grabanou didalvez, ar paour-kez labourer a renko memez choas, kredabl bras, meur a vech, kas e bilerad amann d’ar marc’had hag he arc’hant d’ar « percepteur. > Evelato, e kredan, e c’hello al labourerien, ma karont en em voda hag en em harpa, difenn guelloch hiviziken o zra ha tenna muioc’h a c’hounidegez, eget en amzer dremenet, diouz o foan hag o labour, ha marteze zoken ivez evelse derc’hel er vro an oll labourerien-ze e zeuz kement ezom anezo hag a veler a beb mare o vont da c’haloupat bro pe d’en em goll er c’heriou bras. Mez ne gomzan ket aman diouz traou nevez na kuzet, pe anad evit broiou all: ar syndicat evit ai labourerien douar a zo, a beU-zo, anavezet mad en hor bro. Digitized by Google — 101 — Hag, evel ma amvezer talvoudegez eur vezen diouz ar frouez a zoug, an neb en defe eun douetanz bennak I kredi re founnuz va c’homzou n’en deuz nemed sellet en dro dezan pe var zu guezen ar Syndicat hag examina al labour ’zo dija great hag ar frouez dastumet, marte/ memez tostik dezan. Ia, al labour great ! — « Ouspen tri mil emgleo labourerien douar, a lavare Ministr al labour douar e unan, d’an 19 a viz mae diveza, e ker Lyon, a zo hiri an deiz skignet dre ar Frans, ha ma kreskont bep bloaz eo abalamour d’ar vad a reont ha dreist oll d’ar vad ïnt galvetda ober divezatoc’h seulvui ma vezint guello anavezet ha ma teufint da stankaout. » ... « Nan, n’em euz douetanz ebet, emezan c’hoa^ na ’z eo galvet an emgleo-ze, ispisial dre ar pren hag ar verz e boutin, pa vezo eun emgleo e pep parrez, da renta e berr amzer ar brassa servich da oll labourerien douar ar vro. » — Ha goudeze ar Ministr en deuz komzet iv<- diouz kefou da bresta, a garfe, emezan, gwelet unan div zepartamant azalek ar bloaz a zeu, hag a brest o arc’hant d’al labourerien unanet, gant sikour ar gouarnamant, kouls lavaret evit netra. Divezatoc’h e komzin ive euz ar c’hefou da bresta-ze. Mez memez en hon Eskopti, heb mont larkoc’h, e kaver meur a emgleo labourerien douar. Ia, ha joa eo ganin hen anzav : an henor da veza dizoloet hent ar Syndicat hag heuliet ivez da genta, en hor bro, a zo d’hor mignoned Ar re ac’hanoc’h ispisial, lennerien Feiz ha Breiz, hag 0 deuz bet an heur vad da gemeret perz e reunion Landerne breman ’zo daou vloaz, hag e reunion Kemper, er blo :i diveza, reunionou presidet gant an aoutrou ’n Escoj» e unan, a oar petra da zonjal var gement-ze, ra^ klevet ho deuz eno, kouls ha me, aotrounez ha labou ererin diouz an dibab o lavaret petra o deuz great en i > fareziou ha pe seurt frouez o deuz kavet er syndicat sav« ganto. Ha pa glever aotronez ha labourerien ken disp o parlant, e c’heller o silaou, rak gant gwiziegez e koin zont, ha memes gant eur wisiegez ha n’en deuz ken pa nemet o skiant-prena o-unan. Digitized by GoOglC — 102 — Souezuz eo memez marteze goude kement-ze ne ve ket muioc’h a zyndicajou c’hoas er vro ; rag, mar d’eo boul- c’het mad al labour gant hor mignoned, pell emaer c’hoaz diouz va mennoz, me fell d’in lavaret, da velet eur syn- dicat kazi e pep parrez. Mez siouas! ar mad a zo atao tenn da ober, kerkouls hag ar breizad da zibrada ! Ouspenn klevet oc’h euz ive lavaret: « PII]oul da Zoue raa ’z eo red, Plijoul d’an oll oe c’heller ket. • N’e ket eta, bezit sùr, heb tregas nag heb poan eo o deus hor mignonet great ar pez ’ zo great; na ken neubeut na c*hellimp heb stourmadek bale, d’hon tro, var o roudou. Mez evel eur beachour fur hag eveziant na zilez ket an hent mad, var zigarez ez euz varnon eun drezen bennak da vresa, evelse ive, esperans am euz, hor c’houraj a vezo treac’h da bep tra kontrol e kavimp var hon hent hag ec’h cchuimp labour hor mignoned. Tri dra kouskoude, hervez kenteliou reunion Kemper ha Landerne, a jom choaz da ober, en Escopti, evit ma vezo ar syndicat e stad da renta ar brasa servich d’al labourerien ha krenv aoualch da herzel ouz kement bar- arne a c’hellfe c’houeza divezatoc’h en e eneb koler e enebourien : 1° Da genta : sevel aleiz a zyndikajou, unanet an eil gant egile. O unvaniez ’ raïo o nerz ; rac ma ne zeo eun neuden nemet eun neuden, kant neuden gouenvet pe maillet assamblez a ra eur gorden ne c’hell den he zerri. Ouspen en eur ober aleiz a syndicajou, e leac’h unan dre garter, an oll en em anavezo enno, ha pep syudicat a zervicho goude esoc’h a ze da vean diazez d’an oll breu- riezou all a gomzin anezo divezatoc’h; 2° D’an eil: ober syndicajou hag ec’h en em emmeller enno euz ar verz kouls hag ouz ar pren; rac anez e c’hoarvezo ganto ar pez a zo bet c’hoarvezet gant Syn- dicat P..., el leac’h ma zeo bet gwelet ar varc’hadourien unanet o refus prena pe o prena a izel briz marc’hadourez al labourerien o devize kemeret o fosfat er Syndicat; 3° Erfin, d’an drede, red eo kaout ive eur gazeten, evel Feiz ha Breiz, hag a zervicho da gleuzenn pe da letern Digitized by Go OglC — 103 — evit sklerijenna an hent hag avechou memez da dranch evit e gompeza d’hor mignoned a volontez vad pa glaskint ober eun dra bennak en hor parreziou.

Na pebez labour! a lavarfot marteze, ha gant rezon; ha piou a c’hello biken kas eur seurt labour da benn ? 011 assamblez, mignoned, ar penvidik hag ar paour an eil krog e dorn egile. Hervez al lezen kouskoude ar vleinamant euz ar zyn- dicat a dle beza d’eur presidant, d’eur secretour ha d’eun tenzorier, pe d’ar re all choazet, pa vez ezom, evit derc’hel o flas. Da vennout eo eta e ve kavet daou pe dri den guiziek habolontez vad dezo evit bleina mad syn- dicat pep parrez. Ha diez eo kement-ze ? Evelato, abalamour d’an unvaniez a vo etrezo, syndicat ebet ne vo ’vel dilezet, ha presidant an unvaniez a rento, servich d’an oll oc’h en em emmel euz ar pren hag euz ar verz. Ouspenn, evel em euz lavaret, pep syndicat a gavo ivez er gazetenn-man an oll aliou mad m’en dô ezom anezo evit kas mad da benn al labour a vo en e garg : ober kement-ze a zo memez unan euz e vrasa ioulou. Esperans am euz, erfin, e kavo leorik Feiz ha Breiz ar gwella digemer e kichen hon oll mignoned a verv en o c’halon ar gwir garantez evit an nesa, hag e stagint breman a zevri d’al labour, assamblez ganeomp, evit brasa mad an oll. Hag e ken kas e klaskefe unan bennak argila var ar poent-ze, e tigasin dezan da zonj, en eur echui, euz ar c’homzou-man a lavaras, n’euz ket c’hoas pell, an T. S. ar Pap Pi X, e-unan, da vistri kristen an anter-noz : « An nep, emezan, a fell dezhan beza kristen guirion na dle ket en em gontanti da bourvei d’e ezommou e unan, red eo dezan c’hoas ober e oll bossubl e peb doare evit diminui oll ezommou e vreudeur. Yan Bodeost. Â Digitized by GoOglC — 104 — PENNADOU-STUDI Divar benn an Europ ragkeltiek (*) KiHDiget d’an ao. F. Vallée e testeni aanaoudegez vad Eor pennad-studi war amzer ar mean benet a-skolp Mad eo gouzout eun draïk bennak diwarbenn ar bed ma TeTomp ennan ; vardro pegeit a zo ema an douar o vont hag o tont dre an oabl, ma n’eo ket bet a viskoaz ; hag hcn a zo bet atao dem-henvel ouz ar pez m’eo breman; hag hen a oa en e zav pell a oa araok ma teuas an den kenta da veva warnezan? Eun dra vad eo kaout eun tammik deskadurez diwarbenn an oll draou-ze, hag en deiz a hirio an dud dizoue a labour kenan war an amzeriou kos evit geilout beza goest da ziskouez n’eo nemed geier ar pez a lavar ar Spered-Sanlel diwarbenn kroui- digez ar bed-man, hag evit rei da gredi n’euz ket bet a ezomm biskoaz euz Doue ebed da lakaat an traou da vont en dro. Eun dra red eo eta studia evit dont a benn da zismantri lava- riou toull an Aotroned kouezet euz a iost ar c’har-ze hag eun dra gaôr ha kristen eo eTit an neb en deuz studiet, ranna gou- deze etre ar re n’o deuz ket geilet hen ober, ar frouez euz o studi. Setu petra deu da ober an Aotrou R. ar Reoi dre ar studiadenn-man a ginnig hizio da lennerien « Feiz ha Breis » ha ne vezo ket laosket penn-herez gantan. An Aotrou Roni a zo eur breizad ha daoust m’ema o chom e Paris eo brezonekoc’h eget meur a vreizad o chom e Breiz ; goude beza furchet levriou brudet an Aotrou de Lapparent (2), Bertrand (3), hag heulhet el Lonvre skol gwisiek an Aotrou Salomon Reinaeh (4) en deuz destumet e studi er skridou m’eo bet teurvezet gantan kionig daiennerien • Feiz ha Rreiz • a raïo dezo an digemeriaouen a zo dleet. N’eo ket an oll evelato a c’hello heuilh anezo penn da benn ; rak euz traou uhel, pe traou n’euz ket kalz a anaoudegez anezo eo e vezo komzet enno ha dre-ze, n’eo ket souez e vezo red (1) ragkelliek = préceltique; ger nevez savel war skouer raganaoudegez’ pietcience, hag all. (2) Secr. perp. det VAcad. de Sciences. (3) Membre de llnslitut. (4) Professeur d’arcbéologic préljislurique a 1’Ecole du Louvre. Digitized by GoOglC implija gerion uhel, pe mar kirit geriou ha ne vezont ket klevct bemdez : studiou nevez a c’houleon geriou nevez. Tud zo ha pa lennont brezonek, dal ma welont eur ger ha n’eo ket anavezet mad ganto, kenta tra o deaz da lavaret eo: — « Bah ! an hini en deuz skrivet an dra-ze n’oar ket a vrezoneg. » — E keit-ze e lennont galleg, e kavont bep an amzer, meur a c’her tenval, meur a hini all ha kaèr o deuz furcha ha difurcha kement ger-levr (1) galleg a zo, goude ma furchfent penn da benn hini bras LartaiM zoken n’o c’haffent ket enno, ha daoust da ze ne damallont ket ar skrivanier gall da veza fall. Anzav a reont n’int ket evit anaout kement ger galleg a zo. — Leal e vezer e kenver ar skrivanieren c’hall evel ne vezer ket e kenver ar re vrezonek ha koulskoude ma vefet lealoc’h e kenver ar re-man e vefe easoc’h dezo mont war araok gant o labour. — Lealded vito hag awalc’h e vezo ! F. C. PENNAD-STUDI KENTA I. Amzer an armou hag ar benviou mean benet a-skolp* Den an douarou-dichal (alluvions) hag ar chasumen hirvi-ertfh (rennej. Diouz doare ar gwiskadou-rec’hel a zo oc’h ober plusken an douar hag ivez diouz doare ar relegou loened ha plantennou a gaver enno, ez eo bet lodennet istor hon Douar-ni gant jeolojiz (2) e pewar pennad-amzer. Epad an tri pennad-amzer kenta, e kaver relegou loened iskiz, kollet ar ouen anezo, hag a zo dishenvel, ne ket hepken diouz re hon amzer, dishenvel eo c’hoaz loened pep maread amzer war eun dro diouz loened an hini araog ha diouz re an hini war-lerc’h. A-hent-all, n’eus rouden ebet eus an den. Studi al loencd-ze, anaoudegez ar seurtjou anezo hag o c’hevrenna (classification) a zo danvez ar brank-ze eus ar jeolojiez a hanver henloenoniez (1) Ger-levr = diclionnaire. (•2) Jeolojiz = géologue$; jeolojiez s giologie. War skouer bibliografies = bibliographie. Gani keuz eo ec’h fmplijan ar ger bili-vrezonek-te, met penaoz ober ? Bez’ e Cheller lavaret tteroniez (astronomie), douaroniez (gèographie), louzouoniez (boianique), loenoniez (zoologle), bag all. Ar geriou-ze a zo reiz awalCb, a gav dïn ; n’oun ket avad evit ober war o pkouer eur ger da drei ¦ géologie » e brezonek. Digitized by GoOglC — 106 — ( paléontologie animale ; ar sillaben genta er gcr brezonek-ze a zo an hano-gwan hen, bet implijet alies e brezoneck gwechall, hag a ?o gantan talvoudegez ar ger gregach palaios). Studi ar plantennou a veve war an hevelep mareou a vez graet anezi henlouzouoniez (paléon- tologie végétale. Fosilen, liezder fosilennou a vez graet euz n’eus fors pe seurt relegou loened pe plantennou kavet e gwiska- dou doun an douar (i). II. Ar pex>are pennad-amzer Er gwiskadou-douar furmet d’ar mare-zeeo e kaver en Europ roudou kenta an den. Diouz studi piz ar gwiska- dou-ze, o deuz gallet jeolojiz ober diou loden eus ar peware pennad-amzer-ze. Epad al loden genta edo steriou an Europ kalz ledanoc’h eget n’ed int hirio ; ar Seine, an Tamisc a veze kement anczo ha ster an Amazo- nezed (2) hirio. Amzer an douarou-dichall (alluvions) a vez graet eus ar chenta eilrann (subdivisionhze eus ar pervare pennad-amzer ; er trouc’hadou teo a dreaz. grouan, bili, pri, ledet gant livadennou steriou an Europ a-hed an amzer-ze ez eo bet kavet, mesk-e-mesk gant eskern an olifant, an dourvarc’h (hippopotame) hag al leon, ar chosa benviou mean great gant dorn an den. Amzer ar Skorn Bras (époque glaciaire) a vez graet eus an eilrann all. Ar « skornegou-red » (glaciers) war an Alpou hag ar Pireneou a yoa kals brasoc’h eget ar re vreman ; skornegou-red ken bras-all a wiske lein ha krab meneziou Bro-Arvern, Bro-Iverzon ha Bro-Skoz e-lec’h n eus ken anezo hirio an deiz. Breiz he doa gwir veneziou war ar mare hag a zave o c’hriben beteg pem- zek kant metrad a-uz da c’horre ar mor. An Alpou, ar Pireneou, hag an aradennadou-meneziou-all eus an Europ a yoa ivez uheloc’h ha tevoc’h eget n’ed int hirio; koazet eun tam mad int abaoue, kignet, dispennet hag uzet hep paouez gant ar glaveier hag an doureier- (1). — Fosü Cs brezonck = ss gallek) eo an liano-gwan doarea: eul loen fosil, eur blanten fusil. FosUennek a vije ganun talvoudegei ar gallek /bari* lifère: gwiskadou reChel fosilennek, da lavaret eo gwiskadou reChel hag ez eus enno foBilennou. (2). — Lavarout a ran Amazonen, liezder Amazonezed, o brezonekaai ar ger war skouer femelen, femelezed. Digitized by GoOglC — 107 — red; an atrcjou anczo, kaset a-bell gant ar stcriou ha ledet ganto en o livadennou, a zo aet d’ober ar c’hompe- zennou bras. An holl a oar petra eo eur a skornek-red » (glacier) (1), Eur skornek-red a zo evel pa lavarfen eur wazad-skorn a vez leuniet ganti peu uhela an traoniennou, er meneziou uhel. Ar wazad-skorn-zc a vez kas war-raog ganti evel ma vez gant eur wazad-zour, nemet divalooc’h kals ez eo he c’herzed (2). Mammen hag an don ar skorned-red a z/> an erc’hennou (champs de neige) hag an tachennadou erc’hskorn (névés, neige-glace) a vez goloet ganto lein ar meneziou. Gant an dinaou a zo gant strad an draonien, gant he fouez he-unan, hag ivez gant an teuza a vez gant al loden anezi a zo a-stok d’an douar, ar wazad-skorn a ya bepred wrar-raog; hogen he lost o teuzi ezvuan o voza m’en em gav en cun amzer klouaroc’h, e lusk ivez da gila war an hcvelcp tro. Ar c’hemm a zo ctre an daou flach-ze eo a ra gwir araokaat ar wazad-skôrn. Dre fors frotal evel-se, en he c’herzed war-raog, ouz strad hag ouz kostesiou an draonien a dalv d’ezi da naos (aoz), e teu ar wazad-skorn da uza ar rec’hel. An uzadur- ze, avad, a zo dishenvel a-grenn diouz an hini grael gant an doureier-red. Kompezet, plenaet, anboulaet (arrondis) (3) keit-ha-keit e vez gorre ar rec’hel ganti. Ouspen ze, e kleuz enno roudennouigou ceun a vilierou ; garanet e vez ar re-ze gant ar mein munud, ar grouan hag an treaz a ’n em gav paket er skorn pa deuont da frotal ouz rechel an naoz (aoz). Dishenvel eo ivez uzadur ar mein munud ze charreet gant ar wazad-skorn diouz hini ar bili ruilhet gant dour eur froud (torrent). Ar re-man a zo bet peuruzet o c’heriou (4) ; anboulact ez int bepred ha kompezet flour. \\i Ar ger skorngrec’h a gaver war Geriadur an Ao. Gonidek, mad mar- leze dadrei iceberg (eur grechen-skorn war neun war chorre ar mor), na zere kel kais ouz eur« gtacier - war ar menezlou. A-hent-all ar ger skornen, implijtt e brezonek da lavaroui gorread skornet eul lenn ha mad da drei en hor yez icefietd (champ de glace) na zere ket kennebeut ouz ar « glacier • war ar meneziou. Skornek-red a zo savet war skouer meinek = amoncelle- tnenl de jrierres, e yez Gwened. <2) Da skouer. skornek-red an Aar, e Suis, a ra pep bloavrz 71 metrad war-raog. (3) Anhoulaat (TregerJ = arrondir. (4) Ker = arrêiedune pierre. Digitized by GoOgl C — 108 — Er c’hontrol, ar bili diwar cur wazad-skorn a vez alies benet a-duigou (taillès a facettes), hag ar re anezo a zo anboulaet a vez garanet enno eleiz a roudennouigon. Ouspen ar bili paket en he dounder, ar wazad-skorn a gas ganti, war he gorre, mein all, darn anezo bras meurbet, bet dizachet diouz ar c’hribennou tro-dro. Ar mein hag ar rec’hel-ze, mar d’eo hirr-hirr ar wazad- skorn, a vez kaset evelse ganti pell-pell diouz al lec’h m’edont ennan da genta. Rcc’hel dilec’hiet pe kantrect (blocs erratiques) a vez great anezho. Ar rec/hel dilechiet, a-unan gant ar c’horreadou reier kompezet ha roudennet hag ar bili garanet, a zo ken liez a routjLou o testenia war bezans (existence gwazadou- skorn koz eu eur vro. Dioujto eo o deus gallet an natu- rierien (naturalistes) anaout e oa gwech-all, e broiou-zo $us an ;Europ evel an Arvern, Iverzon ha Bro-Skoz, gwazadou-skorn o deus steuzet diwarnezo eur reujad spontus a gantvejou kent dcrou (J) an istorvez (la période historique). k E-kerz (a-zoug) Amzer ar Skorn Bras, broiou an Hanter- noz eus an Europ, Norvej, Sued ha Danmark, a yoa ouz o golo eur gwiskad teo spontus a skorn henvel ouz an hini a c’holo,hirio ar Groenland. Lost ar mellou gwaza- q]ou-skorn a ziskenne gant dinaou an Alpou skandinavek a, ’n em astenne beteg Bro-Zaoz war eun tu ha beteg ar Rusi war an tu-all. Neb a vale kompezennou bras ar Rusi hag ar Pologn a gij (2) aman hag a-hont ouz rec’hel hras a zav, o-unan-penn pe a strolladou, war ar blenen hag a vez dishenvel o danvez diouz danvez ar rec’hel a ra diazez ar vro. Digaset int bet gwechall gañt ar gwazadou- shorn dious lein an Alpou skandinavek beteg ar broiou- «e. Ar Prus, an Aimagn, Bro-Holland, hag ivez ioden- nou-zo eus Bro-Saoz tro ouz ar Sav-heol a vez street (3) outo evelse mellou rec’hel mean-greun deut eus meneziou an Norvej. ¦" Daoust da gement a skorn, na zeblant ket koulskoude beza bet yen-kenan an temps-amzer (4) war an Europ (1) Derou = commencement. ’’• \1) Kijout ouz (Kerne) = rencontrer. (3) Strei (Kerne; = éparpiller, disperser. (4) An temps-amser, temps an amzer, temps an ear = le cUmat. Digitized by GoOglC — 109 — d’ar c’houls-ze Hirio c’hoaz eoezennou ar Zeland-Nevez e vez gwazadou-skorn bras ouz krab ar meneziou anezo ha koulskoude e vez klouar meurbet temps an eaf eii traoniennou tro-dro ; enno e weler o sevel raden gwez- henvel (fougères arborescentes) gwez palmez ha planten- nou all eus ar broiou tomm. Ar bezans (1) en Europ, d’ar mare-ze, eus leoned, tigred, olifanted ha frikorneged (rhinocéros) n’eo ket, a-hent-all, eur brpveneus tommder dreist an amzer. Leoned a veze kavet c’hoaz beteg ar pempved kantved araog H. S. e lodennou-zo eus goure- nezen ar Balkanou ; an tigr a gaver c’hoaz hirio e Bro- an-Afganistan- hag e koajou ar ster Amour (Azi ar Sav-heol), broiou e-lec’h ma vez yen-yen ar goanv.Evïf pez a zell ouz an olifanted hag ar frikorneged a veve en* Europ epad ar peware pennad-amzer, seurtjou e oent hag a veze goloet a vleo hirr ha stank ha na vezent ket,’ sur awalc’h, ken kizidik ouz ar yenien hag an olifanted hag ar frikorneged divleo a gaver hirio en Afrik hag e lodennou tomm-poaz an Azi. Hirio c’hoaz, an tigr, a vev e Bro an Amour elec’h ma vez yen-skorn ar goanv, a zo gantan eur c’hreo teo a vleo hirr na gaver ket gant tigred Bro-Indez. R. Ar Rouz. (Da, genderc’hel). A N *EA R (kendalc’h) Evit ar re glanv, an ear vad a vo talvoudussoch alies eget oll louzou ar medisin. Gant ma vezo souchet mad etouez an dillad, n’eus riskl ebet, digorit dor pe brenestr; taolit evez e kement-ze eus an avel-red (le courant d’air). Ar ridochou var gouele ar c’hlanvour a ra peurvuia muioc’h a zrouk eget a vad. — Beillit, m’en deus eur c’hlenvet spegus evit na grancho ket na var ar leur-zy na var ar solier. — Dastumit an dillad fank en ho fart ho-unan. Araog ho goalc’hi, taolit varnho dour bèro. — Na dit morse gantho d’ar poul-kanna; lennit dour izelloc h pe goalc’hit en eur vassin ha taolit an dour en eun toul en douar, ha bervit mad audillad-ze. Dre deuler evez, e c’helier miret dious kontam. (1) Bezzns ssprésence, existence. Digitized by GoOglC - 110 — Ar e*hreïer, — An ear vad zo ken ret d’alloeueteveI d*an dud. Pa goez eul loan /brbu, nao gwech var dek eo dre ma zeo bet re zalc’het en he graou, ha dre-ze he c’hoad zo deuet da veza re bounner. N’eus nemet an ear disklabez hag a rafle goad rus, goad buezek. Eur merour, eus Bro-Leon, en devoa eur chraou bras avoalch evit pemp loan gezek, toet e mein sklent, doaret mad evit ar gwelkenta. Maes ne zoa varnhan na prenestr na netra evit reï ear ; an or ebken. En eur vont er c’hraou da vintin e vennet koeza gant an ear dom a skoe a drcus an drem. — « Eur chraou mad hatom »,alavarear merour; ha pa dâl e kolle, bep bloas, unan pe unan eus he vir- chen, hag hini na deue da vad. Skuiso koll, abars nemeur e selaouas eur mignoun a lavarc dezhan, pell a ioa, digeri daou prenestr en doén. Abaoue c chell paea he c’houel-Mikeal. Evit ar c’hreïer cta, kerkent hag al loenet cat er meaz, mad eo digeri frank dor ha prenestr,evit ma vezo skubet an ear fall. — Ma chom unan benag er c’hraou, digeri dor pe prenestr, imes arabet e ve avel-red. Mad vezo skarza an teil. Seulvui ma vezo dilastez, seulvui ma vezo dinaon evit an dour hanvoes, sculvui ar c’hraou a chomo yac’hus. Na espernit ket ken nebeut nag an torch nag ar skrivel. Eul loan neat hcgroc’hcn, vo seder hc lagat ha yac*h he galon. Dious ar prederiez Eman r gounidegez. Fb. C. Eur Verzerez epad ar Revolution vraz (1794) (Kendalc’h) NAVED PENNAD (Kendalch) Breman, an Itron Marigo, dizam ouz an aoun da goll he merc’h karet, e deuz leach da gredi ez a, heb dale, da goll he c’houent a bez. Ar c’henta a viz even 1701 e teu dezhi aberz an departamant, eur skrid eaz da gompren, siouaz ! Difen a rer outhi rei retrejou ncmed gant assant eskop ar Finistère pe he vikeled vraz ; kemennet eo j Digitized by GoOglC — 111 — ( Fezhi rei (Tanaout d’ar vikeled vraz, hanoiou ar veleyen a deuje da zarmoun d’ar retrejou, difennet eo ouspenn d’ar veleyen kovez er retrejou, nemed galloud o defTe bet digant an eskop assermantet pe he vikeled vraz ; ha ma ne fell ket d’al leanezed heulia penn-da-benn ar pez so gourc’hemennet dezho, andepartamant a zifen outho ober retrejou, goudeze e vezo great ouz ar soeurezed ar pez a vezo kavet mad. Heb dale e velimp petra verk ar c’homzou-ze. An taol a oa pounner evit ar soeurezed. Meur a hini a oa digouezet evit ober ho retred, ha zoken, en ho zouez ez oa itronezed deut a bell. Red oa ho fedi da vont kuit pe ober ar sermant. Ne oar ket nec’het er gouent, hag an itron de Marigo a zo ken euruz hag he c’hoarezed o rei eun testeni nevez evit merka e kendalchent start en ho feiz. Ar retred ne zigoraz ket. An itronezed deut a bell d’ar retred, el leac’h mont d’argear raktal, a gavaz digor en abatti Kerlot, tost da di ar Retred. Eno e chomjont eun nebeut derveziou, pell diouz trouz ar bed, ho-unan gant Doue, o pedi. Kouent Kerlot a zobet serretive, hag al leanezcd taolet er meaz, ar bevar var-n-ugent a viz genver 1792. Expilly, koulsgoude, a gave diez guelet ne c’helle ket dont a benn ouz mestrezed ar Retred. Petra ra neuze ? Klask deski da ziou pe deir vaouez ouz kear, hag a du ganthan, penaoz e vez renet eur retred, evit ober labour ar sceurezet. Neglaskaz ket pell koulsgoude, guelet a rea ez oat o vont da ober goap outhan, hag e kavaz guelloc’h laza da vad ar retrejou. Arne teo a oa eta a zioc’h d’ar gouent paour hag an tarzkurun agrozaz aneil avizgouere 1791. Endevez-se, tud ar c’houarnamant a deuaz gant an arrêié-man da gaout ar soeurezed : An Directoire a ro urz da N. N... a zo e penn district Kemper, ha da N..., komiser, da vont var an deiz da di Itronezed ar Retred, evit anaout ho ger diveza divar benn ar (Constitution civile du Clergé.) Ober a raint eur prosez-verbal gant ar pez a vezo lavaret d’ezho. Ma ken- dalc’h ar sceurezed-se d’ar pez o deuz diskleriet dija, e vezo roet eiz dervez d’ezho evit mont kuit; ar ziel a vezo lakeat raktal var ho faperou, arrebeuri ha kement tra zo Digitized by GoOglC — 112 — en ti, nemed koulsgoude arpez a veffed’ezho, en ho hano ho-unan. » Mad eo skriva ar c’homzou-ze var ho hed, koulz hag ar re a zo aman varlerch, rak diskuel a reont sklear, ha lavaret a reont dre c/hinou tud ar c houarnamant ho- unan, n’eo ket falvezet gant soeurezed ar Retred mont a eneb ho choustianz oc’h ober al le a choulennet haga oa kontrol beo d’an Iliz ha da c’houarnamant an lliz. Var dro pemp heur eta, e tigouezaz e ti ar Retred tri gomiserda c’houlen an Itron de Marigo, superiorez hag ar sceurezed all ive. E chellit kredi eouent lezet da gao- zeal ho-unan.« Lavaret a reont ne glaskont nemed mad ar sceurezed hag e teuont d’ho alia da ober al le, gant aoun da ober gaou ouz ar relijionbag ouz al labour gaer a reont dre ar retrejou. Ouspenn, emezho, Expilly a zo eun eskop katolik, hag ar Gonstitution a zo a-unan gant guirione- sou an Iliz. » Traou all ken guir hakenkaêraleverjont c’hoaz, o klask deseo ar soeurezed. Koll a reont ho foan. Ar merc’hed santel ne glaskent nemed silvidigez an eneou ha gloar Doue, ne c’houlenncnt nemed digant ho c’hous- tianz petra oa mad, ne reent forz ouz lavarou an dud, ha ne lavarjont nemed eur ger : « Nann. » Lakad a reont ho hano e traon ar prosez-verbal. Setu aman ar skrid-se : District Kemper. — Erbloaz 1791, an eil a viz gouere, ni... perz d’eomp e gouarnamant district Kemper, a deu da ziskleria aman, ez omp bet, var dro pemp heur, e kouent ar Retred e Kemper, hag eno on deuz kavet an Itronezed: Marie-Gharlotte Marigo, Marie-Jeanne Le Borgne, Marie-Esprit Larchantel, Charlotte Rospiec ; lennet on deuz dirazho an urz bet digant departamant ar Finistère da vont d’ho c’haout, evit ar vech diveza, divar benn ar (Gonstitution civile). Roet on deuz d’ezho d’anaout, ez euz hano, dreist pep tra, ouz al le a rank ober kement hini a ra eul labour benag hag en e\iz ar c*houarnaniant da velet varnezhan. Ar soeurezed o deuz respontet ne rajent ket al le a zo hano anezhan, ha n’o deuz netra da chench er pez o deuz diskleriet araok; lavaret a reont ouspenn e deuz an itron de Saint-Luc, klanven heguele, ar memez mennoz gantho. Goude ar respont-se, on deuz roet d’anaout d’an Itronezed, e rankent dilezel ho zi abenn eiï dervez hag e vije lakeat ar ziel, ar zeiz deuz ar miz, var Digitized by GoOglC — 113 — gement tra ne oa ket cTezho, en ho hano ho-unan. P’on deuz goulennet digantho sina, o deuz great raktal, ha varlerc’h hano Victoire de Saint-Luc, eo merket: « A fell d’ezhi ober evel ar re all. » Bvit kompren ar c’homzou diveza-ze e rankomp lavaret ne zoa ket Victoire de Saint-Luc, pare c’hoaz, pa deuaz tud ar chouarnamant da obcr ho zaol kaêr. Ar soeurezed all a responte evithi. « Koulsgoude, eme archomiser, an itron de Saint-Luc n’e ma ket aman, ha den na c’hell respont evithi. Piou a oar, marteze e rai al le ne fell ket d’eoc’h-c’houi ober. — Nann, Aot. eme an itron de Larchantel, ne rai le ebet, he zantimant eo hon hini. » Ar o’homiser koulsgoude a fell d’ezhan guelet or glanvourez; mont a ra beteg he c’hambr gant an itron de Lnrchantel. Lavaret a ra dezhi ober al le peaec’herruogoallganthi. « Biken, emezki^ ne rin al le a clioulennit diganen^ prest oun da zina va refus gant va goad. » (Da genderchel). L. G. ...... Emglev Merched Kristen Franz Diverra euz al labouriou great epad ar bloaz 1906 gant Bretonezed kear Landerne a zo en E. M. K. F. An diverra-man a ioa dleet dezan beza bet embannet pell bras a zo, mez trubuilhou bern war vern a zo deuet da zale an hini ioa bet karget anezan. Lavaret a c’hellomp gant ar Barz : Sunt lacrymce rerum, daelou a zo e peb tra ha n’eo ket bet marteze ker gwir biskoaz ar ger-ze en hor genou evel ma zeo breman. Daelou hon deuz skuillet o welet ar maro o tiframma diouzomp an hini en devoa unanet e vuez gant hor buez, e galon gant hor c’halon. Daelou ho deuz skuillet ganeomp, M. K. F., o velet ar vro o vont d’an traon a lammou penn war lerc’h ar vota- degou fall m’eo bct treac’het enno ar gwir gant au nerz. Daelou o welet an lliz dispartiet diouz ar Fanz he merc’h hena. Daelou o welet tiez sakr ar bedenn savet gant prof ar paour hag ar pinvidik perchennet gant tud dizoue. i Digitized by GoOglC — 114 — Daelou o welet ar skoliou kristen diskaret an darn vrasa anezo, hag ar c’hroasiou lammet euz oll skoliou ar c’houarnamant. Mez mar o deuz « Mere’hed Krfotea Prau ¦ ouelet o welet an oll draou unkcnius-ze o choarvezout, n’int ket chomet a zav evit an dra-ze : kendelc’her o deuz great da stourm daoust d’an amzer ha d’ar re fall. Gwelet int bet epad an invontoriou oc’h ober euz o chorfou eur jadenn veo da gelc’ha an ilizou ha meur a hini evit beza diskouezct rc ar choant o dcvoa da welet lezel gant Doue nr pez a oa da Zouc. o deu/. paket amand ha prizon, ha rannet hon deuz 238 lur etre ar merc’hed a zo bet kondaonet evit an invantoriou euz an Drennek, euz a Lesneven hag euz a Blouziry. Diskouczet hon deuz ivez e kavemp iskiz teuler ar c’hroasiou er meaz cuz ar skoliou ha dre oll hon deuz hculhet ar prosesion a reat evit digoll an Aotrou Krist euz an dismegans a rear dezan er vro : Hen, an hini a garie kement ar vugale, mu lavare : lezit anezo ’ta da zont davedon n’euz ket a c’hoant zoken da welet e skeu- den en o zouez. Gvvelet zo bet zoken mammou oc’h embann ar gwir o deuz war eneou o bugale hag oc’h ober d’ho friejou gour- c’hemenn d’ar skolaêr digristen destum al levriou bet skignet gantan hag e komzet cnno eneb Doue hag ar Vro epad ma reat meuleudi kement a chell lakaat an hudurnez hag an dizurz da vont war gresk er vro. Ar skoliou kristen n’int ket bet ankounac’heat ken nebeud ha rannet hon deuz 672 lur etre ar re ezommeka anezo : Landerne, Landivisiau, Plougastel, ar Folgoat, Plouzeniel ha Loperc’hed. Petra eo an dra-ze a leveroc’h, beradou dourhanetra ken ? ya, nebeud a dra mar kirit eo an dra-ze. Evelato beradou dour a vezer laouen outo pa gouezont goude sec’hor vras. Marteze gant ar re a zo bet kouezet betek hen ez euz keal eur glao frouezuz. Mantret er fin o welet kement a draou hudur skignet gant ar paperennou fall hon deuz labouret muia nïhon deuz gellet da skigna ar re vad. 616 lur a zo bet dispignet evit leda ar skridou mad ken Digitized by GoOglC — 115 — e krezonek, ken e gallek. Etre Lesneven ba Landerne eo eat an darn vrasa euz an arc’hant-ze, rak war ar meaz ne lenner nemeur nemed da zul. Koulskoude kement hini ac’hanoc’h he deuz goulennet kaout cur bapercnn bcnnak diouz ar bloaz he deuz bet anezi — ha iaouen omp o c’hcllout lavaret e vezo Feiz ha Breiz hiviziken unan euz ar papercnnou a boagnimp ar muia da skigna. Setu aze petra zo bet great euz ar gwenncien a zo bet destumet en ho touez. Dleet eo e vije bet gellet destum muioc’hik, rak seul-vui a archant hon devezo ha soul-vui e kasimp an traouen dro. Mcz kalz euz Merclied an Emglev a zo chomet heb rei o frof ha koulskoude petra eo rei eur rcal. 665 emgleverez euz karter Landerne, n’euz ket bet klevet kelou ebed anczo er bloaz tremen. Parresiou a bez a zo bct chomct evel abafet goude an disparti. Re all koulskoudc a zo dcuct davedomp a galon vad, evel Sizun ha Logonna. Seul-vui e vrasa ar stourmad ha seul-vui eo red poania da zavetei al lestr. Petra lavarfec’h euz mortoloded a zo a zevri o stanka eur faout cn o bng hag a laosk o labour war zigarez ma z’euz sazet eur faout all larkoc’h. Red co bcza e kement leac’h ma zveuz danjer; red eo en em zieza hon unan evit lakaat da vont war araok an traou a zaveteio ar vro. Red eo dreist oll rei hon aluzennou evit diner an Iliz ha martcze abalamour da-ze e vo red deomp bihannaat an aluzenn a rocmp d’an Emglev, ha c’hoaz, e pe leac’h ema an hini ne c’hell ket kaout an tu da rei eur real er bloaz evit kaout an henor da veza euz E. M. K. F. a c’hellfc beza o ger ; Doue da genta. I. DE BOISANGER. — 1 16 — PARREZIOU MERCHED ARCHANT Landerne......... 508 4941ur35 Landivichau....... 297 325 25 Plougastel....... 219 151 80 Lesneven......... 164 117 25 Ar Folgoét........ 132 38 50 8l-Thonan........ 122 37 » Plouédern ........ 107 27 05 Lannurvan....... 79 89 90 Lanarvily......... 00 31 20 Trégarantec........ 60 15 b Irvillac.......... 55 16 75 Plouziry......... 42 40 50 Plouzcniel........ 40 15 25 Sizun........... 37 18 30 Loc-Brevaler....... 34 6 40 Lanneufret........ 33 18 25 Ar Forest......... 26 7 25 Sl-Divy.......... 22 10 40 Plouider......... 20 8 b Plougcrne........ 19 4 75 Logonna ......... 14 22 b Plouescat......... 13 3 25 Daoulas......... 11 27 50 Lannilis......... 11 2 75 Lambaol......... 11 14 30 Loperhet......... 6 3 b Kernilis, Kersent..... Plabennek, Penc*hran. . . Dirinon, etc....... 44 45 50 Etre tout .... 2.195 1.591 lur 45 Digitized by KARTER LANDERNE Merched krlsten e peb parrez, arc’hant dastamet Madelez ar Galon-Sakr Rrlioioso Va Je - hui a zo kous - ket; E pa - lez an Drein-det; An oll zent nag an e- lez Dl - ra - zan daou - 11 - net; Mes e ga - lon *zo di- m huD, hag euz an env e par, E - vel an heol ben-nl - get var oll dud an dou - ar. Va Jezuz a zo kousket... E palez an Dreindet An oll zênt hag an elez diraz-han daoulinet ; Mes e galon zo dihun, hag euz an nenv e pâr, Evel an heol benniget war oil dud an douar. Va Jezuz a zo kousket etre divree’h e Vam, Henvel ouz an distera a vugale Adam ; Mes e galon zo dihuh, hag evit ar pec’her E promet rei da Zoue, goad eun Doue Salver. Va Jezuz a zo kousket, ha n’en deuz ken kavel Nemet douar ien ar c’hraou digor da beb avel; Mes e galon zo dihun, ha war ar plouz kalet E red ar c’henta daèlou en deuz Jezuz skuillet. Va Jezuz a zo koùsket, skuizet gant e labour En ti paour a Nazareth evel eur micherour ; Mes e galon zo dihun, ha ne gavo repoz, Ken na velo evidomp digor ar Baraaoz. Va Jezuz a zo kousket, kousket war bag sant Per, Diruillet gant an tarsiou e kreiz eur barr-amzer ; Mes e galon zo dihun : reizet an avel-forz, Hag ar vagik digouezet heb drouk ebarz ar porz. Va Jezuz a zo kousket: eur groaz eo e wele ; Eno en deuz her staget tcchou ar garante ; Mes e galon zo dihun hag a skuill war ar bed Ar goad sakr a dle renta d’an ene ar yeched. Digitized by GoOglC Va Jezuz a zo kousket, e gorf sakr zo er bez, Diouallet gant soudardedeur bourreo didruez Mes e galon zo dihun hag en despet dezo Hor Zalvez en deuz torret chadennou ar maro. Va Jczuz a zo kousket, kousket eo dre viracl Kuzet en hosti santel, kuzet en tabernacl; Mes e galon zo dihun, o rei d’hor c’halonou, Er Zacramant, an tanva euz dousder an nenvou. Va Jezuz a zo kouskct. Setu hor bro gristen O rei malloz d’e hano, o tisprij e lezen. Mez e galon zo dihun ; ha ni gant esperans, Pedoinp Jezuz da zikour hor Dro garet, ar Frans Great gant an Aot. Canivet, maro person e Tregunc, ba dcstumet gant an Aol. Cbaloni Abgsall.

