IX. — Gwennola anavez he zad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   VIII. — Gwennola a ia da vaner Tymeur IX. — Gwennola anavez he zad X. — Kasoni al lez-vam   ►


IX.— Gwennola anavez he zad


Pemzek devez a zo abaoue m’ema Gwennola er maner, ha bemdez deuz an noz e ra er giz-ze ho fedennou, he divrec’h ganthi e kroaz, hag he daoulagad savet etrezek an Env.

Goulskoude Laouik, ar mevel bihan a lavaraz eun devez da Ber ar mevel-braz :

— « Daoust ha petra c’hell ober bep noz Gwennola gant e dournadik keuneud ? Gwir eo e c’hall eur wech bennag kaout anoued d’he zreid, mes bemdez, an dra-ze a gavan iskis da gredi.

Red o vezo d’eomp em-berr pa vezo eat hi d’he c’hambr, mond da zellet dre doull an alc’houez, hag e welimp neuze petra rai e unanik en he c’hambr.

— Evel a leverez, Laouik, souezet oun koulz ha te deuz ardou ar plac’hik-ze, ha red e vezo d’eomp gwelet o kuz petra ra en he c’hambr deuz an noz araok mont d’e gwele.

Pa oa debret koan er maner, Gwennola, goude beza sikouret gwalc’hi ar besellou, a zavaz d’he c’hambr, adarre eur pennadik goulou ganthi hag eun dournadik keuneut.

Eno ec’h en em lakeaz da lenn e leoriou, ha goude, e reaz ho fedennou evel kustum.

An daou vevel a zelle dre doull an alc’houez, hag a oa bet esllamet о welet petra ree ha petra lavare ar plac’hik.

Disken a rechont d’o gwele pa oa achuet ho fedennou gant Gwennola, en eur brometi an eil d’egile e teufent adarre en nozvez warlerc’h.

Goude beza bet teir nozvez dustu o selaou ar plac’hik, e lavarchont d’an aotrou petra o devoa klevet ha gwelet.

— « Hounnez ar plac’hik-ze a zo eur zantez, ha bep noz e tiskennomp d’hor c’hambr an dour en hon daoulagad o klevet e c’hlemmou truezuz.

Deuit oc’h unan, aotrou, hag eveld’omp-ni e welfoc’h petra ra ha petra lavar.

Chom a ra epad dek munuten war he fennou daoulin noaz da bedi evit he zad hag evit he mam.

N’ouzomp ket petra da zonjal euz a gement-se, rak-ze e karfemp e teufoc’h asamez ganeomp. »

— Mont a rin em-berr, hag e welin ardou ar zorserez, ha varc’hoaz e vezo taolet er meaz deuz ar maner, rak ne fell ket d’in roi digemer da dud ar seurt-ze hag a zo entanet ho c’halon gant kredennou faoz ar relijion. »

Pa oa deut an noz, debret koan, Gwennola a bignaz de c’hambr, ha prestik goude, an aotrou, an itron hag an daou vevel a bignaz war he lerc’h.

Ar plac’hik a elumaz ar goulou, a c’houezaz an tan hag o lennaz eur gentell e peb hini deuz he daou leorik. Neuze e reaz adarre he fedennou.

— « Va Doue ! va Doue ! roit d’in ar c’hras da welet eun devez va zad divade, roit ar Baradoz da ene va mam !

Mervel a rin kontant pa ouezin e vezo va zad war hent ar relijion.

Oh ! va Doue roit d’in ar c’hras kaër-ze a c’houlennan ouzoc’h euz a greiz va c’halon. Na ehanin da bedi ken am bezo bet an eurvad da welet oc’h heuill o kourc’hemennou, an hini a roaz d’in ar vuez ! »

Kerkent eun taol pounner a skoaz war dor ar gambr :

— Digor, digor, sorserez pe an or a vezo torret.

Gwennola, an daelou c’hoaz en e daoulagad a deuez da zigerri an or : aotrou, itron, va mestr, arabad eo d’eoc’h ober trouz d’in abalamour ma ran va fedennou. »

— Perag hag evit piou e pedez er giz-ze en da gambr abaoue m’emaoud en hor maner. »

— Pedi ran evit va zad, hag a zo hirio divade, ha n’ouzon ket e peleac’h ema. C’hoant em befe d’her c’haout evit hen distroi d’ar religion gristen, religion e dadou koz.

