Mont d’an endalc’had

Iliz Gwengamp

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 54-56)



ILIZ GWENGAMP
————


War eun dosennig a-us d’an Treo,
A dremen sioulik dindan an delio,
Iliz koz Gwengamp ’zo diazeet,
Evel eur c’hastel, war ar roc’h kalet.

A-us d’an draouien ha da dïe ker,
Diwar-dro ’weler o sevel en er
He zourio uhel, dispar-tre o-zri,
En-dro d’ê evned, ’vel ’n dro d’eur c’houldri.

Unan aneze, hanvet an Tour-kreiz,
Lod ’nean savet ’rôk Charlez a Vleiz,
War beder wareg ’zo diazeet,
Gwareier teo-teo, a c’hiz-koz bolzet.

An daou-all, tost-tost an eil d’egile,
Etreze war-dro pemp kammad bale,
Gwechall ’oa henvel ; breman e weler
Tour ledan ha moan, kenver-ouz-kenver.

’Krec’h an Tour ledan eman ar c’hleier,
Er c’hreiz, ar c’hloc’h bras, ar c’haeran ’glewer
War-dro, ha tri-all. An hini bihan,
Koz-koz, da dintal a-vec’h a dihan.

Tour an horolaj ’hanver an tour all,
E vein ’zo debret gant an amzer fall :
En disheol heman eman ar Porched
’Lec’h ’ma teu kement a berc’herined.


Porched binniget, Ti santel ar Vam
’Deuer da bedi, a-bell, da Wengam,
Ennan ’ve dalc’hmad evel eun ezen
A zav eus golo hag eus ar beden !

En daou du d’ean, a-hed ar voger,
’N daouzek Abostol, kenver-ouz-kenver,
Hag ’us d’an ôter, uhelik e-krec’h,
Itron Wir-Zikour, he Mab war he brec’h !

Salud, o Gwerc’hez ! nan hallomp tremen
Hep lavaret d’ec’h eun tammig peden,
Eus ho tron uhel, war ar beajour,
Skuilhet ho pennoz, Itron Wir Zikour !

Ha breman deomp diabarz ’n iliz,
Toullet he leur-ven gant treid ar Vreiziz.
Gwasat m’eo ledan, ha ma kav an den
Levenez pa lar enni eur beden !

En-kreiz an iliz bep seurt gwareier,
Savet pell a zo, e pep koulz amzer !
E tu hanter-noz, pilhero moan-moan,
A-dal d’ê re-all pounner ha ledan !

A-us e c’haller, ’tre ar vein tremen
Ha kât labouriou ’vel na ve gret ken,
Mein-rouz kizellet ken brao ha ken mat
Ma reont d’ec’h chom batet ’bep kammad !

Pen an iliz ’fad a zo eur burzud ;
Ar re ’doa savet anean ’oa tud !
Gant e volz ledan, e vein-benerez
War ar gwareier na petore pouez !

Harpet ’int ’bep tu, ha c’hoaz e plegont,
Met pempkant vla ’so, ma n’eus ket ’n tu-hont,
Ar vein-ze ’zo bet priennet ken mat
Ma chomont peget ha kompouez dalc’hmat.


Dindan ar c’heur-bras e zo relego,
Relego prinsed pell a zo maro.
E wareier kaer gwechall a zo bet
Gant Charlez a Vleiz krec’h-traou alaouret.

Tro-zro an iliz ’weler war gwer kaer
Bue ar Werc’hez, bue hon Zalver,
Sent ha santezed, ha darvoudou-all
E kerig Gwengamp c’hoarveet gwechall.

Dindan ar gwer-ze en em gav bolzo
Elec’h ez eo bet, goude o maro
Douaret kalz tud a ligne uhel,
Lod ane brudet en hon Breiz-Izel.

Ma ’peus lagad mat, gret tro an iliz ;
Hag e kavfet c’hoaz meur a dra iskiz ;
’Met arôk kwitat, mar plij, daoulinet,
Ha gret eur beden d’ho Mam vinniget.

Kant vlavejo-zo, ar Vretoned koz
O deus goulennet diganti bennoz ;
Evelte, Breiziz, ’n em blijet ive
O tarempredi Ti Mam ho Toue !

————