Eun ton Brezonek Unan euz ar 15 a zo bet destumet gant an dimezel Mari de Bolsanger hag a zo bet kurunet dezl e « Gouet ar bleùn bruh » e Kery&n d’ar 4 a viz gweogolo 1906. Kanet gant an Intron de Lesgnern de Lesquivit. I)o dolodobi do lo dando danlo - den- nik Do danlodobl do lo dando danlo bl Ran tan tou t«  tou ra tou va tou ra tou Tâ zon daQ do lo - den - nik m Rantantouva touratouTa touva zen dan do lo den. Marvaill ar c’hoar hena « Da vihan, da vras ar pennoc’h, Nao anduillen en e gof. » An dra-man a zo en em gavet n eus ket pell en eun tiegez e Breiz-Izel. Er goanv, en deiziou diveza a viz kerzu, dious an abardaez, en em gavas eun den da glask e lojeis.... Eur Cherne oa,. unanoklask reun da brena. — An ozach eus an ti, cun den mad, a roas dezan e loj ha zoken e goan gant tud an ti. Evel ma ’man ar chiz er goanv da veilla var ar meziou, an ozach sa pa achu euz koan a lavaras da baotr ar reun tostaat ouz an tan evit obcr eun tomm.... Edont en o gwir vellao tommapa reas an divroad eur sell er chiminal. Eno e oa nao anduillen euz ar re gaêra a istribill ouz eur penn bras tco hag a ioa du gant an uzul dre m’edo er chiminal meur a vloaz a ioa dija. « Sell ’ta, eme ar Cherne petra co an traou-ze ’ta ’zo aze a istribill ? » — « Ar re-ze, eme an ozac’h, a zo anduill. » — « Anduill, emearCherne, mez n’int ket henvel tamm ebed, rak lod anezo a zo gvvenn, ha lod all a zo du ; re deo ha re voan a zo ivez ; perak an dra-ze ? » — « Ar re, eme an ozac’h, a zo gwenn ha moan a reomp an elez anezo; hag ar re all teffoc’h ar re ze eo ar zent. » — « Haghenman neuze, eme ar Cherne, an hini a zo o telcher anezo hag a zo kalz duoc’h ? » — « Hennez, eme adarre an ozac’h, eo an Tad eternel. ¦ Ar Cherne ne lavaras mui ger, nemed e chomas pellet da zellet er chiminal..... Antronoz, mintin mad, setu hen prest da vont en hent; edo mestr an ti o tiskenn euz e wele p’edo o samma e zac’h war e joug evit mont adarre da droial, evel maz eo e vicher. — « Prest dija, eme an ozi\c’h ? » — « la c’had, eme ar Cherne. » Mont a ran en hent Gant an Elez hag ar Zent. Ha bennoz Doue deoc’h An tad eternel ra vô ganeoc’h..... Digitized by GoOglC A — 120 - .. . An ozac’h nelavaras ger hag en em lakcas da wiska e ztllad; mez a greiz lavaret e bedennou e teuas eur zonj en e spered. ... Ar C’herne-ze avad, emezan, en deuz komzet drol ouzin-me..... Mont a ran en hent..... Gant an Elez hag ar Zent..... Ha bennoz Doue deoc’h..... An tad eternel ra vô ganeoc’h..... Hag hen da zellet er chiminal..... Partiet an anduill, emezan, en eur ober eul lenvadenn, hag e chome da zellet ouz ar vas teo a ioa bet ouz o dougen, hag a ioa breman a istribill evel eun anduillen. Raktal, setu oll dud an ti war zav hag ec’h en em lakeont da redet evit diarbenn al laér. Mez re zivezad emedont, Kerne ebed ne weljont, setu oa ranket ober iun an anduill er bloaz-ze. (Unan euz ar marvaillou destumet gant A. M. Saout ha taolet ganti aman hag ahont dre douez ar gwersiou hag ar soniou a zo bet kurunet dezi e Gouel ar bleun-bruk e Kastell Kerjan d’ar 4 a viz Gwengolo 1906). Tour lliz va Farrez. f D’an aolr. Th. Siou, . . person e PoulUn.) Tour Iliz va farrez a weler o sevel Splamm, moan ebarz an ear, adreist ar gwez huel. Ma ’z eo du an amzer, an tour gant e liou gwenn A droc’h ar vogeden, evel eur stereden A lugern splammoc’h c’hoaz pa vez tenval an noz. Ha bez eman an heol o skuilha e vennoz ? Neuze, war beg an tour ar groaz a lintr dispar. Ar groaz, merk ar christen, huel diouz an douar Zo bet aze pignet evit beza, diouz pell, Gwelet gant pephini o sevel en dremwell. Ar groaz a ziskennas Doue beteg an den, A c’hell pignat an den beteg Doue zoken. Digitized by GoOglC — 121 — Evel eur skoulm santel ema kroaz Hor Zalver Etre Doue ha ni, Kroaz, fizianz ar pec’her, Hirio ni ho salud, o kroaz errez a beoc’h ! En tour, en traon d’ar groaz, eun hanter izeloc’h, Ema kambr ar c’hleier, a zo daou gloc’h enni, Anavezet o mouez aman gant pephiui... — « Savit da labourat », eme d’eomp ar c’hleier Bep mintin, « ha buan kerzit d’ho parkeier ; Arabad adreist-oll dizonjal ho pedenn ! » Kreizde! Brevet hor c’horf dindan al labour denn: — « Ehan ! eme ar c’hloc’h ; diskuizit, bugale, Kerzit da glask ho mern, mez en-dro hep dale! » Duze pell en dizwell pa vez an heol ruz-tan O tiskenn er mor doun a-drenv an dero koz, Diveza galv ar c’hloc’h a lavar d’eomp: « Ehan! » Poaniet ho peus awalc’h diouz ar mintin d’an noz. » Doue ne c’houlenn ket gant e grouadurien, » Labour dreist o galloud. Breman, labourerien, » Distroit oll d’ar gear da glask penn euz ho koan, » Hag evit diskuiza warlerc’h eun devez poan! » O labourer-douar, ar greun hadet ganid » A zidenvo buan, hag a reio kelvid » En da bark, a c’hlazo dindan gliz ha tomder ; » Hag ocli eosti d’an hanv, en desped d’az skuizder, » Da galon a drido ; rak d’alc’hmad da labour » A vezo diwallet eneb d’az enebour » Gant elez da Grouer bepred madelezuz : » ’Vit e drugarekât, lavar an Anjeluz ! » ... Hag epad ma klevomp ar c’hloc’h o son lirzin, E lavaromp « Ave », stouet war hon daoulin. Ha setu ni d’ar gear goude teuler eur zell War goantiri dispar hor Mam-Vro Breiz-Izel, Epad ma pign al loar, didrouz, mesk ar stered, Evel eur Rouanez gant he strollad floc’hed. — « Hirio, pa zonez drant, kloc’h, petra ’lavarez ? » Klevout a reomp da vouez o c’hervel ar barrez! » — « Hirio, parresioniz, eo digouczet ar zul, » An deiz ma skuilh Doue grasou puilh, hep muzul, Digitized by GoOglC — 122 — » An deiz ma c’hourc’hemenn d’an oll mont d’an Iliz • D’ar zul e sonan sard, evel em yaouankiz ; » Va c’halon arm a drid p’ho kwelan kristenien, » En desped d’an domder, pe daoust d’an amzer yen, » O tiredet oll aman d’an oferen-bred, » Ha p’ho kwelan, goude, daoulinet er vered » Evit pedi Doue da gemeret touez » Ouz ho tud tremenet, ouz Anaon ar barrez ! » Keit ha ma kendalc’hoc’h da zont oll d’an Iliz, » E sonin laouen-braz, bep sul, Breiz-Izelliz ! » — « Kloc’h va farrez, lavar, petra zo a nevez ? » — c Eur bugel badezet a zo deut d’ar vuez, » Hag e fell d’in kana da zeiz ginevelez » Eur bugel da Zoue hag eur breur d’an Elez ! » — « Kleier, c’houi ’zon laouen, perak an dra-ze ’ta ? » — « En e galonig glau, evit ar wech kenta, » Eur bugel en deiz-man en deus digemeret » Korf ha gwad e Zalver! » — « Petra zo tremenet » Hirio ? » — « Daou zen yaouank o deus touet gant le » D’en em garet dalc’hmad an eil hag egile! » — « Ha perak bep eil tro, kleier, e sonit kaon ? » » Pedit, rakeur c’hristen a zo eat dan Anaon ! » Ah! Tourik va farrez, pegement da garan !... Evel ar martolod a glask sked an tour-tan Da veachi, d’an noz, war ar moriou treitour, E klaskan ac’hanout war ar meaziou, va zour! Ouzpenn mar tigasez an envor da bep den, Tour, euz ar Baradoz, Bro wirion ar c’hristen, Ez oud eun ere krenv etre tud eur barrez ; Pep kalon a lar d’id : « karantez, trugarez! » Yvon CROQ, « Eostih Kerinek. »


^VCyWrsOW--¦-¦

Digitized by GoOglC KASTELL-PAOL <*> D’ar zul 12 a viz maê, 400 Bretonez vad euz EmgLevMerc’hed kristen Franz a ioa en em zestumet e Kastell evit selaou eur brezegenn vrezonek great gant an Aot. Perrot, kure Sant-Nouga. Goucfe beza diskouezet oa red da genta ha dreist peb tra labourat da wellaat an unan ha da wellaat tud an ti ma vever ennan, ar prezeger en deuz lavaret ar vad a c’helle an Emglev ober evit gwellaat an traou er barrez hag er vro. Eur ger en deuz bet evit ar skoliou, troét a eneb ar wro an darn vrasa anezo hag eleiz anezo zoken a eneb lloue; evit ar c’helc’hou-studi^ hent an iliz hiviziken, hag a zo red eta trei ar yaouankiz warzu enno muia ma vezo gellet; ar dhazamiou, an tiez-ze hag e véz re aliez o tont anezo, gouliet korf hag ene, ar vugale seder a zavomp evit ober ar vro da zont. An evested vras a zo bet lakcat da zelaou ar prezeger a ziskouez e plije e gomzou. Goude ar brezegenn-ze — red eo plijadur avechou — e oue c’hoariet « Ar c’hornandoned », darvoudou fentus c’hoarvezetgant daou vezvier displeget ennan. Petra jomo varlerc’h ar gouel bihan-ze ? Daou dra atao da vihana. Ha da genta unan, lakeat en deuz meur a hini da rei o hano ha d’en em lakaat en <( Emglev Merc’hed kristen Franz " ; ha d’an eil an digemer mad great ennan d’ar mennoz a zisplegas an Aotrou Perrot diwarbenn digeri er c’heariou bras a vez enno kalz Bretoned yaouank dindan an armou, eun tammik toull-ti el leac’h ma c’helleje ar re-man c*hoari, skriva, lenn, studia, kaout levriou, paperiou, kannajou ha kazetennou ar vro, komz euztraou ar vroe yez ar vro, kaout eun ti en eur ger hag a vije o zi9 hag e vefent ennan evel er gear epad an heuriou ma ne vez ezomm ebed anezo er c’hazarn, an digemer mad great d’ar mennoz-ze a roïo kalon d’an hini en deuz e zispleget, da boania d’e gas da benn. (2) Emgleverezed Kastel-Paol (3) da vihana a zo lorc’h enno da veza da genta o rei o frof da zevel ar c’henta ti ar Vretoned evit tud yaoüank Breiz-Izel a zo dindan an armou pell diouz ar gear, e kreiz trouz ar c’heariou bras _ I aG. (I) Celle gravure du KreUker esl cxlraile du Finistère pittore$que de G. Toscer. (?) Komzet e vezo choaz a gemcnt-man er * Feiz ha Breizou » da zont. Oigemerel e vô gant levenez an aliou mad a vefe digasel diwarbenn an dra-ze. (3) Les Ligucurg de Sl-Pol. — Emgleverezed Ger nevcz great war skouer ar geriou koi kanerezed, kemenerezed, elc. Digitized by GoOglC 1 — 124 — Digitized by GoOglC <gssai de <§rammaire bretonne NOMS DE NOMBRES II y a deux sortes de nombres : les nombres cardinaui et les nombres ordinaui. Les nombres «cardïnau* sonl : i unan, un. 10 dek, dix. daou, deux (masculin). 11 ennek, onze. diou, deux (féminin). 12 daouzek, douze. ( tri, trois (masculin). 13 trizek, treize. ( teir, trois (féminin). 14 pevarzek, quatorze. ( pevar,quatre(mascul.) 15 pemzek, quinze. ( peder, quatre (féminin). 16 c’huezek, seize. 5 pemp, cinq. 17 seitek, dix-sept. 6 e’hueac’h, six. 18 trivac’h, dix-huit. 7 seiz, sept. 19 naontek, dix-neuf. 8 eiz, huit. 20 ugent, vingt. 9 nao, neuf. 21 unan var ’n ugent, vingt et un. M ( daou var ’n ugent) . ^ . 22),. , Ax vingt-deux. ( diou var n ugent) * ( tri var ’n ugent ) ^(teirvar-nugent { ^4"»8- 24(pedêrw’nS) vingt-quatre, 25 pemp var ’n ugent, etc. 30 tregont, trente. 31 unan ha tregont, trente et un. 32 daou ha tregont, trente deux. 34 pevar ha tregont, trente quatre. 35 pemp ha tregont, etc. 40 daou ugent, quarante. 41 unan ha daou ugent, quarante et un. 42 daou ha daou ugent, quarante deux. 43 tri ha daou ugent, etc. 50 hanter kant, cinquante. 51 unan hag anter kant, etc. 60 tri ugent, soixante. 61 unan ha tri ugent, soixante et un, etc. 70 dek ha tri ugent, soixante dix, etc. 80 pevar ugent, quatre vlngts, etc. 100 kant, cent. ,n,(unan ha kant ) l kant unan ) 202^* un. kant daou, ete. ^ftfhuetfhugent. (kant ugent. 130 dek ha c’hueac’h ugent. 140 seiz ugent. (dek ha seiz ugent. (kant hanter kant. 160 eiz ugeqt. 180 naougent. 1.000 mil. 1.100 ennekkant. 2.000 daou vil. 23.000 tri mil ver fn ugent. 25.000 pemp mil (den) var ’n ugent. 90.000 dek ha pevar ugent mil den. Remarque : D’après ce qui précède on voit: 1° que jusqu’â cent le plus petit nombre se place le premier. De dix â vingt les deui nombres se suivent immédiatement. Ex.: tri zek, De vingt & cent, ils sont liés par var de vingt & trente, et par ha de trente â cent. Ex. : daou varnugent, tri ha tregont; PARDONIOU BREIZ E mlz maê gant ar bleunlou E tlgor ar pardonlou. N’oar ket evit komz euz Breiz heb komz euz he fardo- niou; rak ar pardoniou a zo eun darn anezi ha nemed enni ne gaver euz ar goueliou-ze a laka kement a levenez da darza dre ar vro. Ar pardoniou a zo digor adarre, a drugarez Doue, evit brasa mad an eneou a gavo enno dudiou an hanv e leac’h yenien ha dismantr ar goanv. Digor int evit eur bloaz all Daoust dfan amzer ha d’ar re fall. Digitized by GoOglC — 126 — Pell a zo n’eo ket bet kaseat Doue kement ha ma zeo en amzer-man : eur bern tud hag o deuz kollet peb tra o koll o feiz ne labouront nemed dre gasoni out An; kement a reont hag a Ieveront a zo great ha lavaret dre gounnar euz an Tad a zo en Nenv : c’hoant o deuz ne vefe menek ebed anez An ken war an douar ha c’hoant da viret ouz ar re all da zevel etrezek Ennan, dre ar bedenn ha dre ar galon. Daoust da-ze, biskoaz marteze, n’eo bet ken diyeodet hent Rumengol hag ar Folgoat eget n’eo bet er bloaz-man epad miz maê gant ar bardounerien. Breiziz o deuz c’hoant ober o fenn o unan ha n eo ket re abred : nebeud a van a reont euz ar pez a c’hourc’he- menn Paris ha n’eo ket eur pec’hed bras an dra-ze ken nebeud; kaer a zo klask mouga ar feiz en o c’halonou ne deuer a benn euz a netra nemed da lakaat he grisiou da vont enz ar galon betek ar spered hag eur wech ma c’hello mont eno doun neuze netra ne c’he!Io rei brall dezi ken — hag an dra-ze zo da veza mennet. Ar pardoniou a zo digor hag heuilhet int: Alleluia. Ra vezint eun eienenn a c’hloar evit Doue hag a beoc’h evit an dud. Evel-se bezet great. RLMENOOL Ar bardounerien e Rumengol. Dont a reant a vandennadou, a bep tu, euz Leon hag euz Kerne, a bell hag a dost, Iaouen o c’halon o sonjal o divije gwelet hep dale Intron vad Rumengol. En em lakaat a reont d’an daoulin pa welont tour ar chapel, ha goude, ar chapeled en o dourn, e tigouezont e kear. Brao oa gwelet anezo o taoulina dirak skeudenn ar Werc’hez o pedi anezi gant kalon, oc’h ober seiz gwech tro ar chapel, darn war o roched ha diarc’henn, hinien- nou zoken war o daoulin..... Pa z’euz kement a garantezevit Intron Varia Rumengol e c’hellomp kaout fisianz, n’ema ket c’hoaz hor bro o vont da goll. F. Leon. Digitized by G oOglC Eun dudi hag eur frealzidigez eo evit ar galon mont da dremen sulvesiou maé da Folgoat; tenereat ha boukeat oll e vez : eno kement hini a zo c’hoaz eun eulfenn a feiz o c’hori en e greiz a deu e ene da veza buhan entanet dre ar skoueriou mad ha talvoudus a wel dirak e zaoulagad. N’oun tamm ebed souezet hag e chomfe e bro-Leon ken glas gwezenn ar feiz kristen pa bign euz he c’hreiz kement a bedennou birvidik varzu Mari hor Mamm : hi a zizro anezo deomp e gliz klouar an nevez amzer a zalc’h bepred fresk he deliou. • . JOB an hbr. LAMBADKI Unan euz ar chapeliou kaêr e Leon en henor da Vamm Doue eo chapel Lambader, gant he zour dantelezet, n’euz nemed Kreisker da veza kaêroc’h evitan. Pardon Lambader a bad eiz dez, mez da lun ar Pante- kost eo ama an dervez bras; dre aked an Aotrou Mengant, person nevez Plouvorn, peb tra a ioa renket evit ar gwella : an aotrou Kersimon,chaloni a henor, a rea ar pardon ; an aotrou Plassard, ar zarmon ha muzisianed an aotrou Havas a lakea an traoniennou glas da dregarni tro war dro. « Daou ugent vloaz a zo a lavare d’in eun amezegez » kos da I. V. Lambader e welan ar pardon, ha biskoaz » n’her gweliz kenkaér. » Ar Werc’hez ken nebeud da gredi eo n’her gwelas ket ken kaêr pell a zo hag he bennoz e Lambader a gouezo puilloc’h puilla. gwinevbz Pardon I. V. an Armeou e Gwinevez n’eo ket eur par- don kos ; mez eur pardon eo hag a zere ouz hon amzer : savet eo bet evit goulenn bennoz ha skoazell ar Wer- c’hez galloudus war hor soudarded hag hor mortoloded : ar zoudarded hag ar vortoloded a zo diouallerien ar Vro. An aotrou Cardinal a rea ar brezegenn ha stummet mad e oue gantan en eur brezonek reiz. Digitized by GoOglC — 128 - « Hor Bro, emezan, eo an ti nïomp ganet ennan, ar » c horn-douar a labouromp hag a vag ac’hanomp, eo ar » vered a vir relegou hon tud kos, eo iliz hor badisiant, » hor Pastkenta, hon éqred,.. eo hor c’herent, hon ame- » zeien, hor migttoned, eo kement hini zo liammet o » c’halon ouz hon hini. » Hor bro eo hor parrfez. » Hor Bro eo ar yez a gomzomp, al lezennou hag ar » gisiou a zo ouz hon reïza — ar vro a zo sakr — oll e » c’hellomp hag e tieomp he c’haret. » Ar zoudard eo dioualler ar Vro; e garga zo meurbed » henorus, mez pegen riskluz koulz evit e feiz hag aliez » evit.e yec’hed hag e vuez. » Deuit eta tadou ha mammou kristen d’en em erbedi » ouz an hini a zo galloudus awalc’h evit miret feiz ha » buez ho tud yaouank... » Dalc’hit mad da bardon I. V. an Armeou, n’euz hini » ebed henvel outan e Breiz-Izel. » GOHCOÜRS OB LANGUB BRBTOHHB organlsé pour les écojes du Flnistère Ar vreuriez hanvet « Association bretonne, » c’hoant ganti derc’hel ar brezonek e Breiz a roio, er bloaz-ma, priziou da vugale ar skoliou a blijo gantho digas dezhi labourou brezonck. Al labour da ober eo : Danevel (raconter) eun histor benag diguezet er vro. — An historiou guella deuet a vo historiou sent pe sentezet ar barrez, historiou ar mane- riou kos pe historiou divar benn ar Revolusion. Al labourou brezonek a rank beza digaset d’an Aotrou du Cleuziou, deuz Kastellin, araog ar bemzek a vis guere. Priziou a vo roet e pep skol d’ar vugale ho devezo great ar guella labour. Les travaux devront être adressés avant le 15 juillet â M. du Cleuziou, avocat, Châteaulin. Le Gérant: F. Gboroeun. Brest, Imp. rue du Cbâteaa. 4 Digitized by GoOglC EMBANNOU PARDOI FOLGOAT. D’an 23 euz ar miz-man, derc’hent Gouel Yan e vo eur pardon bras evit ar goazed hag ar bôtred yaouank hebken e Folgoat. An Aotrou ’n Eskop eo a raïo ar pardon-ze a vezo eun dro gaêr evit Bretoned Leon d’en em anaout ha d’en em glevet evit lakaat an traou da vont war well er vro. PARDON 8ANT YAN KERAN. Unan euz kosa ha brudeta chapeliou Sanl Yan e Rro Leon heb mar ebed eo hini Sant Yan Keran e parrez Sant-Nouga. Eun niver braa a bardonerien a zired di bep bloaz d’an 23, 24 ha 25 a viz even, hag ar chapel gos o veza ma n’euz mui anezi nemed eun darn euz ar pez ma oa gwechail a vez kalz re enk en deiziou-ze. Abalamour da ze an Aotrou ’n Eakop en deuz aotreet ma vije kanet an offerenn er meaz hiviziken. An Aotrou Mengant eo a vezo ganti er bloaz-man hag an Aotrou Chaloni Eveno gant ai> zarmon. Fiaianz hon deuz e lakaïo an nevezenti ze, an devosion d’an Aotrou Sant Yan da greaki c’hoaz er vro! GOLEL AR RLEUN RRUK. E miz gwengolo a zeu, e vo great adarre Gouel ar bleun bruk: Prisiou a vezo <i’ar c’haéra deatumadennou gweraiou. soniou, toniou ha marvaillou brezonek, hag ivez d’al labouriou dourn kaéra great hervez *pered ar vro. Ar 8kridou hag al labouriou a vo dleet o c’haa da vureo ar « Chourrier du Finistêre », 4, rue du Châteaut Brest, a benn an deiz kenta a viz gwengolo da zivezata. An Aotrou de Mun, hag an Aotrou de VEstourbeillon a ro adarre peb a velalenn arc’hant; ar re o defe c’hoant da rei dourn da zevel priaiôu evit lakaat traou ar vro da vont war wellaat, n’o deuz nemed kaa o frof d’an Aotrou Caroff. Aumônier de 1’Ecole SaintLouis â Brest Levriou nevez moullet ha great hervez spered ar vro I. — LE FEVISTÈRE PITTORESQUE Sitea et monumenls — un volume grand in-8- de 640 pages conte- nant plu8 de deux cents gravurea. Prix : 12 francs. En vente â 1’Imprimerie, 4. rue du Châieau ô Brest. Les deux vigneltes des pages 118 et 123 de la prêsente Revue sont exlraite8 de cet ouvrage. II. — AR €^H0RIV.%1ID01IED Eul levr moullet euz ar braoa gant an Aot. Simon euz Roazon hag ennan eur pez c’hoari euz ar re fenlusa. Priz 6 gwenneg. Evit e traout dre ar post skriva d’an Aotrou PerroU kure Sant Nouga^ dre Blouzevede, ha lakaat 8 gwennrgad timbrou el iizer goulenn. III. — PREZEGEm WAR TEIR RUEZ AR VRO

