Iannik ar Bon-garçon (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yannig ar Bon-garçon.
Marc’hadourienn Paris, marc’hadourienn Rouan,
Pa iefet da Gerhaez, da foar galan-goan,
Na et ket d’ann ti braz a Rohan da lojan. [1]
Iannik ar Bon-garçon na euz ket bet sentet,
D’ann ti braz a Rohan da lojan eo bet et.
— Laret d’in-me, hostizes, ha me a ve lojet,
Hag ur marchossi kaer da lakad ma ronsed ? —
— Diskennet, marc’hadour, diskennet, deut en ti,
Lakaët ho ronsed ebars ar marchossi ;
Lakaët ho ronsed ebars ar marchossi,
Ez ia ma mevel-braz ewit ho abreuvi.
Tostaët, marc’hadour, tostaët tall ann tan,
Da gommer ur banne ewit gortoz ho koan ;
Pesked euz ann dour-douss ho pezo da goania,
Pa vo erru ’nn ozac’h euz foar kalan-goan.
Matezik Margodik, depechet-c’hui buhan
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan,
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan,
Mont d’ober he wele d’ar marc’hadour bihan. —
P’antree ’r marc’hadour, p’antree en he gambr,
Hen a c’houistelle sklezr gant he biffer arc’hant ;
Hen a c’houistelle sklezr gant he biffer arc’hant,
Hag a rejouisse kalon ar plac’h iaouank.
Pa ’z ee ’r vates Margodik wit ober ar gwele,
Iannik ar Bon-Garçon gant-hi a vadine ;
Iannik ar Bon-Garçon gant-hi a vadine,
Ar vates Margodik oud-han huanade :
— Matezik Margodik, na d’in-me lavaret,
Na pa zellet ouz-in, perag ’huanadet ? —
— Aotro ar marc’hadour, na d’in me lavaret
Ha c’hui ’c’h euz ’promese gant plac’h iaouank a-bed ? —
— Matezik Margodik, me n’ho trahisinn ket,
Hirio a zo ter zuun a oa de ma eured. —
— Doue d’ho konzolo, ha c’hui hag ho pried,
Rag oc’h aman er plas lec’h ma vefet lazet ! [2]
Sellet ’ndann ho kwelle, ’welfet ur c’hleze-noaz,
’Baoue laza tri-all na eo ket gwalc’het c’hoaz ;
Aze ’zo tri c’horf marw o c’hortoz ar mare,
C’hui, Iannik, ’r Bon-Garçon, vezo ar bevare. —
— Pa ve ma inkane ha ma zibr alaouret,
Ha m’ valizenn arc’hant, ha pa vent holl kollet,
Ha me er ger a Rouan, gant Mari, ma fried,
Matezik Margodik, na rafen kaz a-bed.
Matezik Margodik, rekour d’inn ma buhe,
Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te ;
Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te,
Paotred ann terrupla, marc’hadourienn ’vel me…… —
Na pa zone ann heur, ann heur a anter-noz,
Ar vates Margodik na halle mui repoz :
— Na, marc’hadour-bihan, saves-te al lec’h-se,
Na mar a teuz te c’hoant da rekour da vuhe. —
Ha dre dor ar jardinn ez int bet achapet,
Breur-kaer ann hostizes hen euz bet ho c’hlewet.
Ha pa gane ar c’hog, ar c’hog da c’houlou-de,
Na doa ann hostizes a repoz ’n hi gwele :
— Matezik Margodik, savet, savet buhan,
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan ;
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan.
Wit ma lazfomp hon diou ar marc’hadour bihan ! —
Breur-kaer ann hostizes d’ez-hi a lavare :
— Ho mates Margodik, leall, n’ ’ma ket aze :
Ho mates Margodik, leall, n’ ’ma ket aze,
Et gant ar marc’hadour, war lost he inkane ! —
— Leall, tric’houec’h marc’hadour am euz me bet lazet,
Mar am bije gouvet, ’vije ann naontekvet ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Neb a welje Margodik war baveïou Rouan,
’N hi zreid ur boutou-lijer, hag ur bazou stam-gloan ;
’N hi zreid ur boutou-lijer hag ur bazou stam-gloan,
Hag eureujet gant-hi, ur marc’hadour bihan ! [3]
Kanet gant Mari-Job Kado.
Plouaret, 1845
- ↑ Une autre version connue sous le titre de : Ar Marc’hadour bihan, Le petit Marchand, débute ainsi :
Ur marc’hadour bihan, euz ar ger a Rouan,
’Zo et da Gerhaes, da foar galan-goan,
Da brena daou c’houpl saout, ur c’houpl oc’henn iwe,
Ewit gonit gant-he ebars ar foar newe. - ↑ Variante :
Iannik ar Bon-Garson, braoa den ma ’z oud-te,
Ha warbenn ma vo de, te gollo da vuhe ! - ↑ Dans une autre version le dénouement est tout différent :
P’oa arru el lann vraz, oh ! ia, pell a-c’hane,
E taolas Margodik diwar he inkane.
Voir dans le Barzaz-Breiz, page 221, la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de : Le Vassal de Duguesclin.