Pedi ran evit va mam, marvet duze e Mellak…

— E Mellak ! Ah ! petra leverez ? »

— Ia, aotrou, va mam a zo interret du-ze e Mellak ha setu ama al leoriou a deuz lezet gant he merc’hik Gwennola.

— « Diskouez d’in da leorik alaouret a roiz d’am greg muia karet Gwennola Kerglazek da zeiz hon eured, ha setu ama an hini a roiz d’ezi pa oa c’hoaz plac’h iaouank.

Mes penaoz e peuz bet al leoriou-ze hag a zo d’in-me ? »

— Va mam eo e deuz roet d’in, rag araok mervel, a lavaraz roi al leoriou d’am mam-goz, mes houma araok mervel, a lavaraz roi anezo d’in pa vijen deut da veza braz. »

— « Ne gomprenomp ket petra leverez, plac’hik. »

— Va zad ha va mam a ioa o vont da bardouna da Zantez Anna Wenet, eur gwaleur en em gavaz gantho e Mellak, va mam a varvaz eno, ha me a c’hanaz goude he maro.

Va zad epad klenved diveza va mam a ieaz da Zantez Anna, hag abaoue den na glevaz kоmz diouthan, he hano a oa Herry Kerzuliek, mes ne oar ket e oa ganet eur verc’hik evithan e Mellak dre eur burzud euz galloud an aotrou Doue, rak va zud koz a lavaraz nompaz roi da anaout d’ezhan ar c’helou ze. »

— « Ah ! me eo Herry Kerzuliek, ha me eo da dad ! Oh va merc’h, lez ac’hanon da skuilla war da ziouchod daelou a garantez eun tad.

Pa zellan en da zaoulagad, e kav d’in e gwirionez gwelet da vam, ar vam-ze ne peuz ket anavezet. »

— Ah ! va zad ! ma c’houfec’h al levenez a ren brema em c’halon ! na hellin biken trugarekaat awalc’h an aotrou Doue deuz ar c’hras kaër a ro d’in hirie.

Abaoue m’em boa klevet lavaret em boa eun tad pell deuz Doue, pell deuz ar vro e c’hanaz, va c’halon a ioa leun deuz tan ar garantez, c’hoant em boa da gaout an tad ze, ha c’hoant em boa d’hen lakat war hent ar zilvidigez evit ma c’hello eun deiz gwelet er Baradoz e bried muia karet, va mam Gwennola Kerglazek.

Hirio em euz an eurvad d’o peza kavet ; ra vezo Doue meulet, rag hen eo en deuz va digaset beteg ama, hentchet en deuz va faziou evit va digas beteg ennoc’h. »

— « Va merc’hik setu ama an hini a vezo hiviziken da lez-vam. »

— « Va mam, roet d’in eur pok a garantez, rak esperans em euz e vefoc’h evidon eur vam dener, e stankfoc’h muia ma c’hellfoc’h ar gouliou zo c’hoaz digor em c’halon, ar gouliou greet ennhan gant maro va mam gwirion. »

— « Ah ! va Gwennola muia karet, ro peoc’h, rak da gomzou a dreuz va c’halon evel eur c’hleze noaz, digas a rez d’in da zonj deuz am amzer gaër em euz tremenet asamez gant da vam.

Va iaouankis, va c’harantez evit da vam, va eured, va buez asamez ganthi, a zo brema war va spered.

Ro peoc’h, rak kalz a rebechou em euz da ober d’in va-unan, pa zonjan e krisder va c’halon e kever ar graouadurez iaouank-ze em euz kollet du-ze e Mellak.

Ia, merc’hik sonjomp e traou laouennoc’h, ha lezomp da gousket e peoc’h ar re zo eat da anaoun.

Deuz d’an traon, deuz da bokat d’az preur, d’az c’hoar vihan a zo kousket en o gwele, sonjal a ran о devezo evidoud ar garantez a pezo evitho. »

An daou vevel a ieaz da gousket, hag a lezaz о mistri da vont d’ar gambr e leac’h ma oa kousket an daou vugel.

Gwennola a bokaz d’ezo euz a greiz he c’halon, ha vardro hanternoz a ieaz da gousket en eur gambr ekichen he zad hag he mam.

Antronoz vintin e oa laket d’ezi dillad kaër, ha bemdez he tebre ouz taol he zad hag e mam.