" <uit*


tKuiiiH^ ut (TfuSAt, IÏW k^n tutVu, ■ (BrUttttj,







J.-K. C4.fiR.

H. \ft Koi z -I -M la: fi.u.i.. Gl wkhl J.-Ml Prrroi:,

.1 -[■. Mt B&as*

TitFHViH .



_____ ^ __ ______

Ar c’hannad man a zigouezo er parresiou abenn trede sul ar miz

Moullerez, ru ui- Chuslel, 4, JJrest

Digitized


byGoogle

« (foicUpel _*#UI *n vtt *a«W

(Brttwnjr.



l r« n, i — 1~— — ^_ .^ ^ - "— ^-_

-



1.

i w % O_g*0

L%*flr£_P

, ~ __^__^

wfif fl$ viï* _P fl_i ■ ■-" > _5

TAOLEN GOUERE 1907

t,9. Pfrag *> rflfiï^r credi Aï nw t>un Doüe . . ; . . . J -F, CAKR.

!3t. //wfor flr___ F. CAftttiNAL,

i4o. P#nnftdoü-S( _rfi _ iv„r ft_nn _n Ej.pj/j ragkcllick. . . R* ab Eot_,

145. /iur rer^tTCJ e/»H(! «>J ditpüch. ...*♦< , . .1,-M. 1_e H.ili.,

147. Bf.tf . liLANMOlt,

t30< K/i _«> ffH >r Fdlgoat .T. M. Pkuhot.

|M< ffiMMHl * - - irWELT^.

_$.« _t„ doart tfa^ctfrt tfalle#< , . ► . -T.-P. au Ruas*

i:7. Jt_to’_r Tnmitr „ . ► , Tt_E_i._oi-_

ir.o. £v*cu tf# Grftmwi-tir- JïrtffoArip . ■ F. Cai k

Ar c^baonad man a zigouezo er parresiou abeSin tireae sn-Par miz MuuMerc*, vu ai< CfeuLcl, 4. Brent

La Revue FEIZ HA BREIZ est 1’organe dune CEuvre qui s’est fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préservation et la diftusion du Breton dans le Finistère, et qui a un triple but : i° de favoriser 1’introduction dans les écoles de 1’étude du Francais avec Taide du Breton ; 2° de répandre les livres, brochures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 3 d’encourager les études sur la langue bretonne.

L’abonnement direct est â 3 franos par an. S’adresser â M. CAROFF, Aumônier, 11, rue de THarteloire, BresL.


Les personnes qul désirent contrlbuer 4 la diffusfon des Livres bretons sont invitées â verser 2 francs k la môme adresse


Pour mettre davantage la Revue â la portée de toutes les bourses et en vue d’une diffusion plus large, voici les conditions qui seraient accordées aux directeurs de cercles d’études et aux chefs de groupes paroissiaux :

A partir de 6 abonnements jusqu’â 11 inclus, Tunité d’abonnement serait de 2 fr. 50.

A partir de II abonnements jusqu’â 20 inclus, 1’unité dabonnement serait de 2 francs.

A partir de 20 abonnements jusqu’â 50 inclus, Tunité d’abonnement serait de 1 fr. 50.

II serait également fait des conditions avantageuses â ceux qui désireraient faire la vente au numéro. II suffirait de saboucher avec le Directeur de la-Revue


Pour toutes les communications et les pièces k insé- rer dans la Revue, s’adresser k M. CARDINAL, Supérieur de la Maison Saint-Joseph, Saint Pol- de-Léon.


Digitized


byGoogle Evit he c"haout. akriva da Job an Her, labourer douar e Sant- Nouga, dre Blouzevede, ha lakaat 3 gwenneg9d Umbrpu el lizer goulenn.

La Revue FEIZ HA BREIZ est 1’organe dune CEuvre qui s’est fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour la préservation et ladiftusion du Breton dans le Finistère, et qui a un triple but: i° de favoriser 1’introduction dans les écoles de I’étude du Francais avec l’aide du Breton ; 2° de répandre les livres, brochures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 30 dfencourager les études sur la langue bretonne. L’abonnement direct est â 3 franos par an. S’adresser â M. CAROFF, Aumônier, u, rue de 1’Harteloire. Brest. Les personnes qul déslrent contribuer 4 la diffuslon des Livres bretons sont invitées & verser 2 francs â la méme adresse Pour mettre davantage la Revue â la portée de toutes les bourses et en vue d’une diffusion plus large, voici les conditions qui seraient accordées aux directeurs de cercles rl’études et aux chefs de groupes paroissiaux : A partir de 6 abonnements jusqu’â 11 inclus, l!unité d’abonnement serait de 2 fr. 50. A partir de II abonnements jusqu’â 20 inclus, 1’unité dabonnement serait de 2 francs. A partir de 20 abonnements jusqu’â 50 inclus, Tunité d’abonnement serait de 1 fr. 50. 11 serait également fait des conditions avantageuses â ceux qui désireraient faire la vente au numéro. II suffirait de saboucher avec le Directeur de la-Revue Pour toutes les communications et les pièces k insé- rer dans la Revue, s’adresser k M. CARDINAL, Supérieur de la Maison Saint-Joseph, Saint Pol- de-Léon. Digitized by GoOglC filsved blavez N° 5 Gouere 1609 Feiz ha Breiz

Kappad Misiek ar Vretouped

Perag e ranker credï ez eus eun Doue ? (kendalc’h)

III. Plou hen deus crouet ar vuez ? Beza * zo var an douar eun niver bras a draou beo, plant ha loened. Memez an dour sclerra da velet a zo car- get a loenedigou hag a zo ken niverus, ma ’z eus eur c’hn1z en eur veskennad, ha ker munut, mac’h en em zifretont eno gant ar brassa frankiz.

Ar vuez eta a zo bet hadet founnus er bed.

Euz a beleac’h e teu ? Setu ar pez a ranker da glask. A dra zur, n’eo ket bet ato var an douar. Hirio an dud a zo en em lakeat a-zevri da studia ar pez a hanver « tonnen an douar », da lavaret eo, ar guiskad traou a gloz var an tan a zo e creiz hor planeden. An donnen-ze he deus var dro 40 kilometr a deoder. Mad ! dre ma toul- ler anezhi e caver relegou, moull pe tres plant ha loened, hervez an urz m’int en em ziscuezet var an douar. Da dosta d’ar gorre e caver loened pevar-zroadec; izeloc’h, laboused; izeloc’h, pesked; izeloc’h c’hoaz, prenved. Goudeze n’eus ket mui a loened. Ma tiskenner c’hoaz e tonnen an douar ne gaver nemet tammou plant, ha ma cleuzer beteg ar « guiskad douar kenta », ne veler ket an disterra tres euz eur blanten. En amzer m’edo ar guiskad-se oc’h en em ober n’oa buez ebed var an douar. Eur mare a zo bet eta ha n’oa ket a vuez var an douar. Ouspenn-ze. ne c’helle ket beza. Rag an douar, evel ma tesker commun, a zd en em zistaget dioc’h an heol er penn kenta, p’edo o tôvi evcldhan, pa ’z oa ennhan eun domder ha ne c’heller kct da gompren. Gouzout a reomp e verv an dour pa zao d’ar c’hanved rizen domder. N’e ket cant rizen domder a ioa neuze en douar, mes millierou, hag hervez lod, millionou. Netra ebed ne c’hellebeva var an douar en amzer-ze. Euz a beleac’h ’ta neuze e teu ar vuez, p’e guir n’eus ket bet ato anezhi ? Choui ha me ha kement hini ne dorr ket he benn o clask digareziou fall a lavar : ar vuez a veler bepred o tont euz ar vuez, hag ar vuez kenta a zo bet crouet gant Doue. Phan deus c’hoant eun den a douez ar bobl da grenna he c’hlabouz d’eur prezeger caér bennag a lavar n’eus ket a Zoue, e c’houlen outhan : « Euz a beleac’h e teu ar yar ?» — <* Euz ar vi. » — « Hag ar vi ? » — Euz ar yar. » — — « Hag ar yar ? » Setu va den killet, ha ne lammo er meaz deuz ar chill-zenemet oc’h anzav eo bet crouet ar vuez gant Doue. Mes beza ’ zo tud hag a zo guelloc’h gantho credi fors e petra kentoc h eged e Doue. Red eo cass da netra ho digareziou fall. Kenta digarez fall. — Eur Zaoz, hanvet William Thomson, hen deus lavaret eo bet hadet ar vuez var an douar gant eur mean a zouge had hag a ioa bet distaget dioc’h eur stereden. Ar pez a lavar hennez a zo diskiant. Rag ma teu ar vuez euz eur stereden, e ranker clask penaoz oa divoanet eno. Ma responter e teu deuz eur stereden all bennag lar- koc’h, e ranker adarre goulen penaoz he deus gellet sevel en hounnez, hag evelse bepred. Ar pez a zeu d’ar fin da veza randonerez. A hent all, netra ne c’hell chom beo var eur mean hag a gouez euz an env: lazet e ve gant ar ienien a zo etre ar stered hag an douar (273 rizen izeloc’h eged ar zero), pe gant an domder a zavfe var c’horre ar mean o treuzi an oabl. Hag evit guir, ar mein a gouez euz an env a zo ien-scorn en diabarz ha tomm-bêro en dianveaz. Digarez William Thomson ne dal netra. Eil digarez fall. — Ar vuez a zo divoanet he-unan e poultren hag e pri an douar. Er penn-kenta oa dister- dister; mes ar c’heazic a zo eat var vellaat hag he deus great dre hir amzer eun neuz ieotennic; hag a fors da grenvaat, eun clem-prenvic ; hag a fors da vont va r — 131 — araog, eun tamm peskig; hag a fors da gerzet, eun eunic bennag; hag a fors da vont en dro, eul loen pevar- zroadec; hag a fors da bignat bepred hueloc’h eur mar- mouz ; ha d’ar fin, an den he-unan. Pa vezo parfet, e reio eur mestr-den. Evel a velit, an den he-unan, hervez an doctored-ze, a zeu deuz eur c’hrinsen bri a zo en em lakeat eun deiz da veva. Daou zra a zo da zislavaret: da genta, ar vuez n’eo ket deut he-unan deuz an douar, mes deuz eur vuez all crouet gant Doue; d’an eil, netra ebed na ziscuez eb mar eo tre- menet ar vuez euz a ouenn disteroc’h da ouenn parfe- toc’h; mes peb ouenn a zo bet crouet gant Doue hag he deus he buez he-unan. 1. Ar vuez n’eo het deut he-unan var an douar. — Eun den hanvet Pouchet a stagas dreist holl he hano ouz ar greden-ze. Pasteur eo an hini hen dislavaras. Heman a ioa gouiziec bras. Studia ’ reas gant ar brassa evez al loenedigou munut a zo e peb leac’h hag a skign aliez clenvejou, ha caout a reas an tu d’ho dinerzi, dreist holl ebars en dud a zo bet taget gant chass clanv. Etre ar bloaz 1858 ha 1865 e tiscuezas da Bouchet ker sclear hag an deiz oa had e kement leac’h ma tispak eun dra beo. An dud gouiziec a rankas anzao n’eus netra surroc’h eged ar pez a ziscueze Pasteur, hag ar re anezho ho doa spe- rejou eùn ha leal a lavaras dioc’htu « e teu ar beo deuz ar beo » hag ez eus er penn-kenta eun aozer hag hen deus crouet ar vuez. Ma sonj deoc’h oa clozet evit mad an abaden gant Pas- teur, e faziit. An dud dizoue a lavaras : « Peb buez aozet mad a zeu deuz ar vuez, e giz m’han deus discuezet Pas- teur. Mes caout a c’heller traou beo ha n’ho deus na furm nag aoz. Hevel int ouz pouloudennigou caouled, ha beo int evelato, p’e guir ec’h en em vagont hag ec’h en em skignont. Ober a reont ar pount etre an traou n’ho deus ket a vuez hag an traou a vev. Hogen an traou a vev a zeu anezho. » An dud dizoue, ma n’ho doa ket a c’hoant da dreraen evit glabousserien, n’ho doa ken da ober nemet mont da glask ar boulouden veo n’oa ket eur mineral ha n’oa ket eurblanten, mes an eil hag egile assamblez. Pinvidic Digitized by GoOglC — 132 — evel ar mor a vez lavaret. Daoust ha ne vije ket cavet ar pez dibaot-ze er inor ? Setu oue clasket cno... ha cavet (18(>8). Eur Zaoz, hanvet Huxl«*y, hen doa an eur-vad d’he zineiza. llenvel a reas anezhan Bathybius, Bathybius Ilcockelii, deuz hano Hu»ckel, ar brudeta den dizoue a zo savet en Allemagn. An dud gouiziec a en em lakeas diochtu da studia Bathybius. Ha petra ’ zonj deoc/h oa an aotrou-ze ? Resped deoc’h, lenner, va mignon ; Bathy- bius a ioaincc’hi spoue ! Tad cozkernent a zav, a neunv, a nij, a vale, a gompren, er mor, pe var an douar, pe en oabl, a ioa eun distervez spoue ! Etouez an dud gouiziec e savas eur c’hoarzaden ha n eo ket ehanet c’hoaz da dregerni. Ma sonj d’coc’h oa red pelloc’h credi e Doue, croucr ar vuez, c rankan lavaret ne anavezit tamm ebed imor an dud dizoue. Eun doctor all a zavas hag a daolas geriou hardis euz he c hinou cvit discuez n’eus ezom ebed euz Doue evit isplika ar vuez. « Ar plant hag al loened, emezhan, a zo great cuz dour, ouz ear, euz glaou, euz raz, euz douar, euz holen, euz phosphor, euz soufr hag euz houarn. Beva ’ reont, abalamour an traou-ze ’ zo renket ennho en eun doare ha u’eo na calet evel mein, na tano evel dour, na morennus evel czen. An dour dreist holl a dalvez calz evit ober eun dra beo. » Lenner, va mignon, nemaon ket o farsal ganeoch, cvel m’ho peus choant da gredi martreze. Kement-se a gaver mouliet enn eul levr great gant C. Flammarion hag hanvet: Le monde avant la création de Ukomme. Fiammarion eo doue kement hini a gemer uvreerez evit gouiziegez. O doctor bras! ma chouzoch penaoz renka an dour, an ear, ar glaou, ar raz, an douar, an holen, ar phos- phor, ar soufr hag an houarn evit ober eun dra bennag hag hen deiTc buez, grit ’ta, mar plij, eb na ve red chacha var lio tiouscouarn. N’e ket dour a vank evit ober eur gaotigcl ha ne ve na calet, na tano, na morennus. Grit ebken ma vezo buez ebars, ha pa ve calz distcroc’h eged buez an izcla ieoten a zao munudic en treuta park a zo er bcd. Ni ’ c’hoar avoalc h ez eo grcat ar c’horfou deuz traou hag a gaver er bed-man; ni a lavar eo bet great corf Adam deuz douar, mes ne c’hellomp ket c’houeza ar Digitized by GoO glC — 133 — c’houezaden a vuez. Ar c’houezaden a vuez, eno cman an abaden. Ma c?hellit c’houeza eun elfennic buez cn cur gaotigcl great euz dour, ear hag ar rest, e vezo pec’hed dcomp lavarct n’oc’h ncmet eur glabousser divergont, mad da douelli ginaoueien. N’eus kct czom da ober goap cuz an dud dizoue : poania avoalc’h a reont cvit obcr eur pez beo bennag. E miz du divcza cur profcssor dcuz Naoncd, hanvet Stephan Le Duc, c’hoant dozhan da dcnna ar beo deuz ar pcz n’hen deus kct a vuez, a vcskas dour, sun-kig caou- ledct, eur seurt holcn houarn hag holcn mor. Er c’hem- mcsk-ze ec’h hadas grcuncnnigou grcat gant sucr ha gnnt vitriol glaz, pc an holcn coueor a zervich en tiege- ziou da louzaoui ar guiniz. En dcveziou varlcrc’h, jour- nalou Frans a grie a boucz penn: « Burzud! Burzud! Ar vuez crouct gant an dud gouiziec ! » Bezit sur ez eus bet hag ez eus ato martreze mcur a zen e Frans, leun a zoujans evit ho journal, o crcdi cdo great pelïoc’h gant an Aotrou Doue. Comprenit ta: an tarin-ze a Stephan Lc Duc hcn doa lakeat da zevel en he gcmmcsk eur groc’hennic hag a barce ahczhi he-unan, pa veze rogct. Daoust ha n’oa ket an dra-ze ober bucz ? Ar greunen- nigou sucr ha vitriol ho doa kcmeret erez ouz ar gro- c’hennic hag a ioa cn em daolct da c’houeza ha d’en em astenn, cvit ober guelloc’h egethi. Daoust ha n’oa ket an dra-ze caout bucz ? Memcz, burzud cb he bar! ech en em lakejont da obcr griziou, brankou ha delliou. Oh! en taol-man, mar ebod: ar vucz a zo crouet gant an dud gouizicc. Ezom ebcd cuz Doue. Mes bourc’hizien Frans a gouczas buhan ar meud cn ho dorn. An dra-zc a zosko dczho martrcze (oh ! lavarct a ran martrcze) arabat bcza re drumm da grcdi faribo- lennou a eneb ar religion. Tud a bocll eta a ziscuczas oa bco ar groc\hennic dres evel eun tamm scorn bet toullct dioc’h an abardaoz gant eun hallion bennag ha parcct anezhan hc-unan a bcnn ar mintin. Ar greunennigou avad a c’houeze hag a astennc evel coumoul an oabl, pa vez moren hejct gant an avel, hag ober a reant griziou, brankou ha dclliou evel ar ienien a fard raden var guer ar prenestrou cpad nozve- ziou ar goanv. Digitized by GoOglC — 134 — N’oa buez ebed ennho. Evit an dud dizoue lavaret eo Doue crouer ar vuez n eo ket guir vouisiegez. Ha clask rei da gredi hen deus buez ar pez a vev just evel ar scorn hag ar c’houmoul, petra eo an dra-ze ? N’eus van ebed da ober evit clevet doctored calz re hardis o taoler geriou braz euz ho ginou, evel masse amorphe, plastide, protoplasma, protophyte (poulouden- nigou beo), monère, amibe, microzyma (greun beo), hemiorganisme (eur reiz ha n’eo nag hini ar plant, nag hini ar mineral). Ar geriou-ze tennet euz ar gregach hag ho deus an doare da c’holo eun tenzor a vouisiegez evit ar ginaoueien, n’int nemet geriou e giz ar re all ha n eus netra dindanho deuz ar pez hodeuz c’hoant an dud dizoue da lakaat. N’eus ket an disterra grinsen bri hag a ve en em lakeat da veva anezhi he-unan. Ar vuez a zo bet crouet gant Doue. (Da gendelc’her). J.-F. Caer.

