Iann Es-Kolmwenn hag he baeron
A zo deut da c’houlen pardon ;
A zo deut da c’houlen pardon,
Ha d’he bec’hejou remision.
Enn ti oa noz pa’z int deuet ;
Ha noz vad ho deuz lavaret ;
Noz vad da holl dud ann ti-man,
Hag eet int da gousket enn-han ?
Eet eo ann holl da gousket,
Nemed-oun-me a zo choumet,
A zo choumet, me va-unan,
Da laza’r goulou, da baka ’nn tan,
O itroun Varia ann Dreinded !
Piou ar re-man a zo deuet ?
M’em boa alc’houzet va doriou,
Ha prennet mad va frenestou.
— O grek, o grek, na spountit ket !
Ouz ho map Es-Kolmwenn komzet,
Deut gant he baeroun d’ho kwelet,
Da c’houlen eunn dra a zo red.
— Mard-eo va mab ez eo he-men,
M’em boa he lianet e gwenn,
Hag eo deut e du d’am gwelet ;
Evit doare ez eo poaniet ?
— Euz tan ar plukator e teuann,
Da dan ann ifern eo ez ann ;
Da dan ann ifern da zevi,
Ma na girit va fardoni.
— Penaoz e vez-te pardonet ?
Doue ganez zo re ofanset,
Doue gan-ez zo re ofanset,
Da beder c’hoar ac’h euz lazet.
— C’houzoc’h er-vad, va mamm em beuz ;
Hogen, dre c’hlac’har ha dre geuz,
Pa’z oun pardonet gant Doue,
Va mamm baour, pardonit ive !
Eus tan ar plukator e teuann,
Da dan ann ifern eo ez ann ;
Da dan ann ifern da zevi,
Ma na girit va fardoni.
— Penaoz e vez-te pardonet ?
Doue gan-ez zo re ofanset ;
Doue gan-ez zo re ofanset,
Pevar bern-ed c’heuz d’in devet.
— C’houzoc’h er-vad, va mamm,em beuz ;
Hogen, dre c’hlac’har ha dre geuz,
Pa’z oun pardonet gant Doue,
Va mamm baour, pardonit ive !
Euz tan ar plukator e teuann,
Da dan ann ifern eo ez ann ;
Da dan ann ifern da zevi,
Ma na girit va fardoni.
— Penaoz e vez-te pardonet ?
Doue gan-ez zo re ofanset ;
Devet ec’h euz d’in em zi-forn,
Kaera loened, triouac’h loen-gorn.
— C’houzoc’h er-vad, va mamm, em beuz ;
Hogen, dre c’hlac’har ha dre geuz,
Pa’z ounn pardonet gant Doue,
Va mamm baour, pardonit ive !
Euz tan ar plukator e teuann,
Da dan ann ifern eo ez ann ;
Da dan ann ifern da zevi,
Ma na girit va fardoni.
— Penaoz e vez-te pardonet ?
Doue gan-ez zo re ofanset ;
Doue gan-ez zo re ofanset,
Daou lamp arc’hant, daou aour c’heuz laeret.
— C’houzoc’h er-vad, va mamm,em beuz ;
Hogen, dre c’hlac’har ha dre geuz,
Pa’z ounn pardonet gant Doue
Va mamm baour, pardonit ive !
Euz tan ar plukator et teuann,
Da dan ann ifern eo ez ann ;
Da dan ann ifern da zevi,
Ma na girit va fardoni.
Penaoz e vez-te pardonet ?
Doue gan-ez zo re ofanset,
O laza’r manac’h oc’h ann aoter,
Pa gonzakre korf hor Zalver.
— C’houzoc’h er vad, va mamm, em beuz ;
Hogen, dre c’hlac’har ha dre geuz,
Pa’z ounn pardonet gant Doue,
Va mamm baour, pardonit ive !
Euz tan ar plukator e teuann,
Da dan ann ifern eo ez ann ;
Da dan ann ifern da zevi,
Ma na girit va fardoni.
Penaoz e vez-te pardonet ?
Doue gan-ez zo re ofanset ;
Doue gan-ez zo re ofanset,
Leorik da dad ac’h euz kollet.
— Leorik va zad n’eo ket kollet,
Er mor ema triouac’h gourred ;
Er mor ema triouac’h gourred,
Gant eur pesk bihan o viret.
’Met teir feillen ne deuz louzet
E leorik va zad a leret ;
unan dre c’hoad, eunn all dre dan ;
Unan all gant va daelou va-unan.
Va mamm, va mamm, a-zioud ho skoaz,
Sellit Jezuz stag oc’h ar groaz !
Hen-nez en deveuz lavaret :
Iann Es-Kolmwenn zo pardonet.
— Mar d-oud pardonet gant Doue,
Me as pardon, va map, ve.
— Pardonet vez neb a bardon,
A lavaraz ann tad-paeron.
— O tri-mil al loar, ar stered !
O tri-mil ann heol benniget !
Eunn el euz ’nn env zo diskennet,
Da gaout Iann Es-Kolmwenn deuet ;
Da gaout Iann Es-Kolmwenn deuet,
Evit kaer hen digemeret ;
Vit digemeret he ene
Da vont d’ar joaiou gant Doue.