HISTOR BREIZ (Kendalc’h) 4° En ho beziou c’hoas e kaver fors podou pri hag a zo eus mare ar benveachou mein. N’ho doa ar Geltet, evit ober ho friach, na moull na turgn : eun tam pri-prad bresset gant an dorn ha ledet gant an dorn, hag avechou gant eul loa goat evit ho floura el lec’hiou ne c’helle ket ar biziet tizout, ha setu oll; n’oa ket, evel a velit, na gwall reustlet ho labour, na dies da zeski ; n*ho doa ket ken nebeut ezom da vont a bell evit kaout ar furm da reï dezho. Gwelet o doa ar mouilc’hi o pria ho neiziou gant ho beg hag ho zreit, hag an neiziou-ze a zalche brao- bras an dour. Hi a heuillas squer al lapouset. Ar podou kossa kavet ’zo demhenvel ous neiziou. (La Poterie au* êpoques préhistoriques, etc. Musée de Kernuz, pl. 1 n° 3). Neubeut a neubeut goulscoude ijin ar poder a greskas. « Ar poder » a lavaran ; guelloc’h e viche lavaret « ar boderez », rag ar merc’het eo a rea al labour-ze (ar roudou Digitized by GoOglC 135 — biziet chomet merket var ar pri, zo atao roudou biziet merc’het). Reï a rechont d’ho fodou fonsou plat; great ouent ledan, uhel, gant gouzougou, gant diouskouarn dious an implij a c’hoanteant reï dezho. N’ho doa ket, ket nebeut, a ferniel evit poazat ho friach. Pa veze ledet mad ar pri, ha roêt dezhan ar furn hag ar vent a c’hoanteant, ar poder ho foaze dious an tan, var oalet he lochen, pe er meaz. Eur boazadurez great en doare-ze oa dister : re a domder dious eun tu, re nebeut dious an tu all, kals eus ar podou a dlie faouta pe terri; hag ar re a chome difaout, ne zalc’hent ket mad an dour. Maes diès bras oa dezho ober gwelloc’h. Ar pri gros o d’hoa da ober ho labour n’en diche ket gouzanvet poaza- durez krenv eur forn ; torret ’vichent bet oll. Rag-se, liou ar podou zo peurvuia marellet dious an diavez : glaz-ven, glaz-tenval, liou ar voget, gell, rus-dü dious ma veze bras pe vihan nerz an tan en dro dezho. An darn vuia eus ar podou-ze zo bet kavet, el lavaret e m’eus dija, er beziou. Ar Geltet ho doa ar greden stard oa eur vuez all goude houman. Kredi a reant ive o doa ar re varo, er bed all, ar memez ezommou hag er bed- man. Setu perak e kemerent preder da lakat en ho beziou al listrï, ar benveachou hag an armou betimplijet gantho hed ho buez. DOARB \n VRO EN AIHZER AR OELTET Farda fors traou a dreuz hag a hed var gementze ne viche ket dies ; diessoc’h ’ vezo atao kaout ar virionez hag hen heuil penn da benn. Ret vezo d’heomp trouc’ha ber var gals traou merket el levriou bras, lezel an drail- lachou, ha kemeret ebken ar pez so sùr hag eb mar ebet. 1° Douar brassoc’h oa stag en amzer goz ouz Bro-Arvor eget hlrio. — Ar mor e deus gounezet kalz varnhi. Gwez bras a save soun gwechall ho fennou uhel e lec’hiou ne zo mui ennho breman nemet mor ha mor doun soken. Koazet eo bet an douar var ribl an aot- chou ? Pe cun tarz mor spountus benag en deus saillet var an douar, ha skubet dirazhan ty ha park, koat Digitized by GoOglC — 136 — ha prat ? Pe c’hoas ar mor e deus drebet a nebeudou, tam ha tam, dre hir amzer an tevennou treaz ? Dies eo er gouzout; an eil tra hag egile a dle beza guir. Evelse, e plegmor Cancale e z’oa, er pemzekvet kantvet, diou barrez hanvet ar Paluel ha Toumcn hag a zo hirio eat a neubeudou, dispcnnet tam ha tam gant ar mor. Eur greden stard zo ive etoucz ar bobl, cus bet gwechall var lez mor Douarnenez eur gear brudct hanvet kear /s, hag a zo bct distrujct en eun taol kompt gant eun tarz mor kounnaret, eun dra benag henvel ous ar pez a c’halvcr e gailek, un raz de marée. — Moes n’eus fors penaos co bet c’hoarvezet an dismantr, eun dra zo sür : tro ha tro d’an aotchou, var eun anter-leo, eul leo hag ouspen ave- chou, oa gwechall koajou bras, tyes ha parkeier hag a zo bet lounket gant ar mor. D’ar reverziou bras, e mare an trê, diasczou tyes zo bet kavet e Lokmariaker, e Kamelet, e beg ar Chaor demdost da Grozon. Er Morbihan, ctre an enezen Ilir hag enezen ar Gazek, en eul leach hanvet Cromlech Er ’Lanic^ ar Geltet o doa savet cur renkennad meïn bras. Hirio e m’aint trivac’h troatad dindan an dour. Mces ar pez a vez kavet aliessa hag ar muia eo korfou gwez bras ha keffiou teo sebeiict, meur a vil bloas so marteze, e gouelet ar mor. Heuillomp an aot eus Menez Sant-Mikeal e kichen Sant-Malo beteg ar Morbihan. a). Doun er mor a gelc’h Mencz Sant-Mikeal, el loden aot a vez dizoloet d’ar reverziou bras, e zo bet kavet korfou gwez bras ha kefliou sanket doun en treaz, testeni sür e zoa al loden vor-zc goloet, amzer zo bct, a goajou ha stag ous an douar bras ; ar memez tra en eul loden eus plegmor Cancale ; gwez atao er mor a ia eus beg Cancale da veg Frehel ; dirag parrez S. Coulomb e kichen beg Meïngar ; — ecreis aber ster ar Rance e plegvor Dinard ; — en aotchou S. Lunaire, S. Briac, S. Jacut ha S. Cast ; e Plankoét, en aber an Arguenon ; e Loc- Mikeal an Treaz ; — hed ha hed al leo-trcaz, er c huz-eol da Lannion. b). E Bro-Leony -— e rad Montroulez, el leac’h hanvet Hanter al lenn ; — en aotchou ar Chernik etre parrez Guinevez ha Treflez ; — e plegmor ar Gwen-Treaz e kichen Konk ; — demdost da Santez-Anna ar Portzik, en anternoz da Vrest. Digitized by GoOglC — 137 — c.) E Bro-Kerne9 c plegmor Benodet eus bet kavet e goelet ar mor eur valiad gwez hag a iea eus Loctudy varzu an enezennou « Les Glénans », hag eun all a ia cus ar Forest varzu ar memez leac’h, etc, etc. Kendcrc’hel a c’helfet pelloc’h ha disken hed ha hed aotchou Bro-Chall. Eun hevelep tra zo c’hoarvezet e peb leac’h. 2° Ar tfhoajou bras eus Bro-Arvor. Evit gwelloc’h anaoutdoare arvroe raare ar Geltet, ar mor zo bet or c’hentellier kenta, rag ar mor e deus miret muioc’h eget an douar relegou an amzer goz. An nep a evessaio mad ous an traou-ze a denno c’hoas ac’hano deskadurez. Petra vez kavet en aotchou lounket gant ar mor ? — Gwez, gwez c’hoas, gwez atao; nebeut a dyes. Ribl ar mor oa eta glasderet holl gant ar c-hoajou; Ha goulscoude tost d’ar mor oa ar gwella douar labour, Petra ne dlie ket eta beza ar greizen nemet koat aiao, ha koat eb distag ? Unan, dreist ar re all zo brudet: Koat Brezelian. — Hennez zo bet koat ar varzet koz ha nevez. Dister e ve eul levr hir evit displega ar marvaillou o deus savet divar goust ar c’hoat-se. Eno oa bro ar c’horriganet hag ar viltansou; bro al loenet iskiz, an aêret askellet, an amprefanet eusuz, ar glazardet hag ar sourdet diventi Piou n’en deus ket klevet hano eus an traou bursudus a rea eno ar gorrigez Viviane, hag e c’homper, ar c*housker Merlin ; eus feunteun Baranton. « Eur skudellat dour » tennet eus ar feunteun-ze ha skuillet var ar roc’h zo » demdost dezhi a dro raktal e mogidel dù ; koumoul » tenval ne zale ket da c’helei ar vro, ha setu ar gurun » o krozal, al luc’het o freuza an oabl. Kement zo bet » test eus ar burzud-ze a c’hoantaffe hen ankounac’hât » kement eo bet spourounet gant an enkres ha seizet e » izili gantarspount. » Rimadellou koz! mar kirit: mces bezans ar c’hoat n’eo ket eur rimadelL E kement a ma cheller barn eua dra ker koz, en devoa vardrô tregont leo eus ar Sao-Eol, e kichen Monfort-sur-Meu, d’ar c’huz-eoi e Loguivy- Plougras; ha vardro pemzek leo da vont da ugent a le- dander eus an anternoz d’ar c’hreizdeiz. Arbrassaledan- der oa eus al leac’h hanvet hirio Redon var aber ar Digitized by GoOglC — 138 — Vilaine, beteg aber ar Rance demdost da Zinan. Ar bihanna ledander oa eus Kerahès da Loguivy-Plougras en eur dremen dre Rostrenen ha Lohuec. Al leac’h ma man hirio kear Loudeac a rea var nebeut kreïz ar c*hoat. Evit disipantri eun hevelep tra; evit ober douar labour eus douar griet gant ar griziou oa ret hir amzer. Hir amzer zo bet kemeret. Beteg an tu all d’an daouzekvet kantvet goude Jesus- Christ, eus hano c’hoas anezhan. A nebeudou goulscoude (an den a deu a benn eus pebtrn), ar vouchal hag an tan a danoas anezhan, hag a fors da veza krignet tu ha tu, eo koiüs lavaret eat da netra. Ar Romanet eo a stagas ganthan da genta evit digeri o hentchou bras. Ne zeus hirio nemet ar relegou anezhan, moes relegou niverus ; ne hanvin nemet koat Penpont en eskopti Roazon, koai ar Beffou e kichen Lohuec, ha koat-an-noz e Belle-Ue en terre. — Ouspen ar c’hoat bras-ze, e zoa c’hoas re all, bihan- noc’h mces aleiz anezho. — Lennit buez or Sent koz. Pa e’hoanteant en em dénna eus a douez an dud evit beva o-unan gant Doue, n’ho devoa kct kals a hent da ober evit kaout eul leac’h distro benag, dious o mennoz. — Ar Choat-Doun en em astenne eus Leon-Uhei, eus koat ar Forest e Plouenan marteze, beteg Goelet-Leon. (Lennit buez 8. Herve, hini e eontr 8. Urfol, buez S. Goulchen). Koatmeur e Landivisio ; ar Bern~Aman, e Loc-Eguiner, koajon Brezal, Penc’hran, ar Forest-Landerne nc dïnt nemet ar relegoueus ar choajou koz a c’holoe Bro-Leon. E Kerne, eur c’hoat bras a iea eus adaleg koat Rusquec e PJonevez-ar-Faou ha Loqueffret, en eur dremen dre goat an Nivot & Loperec ha koat ar Chrannou en Hanvec beteg reid Brest. Tro ha tro da Venez-Hom oa koajou Plomodiern ha Plonevefc-Porzay (Pors-Koêt) el leac’h ma vevas S. Corantin ha S. Ronan. Eb mar ebet, hed ha hed an traoniennou doun, e peb korn êus Bro-Arvor, oa koajou eb distag beteg ar mor. Kriben meuez Arre hag ar meneziou Dù n’oa ket moal eveï ar gerreg a ra hirio ho liven-geïn. Gwez bras o goloe ; leac’h zo da geuzia d’ar re-ze da vihana ; rag ouspen m’oant kaer da velet ; ouspen ma torrent an aveïou bras ha tnatibuallent ar vro, e talchent choas Digitized by GoOglC - 139 - & n douar hag an dour e steuen o griziou. Èr mare-zé, goude ar glaocïr bras, ar c’houeriou ne ziskennent ket froudennus divar ar menez en eur ziransi an douar hag en eur lakât ar prajou var neun. Ne gomzan kct eus koajou Huelgoat, eus Coatloc’h e Scaêr, eus koat Carnoêt... Tra avoalc’h a meus lavaret evit diskuez e zoa meurbet keuneudek ar vro. Ret oa en displcga evit ma vezo klevet gwelloc’h doare beva tud an amzer-ze. AM DOARE REVA BW AHZER AR «ELTET N’or beuz evit or sklerijenna var an dra-ze nemet ar pez zo deuet dTieomp e gwerziou ar varzet-koz. Moes ar varzet, an oll er goar, a zo boaz da liva kaêr an traou ha da reï evit ar virionez traou ha n’int bet morse skeu- dennet nemet en o speret. a). An tyez. — Komz a reont, ar varzet, eus paleziou kaêr, ennho saliou bras, a veze implijet evit bodadek ar bobl, evel tyez-lesvarn hag evit ar festou bras. Moes hini ebet eus ar paleziou-ze, na soken netra anezho n eo deuet beteg ennomp. Beza zo bet marteze unan benag savet gant an dud pinvidik euz an amzer, gant ar re oa goest da rei d’ar barz bevans ha lojeiz ; moes e peleac’h eman an diasezou anezho ? N’o c’haver e neb leac’h. Diasezou zo bet kavet er mor, hen lavaret or beuz, moes diasezou dister. Leac’h zo da gredi, tyez ar Geltet oa dister, lochennou kentoc’h eget paleziou. Var eun tam mogeriach meïn, veze berniet taouarc’h; eun doén soul evit kloza ; speurennou koat en diabars evit ober an dispartiou ha setu ho zy fardet. Pinvidigiach ar Geltet oa en o bagadou loenet: kezek, saout, denvet ha moc’h. Eus o leaz hag eus o c’hig e vevent; eus o c’hroc’hen en em viskent. O brassa labour oa messa al loened-ze hag o diouall dious an anevalet gouez. Chass o doa, n’eo ket evit gadouna pe labousseta moes evit ober an hu var ar moc’h gouez hag ar bleizi. Douar labour o doa ive, moes nebeut, rag ar brassa eus an douar oa dindan koat, strouez ha geun. En o far- keïer e c’hadent ed-guinis, ed-eiz, kerc’h, lin ha kanab... An houarn, ar ploum, ar stean, an arem oa anavezet Digitized by GoOglC — 140 — gantho. O c’haout a reant e mengleuziou ar vro hag o implija evit o benveachou, o armou hag evit kizeila o arrebeuri. O bevans oa kuign-bara, kig ïnoch, kig ejen pe daro ha kig al loenet gouez a lazeat. O evach oa dowr, leaz, dour-mel ha chupere. Hano 1 zo euz a vin en eur ganaoucn benag. Mces eus a beleac h e teue ar guin-ze ? Marteze ar vinien a c’helle en amzer-ze darevi he frouez en or bro. F. Gahdinal. --—.—^uï^tMrsOi^v---- PENNADOU-STUDI Divar benn an Europ pagkeltiek Kinniget d’aii ao. F. Vailée etesteni aanaoude&ez vad Eur jwanad-studi war anuer ar nean benet a-skalp (kbndaix:’h) IIT. Loèned an Europ epad ar pcware pennad-amzer. Epad ar peware penn,ad*amzer, e kijer (1) en Europ ouz cur c’hemmesk iskiz a loened hag a blantennou eus an Hanter-noz. hag a loened hag a blantennou eus ar Chreisteiz. Hevelep tra a c’hoarvez hirio c’hoaz gant eul lodcn eus an Azi, bro ar ster Amour, e-lec’h e vev kichen-ha-kichen en hevelep koajou ar c’haro-erc’h (renne) hag an tigr, e-lec’h e weler ar winien c’houez o tcurel frouez hflg o sevel gant kef ha skourrou ar wezen sapr. (2) Bez’ e c’heller ober teir ,gevren eus loened an Europ epad ar peware pennad amzer. Da genta, alloened haga vev c’hoaz hirio en hor broiou ; an niverusa eo ar re-ze, da c’houzout eo : an ourz du, ar broc’h’, ar bleiz, al louarn, an tourc’h gouez, ar c’haro (c&rvus elaphus), ar —-1.....- ¦ [i) Kijouiouz <Kerge) — renconlrer. [I) üro ar slcr Amour a vez ganii bcp cil iro üanvcziou (om-poaz üa goanvcziflli Tvirr ha yen-skorn. Argnadek pe kn iz douarck (continenlal) e vei an’teifipft»ai&z*)r anezf. Evelfte e oa fcoiH ivcz. emictmnfi, gani temps auizer, iu> Europ a^bed ar pewar^peaoad-amzer. Digitized by GoOg lC — 141 — yourc’h, an demm (dama vulgaris), an ejen (meur a zeurt anezan), ar marc’h, an avank (castor), an dourgi, ar gwiber, ar c’haz, ar pudask, ar gaerel, ar gaerel vras (rwartre), an heureuohin, ar c*had, ar raz, ar c’hoz, ar minouc’h, an askel-groc’hen, ar glazard, an aer (naer), ar gwesklev, ar ran. Ar c’hregin douar, ar c’hregin*lenn hag ar c’hregin- ster a veze an hevelep re ha breman. D’an eil e teu al loened a zo kollet htrio ar ouen anezo, ha d’an trede al loened dilec’hiet (divroet), da lavaret eo al loened a vev hirio e broiou-all pe na gaver ken en Europ nemet war ar meneziou uhel. Seurjou aet dlwar an dovar (1) 1. — An ejen koz (hos primigenius). 2. — Ar c’haro kerniek bras, karo e gerniel vras pe karo bras Iverzon (cervus megaceros). Hanvet eo bet evelse dre ma ’z eo e poullou-taouarc’h Iyerzon ez eo bet kavet ar stanka e relegou. Dibaotoc’h evit beza kavet war an douar bras. Tri metrad uhelder e oa hag e veze anezan unan eus loened kaera ar bed gwechall. E gerniel skourrek o devoa tri metrad hed d’an nebeuta ha beg-krec’h pep korn a veze ken pell diouz egile ma oa etrezo beteg 4 metrad disrann. Kerniel ken hirr ha ken ledan a dlee lakaat kerzed al loen o douge da veza diez bras er c*hoajou. E Iverzon, ar relegennou (squelettes) anezan a gaver eno a-vern, bodet a-strolladou, ganto hogoz oll an hevelep stumm-a-boz (attitude): o fenn a vez savet ouz krec’h, o gouzoug astennet, o c’herniel hirr eilpennet hag a-stok ouz liven o c’hein, evel pa vije bet al ïoened-ze lonket a-greiz-oll gant gwagennou ha m’o dije stourmet beteg ar vunnten ziveza da glask halana eur bannac’hïk ear mad (2). (i» Afl da get, kollel ar ouen anezo (espèces éleintes). (2) Arabad eo kredi o vije bet ar c*tuiro kcirniek bras ar bra««a euz kirvi ar bed gwcchall. E Bro Indez, er Meneziou Illmalaya (aradcnnad Siralik), ez eus bet kavet rclegou eur c’haro braFoc’h c’hoaz hag a vez graet anezan Karo-menr Siva (SiveUherium, diouz h:ino <»nr fate-douo, Siva. hag a vez azeulet el lodon-ze eus an Tndcz). Karo meur Stva a veze kementanezan hag eun ohfant. An bini brasa eo, enta, eiis an holl dat-kirlered truminanls/ beo pe maro. Henvel e oa e zoare ouz hrni ar o’haro-meur pe elan -a vreman nemet ooa tevoch ba poannerocli. War e henn eaafvepewarkornakourrek, Digitized by GoOglC - 142 — 3. — An olifant koz (elephas antiquus). 4. — Olifant ar Chreizteiz (elephas meridionalis). 5. — An olifant hirrvlevek (eiephas primigenius, mzmmouth e gallek). Brasoc’h e oa eget an olifanted breman. Chouec’h metrad uhelder en doa hag e skilfou krommet e doare eun hantergelc’h o devoa beteg pewar metrad hed. Goloet e oa e gorf en e bez a vleo gloanek, hirr ha stank, d’ezo eul liou du pe arruz (o tenna war ar ruz) ; eur voue a yoa ouz e c’houzoug hag a-hed liven e gein. Henvel e oa e dronpilh (trompe) ouz hini an olifant indezad a vreman. Pounneroc’b, avad, e oa e gorf ha berroc’h e beder-esker. Anavezout mad a reer e neuz dre ma ’z eo bet kavet e Bro-Siberi eleiz anezo miret dispar, kig, kroc’hen ha bleo, en douar skornet. En Europ, al lec’h ma ’z eo bet kavet ar stanka relegou an olifant hirr-vlevek eo traonien an Arno uhel, e provins Piemont (Itali). Eur wir veredad olifanted a zo bet dizoloet enni ; ken niverus e oa o eskern, gwechall, ma vezent kontrezet (implijet) gant ploueziz (kouerien, koueriaded) a-ziwar-dro, a-unan gant mein, da zevel mogeriou o ziez (1). 6. — An dourvarc’h bras (hippopotamus major). A vilierou ez eo bet kavet eskern anezan e dichaladuriou (2; ar Charente, ar Seine, ar Somme hag an Tamise. 7. — Ar frikornek hirr-vlevek pe frikornek fri-speuren- net (rhinoceros tichorhinus). Hanvet eo bet evelse aba- lamour d’eur seurt speuren askornek hag a ra an disrann etre e zifron. E gorf a veze goloet en e bez a vleo hirr ha stank, d’ezo eul liou loued-ludu (3). Daou gorn ken hirr daou anezo ouz kern c bcnn lia daou all brasoc’b grizienuel en e ziou abrant. Ar pewar korn skourrek-ze oc’b asten a-bep-tu a rea, bep mar ebed, dar c’haro rampeel-ze (cotoual)beza disneuz-iskiz. Beva a rea e Bro-Iodez epad ar pennad-amzer hanvet plioken (diveza eiliann eus an trede pennad- amzer). (1) Bez*e kaver ivez eleiz a eskern olifant hirr-vlevek er cbourenezcn Alaska, Amerig an Anter-noz. (2) Dicbaladur (Treger), douar-dicbal = alluvions; dicbal = le retraü de leau. (8) Kompctennou braa-divenl ar Siberi a zo ouz o ober gwiakadou treaz ha douar priellek a cbom bepred ftkornet en o dounder; avecïi ma cball grouez an beol-hanv diskorna an douar war-bed eur metrad banter diouz ar gorre. Ganl-se, al loencd bras, olifanted ha frikorneged, bet douaret gvrocball e-meak ar gw»kadou-zev a zo pei miret eneup doaredispar^ao( Digitized by GoOglC — 143 — ha ken hirr a zave diwar e fri. (Ar frikornek indezad a vreman na vez gantan nemet eur c’horn hepken ; frikor- nek an Afrig ha hini enezen Sumatra o deus ivez daou gorn, kals berroc’h, avad, eget re ar frikornek fri* speurennet). 8- — Tigr-meur ar c’haviou (felis spelaeü). Eur seurt loen fero etre al leon hag an tigr a yoa anczan. Diou wech brasoc’h e oa eget tigred breman. Diouz e relegou, hag a zo dibaot awalc’h, ec’h heller da zisvarn e oa pewar mctrad hed hag e oa e vent trec’h da hini hon brasa tirvi. 9. Arz (ourz) bras ar c’haviou (ursus spelacus). Diouze relegou, e ranke kaout ezveo (e beo) tri metrad hed ha daou metrad uhelder. (1) 10. Hienen vras ar c’haviou (hyena spelaea). Brasoc’hig e veze eget hienen varellet hon amzer. Ouz ar roll loened-ze e tleer staga marteze an olifant amerikanpc olifant an Ohio (mastodonte e gallek). Meur a zeurt dishenvel o ment a yoa anezan. Ar seurt brasa a oa mentet evel olifant an Afrik. Daou re skilfou en devoa ouz e c’henou : daou skilf hirr ouz e aven-grec’h, henvel ouz re an olifant breman nemet hirroc’h kals e oant hag eeunoc’h (digroummoc’h), ha daou skilf all berroc’h ouz è aven-draon, krommet ouz traon. Stank meurbet e veze al loen-ze en Amerik an Hanter-noz hag en Europ a-zoug an diou eilrann diveza cas nn trede pennad amzer (eilrann mioken hag eilrann plioken) hag e veve c’hoaz hiniennou anezo en Europ da zerou ar peware pennad-amzer : eskern anezo a zo bet kavet mesk-e-mesk gant re an olifant hirrvlevek e traonien an Arno, Bro-Itali. arskorn, a-hed ar Chanlvcjou, lia pa dcuont da veza dizouaret hirio, c vcz kavet o Cborfou hogoz ken fresk na ma vijent hei marvet eur pennadik araog. An naturlaer (naluraliite) hrudet Pallat, o vcachl dre ar Slheri er bloavez 1772 en deus het evelse ar chans da c’hallout gwelel ha studia korf maro cur frikornek hirr-vlevek nevez dlzouaret a oa gantan Choaz e c’hreon hage gig. Sellit ouz Displegadennou Akademi ker Sant-Petersbourg (e latin), Commentarii Acad. Pelersb. leor XVII ’.1773); — hag ivez ouz Voyage de Pallas, p. 130-134.| (1) Arz (e keltiek koz arlos) a zo ar gwir ger hrezonek da lavaret ourz. Eus ar ger-ze eo e teu ar verb arzal a yoa e dalvoudegoz genta, hep mar, grougnal evel an arz. An doare-skrfva harzal gant eun h n’eo ket a-du gant an eiimolojiez. Sellil ouz Victor Henry, Oictionn. étimologique du brelon moderne. Digitized by GoOglC — 144 — Seurtjou dilec’hiet pe na vezont kavet ken nemet war ar meneziou uhel

1. — An ejen moueek (bison europaeus). Evel ejen moueek Amerig an Hanter-noz, ejen moueek an Europ, ken stank gwechall-goz en hor broiou, a zo gozik kollet ar ouen anezan hirio. An tri c’hant hini diveza a vez miret gant kals a evez gant gouarnamant ar Rusi en eur c’hoat bras a Lithuania. Henvel-beo eo dre e vent hag e stuzouz hini ar Chanada hag ar Stadou-Unanet. Daou metrad uhelder en deuz ha beteg 3 metrad hanter ha zoken 4 metrad hed. Eun tort a zo war e gein, etre e zis- koaz ha goloet eo e benn, e c’houzoug, e chouk hag e ziskoaz gant eur voue hirr ha stank. 2. — An ejen flerius (bos moschatus). Na gijer outan hirio nemet e broiou an Hanter-noz a vez ar re dosta da benn-ahel (pôle) an douar. 3. — Al leon (felis leo). 4. — Ar c’haro-erc’h (cercus tarandus). Ar seurt karo-ze, a yoa stank-souezus dre ar Frans a-bez e-kerz (a-zoug). Amzer ar Skorn Bras, na vez ken kavet breman nemet e lodennou an Europ, a zo lipet o aochou gant tonnou (1). Mor Sklaset an Hanter-noz (lodennou hanternoz Skan- dinavia ha Bro-Rusi). 5. — An antilopen saïga. Ar seurt antilopen-ze na gyer ken outan hirio nemet war kompenennou bras ar Siberi. 6. — Ar chragvouch (capra ibex, bouquetin e gallek). 7. — Ar chamoa (antilope rupicapra.). 8. — An hunegan-menez pe raz an Alpou (arctomys marmotta). 0. — Ar marlonk (gulo). 10. — An evn-erc h (tetrao lagopus). (Da gendercliel). R. Ar Rouz.

(l) Tonnou (Kerne) = gwagcnnou, koummou. by GoOglC Eur Verzerez epad ar Revolution vraz (IM) (Kendalch) NA V E D PENNAD (Kendalch) Ar c’h$ft|M>u-ze a verke petra eruje ; tri bloaz goudeze, Vietoire de™aint-Luc a bigno var ar chaffot e Paris, evit sina gant he goad he c’harantez evit Jesus-Christ. An oll sceurezed a jomme eta start en ho feiz, hag abalamour da ze eo e vezint skoet. Gouzout a reont breman ped dervez o deuz c’hoaz da dremen en ho c’houent karet, hag an derveziou-ze a dremenent er glac*har hag er beden. Ar c’huec’h a viz gouere e c’hellont choaz koulsgoude klevet an oferen ha kommunia en ho chapel. Eur beleg kalonck, an aotrou Vallette, person Kerfeuteun a deu da lavaret an oferen ha da gommunia gant an hostiou a jomme en tabernakl. Hor Zalver eo a ia kuit da genta, hag evelse e ro da gornpren d’ar sceurezed paour petra zo o vont da c’hoarvezout gantho ive. Nag a c’hlac’har hag a zaelou c’huero etouez ar sojurezed, pa veljont goullo an tabernakl! A vec’h ez oa eat kuit an Aot. Vallette, ma tigouezaz Gomaire, vikel vraz Expilly. a Dont a ran, emezhan da gerc’het ar c’haliriou hag ar goestou konsakret.» Kemeret a ra arc’hantiri ar chapel ha kement tra a briz a gav. A drugarez Doue, ne gav Hosti konsakret ebet Red oa koulsgoude, d’ar sceurezed gouzout da beleac’h e c’helfent en em denna. Kear Kemper a oa spontet o velet pegen buan ez ea ar bersecution var araok, ha ne oa ket brao, d’ar mare-ze, diskuel an distera karantez evit sceurezed ar Retred. Sceurezed an hospital, koulsgoude, a ginnigaz d’ezho ho c’hemeret en ho zi. Mes an Itron de Marigo a gavaz guelloc’h mont er meaz a gear. Goulenn a ra digant superiorez ar Chalvar, an Itron de Penfeunteuniou, a digemeret a c’hellc, en he c’houent, ar sceurezed paour kaset kuit euz ho zi. Kouent ar Chalvar a zo deut da veza Seminer braz, goude ar Revolusion ; bet ez oa pell amzer eur gouent leanezed a urz sant Beneat, hag ar superiorez a oa euruz da c’hellout ober vad d’he c^hoa- — 146 — rezed harluet, da chortoz bcza skoet he-unan. Raktal an Itron de Rospiec a oue kaset di, rak kouezet ez oa klanv, hag an Itron le Borgne a ieaz ive cvit soursial outhi. I)’nr yaou, seiz a viz goucre e oue great an invantor. hag an dud fall o labourat evit ar Revolusion a lavare d’ar soeurezed, evit klask ho deseo, eur vech c’hoaz : « Pe- naoz e c’hellit-hu dilezel kemeut a draou, eur mobilier ken pinvidig ? grit al le pe ar sermant hag e talc’hot evi- doc’h kement tra ’ zo aman. » — « Notra ne rai d’eomp plega, » a lavaraz an oll samrezcd. Ne oue lezet gantpep hini nemed eul loa hag eur four- chetez arc’hant, eurguelc, eur re linseillou, eur gos taol hag eur gador. Goulen a rcont daou re linseillou ; e leac h respont e roer d*ezho eun assiet faout benag. Ar gouent d’ar mare-ze n’e doa na dle nag guenneg ebet lakeat a gostez, mes ne vanke netra ennhi euz ar pez a oa red evit rei retrejou, ha da galz tud zoken. Kement tra a dalveze ar boan a oue merket ha siellet, hag ar soeurczed a jom- maz c’hoaz daou zcrvez on ho zi. Pcgen ankeniuz oa evi- tho guclet laerez divar ho c’houst an arrebeuri hag an oll draou all prenet a nebeudou ha gant kement a boan, evit ober vad d’an eneou. An daou zervez diveza-ze a oue daou zervez nngouni. D’ar zadorn 0 a viz gouere eo e kuiteaz steurezcd ar Retred ho (*’houent ken karet, ha mar boa rannetho c’ha- lon, e lavarent koulsgoude bennoz da Zoue da veza bet kavet din da c*houzanv eun dra benag evithan, hag e pe- dent evit ar re a rea brezel d’ezho. An demezel de Treou- ret Kerstrate, dispount epad ma krene an oll, a deuaz d’ho c’herc’hat evit mont ganthi da gouent ar Chalvar. Kouent ar Retred e Kemper eo eta ar gcnta skoet e Breiz-Izcl ha marteze er France a bez, abalamour mar- vad ma rea ar muia a vad. Evelse e c’hoarvez ato ; mevellien an drouk spered a oar c peleac’h skei. Pchcuz enor koulsgoude evit scvurezed ar Retred ha^ evit ho c’houent da veza diskuezet an hent da gement hini a vezo skoet var ho lerc’h. E maint ar rc genta var dachen ar brczel, anzao a roont ho feiz birvidik, ho cliarantez evit an Iliz, ha prest int da vervel evit difen guiriou Doue. (Da genderc’hel.) L. G. Digitized by GoOglC BELA

Andantino. — Doux et expressif.

An deiz a dar- ze war lein ar

roz Ha gant ar gliz gle - piet he broz, Gwis - ket gant- Be - la ger - ze kem - pen ha bliou Dre ar we - no-jen war lez ar prat, 3 Leun a vou» - kan hag a c’nouez vad. — 0’An Ao. Bourgault-Ducoudray. An deiz a darze war lein ar roz Ha gant ar gliz glepiet he broz, Gwisket ganthi dillad kaer ar zuiiou, Bela gerze kerapen ha bliou Dre ar wenojen, war lez ar prat, Leun a vouskan hag a ehouez vad. Ouz he gwelet an evn mintiniad ’N .e gan lare d’ezhi : Deiz mad ! Ilag ar bleun balan leun a c’hlizennik A zave war o zreujennik, Ilag ar sterik a lare ’n e voud : a Deuz da welet pegen kaer out! » « Da belec’h, plac’hik, e c’houlcnnent, Ker mintin e zez gant an hent ? An holl a labour er meziou tro-dro, N’ euz na pardoun na gouel er vro, Perik da vignoun a zo du-hont: Da belech *ta e maout o vont? » BELA a M. Bourgaull-Ducoudray Le jour se levait sur les flancs de la colline, et, la robe humide de rosée, revêtue de ses beaux habits dedimanche, Béla s’en allait, bien mise et alerte, par le sentier qui longe le pré, plein de murmure et de parfum. En la voyant, 1’oiseau matinal, dans son chant, lui disait : « Bonjour ! » et les fleurs du genet, pleines de gouttelettes de rosée, se levaient sur leur petite tige et le ruisseau lui disait dans son murmure : a Viens voir comme tu es belle ! » Et tous lui demandaient : De si bon matin, jeune fille, où vas-tu par ce chemin ? Tout le roonde travaille aux champs d’alentour; il n’y a ni pardon ni fôte au pays et Périk ton amireste lâ-bas : où dono vas-tu ? » Digitized by GoOglC — 149 — An ezcn gkroar en eur dremen, ’N eur c hoari gant hc bleo melen, Gant eur vouez klemmuz a lare : « Bela ! Klevet ’m euz da vamm o wela. Plac’h, mar am c’hredez, o deuz en dro, Vit ar c’heariou na dee’h da vro. • Hogen ar plac’hik a gerz bepred, Skanv hag dillo, na zelaou ket, Na zelaou ket mouez an ezen-avel Na kan an evn ouz he gervel; En aner an dour a voud er prat Ilag ar bleuniou a daol c’houez vad. ’Baoue, uz d’an hent, an evn a wel Pa dremen an ezcn-avel; Ar bleun balan, e kreiz ar bod spern-gwenn, Goustad, gant keun, a stou o fenn ; Hag an dour splamm a red er ieot glaz A voud dalc’h mad : « Allaz ! allaz ! » Or la tiède brise qui passait, en jouant avec ses che- veux blonds, duue voix plaintive lui disait: « Béla ! j’ai entendu ta mère pleurer. SSi tu m’en crois, jeune fille, oh! reviens sur tcs pas ; pour les villes, ne fuis pas ton pays! » Mais la jeune fille s’en va toujours. Légère et pressée, elle n’ccoute pas, elle n’ccoute ni la voix de la brise, ni le chant de Toisoau qui 1’appellent; c’est en vain que 1’eau murmure dans le pré et que les fleurs répandent leur parfum. Et depuis, au-dessus du chemin, 1’oiscau pleure quand passe la brise ; les fleurs du genôt, au milicu du buisson d’aubépinc blanche, doucement, de regret, baissent la tôte et 1’eau limpide qui coule dans 1’herbe verte ne cesse de murmurer: « Hélas ! hélas ! » GLANMOR. Ar barz yaouaok Glanmor (Jub. Cuillandre) a zo o paouez beza aotreet e Lizeradur (licence ès letlres). Ar maout a zo deuet gant hor mtgnon p’eo gwïf eo bet da genta ha gant eur menek a henor : kas a r—mp dezan bon gwelia ha kaloneka gourtf heawiitou. Digitized by GoOglC — 150 — EN DEIZ ALL £ FOLGOAT

En deiz all e Folgoat, pa oa eno war dachenn an Tntron Varia eur mor a dud dircdet euz oll barresiou Bro-Leon, an aotrou Gellc, o prezeg d*an dud-ze a lavare en eun doare helavar mcurbed e oa eun dudi evitan komz dezo, abalamour emczan m’en devoa dirazan eur bobl a-bez. Da welet e c’helle beza gwir an dra-ze, da c’houzout n’oa tamm cbcd ; bez ez euz Bretoned e Breiz hag eleiz zokcn mez n’euz jwbl breizad ebed nemed war baper ha war muzellou tud ha nc anavczont ket nemeur ar vro- man. Bcz ez euz bet evelato eur bobl e Breiz, mestr war Brciz ha mestr e Breiz : an dra-ze a oa deac’h, rak pewar c’hant vloaz e bucz eur bobl a zo evel eun dervez e buez cun den ; an dra-ze a oa deac’h, ha neuze Breiz a oa da Vreiziz. Bct ez cuz bct eur bobl breizad, eur bobl kalet ha krenv, ar c’haloneka zo bct a zindan an nenv, eur bobl bct dibabct gant Doue etouez kant ha kant pobl all evit beza e bobl, eur bobl, ar c’henta zo bet goalc’het e dour santel ar vadisiant, ar c’henta zo bet kurunet euz ar gurunen a henor kouezet diwar dal ar bobl Juzev war gcrn menez Kalvar, eur bobl hag en dcuz bet al lezhano kaêr a vab hena an Iliz evel m’en deuz bet rouantelez Frans an hini a verc h hena. Ya! eur bobl zo bet e Breiz, goad kristen ha breizad en e c’hoazied, goest d’en em lakaat heb ezomm da gaout mez war renk ar poblou all euz ar bed. Mez... n’euz ket kcn anezan, pe mar d’euz n’eo ket anat e pe leac’h ema, rak ma vijc bet eur bobl e Breiz e vije bct mestr en e di eun draïk bennak hag Ma vijebet eurboble Breizen divijebeteun dra bennak da wclet en e affcrou hag en divije da genta unan da vihana lavaret da vriz-aotroned Paris ha me oar pe leac’h chom er gear da ober o renkou ; ez eo goest awalc*h ar Vretoned da zibuna o chudennou o-unan: hag e Breizan E Breiz peb den a c’hourc’hemenn Nemed ar bobl ne ra ket ken. Digitized by GoOglC — 151 — dud e karg n’int ncmed Gallaoued pc dud gwerzet d’ezo ar pez a zo goasoch c’hoaz. Ma vije bet eur bobl e Breiz evel en amzer goz, o welet ar goaperez, ar yudazerez hag al laeronsiou a rear d’ar Vretoned bemdez e peb doare e vije bet bervet ar goad en he c’hoazied, e vije bet savet en e zav, sounn evel m’eo dleet d’an den beza dirak an den : hag e Breiz.ar Vretoned dre blega o c’hein da geinent bazater a dremen a zo deuet da veza ker kroumm hag ezen ha beae’h a vezo ouz o digroumma ken. Ma vije bct!... mez petra zervich pa n’euz ket ken. Petra lavarfec’h euz an dra-man ? — Amzer zo bet e oac’h perc’henn ho tiegez, koll war goll ho peuz bet, merour oc’h deuet da veza, hag evit chom en ho merouri eo red deoc’h rei 1000 lur er bloaz d’an hini en deuz he frenet. Eun dervez ar mestr a deu d’ho kaout hag a lavar deoc’h : « Mall eo nevezi al lizer-marc’had, hag hiviziken » e rooc’h d%in-me 2000 lur er bloaz ha d’in-me da baea » ho mevellien hag ho plac’hed. » Lavaret a rafec’h diochtu ; « Oh! Aotrou, ne asantan » ket ober eul lizer-marc’had evelse avad; n’eo ketc’houi, » ket ’ta, ho peuz da veva gant va mevellien ha gant va » flaehed, me eo, ha p’eo gwir e vevan ganto e fell d’in » beza mestr d’o dere hel pe d’o c’has kuit diwar va zro » pa blijo ganen. » Evelse e rafcc’h, n’eo ket gwir ? ha ne vefec’h ket eun den ma n’her grafec’h ket. Mad! etre Bretoned ha Gal- laoued ez euz ivez eul lizer-marc’had o ren. Gwechall n’oa menek ebed a tlraou evelse, peb hini a ioa mestr en e di hag a c’houarne e dra; ar Challaoued a rea o mistri e Bro-Chall, ar Vretoned ne glaskent ket a drabas outo, en o leve e oant o-unan, mistri war Breiz ha mistri e Breiz : eur bobl oant. Mez siouaz digouezout a eure gant ar Vretoned koll pere henniaj o bro, hag euz mistri ma oant enni e teujont da veza merourien. N’eo ket brao beza merour, evelato pa ne vez ket re da baea e c’heller c’hoaz beva. Ar Vretoned evit kagut gwir da veza merourien en o c’hear a gase bep bloaz karradou aour da Baris, baga- dou potred yaouauk sedcr a yea bep bloaz war laesiou da zoudarded ha da vartoloded. An dra-ze a ioa heryez Digitized by GoOglC — 152 — al lizer-marc’had, ha den ne glcmme : evit kaout ar peochmad eo da unan bennak plega. Mez, Pa roer eun troatad d*ar c’hi E kemer buhan daou pe dri. Ar Challaoued ivez eur wech mistri war Breiz nezale- jont ket da glask ober o mistri e Breiz ha dont a rejont ken brao a nebeudou a benn euz o zaol, ma stou breman an oll Vretoned da respont amen da bep orcmns a leve- ront. Evelse eo ema an traou : den n’am dislavaro. Eur bobl zo choaz e Brciz ? — Nan, n’euz ket. Eur bobl hag a bleg evel ma ra ar Vretoned, da bep avcl, n’eo pobl cbed kên ! Eur bobl hag a laosk bresa e wiriou pa n’o bres ket e- unan, n’eo pobl ebed kèn ! Eur bobl ha n’en deuz preder ebed mui gant traou e vro, n’eo pobl ebed kên ! Ar boblou a varv evel an dud. Pobl Breiz n’eo ket maro koulskoude c’hoaz mar kirit, mez war nez mervel eman ; n’euz mui anezan ncmed ar skeud euz ar pez m’eo bet gwechall; ar-re a c’helle rei dezan eur vuez nevez, ar re-ze dres eo o deuz roêt dourn dezan d’en em laza ; ar re ze eo o deuz laosket tri glen- ved: an diegi, an diwisiegezjhag an dizunvaniez da spega ennan hag a deuio abenn anezan e berr amzer : e cTielI beva c’hoaz eur c’hant vloaz bennak, rak petra eo kant vloaz e buez eur bobl ? Mez war e wele a varo ema, hag evclse ema ’n traou. — t Ma n’eo ket mantrus koulskoude a leveroc’h gwe- » let ar vuez tamm ha tamm o tec’het diouz eur c’horf » ken kaêr ha kcn galloudus ! » — Ya! mantrus ha doanius co, kement ha ma c*hell beza. Gwella pez a zo ne c’heller ket barn an den keit ha ma vez buez ennan. Eur bobl ivez keit ha ma ne nac*h ket e Zoue ha keit ha ma vir e yez a zalc’h en e zaouarn an alc’houez a lakaïo e jadennou da goueza abred pe zivezad (1), hag ar Vretoned evit c’hoaz n’o deuz ket nac’het nak ar C’hrist, Doue o zadou, nag o yez, ar bre- zonek, setu ma c’heller c’hoaz kaout eun eulfennik fisians en o amzer da zont. Digitized by GoOglC — 153 — Ar pez a zo bet deac’h daoust ma n’ema ket hizio a c’hell beza varchoaz. £ leac’h fallgaloni, poaniomp eta da barea : kemeromp louzou a enep an diegi, louzou a enep an diwisiegez, louzou a cnep an dizunvanicz, ha • labouroinp : dre labourat e tcuio nerz nevez deomp ; .roomp da anaout e c’hell an traou bcza gwelleat, eo mall ober gant ar Challaoued eul lizer-marc’had nevez a vo anavezet dreizan galloud ar barri.sioniz er barrez, galloud ar Vretoned e Brciz. galloud ar Fransisien er Frans. Youc’homp euz an eil penn d’egile d’ar vro, e fell deornp beza laoshet da vistri e Breiz, eur wecli kaset ganeomp hor Gouel-Mikeal da Banz. E leac’h chom da truanti, da zellet, pe da gaout abek, poaniomp, oll, peb hini euz e du, peb hini hcrvez e c’hal- loud. Me labouro a glever meur a hini o lavaret, ya ma labour henncz, nan} ma labour hcnnon ; ya, ma vezan en êro-man, nan, ma vezan en ero z-hon. N’eo ket ourzal evelse eo a dleer d’ober, mez mont atao gant hon cro hep sellet piou zo war araok na piou zo varlerch. Greomp hon tachad, mez lezomp ar re all a venn labourat da ober o hini ivez ; e leach goulcnn ma ne labouro ket an hen- man-hen, pedomp Doue da rci da galz re all c’hoaz an youl da labourat evit ar vro ha neuze marteze e welimp pobl Breiz, mab hena an Iliz, o sevcl adarre goudo eur gourvez hir, seder ha skanv, da gemerct ar renk a dlije beza bet dalchet bepred ctouez ar boblou kaêra euz ar bed. J.-M. PERROT. •1) Quand un peuple tombe esclave, tant qu’il tientbien sa langue, c’est comme sil tenait la clef de sa piison. A. Daudkt. b’il tient sa langue il tient la clü qui de ses chaines le dèlivre F. MlSTRAL Tant quela terre estla, il ne faut pas dêsespérer. A. Dacdet. Les peuples ressuscitent. quand ils ont ctê baignês dans la gr&ce du Christ et quand malgrc leurs viceset leurs crimes ils nont pas abjurc la foi. L^cpée d’un barbare et la plumc d’un ambiücux ne peuvent pas les assassiner pour toujours. On changc leur nom, mais non pas lcur sang. Quand lexpialion louche â son terme, ce sang se rcvcille et revient par la pente naturelle, se mèler au courant de la vieillc vie nationale. P. monkaurk. (MotZ 1870). ¦----^HOANSO^--- Digitized by GoOglC — 1 54 — N A O N E D Eun dra vad euz ar gwella, o deuz great Merc’hed kristen Frans bodennet e Kastell Paol (1) o rei eun aluzenn evit sevel eun ti da zoudarded Breiz-Izel a zo oc’h ober o servich e keriou Frans. Prederia rear gant paotred Breiz abaoue o yaouankïz evit sevel anezo e skoliou kristcn ; goudeze e kavont digor dirazo patronachou ha kelc’hou-studi euz ar gwella evit o miret mad hag o lakaat da greski e deskadurez hag e furnez kristcn. Kement-ze a vefe labour kollet ma vefent lezet o-unan, ha diskoazell a grenn e kreiz an danjeriou a bep seurt a gavont kcn stank en hor c’heariou bras. Eur beleg kaset d’ar c’hazarn gant al lezennou ifern a ren breman, a lavare d’in n’euz ket pell ar pez a gav goasa evito, emezan eo beza bcpred e kreiz ar jolori direol hag an trouz bouzarus heb kaout eur gamprik hebken den em denna cnni da gemeret gwech an amzer eun tamm repos ha da labourat eno sioulik, an unan. Piou ne gompren ket kement-ze ? Pegen talvoudek c vije, n’eo ket ’ta sevel eun ti el leac’h ma c’hellfe hor soudarded yaouank cn em zestum ken etrezo, kaozeal ha lenn c yez kaèr o bro, skriva d’o c/herent, studia eun draik bennak ha kemeret eun tamm plijadur honest etre mignoned. N’hellan ket hen nac’h, eun hevelep ti, ne vô ket eaz da zevel : evit kas da vad cur scurt pez-labour, daou dra a zo rcd : karantez hag youl vad. Karantez vro, karantez Doue ha karantez evit hor soudarded yaouank a berz an dud pinvidik ha madelezus a roïo o aluzenn evit sevcl an ti hag o amzer evit e ren. Youl vad a bcrz ar zoudarded yaouank, fur ha kristen a vezo digemeret ennan. Evit gwir red e vije kregi gant eun nebeudik anezo, pemp pe c’hweac’h hebken da gcnta. Ar re-ze a vije ar rencrien « an ansianed » hag eur wech aroutet mad asamblez c klaskfent mignoned all, bepred dibabet na (I) SeUitou/. Fei: ha Breiz iniz Even. p. liS. Digitized by GoOglC — 155 — petra ’ta etre ar re fur hag ar re a gar heulia an hent mad. Ma tigouezfe, en eun doare pe zoare d’unan skanvbenn bennak beza digemeret ha ne vefe mad, nemed da drabasat ar re all, ar re genta a vije bepred ar vistri d’hen lakaat war an hent mad pe... er meaz. Pegement e koustfe eun hevelep ti ? Ar brasa dispign a vije evit paea ar gouel Mikeal. Aman en Naoned ne gredan ket e vije kavet hini ebed dindan 260 lur pe 250 lur. Red e vije kaout eun ti, pell eun tamm diouz an tiez all. Liproc’h e vefe hon tud yaouauk en eur ru honest, sioul, gant amezeien a zoare heb beza re bell ive diouz ar c’hazarn. Eur plac’h kos, pe eun intanvez a faotfe kaout evit skuba an ti ha reiza an traou. Danvez sklerijenn ha danvez tan a vefe ezomm c’hoaz epad ar goauv, hag an traou-ze a zo ker eston en Naoned. Ne gomzan ket euz an arrebeuri, taoliou, kadoriou, c’hoariou, levriou ha paper kement-ze a vije kavet evit netra digant tud karantezuz. Evit gwir ne gredan ket e yafle an dispign cn tu all da 100 skoed er bloaz. Ker eo, a.lavarfot, marteze ; n’hellan ket hen nac’h. Ha koulskoude nak a frouez a deufe gant ar pez labour-ze kaset da benn ha nak a bed den yaouank a vefe miret fur ha kristen gant eun ti savet evelse. Evit ren an ti, red e vije kaout en Naoned, eun nebeud tud kristen ha breton mar be posubl, evit pleal gant an dispignou, mont da gaozeal gwech an amzer gant ar zourdarded ha gwelet ma ’z eo peb tra reïzet mad. Diez awalc’h e vô marteze o c’haout. Rak da genta ha dreist peb tra, beleg ebed n’hellfe pleal gant kement-ze hag an dud a oar brezonek n’int ket stank en Naoned. Koulskoude anaout a ran daou hag a rofe gant plijadur dre garantez vro lod euz o amzer evit kcment-ze ; hogen gwelloc’h e vije ma vije kavet ouspenn eun den yaouank, breizad hag anaoudek euz traou Breiz : tud yaouank, en em blij gant tud yaouank. Ma vije unan ar seurt-ze evit pleal gant ti ar zoudarded, esoc’h e vije peb tra. Bennoz Doue ha sant Erwan, patron ar Vretoned, a vye gantan ha digollet e vije e labour er vuez-man da gentn gant anaoudegez-vad ha karantcz e genvroïdi, rak n’euz pobl ebed anaoudekoc’h eget ar Vretoned, hag er baradoz evit sur digemer mad a gafe ivez digant an Aotrou Doue ha digant sent kos Breiz-Izel. Gweltas. Digitized by GoOglC — 156 — AN DOARE DA ZESKI GALLEG Brema ’z eus eun nebeudig bloaveziou, tri goueriad eus Pount-an-lliz, Yan Zaout, Fanch Trubuill ha Loïz I)inae’h, a lakeas en o fenn mont da zcski galleg. Gant aon na gavjent ket a dud desket awalc’h d’o c’henlelia war ar meaz, hon tri goueriad a gemeras penn an hend da vont da Vrcst. Fizianz o devoa e kavjent eno eur Gall bennag gouest d’ober skol dezo a zoare. Erruet er ru Siam (m’am eus sonj mat), Yan Zaout a glevas ar ger « Moi-même » lavaret gant eur bourc’hiz kofek-bras o kaozeal gant eur bourc’hiz all. — « Moi-même, eme Yan, en cur ober eul lam a lcve- nez, setu me desket braz dija war ar galleg ! » Kaout a rea d’ar paourkeaz Yan edo brema an doktor brasa eus Bro-Chall, ha nc ouie mui petra lavarc, gant al lorc’h a yoa ennan : « Ah ! emezan, moi-même, me ’ zo gouestbrema da werza, gant va galleg, an daou c’hi- naoueg-man zo ouz va heuilh ! » Eur pennadig divezatoc’h, setu eur vanden zoudarded o tont gant ar ru, bleinet gant eur c’hos serjant bennag. Trouz ha safar a yoa ganto, ken na vouzarent an dud. Fanch Trubuill a c’hellaz kutuilh evelato ar ger galleg « pour son argent » lavaret a bouez-penn gant eun tam lastez-soudard, bcac’h dezan oc’h heuilh e gamaraded 1 ken berr e oa e zivesker ! D’e dro Fanch a gomzas ive seac’h da Yan : « Te, emezan, bremaïk a lavarc e werzfes ac’hanomp d’ar Gal- laoued abalamour na ouiemp ket a c’halleg! Me brema ïvc a zo gouest daz kwerza d’cur Gall bennag pour son argent !! » Abarz an divez, Loïz I)inac’h a c’hellas ive difurcha eur ger galleg. Klevet en devoa eul labourer-mezo o youc’hal, evit n’ouzon petra, « bien sür! bien sür ! » a bouez e benn. — « Ah ! bien sür ! eme Loïz, me oar galleg d’am zro ive bien sür ! » Gwech an amzer hon tri goueriad a adlavare pephini ar ger galleg en devoa gellet da dapout. Aon bras o devoa d’o ankounac’haat. Gant ar geriou-ze e kave dezo e c’h al- — 157 — fent serriobegdagement bourchizagavjentwarohend. Evel tri zoklor, hor choueriaded a bigne brema dre ru Bariz. Erruet war laez d’ar ru, e weljont, peli deus pep ti, eur c/horf-maro nevez lazet gant un torfetour bennag. E leac’h tcc’hel ac’hano, an tri zoktor a deuas davet ar c’horf maro ha da evesaat pis outan. E keit-ze daou archcr a erruas cno hag a lakeas o c’hrabanou war chouk an tri goueriad : — « Qui de vous a tué cet liomrne? » a choulennas eun archer. — « Moi-même !» a respountas kerkent Yan Zaout. — « Et pourquoi Vavez-vous tuè ? » eme an archer adarre. — « Pour son argent ! » eme Fanch Trubuill, fouge ennan o tiskuez ec’h ouie galleg ive ! — « Bien sür! » a lavaras ive kerkent Loïz Dinac’h c’hoant dezan diskuez n’oa ket azenoc’h eget ar re-all. War ar gcriou-ze, an archerien a gasas d’ar prizon Yan Zaout hag c zaou gamarad, cvel torfetourien kabluz da veza lazet an den maro-ze. Nem cus ket klevet abaoue petra ’ zo bet gruat deus an tri goueriad ; mes sonjal a ran ez int bel lezet e frankiz ! Elaoustre ne zavo mui a c’hoand ganto da vont da zeski galleg da Yrest, rag dizounet mat e tlcont bcza bet ar wech kenta! Bro Geumri (2) Lennerien <» Feiz ha Breiz » a oar ez eo Bretoned Breiz-Veur kendirvi gompez da Vretoned Arvor. Lenn a raint eta, gant plijadur, ama beb mis, eun nebeudig kelcierigou divarben « Bro ho zadou koz. » Laeret diganfho ho Feiz Gatholig, bugale Cymru2 o d’euz hirio, an darn vuia anez’ho, kas ha kasoni direjz out’hi, — dre n’hen anavezont nemed dre ar c’henteliou, (I) Tremor = en tu all d’ar mor, a dalvez da henvel Bro-Geumri, bro Skos. Enezcnn Man, bro Iwerzon, bro Gerne, broiou gelüeko femp evel Hreiz- lzel, hag e vez komzet enno eur yez keltiek bennak. (-2) Lavarit Keumri, Kcumraeg, Keumri. J.-P. Ar Bras, Skriv&nier eus « Kroaz ar Vreloned. » KELEIER TREMOR ’ — 158 — ar prezegennou hag al levriou faoz a zo bet great en he eneb e peb korn euz ar vro epad tri c’hant vloaz. Pedomp eta evit’ho aliez, evit ma teui an Aotrou Doue da gemeret truez oufho da lakâd da bara adarre var ho eneou reuzeudig sklerijen dudius gwir Feiz Jesus-Krist ! Mez, ma n’int ket ken heürus ha ni var ar poent-ma, — pell ac’hano, siwaz dez’ho ! — ez int marteze treac’h d’heomp e meur a dra all. Labourat a reont a zevri evit kas ato var wellftd ha var araog ho ïez, ho bro hag ho gwenn : Fy iaith, fy ngwlad, fy nghenedl ! Var eur million hanter a dud a zo e Bro Gymru, n’euz nemed eur million hag a anavezfe ar Chyrcraeg a. Mez, ar re-ma n’o deuz ket a vez euz ho iez. En darn-vuia euz skoliou ar c’houarnamant, — skoliou bihan kouls ha skoliou bras, — ez euz urz d’he desgi kenver-ha- kenver gant ar Saosneg. Er Skoliou-Sul, darempredet gant an dud iouang hag ar re goz koulz hag ar vugale, ïez ar bobl eo ar vestrez adarre, etc. Ne lavarin netra, en dro-ma, divarben an « Eisteddfodau » pe ar gwêliou braz a vez great peb bloaz er vro evit rei priziou d’ar skridou, kanaouennou, etc, kymraeg. — N’eo ket souez, eta, ma ’z int holl kanerien euz an dispar : an holl a c’hoar ar « solfa » hag a gân hervez ho mouez (soprano, alto, ténor, basse). — Hag an dra-ma, heb douetans ebed, eo ar pen- abeg ma jom ken birvidig en ho c’halon ho c’harantez evit ho ïez, hag, var eun dro, evit ho Bro hag ho Gwenn. Hor gwenn a zo rannet e c’hwec’h rumad : da lavaret eo Bretoned Breiz-Izel, Bro Geumri ha bro Gerne, ha Kelted Iwerzon(Irland), Bro Skos hag Enez Man. Estreged an traou kaer oc’h euz lennet divarben Breiz-Izel, « ar c’haera bro », hag an nebeud keleier embannet ama dia- raog divarben Bro Geumri, eur gerig eta ivez divarben ar Broiou keltiek all. — En Iwerzon, skwer an holl broiou, — en despet da dech milliget ar vezventi, a vir ouz Iverzoniz, evel oyz’homp-ni Bretoned, da veza eur bobl direbech, — en Iwerzon, an holl (Eskibien, beleien, kannaded, tud des- ket a beb oad, a beb renk hag a beb stad) a ra gwella ’ c’hellont evit gwellât e peb giz doare ho bro, ho gwenn hag ho ïez. En holl skoliou, koulz lavaret, e vez brema desket an Iwerzoneg, eur iez (breur da iez ar Skos ha da Digitized by GoOglC — 159 — hini Enez Man, ha kenderv d’ar Cheumraeg, d’ar Chernaeg ha d’ar Brezoneg) hag a skriver du-ze e lizerennou koz. An dud a Ilis, dreist holl, a ra kement’ zo cn ho galloud evit diarben an dud iaouang a fell dez’ho kuitâd ho Bro evit mont d’an Amerik pe da leac’h all evit dastum arc’hant hag heürusded pe baourentez ha klenved ! Hag ar Channaded a labour ivez evit gounid nebeud a nebeud var ar Chouarnamant Saos ar frankiz ’ zo bet, epad keit amser, nac’het ouz ho c’henvroïz ker! Henor dez’ho !

— E Bro Skos hag en Enez Man, al labour n’e ket c’hoaz eat kalz var araog. Goulzgoude, dre ma n’oa ket maro an holl giziou koz na zoken ar ïez, dreist-holl er Skos, an traou a wellaio buhan, hag eno ivez, abarz nemeur, an holl a gemero fouge en « ho ïez, ho bro hag ho gwen. »

— Evit Bro Oerne (Cornouaille anglaise), tennoc’h e vezo ar boan : rag âma ar Saosneg en d’euz douaret var neat ïez ar vro, hag evit rei buhez nevez d’ar ïez-ma, e vezo red da unan bennag c’hwezi ha stourmat. -Mez, eun nebeud tud a galon, evel an Ao. Jenner, o d’euz dija kroget en alar : gant gras Doue hag euntamighabasked, an douar a vezo buan troet mad, hag enn’han ivez e savo adarre louzaouen gaer « karantez-bro», kemmesget gant bleuniou pinvidig louzaouen « karantez Doue » !... G.-M. TRÉBAOL, o. m. i.

EMBANNOU AR RE A OAR LEV\ E 1EZ O RRO Eun dra hag a vez Rwelet e ftreiz Ila ne vez ket gwelet e Pariz. Gwelet e vez e Breiz bugale a oar lenn e yez Bro ChalJ. ar pez’ zo mad, ha ne ouezont ket lenn e yez o bro, ar pez’ zo raezuz. Feiz ha Breit a labouro evit ma ouezo an oll Vretoned ha Bretonezed bihan ienn brezonek abred, hag abalamour da rei kalon dezo da zeski, e roio prisiou d’ar re varreka anezo e peb skol. Roll ar prisiou gant hanoiou ar c’hounideien a vo embannet er c’hannad-man er miz a zeu. GOLEL AR BLELV BRUH. E miz gwengolo a zeu, e vo great adanv» Gouel ar bleun bruk : Prisiou a vezo i’ar c*haéra destumadennou gwersiou. sonioc, toniou ha marvaillou brezonek. hag ivez d’al labouriou dourn kaera great hervez spered ar vro. Ar skridou hag al labouriou a vo dleet o c’has da vureo ar « Chourrier du Finistère », 4, rue du Chdteau, Brest, a benn an deiz kenta a viz gwengolo da zivezata. An Aotrou de Muny hag an Aotrou de 1’Estourbeillon a ro adarre peb a vetalenn arc’hant; ar re o defe c’hoant da rei dourn da zevel priaiou evit lakaat traou ar vro da vont war wellaat, n’o deuz nemed kas o Trof d’an Aotrou Garoff, Aumù- nier de VEcole Saint-Louis, â Brest. Mad e vefe. pa z’euz kement a atapi etouez an dud da zevel prisiou evit iakaat traou an douar da vont war well, chom heb ankounac’haat e tle traou ar spered tremen da genta ! Levriou nevez moullet ha great hervez spered ar vro I. — LE FiVISTERE PITTORESQLE Sites et monuments — un volume grand in-8* de 640 pages conle- nant plu8 de deux cents gravures. Prix : 12 francs. Eu vente â l’Imprimerie, 4. rue du Château, A Brest. II. — AR CHORN AMIONEI» Eul levr moullet euz ar braoa gant an Aot. Simon euz Boazon hag ennan eur pez c’hoari euz ar re fenlusa. Priz 6 gwenneg. Evit e praout dr« ar post skriva d’an Aotrou Perrot. kure Sant Nouga, dre Blouzevedc, ha Jakaat 8 gwennegad tnnbrou el lizer goulenn. III. - PREZEGEN.l HAR TEIR RUEZ AR VRO Evit he c*haout. skriva da Job an Her, labourer douar e Sant- Nouga, dre Blouzevede, ha lakaat 3 gwenuegad timbrou el lizer-goulenn. IV. - MOLEZ REIER PLOUGASTEL Barzonieziou, gant K/aoda ar Prat Priz: 1 fr. 50; dre ar poat, 1 fr. 75. — En oll staliou levriuii V. — MARVAILHOU AR VRETOAEH E-TAL AM TAV Levr Konladennou koz ha nevez, cant Klaoda ive 1 fr. 50; dre ar post, 1 fr. 75. — Goulen anezan gant an obcrour, e skol gristcn Landivisiau Digitized by CjO Digitized by GoOglC . V?’ A**’ TAOLEN EOST 1907 I#f. /Vrfly v rntilrr mêéi r: eitt tilM Dok$ . . , . -1 -V r\yk m. lud iahoürerien dcuat. <<i sytftient , AojiirotA i"iùk JKftüT llretï . ...... • r\ CARUnut. / Krvrettiyrz Rro-tirriï ... . . . . . ¦ . J.-M. POlPUJI I Lizrr u hn<} mi ttittujim.......{ M.nl L.ftiUJf. [ A -M, ijimi iVMi 1^1, l’ri*ion tiuvftlr Hr>> Lrhtt . , . . . .t,-M, pKHftOT. ïfct. /fiif.- /ïr*’i- ¦ . . ...... Ul.nnUt "it l*im jToViA /lm . , ... . , . . M-V Aiü.imi i.. tÑl. Eur rrrïitrs rfnvt au ilmpttrh. _......i -M 1-» j ¦ *u.. Ar c’hannad-man a zigouezo er parresiou abenn trede snl ar miz ________ Digitized by vjv^vjv ic Moullcrez, ru ar Ch.istd, t, Hiv*t LaRevueFEIZHA BREIZest 1’organe duneCEuvte qui 8’est fondée â Landerneau, le 25 Mai 1899, pour h préservation et la diffusion du Breton dans le Finistère, et qui a un triple but: i° de favoriser Tintroduction dans les écoles de 1’étude du Fran^ais avec 1’aide du Breton; 2* de répandre les livres, brochures et tracts écrits en Breton, d’en composer de nouveaux, de rééditer les anciens reconnus utiles, etc... ; 30 d’encourager les études sur la langue bretonne. Lfabonnement direct est â 3 francs par an. S’adresser â M. CAROFF, Aumônier, ii, rue de THarteloire, Brest. Les personnes qui déslrent contribuer 4 la difTuslon des Livres bretons sont lnvltées a verser 2 francs â la môme adresse Pour mettre davantage la Revue â la portéc de toutes les bourses et en vue d’une diffusion plus large, voici les conditions qui seraient accordées aux directeurs de cercles d’études et aux chefs de groupes paroissiaux : A partir de 6 abonnements jusqu’â II inclus, 1’unité d’abonnement serait de 2 fr. 50. A partir de 11 abonnements jusqu’â 20 inclus, 1’unité d’abonnement serait de 2 francs. A partir de 20 abonnements jusqu’â 50 inclus, 1’unité d’abonnement serait de I fr. 50. 11 serait également fait des conditions avantageuses â ceux qui désireraient faire la vente au numéro. U suffirait de s’aboucher avec le Directeur de la Revue Pour toutes les communlcations et les plèces k insé- rer dans la Revue, 8’adresser èt M. CARDINAL, Supérieur de la Maison Saint-Joseph, Saint Pol- de-Léon. Elsved blavez N° 10 Kerzn 1907 Feiz ha Breiz Kappad Misiek ar Vretouped Hon Aotrou vn Eskop o vont da Arc’heskop da Chambery Vardro anter miz Dù, e savaz ar brud hen doa Hon Tad Santel ar Fab great an henor d’an aotrou Dubillard, eskop Kemper ha Leon da zibaba anezan evit beza arc’heskop e Chambery. Ar brud-se ne zaleasket, siouas evidomp-ni Bretonet, d’en em gaout gwir. Rener ha skrivanierrien ar Feiz ha Breiz a zo mall ganto lavaret d’an Eskop mad hen deus atao skoazellet anezo, o c’heuz dezan, o anaoudegez vad hag o mennoziou evit ma c’bello, epad pell amzer, kenderc’hel en e vro nevez ar vad hen deuz great en Eskopti Kemper ha Leon. Ar Feiz ha Brefz. BLOAVEZ MAD EVIT 1908 Eun diverra eus mestaoliou ar franmassonet epad 1907 <§a lennerien ar "<§eizha <§reiz" BLOAVEZ MAD ! Da lavaret eo : ar peoc’h gant Doue, ar peoc’h en o c’houstians, ar peoc’h en o ri, ar peoc’h gant o nessa, yec’hed da labourat ha laouenidigez en o c/balon daoust d’o foaniou pemdeziek. Gant ma chomo an traou-ze ganeomp, an dud dizoue gant o holl fallagriez ne c’hellint ket miret ouzimp da veza evurus. — Great o deus koulskoude o galloud evit hon enkrezi, evit hada danvez daelou en hon touez (bremaïk e raimp ar gompt eus o mestaoliou); o daoulagat evel re ar bleizi ne zibarent ket divarnomp, gedal ’ma reant hor gwelet stlejet d’an douar evit hor bressa. Pa dal, e velont ac’hanomp o kender- c’hel da valc soua hor penn hag ar muzc’hoars var hor Digitized by — 290 — muzellou. Hi, er cliontrol a vale lostek, hi a gamm o beg, rag lenn a reont e daoulagat an dud honest an disprij a zo evitho. Ha perag n’o deffe ? 1°. — 85 eskop a zo e Frans. — O zies oa bet savet gant hor c’bentadou evit be7a ti an e*kop. Anez mont a grenn a enep peb lealdet ne c’hellet ket o diloja. Bannet int bet holl er meas eus o eskoptiou ; 2°. — Ar c’hloerdiou bras ha bihan, vardro 200 anezho a oa bet savet gant arc’hant ar gristenien evit beza ties beleien. N’eus fors! Rins-ti a zo ranket da ober, hagholl int goullo hizio ; 3°. — Ar presbitaliou a zo bet savet gant arc’hant an ilis evit beza ties beleien ar parreziou. Eus 62 anezho, ar veleien ’zo bet taolet var an hent gant o zammik arre- beuri ha kasset da glask lojeis aman hag abont; 4°. — Ar c’houentcbou ’zo holl goullo pe varnez beza. Menec’h ha leanezet, diframmet digantho o zra, o deus ranket kemeret hent an harlu ha mont da gass da vu- gale ar broiou estren ar gelennadurez ne c’hellont mui rei da vugale Frans ; 5°. — En holl skoliou ar gouarnamant, ar grusifi 20 bet distaget dious ar mogeriou. Doue ne c’hell mui beza hanvet er skol; 6°. — Kalzmearet azo bet torret eus 0 c’harg dre fn abeg ma ne felle ket dezho ober an traou divalo a c*hor- torzet digantho; 7«. — Dre eun urs deuet digant ministr ar marine, dougetd’an 11 a viz meurs, beleg ebet na c’hell beza dalc’het var al listri-brezel. Antronoz, 12 a viz meurs, unan eus or brassa listri-brezel, an lena, dir hag houarn ha netra ken ous en ober, a darze var rade Toulon: An tan a oa kroget er poultr. Ar vatimant a oue dismahtret, fia siouas, kals martolodet a oue tizet. 116 a oue bannet en ear, difelpet o iz.il! ha lazet var an taol; en 0 zoues oa kals Breizis. — Kals all a oue glazet ha kasset d’an hospital. Beleien Toulon, eskop Fréjus en 0 fenn, a c’boulennas mont d’o gwelet evit 0 frealzi ha kinnig dezho sikour ar relijion. Siouas ! diarbennet brao e ouent; var digarez n’o doa ket ar vartolodet keiz-se, devet en eun doare spountus haganter-varo kals anezhos Digitized by GoOglC — 291 — goulennet ar beleg dre $kriit e oue refuset digeri an nor dezho. Mantrus eo e ve great traou evelse da vugale Frans ha da vugale Breiz. Dan 20 a vizmaêeur vatimant-vrezel all, ar Chanzy, a zo bet kollet. — Abaoue c’hoas, an tan-gwall a zo bet var arsenil Toulon, lavaret e viche ne man mui Doue o skoazella ar Frans ; 8° Paotret ar c’hountilli-eü!i (les apaches) hag ive paotret ar skrab o deus kemeret tro eus ar pez a velent ar gouarnamant o c’hober evit rei an dorn dezban. Eus pevar c’horn ar Frans e teu kêlou a veleien taget gant ailhonet fall. — Eun toullad krenn-baotret kristen euz Paris, gantho o beleg, an aot. Firmery, a oa eat da Vagny, eur geriaden demdost da gear, e*it gwelet pro- cession ar Sacramant. Eur strollad all a baotred dizoue a oue eat ive evit o hiskinat, hag e doug an deiz ne ehanchont d’en ober a daoliou meïn hag e peb giz. Gant aoun ’rag eun taol fall benag, an aot. Firmery a cvhedas evitdistrei maviche eat kuit ar ganfartel. Siouas! ar re-man aoachomet e ple^eun hentd’er gedal. Kerkent a ma oue gwelet o dispaka ar beleg hag e gompagnunez, ar pistolennier a oue tennet eus ar godellou. Ar beleg a lammas varzu ennho evit difenn e vugale; kerkent, eun tenn enn e vorzed en diskare d’an douar. Eun tenn all a zisken eun all eus ar vugale, Hippolyte Debroise. Heman aouetizet en e gof, ha kasset dan hospital e varve en noz varlerc’h. Dirag al lezvarn ar vuntrerien a rankas anzao n’o doa great o zorfet nemet dre gassoni ous Doue hag oqs beleg Doue. — Tracu brao, a velit, a c’hellomp da c’hedal dious ar skoliou dkoue! Kement-se ne deo c’hoas nemet eun divras eus an hiskinerez a rear d’an Ilis ha d’ar gristenien. Breman, eman hor c hanaadet diboell o farda eul lezen nevez evit laerez ar re varot evit laerez an oll foniationou; kaêr ’zo diskues dezho e tigoront hent d’an holl laeron- siou, ne reont van. Kasset e vezo, douetus, al labour da benn. — Siouas d’ezho! rag an aot. Doue o c’havo abred pe zivezad. Menek1 zo c’hoas eus eul lezen all evit huala muioc*h mui an oll skoliou ne maint ket c hoas dindan kraban ar gouarnamant. Gant al lezen nevei-se, mar bez kasset Digitized by GoOglC — 293 — da benn, beleg ebet ne cvbello beza dalc’het da rener er skolachou. Siouas evit Kastel ha Lesneven! N’eus fors ! na gollomp ket kalon! ne choarvezo ne- met ar pez a bermetto an aot. Doue. An Ilis, abaoue ma 2eus anezhi e deus bevet, ekreis ar brasa trubuillou, ha daoust da-ze e zeo eat atao var araog. Goad ar verzerien a zo bet eun had a gristenien. Hizio e vezo evel diagent; daoust dar reuziou n’eo eat tam var fallât. Er c’hontrol, seul ma vez bejet, seul doun e taol e griziou; — ar skourrou dizec’h a oa outbi a vo diskaret, hag ar skour- rou beo ne vezint nemet nerzetoc’h. En em sikouromp ba Doue hor sikouro. Evit achui, va lezit da sederaat ho penn gant eur gon- tadennik farsus am meus lennet ne ouzon ket e peleac’h. Daou weskle, o klask fortun a oa koezet en eur giri- nad dien. Dezho da veza boaz eus al lec’bid ne oa ket koant ar stâl gantho. Unan anezho gwân ba klemmus dre natur en em lakeas da geneudi eb en em sikour tam; prest e z’eas d’ar goeled ha kerkent e oue mouget. — Egile seder ha stard, ne vennas tam koll kalon. En em zifretta a reas, ba gant e battou klorennet e skoas a gleiz hag a zeou, adrenv hag araog, a droïas kement ha kement ma ne zaleas ket d’en em gaout var ar c’halet. Petra oa c’boarvezet ? Dre en em zifretta, an dien oue troet en amann. Ni, n’eo ket en dien omp koezet, mres hualou ’zo lakeat d’heomp. A fors d’o frotta e teuimp ive d’o uza. Ar Rener. Perag e ranker credi ez eus eun Doue ? (kkndalc’h) pazi E numero miz dn, e creiz ar bajen 261, e leac’h ar gerioaman : « An ear a iena ive eun dra bennag, ha dont a cTiell da veza » lazus e broiou an Anter-noz hag ar Chreiz-deiz evit habas- » kaat an amzer dre ma z-eont. » Digitized by GoOglC — 293 — Digitized by GoOglC Lennit: « An ear a iena ive eun dra bennag, ha dont a cliell da veza » lazus e broiou an Anter-noz. Petra hen deus great Renkerar » bed ? Lakaat avelou da c’hoeza etre an Anter-noz hag ar » Chreiz-deiz evit habaskaat an amzer dre ma z-eont. » IV. — Piou hen deus lakeat urz er bed ? (kendalc’h) Kerkent ha m’hen deus paket he brênv, e ro nao daol ftemm d’ezhan hed he gorf, na muioc’h na neubeutoc’h, hag e tiz, eb fazia morse, an nervennou a zervich evit flnval. Eun taol all a jom da rei var an empenn. En dro- man, an amprevan ne rei ket implij euz he flemm, rag an taol a ve marvel: ne ra nemet choka eun neubeut var benn ar prénv louet, beteg ma vezo paraliset evit mad. Piou hen deus roet d’an amprevan-ze eur vouisiegez hag eun ijin ker souezus ? Loened all a gemer eul liou, pe eur furm, hevel mad ouz an traou a zo en dro d’ezho, en hevelep doare m’ho cliemerer eas evitho. Setu ar pez a hanver e galleg « mimétisme. » Evelse, ar c’hrank, hanvet kiniden vras ar mor, a c’hoar en em zigiza evit dirouda ar pesked a vez oc’h he glask da zribi. Lakaat a ra pennou bezin bihan var he grogen. P’ho deus cresket eno, ar c’hrank a zo lakeat hevel ouz eur mean goloet a vezin. Gant an dra-ze e chom peurvuia etouez ar c’herreg. An amprevaned blevec, hanvet bescouled hag a vez cavet var an aleg, ar bezo hag ar scao, ho deus ar c’hiz d’en em zerc’hel en ho za var goalennou pe tronchennou ar vezen, ha ne c’heller mui ho c’hemma dioutho. Piou hen deus desket d’ar re-ze ober kement all evit lakaat ho buez e savete ? Peurvuia al loened ho deus bet ar zae a zere dioc’h ar vro ma chomont ennhi, evit gellout cuzat eassoc’h. E dezerchou bras an Afrik, al leoned, ar c’hanvaled, an heizezedigou, a zo livet holl e melen e giz treaz ar vro. Eas avoalc’h e c’hellont beza kemeret evit berniou treaz, hag abalamour da ze, ne reont ket a zifizians d’ho freiz, pa vezont o chasseal, pe e tiroudont an enebour, pa vezont ch asseet. Er broiou goloet a erc’h, evel en Anter-no»,. an oursien a zo gueun hag a c’hell bale dinec’h eb chacha varnho daoulagad ar chasseour. E coajou bras an Amerik, an tigred, ar panthered, a zo marellet evel ar guez ha brizellet evel delliou toullet gant ar sclerijen. G foenneier hor bro, ar raned a zo glaz evel ar yeot hag a guz eas en ho zouez. Ma chench liou an dachen, an hud-glazard (caméléonj a jench liou da heul, evit gellout cuzat (Cf. Lecture pour tous, mars 1903). Erfin, ar pez a ziscuez guella, d’am zonj, eo bet great al loened gant unan fur meurbed eo ma z-eus anezho hervez ma z-eus ezom. Eur ouenn a zo frouezus seulvui m’eman e riscl da veza discaret. Al lontreged bras etouez al laboussed, evel an er hag ar gup, ne zozvont nemet daou vi. Ma teufent da speria re, an holl ouennou disterôc’h a ve drebet gantho. Al lon- treged bihan ne zozvont nemet pemp vi d’an hirra. Mes ar filipped hag al laboussed a zo mad da zribi a zozv beteg ugent. Ar cTiemm a zo brassocTi c*hoaz etre ar pesked. Ar mor-vleizi marlounk n’ho deus ket calz a re vihan, mes ar pesked a vez lounket a zozv eun niver eb count a viou. A hent all, red eo eve cavatal ar ouennou loened. Ma teufe eur ouenn da vankoùt, he enebourien a deufe da veza calz re niverus hag an dud a ve lazet gantho. Kemeromp tigr an Indez evit scuer. Na ve kct mad discar he onenn, rag an tigr-se a laz a villierou eur zarpant hanvet cobra hag a zo calz danjerussoc’h egethan evit an den. Er memes tra, ma ne ve ket ouennou amprevaned da ober brezel an eil d’eben, e vemp rivinet gantho. Ne c’hellfemp fcet padout kenneubeut gant ar c’houibu hag al loened evelse? ma ne ve ket a laboussed ouz ho dribi. Beb vech ma teu an den da zirenka an urz a zo bet lakeat gant ar Chrouer etre ar ouennou loened, e rank paea. Er c’hreiz-deiz deuz an Europ hen deus da c*hou- zdnv gant an amprevaned, abalamour m’hen deus lazet al laboussed ho drebe ; en Australii eo rivinet gant ar c’honicled abalamour m’hen deus ho skignet e leac’h n’oa ket a loened all hag a vige outho da greski re buill. Digitized by GoOglC Niver ha nerz ar ouennou loened a ziscuez eta furnez an Aotrou Doue : eur ouenn bennag neubeutoc’ii, bag an traou a vye bet digompez. V. — Roudou Doue en den Comzet em eus dija deuz eur medicin paian a jomas sebezet dirag ar merkou a furnez a gavas e corf an den. Ar c*horf goulzgpude n’oa-ket anavezet goall vad en amzer ma veve Galian. Pegen estlammuet e vije ket ar medicin-ze, m’han dije anavezet eveldomp-ni gant pebez ijin eo bet aozet izili an den. Lavaromp eur ger bennag divarbenn ar galon, al lagad hag ar scouarn. a) Gouzout a reomp holl e ra ar goad an dro d’ar c’horf pcnn da benn evit cass peadra d’he vaga hag evit digass ganthan ar pez ne c’hell ket servichout d’ar vuez. PTien deus great he dro, ez eo contammet, ha ma ne ve ket scarzet beb ar mare, an den a varfe. Penaoz e vez scarzet ar goad euz he gontamm ? Setu aman. E creiz an den ez eus eur pez kig hag a zo bras evel an dorn serret. Ar gigen-ze a zo hanvet calon. Rannet eo e diou loden : ar galon zeou hag ar galon gleiz. E peb hini deuz al lodennou-ze ez eus daou gombot hanvet scouarnigou ha cofigou : ar scouarnic hag ar c’hofic deou, eun or etrezho, ha carget a c’hoad du; ar scouarnic hag ar c’hofic cleiz, eun or ive etrezho, ha carget a c’hoad ruz. Guelet a rit eta petra eo ar galon : pevar gombot hag a zo, daou ha daou, darempred etrezho. Mad ! ar goad pur, pe ruz, a vez bannet gant ar c’hofic cleiz e goazien vras ar galon. Ar voazien-ze eo kef an holl goaziennou a zo carget a c’hoad ruz. Taoler a ra e giz pa lavarfet scourrou, hag ar re-man a daol larkoc’h scourrou bihannoc’h, hag evelse bepred, beteg ma teu ar goazied da veza calz moannoc’h eged bleo ha niverus meurbed. Eur spillen sanket er c’horf ho rog a gantchou. Ar goazied munut-ze a zo great gant eun danvez hag a zo ken tano, ma lez traou boedec ar goad da dremen e gwiaden ar c’horf. Goulzgoude, ar goad en em zaotr dre ma ’z a. Neuze e tistro d’ar galon dre ar goazied du a zeu da goueza hed an hent an eil en eben hag a en em daol d’ar fin er scouarnic deou. Ar scouarnic a stlap anezhan er c’hofic Digitized by GoOglC — 296 — hag heman, d’he dro, a vann anezhan er skevent dre voazied hag a ia var vunutat evel re ar c’horf. Ar goad & geraer ezen vad hag a zistaol ezen gontammet dre voa- siennou tano ha munut ar skevent. Purifiet e vez eta gant an ear yac’h a zired euz an dianveaz peb tro raach alaner. Ha pa vez purifiet e tistro d’ar scouarnic cleiz hag ac’hano d’ar c’hofic cleiz evit coumans eun dro nevez er c’horf. Setu aze labour ar goad. Eun dro vras a ra er c’horf evit he vaga ; eun dro vihan a ra er skevent evit en em scarza. Na pegen ijinus eo bet crouer an den! Red oa cass pemp pe c’huec’h litrad goad dre ar c’horf a bez evit he vaga : great hen deus ; red oa charreat euz ar c’horf ar pez a ioa noazus d’ezhan : great hen deus ; red oa purifia ar goad evit ma vije mad adarre da vaga: great hen deus. Ha penaoz hen deus en em gemeret evit ober euz ar galon eur benvec goest da stlapa ar goad gant nerz ? Great hen deuz anezhi gant danvez-astenn : striza ’ ra varnhi he-unan. ha distriza goudeze. Ha penaoz e c’heil ar galon padout da vont en dro noz- dciz epad eur vuez hir ? Rag an holl izili a rank ehana, pe dont da veza didalvez crenn evit peb labour. Deskit ne vez ket ar galon o striza hag o tistriza eb ehan : an dre- - deren euz an amzer e chom distriz (teir loden var zeg loden seconden), hag e tiscuiz, Ha penaoz ar goad ne d-a morse var he giz ? Setu. P’en em gav dirag ar scouarnic goullou, ez a ebars. Kerkent ar scouarnic a striz cvit he gass er c’hofic. Mes en em lakaat a ra da striza c kichen an antre, hag ar strizadur en em skign beteg dor ar c’hofic. Kemerit eur voadegen ha moustrit var eur penn en eur vont beteg ar penn all: ma ’z eo heman digor, ar goad holl a dec’ho dreizhan. En hevelep doare, ar goad a dremen e cofic ar galon en eur zigeri an or gant he bouez, evel ma vcz digoret dor eun ti dibrenn gant eur vountaden. Ha penaoz, p’en em lak’ ar c’hofic da striza d’he dro, ne d-a ket ar goad var he giz er scouarnic dre an or ¦digor ? Ahalamour ma serr anezhi, kerkent ha ma clask kiza, evel an dour paket en eul lenn-mor a gloz ar ranvel, pa glask diskenn gant ar mare. Digitized by GoOglC — »- — Ha penaoz u ctw rip>r k^t «i ta er^-;«üarr.:c gant nen goad ar t~ht>6? o t-Zisk mc<xi var be £i* * lamoar mi ~z eus eur s:em k> 3 tiret. evel m * mts ear stern coat o viret oux eur preitesi da ù«ri e diaarat *a tï. Setn perag ar g:*ad. g*ask*4 gant stritador ar c ho&c. a rank tec’hat er toazk-n evit ober he dro. Ha perag ne deu ket var he giz euz ar voauen da goÊc ar gakm ? Abalam>or ma ’z eus eun or all o sUnka hag a zo tanoeTel eun deiiien roz. mes ker crvnv, ma talch ato nerz da gioza oux ar vuez. pa glask dont var he c^hia. Hag an holl labour-re a bad en den anter-eant vloaz ha cant vloaz, hag a vez great ken eas, ker mad, ker sioul, m*hen deus a veac"h anaondegez euz ar pez a dremen ennhan. Red eo lavaret eo bet crouet an den gant nnan hag a zo fur menrbed. (Da gendercheL, J.-F. GAER. Ar Skoliou Dizoue KENDALCU O c’helennadurez divarbenn gwlriou ha dove- riou an den, ha divar benn an urs vad (Evit klevet gwelloc’h pe teurt sorc*hennou a choanteonl lakât e pennou ar vugale, eo red din, da genta, lavaret petra 9 zesh dheomp ar skiant vad hag ar c’hatekis divar ar gwiriou hag an deveriou-ze.) An den krouet evit beva e societe gant an dud all hen deus deveriou en o c’henver. Red ’ vezo dezhan respeti buez e nessa, tra e nessa, brud vad e nessa. De dro, en dezo gwir da ve?a respetet en e vuez, en e vadou, en e vrud vad. Mes var betra ha var biou eo diazeiet an de« veriou hag ar gwiriou-ze ? — Ni, kristenien, n’omp ket nec’het: Doue, p’e gwir eo hor Chrouer, a dle beza hor Mestr; ha, dre ma r/eo hor Mestr, heu deus gwir da reï dheomp ar gourc’hemennou a zere ous hon natur den. E kement-se, dre respet evit hon liberte, hen deus lezet ganeomp ar galloud da senti pe da chom eb senti; ha Digitized by GoOglC — 296 — dious m’hor be70 great e kavimp digoll pe gastiz. Seiu aze ar gelennadurez kristen. Klevomp breman ar vistri-skol disakr : « Ne zeus Doue ebet, a leveront. » — Var betra neuze e cTnar- pint o lezennou ? — Var n&tur an den, a lavar eul loden anezho. — Mes, beza ’ zeus naturiou tud troet var al laeronsi; lod all var ar vuntrerez pe var ar gaou ha var peb tech fall. O laerez, oc’h biskinat, o laza o nessa ne reont nemet heuilh lezen o natur. Pe seurt gwir o dezo daziarbenn ba da gasÜ2aan dud-se?Hini ebet! e doare ebet I Ne zeus mui netra hag a c’helfe beza galvet eun torfet. Mall eo digeri an holl prisoniou ha lezel da redet an holl ganfartet a zo ennho. Choas ha muioc’h zo. — P’e gwir ne zeus Doue ebet, var o meno, nag ene ebet, ne zeus mui ken nebeut netra goude ar vuez-man, na digoll evit ar re vad, na kastis evit an trubardet (1). Rag-se eia, ne zeus ken lezen evit reiza ervad ar vaez nemet hini ar blijadur : klask ar muia plijadur ma vezo er galloud. — P’e gwir, evit kaout plijadur, eo red kaout arc’hant, me am bezo arc’hant en eun doare benag, dre an nor pe dre ar prenestr, evit ar gweUa marc’had ma c’heUin! — P’e gwir, an den-se a zo var va hent, an den-se a ranko tec’het pe e vezo sku- bet! Me hen tago dious eun tù pe dü : en e vuez, en e henor, en e vugale... ...Ne zeus mui, evel a velit mad, ken Uzen, n’eu* rnui ken gwir nemet an nerz (2). Anaout arit-c’hui ar c’hoari hanvet: « Choari kass ar fallik er meaz » ? — Hiviziken, ne vezo mui eur c’hoari, mes eun emgann hag a bado ken a chomo ar falla var an dachen. KenteUiet en doare-ze, ar vugale ne zaleint ket da veza dispac’herien ha torfetourien kriz. Siouas! Senti re vad a reont ous ar c’henteUiou a glevont. An torfejou bugale Var gresk e zeont bemdez. Er bloas 1894, daouzek vloas ebken goude al lezen var ar skoliou savet gant Jules Ferry e 1882, e zoa kasset dirag al lezvarn vardro 40,000 grouadur pe grenn-baotret oajr t a nebeutoc’h eget (1) Bevue de 1’EnteignemerU primaire, n° 31, 30 avrili906, p. 337-338. (1) Ibid.t n° 51, I7seplembre 1905, p. 518-519. Parolea deM. A. Dufrenne. Digitized by GoOglC — 299 — 21 vloas. Abaoue, an niver a zo eat var gresk daoust ba ma vez niveret nebeutoch var ar paper. Unan eus or ministret koz, Vallé, azesk dheomp perag: « Mazeo eat » var vihannât, er bloavenou-man, emezhan, niver ar » vugale kasset dirag al lezvarn, n’eo ket dre ma zeus » nebeutoc’h anezho kablus, mes dre re vras madelez » ar varnerien (grâce â rextréme indulgence des juges » d instruction); dre ma ne evessaer ket kement var » o disuniou ; dre ma zeus roet urs d’ho lezel da » redet... Mes, hen anao a rankomp, an niver a 35,625 t a 20 kalz izMoch eget an niver gwirion. » — Ar me- mez ministr, Vallé, er bloas varierc*h, a amave ne c’hellet mui ho c’hass ken niverus diragal lezvarn,«rag re a oa anezho. » (Pour éviter rencombrement). (1). A nevez zo, d’an 22 a viz here diveia, dirag lezvarn Paiis (la cour d assises), tri zen yaouank-flamm a oue digasset dre ’n abeg m’ho doa lazet a dennou revolver eur paotr eus o oad, Hippolyte Debroise, ha gouliet en e vorzet eur beleg, an aot. Firmery. (Komzet or beus dija eus ar mestaol-ze en artikl kenta eus ar gazeten.) Ha setu aman petra lavare an alvokad bras, an aot. Peys- sonier, a gomze en hano ar gouarnamant: « Dirag eun torfet ken skrijus, eur sonj a lamm var » eün e sperel an holl: «ksn yaiuank c’hoas, ha dija 9 torfetourien » ; mes, red e ve beza dianaoudeg eus t ar pez a dremen evit beza souezet. Be^a e zeus e Paris » ha tro-var-dro eur strollad « loenet gouez yaou&nk » » prest da bep torfet. Hirio, ar vugale, evit o c^hc ariou r> a zispenn roudou paotred ar c(hountilli-eün (les » apaches) bag ober eur mestaol benâg a zo evit-ho eur » choari... Ne feil ket din froudenna ac’hanoc’h a enep » heman pe hennont; moes meur a hini a lavar eo ar skol » dizoue ar penn-abeg eus ar pez a c’hoarvet. — Me ’ zo » bet ive eus an dud hag a grede e veze sarret eur pri- » soun pa ve?e digoret eur skol. Siouas! na pell » e~maoump dious kompU » SonjU-ta e komze ar procureur-ze en hano ar gouar- namant. Na red eo e viche an traou o vont var o c’hement- all, dre ar skoüou dizoue! 1) Eug. Tavernier, Univer§ du5 octobre 1906. Digitized by GoOglC — 800 — Red eo karet ha diffenn « ar vro » (la patrie) e lever ar vlstri krlaten. — Nan! n’eo ket redf nveo ket mad kementse, a respount ar vlstrl dizoue* « Ar gêr ’zo c’huek da bep-unan » ; — « gwaz a ze d’an hini1 zo ganet e gwall vro ». — Setu lavarou hon tud koz, eetu petra sonjomp hon-unan, ni fcristenien. — Mes, siouas! etre lavarou hor c/hendadou ha lavarou ar vistri dishual a zo breman e zeus disbenvelidigez vras Da genta, klevomp mad petra sinifl ar ger-se « ar vro ». Ar vro eo an ti ma zomp ganet ha ma vevomp ennban, an ti-ze laoueneat gant peden an tad-koz hag ar vam- goz, gant muzc’hoarz ar vam ha gant trous ha cholori ar vugale. —Ar vro eo ar parkeïer a droomp, a zislroomp hag a lakeomp e frouez ; — eo an ilis a zo bet test eus hor badiziant, eus or pask kenta, eus or promessaou bugale, e deus klevet al le or beus great an eil d’egile, ni prie- jou kristen ; eo ar vered a zalc’h relegou hon tud eat da anaoun ; — ar uro, da lavaret eo, or c’herent a dost hag a bell, hon amezeien, hor c’henvroïz, kement hini hor beus roet an dorn dezho pe bet digantho. Ar vro eo ar yès a gomzomp, al leiennou a heuil- lomp, an holl draou hag an holl dud a dost hag a bell ho deuz ar memez yès, ar memez reiz, ar memes inte- rest ganeomp. Kement-se ha kant tra all c’hoaz bet boaz hon daoulagat da velet, hon diouskouarn da glevet, or muzellou da lavaret, hon holl skiantchou da saouri a to eat doun en hor c’balon, ha dispartiet dioutho e lavarfet e ve diframmet diganeomp an anter ac’hanoump hon- unto. Ar vro ’zo c’huek ; rag-se, pegement e trid kalon ar martolod, ar missioner, an den harluet pa vel, en distro eus an estren, tour e barrez o tispaka dirazhan. Neuse eo e santont pegen doun eo eat karantez ar vro en o c’hreiz. Evit diouall ar vro, evit derc*hel dezhi e frankis hag e reïz, e roomp or bugale da vont da soudardet; hag ar re- man, mar bez red, a skuillo o goad evit hen difenn. An drapo a dri liou a vezo an arwez (l’emblème) anezhi. An drapo a valeo soun e penn ar vagad soudardet a vezo drant ha seder ous hen heuilh. An drapo-ze a ranko Digitized by GoOglC — 301 — chom digatar; arabat e ve saotret gant daouarn an estren. — Setu ar gelennadurez a gavo ar vugale hag an dud yaouank diganeomp-ni kristenien. Setu aman, varlerc’h ar pez a glevint e darn eus ar skoliou dizoue ha divroôt. Lavaret a ran :« e darn ane- zho » rag holl n’int ket c’hoas diskennet er renk izel-ze. « Pa dremeno dirazoc’h an torch-listri-ze hanvet an » drapo pe arwez sakr ar vro, arabat e ve d’ar mestr- » skol lakathivisiken e vugaleda stoui dirazhan. »(1) « An drapo a zo da veza sanket ebars en teïl. » (2) Gustave Hervé (eur tfhenvrpad, siouas !) hen deus lavaret ar c’homzou-ze a zo bet, beteg a nevez-so rener ar gazeten Revue de Venseignement primaire. Mar d’eo gwir e lavar, vardro 80,000 mestr-skol a zo o lenn e skridou. Hogen, setu aman eun diverra eus an traou hudur a gaver er gazeten-ze Ar vro ne deo nemet eul » lezvam ; an den pinvidik a gav ennhi kement a » cfhoanta; ar paour ne gav netra. Ne zeus ganthi nemet » fallagriez... Ha c/hoas, e c’houlenn digant e bugale » skuilb o goad evithi. Diskiant avoalc’h an nep er grafe! » Perag reï ar vuez evit an nep ’zo ous hor waska ? — » Ar micherour a rank hizio ober an dibab : petrei kein » d’e vro, pe trei kein d’e genvreudeur all micherou- » rien evelthan ; unan a 2aou a vezo red dezhan da ober, » n’eus ket da varcliata... ne zeus hizio nemet eur vre- » zel hag a dalfe ar boan, ar vrezel etre an hini n’hen » deus netra hag an hini hen deuz re... » (3). « Brezel d’ar vicher a soudard ! »a lavar an aot. Chau- velon er mem :z kazetenn; — « ober labour soudard, a zo » ober labour enep dheomp. » (4) Setu aze o c’hentelliou. E leac’h lezen ar garantez e prezegont lezen ar gassoni. Fr. Cardinal. (1) Petite République, n* du 5 avril. 11) Paroles de Gustave Hervé. (3) Résumé tiré de plusieurs articles de la Reeue de lEnseignemenl pri- maire, par M. Georges Goyan dans son livre « LEcole d’aujourd’hui », 2*série (p. 138-119. (I) Hevue delEnseignement, article de M. Chauvelon. Digitized by GoOglC — 302 — Hor BHgaligon liag ar SM-M Ma z’euz tud hag a zo lorc’hus war an douar-man, eo ar Barizianed ; kaout a ra dezo emaïnt o lakât aêl ar bed da drei, ba kredi reont e tle an oll ober diouto. Ma n’oc’h ket bet e Paris, n’ho peuz gwelet netra: « tu n’esjamai$ sorti de ton trou », a vô lavaret deoc’h buhan awalc’h; ne vefoc’h nemed eun azenn gornek evito. Ha dre glevet anezo oc’h ober o brabanserez, omp deuet da gredi, Bretoned geiz ma z-omp, e tleomp en em stumma e peb doare war dud Paris abarz kaout an henor da veza renket etouez an dud a oar beva. Ezomm deskadurez hôn deuz, heb mar ebed ; hor bu- galigou o deuz ezomm da beza desket. Gwell eo deski mabik bihan Eget dastum arc’hant dezan a lavare ar re goz, ha rezon o devoa. An deskadurez hag ar furnez eo a ra an den. Mez pep krouadur a dle beza desket hervez ar vromema enrüo chom, hag hervez ar vicher a fell dtzan kemereL An dra-ze heb beza diskouezet gant ar bez a zo sklear d’an oll, ha ma ne rear ket evelse, ar bugel n’cn devezo nemed eur briz deskadurez a raïo drouk dezan e leac*h ober vad. Ni ken elrezomp Bretoned bon deuz skoliou eleiz hag eaz d’eorap kaout enno d’hor bugale eun deskadurez euz ar re gaera, hor bugale a c’hellfe gouzout kant ha kant tra talvoudek evit o micher ha gouzout ar brczoneg hag ar galleg, bag o c’houzout mad an diou yez-ze e c’hellfent gant gwirionez lavaret d’ar Barizianed : « Ne » ouzoc’h nemed gallegat ha meur a l ini ac’hanoc’h » c’hoaz a zo galleg fall gantan, c’houi ha n’eo ket ni » co ar rc n’int ket bet biskoaz eat er meaz euz o zoull; » n’ho peuz biskoaz klcvet nemed gaileg, komzet nemed » galleg, letjnet nemed galleg, skrivet nemed galleg, » penaoz ech anavezfec^h anezan mat? Evit anaout eun » dra eo red e laUit kenver ha kenver gant meur a dra » all, evit anaout eur yez eo red he lakât lenver ba » kenver gant yezou all, a hent all, kalz geriou a jomo Digitized by GoOglC — 3 03 — » tenval, ne weloc’h ket pebes talvoudegez awalc’h o » deuz. » Setu petra c’hellfe hor bugale da lavaret ha setu petra n"int ket tost da c’hellout lavaret c’hoaz daoust mac’h anzav an oll n’euz ket par evit digeri spered ar c’broua- dur evel deski lenn, komzha skriva diou yez dezhan. Lizer eur potr a zo er skol en unan euz skoliou heulieta Bro-Leon hen diskouez anat awalc’h. L... d*ar6aviz Du 1907. Aotrou ker, « Setu me en em gavet e skol L., eur pennadik zo. Gant » plijadur e teuan da skriva deoc’h evit rei d’euz va » chelou. Mont a ran, betek hen, madik awalc’h en dro » aman. » Ar pez a zisplij dreist oll er skol d’in eo ma zeo gall » ha dlvrezonek neat. Abaoue m’oun en em gavet » aman n’am euz ket klevet eur ger brezonek bebken. » Kement-ze — n’em euz ket ezomm d’hen lavaret deoc’h » — a zo poanius evit va c’halon a Vreizad, gwelet va » yez kos taolet er meaz betek zoken euz an oll beden- » nou. Ar vugaligou a zo evit o bloaz kenta a skol a dle » 6«za nec’het awalch m’oarvad o klask kompren eur » ger bennak er pedennou a zrailhomp bemnoz ha 6ep » mintin. » Mezus eo gwelet e ve disprijet evelse hor yez kos » en eur vro ha n’euz enni nemed brezoneg oll, rak » aman an darn vrasa euz ar skolierien a zo koueriaded. » Difenn grons a zo da gomz brezonek petramant e » taper « ar veoc’h » — « la vache. » » Koms a rin deoc’h eur wech bennak diwarbenn ar » vioc’h gall-ze. » P. A. B. Setu penaoz ez a c’hoaz an traou en dro, en eur skol gristen mar plij ganeoc’h e Breiz er bloaz 1907 hag ar pez a dremen e L. a dremen, siouaz! emeur aleac’h all. Ober a rear d’ar Vretoned ha d’ar Vretonezed vihan ar pez ne rear ket da c’houezidi bihan an Afrik pe an Indez ; o c’hemeret a rear hag i seiz, eiz vloaz, hag i o c’hou- zout komz brao bras, evel bugale ne c^houezont lavaret ger ebed c’hoaz. Mantrus eo traou evelse ! Digitized by GoOglC — 304 — Ha ker mantrus all, ha n’eo ket souez, ar pei a ii- gouez warlerc’h skoliou troet en doare-ze. N’eo ket Bretoned a vez savet enno, tud divroet eo,ha gwella m’int hor skoliou eo da zevel danvez mevelled ha danvez plac’hed da vourchisien ha da « vadamou• Paris. Red eo poania da jenchpenndarvaz; rakBreiz-Izela dle tremen araok Paris, hag eviti da genta eo e tleer sevel he bugale ha n’eo ket evit re all. E kendalcfh Gwened — 6-10 here 1907 — an Aotroun Eskop Gouraud en deuz gourc’hemennet deski d’ar Vügale er skoliou : 1* Ar galleg gant ar brezoneg. 21 HistorBreiz. 3* Karet ha miret gisiou ha gwiskamanchou ar vro. Araok m’oar deuet a benn da lakât Iraou ar vro da vont e skoliou Gwened, evelse eo bet red labourat. Araok ma ’z aïot e skoliou Kerne, Treger ha Leon, e vo red labourat ivez, ha labourat a zevri Mall e gas A vez diez da ziblas f Felz ha Breiz, da vihana, a raïo he galloud o rei da vloaz, prisiou d’ar vugaligou barreka da lenn, da thrivi ha da gana brezoneg. Mez ar vugale ne zeskint ket lenn, ikriva, ha fcana brezoneg, nemed desket e vefe dezo; ne zeskint ket histor ar vro, nemed lakeat e vefe etre o daouarn (1} ba p’eo gwir ne zesker ket an dra-ze dezo er skoliou eo red poania atao ganto er meaz euz ar skol. Eun dra red eo eta kaout, e peb parrez, tud desketba madelezuz awalc’h d’en em garga euz al labour-ze ken presius evit amzer da zont ar vrô. E meur a leacfh ar beleg eo a gemero an dra-ze en e garg. Skol an iliz dija a zo dezan da ober. Ar skol-ze, daoust d’ar boan ha d’an amzer a gemerer ganti, ne zoug ket marteze âr frouez a dlefe dougen (2- (ll Rener Fciz ha Breiz a ro bep an amzer pennadou disfak kerbwo war Histor Breiz a vezo dizale e tro. lisianz hon deuz, da reian dinaseni Histor Hreii en eul levrik a vezo. dre e vent, dre e skeudennou ha dre e briz diouz doare ar Vretoned hajr ar Vretonezed viban. (2i Cf. Revue pratique dapoloffétique. Numéros du 15 Novemhf» « du 1" Décembre. Digitized by GoOglC — 305 — Digant ar vugale vihan e c’heder traou awalc’h o c’hedal ma ouezint o fedennou bag o c’hatekiz dindan evor ; mez digant ar botred bag ar botrezed trizek ha pevarzekvloaz echeller gedalmuioc’h ; gedal ac’heller ma komprennfent ar pez a leveront er c’hatekiz, ma ouezfent eun divras euz an Histor Santel (1), eun diverra euz buez J.-K. (2) hag eun draïk bennag euz Histor an Iliz (3). An dra-ze a c’heller gedal, mez siouaz en aner eo e c’heder peurliesa ;"ar paour keaz katekiz e unan, kaêr en deuz beza biban, ne vez ket gouezet mat. Ma troït an distera e c’houlennou, n’anavezer mui anezo, perak ? nemed dre ma n’o anavezer ket mat. Pa anavezer mat eun den ec’h anavezer anezan pa vez e zilhad sul gantan kenkoulz ha pa vez e zilhad pemdez. Pa anavezer mat eur gentel, e tlefet anaout anezi hag e vefe troêt stumm dezi ivez eun draïk bennak. Ha n’eo ket an dra ze eo ar pez a c’hoarvez ? Eo n’eo ket ’ta. Haperak e c’hoarvez an dra-ze ? Ar vugale ne daolont ket a evez awalc’h. Ha perak ne daolont kel a evez awalc’h ? Nemed abalamour ne gemerer ket peurliesa an tu gwella ken nebeut d’o lakât da deuler evez. An deskadurez war draou ar bed a vez sanket dre ar bleun e spered ar c’hrouadur, perak an deskadurez war ar relijion ne vefe ket sanket en doare-ze ? Ar pez a zo mat evit eun dra a dle beza mat evit eun dra all. Skriva eur wech a dal lenn teir gwech « qui scribit, ter legit » eme ar re goz, mad kenan e vefe eta rei d’ar vugale da ober bep sizun labourou dre shrid diouz o doare war ar gelennadurez kristen, pe e ti-skol ar c’ha- tekiz — rak e peb ti-skol katekiz e tlevfe beza taoliou <l’ar vugale da skriva — pe er gear, pe en daou leac’h bep eil, ar pez a zo gwelloc’h c’hoaz. (1) Histor Santel an Aot. Nicolas a zo mat tre. Skeudennou a zo «nnhi. (1) Buez J.-K. an Aot.Madec gant skeudennou bep deilhen a zo dreist* (3) Histor an lliz gant an AotrouKerne a cTiell beza distouret Warlerc’h «1 ievriou-ze. Kelennadurez kristen an Aot. Caer a raio kaii, kalz a rad« Digitized by GoOglC — 306 — En doare-ze dreist oll eo e vezo al lezenn gristen moullet ken doun ha ker mat e sperejou hor bugale, ma n’heUo netra he divoulla. Hag en doare-ze ivez e teuio ar Vretoned hag ar Vre- tonezed vioan da c’houzout lenn ha skriva o yez. Ouspenn deski lenn ha skriva, goude skol an iliz, e c’heller kaout tro da zeski dhor bugaligou hon toniou kaér, hor chantikou, bor soniou hag hor gwersiou, da c’hortoz ma vezo ivez eul levrik da zeski dezo gant an traou-ze c’hoaz eun divras euz histor o bro. — Rak-se ar veleien o deuz c’hoant da labourat evit ar « Feiz » hag evit « Breiz » n’oufent ket en em gemeret e doare ebed gwelloch eget evelse evit dont abenn euz o zaol. Pa ne fell, pe ne c’bell ar beleg ober netra, e kaver ar raestr pe ar vestrez-skol hag a deurvezo marteze labou- rat evit Breiz ; meur a bennad a gemerint war amzer o diskuiz evit deski d’o bugale traou ar vro, n’euz bet me- neg ebed anezo er skol. Erfin er parresiou ha n’euz enno nak eur beleg, nak eur mestr, nak eur vcstrez skol tuet war draou Breiz e vezo kavet unan bennak c’hoaz, er bourk pe war ar meaz o kaout amzer ha deskadurez, hag a vodo ar vugaligou da zul pa ne vefe ken hag a skolio anezo en han Doue ha Breiz hervez o bro hag o micher. Abenn nebeut aman, eo red e vefe dre oll tkoliou sul ha mistri ha mestrezed enno da rei en han Doue o foan hag o amzer da drei ar vug&le w&rdr&ou ar uro. üoulenn a reomp dioc’htu digant ar vistri hag ar ves- trezed skol-ze, malakaïnto bugaligou daobereun dane- vell (lj gant ar steuenn (2) a lakeomp aman dindan an hano « an tri lonch ». Evelse da vihana a bouez lakât hor poan peb hini gvvella ma c’hello diouz e du e teuimp a benn da viret na vefe distaget a grenn hor bugaligou diouz o bro; evelse e teuimp a benndalakaat hor bugale da garet ti o zud ; evelse e teuimp a benn da ober anezo Bretoned ha Bretonezed vad, a zavo ar vro da zont war dismantrou ar vro dremenet. Savomp skoliou-sul hag oc’h adsavimp ar vro.

  • Evelse bezet great! J.-M. Perroï.

. A) Dan«Tell : récit. (2i Steuenn: canevas. Digitized by GoOglC An tri beachour hag an tri loncft Tri beachour a ya en eun hostaleri hag a c’houlenn gwin. —An hostiz a ziskenndar red.d’ar chavha...d’ar wazik a red e traon al liorz..... En dro, e tiskarg e win en eur ober e veuleudi. — ... Ormid ar veachourien... Diskarga a ra eun eil gwech, o veuli e win muioc’h-mui.....tri lonch a gouez er gwer hag a en em laka enno da fringal..... Penn an hostiz.....komzou ar veachourien. Klasket d’ar Vretoned ha d’ar Vretonezed vihan gant Hoel ar Skos, mestr skol. Kemennadurez. Goulenn a rear digant bugale ar skoliou, ma raïnt eun danevell gant ar geriou-ze lakeat da steuenni o labour. 0 skridou a ranko beza digaset da Rener Feiz h& Breiz (2) a benn an trede sul a viz genver. Goudeze e vezint lakeat etre daouarn tri skolaer kris- ten o deuz roet o ger evit en em garga bep miz da varn al labourou. Prisiou a vezo roet d’ar gwella skridou hag an hini a vo lakeat da gen*a a vô monllet gant skeudennouigou e Feiz ha Breiz miz c’houevrer. D’AR BOTRED YAOUANK Fefz ha Breiz eo kannad ar yaouankiz, cvito dreist oll eo savet, ha da gement hini en deuz lennet anezi aketus e plij. Bet hon deuz bet liziri digaot potred yaouank eat d’ar c’hazarn hag a c’houlenn ma vofe kaset dezo eno. Evit dont a benn da gaout an tu da lakât anezan da blijout muioc’h dezo c’hoaz, e savomp eur genstrivadeg (3) hag e roomptri briz evit ar bloaz nevez, unan a 10 lur (1) EiU lonch. loched a zo eur pesk bihan bihan a Tev en dour dous. (2) M- labbé Cardinal, supérieur de la maison Saint-Josepb, Saint-PoU de-Léon. (3) Kenstrivadeg : concours. Digitized by — 308 — ha daou a skoed, d’an tri lizer gwella great gant tud yaouank da alia our mignon pe eur vignonez dezo da. lenn Feiz ha Breiz.

Lavaret perak e tere ar c’hannad-ze ouz yaouankiz Breiz [1].

War araok warzu ar vro da zont!

J.-M. P.

————


SON AL LAOUENANIK


I

En deiz all o pourmen oan bet,
Eul laouenanik ’moa paket
Tralilali, tralilali,
Tralilali, tralila.

II

Pa oa paket, paket e oa,
Ha laket er c'hraou da larda… Tralilali…

III

Pa on lardet, lardet e oa,
Klasket ar c’higer d’hen laza.

IV

Ar c’higer hag e vevelien
A youc’he fors war laouenen.

V
Lakeat var an dôl da laza,
Ha klasket kerdin d’her staga.
VI
Pa oa lazet, oue displuet
Ha goudeze diskroc’hennet.
VII
Hag e blün a oe destumet
Kaset da boueza d’an Naoned.
VIII
Pa ouent pouezet, pouezet e oant
Hag e pouezent daou lur ha kant.
IX
Kouskit aze, toutouïk me
Ken ’ zavo ’n heol e beg ar goue.
Tralibli, tralilali
Tralilali, tralila.

Destumet gant Mari-Anna Abgrall, ha kurunet dezi e goubl ar bleun bruk 1906.

————


KEMENER MELRAND

(Tennet diwar«Parres Bretoned Paris » ha lakeat e brezoneg) Deg leo tro dro ne vije ket Vavet eun nados dac’briat ken brao ha ken prim hag hini Joion an Dibener, mestr kemener bourk Melrand.

Ker buhan e laboure, ma teuze al labour dindan e zourn. Eur blijadur oa e welet o kemeret ar perlez e beg e nados hag o staga ane.o ouz lostennou ar merched koant, hag o varellat gant tu jupennou ar botred vad.

Aze?et war e dorchenn, e voest vuiun en e gichen hag eur ganaouenn war e vuiellou, Jozon a droc’he, a c’hrie hag a laboure a bed an deiz ; daoust da ze, kaêr en devoa lakât e nados da vont en dro morse ne gave dezan beza gre*t awalch. Seul-vui e poanie, seul vui a ze e chome gantan. Gwir, lavaret e vefe e oa parrez Melrand a bez en em glevet evit e garga a labour. Digitized by GoOglC — 310 — Kement a jome gantan da ober makolle ar c’housket, ma kolle an dibri; ar c*housket c’hoaz a clielle tremen, mez an dibri.....hen hag a garie kement an traou lipons. Evit kreski e aket e kemere butun, hag e lakea anezan betek en e zaoulagad; poan gollet, e labour ne vihannea tamm. — « Boued ar goun, emezan, ma ne deu ket an diaoul » da rei d’in an dourn, n’am euz nemed lavaret da Ian » ar Rabotter, kleuza va zoull er vered. » — « An diaoul, Mestr, lavaret mad az peuz an diaoul, » a c’hrosmolas eur vouez c’hros adren e gein. » Jozon a dro e gein hag e wel, harpet war e forc’h, e ziskouarn sounnet, hag e zaoulagad lugernus evel daou gef tan, Lusifer e-unan. — « Ezomm az peuz ac’hanon, emezan, ne c’houlennan ket gwell. Lavar d in petra c’boulennez ? » — « A dra zur, eme Jozon o skravat e benn, ezomm am euz ac’hanout, mez koulskoude, koulskoude.....» — « Lavar ’ta ez peuz aoun ; me a gave d’in ez poa » muioc’h a galon, Jozon. » Kemeret a rea ar c’hemener dre e dech muia karet. — « Aoun, me, emezan, nanavezez ket ac’hanon eta ? » — « Gwelloc^h eget ma kav d’id, petra c’houlennez ? » — « Daouarn evit kas da benn al labour roèt d’in. » — « Daouarn, beza ’z pezo kement hama kiri. An ifern » a zo leun a gemenerien. Pemp kant az pezo, m’az peuz » c’hoant. An diaoul a zo gwelloc’h eget ma kred an » dud, ne labour ket avad evit netra. » — « Petra c’houlennez ? » — « Te da-unan, pa vezo tremenet ar bloaz. » — « Goulenn a rez kalz. » — « Bah ! eur c’hemener ! » — « Great an taol, eme Jozon, digas d’in da bôtred. » Lucifer a laoskas eun taol sut; oh ! mez eun taol ken pounner ma tansas ar c’hilhog war tour Melrand. An douar a grenas ha kerkent e oue gwelet eur maread tud, an nados en o dourn, o sevel euz an douar. Morse ne oue gwelet eun hevelep prosesion keme- nerien. Beza e oa euz a bep leac’h : denved Pontivi, glaziked Kast, melaniked Elliant, pilhaouerien Poul- Digitized by GoOglC — 311 laouén, juloded Gwiklan, ha zoken pennou sardin Douar- nenez. « Bigr, bigr, eme Jozon, nak a gemenerien a zo en » ifern ! Gant ar re-man avad e vezo labouret ha buhan. » Arabad koll amzer, emezan, labouromp, potred! » Hag an nadosiou er mezer. Ar gemenerien o deuz etrezo eun doare da gomz, Jozon eta a oa en em glevet gant Lusifer ha ne lavarje d’e vevelien nemed pemp ger.« Red hagoustad ba gra. » —Ar pez a dalie da lavaret:«Gri penn da benn ar c’hres.» « Red ha goustad ha gra » a lavare bep taol nados ar c’hemener ha bep wech e veveli^n a c’hiz nevez a res- ponte dre bemp mil taol nados. En eun taol nados, labour an deiz-ze a oa great. En deiz warlerc’h, da c’houlou deiz, e oant adarre azezet war o zorchecn, hag ivez en deiz goude. « Red ha goustad ha gra » a lavare bep mare Jozon hag an nadosiou en neac’h hag an diaoulou a rea pemp mil hrav. Kredi a rit eaz, n’helle mui parrez Melrand, rei labour awülc’h d’eun hevelep kemener. Ar parresiou tro war dro a zigasas ivez o lod, ha yalc’h Jozon a oareud a benn fin ar bloaz. D’an deiz diveza ivez avad, a veac’h m’oa sounet an- ter-noz, Jozon, epad m’oa azezet klok war e dorchenn o sonjal en e labour, a welas Lusifer o tont en e di. — « Ha dalc’het mad am euz d’am ger, emezan ? » — « Ya! ya! e gwirionez, Aotrou, eme ar c’hemener, » ha breman em euz muioch a zanvez egetn’euz forz » piou er barrez. — « Gwell a ze ’ta, digouezet mad oun eta da c’hou- » lenn va c’houmanant. » — « Guir eo, roïtdin,koulskoude, amzer awalc’h da • beur ober ar bragou hag ar zati man. » — « N’am euz netra danacb cuzit, Jozon. » Hag an diaoul azeza da c’bedal, war an trebez e kreiz an tan. A gorn ar c’hemeoer a zelle outan hag a bede oll zeot ar baradoz da rei dezan skoazell. E vizied dia- gent ken prim a deuas evel skournet. Kas a rea e nados ken goustad, ken goustad, ma ne zea tamm al labour war araok. Digitized by GoOglC — 312 — Lusifer, daoust d’an tan rus a oa dindannan, a gave hir an amzer. « Âssa, kemener, emezan, goap a rez aclianon evelato. » Peur ober a ri da labour en ifern. » War ar ger e krog e Jozon gante grabanou hag e laka anezan en e zac h, bragou, neud nados ha saè hag all. D’ar red e tremen ar bourk gant e zamm. En em gaout a ra e kicben ar ster bag e wel en dro dezi eur vandenn verc*bedo walc’hi ha ganto kalz safar. Mad ez a an traou, emezan, aliez em euz aman tapet kalz pesked. Deomp daweletha n’hellimp ket tapout eur gommer beonak. Ne vezo ket fall em zac’h da zerc’hel kompagnunez d’ar c’hemener : berroc’h e kavo e amzer. Hag hen lezel e zamm war an hent ha mont etrezeg ar ster. D’ar memez mare, Maze ar Chïstr hag e gi a deue waran hent. Eur bloavez mad a jistr a oa bet ha Maze n’oa ket den da lezel madou Doue da vont da goll. Eur c’hovad mad en devoa great en dervez-ze. Horjellat a rea war e ziwesker ha klaska rea zoken pilat ar c*hleu- siou gaut e benn. Steki a reas ouz sac’h an diaoul ha koueza a reaz warnan war e bewar graban. Jozon a glemmas gant ar stokadenn hag a youc’has: « skoazell, skoazell, pe ez an gant ân diaoul. » — Piou a zo a:e, a c’houlennas Maze, diwesvet gant ar spont ? » — « Job an Dibener, da amezeg. » — « Piou en deuz lakeat ac’hanout er zac’h-ze ? » — « Lusifer e unan, ha va c’has a ra gantan d’an ifern. » — « Mad, komper, eme Vaze, Lusifer ne zalcTi ket ac’banout c’hoaz birio, d’in en deuz c’hoariet meur a dro ; va zro me zo breman. » Maze a ?igor ar sac’b, hag epad ma tic’hourdie Job e ziwesker, e laka e gi en e leac’h. Hag i kuit. Epad ma tec’he an daou gomper, Lusifer a glaske paka eur vaouez bennak euz ar ster en e lasou. Mez koll a reae boan ; ar gouent eo a rea kouez ha gant 1 leanezed n’oa euz an eil penn d’egile, nemed: « Ave Maria, Ave Maria. » E giz ebed ne c’helle lakât an distera sonj fall en o fenn. Digitized by GoOglC — 313 — Eü eur skrignat e zent e teuas eta da zamma a nevez e zac’b. Gant tiz ez eaz gant an hent en eur c’brosmolat. Eun hocherez bag eun arz skiltrus a lakeaz e spered da zivorfila. « Ya! ya! Jozon, emezan, eur mestr farser out. Bre- » maïk e lenez, breman e chrognez hag ec’h arzez, » kemer da blijaiur, paea ri evit pateriou al leanezed » du-ze! » Peb hent a gas da Rom, d’an ifern ivez evit doare. Lusifer ’en em gavas e penn e hent, skei a reas war an or, digoret e oue dezan, ha kerkent an oll diaoulou da zont da gaout o mestr ha da c’houlenn : — « Petra zigasit deomp aze, mestr, en ho sac’h ? » — « Petra ’zigasan, gounidegez ar gemenerien o deuz » labouret kerkouh e ti Jozon an Dibener, mestr keme- » ner Melrand. Setu aman Jo*on e unan. » Hag e tilasas e zac’h, ha dirak an diaoulou souezet e teuas er meaz eur mell ki. « — Da anaout a rean evel farser, Jozon, eme Lusifer, n’ouien ket avad e caz sorser. Chom ki, ma zeo da cTioant, mez ganeomp e chomi ivez. Ki Maze avad, ne gleve ket er giz-ze. Chouez ar souffr a iea en e fronellou, an tan a groge en e groc’hen hag e sailhe a bep tu war an diaoulou, kregi a rea en o feskennou a zoare, meur a damm zoken a jomas gantan ba Lusifer e unan ne oue ket espernet. An diaoulou a youc’be hag he garge a vallosiou. Lusifer, nec^het e benn, a gemmennas buhan digeri dezan an nor en eur lavaret: « Kea, Jozon an Dibener, dizro da Velrand. Hiviziken, hen toui a ran, kemener ebed ne deuio ken aman. Delc^her a reas d^e cfher ha lakât a reas war dor Digitized by Google — 314 — an ifern : « Ar gemenerien ne vezont ket digemeret aman. » Abaoue, ^liouz ma leverer, kemener ebed n’en deuz lakeat e droad e palez Lusifer. Ki Maze ar chistr en deuz serret outo an nor. Bleiz ar Menez. An Aotrou Mengant1" 1852-1907 Kenavoy kenavo, kenavo ar baradoz • Ha pa glefoch ar c’helou euz va maro, livirit peb a * Ze Profundis » evidon. Ar c’homzou-ze eo ar chorazou diveza a lavaras an Aotrou Mengant e miz genver diveza, pa gimiadas diouz Lok-Mariaïz e barreziz muia karet. E oad hag e nerz ne ziskouezent ket e oa tost ar maro dezan, mez hen, a ioa en em staget kement ouz e barrez hag e barrez a ioa en era staget bement outan, ma wele e raje an diframm-ze etre hi hag hen, drouk bras dezan hag en divije goude-ze beac*h o kregi e leac’h all. Hag e gwiriooez bet eo bet c Plouvorn, mez eno n’en deuz great nemed en em ziskouez, dizelei eun nebeud ar galon aour a ioa ennan... ha mervel. An Aotrou Mengant a zo bet dreist oll, person Lok- Maria; eno en deuz tremenet ar peb brasa euz e ômzer, Eno en deuz^fuilhet e gomzou hag e boan Da lakât warnezo, kristenien da ziouan. Pa oue hanvet da berson er barrez-ze, dar 27 a viz Eost 1889 en devoa seiz vloaz ha tregont; en e wir wella edo eta hag en em lakât a eure raktal da labourat gant gouisiegez ha karantez an dachenn nevez a ioa flsiet ennan. Eur mision bras roet dioc’htu er bloaz warlerc*h m’oa deuet; eun ti sk >1 kristen savet dem-goude; eun iliz (1) An Aolrou Fr.-M.-Mikeal Mengant, ganet eKervjan Plouvoger d’an3Q a viz mae 185’ a oue beteget e Kttmper d’an tü a viz Eost 1877. Gouie beza •bet daou vloaz kure e Le*neven ha dek vloaz och ober $kol e kloerdi Kemper e oue hanvet d i bcrson e Lok-Maria d’ar 17 a viz Rost 1889. D’ar 7 a viz Genver 1907 e oue hanvet da berson e Plouvorn hag eno e varvaM e peoc’h d’an Waviz Du 1907. Digitized by GoOglC — 315 — nevezet ha lakeat kaêra m’oat goest d’he lakât; eur pardon chapel o koueza ha great anezan braoa bini zo tro war dro : chweac’h kroaz diskaretedoug andispac’h ha chomet abaoue a-strons o c’horf hag adsavet divral- loc’h eget biskoaz; pemp den yaouank skoliet ha kaset da veleïen: votadegou a drouz lakeat da drei mat heb pellât den diouz an iliz; eur strollad c’hoarierien, ar c’benta savet war ar meaz e Bro-Leon ha skoazellet gantan; 590 krouadur kaset d’ar c’bavel badisiant; ha 490 den kaset dar c havel bez ; setu an divras euz ar pez a verko e dremenedigez e L’ k-Maria. Anaout a rea tud e barrez evel eur mestr tud e di hag o c’haret a rea evel eun tad e vugale. Mez mar doa tad an oll, oa dreist peb tra tad ar vugaligou; ar re-man ken aounik peurliesa dirak eur zaê-zu a rede war e lerc’h. Kel laouenik ha tra, da veza briatet ha benniget gantan. Tri miz goude m’oa eat euz Lok-Maria ec’h en em gave ar Pask-Louarn. Pa zizroas ar vugale euz an iliz ha pa c’houlenne o zud outo ba kaêr oa bet an traou, ar botred hag ar botrezed vihan a responte ken tear ha tra : « Ya, kaér awalc’h eo » bet ar Oouel, nemed an aotrou person n’edo ket er » gear! » Ar vugaligou baour n’o devoa ket gellet c’hoaz ankou- nac’hât an aotrou Person kos ha n’o devoa ket tizet ober anaoudegez awalch gant an aotrou Person nevez * . Ma oa eur beleg mat, an dra-ze ne vire ket outan da veza ivez eur breizad kalonek. N’oa ket evel ma zeuz kalz eun divroad en e vro, nan, rak den ebed ne anaïe gwelloc’h egetan ar c’horn-douar m’oa ginidig anezan. E studiou war an Aotrou Mikeal Nobletz, war Lok- Maria hag ar parresiou tro war dro o deuz eun dalvou- degez vras. Doujans en devoa evit kement tra gaêr a zo deuet deomp a rumm da rumm ; doujans evit labourou ar re goz, kenkoulz ar re a zo great gant ar gizel hag ar re a zo great gant ar bluenn ; doujans evit yez kos ar vro, an hini en devoa desket war barlenn e vamm ; karet a rea rei d’ar brezoneg ar plas a henor a dle kaout e Breiz ha Digitized by Goode — 316 — lakat a rea anezan war goat kizellet ar c’hadoriou pre- zeg, war vein benet ar besiou, war gwer livct ar prene- sier, war zeiz brodet ar bannielou. Plijout a rea dezan klevet ar soniou hag ar gwersiou o devoa great e levenez en amzer ma n’oa c’hoaz anavezet nemed dre an hano a bennhnr Kervajan. Plijout a rea dezangwelethamontdawelet ar ch^ariadegou brezonek diouanet evit ar wech kenta en e barrez, hag unan euz an deisiou a reas muia dudi d e galon a Vreizad da ziveza oa an deiz a dremenas e Kergournadec’h evit « Go >el ar bleun-bruk. » Eur beleg mat hag a lakeas karet ar beleg, eur Breizad kalonek hag a lakeas karet Breiz, setu e daou c’her petra eo bet an Aotrou Mengant hag ahalamour da-ze nemed keo, Feiz ha Bre*z n’helle ket choaa heb ober meneg anezan hag heb goulenn digant e lennerien eur bedennik evit ma vô Doue laouen ouz e ene, kel laouen all m’eo bet atao e unan e kenver an oll. J.-M. Perrot. KELEIER AR MIZ Nag a draou a c’hoarvez en eur miz! Rag-se ne reimp nemed digas da zonjd’eoc’h euz ar pechwassa. Greomp evel ar c’had savet gant ar chas : an dro hir da genta ; gwelomp da genta an nevezentiou a bell ; abred awalc h e vimp goude da glevet kelei«-r ar gear. • Ar Pttb dan traon ! » — Ar youc haden disakret- se a glever aliez hizio e Frans, ne ket gwir ? Simiaz, ne ket eno ebken ; el leac’h all ive, ha z<»ken e Rom. Er gear-ma, d’an 10 a viz Du, euz bet votadeg evit konseil ti-kear. Ne ket possubl kaout falloc’h eged ar re zo bet hanvet. Eun devez bennag goude eo bet lakeat da vear ebarz eur Juzeo hanvet Nattian, bet mestr-braz ar Fra- masoned. Hag an dervez-se ne glevet dre ruiou kear nemed : « Dao d’ar veleien ! Ar Pab d’ar maro ! » Paour-kenz tud hervelet! Gnillon ha Bro-Zaoz. — Eur miz so, Guillou, Impalaer an Allemagn, a ieas d’ober eur velâdenn d’e donton, roue Bro-Zaoz. Meur a zevez o deuz tremenet assamblez ; hag epad an amzer-ze, an tonton hag an niz n’eanent da lavaret edont mignoned, ha ne glaskent Digitized by GoOglC — 317 — nemed ar peocTi etrezo o daou, hag etre an oll. —"Evit diskwez edo gwir e gomzou, pemzek devez goude Guillou a clioulenn digant e zujidi arc’hant d’ober listri nevez a brezeL Hag e c’faellit va c hredi, ar bigi-ze ne vezint ket lakeat d’ober brezel da Vro-Zaoz; nan, mez da bourmen « o cTialite * dre ar mor, ba da... spounta ar brini! SOTribem 4reztk er Maroc. — N’eo ket, na pell ac hano, achu an abadenn er Maroc. E tro Casablanca eo sioul an traou. Mez ne c’hoarvez ket ar memez tra var harzou an Aljeri. E miz meurz, e oue lac’het e kear Marrakech eur medisin d’euz Frans banvet Maucbamp. Evit e venji, e oue kasset eur vandenn soudarded Frans da Oudjda. kear Marokan peder leo d’euz douar an Aljeri. Ar Gouarnamant a zisklerias soken e chomchent eno ken a vije kistizet ar vuntrerien. Paotred ar Maroc a oue poan ganto gwelet ar Frans oc’h ober he mestrez en eur gear euz o bro. Ha pa dalv, vardro an 20 a viz du, e saillont var bor zoudarded, e lakeont anezo da giza en o raog, bag e kredent soken dont var douarou an Aljeri. Enebet e oue outo euz ar gwella gant ar c’holonel Feli- neau hag ar c’habiten Petrement. Forz krogadou rust zo bet brema ’z euz pemzeg devez. Hor c’banoliou o deuzgreat distruj etouez ar Marocaned, hag euz bon tu ez euz bet lachet eun offiser bageurzoudard bennag. — N’euz ket a fln : Ar Gouarnamant hen d’euz lavaret rei da baotred ar Maroc eun distres euz ar re vella. M oarvad, araog ma lennot Feiz ha B*eiz, e vint bet digalastret. Belelen Brest. — D’an 20 a viz kerzu diveza, bcleien Brest a oue difennet outo lakat surpilis ha stol da gas ar c’horfou maro d’ar vered. Senti ’ rejont, daoust pegen divergont edo al lezenn. Mez mear Brest n’cdo kct bct e unan oc’b pber e Aotrou. Unan all, dougct gantan ar memes lezenn, a oe roet tor d’ezan gant ar « Chonseil d’Etat », d’an 9 a viz eost. Azalcg neuze, bolelen Brcst a reaz evel a goz ; mez bep tro ma vczent gwclct gant o surpilis var an hentchou, ar polis a rea d’czo « prosez- verbal! Galvet dirag ar barner, int bet kondaonet da bevar real amand evit peb « prosez-verbal ». An affer a ielo uheloc^h, da velet gant piou e chorao an tor da fln an dro. Digitized by GoOglC — 318 — IjtMMrn m r Fmdlles. ~ Kelou mad zo euz ar Fouillez. Ama, evel a lavare eul Leonard en derz all, e oe «lakeat eul louarn da Zoue » da zeiz Oouel Yan. E c hellit kredi, ar veh ien ne jomchont ket da zervicha an doue nevez-se, hag an Iliz a oué serret. Deuet da fur&t, kristenien ar Fouillez, dre zorn o roear, a ginnigas ti d’ar veleien a blijfe gant an Aot. ’n Eskop digas d*ezo. Ouspenn, goulennet outo a c’hoant o devoa e gwirionez da gaout beleien, 343 tieg a respontas: ia — 9 a lavaras : nan — 45, na ia na nan ! (Ar re-ma eo ar finna !). Hag ez euz bet banvet eur person nevez da baotred ar Fouillez. Arabad eo d’eoc’h kaoutaon, aotrou person : al louarn badezet da c’houel Yan zo maro ; lezet da redet gant e vrid, na c’helle dre bi tamm, hag eo maro gant an naon. Ze, da viana, lavar an dud. Mear ha prefet. — Nec’het eo an dud o velet stad o beleieu. E parreziou zo int bet kasset er meaz, lod all a ferm o presbitaliou, lod all a jom enno eb o fermi. Perag kement a gemm ? Presbitaliou ’zo hag a ioa d’an ilizou, beteg lezenn an Disparti; brema int kouet etre daouarn ar Gouarnamant: ar re-ze zo madou iliz, ba ne c*heller ket o fermi. Presbitaliou all zo d*ar gommun. Evit ar reziou, setu ama al lezenn. 1) E lezenn 2 genver 1907 e lennomp : « Dès la pro- mulgation de la présente loi... les communes recouvront la libre disposition... des presbytères... qui sont leur propriété. »(1) — Lennet mad oc’h euz : « lalibre dispo- sition » ar pez a zinifi e c’hell konseil ti-kear ober arpez a gar : ne ket forset da fermt ar presbital muioc’h eged ne d’oc’h-c’hui forset da fermi o touarou. — Mez^ eme c’hui, ne gleo lavaret e rank an ti-kear fermi, ma lavar ar prefet d’ezhan ober. — Al lezenn ne lavar ket an dra ze ; lavaret a ra : ma c’hoanta konseil ti-kear fermi, eo red d’al lizer ferm beza approuvet gant ar prefet (2). 2) A hent all, lezenn ebed ne lavar d’ar mear kas tud (f) Loi 9 janrier 1W, art. I lw aliéna. (1) — — 3« alinéa. Digitized by GoOgl C — 319 — ar presbital er meaz, ma ne vez ket great a lizer outo, pe ma cbom al lizer eb beza«approuvet»gant ar prefet. Ha dre-ze, ar prefet ken nebeud ne c’hell ket o c’has er meaz. Ne 0’hellfe hen ober, nemed ma refuzfe ar mear senti euz al lezenn : a Dans le cas où le maire refuserait ou néglig-rait de faire un des actes qui lui sont prescrits, le préfet peut, après Ten avoir requis, y procéder ’ d’office.» (t). Ha neuze, krulz, evelse eo a respontas presidant tribunal Montroulez, pa falvezas d’ar brefet Ramonet lakat beleien Plqugar er raeaz en despet da guzulierien ti-kear ar barrez-se. Lltaniou ncvei. — Enn tamig cholori zo bet er Gamprt dan 11 a viz Du. Eun depute, Ch. Benoist, a gredas goulenn ne vije mui an Deputed hag ar Sena- tourb-n paet nemed 9.000 lur, evél agoz. Rakt 1, paotred o 15.000 lur a ieas en egar, hag alaoskas abep seurt var ar paour-keaz Benoist: klevet a reaz penmoc’h ! hag aïl. Laéron tro^h-^odel. — Lezenn nevez ar Briard, an hini a laêr an Anaon, zo votet eul lodenn anezhi er Gambr. Ar ministr Briand, l»apr zo bet diskwez eo gaouiad, hag e lavar brema ar cliontrol euz ar pez a lavare daou vloaz r so, a gav atao Deputed da voti evitan. Ha pa leverer d’ezo hano euz a ofierennou evit an dud maro, ne reont p°urliessa nemed mousc^hoarzin. Ne garjen bet beza en o flas, rag ne ket mad ober goap euz an Anaoun. F. Péron. M levrig nevez Yar ar « SALETTE » great gant an Aot. 7.-Af. Abgrally chalounieus Ketnper Piou ne anavez ar Salette ? E Bro-Lerm hag e Bro- Treger, euz seiz hag eiz leo tro-var-dro dibaot e ve kaout unan benag, eun tam oad dezan, ha ne ve ket bet eno o pardouna. Ar chapel ’zo koant-koant. A ùz d’ar vreac*h-vor a ia da Vontroulez, var gern eun dorgen uhel eo gwintet; ha <1) Loi 5 arril 1884, art. 85. Digitized by GoOglC — 320 — lavaret e viche, ken drant e sav en ear, he diche c*hoant da dizout dreist an oabl, beteg ar barados. — An hent da bignat dezi, gant ma vezo bet great eur veach ne vezo mui aokounac heat. Soun eo evel eur skeul; daoust pegen hir e ve an halan, é vezo red ehana bep ar mare. Mad 1 vezo en ober; rag, bep ar mare ive, e kaver tao- lennou hent ar groaz. Ehanit eta eur pennad ha pedit; pignit var menez ar Salette evel ma vichacli o pignat var menez Kalvar; var laez e kavoc’h Introun-Varia ar Seiz Glac har o ouêla var bec’hejou bugale Frans. Chui bedo kalounek a-unan ganti. Var laez c’hoas, e kavao’h guech all an aot. Ker- menguy, eur sant eus ouenn or zent koz gant e feiz bir- vidik hage bedennou hir-padus. Hen eo hen deus savet ar chapel gaèr *zo dirag o taoulagat, hagar pelerinachou dezi. — En e gichen, guechall c’hoas, an aot. Kersale, eun dremm kizellet en eur c’hef dèro koz, eur penn ken kalet hag e zremm, eur yès eus ao amzer ne oa ket c’hoas a c’halleg, eur feiz goest da chench plas d*ar menez. — Deuet var o lerc h ha goest da genderc’hel o labour o piche gwelet breman e z’eus nebeut an aot. Fagot Mignoun d’an urs vad e peb tra, an aot. Fagot en deus reizet ha kresket ar pelerinachou ha savet e kichen ar chapel an tiez nevez a ro repu d’ar waset ba dvar merc’het a deu niverus d’ar Salette da ober. eur pennad retret, d’ar soudardet yaouank ha d’ar vistri skol kristen a deu ive di bep bloas da gemeret nerz ho kalon da ober o micher henorus mes risklus evit o feiz. An aot. Fagot hirio person e Lennon en deus lezet ar stur gant an aot. Blouet; etre daouarn raad, eman ha brud ar Sâlelte ne c’hell mont nemet var gresk. An traou-ze ha kals traou all c’hoas a gavoc*h e levrig an aot. chaloni Abgrall. E galleg eo skrivet, siouas ! (mes ne zaleo. ket, var am eus klevet, da veza lakeat e brezouneg). Evit daouzek gwennek er c’haver da brena e ti an aot. Blouet. F. C. Digitized by GoOglC TAOLEN 1907 Genver~C’huevrer « Feiz ha Breiz » a chenj rener...... i Konferansou an Aotrou J. Quéré : Var ar Beden . 4 EBsai de Grammaire bretonne (G. Caêr). ... 7 Lizer Hon Tad Santel ar Pab da Eskibien Frans . 12 Ar Brezonec (poésie).......... 21 Brezel Breiz-Izel er pevarzek kantved .... 22 Buez Victoire de Saint-Luc....... 25 Meurs~Ebrel « Feiz ba Breiz » (Cardinal)....... 33 Ar fals doctoret (J.-F. Ca6r)....... 35 Lizer H. T. S. Pi X.......... 43 Labouromp a-unan (B. Pôl)........ 45 Va gouenn, va yez, va bro (J.-M. Perrot). ... 47 Eur baoures eürus (M.-A. Abgrall)..... 51 Èssai de Grammaire (G. Caêr)....... 53 Histor Breiz (Cardinal)......... 56 Itroun Victoire de Saint-Luc (Le Gall) .... 59 Eur cThreunen deskadurez var bep tra . . . . 61 An Ear (Cardinal)........... 62 Niz Maô Eur galv da vignoned Breiz-Izel (Fr. Cardinal) . 65 Konferans war ar Beden (J. Quéré)..... 66 Perag e ranker credi ez eus eun Doue (J.-F. Caôr). 72 Eur verzerez epad an dispac’h (Le Gall). ... 76 Histor Breiz (Fr. Cardinal).......• 79 Bugaligou (J.-M. Perrot)........ 82 E Lokournan en deiz all (A.-M. Saout) .... 84 Buez Breiz edoug miz Ebrel (J.-M. Perrot). . . 85 Ar c’helc*hou Studi (Claoda ’r Prat)..... 86 Son ar c’haner koz (J.-M. Perrot)...... 90 Intron Varia Lambader (an Ao. Guillou). ... 92 An Ear (Fr. Cardinal)......... 94 Digitized by GoOglC — 322 — Miz Even Perag e ranker credi ez eus eun Doue (J.-F. Caêr). 97 Dal labourerien douar (Yan Bodeost)..... 100 Pennadou studi divar benn an Europ ragkeltiek (R. arRouz)........... 104 An Ear (Fr. Cardinal)......... 109 Eur verzerez epad an dispac’h (Le Gall). ... 110 Emglev Merchedkristen Frans (I. de Boisanger). 113 Madelez ar Galon Sakr (Canivet)..... 117 Eun ton brezonek (M. de Boisanger) .... 118 Marvaill ar choar hena (A.-M. Saout) .... 119 Tour iliz va farrez (Yvon Oocq)...... 120 Kastel-Paol (I. a G.).......... 123 Essai de Grammaire bretonne (G. Caer). ... 124 Pardonlou Breiz (J.-M. P.)........ 125 Nlz Gouere Perag e ranker credi ez eus eun Doue (J.-F. Caêr) . 129 Histor Breiz (Fr. Cardinal)........ 134 Pennadou studi divar benn an Europ ragkeltiek (R. arRouz). . ......... 140 Eur verzerez epad an dispac’h (J.-M. Le Gaiï). . 145 Bela (Glanmor).......... 147 En deiz all er Folgoat (J.-M. Perrot)..... 150 Naoned (G weltas)........... 154 An doare da zeski gallek (J.-P. ar Bras).... 156 Keleier Tremor (Trebaol)........ 157 Essai de Grammaire bretonne (G. Caêr). ... 159 Niz Eost Pèrag e ranker credi ez eus eun Doue (J.-F. Caér). 16f D’al labourerien doüar : ar Syndicat (Agricola) . 166 Histor Breiz (Fr. Cardinal)....... 170 Lizer da Julianik / Paul Guillou. . ) ] Marie Leran. . > 175 Divarbennarvrohagan dillajou ( A.-M. Quéguiner ) Priziou bugale Bro-Leon (J.-M. Perrot). ... 181 Buez Breiz (Claoda ’r Prat)........ 183 Digitized^by GoOglC — 323 — Eostik Breiz-Izel (M.-A. Abgrall)...... 186

:i»

Eur verzerez epad an dispac’h (J.-M. Le Gall). . 191 Niz Gwengolo Perag e ranker credi ez eus eun Doue (J.-F. Caêr). 193 Histor Breiz (Fr. Cardinal)........ 198

  • »dour!prBcfrtto.i:::::::: :\™

D’al labourerien douar (Agricola)..... 206 Eur verzerez epad an dispac’h (J.-M. Le Gall). • 209 Parc Breiz (Claoda ’r Prat)........ 211 Pennadou studi divar benn an Europ ragkeltiek (R. ar Rouz)........... 213 Mad ar iod ? (J.-B. Martin)........ 218 Gouel ar Bleun-Bruk (J.-M. Perrot)..... 221 D’am Mestrez (M.-Y. Cardinal)...... 223 Niz Here Ar cliatêkis (Fr. Cardinal)........ 225 Daoust hag ar stered a zo poblet ? (J.-M. Caêr). • 227 Gwennek an Oferen (Fr. Cardinal)..... 230 Lizer an Aotr. ’n Eskob......... 236 Eur verzerez epad an dispac’h (J.-M. Le Gall) • 237 An dour beuz er C hreizdeiz (Fr. Cardinal). . . 239 Jilez ar Pillaouer (Guenanen Breiz)..... 242 Kanaouen eured (Paotr Tréhouré)..... 245 Ar penn-oc’h du (Marvailler Botmeur) .... 247 Kimiad ar zoudard yaouank (M.-Y. Cardinal) • . 253 Dragon Sant-Paol (Fr. Cardinal)....... 255 Niz Dù Ar c’homanantchou (Ar Rener)...... 257 Eur ger c’hoas var ar c’hatekis (Fr. Cardinal). . 258 Perag e ranker credi ez eus eun Doue (J.-F. Caêr). 260 Ar skol dizoue (Fr. Cardinal) ....’..• 265 An Itron Varia e bro Guemri (Trébaol) • . . • 270 Essai de Grammaire (G. Caêr)....... 271 Digitized by — 324 — Maro ar c’hi rous e presbital Plourin (Paotr Tréhouré)............ 277 Prezegenn e Kergournadec’h (Paol Guillou) . . 279 Piou ’walclio ar skudelli (J.-B. Martin). . . . 283 Eun divras eus nevezentiou ar miz (F. Péron). . 286 Divinadellou Tonton Yann........ 288 Miz Kerzu An Aotrou n* Eskob hanvet archescop e Cham- bery (Feiz ha Breiz)........ Bloavez mad evit 1908 (F. Cardinal)..... Perag e ranker credi ez eus eun Doue (F. Caêr) • Ar skoliou dizoue (F. Cardinal)...... Hor bugaligou hag ar sk<jl-zul (J.-M. Perrot) . . An tri beachour hag an tri lonch (Hel ar Skos) . D’ar botret yaouank (J.-M. Perrot)..... Sôn al laouenanik (M.-A. Abgrall)...... Kemener Melrand (Bleiz ar Menez) . . . . . An aot. Mengant (J.-M. Perrot)...... Keleier ar Miz (F. Péron)........ Eul levrig nevez var ar « Salette » (F. C.) . . . Taolen ar bloaz. Le Gérant: F. Oborobl». Brest, Imp. rue du Ch&te&u. 4 Digitized by GoOglC

  1. Al liziri-man a ranko beta digouezot gant an Act. Cardinal, superieur de la Maison Saint-Joseph, Saint-Pol-de-Léon, abenn trede sul miz genver da zivezata.